Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.24 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/140 102 67103 210359 210299 2026-10-22T12:12:27Z Aveldro 601 210359 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 130 —|}}</noinclude><nowiki/> <br><br> {{Kreizañ|'''Tudidigez ar bed.'''}} Tudidigez ar bed, bet kaset da benn e-kerz amzeriou kosa ar ragistorvez gant rummadouïgou kutuilherien, hemolc’herien ha pesketaerien, a zo bet disheñvel-bras en he doare diouz an dudidigez diwezatoc’h gand ar pobladou niverus ha galloudus a veve diwar al labour-douar hag ar maga-loened. Eur rummad hemolc’herien n’eo ket evit tuda eur vro e gwirionez, ret ha ma vez d’ezañ evit beva kaout eur gouelec’h ma hell al loened gouez gouenna ha neradi didrubuilh. Ma kresk an hemolc’herien dre c’hanedigeziou re stank, ez a raktal war rouesaat al loened gouez, ha setu an naonegez hag ar maro o tont buan da gastiza dievezded an dud. Ret eo d’an hemolc’herien pe zibaotaat a c’henel bugale pe gas a vareadou an dreist-niver eus o zud yaouank da glask tachennadou-hemolc’h nevez. A-hend-all, bresk eo atao perc’hennidigez eur vro gand eur vagad hemolc’herien. N’int ket niverus a-walc’h da badout gant brezeliou hir. Aes eo bepred distruja pe argas diouz eur vro eur meuriad n’eus anezañ nemed eun nebeud kantadou a dud. Ac’hano an daou stumm-tudidigez-mañ a gaver gand an hemolc’herien : 1° En em skigna a reont war dachennadou ec’hon-divent a vez ''ergerzet'' ganto kentoc’h eget tudet. 2º O veza ma ’z int dic’halloud da zifenn ouz argadadegou hemolc’herien all holl c’horread ar<noinclude><references/></noinclude> njdy3ho46lhqagdhwbtw2aathv97hwm Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/43 102 67109 210358 210190 2026-10-22T12:11:15Z Aveldro 601 210358 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 33 —|}}</noinclude><nowiki/> <br><br> {{Kreizañ|'''Ar c’hemmaduriou c’hoarvezet e gouennou-loened an Europ e-pad ar pleistoken.'''}} N’eo bet Amzer ar Skourn-Bras nemed eur maread eus ar pleistoken-etre <ref>Reisoc’h e vije lavarout « mareadou ». Rak argila hag en em astenn beb eil tro a deus graet lïes gwech ar skournredennou. ''Mareadou etreskournredel'' a ra an douarourien eus ar mareadou m’edo ar skournegi en o bihana. Nemet n’en em glevont ket diwar-benn niver ar mareadou-ze, dre ma tegoueze moarvat kresk pe digresk ar skournredennou diwar darvoudou rannvrôel pe lec’hel n’en em astennent ket da holl skournredennou an Europ. A-zivout luziadell ar mareadou etreskournredel, teurel pled ouz eveziadennou Stanislas {{sc|Meunier}}, ''Géologie générale'', pp. 267-71 ; D<sup><small>r</small></sup> {{sc|J. Ehic}}, ''The Glacial Theories in the Light of biological Investigation'', war ''Annales Musei nationalis Hungarici'', 1921 ; ''Anthr''. 1924, pp. 308-9. — Tri mil bloavez eo he dije padet Amzer ar Skourn-Bras en Europ. hervez an douarourien a zeu ganto an izela jedadur, {{sc|A. de Lapparent}}, ''les Silex taillés et l’ancienneté de l’Homme'', 1907, pp. 101-19. Hogen dismantridigez an torosennadur uhel, a zo bet unan eus penn-abegou d’ar skournerez, he deus goulennet, diarvar, kalz muioc’h a amzer evit dont da benn.</ref>. Er gweleadou-douar en em ledet en Europ e-pad ar pleistoken-izela e kavomp relegou-loened hag enlouc’hadou-plant o testenia edo neuze tommoc’h pe da vihana kalz klouaroc’h temz an aer eget na deo bremañ. Gwez lore enezennou Kanaria, ar gwez fiez, ar gwez-Judea (''Cercis siliquastrum''), ar beuz, ar prenn-gwerzid deliou ledan a greske anezo o-unan en hor broiou. Aet diwar ar bed eo darn eus ar gouennou-loened a oa o veva e-doug ar prantad-ze. Re all, niverusoc’h a galz, a oa heñvel pe zamheñvel ouz ar re o veva bremañ en Afrik pe e rannvroiou tomm-poaz an Azi. Eun trede rummad a zo anezañ al leoned o deus kendalc’het da veva en Europ betek hon amzer.<noinclude><references/></noinclude> owc5hhgo7ms6jfw1xdm7exvjksmy22y Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/96 102 67162 210351 210250 2026-10-22T12:00:03Z Aveldro 601 210351 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 86 —|}}</noinclude>e vevont ha diwar gwriziennou-tolzennek magus a gavont er c’hoadou. Hiniennou anezo nemetken, ar re a vev nepell diouz kêriadennou Maleziz, a c’hounez maniog. N’o devez benveg metal ebet. Evel ma lavar De Morgan, pobladennou seurd-ze a yelo da get hep lezel roudenn ebet war o lerc’h o testenia ez eus bet anezo&nbsp;<ref>J. de {{sc|Morgan}}, ''L’Humanité préhistorique'', eil mouladur, pp. 30-1.</ref>. Reiz ne ve ket evelato meiza penn-da-benn doare Europiz hen-varevez ar maen diouz doare ar pobladennou eus an amzer-vremañ emaomp o paouez sellout outo pe diouz doare o c’henheñveled : Aostraliz, Fuejiz, Bochimaned Kreisteiz Afrika, Morianelled ar C’hongo, hag all. Ar pobladennou-ze, peurvuia, a ziskouez beza diskennidi diwar gouennou reuzeudik a vije bet harluet e-pad ar ragistorvez, dre greskans gouennou galloudusoc’h, diouz frouezusa tachennadou-douar-hemolc’h ar bed m’eo frank ar beva enno. N’o deus gallet mirout ijinerezou hen-varevez ar maen nemet dre veva e korniou pella, digenvesa ha digevanezusa an Douar. Keñveria ne heller e nep doare toundrennou skournet hanternoz Siberia pe gouelec’hiou tomm-poaz, dizour ha dic’hlasvez Aostralia ouz kom- pezennou Kornog ha Kreisteiz an Europ. Kennebeut all, n’emañ ket an Europ-vremañ, peurzifraostet, peuraret ha dreist-tudet abaoe hirgantvedou, gand an nebeudig gedon, konikled ha klujiri a van enni da holl jiboes, evit skeudenna d’eomp an Europ pleistokenel, anezi gouelec’hiou<noinclude><references/></noinclude> 1p0reoxvnzwjdw9il1agqq4o59pvg5v Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/97 102 67163 210352 210251 2026-10-22T12:00:49Z Aveldro 601 210352 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 87 —|}}</noinclude>strujus ha glasvezus, o neradi enno digabestr ha dishual ar vuhez loenel. Evel m’hen laka da evesaat J. de Morgan <ref>''Op. cit''. p. 31.</ref>, Europiz-vremañ n’int ket evit empenna pebez mammenn founnus a vevans e hell beza an hemolc’hi hag ar pesketa er broiou gouez pa na vez ket eus ar re-mañ toundrennou skourn-holl pe ouelec’hiou kras. Ret eo d’eomp ems- keudenna Europa e-pad hen-varevez ar maen evel m’edo Afrika e-kreiz an XIXet kantved, ma n’oa ket deuet c’hoaz ar fuzuliou hir-denn ha tennataer da gemer etre daouarn ar pep brasa eus ar Vorianed lec’h ar wareg hag ar goaf-bann. Diwar al levriou skrivet gand ar veajourien vras o deus ergerzet Afrika d’ar c’houlz-se, Burton, Speke, Grant, Samuel W. Baker, David Livingstone, H. M. Stanley, ec’h anavezomp pebez puilhentez a loened gouez a vez er broiou tudet-rouez, stank enno an dour hag ar peuri (2). (2) Lenn, da skouer, Doktor David LIVINGSTONE, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe et voyages à travers le Continent de Saint-Paul de Loanda à l’embouchure du Zam- bèze, de 1840 à 1856, trôet diwar ar saozneg e galleg gand an itron H. LOREAU, mouladur nevez, 1881, pp. 74-6, 108, 156-7, 177, 215-6, 218, 228-9, 247, 256-60, 268, 495-6, 536-7, 540, 556, 566-7, 569, 571, 586, 609-10 ; David ha Charlez LIVINGSTONE, Explorations du Zambèse et de ses affluents, et découverte des lacs Chiroua et Nyassa (1858-1864), troïdigez c’hallek gand an itron Loreau, 1866, pp. 92-5, 126, 166, 180, 183, 191, 193-8, 208, 225-9, 246, 250, 296, 301-3, 316-22, 341, 347-9, 360-1, 396 ; D. LIVINGSTONE, Dernier Journal du Docteur David Livingstone relatant ses explorations et découvertes de 1866 à 1873, suivi du récit de ses derniers moments rédigé d’après le rapport de ses fidèles serviteurs Chouma et Souzi par Horace Waller, membre de la Société Générale de Géographie de Londres, troïdigez c’hallek gand an itron LOREAU, 1876, I, pp. 172, 175-6, 183, 196-7, 199, 223, 255, 265, 283 ; II, 24, 98-100, 178, 196, 197-8, 279, 283, 347-8.<noinclude><references/></noinclude> juzd4knnsgxpzgwk6vk7d6w6cq88p20 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/98 102 67164 210353 210252 2026-10-22T12:04:06Z Aveldro 601 210353 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 88 —|}}</noinclude><nowiki/> <br> {{Kreizañ|'''Gouennou-tud an Europ e-doug hen-varevez ar maen.'''}} I. ''Gouennou ar pleistoken-izela''. — Ne deus bet kavet betek-hen relegenn ebet en he fez eus an dud a oa o veva e-pad ar pleistoken-izela, Chelleziz hag Acheuliz, kempredidi d’an dourvarc’h-meur, d’an hen-olifant ha da Corbicula fluminalis. N’eus deuet d’eomp diouto nemet relegou rouez-meurbet, darnaouet ha dister, a zo bet dizolôet dre zarvoud en dichaladuriou diwar stêriou an amzer-hont : eun nebeud karvanou dizouaret e Taubac’h hag e Ehringsdorf, e-kichen Weimar, hag e Mauer, e-kichen Heidelberg, Alamagn, eur garvan ha tammou diwar eur glopen kavadennet e Piltdown, kontelez Sussex, Breiz-Veur. Teo, tolzennek, kreñv-kenañ ha dielgez a-grenn eo ar c’harvanou-ze, kement-se holl, an dielgezegez dreist pep tra, o lakaat kalz a gemm etrezo ha karvanou an dud-vremañ. Disheñvelderiou doun a-walc’h, a-hend-all, a zo etre ar c’harvanou-ze, ken m’o deus lusket an denoniourien, evit d’ar relegou a studient beza gwall-zister, o lakaat war ziou ouenn-dud disheñvel a zo bet anvet ganto « gouenn Heidelberg » (''Homo Heidelbergensis'') ha « gouenn Dawson » (''Homo Dawsoni'') pe « gouenn Piltdown »&nbsp;<ref>An ano a ''Eoanthropus Dawsoni'', rôet da genta da ouenn Piltdown, ne zere ket. Lenn {{sc|Boule}}, ''Hommes fossiles'', eil mouladur, pp. 174-6.</ref>. An darnou klopen kavet e Piltdown a zo, diarvar, diwar eun den, ha diwar eun den ha n’oa ket<noinclude><references/></noinclude> 81ibdz15w9jvhleoqgg4u0clbawrivf Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/99 102 67165 210354 210253 2026-10-22T12:04:50Z Aveldro 601 210354 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 89 —|}}</noinclude>gwall-zisheñvel diouz an dud-vremañ : da skouer, n’oa ket gantañ an diou-wareg-abrant balirek a gaver gant tud ar pleistoken-etre (Neanderthaliz). Heñvel-tre eo, en eneb, ar garvan kavet en o c’hi- chen ouz karvan ar chimpanzeed bremañ. Ma nac’h a-grenn kalz a zenoniourien degemer e vefe karvan ha klopen diwar an hevelep den (1). II. ''Gouenn ar pleistoken-etre : Neanderthaliz''. — Mar deo dibaot ha disterik ar relegou diwar tud ar pleistoken-izela, stank a-walc’h eo, en eneb, ar relegou-tud a zeu d’eomp eus ar pleistoken- krenn (oadvez ar Vouster). Edo Mousteriz o veva e-kerz Amzer ar Skourn-Bras. Kledour ouz ar riou a glaskent en toullou-roc’h hag er mougeviou, ma ’z eus bet kavet enno peurliesa o relegou. Abaoe ar bloaz 1856 beteg ar mare m’emaomp bremañ, furchadennou graet gand evez er mougeviou-ze (2) o deus degaset d’ar goulou eleiz a eskern, klopenou, karvanou ha relegennou en o fez diwar oadvezidi ar Vouster. An holl relegou-ze, o tont alïes eus korniou an Europ pell-pell an eil diouz egile, a zo diwar eur ouenn nemetken a raer anezi « gouenn (1) BOULE, op. cit. pp. 158-76 ; M. RAMSTRÖM, Der Piltdown- Fund, war Bull. of the Geolog. Institute of Upsala, 1919, pp. 261-304 ; Anthr. 1922, p. 132 ; A. HRDLICKA, The Piltdown Jaw, war American Journal of Physical Anthropology, 1922, pp. 337-47 ; Anthr. 1924, pp. 416-7. (2) Mougeviou Neanderthal (Rhenania), Arcy-sur-Cure (Bro- C’hall), Forbes Quarry (Jibraltar), La Naulette (Belgia), Brux (Bohema), Spy (Belgia), Bagnolas (Katalonia), Malarnaud (Oki- tania), Krapina (Kroatia), Grimaldi, La Chapelle-aux-Saints, Le Moustier, La Ferrassie, La Quina (Okitania).<noinclude><references/></noinclude> 513ypwu79rvnt5g653mraefp3capwgw Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/100 102 67166 210355 210254 2026-10-22T12:05:26Z Aveldro 601 210355 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 90 —|}}</noinclude>Neanderthal » (''Homo Neanderthalensis''). Sed amañ, berr-ha-berr, an aroueziadur anezi : Dremm vras, hiroc’h ha ledanoc’h eget dremm an dud-vremañ. Klopen hirbennek, kilpennek, kern plaen, hogos didal. Bras ha teo-espar an diouwareg-abrant, stag an eil ouz eben, oc’h ober a-zioc’h d’an daoulagad evel eur bourled war-raok pe eun doare baled heñvel ouz ar balirad-eskern a zo gant gouennou marmouzien bras eus hon amzer (1). Kelc’hiek eo poullou an daoulagad ha brasoc’h kalz eget gand an dud-vremañ. Ledan ha tougn eo ar fri, evel ma vez gant gouennou-tud kroc’henet-du a vremañ ; penn gwalenn ar fri a zo (1) Marmouz-meur (Gorilla gina pe Troglodytes gorilla) ha chimpanze (Troglodytes niger). N’eo ket da lavarout e vefe dre-ze kerentiet gouenn-dud Neanderthal ouz ar gouennou marmouzien-ze. N’eo moarvat an heñvelder-mañ etrezo nemed eun degouezadenn a genheñvelaat o tont eus eur vividigez heñvel. Lies skouer a ze a gavomp el Loenelez : an anata eo an heñvelder a stumm a zo bet gwisket gand ar bronneged, ar stlejviled hag an tousegeged aet da veva er mor gand ar pesked. Da evesaat co na vez ket kavet an diou wareg-abrant bolirek, e-touez ar marmouzien-meur hag ar chimpanzeed, nemed gand ar re anezo a zo deuet d’o ment. O re vihan n’o deus ket anezo. Gant bugale Neanderthaliz, er c’hontrol, e oa diou-wareg-abrant ker balirek ha re o c’herent, ha kement-se a ziskouez e oa a bell-zo ar stummad-ze er ouenn. An emzis- plega bras eus an diou-wareg-abrant a zo bet diskleriet dre eun emveva a c’houlenne eur chaokerez eus ar starta. Da rei da gigennou ar garvan-draon eun harp postek, ha da startaat war eun dro frammad-eskern an dremm, e vije aet war vrasaat ha war devaat an diou-wareg abrant, C. TOLDT, Brauenwulste, Tori supraorbitales, und Brauenbögen, Arcus superciliares, und ihre mechanische Bedeutung, war Mitteil. der Anthr. Gesellsc. in Wien, 1914 ; Anthr. 1921, p. 122 ; E. DUBOIS, On the cranial form of Homo Neanderthalensis and of Pithecanthropus erec- tus determined by mechanical factors, war Proceedings Aka- demia kêr Amsterdam, Levr. XXIV, niverennou 6 ha 7 ; Anthr. 1923, pp. 203-6.<noinclude><references/></noinclude> gmk1s3cbg7cow1e3kcrs36o9zjsm1yk Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/101 102 67167 210356 210255 2026-10-22T12:07:28Z Aveldro 601 210356 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 91 —|}}</noinclude>sanket doun en eur gleuzenn dindan an tal, evel m’eo gand Aostraliz <ref>Enep-marmouzel a-grenn eo an holl zoareou-ze eus fri Neanderthaliz, evel ma evesa {{sc|Boule}}, ''op. cit''. p. 205.</ref>. War-ziaraok eo an diougarvan e doare eur vuzell-loen. Dielgez eo peur- liesa ar garvan-draon (karvanou-zo, koulskoude, a zo eun damelgez outo). An dent, heñvel ouz dent an dud-vremañ, dreist-holl ouz dent ar ouezidi, a zo start ha teo evel an diougarvan end-eeun a dalv d’ezo da ziazez ; stummet ez int diouz braea kentoc’h eget diouz trouc’ha : diskouez a reont debre- rien-c’hlasvez kentoc’h eget debrerien-gig. Uzadur bras an dent er relegou diwar tud aet war an oad a ziskouez grosder ar boued a veze rôet d’an dent-ze da chaokat. Berr ha teo eo peurliesa eskern ar c’horf hag an izili. Anat diwar enlouc’hadur doun penn ar c’higennou ez oa paotred kreñv meurbet eus Neanderthaliz. Berr a-walc’h eo eskern an divesker e- keñver re an diouvorzed, berroc’h eget gand ar gouennou-bremañ. Berroc’h eo ivez eskern an arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h. E gwerzidou an diouvorzed, ez eus roudou o tiskouez e veze boas Neanderthaliz d’en em zerc’hel en o c’hluch pa n’edont ket war vale. Etre 1 metrad 54 hag 1 metrad 60 e oa ment ar baotred. Bihanoc’h e oa ar merc’hed : 1 metrad 45 e oa ment ar plac’h a zo bet dizouaret e toull-roc’h La Ferrassie (Okitania). E {{Reizh|berre-gomziou|berr-gomziou}}, Neanderthaliz a oa tud pennet-teo, dremmet bras ha hir, mentet-bihan pe ventet-etre, korfet-berr ha tolzennek, iziliet berr<noinclude><references/></noinclude> 37ogv0y0woshzq1l2p3496k8yc5juol Istor ar bed (eil levrenn)/IV. 0 67224 210357 2026-10-22T12:10:55Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "<pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" from=33 to=161 header=1 fromsection=IV /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed (eil levrenn)/IV.}} [[Rummad:Istor ar bed]]" 210357 wikitext text/x-wiki <pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" from=33 to=161 header=1 fromsection=IV /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed (eil levrenn)/IV.}} [[Rummad:Istor ar bed]] 9vlo9qg3mfk8bgnof0cmksae7dat3ii Istor ar bed - Eil levrenn/a-bezh 0 67225 210360 2026-10-22T12:14:27Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "<pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" header="Taolenn" from=5 to=5 /> <pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" from=7 to=161 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed - Eil levrenn}} [[Rummad:Istor ar bed|*]]" 210360 wikitext text/x-wiki <pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" header="Taolenn" from=5 to=5 /> <pages index="Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu" from=7 to=161 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed - Eil levrenn}} [[Rummad:Istor ar bed|*]] ndgywpvx0p6wzbby3sf1birxkhtnk7q