Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.24
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/62
102
67128
210361
210320
2026-10-24T20:56:20Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210361
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 52 —|}}</noinclude>hep lezel amzer gantañ da grial pe da finval. Mont
a ra d’eun evn all goude-ze, hag e talc’h er c’hiz-se
ken na zeuy eun trouz bennak da lakaat ar mor-
vrini da dec’hout <ref>J. {{sc|Deniker}}, p. 222.</ref>.
2. ''Labour ar maen, ar c’horn, an askourn hag an''
''olifant''. — Diwar ar pez a zo bet lavaret uheloc’h
eus an ijinerezou e-doug hen-varevez ar maen en
deus bet al lenner eun alberz bastus a-walc’h eus
labour an danveziou-ze, eus an armou hag ar
binviou a veze graet ganto. Lavaromp ouspenn e
oa dre ober gand al lufra e veze stummet ar c’horn,
an askourn hag an olifant. Ar mein a veze bepret
benet a-skolpadou. Gwell e oa gand ar venerien ar
maen-tan eged an doareou mein all dre ma ’z eo
aes hen bena a-skolpadou hag ivez dre ma ’z eo
trouc’hus meurbet an ulmennadou diwarnañ. Rôet
e veze d’an ulmennadou-ze ar stumm dereat pe dre
vont a daoliadouïgou pe dre vont a voustradou
gand eun eilaozer maen, korn pe askourn <ref>{{sc|De Morgan}}, ''Humanité préhistorique'', pp. 149-58 ; Oskar {{sc|Montelius}}, ''les Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves'', troet diwar ar saozneg e galleg gant S. Reinach, 1895, pp. 11-7.
</ref>.
3. ''An enaoui-tan''. — N’eus ket eur meuriad,
e-touez gouezidi hon amzer, hag an izela e vefe
war skeul ar sevenadur, ha na ve ket barrek d’ober
tan. Ne c’houzomp ket hag e oa an anaoudegez-se
gant Chelleziz hag Acheuliz. Glaou ha ludu, avat,
diwar an tantadou enaouet gand an dud war o
lerc’h a zo bet kavet e kement mougeo he doa {{Tired|tal|vezet}}<noinclude><references/></noinclude>
2101s7rpvc56881sj6gbfim2rf8n2q9
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/63
102
67129
210362
210328
2026-10-24T20:56:58Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210362
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 53 —|}}</noinclude>{{Tired2|tal|vezet}} da gledour d’ezo. Gwirheñvel eo o deus an
dud gouezet da genta mirout an tan enaouet gant
nerziou an Natur araok gouzout hen enaoui int-i
o-unan d’o zro <ref>Evel ma lavar Deniker, ar « mirout-tan» a zo bet kent an enaoui-tan », op. cit. p. 178.</ref>. Gant poblou warlerc’hiet hon
amzer ez eus pevar doare da enaoui tan :
a) ''dre rimia'' : eur vrochenn brenn-kalet dalc’het
a-veskell en daouarn a vez taravet ouz eur geuneudenn
brenn-gwak dalc’het gand an daoulin.
Kleuza a ra beg ar vrochenn eur c’haran er geuneudenn,
ha, dre hir-rimia, e teu da veza goret
ar poultrennou prenn en em zastum er c’haran-ze.
N’eus nemet lakaat warno geotennou sec’h pe tont
ha c’houeza da gaout tan. Okeaniz a ra dre an
hent-se.
b) ''dre heskennat'' : gand erien trouc’hus eun
tamm bambouz e heskenner eur vambouzenn
faoutet war he hed ken na day ar brenn-heskenn
da veza leskidik ha da dana an tont. Er c’hiz-se eo
e vez enaouet tan gant Maleziz, meuriadou-zo eus
Aostralia, Birmania, Bro-Indez.
k) ''dre doulla'' : lakaat a reer da drei gand an
daouarn eur vaz prenn-kalet harpet ar penn anezi
war eur geuneudenn a vez dalc’het a-blaen ouz an
douar gand an daou droad. War-bouez trei-distrei
ar vaz, e teuer da gleuza eun toullig er geuneudenn
ha da entama ar poultr prenn en em zastum ennañ.
En doare-ze eo ec’h enaou tan rummadou Zouloued-zo,
meuriadou-zo eus Aostralia, an Aïnoued, hag
all. Gwellaet eo bet ar benveg-enaoui-tan-ze gant<noinclude><references/></noinclude>
0v8zlblbl5szjkw3iuiqzbobwbohwxt
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/64
102
67130
210363
210322
2026-10-24T21:03:33Z
Aveldro
601
210363
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg <ref>F. S. {{sc|Dellenbaugh}}, ''The North-Americans of Yesterday'', New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).</ref>. Tanerezed seurd gant houmañ,
graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Henamzer <ref>Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. {{sc|Flinders Petrie}}, ''Ten year’s digging in Egypt'', p. 119, sk. 91. Eun adskeudenn anezañ a zo bet embannet war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 135, sk. 2. ''Pramantha'' e oa e sanskriteg ano an talar-tana hag ''arani'' hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-uhela » eus houmañ). ''Pramantha'' a zo diwar ar wrizienn-c’her ''math, manth'' ma teu diouti ar verb ''mathnami'' « e taravan, e rimian ». Keñveriet eo bet ''pramantha'' ouz an ano gresiek divoutin ''Prometheus'', hag ''arani'' ouz ar brezoneg ''irin'', hemañ o terc’hel lec’h eun hen-gellieg ''arinio''. Lenn S. {{sc|Reinach}}, ''Cultes, Mythes et Religions'', III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. {{sc|Siret}}, ''Prométhée'', war ''Rev. Archéol''. 1921, I, pp. 132-5 ; V. {{sc|Henry}}, ''Diction. étymol. du br. moderne'', ouz ar ger ''hirin''.</ref>.
d) dre skei : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en henvarevez
ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all<noinclude><references/></noinclude>
3tzsbqamypderrgzbnzik7el2aqoial
210364
210363
2026-10-24T21:03:39Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210364
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg <ref>F. S. {{sc|Dellenbaugh}}, ''The North-Americans of Yesterday'', New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).</ref>. Tanerezed seurd gant houmañ,
graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Henamzer <ref>Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. {{sc|Flinders Petrie}}, ''Ten year’s digging in Egypt'', p. 119, sk. 91. Eun adskeudenn anezañ a zo bet embannet war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 135, sk. 2. ''Pramantha'' e oa e sanskriteg ano an talar-tana hag ''arani'' hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-uhela » eus houmañ). ''Pramantha'' a zo diwar ar wrizienn-c’her ''math, manth'' ma teu diouti ar verb ''mathnami'' « e taravan, e rimian ». Keñveriet eo bet ''pramantha'' ouz an ano gresiek divoutin ''Prometheus'', hag ''arani'' ouz ar brezoneg ''irin'', hemañ o terc’hel lec’h eun hen-gellieg ''arinio''. Lenn S. {{sc|Reinach}}, ''Cultes, Mythes et Religions'', III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. {{sc|Siret}}, ''Prométhée'', war ''Rev. Archéol''. 1921, I, pp. 132-5 ; V. {{sc|Henry}}, ''Diction. étymol. du br. moderne'', ouz ar ger ''hirin''.</ref>.
d) dre skei : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en henvarevez
ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all<noinclude><references/></noinclude>
pksjpjv3y1cs1mjhxbwiltoermbakuv
210365
210364
2026-10-24T21:04:06Z
Aveldro
601
210365
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg <ref>F. S. {{sc|Dellenbaugh}}, ''The North-Americans of Yesterday'', New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).</ref>. Tanerezed seurd gant houmañ,
graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Henamzer <ref>Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. {{sc|Flinders Petrie}}, ''Ten year’s digging in Egypt'', p. 119, sk. 91. Eun adskeudenn anezañ a zo bet embannet war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 135, sk. 2. ''Pramantha'' e oa e sanskriteg ano an talar-tana hag ''arani'' hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-uhela » eus houmañ). ''Pramantha'' a zo diwar ar wrizienn-c’her ''math, manth'' ma teu diouti ar verb ''mathnami'' « e taravan, e rimian ». Keñveriet eo bet ''pramantha'' ouz an ano gresiek divoutin ''Prometheus'', hag ''arani'' ouz ar brezoneg ''irin'', hemañ o terc’hel lec’h eun hen-gellieg ''arinio''. Lenn S. {{sc|Reinach}}, ''Cultes, Mythes et Religions'', III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. {{sc|Siret}}, ''Prométhée'', war ''Rev. Archéol''. 1921, I, pp. 132-5 ; V. {{sc|Henry}}, ''Diction. étymol. du br. moderne'', ouz ar ger ''hirin''.</ref>.
d) ''dre skei'' : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en henvarevez
ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all<noinclude><references/></noinclude>
a1vloduf4hkdfzny2mgwka52bnwhyin
210399
210365
2026-10-24T22:15:43Z
Aveldro
601
210399
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg <ref>F. S. {{sc|Dellenbaugh}}, ''The North-Americans of Yesterday'', New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).</ref>. Tanerezed seurd gant houmañ,
graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Henamzer <ref>Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. {{sc|Flinders Petrie}}, ''Ten year’s digging in Egypt'', p. 119, sk. 91. Eun adskeudenn anezañ a zo bet embannet war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 135, sk. 2. ''Pramantha'' e oa e sanskriteg ano an talar-tana hag ''arani'' hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-uhela » eus houmañ). ''Pramantha'' a zo diwar ar wrizienn-c’her ''math, manth'' ma teu diouti ar verb ''mathnami'' « e taravan, e rimian ». Keñveriet eo bet ''pramantha'' ouz an ano gresiek divoutin ''Prometheus'', hag ''arani'' ouz ar brezoneg ''irin'', hemañ o terc’hel lec’h eun hen-gellieg ''arinio''. Lenn S. {{sc|Reinach}}, ''Cultes, Mythes et Religions'', III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. {{sc|Siret}}, ''Prométhée'', war ''Rev. Archéol''. 1921, I, pp. 132-5 ; V. {{sc|Henry}}, ''Diction. étymol. du br. moderne'', ouz ar ger ''hirin''.</ref>.
d) ''dre skei'' : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en hen-varevez
ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all<noinclude><references/></noinclude>
2xqfhmbk53i8r1lhyn92is0t8zi8wp8
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/65
102
67131
210366
210323
2026-10-24T21:08:12Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210366
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 55 —|}}</noinclude>ma ’z eo bet savet diwarno tamm-dre-damm hor
sevenadurez-vremañ. Milvedou a oa da dremen
avat kent na vefe deuet barrek an dud da denna
diouti kement frouezenn a oa e diougan enni.
4. ''An ober gand an tan''. — Enaoui tan a rae
henoadvezidi ar maen da tomma hag ivez da
bellaat al loened fero, arzed, leoned, tigred, louparded,
hag all, a baote kement neuze ar gouennou
anezo en Europ. N’eo ket sur, avat, o defe graet
gantañ da boaza ar c’hig a zebrent <ref>Hizio c’hoaz, e-touez ar pobladou warlerc’hiet (Eskimoed, hag all), e vez debret kriz ar c’hig hag ar pesked. N’eus netra da damall er c’hiz-se evit pez a sell ouz ar yec’hedouriez, anat ma ’z eo ez a kuit eus ar c’hig dre ar poaza ar pep magusa anezañ. « Everien gwad ha debrerien kig kriz eo ar ouezidi ha d’ar boaz-se ez int dleour, evid eun darn, eus o c’hreñvder hag o yec’hed » (Dr {{sc|Fagon}}, war ''Anthr''. 1923, pp. 298-9). An dud-ze end-eeun hag a zebr ez kriz ar c’hig, a ra gand an tan da baredi ar c’hlasvez, ar greun pe ar gwriziennou a dalv d’ezo da louzeier-kegin.</ref>. N’o doa na
podou-pri na beriou-metal, ha diaes a-walc’h eo
rosta ouz an tan eun tamm kig pa na vez ket a ver
metal. Poluneziz, koulskoude, kent beza bet « sevenaet »
gand Europiz, a zeue a-benn d’hen ober dre
an hent-mañ : mein goret en eun tantad a veze
lakaet ganto e strad eun toull kleuzet en douar ;
war ar mein-ze e veze ledet eur gwelead deliou ha
war an deliou e lakaed ar c’hig pe ar frouez a oa
da boaza, eur gwiskad deliou warno, mein goret
all war an deliou ha douar war c’horre. A-benn
eun hanter-eurvez, e veze dare ar pred <ref>A-zivout ar forniou-poaza-kig ha frouez a vez kleuzet en douar gand Indianed ar Chako (Amerik ar Chreisteiz), gwelout E. {{sc|Nordenskiold}}, ''la Vie des Indiens dans le Chaco'', troïdigez c’hallek gant H. Beuchat, 1912, pp. 54 (sk. 16), 273.</ref>. Gant<noinclude><references/></noinclude>
ir0kyl09xsduh28dvim17rc58rbjj3u
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/66
102
67132
210367
210324
2026-10-24T21:08:47Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210367
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 56 —|}}</noinclude>meuriadou dizeven Indonezia e vez paredet o boued
e listri prenn bambouz leun a zour dre lakaat mein
goret en dour-ze. Eun doare heñvel da baredi boued
a zo gand Indianed an Alaska, Fuejianed Douar-an-Tan,
Serbed hag Albaniz ledenez ar Balkaniou.
Ar boaz da lakaat dour da virvi dre deurel
ennañ mein goret a zo bet anavezet en Europ,
hañval eo, gant nevezoadvezidi ar maen : berniou
kailhastr bet losket en tan a zo bet kavet e Breiz-Veur
hag Iwerzon, en ehanlec’hiou nevez-varevez
ar maen, a gevret gant neviou pe laouerou kleuzet
e treujennou-gwez. Kavet ez eus bet ivez toullou
duet gand an tan hag a zo marteze roudou diwar
forniou-kegina heñvel ouz re Indianed Amerik ar
C’hreisteiz ha Poluneziz <ref>''Anthr''. 1922, p. 190.</ref>.
5. ''An emwaskedi''. — N’eus chomet roudenn ebet
eus an tiez savet gant henoadvezidi ar maen.
Chelleziz, gant klouar m’edo temz-amzer Europa
en o c’houlz, a oa a-walc’h d’ezo moarvat logellou
glasvez savet war an uhelennou pe war glann ar
stêriou. Dibaot, war a hañval, ez int aet da glask
goudor en toullou-roc’h hag er c’heviou. En eneb,
an dud o deus bevet war o lerc’h, e-pad ar pleistoken-etre
hag ar pleistoken-uhela, o deus graet
alïes o annezadur anezo. Ha dre-ze ez eo deuet an
toullou-roc’h hag ar mougeviou da veza evel pa
lavarfec’h talvoudusa diellec’hiou ar ragistor. N’eo
ket bet krignet pe eilpennet ar gweleadou oc’h ober
al leurenn anezo gand an dour-red hag an {{Tired|dour-|gouez}}<noinclude><references/></noinclude>
apwajyj1hxh63p7n58xw016c19n5285
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/67
102
67133
210368
210325
2026-10-24T21:12:20Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210368
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 57 —|}}</noinclude>{{Tired2|dour-|gouez}} evel ma tegouezas d’an dichaladuriou a-led
war ar barr, en dizolo, dindan an amzer. Dre-ze, er
mougeviou e hellomp studia heuliadur an oadou,
ar gouennou-loened hag an ijinerezou.
Henoadvezidi ar maen a zibabe dreist-holl da
annezlec’h an toullou-roc’h hag ar mougeviou m’en
em astenne da bell ar gwel diouto. Pa oa bras
meurbet ar vougeo, o kroazigella doun en douar,
n’aent nepret da chom er ribouliou bac’h ha teñval.
Bepret e raent o annez tost da c’henou o zoull, er
rann eus ar c’heo a oa avelet ha goulaouet <ref>Gwir eo kement-se, neket hepken eus mougevidi henvarevez ar maen en Europa, hogen ivez eus mougevidi an holl vroiou eus ar bed. Gwelit, da skouer, R. {{sc|Verneau}}, ''Habitations, sépultures et lieux sacrés des anciens Canariens'', pp. 4-5 ; {{sc|Colani}}, war ''Mémoires du Service géol. de l’Indo-Chine'', Levr. XII, feskennad 3 ; ''l’Age de la pierre dans la province de Hoa-Binh (Tonkin méridional). Hag all''.</ref>.
Peurliesa ar mougeviou aet da annezlec’h gant
henoadvezidi ar maen o doa araozo talvezet da
faou d’al loened gouez : bleizbroc’hed, marlonked,
bleizi, arzed dreist-holl ; ha dibaotoc’h leoned,
pantered, hag all <ref>An toull-roc’h mousterel nepell diouz Forbes Quarry, Jibraltar, a zo bet kemeret da ched gant pantered ha kizier-karvetaer o deus degaset ennañ korf al loened aet da breiz d’ezo : moc’h-gouez, kirvi, kragvouc’hed, konikled, hag all. Bleizbroc’hed a zo deuet da c’houilia er garnel-ze ha lezet o deus enni o failhañs ha merk anat o dent war an eskern. Guped bras ivez a zo en em gavet ebarz ha marvet eno. A-goulzadou en deus an Den graet chanou en toull roc’h-ze : c’houezet en deus tan ha debret kirvi, kezeg ha moc’h-gouez, baoted, brennig ha kregin-mor all, ''Anthr''. 1921, pp. 116-7.</ref>.
Ar mougeviou o deus talvezet da faou d’al leoned
gouez a zo aes o anaout dre ma kaver enno o
failhans karrekaet ha korfou-eskern anezo en o<noinclude><references/></noinclude>
2ape0tbuge8y2p86g6cxrldeazppqkm
210401
210368
2026-10-24T22:16:41Z
Aveldro
601
210401
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 57 —|}}</noinclude>{{Tired2|dour-|gouez}} evel ma tegouezas d’an dichaladuriou a-led
war ar barr, en dizolo, dindan an amzer. Dre-ze, er
mougeviou e hellomp studia heuliadur an oadou,
ar gouennou-loened hag an ijinerezou.
Henoadvezidi ar maen a zibabe dreist-holl da
annezlec’h an toullou-roc’h hag ar mougeviou m’en
em astenne da bell ar gwel diouto. Pa oa bras
meurbet ar vougeo, o kroazigella doun en douar,
n’aent nepret da chom er ribouliou bac’h ha teñval.
Bepret e raent o annez tost da c’henou o zoull, er
rann eus ar c’heo a oa avelet ha goulaouet <ref>Gwir eo kement-se, neket hepken eus mougevidi hen-varevez ar maen en Europa, hogen ivez eus mougevidi an holl vroiou eus ar bed. Gwelit, da skouer, R. {{sc|Verneau}}, ''Habitations, sépultures et lieux sacrés des anciens Canariens'', pp. 4-5 ; {{sc|Colani}}, war ''Mémoires du Service géol. de l’Indo-Chine'', Levr. XII, feskennad 3 ; ''l’Age de la pierre dans la province de Hoa-Binh (Tonkin méridional). Hag all''.</ref>.
Peurliesa ar mougeviou aet da annezlec’h gant
henoadvezidi ar maen o doa araozo talvezet da
faou d’al loened gouez : bleizbroc’hed, marlonked,
bleizi, arzed dreist-holl ; ha dibaotoc’h leoned,
pantered, hag all <ref>An toull-roc’h mousterel nepell diouz Forbes Quarry, Jibraltar, a zo bet kemeret da ched gant pantered ha kizier-karvetaer o deus degaset ennañ korf al loened aet da breiz d’ezo : moc’h-gouez, kirvi, kragvouc’hed, konikled, hag all. Bleizbroc’hed a zo deuet da c’houilia er garnel-ze ha lezet o deus enni o failhañs ha merk anat o dent war an eskern. Guped bras ivez a zo en em gavet ebarz ha marvet eno. A-goulzadou en deus an Den graet chanou en toull roc’h-ze : c’houezet en deus tan ha debret kirvi, kezeg ha moc’h-gouez, baoted, brennig ha kregin-mor all, ''Anthr''. 1921, pp. 116-7.</ref>.
Ar mougeviou o deus talvezet da faou d’al leoned
gouez a zo aes o anaout dre ma kaver enno o
failhans karrekaet ha korfou-eskern anezo en o<noinclude><references/></noinclude>
ac5p39p8zgohj0k6f52m3ikj3e9o2dj
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/68
102
67134
210369
210327
2026-10-24T21:12:51Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210369
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 58 —|}}</noinclude>fez <ref>E mougeo Echenoz-la-Moline, departamant ar Saône-Uhela, Bro-C’hall, ez eus bet kavet evel-se eiz kant relegenn en o fez diwar arzed.</ref>. A-wechou, goude beza bet annezet gand an
den, ez int bet dilezet gantañ e-pad eur maread,
hag adannezet diwezatoc’h. Neuze, etre ar gweleadou,
enno roudou diwar tantadou, predou hag
ijinerezou maen, korn, askourn, hag all, e weler
oc’h en em leda gweleadou all, enno nep roudenn
cus an den.
Da lakaat fraesoc’h petore stumm a zo gant leuniadur
ar mougeviou o deus talvezet da wasked da
henoadvezidi ar maen ha pe sklerijennadou a hell
dont eus ar studi anezañ e taolennimp amañ ez verr
diou eus ar mougeviou-ze.
a) ''Mougeo Romanelli'', e Tir Otranta, Kreisteiz
Italia, en eur roc’h vaen-raz, war glann ar mor,
8 metrad a-us da c’horre an dour ; 35 metrad hed,
16 metrad led eo ment ar vougeo-ze. Sed urz ar
gweleadou-douar ouz hen leunia, en eur vont eus
an diaz d’al laez :
1° Ledet war ar roc’h veo oc’h ober strad ar
vougeo eur gwelead kailhos maen-raz gwenn
enboullaet muioc’h pe nebeutoc’h, aman hag ahont
en o zouez mein-spoue enboullaet ivez, ha kregin-mor.
Anat diwar-ze ez eo ar gwelead eun draezenn-vor
deuet er-maez eus diraez an tonnou da heul
uhelidigez an aod. War varr ar gwelead e oa eun
oaledad-ludu ha laonennou maen-tan o testenia e
oa bet tud oc’h ehana eno raktal goude m’edo aet
kuit ar mor. An eskern kavet eno a zo {{Tired|a-ziwar|lerc’h}}<noinclude><references/></noinclude>
dy9eu1qvi78zr1vmj6n94zggliw1iy3
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/69
102
67135
210370
210326
2026-10-24T21:13:14Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210370
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 59 —|}}</noinclude>{{Tired2|a-ziwar|lerc’h}} bronneged stummet diouz an tommder :
olifant kreisteizel, frikorneg Merck, dourvarc’h-meur.
2° Gwelead kailhos maen-raz gwenn, lemm o
c’her, kement-mañ o tiskouez ez eo bet furmet ar
gwelead-ze dre an dispennidigez a damm dre
damm dre hir-amzer eus mogeriou ha sel ar vougeo
dindan freuzlabour temz an aer.
3° Gwelead teo a vaenhinkinou-leur razell rik
ha gwenn. E doun ar gwelead e oa roudou eun
oaledad-ludu. Gwall-rouez e oa eno ar relegou
loened. Spis ez anavezer dre furmidigez ar gwelead
ez oa gleb an temz-amzer.
4° Gwelead teo a zouar priellek liou ruz-brikenn,
ennañ aman hag ahont traez kailhastrek ha
kailhosennou maen-raz. Ar relegou loened amañ
a oa diwar an olifant kreisteizel, frikorneg Merck
(paot), an dourvarc’h-meur, an ejen-meur (paot),
ar c’haro, an demm (paot-meurbet), ar yourc’h, ar
marc’h (rouez), ar bleiz, ar c’honikl (paot-meurbet),
an outardenn vras hag an outardenn vihan. Darempredidigez
al lec’h d’ar c’houlz-se gant mab-den
a zo lakaet spis dre vinviou maen-benet hag eskern
loened torret a ratoz-kaer gantañ.
5° Gwelead tano meurbet a vaenhinkinou-leur.
6° Gwelead teo meurbet a zouar priellek gell,
kemmesket a draez kailhastrek hag a vein-raz,
oc’h ober ar gwiskad-barr e leuniadur ar vougeo.
Ar gwelead-ze a oa ennañ meur a livead aes da
zigemma. Daskoret en deus eskern diwar eun doare<noinclude><references/></noinclude>
029c0yis5yhe3w49vczm0314q8nw24w
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/70
102
67136
210371
210329
2026-10-24T21:13:36Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210371
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 60 —|}}</noinclude>azen (''Equus hydruntinus''), an ejen-meur, ar c’haro,
al louarn, ar c’haz gouez, ar c’had ; stank eo relegou
al loened-ze. Dibaot pe zibaotoc’h eo, en eneb,
relegou ar yourc’h, ar c’hragvouc’h, ar bleiz, an
dourgi, ar reunig kof-gwenn. Rouez meurbet eo
relegou bleizbroc’h ar c’heviou, ar c’haz-karvetaer.
Relegou diwar evned o tenna da ouennou a vev
bremañ e kevrennou trobennahelel ar bed a zo bet
kavet er gwelead-douar-ze, en o zouez ar pingouin-meur
(''Alca impennis''). Paot eo en holl liveadou ar
binviou maen-benet hag an tammou eskern oberiet
gant dourn mab-den.
Ar studi a zo bet graet dre al lunedenn-greski
eus stumm ha natur douar ruz ha douar gell ar
vougeo Romanelli he deus diskuliet ez eo ar
gweleadou anezo labour an avel. Bez’ ez eus anezo
tuniennou deuet d’en em vernia er vougeo. Eus
Afrika eo e teue, degaset gand an avel, an danveziou
douarek a zo aet d’o ober. Peurheñvel eo douar
ruz ar vougeo ouz an ''terra rossa'' « tir ruz » a c’holo
eun darn vat eus Kreisteiz Italia <ref>G. A. {{sc|Blanc}}, ''Grotta Romanelli Stratigrafia dei depositi e natura e origine di essi'', war ''Archivio per l’Antropologia e la Etnologia'', Levrenn V, Firenze, 1921 ; ''Anthr''. 1923, pp. 212-5.</ref>.
b) ''Mougeo Isturitz'', e Bro-Euskarat, a zo anezi
daou c’hentrepas 100 ha 125 metrad hed, en eur
runiad maen-raz, 50 metrad a-us da zour eur
wazredenn. Tro eo genou unan ouz an hanternoz,
ouz ar c’hreisteiz genou egile, ha stag ez int an eil
d’egile dre eun niver ribouliou. An trepas hanternoz
a zo e stumm eur sal vras 120 metrad hed, 20 metrad<noinclude><references/></noinclude>
estck3aof6z9x5jbn7dmg9ew576noqp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/71
102
67137
210372
210330
2026-10-24T21:14:05Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210372
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 61 —|}}</noinclude>led, 15 metrad uhelder e lec’hiou-zo. Ledanoc’h eo
an trepas kreisteiz, hogen izeloc’h ar sel anezañ.
E-kreiz an trepas-ze, e-lec’h ma tic’haol eur vanell
o kas d’an eil trepas, emañ en e sav eur maen bras
7 metrad uhelder. Tregont metrad pelloc’h, daved
ar genou tro ouz ar c’hreisteiz, ez eus eun
dolzennad-roc’h ledan, izel-vosou warni o skeudenni
kirvi ha kirvi-erc’h.
Douna gweleadou-douar ar vougeo n’int ket bet
furchet c’hoaz <ref>« C’hoaz » da lavarout eo d’ar mare m’eo bet moulet al labour-skrid a zo, diwarnañ an diverradur-mañ. Gwelout an notenn war-lerc’h.</ref>. Eur soundadenn, bet graet a-
dreuz d’ezo, he deus tizet seiz metrad dounder hep
steki ouz ar roc’h veo a ra strad ar vougeo. War
ar gweleadou difurch-ze emañ ledet :
1° Eur gwelead tano, ennañ binviou mousterel
mentet-bihan.
2° Eur gwelead n’eus anezañ, en e bez, nemed
eur faouad arzed-meur (''Ursus spelaeus''), ker stank
ennañ o eskern ma lakaer da veur a gant niver an
arzed en em gav eno o relegennou luziet an eil
gand eben ha moustret holl dindan pouez an
douarou. Eskern bleizbroc’hed a zo ivez en o zouez.
Dilezet ar c’heo gand an dud, ez eo bet kemeret da
ched gand an arzed, hag e vanas en o c’herz e-pad
eun hir a varead.
3° Eur gwelead tano meurbet a zouar gell,
ennañ kagal karrekaet diwar bleizbroc’hed hag
eskern krignet gand o dent.<noinclude><references/></noinclude>
jsbe91q75cig7ncvbztiqk35zvqjkho
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/72
102
67138
210373
210226
2026-10-24T21:15:10Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210373
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 62 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
4° Eur gwelead teo meurbet a lec’hid melen-gell,
ennañ binviou mousterel, rakerou, hag all,
e maen-tan, kouarz, kouarzell, krag kailhastrek
ha kouarz treuzwelus. Dibaot an eskern-loened er
gwelead-ze. Ar re stanka a zo diwar arzed ha
bleizbroc’hed. Goude-ze e teu eskern kezeg hag
oc’hen. Rouez meurbet eskern kirvi ha kirvi-erc’h.
5° Eur gwelead lec’hid azgell, evel dazlardet a
c’hlaouennou hag a dammou pri ruz. Amañ ar
binviou-maen a zo d’ezo neuz an ijinerez aorignakel.
A-gevret ganto ez oa perlezennou olifant,
dent loened toullet d’ober troiou-gouzoug, eur fals-dant
karo en olifant, ha traezou all. Eskern marc’h
eo ar re stanka er gwelead-ze. Rouesoc’h eskern
ejen-gouez. Rouez meurbet an eskern diwar kirvi-erc’h.
Dent bleizbroc’hed ha tammou diwar skilfou
olifant hirvlevek a zo bet kavet ivez, hag eskern
louarn a-builh.
6° Eur gwelead-douar leun-barr a eskern loened
ha duet-holl gant glaou ha ludu diwar-lerc’h tantadou
prenn. Stumm an ijinerez aorignakel a zo
c’hoaz gand ar binviou-maen dizouaret eno. Ar
rakerou koulskoude a denn d’ar rakerou magdalenel.
Bez’ ez eus eskern ha korn karo-erc’h labouret
gant dourn-den. Eur gaer a vroudenn c’hoaf-bann
e korn karo-erc’h a oa d’ezi 0 metrad 35 hed. Stank
meurbet an eskern diwar oc’hen bras. Eskern kirvi
ha kirvi-erc’h a oa ivez.
7° Gwelead-douar louet, ennañ binviou stumm
aorignakel, nemet skañvoc’h ha kempennoc’h eget<noinclude><references/></noinclude>
tapsmnfripf7nls8kqb1sdo902b6ukk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/73
102
67139
210374
210331
2026-10-24T21:15:40Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210374
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 63 —|}}</noinclude>re ar gweleadou araok. En eun douez ganto ez oa
mein, engravet warno skeudennou disneuz ha dispis
a-walc’h peurliesa. War unan e oa treset spis
talier eun ejen-moueek. Diwar ochen eo stanka
eskern-loened er gwelead-ze.
8° Gwelead pri louet, 1 metrad teoder e lec’hiou-zo,
o testenia eur c’hemmadur en temz-amzer ha
glaveier stank. An dour gouez a zo deuet da sac’ha
ebarz ar c’heo. Eur spanaenn a zo bet koulskoude,
rak, e-kreiz ar gwelead-pri, en em gav ledet eur
rizennad du meurbet a-ziwar-lerc’h tantadou
enaouet gand an dud. Broudennou goaf-bann a zo
bet kavadennet er rizennad-ze ha binviou all,
stumm an ijinerez solutreel d’ezo. An eskern-loened
a zo gwall-zibaot : re an oc’hen eo ar stanka.
9° Gwelead douar ruz, ennañ binviou solutreel
anat, en o metou broudennou-maen e furm deliou
lore pe haleg.
10° Gwelead douar glaouennekoc’h, ennañ pep
doare binviou an ijinerez magdalenel : broudennou
goaf-bann, treantou gouzreinek e korn karo-erc’h,
minaouedou, morzoliou, nadoziou, hag all. War-dro
kreiz ar gwelead, ez eus bet dizolôet eleiz a
skeudennou loened, kizier-meur, arzed, kezeg,
oc’hen, kirvi, kirvi-erc’h, gedon, evned, engravet
pe gizellet e mein ar vro : krag melen, krag ruz-roz
ha maen-sklent louet. Gand ar re wella eus an
arz magdalenel eo darn eus ar skeudennou-ze. E
kevrenn uhela ar gwelead, ez a war zisleberi ha
war zivaloaat arz ar skeudennerez. En holl liveadou<noinclude><references/></noinclude>
r0sjjnw70ow1nxkv13ijyv97wb17oj6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/74
102
67140
210376
210332
2026-10-24T21:18:50Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210376
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 64 —|}}</noinclude>anezañ, emañ stank meurbet an eskern marc’h
hag ejen. Paotoc’h eo an eskern karo-erc’h amañ
eged er gweleadou all, hag, er gevrenn uhela, e
tegouezont stankoc’h eged eskern al loened all.
11° Gwelead maenhinkinou-leur, emañ siellet
gantañ, kouls lavarout, ar gweleadou-douar en em
furmet e-kerz hen-varevez ar maen. A-skign war
ar leurennad-vaen-ze, ez eus a bep seurd dismantrou
diwar nevez-varevez ar maen, oadvez an arem
hag oadvez an houarn, mesk-ha-mesk gant traezou
diwar an Amzer-vremañ <ref>E. {{sc|Passemard}}, ''la Caverne d’Isturitz'', war ''Rev. Archéol''. 1922, I, pp. 1-45.</ref>.
6. ''An emwiska''. — An nadoziou askourn, a gaver
evid ar wech kenta en ehanlec’hiou solutreel, a zesk
d’eomp e veze gwriet a-benn neuze ar c’hrec’hin-loened
a dalveze da zilhad. Da neud e raed gant
pennou-kigenn ha stirennou kirvi-erc’h skejet war
o hed, evel ma ra hizio c’hoaz an Eskimoed. Spanellou
ha lufrerou askourn evid aoza ar c’hrec’hin
a gaver e-touez ar binviou eus an oadvez magdalenel <ref>Da suraat d’ar c’hrec’hin en em virout, Tehuelched Patagonia o libistr gant druzoni ha pri livus, pe, e-lec’h pri, gand eun douar stank an alum ennañ. Eur boaz anavezet marteze gant Magdaleniz, Anthr. 1906, p. 154.</ref>.
Diwar-benn stumm ar gwiskamantou-
krec’hin ne ouzomp netra <ref>Milginek ha kenaozet a veur a damm eo gwiskamant an Eskimoed-vremañ. Fazia a-walc’h a rafed o rei da Vagdaleniz eur gwiskamant gwellaet seurd hemañ. Ret eo soñjal kentoc’h e gwiskamant Indianed ar C’hanada, Patagoniz, Fuejiz ha Tibetiz. Ar pep brasa eus gwiskamant ar poblou-ze a zo eur vantell grec’hin, hag int hogos en noaz dindani evid d’an amzer beza yen-skourn en o bro. Diwar-benn gwiskamant Fuejiz, gwelout C. {{sc|de Cordemoy}}, Au Chili, 1899, p. 7 (skeudenn) ; D<sup><small>r</small></sup> Otto {{sc|Nordenskioeld}}, ''La Terre de Feu'', troet diwar ar svedeg e galleg gant Ch. {{sc|Rabot}}, war ''Tour du Monde'', 1902, p. 33 (danevell ha skeudenn), p. 43 (sk.). A-zivout Tibetiz hag o c’haleted souezus ouz ar riou, gwelout Dr {{sc|d’Ollone}}, ''Les Derniers Barbares'', 1911, p. 264, 309-10 (sk.).</ref>. Diouz an {{Tired|ornaduriou-|kregin}}<noinclude><references/></noinclude>
ei0snket8az8yxiw6dt2883msuyehag
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/75
102
67141
210375
210334
2026-10-24T21:17:07Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210375
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 65 —|}}</noinclude>{{Tired2|ornaduriou-|kregin}} a oa gand an daou geviad yaouank douaret
e Keo ar Vugale, e Grimaldi, ez eus bet dezvarnet
edo ganto peb a varlennwisk (pe vrozig verr) e ler.
7. ''An emginkla''. — Oadvezidi ar C’haro-erc’h o
deus graet gant kregin ha dent-loened d’en em
ginkla. Golôet e oa alïes o gwiskamant a gregin
diwar gouennou beo pe gentvedel <ref>Ar C’heviad douaret e Brünn (Moravia) a oa en e gerc’henn eun dro-c’houzoug pe ''petral'', enni c’houec’h-kant tamm diwar ''Dentalium badense'', eun doare krogen kentvedel a vez kavet stank eun nebeut kilometradou diouz al lec’h-se.</ref> hag e raent
anezo troiou-gar, troiou-brec’h, troiou-gouzoug ha
kurunennou pe kabellou-penn <ref>{{sc|Déchelette}}, pp. 207-12, 284-301.</ref>. Beza a-walc’h
o dije graet gant kregin da vouneiz-eskemm : da
vihana, dizolôet ez eus bet e keo Cavaillon eur
guziadell, enni war-dro eiz mil krogen-mor bihan
ha n’edo toullet nemed eun dekvedennad anezo
d’ober troiou-brec’h pe troiou-gouzoug. Engravet
e veze alïes an dent leoned, arzed pe girvi a yae
d’ober troiou-gouzoug pe c’hourizou. A-wechou e
lived e ruz-flamm dent ha kregin an troiou-gouzoug
hag ar gourizou <ref>Aostraliz, hag i oc’h ober gant kregin d’en em ginkla, a liv ivez e ruz o zroiou-gouzoug.</ref>.
Diouz ar skeudennou-tud a gaver stankoc’h eged
e lec’h all war mogeriou toullou-roc’h ha mougeviou
Reter ar Spagn, e heller kaout eun alberz eus
gwiskamant ha kinkladuriou-korf Magdaleniz ar<noinclude><references/></noinclude>
4yg5av9d7bs9jyxyoz59czhmbrnkj79
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/76
102
67142
210377
210335
2026-10-24T21:22:23Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210377
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 66 —|}}</noinclude>c’horn-bro-ze. Ar wazed skeudennet eno, gware-
gourien anezo peurliesa o hemolc’hi kirvi, moc’h-gouez,
kezeg, oc’hen ha kragvouched, a zo ganto
alïes pluennou war o fenn (diou, teir pe beder
fluenn). Re-all o deus bonedou tri-begek, pe bonedou
outo pluennou pe diskouarn-loened. Unan a zo
war e benn eur re gerniel. Darn all a zo diskabell.
Gourizou a zougont, lerennou a-zispilh outo a-wechou,
troiou-brec’h gant peb a vouchad, troiou-gar
gant lerennou a-zispilh <ref>H. {{sc|Obermaier}} ha P. {{sc|Wernert}}, ''les Peintures rupestres du Barraco du Valltorta'', Madrid, 1919 ; H. {{sc|Breuil}}, war ''Anthr''. 1922, pp. 141-5.
</ref>.
8. ''An emliva''. — Emliva ar c’horf hag an dremm
a zo bet betek hon amzer eur boaz skignet ledan
e-mesk pobladou warlerc’hiet Aostralia, Okeania,
Afrika hag Amerika. Edo o ren ivez en Europ
e-touez Oadvezidi ar C’haro-erc’h. Danvezennou-liva,
ruz, melen, gell, du, a zo bet kavet stank e
oaledadou Magdaleniz <ref>An danvezennou-ze a zo pri a bep seurt liou, mergladur ha peurvergladur-houarn, mergladur-manganez.</ref>. Klenket emaze alïes al
livaduriou-ze e korzennou, anezo peb a askourn-gar
karo-erc’h. War-bouez eur vilienn e vezent brevet
e kokennouïgou kleuzet en eur maen pe war
bladennou sklent, ha ledet war ar c’hroc’hen gant
spanellou. N’eo ket hepken an dud veo en em live
er c’hiz-se. Korfou ar re varo, kent beza douaret,
a veze livet e ruz gant pri <ref>Ar pri ruz-se, goude peurvreinidigez ar c’horfou, a zo en em staget ouz an eskern. Ruz e vez peurliesa relegou an dud eus Oadvez ar C’haro-erc’h a zizouarer en hon amzer. Lenn Ch. {{sc|Peabody}}, ''Red Paint'', war ''Journal de la Société des Américanistes de Paris'', 1927, pp. 207-44.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
5wxhd6cpxu0hwpn5jzbhpvgzmootet7
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/77
102
67143
210378
210336
2026-10-24T21:25:46Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210378
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 67 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Tatoua, da lavarout eo brizella kroc’hen ar c’horf,
an izili hag an dremm dre ar skeja pe dre ar
brouda, a oa marteze eur boaz heuliet gand
Europiz hen-varevez ar maen <ref>An tatoua, pe da vihana an emliva-kroc’hen, a zo bet en Europ betek derou an istorvez e-touez meur a bobl : Thraked, Illirianed, Pikted, hag all.</ref> evel ma ’z eo
heuliet gand Okeaniz ha meur a boblad all goulerc’hiet
eus hon amzer. Kavet ez eus bet e oaledadou
oadvez ar C’haro-erc’h laonennouïgou begek-moan
e maen-tan a hellfe beza talvezet da
nadoziou-tatoua.
9. ''An ijinou-kaer : kizellerez (pe skulterez)'',
''engraverez, liverez, skeudennerez, linennerez''. —
Diwar dourn Aorignakiz ha Solutreïz ez eus deuet
d’eomp skeudennouïgou merc’hed <ref>Mandrogenned en noaz ha teo iskis peurliesa. Kuilha ma veze ar vaouez, kaera e veze, hañval eo, da henoadvezidi ar maen. Kalz poblou a ouenn wenn, e Kreisteiz an Europ, Hanternoz an Afrik ha Kornog an Azi, o deus dalc’het d’ar c’hiz-prizout-se, J. V. {{sc|Zelizko}}, ''Nachtrag zur Frage der Steatopygie
der paläolithischen Menschen'', war ''Mitteilungen der Anthropologischen Gesellschaft in Wien'', 1926, pp. 12-5 ; ''Anthr''. 1927, pp. 191-2.</ref> kizellet
kleiz-soavon Brianson, en olifant, e korn karo-erc’h ;
diwar dourn Magdaleniz skeudennou-loened
dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, frikorneged,
hag all, kizellet pe engravet en hevelep
danveziou hag e maen ouspenn, pe stummet e pri,
pe c’hoaz engravet ha livet ouz mogeriou, leurenn
ha stel ar c’heviou. Ar pep brasa eus ar mougeviou
ma ’z eus skeudennou loened engravet pe livet
war o mogeriou en em gav e kornog Okitania, e<noinclude><references/></noinclude>
m7o4omz3zjarovj7tw8ojeh9re9xzu9
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/78
102
67144
210379
210337
2026-10-24T21:27:51Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210379
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 68 —|}}</noinclude>menez Pirene hag en hanternoz ar Spagn. Dibaot
da Vagdaleniz skeudenni tud, ha, p’her greont,
pell emañ ar skeudennou-ze diouz talvezout ar
skeudennou-loened diwar o dourn <ref>War al livaduriou e keviou reter ha gevred ar Spagn emañ stankoc’h ar skeudennou-tud. Eno ez int bodet alïes e doare da daolenna hemolc’hadennou hag emgannou, H. {{sc|Obermaier}}, ''Das Paläolithikum und Epipaläolithikum Spaniens'', war ''Anthropos'', 1919-1920, pp. 143-79 ; ''Paläolithicum und Steinzeitliche Felskunst in Spanien'', war ''Prähistorische Zeitschrift'', 1921-1922, pp. 177-99. Keñveria G. H. {{sc|Luquet}}, war ''Anthr''. 1923, pp. 563-8.</ref>. Ar skeudennou-plant,
divoaz da skeudennerien ar pobladou
hemolc’herien a vremañ, a zo hiniennou anezo
e-touez skeudennaduriou Europiz hen-varevez ar
maen.
En eur gevret gand ar skeudenni, Magdaleniz o
deus graet gand al linenni da gaeraat traezou-zo.
Bez’ hon eus diwar o dourn tammou korn karo-erc’h
engravet warno kaeraduriou eeunlinennek
ha kroummlinennek : gourgammou, karrezennou-gwar
kroazigellaouet pe gengreizennet, trôellennou,
hag all. Darn eus an danveziou-ornadur a ra ganto
Magdaleniz ne dint nemet skeudennou-buhezeged
linennekaet.
Boas e oa Magdaleniz da gaeraat o binviou dre
ar c’hizellerez hag ar skeudennerez. Korzennou en
askourn pe en olifant, lufrerou, broudennou
goafiou-bann ha treantou a zo kaeraet evel-se gand
engravaduriou. Ar bizier-banna e korn karo-erc’h,
a dalveze d’ezo da stlepel gant muioc’h a nerz o
goafiou-bann pe o zreantou-pesketa, a veze rôet
d’ezo dre eur c’hizella ijinek stumm eul loen,<noinclude><references/></noinclude>
s1z8ny64yio4xv6ve0bz4kmm1uhbp7r
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/79
102
67145
210380
210338
2026-10-24T21:29:32Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210380
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 69 —|}}</noinclude>marc’h, gavr pe ejen, gwelet a-dal. E kern penn al
loen, ar reun pe ar bleo anezañ houpet ha degaset
war-raok, gand an diouskouarn pe ar c’herniel en
daou du, a ro furm ar c’hrogig pe an harzell ma
veze harpet outi seul ar goaf. A-is ez eo kizellet ar
brennid hag an divesker araok. Etre ar re-mañ en
em gav ar c’haran a dalveze da lakaat fust ar
goaf <ref>Diwar-benn levroniez an arz magdalenat, lenn {{sc|Déchelette}}, ''Manuel'', I, pp. 201-71 ; {{sc|Boule}}, ''Hommes fossiles'', eil mouladur, pp. 249-62 ; S. {{sc|Reinach}}, ''Répertoire de l’Art quaternaire'', 1913.</ref>.
{{Kreizañ|'''An toullou a zo en hon anaoudegez eus henoad-vezidi ar maen.'''}}
A douez ar binviou, armou ha traezou
all oberiet gand Europiz hen-varevez ar maen, n’eus
nemed ar re e maen, korn, askourn pe olifant a
gement a zo padet beteg ennomp. Aet da get kement
a oa e prenn, e rusk-gwez pe e ler. N’omp ket evit
gouzout, a-hend-all, penaos edo reizet ar gevredigez
en o zouez, petore yezou a oa ganto ha peseurt kredennou.
Da gredi eo e oa stummet ar gevredigez
ganto heñvel pe zamheñvel ouz ar pez m’emañ
gand ar meuriadou hemolc’herien, pesketaerien ha
kutuilherien eus hon amzer, Norz-Aziaded, Aostraliz
hag Amerindiz. Kemend-all a heller lavarout
eus o c’hredennou. Darn eus an dud skeudennet
gand Oadvezidi ar C’haro-erc’h a hañval beza o
korolli, gweennou (pe masklou) loened war o fenn :<noinclude><references/></noinclude>
ogsd5choadn7q41vun3kfhr614xzzzx
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/80
102
67146
210381
210234
2026-10-24T21:32:20Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210381
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 70 —|}}</noinclude>e-touez an Eskimoed, an Indianed ha poblou all
diseven eus hon amzer, e vez gwisket ar seurd
gweennou gand ar sorserien p’emaint o ren o
c’horollou-hud. Ar skeudennou-loened stummet
e pri e doun ar mougeviou, engravet pe livet
er c’horniou kuzeta ha teñvala, er ribouliou douna
anezo, n’eo ket skeudennou loened fero, loened,
tigred, bleizi, hag all, ez int, hogen loened dinoaz
dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, evned
ha pesked ma veve diwarno Europiz hen-varevez
ar maen. Dre skeudenna al loened-ze e krede d’ezo
moarvat e rojent lusk d’ar gouennou anezo da baotaat <ref>S. {{sc|Reinach}}, ''l’Art et la Magie'', war ''Anthr''. 1903, p. 257.</ref>.
Kredennou peurheñvel a gaver gand Aostraliz
hag Amerindiz. Da evesaat eo e vez treset
a-wechou war gostez al loened skeudennet aroue-
ziou hag a hell beza sellet evel aroueziou-perc’henna
pe vestronia : an dourn, an dared gouzreinek
(treant pe saez), an antell <ref>{{sc|Mahoudeau}}, ''Sur un très ancien procédé de capture'', war ''Rev. mens de l’Ecole d’Anthr''. 1909, p. 282. Keñveria H. {{sc|Obermaier}}, ''Trampas cuaternarias para espiritus malignos'', war ''Boletin de la Real Sociedad Española de Historia Natural'', 1918, pp. 162-3 ; Anthr. 1921, p. 127.</ref>, an to pe ar gledourenn
(arouez tõennheñvel). Treuzet-didreuzet a
daoliou-goaf e oa bet an delwennou kezeg ha kizier-meur
e pri dizolôet nevez-zo e mougeo La Fountaou,
e-kichen Montespan (Okitania). Eun arz pri, en
hevelep keo, a oa dibenn, nemet war al leur en e
gichen en em gave penn aet en eskern eur gwir
arz a oa kouezet hep mar ebet diwar gouzoug an
delwenn : trebarzet e oa bet ar penn-ze ivez gand<noinclude><references/></noinclude>
3s4mkpzsq2uhwc12bmy8yp1fmkn1y8k
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/81
102
67147
210382
210339
2026-10-24T21:41:00Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210382
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 71 —|}}</noinclude>eun niver taoliou goaf-bann. Ar strobinelladur-gwalla
anvet ''bugel-koar'' gand Europiz ar Grenn-amzer
a zo diwar an hevelep andon <ref>{{sc|Déchelette}}, I, pp. 268-71 ; Th. {{sc|Mainage}}, ''les Religions de la Préhistoire : l’Age paléolithique'', 1921 ; ''Anthr''. 1923, p. 442. Beo c’hoaz ar gredenn er ''bugel-koar'' gand Amerindiz, Afrikiz, Aziiz, Indoneziz hag Aostraliz, J. G. {{sc|Frazer}}, ''Le Rameau d’Or'', I, ''Magie et Religion, les Tabous'', troïdigez c’hallek gant R. Stiébel, 1903, pp. 5-14.</ref>.
An hena profou da Zoue a zo bet kavet en
Drac’henloc’h (Frankonia), an uhela eus holl mougeviou
hen-varevez ar maen (2.445 metrad a-us da
c’horread ar mor). Diou eus saliou ar vougeo-ze a
oa enno gweleadou rakmousterel hep mein-dourn :
eur seurd ijinerez a zo kempred e Reter Europa
gand an ijinerez chellezel er C’hornog. En diou
sal-ze e oa berniet ouz ar mogeriou hag e koufrou-maen
klopenou diwar arzed-meur ar c’heviou hag
eskern diwar peb a c’har anezo. Ar c’hlopenou-ze
a oa outo an diou vellenn gilpennel genta. Anat
diwar ze e oant bet degaset eno, neket eur wech
digiget, hogen kerkent ha trouc’het diouz al loen
nevez-lazet. Ar pennou hag ar paoiou-ze, anezo ar
pep talvoudusa eus korf al loened hemolc’het, a zo
bet, gwirheñvel, eur preveudi diwar an hemolc’hadenn
profet gand an hemolc’herien <ref>Oswald {{sc|Menghin}}, ''Der Nachweis des Opfers im Altpaläolithikum'', war ''Wiener prähistorische Zeitschrift'', 1926, pp. 11-9 ; ''Anthr''. 1927, p. 394.</ref>.
{{Kreizañ|'''Ijinerezou hen-varevez ar maen e-maez Europa.'''}}
Broiou an Europ na gouezer ket enno gant roudou
eus ijinerezou hen-oadvez ar maen eo ar re<noinclude><references/></noinclude>
9smczz08enzhaw9i0yisot5pbp80sau
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/82
102
67148
210383
210236
2026-10-24T21:43:12Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210383
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 72 —|}}</noinclude>a oa sebeliet dindan ar skournegi, da lavarout eo
Iwerzon, hanternoz Breiz-Veur, Skandinavia, hanternoz
an Alamagn, hanternoz Rusia, Helvetia ha
Tirol. Heñvel e c’hoarvez, er-maez eus an Europ,
gand uhelenn-veur an Iran ha kevrennou hanternoz
Norz-Amerika. Stank a-walc’h er broiou all eus ar
bed an armou hag ar binviou maen, d’ezo ar stumm
chellezel, acheulel, mousterel, aorignakel, solutreel
ha magdalenel. Nemet gwall-deñval eo c’hoaz an
amzeroniez anezo, ha n’eo ket bet anataet a-benn-bremañ
evid ar broiou m’o c’haver al lerc’h-ouz-lerc’h
eus an ijinerezou evel ma ’z eus bet graet
evid an Europ, dreist-holl evid Kornog an Europ :
Bro-C’hall hag Okitania.
En Afrik, binviou-maen benet a-skolpadou
heñvel ouz re Europa a zo bet kavet adal aodou
ar Mor Kreizdouarek en Hanternoz betek Trevadenn
ar C’hap er C’hreisteiz. Re an Ejipt a denn
hep mar ebet d’ar pleistoken ha kevoad ez int gant
re Europa <ref>C. G. {{sc|Seligman}}, ''The Older Palaeolithic Age in Egypt'', war ''Journal of the Royal Anthr. Institute'', 1921, pp. 115-44 ; ''Anthr''. 1923, pp. 229-30.</ref>. E Berberia <ref>Berberia a reer eus broiou hanternoz an Afrik a oa, e derou an istorvez, e dalc’h ar Verbered : Tripolitana, Tunizia, Algeria ha Maroko.</ref>, ez int bet dizolôet e
meur a lec’h a-ser gant relegou loened kollet ar
ouenn anezo, en o zouez eur ouenn-olifanted
(Elephas atlanticus), pe gant relegou diwar loened
na vevont ken bremañ nemed er c’hreisteiz d’ar
Sahara. Kosa ijinerez Berberia a zo peurheñvel ouz
ijinerezou kosa hen-varevez ar maen en Europ,<noinclude><references/></noinclude>
4rx6inombz0foxcazop9ejqfafrr1tw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/83
102
67149
210384
210237
2026-10-24T21:46:27Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210384
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 73 —|}}</noinclude>nemed en hevelep liveadou eo e kaver eno ar stummou
chellezel, acheulel ha mousterel. Warlere’h
an ijinerez koz-se, e teu an ijinerez kapsel <ref>Eus ''Kapsa'', ano hen-amzerel ar gêr anvet bremañ Gafsa, e Tunizia.</ref> pe
ijinerez an debrerien melc’houed-krogennek :
heñvel-bras eo mein-tan benet an ijinerez aorignakel
en Europ. An ijinerez kapsel a zo roudou diwar
e zilerc’h beteg e kreisteiz an Afrik <ref>A. J. H. {{sc|Goodwin}}, ''Capsian affinities of South African later Stone Age'', war ''South African Journal of Science'', miz Du 1925, pp. 428-36 ; ''Anthr''. 1927, pp. 169-70.</ref>. An ijinerezou
a zeu war e lerc’h na dennont ken da hen-
varevez ar maen : heñvel an traezou oberiet anezo
war eun dro ouz re ijinerez tardenezel Europa hag
ouz re ijinerez nevez-varevez ar maen en Ejipt :
binviou-maen lufret ha podou pri a zo en o zouez.
Stank-souezus ar roudou diwar ijinerezou ar
maen er Sahara, dreist-holl a-hed naoziou ar
stêriou aet a-benn-bremañ da hesk. Binviou stumm
chellezel a gaver eno, hag ivez binviou stumm
mousterel, aorignakel, kapsel. Ijinerezou ar maen
er Sahara a zo heñvel-meurbet ouz re Verberia hag
an Ejipt.
Er Soudan, er C’hongo, e Bro-Somal, en Abisinia
hag er broiou diouz kreisteiz an Afrik, e kejer, pe
war varr an douar pe ebarz an dichaladuriou koz,
ouz binviou, d’ezo ar stummm chellezel, acheulel,
mousterel, aorignakel, solutreel ha magdalenel <ref>L. {{sc|Peringuey}}, ''The Stone Ages of South Africa'', war ''Annals of the South African Museum'', 1911 ; A. J. H. {{sc|Goodwin}}, ''A Handbook to the collections of Stone implements'', embannet gand ar ''South African Museum'', 1927 ; ''Anthr''. 1928, pp. 160-1.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
carqcj53fte36m61h7fxg88u5nktkou
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/84
102
67150
210385
210340
2026-10-24T21:49:26Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210385
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 74 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Eun tammig dre-holl en Afrik, eus Berberia da
Drevadenn ar C’hap, e tegouezer gant skeudennou
engravet pe livet war rec’hell, taolennet enno loened
hag hemolc’herien. Kevoadek n’int ket avat. Skeudennou
war rec’hell Afrik an Hanternoz, ar re a
zo taolennet enno loened aet diwar ar vro (olifanted,
frikorneged, jirafed) pe aet diwar ar bed (henvual,
''Bubalus antiquus'') a zo koz-koz, hep ma heller
lavarout koulskoude e tennont da hen-varevez ar
maen <ref>G. B. M. {{sc|Flamand}}, ''les Pierres écrites : Gravures et Inscriptions rupestres du Nord-Africain'', 1921. Keñveria ''Anthr''. 1923, pp. 399-401.</ref>. Er c’hontrol, darn eus engravaduriou ha
livaduriou war rec’hell Kreisteiz an Afrik a zo
diwar dourn ar Vochimaned a veve er vro d’ar
mare ma tegouezas Europiz <ref>L. {{sc|Peringuey}}, ''On rock-engravings of animals and the human figure'', war ''Transactions of the South African Philosophical Society'', 1906, 1909 ; F. {{sc|Christol}}, ''Au Sud de l’Afrique'', eil mouladur, 1900, pp. VII-XIV, 141-58.</ref>.
E Siria hag e Palestina, e kaver an holl zoareou
binviou europat eus hen-varevez ar maen a-douez
gant relegou diwar gouennou-loened, darn anezo
aet diwar ar bed, darn all diwar ar vro. Anataet
eo dre-se e tenn, e Kornog an Azi, ar binviou-maen
benet a-skolp d’ar pleistoken.
E Siberia, binviou-maen stumm chellezel pe
vousterel a zo bet dizouaret, a-gevret gant traezou
askourn, olifant, korn karo-erc’h en Aphontova-Gora,
e-kichen kêr Krasnoïarsk, diouz an hanternoz
da venez Altaï. Relegou diwar olifanted
kreoñennek, frikorneged hirvlevek, en eun douez<noinclude><references/></noinclude>
eatt077o4871g6qnrf13r9uxrreu0tq
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/85
102
67151
210386
210341
2026-10-24T21:53:32Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210386
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 75 —|}}</noinclude>gand an hendraezou-ze, a laka anat kevoadegez
ehanlec’h Aphontova-Gora gand ehanlec’hiou henvarevez
ar maen bet studiet en Europ.
Spisaet eo e Bro-Sina hender bras ar binviou-maen
benet a-skolpadou dre al lec’hiou m’o c’haver :
izela gwiskadou al leus <ref>Leus a raer eus lec’hid an uhelennou o tont eus an daskrignadur gand an doureier gouez hag eus dispennidigez rec’hell ar gorre dre an ensila hag ar skourna-diskourna. An avel, dre zastum poultrennou, he deus bet ivez he ferz e furmidigez al leus.</ref>, douna gweleadou
traez, grouan ha lec’hid eus ar rannhoalad pleistoken.
En eun douez ganto ez eus relegou loened
aet pell-zo diwar ar bed pe diwar ar vro : olifanted
kreoñennek, frikorneged hirvlevek, oc’hen-moueek,
bleizbroc’hed, struskañvaled, hag all <ref>''Anthr''. 1923, pp. 630-1.</ref>.
En Indez, hogos dre-holl, e tegouezer gant binviou-maen
heñvel ouz binviou europat hen-varevez
ar maen, pe skignet war ar barr pe zouaret ebarz
an hen-zichaladuriou ledet gand ar stêriou.
A-gevret ganto eskern loened aet da get, marc’h-kantreer
(''Equus nomadicus''), dourvarc’h hen-indezat
(''Hippopotamus palaeindicus''), pe aet bremañ
da arall-vro, evel an ejen hen-indezat (''Bos''
''palaeindicus''). En Indez evel en Europ, ez eus
keviou, skeudennou engravet ha livet war o mogeriou
ar skeudennou-ze a zo taolennet ganto hemolc’hadennou,
korollou renet gant tud masklet o
dremm. War unan eus al livaduriou-ze e veler
skeudennet kangouroued na gaver bremañ ken ar
ouenn anezo nemed en Aostralia <ref>P. T. {{sc|Srinivasa Ayyangar}}, ''The Stone Age in India'', embannet gant Skol-Veur Madras, 1926 ; ''Anthr. 1928'', pp. 159-60 ; {{sc|Panchanan Mitra}}, ''Prehistoric Cultures and Races of India'', Kalkutta, 1920 ; ''Prehistoric Arts and Crafts of India'', 1920 ; ''Anthr''. 1923, pp. 222-6.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
7fre0ni9izsbgri4eyg1nterqh93x2x
210400
210386
2026-10-24T22:16:05Z
Aveldro
601
210400
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 75 —|}}</noinclude>gand an hendraezou-ze, a laka anat kevoadegez
ehanlec’h Aphontova-Gora gand ehanlec’hiou hen-varevez
ar maen bet studiet en Europ.
Spisaet eo e Bro-Sina hender bras ar binviou-maen
benet a-skolpadou dre al lec’hiou m’o c’haver :
izela gwiskadou al leus <ref>Leus a raer eus lec’hid an uhelennou o tont eus an daskrignadur gand an doureier gouez hag eus dispennidigez rec’hell ar gorre dre an ensila hag ar skourna-diskourna. An avel, dre zastum poultrennou, he deus bet ivez he ferz e furmidigez al leus.</ref>, douna gweleadou
traez, grouan ha lec’hid eus ar rannhoalad pleistoken.
En eun douez ganto ez eus relegou loened
aet pell-zo diwar ar bed pe diwar ar vro : olifanted
kreoñennek, frikorneged hirvlevek, oc’hen-moueek,
bleizbroc’hed, struskañvaled, hag all <ref>''Anthr''. 1923, pp. 630-1.</ref>.
En Indez, hogos dre-holl, e tegouezer gant binviou-maen
heñvel ouz binviou europat hen-varevez
ar maen, pe skignet war ar barr pe zouaret ebarz
an hen-zichaladuriou ledet gand ar stêriou.
A-gevret ganto eskern loened aet da get, marc’h-kantreer
(''Equus nomadicus''), dourvarc’h hen-indezat
(''Hippopotamus palaeindicus''), pe aet bremañ
da arall-vro, evel an ejen hen-indezat (''Bos''
''palaeindicus''). En Indez evel en Europ, ez eus
keviou, skeudennou engravet ha livet war o mogeriou
ar skeudennou-ze a zo taolennet ganto hemolc’hadennou,
korollou renet gant tud masklet o
dremm. War unan eus al livaduriou-ze e veler
skeudennet kangouroued na gaver bremañ ken ar
ouenn anezo nemed en Aostralia <ref>P. T. {{sc|Srinivasa Ayyangar}}, ''The Stone Age in India'', embannet gant Skol-Veur Madras, 1926 ; ''Anthr. 1928'', pp. 159-60 ; {{sc|Panchanan Mitra}}, ''Prehistoric Cultures and Races of India'', Kalkutta, 1920 ; ''Prehistoric Arts and Crafts of India'', 1920 ; ''Anthr''. 1923, pp. 222-6.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
c3vm0y61co2jendc5caqp48baed7zm8
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/86
102
67152
210387
210240
2026-10-24T21:56:16Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210387
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 76 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Mougeviou enez Sumatra hag enez Selebez a zo
bet dizolôet enno binviou-maen heñvel ouz re
mougeviou magdalenel Europa.
En Aostralia, e kejer ouz holl ijinerezou europat
hen-varevez ar maen a-gevret gant bouc’hili kaer
e maen lufret. Kempred e vije bet an holl zoareou
binviou-ze, war a lavarer, pa ’z edo Aostraliz oc’h
ober ganto c’hoaz da vare donedigez Europiz en
o bro <ref>G. {{sc|Horne}}, ''Aboriginal Stone Implements of S. W. Victoria'', war ''Australasian Association for the Advancement of Science'', Genver 1921 ; ''Anthr''. 1923, p. 231 ; Walter {{sc|Howchin}}, ''On the Occurence of Aboriginal Stone Implements of unusual Types in the Tablelands of Central Australia'', war ''Transactions of the Royal Soc. of South Australia'', 1921, pp. 206-30 ; ''Anthr''. 1923, pp. 547-8.</ref>.
N’eus netra bete-vremañ o testenia en eun doare
anat ha diarvar e vije bet en Amerika kenoadvezidi
da Chelleziz, Acheuliz, Mousteriz, Aorignakiz,
Solutreïz ha Magdaleniz. Ar mougeviou o deus
degaset ker stank en Europ traezou oberiet diwar
hen-ijinerezou an dud-ze a-gevret gant relegou
diouto, n’eus bet kavet enno en Amerik tra ebet,
nemet daskoret o deus eskern diwar tud a oa
heñvel-kenañ ouz an Indianed o veva bremañ er
vro ha traezou peurheñvel ouz ar re a oberient e
mare donedigez Europiz. Stank a-walc’h e vez
koulskoude ar binviou-maen stumm chellezel,
acheulel, hag all, en Amerik, a-varr war an uhelennou
pe zouaret en dichaladuriou, nemet kevoad
e hañvalont beza peurliesa gant binviou {{Tired|nevez-|varevez}}<noinclude><references/></noinclude>
4zae6eh8l7f9ya5jli3108rus5m5qhp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/87
102
67153
210388
210342
2026-10-24T21:57:00Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210388
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 77 —|}}</noinclude>{{Tired2|nevez-|varevez}} ar maen : divrasaduriou anezo ne vijent
ken, hervez amparta hendraourien ar Stadou- Unanet <ref>W. H. {{sc|Holmes}}, ''Handbook of Aboriginal American Antiquities'' ; ''I. Introductory : The lithic Industries'', embannet gand ar ''Smithsonian Institution (Bureau of American Ethnology''), Washington, 1919 ; ''Anthr''. 1923, pp. 412-4.</ref>.
Er Stadou-Unanet evelato, Trenton (New-Jersey),
dindan eur gwiskad douar du (''black soil''),
stank ennañ ar bouc’hili maen lufret, ar podou pri
ha traezou all diwar dourn an Indianed a zalc’he
gwechall ar vro, e oa eur gwelead douar melen,
lec’hidek ha traezek, ennañ binviou-maen benet
a-skolpadou. Dindan ar gwelead-ze, en em astenne
eur gwelead grozol, binviou-maen fraostoc’h c’hoaz
ennañ. Eus ar rannhoalad pleistoken e hallfe beza
ar gwiskad-grozol-ze.
Pell-bras diouz Trenton, er c’hompezennou ledet
etre stêr Visisipi hag ar Meneziou Rochellek, broudennou-birou
e maen-tan, disheñvel en o stumm
diouz ar re a rae ganto Indianed ar vro, a zo bet
kavet doun a-walc’h e-mesk dichaladuriou o tenna
(war a greder) d’ar pleistoken <ref>Kavadennou graet e Nebraska, Kansas, Oklahoma, Teksas, Meksik-Nevez, ''Anthr''. 1928, pp. 23-49.</ref>. Sanket e oant e
relegennou eun doare ejen aet diwar ar bed : an
ejen-moueek kornogel (''Bison occidentalis''). En
Teksas, a-gevret gand ar relegou diwar an ejen-moueek
kornogel, ez oa eskern diwar loened all
steuziet ivez ar ouenn anezo : eur chañval bras
(''Camelops''), diou ouenn hen-varc’h, unan ventet-bras,
eben mentet-bihan, daou zoare olifant {{Tired|hirv|levek}}<noinclude><references/></noinclude>
q4694zto6q9ccaltzykwvieu036qk1q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/88
102
67154
210389
210343
2026-10-24T21:57:39Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210389
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 78 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirv|levek}}. En Oklahoma, a-us d’ar gweleadou bili,
grouan ha traez e-lec’h m’eo bet kavet ar broudennou-saez,
ez oa eur gwiskad pri ruz, eskern
ennañ diwar olifant Kolomb (''Elephas Columbi'').
En Amerik ar Chreisteiz, hini ebet eus ar
binviou-maen dastumet bete-vremañ adal mor an
Antilhez betek beg-douar Horn ne hañval beza
kosoc’h eget derou ar rannhoalad holoken.
Gant kavadennou da zonet e vezo degaset moarvat
sklerijenn war amzeroniez hag istor ijinerezou
hen-varevez ar maen e-maez Europa. A-walc’h eo
ar pez a c’houzomp a-benn-bremañ, d’eomp da
denna dioutañ an nebeut kenteliou-mañ, mat da
eñvori bep gwech ma pleustrer war studi hendraezou
oadvez ar maen :
1° ''Binviou heñvel n’eo ket atao binviou kempred''
''ez int''. Eur skouer amañ a-douez meur a hini :
edo en XIX{{vet}} kantved Indianed broustegi Brazil
oc’h ober c’hoaz gant bouc’hili maen lufret peur-heñvel
ouz ar re a oa boaziet gant Skandinaviz
nevez-varevez ar maen, 4.000 bloaz diouzomp <ref>J. {{sc|de Morgan}}, ''le Monde oriental avant l’Histoire : l’Asie antérieure et l’Egypte'', war ''Anthr''. 1924, pp. 18-9.</ref>.
2° ''Diwar heñvelderiou etre armou ha binviou,''
''n’eo ket reiz dastum ez int bet oberiet gant tud''
''heñvel-ouenn''. Amañ e talv c’hoaz skouer Indianed
Brazil ha hen-Skandinaviz. Melengroc’heneien
verr-ventek, bleo ha daoulagad peurzu, a zo eus
Indianed Amerik ar C’hreisteiz. Gwenngroc’henek
eo Skandinaviz ha stank en o c’hremiz an dud {{Tired|hirven|tek}}<noinclude><references/></noinclude>
d4yp4w1fe8y4rpx8tck3wcikqis3cb2
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/89
102
67155
210390
210344
2026-10-24T21:57:56Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210390
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 79 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirven|tek}}, bleo melen ha daoulagad glas. Lies skouer all
a hellfemp staga ouspenn.
3° An heñvelderiou etre sevenaduriou an traezou
oberiet e-pad hen-oadvez ar maen a hell beza
diskleriet, ''pa vez ano a vroiou amezek'', dre an
darempredou o deus bet an dud kenetrezo : ''kenwerz'',
''divrôadegou, aloubadegou''. Diarvar n’eo ket,
evelato, ober dalc’hmat gand an diskleriadur-ze,
dreist-holl ''pa vez kel a vroiou pell-pell an eil diouz''
''eben''. Gwell eo kaout koun ''n’eus ket kant doare'' da
vena ar maen-mañ-maen d’ober gantañ eun arm
pe eur benveg bennak. ''N’eus ket kant stumm'' da
rei d’ar maen-ze evid ober gantañ eur benveg mat
da flastra, da drouc’ha, da doulla. ''Gant-se, e meur''
''a lec’h war an Douar, o deus gallet rummadou-tud''
''kavout drezo o-unan, diwar arnodi stank, an nebeut''
''doareou ha stummou-ze, kuit a bep darempred''
''kenetrezo hag a bep amprest''.
{{Kreizañ|'''Treuzvevaduriou diwar ijinerezou ha doare-beva<br>hen-oadvezidi ar maen en Amzer-vremañ.'''}}
War-dro ar bloaz 10.000 kent H. S. eo e teuas d’e
zibenn hen-varevez ar maen en Europ. Er-maez
eus an Europ, va-hont ha va-ze, e korniennou distro
eus ar bed, e kaved c’hoaz, eun nebeut bloaveziou
pe gantvedou ’zo rummadou-tud diwar
meur a ouenn hag o doa dalc’het da ijinerezou ha
da vuhezegez hen-oadvezidi ar maen.
Er XV{{vet}} kantvet goude H. S., pa zouaras ar
Veneziad Cadamosto en enezennou Kanaria, e<noinclude><references/></noinclude>
pax7muhrw85rpbjzfc1ha75jx23tflk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/90
102
67156
210391
210244
2026-10-24T22:00:06Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210391
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 80 —|}}</noinclude>kavas tud an enezennou-ze, Gouanched o ano,
ganto bouc'hili, kontilli ha binviou all e maen benet
a-skolpadou. Goafiou o doa, aet eun doare prenn
kalet evel houarn d'ober ar fust anezo ha d'ober
o broudenn eur c'horn lemm. Maen, prenn, askourn
pe ler a yae ganto da zanvez o zraezou-tiegez.
Drein-pesked a lakaent da nadoziou da wriat ha
da higennou da besketa. Gant plantennou neudennek
e raent gwiadou ha mantilli evid ar roueed
hag an uhelidi. En noaz-glan ez ae tud ar werin,
nemet hiniennou a oa eur c'hroc'hen gavr en-dro d'o
c'horf. O annez a raent peurliesa er mougeviou a
zo stank-kenan war an enezennou tanveneziek-ze <ref>Doktor R. {{sc|Verneau}}, ''Habitations, sépultures et lieux sacrés des anciens Canariens'', 1889 (diwar ''Rev. d'Ethnographie'', mouladur distag).</ref>.
Ar Ouanched koulskoude a oa gounideien-douar
(mell a hadent) ha mesaerien-loened (bagadou-gevr
o devoa). Ouspenn-ze, e ouient stumma
podou-pri. En tri feur-ze e oant desketoc'h eged
Europiz hen-varevez ar maen. Fraost meurbet,
a-hend-all, e oa ar binviou-maen oberiet ganto,
fraostoc'h eget binviou hen-Europiz, o veza n'eus
en enezennou Kanaria doare-maen ebet aes da vena
(n'eus ket a vaen-tan eno). Ret e oa d'ar Ouanched
ober gant krag, lava, bazalt, garv-vaen (pe trachit),
gwer menez-tan (pe obsidian), anezo holl doareou-maen
hag a zo teuch da vena aketus <ref>R. {{sc|Verneau}}, ''l'Industrie de la pierre chez les anciens habitants de l'archipel canarien'', war ''Rev. d'Ethnographie'', 1887, pp. 361-82.</ref>. Hervez an<noinclude><references/></noinclude>
sjop69pkkkujl494ziu8i2u7ttiuano
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/91
102
67157
210392
210346
2026-10-24T22:04:36Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210392
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 81 —|}}</noinclude>istorour spagnat Viera y Clavijo, e rae ar Ouanched
''tabona'' eus an ulmennou gwer menez-tan a
dalveze d’ezo da gontilli <ref>José de Viera y Clavijo, ''Noticias de la Historia general de las Islas Canarias'', I, p. 159 ; R. {{sc|Verneau}}, ''Industrie'', p. 369. Hiniennou eus enezennou Kanaria a oa deuet da chom enno en Hen-amzer eun nebeud enbroïdi eus Hanternoz an Afrik, Berbered, Numided ha Semited, nemet, o veza n’eus eno gwelead metal ebet, diskennidi an dud-ze, trouc’het pep darempred etrezo ha bro c’henidik o zadou, o deus degemeret ijinerezou-maen ar Ouanched, R. {{sc|Verneau}}, ''De la pluralité des races anciennes de l’archipel canarien'', war ''Bulletin de la Soc. d’Anthr''. 1878 ; ''les Sémites aux îles Canaries'', 1881 ; ''Les anciens habitants de la Isleta'', 1881.</ref>.
Eur boblad-tud gwenn he c’hroc’hen, mentet-uhel
ha neuziet-kaer a oa eus ar Ouanched-ze <ref>D<sup><small>r</small></sup> H. {{sc|Weisgerber}}, ''les Blancs d’Afrique, 1910, pp. 182-90.</ref>.
O yez, aet da get abaoe ar XVII{{vet}} kantved, mouget
gand ar spagnoleg, a oa geriou berberek enni ha
berberek e oa ivez an nebeudig a anavezomp eus
ar c’hramadeg anezi <ref>A. {{sc|Meillet}} ha M. {{sc|Cohen}}, ''les Langues du Monde'', p. 141.</ref>. Giziou mat ha lezennou
reizus meurbet d’ar vuhezegez a oa gand eneziz-se.
N’anavezent ket ar sklavelez. Leun a zoujañs e oant
ouz o beleien hag a azaouez ouz ar gozidi. Kredi a
raent en eun doue diwelus o chom war menez Pika,
e enez Tenerifa. Ar pennou, eur pouellgor oc’h ober
ganto, a varne an dorfedourien. Ar maro a veze
kastiz an avoultrerien, al laeron, ar vugale o doa
kredet kunujenni o c’herent. Hevelep poan a veze
ouz an nep a zegouezje d’ezañ mont re nes d’al lec’h
ma kouronke ar Gwerc’hezed sakr. Eur vac’hidigez
striz ha garo a zeue da gastiz d’ar gwaz a grede<noinclude><references/></noinclude>
385k1p7fie8jlgjf2v1zhw7ttuqh9m1
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/92
102
67158
210393
210246
2026-10-24T22:08:15Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210393
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 82 —|}}</noinclude>komz d’eur vaouez dianav d’ezañ, p’edo o vont
chiou d’ezi war an hent <ref>M. G. {{sc|Verschuur}}, ''les Iles Canaries'', war ''Tour du Monde'', 1902, I, pp. 88-9 ; P. {{sc|Barker Webb}} ha S. {{sc|Berthelot}}, ''Histoire naturelle des Iles Canaries : I. Ethnographie'' gant S. Berthelot ; D<sup><small>r</small></sup> R. {{sc|Verneau}}, ''Rapport sur une mission scientifique dans l’archipel canarien'', war ''Archives des missions littéraires et scientifiques'', 1887 ; ''Cinq années de séjour aux îles Canaries'', levr loreet gant Breuriez-Veur ar Skiantou, 1891.</ref>.
En XVIII{{vet}} kantved, pa ’z eas an naturour alaman
Pallas, war gourc’hemenn gouarnamant Rusia,
da weladenni ar poblou a veve war an douarou
nevez-staget ouz impalaerded an Dsared, e kavas
meur a hini anezo o ren an hevelep buhez ha henoadvezidi
ar maen. Dindan eun oabl yen-meurbet
(nao miz goañv), e oa kalz garvoc’h avat o doare
eget hini ar Ouanched. E menez Oural, ar Vogouled,
poblad finnek, a rae o annez er mougeviou.
Diwar hemolc’herez ha pesketaerez ne vevent ken.
N’anavezent tra eus ar c’hounidegez-douar. Pa veze
naonegez warno, e vruzunent eskern-loened da
denna diouto, dre o faredi, eur seurd bouilhoñs.
Gwaregou ha birou e oa o armou hag askourn a
yae ganto da zanvez o binviou. E rusk bezo e ouient
sevel a bep seurd traezou : seier, kerdin, boestou,
podou, kelern, hag all. Mein-toull a stagent da bloumennou-pouez
ouz o rouedou. Tud sioul, onest ha
peoc’hus a oa anezo, a-hend-all. « En o zouez, eme
eur beajour, e hell an diavaeziad bale e pep surentez :
degemer mat a gav dre-holl ha ne gej nemed
ouz tud eeun. Dibrenn e van atao pep dor ha nepred
ne vez laeret tra. Er vro-ze, evel er Groenland hag<noinclude><references/></noinclude>
i2pjc88ftb9d7sqf6cc9iebkq9stssq
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/93
102
67159
210394
210347
2026-10-24T22:08:41Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210394
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 83 —|}}</noinclude>e Laponía, ne vez a laeron nemed eus an dud o
deus bet d’ober gand ar sevenidi » <ref>Ch. {{sc|Rabot}}, ''Ethnologie de la Russie'', war ''La Russie géographique, ethnologique, historique, administrative, économique, religieuse, littéraire, artistique, scientifique, etc…'', embannadur Larousse, trede mouladur, p. 59.</ref>.
E penn pella Siberia, diouz tu ar biz, e tegouezas
Pallas gand an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled
a glaske goudor, evel ar Vogouled, en toullou-roc’h
hag er mougeviou ma stankent an digor
anezo dre stegna outañ krec’hin kirvi-erc’h. N’oa
ganto metal ebet. Maen lemmet e oa o c’hontilli hag
askourn beget o minaouedou. Prenn pe ler e oa o
listri. O armou e oa, ouspenn ar wareg hag ar bir,
ar goaf hag an dalm. Eskern pikmoan a yae d’ober
broudennou o birou hag o goafiou. War ar merc’hed
e oa aoza krec’hin al loened lazet gand ar wazed en
o hemolc’hadennou. O raka a raent d’o divlevi
gant rakerou maen-tan peurheñvel ouz re henoadvezidi
ar maen en Europ goude-ze, o zaravent
gant druzoni ha had-pesked, hag o c’homma
a raent a-nerz vrec’h. D’o gwriat e raent da neud
gant nervennou pevarzroadeged, ha gand eskern
lemmvegek ha drein-pesked da nadoziou.
Nepell diouz an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled,
edo o veva war enezennou bihan pobladou
goulerc’hietoc’h c’hoaz ma ra Pallas anezo « an
enezidi reteriat ». N’oa d’ezo loen-ti ebet, ki zoken.
Ganto gwaregou, saeziou ha goafiou, eskern begek
da vroudennou warno, e kasent o amzer o hemolc’hi,
pa n’o doa ken preder nemet klask o bevañs.<noinclude><references/></noinclude>
reoqmmqfkk0q0mnzg4mvaezk7l7gtf7
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/94
102
67160
210395
210348
2026-10-24T22:13:15Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210395
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 84 —|}}</noinclude>Da tiez gand ar re-ze e oa toullou kleuzet en
douar anvet ''oullaa'', kant metrad hed a-wechou
war c’houec’h pe dek metrad led, kombodet o
diabarz dre lazou. Unan pe veur a oaled a oa.
Eno en em c’hrounne kant, daou-c’hant, ha, troiennou
a oa, betek tri-c’hant a dud zoken, el loustoni
vezusa. Re all a rae o annez e mougeviou, e
kledourennou-natur a beurgletaent gant kefiou
gwez deuet d’an aod, gant krec’hin pe gant klouedennou <ref>''Description de toutes les nations de l’Empire de Russie, où l’on expose leurs mœurs, religions, usages, habitations, habillements et autres particularités remarquables'', enklask graet war gourchemenn gouarnamant Rusia, trôet diwar an alamaneg e galleg, Sant-Petersburg, 1776 ; {{sc|Pallas}}, ''Voyage du professeur Pallas dans plusieurs provinces de l’Empire de Russie et dans l’Asie septentrionale'', 7 levr, trôet diwar an alamaneg e galleg gant G. Gauthier de la Peyronie, 1802 ; {{sc|Wrangel}}, ''Exploration du Nord de la Sibérie par l’amiral Wrangel et MM. Malsouchkine et Kosmine, officiers de marine russe'', troïdigez c’hallek gand ar prins Emmanuel Galitzin, 1828.</ref>.
Ar pobladennou bet gweladennet gant Pallas e
korn pella bro-Siberia a zo anezo tud divarvek ha
kroc’hen melen o terc’hel da rummad ar poblou
hen-aziat, ganto yezou disheñvel diouz ar yezou
turkek, mongolek, toungouzek komzet en o amezegiez.
N’eo ket bet anataet c’hoaz, a-hend-all, e
vefe kerentiez kenetrezo na dre ar yez na zoken
dre ar ouenn <ref>Sed amañ roll ar pobladou hen-aziat : Youkagired (1.000 a dud), Tchouktchïed (8.000 a dud), Koriaked (2.000 a dud), Kamtchadaled (4.250 a dud), Giliaked (5.000 a dud), Aïnoued (18.500 a dud). Disheñvel meurbet eo an Aïnoued diouz ar re all, pa ’z eus anezo barveien, o c’hroc’hen o tenna war ar gwenn hag o dremmou heñvel ouz dremmou Europiz. En argoll eo bremañ an holl boblouïgou-ze, p’emaint o tiskregi diouz o yezou da gemer yez ar poblou war o zro.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
fjradxs3zi3z6hd8f5csodcarebi3fx
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/95
102
67161
210396
210350
2026-10-24T22:13:37Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210396
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 85 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Ar verdeïdi eus an Europ a zizolôas enezennou
Okeania er XVII{{vet}} kantved o deus kavet eno
pobladou-tud arall-ouenn hag arall-yez a veve,
int-i ivez, e-kreizig-kreiz oadvez ar maen, nemed
aesoc’h hag eürusoc’h buhez a renent-i, dindan
eun oabl tomm, e-kreiz eun natur binvidik o pourvezi
gant largentez d’o holl ezommou, hep kalz a
drevell nag a vre eus o ferz. E koadadou bras
divoulc’h Indez-Sina hag Amerika ar C’hreisteiz
e oa tennoc’h d’ar ouezidi. Er bloaz 1884, J. de
Morgan en deus bevet e-pad meur a vizvez e-mesk
ar Grak-Vorianed (pe ''Negritoed'') o chom e diabarz
ledenez Valaka, pa n’oa deuet Europad ebet
c’hoaz en o zouez <ref>J. {{sc|de Morgan}}, ''Mœurs, coutumes et langages des Négritos'', mouladur distag diwar ''L’Homme'', 1885. Lenn, e levraoueg Mirdi gall an hendraezou brôadel (Sant Jermen en Leda, e-kichen Paris), al levr niverenn 721 : ''Explorations dans la presqu’île malaise'', anezañ eun dastumad eus mouladuriou distag ar pennadou embannet gant J. de Morgan war veur a gelaouenn (S. {{sc|Reinach}}, war ''Rev. Archéol''. 1924, II, p. 205, n. 1).</ref>. An dud-ze, rouez meurbet,
kevrennet etre goskoriadou o komz pep-hini he
yezig, o deus klasket bod e traoniennou ar sersa
meneziou, goude tec’hout rak Maleziz, alouberien
ar c’hompezennou. Eno, e doun-douna koadadou
bras divoulc’h, e savont tiez boutin, pemzek pe
ugent metrad hed d’ezo a-wechou, anezo hepken
eun dôenn deliou palmez. N’o deus ken gwiskamant
nemed eur barlennwisk rusk gwez bet blotaet
dre o frea. O armou eo ar wareg, ar sifoc’hell
hag ar goaf. Eur vambouzenn beget-lemm, spluiet
en eur c’hontamm eus ar marvusa, a reont da
vroudenn o saeziou hag o goafiou. Diwar hemolc’h<noinclude><references/></noinclude>
k6slm2sssox7cnhz64freo6nuxpwfhl
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/96
102
67162
210397
210351
2026-10-24T22:14:11Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210397
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 86 —|}}</noinclude>e vevont ha diwar gwriziennou-tolzennek magus
a gavont er c’hoadou. Hiniennou anezo nemetken,
ar re a vev nepell diouz kêriadennou Maleziz, a
c’hounez maniog. N’o devez benveg metal ebet.
Evel ma lavar De Morgan, pobladennou seurd-ze
a yelo da get hep lezel roudenn ebet war o lerc’h
o testenia ez eus bet anezo <ref>J. de {{sc|Morgan}}, ''L’Humanité préhistorique'', eil mouladur, pp. 30-1.</ref>.
Reiz ne ve ket evelato meiza penn-da-benn doare
Europiz hen-varevez ar maen diouz doare ar pobladennou
eus an amzer-vremañ emaomp o paouez
sellout outo pe diouz doare o c’henheñveled :
Aostraliz, Fuejiz, Bochimaned Kreisteiz Afrika,
Morianelled ar C’hongo, hag all. Ar pobladennou-ze,
peurvuia, a ziskouez beza diskennidi diwar
gouennou reuzeudik a vije bet harluet e-pad ar
ragistorvez, dre greskans gouennou galloudusoc’h,
diouz frouezusa tachennadou-douar-hemolc’h ar
bed m’eo frank ar beva enno. N’o deus gallet mirout
ijinerezou hen-varevez ar maen nemet dre veva e
korniou pella, digenvesa ha digevanezusa an Douar.
Keñveria ne heller e nep doare toundrennou
skournet hanternoz Siberia pe gouelec’hiou tomm-poaz,
dizour ha dic’hlasvez Aostralia ouz kompezennou
Kornog ha Kreisteiz an Europ. Kennebeut
all, n’emañ ket an Europ-vremañ, peurzifraostet,
peuraret ha dreist-tudet abaoe hirgantvedou,
gand an nebeudig gedon, konikled ha
klujiri a van enni da holl jiboes, evit skeudenna
d’eomp an Europ pleistokenel, anezi gouelec’hiou<noinclude><references/></noinclude>
89inoy16g9q46n50zgp1a3lj9tfenn2
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/97
102
67163
210398
210352
2026-10-24T22:14:48Z
Aveldro
601
210398
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 87 —|}}</noinclude>strujus ha glasvezus, o neradi enno digabestr ha
dishual ar vuhez loenel. Evel m’hen laka da evesaat
J. de Morgan <ref>''Op. cit''. p. 31.</ref>, Europiz-vremañ n’int ket evit
empenna pebez mammenn founnus a vevans e
hell beza an hemolc’hi hag ar pesketa er broiou
gouez pa na vez ket eus ar re-mañ toundrennou
skourn-holl pe ouelec’hiou kras. Ret eo d’eomp emskeudenna
Europa e-pad hen-varevez ar maen evel
m’edo Afrika e-kreiz an XIXet kantved, ma n’oa
ket deuet c’hoaz ar fuzuliou hir-denn ha tennataer
da gemer etre daouarn ar pep brasa eus ar Vorianed
lec’h ar wareg hag ar goaf-bann. Diwar al
levriou skrivet gand ar veajourien vras o deus
ergerzet Afrika d’ar c’houlz-se, Burton, Speke,
Grant, Samuel W. Baker, David Livingstone,
H. M. Stanley, ec’h anavezomp pebez puilhentez
a loened gouez a vez er broiou tudet-rouez, stank
enno an dour hag ar peuri (2).
(2) Lenn, da skouer, Doktor David LIVINGSTONE, Explorations
dans l’intérieur de l’Afrique australe et voyages à travers le
Continent de Saint-Paul de Loanda à l’embouchure du Zam-
bèze, de 1840 à 1856, trôet diwar ar saozneg e galleg gand an
itron H. LOREAU, mouladur nevez, 1881, pp. 74-6, 108, 156-7,
177, 215-6, 218, 228-9, 247, 256-60, 268, 495-6, 536-7, 540, 556,
566-7, 569, 571, 586, 609-10 ; David ha Charlez LIVINGSTONE,
Explorations du Zambèse et de ses affluents, et découverte
des lacs Chiroua et Nyassa (1858-1864), troïdigez c’hallek gand
an itron Loreau, 1866, pp. 92-5, 126, 166, 180, 183, 191, 193-8,
208, 225-9, 246, 250, 296, 301-3, 316-22, 341, 347-9, 360-1, 396 ;
D. LIVINGSTONE, Dernier Journal du Docteur David Livingstone
relatant ses explorations et découvertes de 1866 à 1873, suivi
du récit de ses derniers moments rédigé d’après le rapport de
ses fidèles serviteurs Chouma et Souzi par Horace Waller,
membre de la Société Générale de Géographie de Londres,
troïdigez c’hallek gand an itron LOREAU, 1876, I, pp. 172, 175-6,
183, 196-7, 199, 223, 255, 265, 283 ; II, 24, 98-100, 178, 196,
197-8, 279, 283, 347-8.<noinclude><references/></noinclude>
secowu51p34fmq4v31a3kwc7ndn85y5
210402
210398
2026-10-24T22:21:06Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210402
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 87 —|}}</noinclude>strujus ha glasvezus, o neradi enno digabestr ha
dishual ar vuhez loenel. Evel m’hen laka da evesaat
J. de Morgan <ref>''Op. cit''. p. 31.</ref>, Europiz-vremañ n’int ket evit
empenna pebez mammenn founnus a vevans e
hell beza an hemolc’hi hag ar pesketa er broiou
gouez pa na vez ket eus ar re-mañ toundrennou
skourn-holl pe ouelec’hiou kras. Ret eo d’eomp emskeudenna
Europa e-pad hen-varevez ar maen evel
m’edo Afrika e-kreiz an XIXet kantved, ma n’oa
ket deuet c’hoaz ar fuzuliou hir-denn ha tennataer
da gemer etre daouarn ar pep brasa eus ar Vorianed
lec’h ar wareg hag ar goaf-bann. Diwar al
levriou skrivet gand ar veajourien vras o deus
ergerzet Afrika d’ar c’houlz-se, Burton, Speke,
Grant, Samuel W. Baker, David Livingstone,
H. M. Stanley, ec’h anavezomp pebez puilhentez
a loened gouez a vez er broiou tudet-rouez, stank
enno an dour hag ar peuri <ref>Lenn, da skouer, Doktor David {{sc|Livingstone}}, ''Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe et voyages à travers le Continent de Saint-Paul de Loanda à l’embouchure du Zambèze, de 1840 à 1856'', trôet diwar ar saozneg e galleg gand an itron H. {{sc|Loreau}}, mouladur nevez, 1881, pp. 74-6, 108, 156-7, 177, 215-6, 218, 228-9, 247, 256-60, 268, 495-6, 536-7, 540, 556, 566-7, 569, 571, 586, 609-10 ; David ha Charlez {{sc|Livingstone}}, ''Explorations du Zambèse et de ses affluents, et découverte des lacs Chiroua et Nyassa'' (1858-1864), troïdigez c’hallek gand an itron Loreau, 1866, pp. 92-5, 126, 166, 180, 183, 191, 193-8, 208, 225-9, 246, 250, 296, 301-3, 316-22, 341, 347-9, 360-1, 396 ; D. {{sc|Livingstone}}, ''Dernier Journal du Docteur David Livingstone relatant ses explorations et découvertes de 1866 à 1873, suivi du récit de ses derniers moments rédigé d’après le rapport de ses fidèles serviteurs Chouma et Souzi par Horace Waller, membre de la Société Générale de Géographie de Londres'', troïdigez c’hallek gand an itron {{sc|Loreau}}, 1876, I, pp. 172, 175-6, 183, 196-7, 199, 223, 255, 265, 283 ; II, 24, 98-100, 178, 196, 197-8, 279, 283, 347-8.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
e7u5yiulwuieb94re7cy5db1iw0dpk6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/98
102
67164
210403
210353
2026-10-24T22:21:29Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210403
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 88 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|'''Gouennou-tud an Europ e-doug hen-varevez ar maen.'''}}
I. ''Gouennou ar pleistoken-izela''. — Ne deus bet
kavet betek-hen relegenn ebet en he fez eus an dud
a oa o veva e-pad ar pleistoken-izela, Chelleziz hag
Acheuliz, kempredidi d’an dourvarc’h-meur, d’an
hen-olifant ha da Corbicula fluminalis. N’eus deuet
d’eomp diouto nemet relegou rouez-meurbet, darnaouet
ha dister, a zo bet dizolôet dre zarvoud en
dichaladuriou diwar stêriou an amzer-hont : eun
nebeud karvanou dizouaret e Taubac’h hag e
Ehringsdorf, e-kichen Weimar, hag e Mauer, e-kichen
Heidelberg, Alamagn, eur garvan ha tammou
diwar eur glopen kavadennet e Piltdown, kontelez
Sussex, Breiz-Veur. Teo, tolzennek, kreñv-kenañ
ha dielgez a-grenn eo ar c’harvanou-ze,
kement-se holl, an dielgezegez dreist pep tra, o
lakaat kalz a gemm etrezo ha karvanou an dud-vremañ.
Disheñvelderiou doun a-walc’h, a-hend-all,
a zo etre ar c’harvanou-ze, ken m’o deus lusket
an denoniourien, evit d’ar relegou a studient
beza gwall-zister, o lakaat war ziou ouenn-dud
disheñvel a zo bet anvet ganto « gouenn Heidelberg »
(''Homo Heidelbergensis'') ha « gouenn Dawson »
(''Homo Dawsoni'') pe « gouenn Piltdown » <ref>An ano a ''Eoanthropus Dawsoni'', rôet da genta da ouenn Piltdown, ne zere ket. Lenn {{sc|Boule}}, ''Hommes fossiles'', eil mouladur, pp. 174-6.</ref>.
An darnou klopen kavet e Piltdown a zo, diarvar,
diwar eun den, ha diwar eun den ha n’oa ket<noinclude><references/></noinclude>
8sk9jymz42d2cnkl58kkebabvi7e1jj
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/99
102
67165
210404
210354
2026-10-24T22:25:09Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210404
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 89 —|}}</noinclude>gwall-zisheñvel diouz an dud-vremañ : da skouer,
n’oa ket gantañ an diou-wareg-abrant balirek a
gaver gant tud ar pleistoken-etre (Neanderthaliz).
Heñvel-tre eo, en eneb, ar garvan kavet en o c’hichen
ouz karvan ar chimpanzeed bremañ. Ma
nac’h a-grenn kalz a zenoniourien degemer e vefe
karvan ha klopen diwar an hevelep den <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 158-76 ; M. {{sc|Ramström}}, ''Der Piltdown-Fund'', war ''Bull. of the Geolog. Institute of Upsala'', 1919, pp. 261-304 ; ''Anthr''. 1922, p. 132 ; A. {{sc|Hrdlicka}}, ''The Piltdown Jaw'', war ''American Journal of Physical Anthropology'', 1922, pp. 337-47 ; ''Anthr''. 1924, pp. 416-7.</ref>.
II. ''Gouenn ar pleistoken-etre : Neanderthaliz''. —
Mar deo dibaot ha disterik ar relegou diwar tud
ar pleistoken-izela, stank a-walc’h eo, en eneb,
ar relegou-tud a zeu d’eomp eus ar pleistoken-krenn
(oadvez ar Vouster). Edo Mousteriz o veva
e-kerz Amzer ar Skourn-Bras. Kledour ouz ar riou
a glaskent en toullou-roc’h hag er mougeviou, ma
’z eus bet kavet enno peurliesa o relegou. Abaoe
ar bloaz 1856 beteg ar mare m’emaomp bremañ,
furchadennou graet gand evez er mougeviou-ze <ref>Mougeviou Neanderthal (Rhenania), Arcy-sur-Cure (Bro-C’hall), Forbes Quarry (Jibraltar), La Naulette (Belgia), Brux (Bohema), Spy (Belgia), Bagnolas (Katalonia), Malarnaud (Okitania), Krapina (Kroatia), Grimaldi, La Chapelle-aux-Saints, Le Moustier, La Ferrassie, La Quina (Okitania).</ref>
o deus degaset d’ar goulou eleiz a eskern, klopenou,
karvanou ha relegennou en o fez diwar oadvezidi
ar Vouster. An holl relegou-ze, o tont alïes eus
korniou an Europ pell-pell an eil diouz egile, a zo
diwar eur ouenn nemetken a raer anezi « gouenn<noinclude><references/></noinclude>
pln7a134xxk9rynfet18ql3x74fx3wo
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/100
102
67166
210405
210355
2026-10-24T22:29:55Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210405
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 90 —|}}</noinclude>Neanderthal » (''Homo Neanderthalensis''). Sed
amañ, berr-ha-berr, an aroueziadur anezi :
Dremm vras, hiroc’h ha ledanoc’h eget dremm
an dud-vremañ. Klopen hirbennek, kilpennek, kern
plaen, hogos didal. Bras ha teo-espar an diouwareg-abrant,
stag an eil ouz eben, oc’h ober a-zioc’h
d’an daoulagad evel eur bourled war-raok
pe eun doare baled heñvel ouz ar balirad-eskern
a zo gant gouennou marmouzien bras eus hon
amzer <ref>Marmouz-meur (''Gorilla gina'' pe ''Troglodytes gorilla'') ha chimpanze (''Troglodytes niger''). N’eo ket da lavarout e vefe dre-ze kerentiet gouenn-dud Neanderthal ouz ar gouennou marmouzien-ze. N’eo moarvat an heñvelder-mañ etrezo nemed ''eun degouezadenn a genheñvelaat o tont eus eur vividigez heñvel''. Lïes skouer a ze a gavomp el Loenelez : an anata eo an heñvelder a stumm a zo bet gwisket gand ar bronneged, ar stlejviled hag an tousegeged aet da veva er mor gand ar pesked. Da evesaat eo na vez ket kavet an diou wareg-abrant bolirek, e-touez ar marmouzien-meur hag ar chimpanzeed, nemed gand ar re anezo a zo deuet d’o ment. O re vihan n’o deus ket anezo. Gant bugale Neanderthaliz, er c’hontrol, e oa diou-wareg-abrant ker balirek ha re o c’herent, ha kement-se a ziskouez e oa a bell-zo ar stummad-ze er ouenn. An emzisplega bras eus an diou-wareg-abrant a zo bet diskleriet dre eun emveva a c’houlenne eur chaokerez eus ar starta. Da rei da gigennou ar garvan-draon eun harp postek, ha da startaat war eun dro frammad-eskern an dremm, e vije aet war vrasaat ha war devaat an diou-wareg abrant, C. {{sc|Toldt}}, ''Brauenwulste, Tori supraorbitales, und Brauenbögen, Arcus superciliares, und ihre mechanische Bedeutung'', war ''Mitteil. der Anthr. Gesellsc. in Wien'', 1914 ; ''Anthr''. 1921, p. 122 ; E. {{sc|Dubois}}, ''On the cranial form of Homo Neanderthalensis and of Pithecanthropus erectus determined by mechanical factors'', war ''Proceedings'' Akademia kêr Amsterdam, Levr. XXIV, niverennou 6 ha 7 ; ''Anthr''. 1923, pp. 203-6.</ref>. Kelc’hiek eo poullou an daoulagad ha
brasoc’h kalz eget gand an dud-vremañ. Ledan ha
tougn eo ar fri, evel ma vez gant gouennou-tud
kroc’henet-du a vremañ ; penn gwalenn ar fri a zo<noinclude><references/></noinclude>
nqog0bvh7729twk0te8z022k4wk633k
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/101
102
67167
210406
210356
2026-10-24T22:30:55Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210406
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 91 —|}}</noinclude>sanket doun en eur gleuzenn dindan an tal, evel
m’eo gand Aostraliz <ref>Enep-marmouzel a-grenn eo an holl zoareou-ze eus fri Neanderthaliz, evel ma evesa {{sc|Boule}}, ''op. cit''. p. 205.</ref>. War-ziaraok eo an diougarvan
e doare eur vuzell-loen. Dielgez eo peurliesa
ar garvan-draon (karvanou-zo, koulskoude, a
zo eun damelgez outo). An dent, heñvel ouz dent
an dud-vremañ, dreist-holl ouz dent ar ouezidi, a
zo start ha teo evel an diougarvan end-eeun a dalv
d’ezo da ziazez ; stummet ez int diouz braea kentoc’h
eget diouz trouc’ha : diskouez a reont debrerien-c’hlasvez
kentoc’h eget debrerien-gig. Uzadur
bras an dent er relegou diwar tud aet war an oad
a ziskouez grosder ar boued a veze rôet d’an dent-ze
da chaokat.
Berr ha teo eo peurliesa eskern ar c’horf hag
an izili. Anat diwar enlouc’hadur doun penn ar
c’higennou ez oa paotred kreñv meurbet eus Neanderthaliz.
Berr a-walc’h eo eskern an divesker e-keñver
re an diouvorzed, berroc’h eget gand ar
gouennou-bremañ. Berroc’h eo ivez eskern an
arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h. E gwerzidou an
diouvorzed, ez eus roudou o tiskouez e veze boas
Neanderthaliz d’en em zerc’hel en o c’hluch pa
n’edont ket war vale. Etre 1 metrad 54 hag
1 metrad 60 e oa ment ar baotred. Bihanoc’h e oa
ar merc’hed : 1 metrad 45 e oa ment ar plac’h a zo
bet dizouaret e toull-roc’h La Ferrassie (Okitania).
E {{Reizh|berre-gomziou|berr-gomziou}}, Neanderthaliz a oa tud
pennet-teo, dremmet bras ha hir, mentet-bihan pe
ventet-etre, korfet-berr ha tolzennek, iziliet berr<noinclude><references/></noinclude>
nhdw3sbl9qph0kufhh4jy3jflu0qyd4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/102
102
67168
210407
210256
2026-10-24T22:34:23Z
Aveldro
601
210407
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 92 —|}}</noinclude>ha kreñv. Dalc’had o c’hlopen, muzuliet war ar
glopen divoulc’h degaset d’ar goulou e La Chapelle-aux-Saints
(Okitania), a zo war-dro 1.600 santimetrad-diñs,
da lavarout eo kevatal da zalc’had
klopenel kalz a dud a vremañ hag int da veza
lakaet e-touez tud speredeka hon amzer <ref>An naturour amerikan brudet Cope, da skouer, a oa gantañ neket hepken damdost an hevelep dalc’had klopenel ha Neanderthaliz, hogen an hevelep furm-glopen ganto zoken, Gwelout {{sc|Boule}}, op. cit. p. 196, skeudenn 120.</ref>.
Arabat ankounac’haat, evelato, n’eo ket gallou-doziou
ar spered diouz braster an empenn (2),
hogen diouz stankder, moander ha rouestl ar c’hildrôennou
warnañ. Hogen, ar mouladur tennet e
plastr eus gorread-diabarz klopen La Chapelle-aux-Saints
a ziskouez e oa distank ha garv meurbet
kildrôennadou an empenn bras-se. Mouladuriou
diwar klopenou neanderthalat all a gouez a-unvan
penn-da-benn gant hemañ. Izeloc’h speredet e oa
Neanderthaliz eged an izela gouezidi eus hon amzer.
An naturour amerikan brudet Cope, da skouer, a oa gantañ neket hepken damdost an hevelep dalc’had klopenel ha Neanderthaliz, hogen an hevelep furm-glopen ganto zoken, Gwelout {{sc|Boule}}, op. cit. p. 196, skeudenn 120.
(2) Sed amañ, hervez BOULE, eun niverenn bennak o rei da
anaout dalc’had-klopen darn eus gouennou-tud hon amzer
lakaet e-keñver dalc’had-klopen marmouzien ar rummad
uhela :
Marmouzien denheñvel (d’ar muia) 621 santimetrad-diñs
Gouenn-dud Piltdown (diwar varteze) 1.300 —
Veddaniz 1.300 —
Aostraliz 1.340 —
Morianed Afrika 1.477 —
Parizianed 1.550 —
Arverniz 1.585 —
Eskimoed 1.646 —
Ez dibaot, klopenou-zo diwar tud yac’h a c’hell sevel an dalc’had anezo kalz en tu-hont d’an niverennou-ze : Dante 1.700 s.-d. ; klopen ragistorek Boskop (Kreisteiz Afrika) 1.830 s.-d. ; Bismarck 1.900 s.-d.<noinclude><references/></noinclude>
t0aa32b9adu8qes12hd205efimyofk9
210408
210407
2026-10-24T22:43:53Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210408
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 92 —|}}</noinclude>ha kreñv. Dalc’had o c’hlopen, muzuliet war ar
glopen divoulc’h degaset d’ar goulou e La Chapelle-aux-Saints
(Okitania), a zo war-dro 1.600 santimetrad-diñs,
da lavarout eo kevatal da zalc’had
klopenel kalz a dud a vremañ hag int da veza
lakaet e-touez tud speredeka hon amzer <ref>An naturour amerikan brudet Cope, da skouer, a oa gantañ neket hepken damdost an hevelep dalc’had klopenel ha Neanderthaliz, hogen an hevelep furm-glopen ganto zoken, Gwelout {{sc|Boule}}, op. cit. p. 196, skeudenn 120.</ref>.
Arabat ankounac’haat, evelato, n’eo ket gallou-doziou
ar spered diouz braster an empenn <ref>Sed amañ, hervez {{sc|Boule}}, eun niverenn bennak o rei da anaout dalc’had-klopen darn eus gouennou-tud hon amzer lakaet e-keñver dalc’had-klopen marmouzien ar rummad uhela :
{|
|+ Testenn an alc’hwez
|-
| Marmouzien denheñvel (d’ar muia) || ! style="text-align: right;" | 621 || santimetrad-diñs
|-
| Gouenn-dud Piltdown (diwar varteze) || 1.300 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Andamaniz || 1.300 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Aostraliz || 1.340 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Morianed Afrika || 1.477 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Parizianed || 1.550 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Arverniz || 1.585 || ! style="text-align: center;" | —
|-
| Eskimoed || 1.646 || ! style="text-align: center;" | —
|}
Ez dibaot, klopenou-zo diwar tud yac’h a c’hell sevel an dalc’had anezo kalz en tu-hont d’an niverennou-ze : Dante 1.700 s.-d. ; klopen ragistorek Boskop (Kreisteiz Afrika) 1.830 s.-d. ; Bismarck 1.900 s.-d.
</ref>,
hogen diouz stankder, moander ha rouestl ar c’hildrôennou
warnañ. Hogen, ar mouladur tennet e
plastr eus gorread-diabarz klopen La Chapelle-aux-Saints
a ziskouez e oa distank ha garv meurbet
kildrôennadou an empenn bras-se. Mouladuriou
diwar klopenou neanderthalat all a gouez a-unvan
penn-da-benn gant hemañ. Izeloc’h speredet e oa
Neanderthaliz eged an izela gouezidi eus hon amzer.
An naturour amerikan brudet Cope, da skouer, a oa gantañ neket hepken damdost an hevelep dalc’had klopenel ha Neanderthaliz, hogen an hevelep furm-glopen ganto zoken, Gwelout {{sc|Boule}}, op. cit. p. 196, skeudenn 120.<noinclude><references/></noinclude>
qi3jafrmbyncqx09hcgcmq60yij2b74
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/103
102
67169
210409
210257
2026-10-24T22:48:40Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210409
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 93 —|}}</noinclude>an denoniourien da sellout Neanderthaliz evel eur
ouenn-dud koz-koz ha warlerc’hiet, disheñvel a-grenn
diouz ar gwir zen kentvedel (''Homo sapiens''
''fossilis''). Hemañ eo a zo tad-koz d’an Den-bremañ
(''Homo sapiens'') ha meur a ouenn dioutañ a anavezomp
dre relegou bet kavet e annezlec’hiou ar
pleistoken-uhela. Gouzout a reomp o deus ar
gouennou-ze kenvevet en Europ gant dilerc’hiadou
gouenn Neanderthal. N’hellont ket gant-se beza
sellet evel o tont diouz ar ouenn-ze. Re zisheñvel
ez int diouti, a-hend-all, evit ma hellfe beza maberez
etrezo. Kalz a zenoniourien hizio a gred ez eo
aet da get gouenn Neanderthal hep lezel a ziskennidi
e-mesk ar gouennou-tud deuet war he
lerc’h <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 244-8. Lenn koulskoude eveziadennou Fritz Sarasin, war ''Anthr''. 1924, pp. 222-7.
</ref>. Re-all a gav d’ezo ez eus bet kemmeskaduriou
etre gouenn Neanderthal hag ar gouennou
diwar an ''Homo sapiens fossilis'', ha, dre an
hirhererez o tont eus ar c’hemmeskaduriou-ze, e
tiskleriont ar stummadou neanderthalheñvel
(dreist-holl ar glopen kern-plat ha kilpennek, an
diou-wareg abrant balirek) a zo bet kavet gant
kalz a Europiz o deus bevet e-pad nevez-varevez
ar maen, oadvez ar metalou, ar Grenn-amzer hag
an Amzer-vremañ zoken. Robert Bruce, ar Skosad
kalonek-ze a zieubas e vro diouz yeo ar Saozon er
XIV{{vet}} kantved, hag an Iwerzonad sant Mansuy,
eskob Toul, e Bro-C’hall, a oa ganto klopenou
neanderthalheñvel <ref>A. {{sc|de Quatrefages}}, ''Hommes fossiles et hommes sauvages, études d’anthropologie'', 1884, pp. 13 (notenn 2), 62-5 ; {{sc|de Quatrefages}} hag E. {{sc|Hamy}}, ''Crania Ethnica'', 1882, skeudenn
</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
5xjt9pkqhp1wbyd8s68smhsisxd8ld1
210411
210409
2026-10-24T22:54:51Z
Aveldro
601
210411
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 93 —|}}</noinclude>an denoniourien da sellout Neanderthaliz evel eur
ouenn-dud koz-koz ha warlerc’hiet, disheñvel a-grenn
diouz ar gwir zen kentvedel (''Homo sapiens''
''fossilis''). Hemañ eo a zo tad-koz d’an Den-bremañ
(''Homo sapiens'') ha meur a ouenn dioutañ a anavezomp
dre relegou bet kavet e annezlec’hiou ar
pleistoken-uhela. Gouzout a reomp o deus ar
gouennou-ze kenvevet en Europ gant dilerc’hiadou
gouenn Neanderthal. N’hellont ket gant-se beza
sellet evel o tont diouz ar ouenn-ze. Re zisheñvel
ez int diouti, a-hend-all, evit ma hellfe beza maberez
etrezo. Kalz a zenoniourien hizio a gred ez eo
aet da get gouenn Neanderthal hep lezel a ziskennidi
e-mesk ar gouennou-tud deuet war he
lerc’h <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 244-8. Lenn koulskoude eveziadennou Fritz Sarasin, war ''Anthr''. 1924, pp. 222-7.
</ref>. Re-all a gav d’ezo ez eus bet kemmeskaduriou
etre gouenn Neanderthal hag ar gouennou
diwar an ''Homo sapiens fossilis'', ha, dre an
hirhererez o tont eus ar c’hemmeskaduriou-ze, e
tiskleriont ar stummadou neanderthalheñvel
(dreist-holl ar glopen kern-plat ha kilpennek, an
diou-wareg abrant balirek) a zo bet kavet gant
kalz a Europiz o deus bevet e-pad nevez-varevez
ar maen, oadvez ar metalou, ar Grenn-amzer hag
an Amzer-vremañ zoken. Robert Bruce, ar Skosad
kalonek-ze a zieubas e vro diouz yeo ar Saozon er
XIV{{vet}} kantved, hag an Iwerzonad sant Mansuy,
eskob Toul, e Bro-C’hall, a oa ganto klopenou
neanderthalheñvel <ref>A. {{sc|de Quatrefages}}, ''Hommes fossiles et hommes sauvages, études d’anthropologie'', 1884, pp. 13 (notenn 2), 62-5 ; {{sc|de Quatrefages}} hag E. {{sc|Hamy}}, ''Crania Ethnica'', 1882, skeudenn 28 ''et sequitur''. E-maez Europa, e kaver klopenou neanderthalheñvel gant tud diwar meur a boblad : Melaneziz-zo, Koranaed Kreisteiz Afrika, darn eus Indianed ar Pradennou-meur er Stadou-Unanet, Eskimoed-zo. Diwar-benn stummadou neanderthalheñvel Nevez-Kaledoniz, lenn Fritz {{sc|Sarasin}}, ''Sur les relations des Néo-Calédoniens avec le groupe de l’Homo Neanderthalensis'', war ''Anthr''. 1924, pp. 193-227.
</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
7khidah59hpdvng8ec1f2uwupmp8yfk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/104
102
67170
210412
210258
2026-10-24T22:57:16Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210412
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 94 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
III. ''Gouennou ar pleistoken-uhela''. — O anavezout
mat a-walc’h a reomp dre eun niver a gavadennou
graet amañ hag ahont dre an Europ
a-bez <ref>Kavadennou graet adal ar bloaz 1823 betek hon Amzer e Paviland (Kembre), Solutré (Bro-C’hall), Cro-Magnon, Laugerie-Basse, Duruthy, Grimaldi, Chancelade (Okitania), Brünn, Predmost (Moravia), Les Hoteaux (Bro-C’hall), Barma-Grande, Combe Capelle (Okitania), Oberkassel (Alamagn), La Genière-sur-Ain (Bro-C’hall), hag all.</ref>. Ar gouennou-ze holl a denn d’an Homo
sapiens fossilis, da lavarout eo d’eun doare den,
disheñvel a-grenn diouz Den Neanderthal, hag a
seller evel tad-koz an Den-bremañ (Homo sapiens).
Korfet bravoc’h ha sounnoc’h eget Neanderthaliz
eo tud ar pleistoken-uhela, neuziet-kaer eo o fenn,
eun tal ledan o deus, elgezek eo o c’harvan-draon,
hag, evit pez a sell galloudeziou ar spered, lïester
ha kempennder o binviou hag o armou, ar skeudennou
engravet, kizellet pe livet a zo deuet
d’eomp diwar o dourn, meur a dra all c’hoaz <ref>N’oa ket anezo pennou-chatal trôet nemetken gant preder o bevañs. Pled a daolent, en o ergerzadennou hemolc’hi ha pesketa da eleiz a draou, hag alïes e tegasent endro d’o mougeviou traezou didalvoudus d’ezo da veva, gant m’o c’havent kaer pe souezus : mein-strink treuzwelus pe livet, standilhonou diwar rec’hell, fosilennou. Eun ''trilobit'' a oa e mougeo Arcy-sur-Eure (Bro-C’hall), hag e mougeo Goyet (Belgia), e oa kregin, dent ha mellennou-kein morchas, ha relegou all diwar loened kentvedel karrekaet, anezo « eur gwir virdi bihan a henloenoniez » evel ma lavar {{sc|Déchelette}}, ''Manuel'', I, p. 210, n. 3.</ref> a
ziskouez e oant trec’h a-bell da Neanderthaliz.
Meur a ouenn a oa anezo :
1° ''Gouenn vorianheñvel Grimaldi''. — Kavet da
genta eo bet relegou ar ouenn-ze en unan eus {{Tired|mou|geviou}}<noinclude><references/></noinclude>
oio51ukp4ob33flxl2u5ffmp2tfoco6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/105
102
67171
210410
210259
2026-10-24T22:52:28Z
Aveldro
601
210410
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 95 —|}}</noinclude>{{Tired2|mou|geviou}} Grimaldi, Mougeo ar Vugale, war-hed
8 metrad 50 dounder diouz gorre al leurenn, en
eur gwelead o tenna da oadvez ar Vouster. Kempred
gand ar gwelead-ze n’edo ket koulskoude ar
c’horfou, gourvezet ma oant en eur poull-bez
0 metrad 75 kleuz a oa bet toullet ennañ gant tud
ar gwelead war-laez, hemañ o vevenna lein ar bez.
Aorignakiz a oa eus tud ar gwelead-ze, da zezvarn
diouz stumm ar binviou hag an armou lezet eno
ganto. Ar relegennou sebeliet er poull-bez a oa
diwar daou zen : eur vaouez koz hag eur paotr
pemzek pe seitek vloaz. An dud-ze a zo d’ezo pennou
teo, klopenou hirbennek-meurbet (aroueziadur-penn :
68 ha 69), kern-uhel ha tal-kaer (an
dalc’had-klopen a zo 1.580 santimetrad-diñs evid
ar paotr yaouank, 1.375 evid ar vaouez koz), dremmou
ledan ha berr, friou ledan-meurbet gant roufennou-diabarz
(stummad morianel). An diouwareg
abrant a zo nebeut a valir d’ezo, an diougarvan
war-raok beteg ar rakkarvanegez evel ma
vez bremañ gant gouennou Morianed a zo. Eskern
an izili ivez, dre o furm hag o c’henvuzuliou, a
gej gant re ar Vorianed : hir-meurbet eo eskern
ar c’har e-keñver askourn ar vrec’h ; hir-hir eo an
divesker e-skoaz an divrec’h. Ar vent a zo etre bras<noinclude><references/></noinclude>
8ibbvczm3t9sii55jrfclab523qtfka
210413
210410
2026-10-24T22:58:32Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210413
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 95 —|}}</noinclude>{{Tired2|mou|geviou}} Grimaldi, Mougeo ar Vugale, war-hed
8 metrad 50 dounder diouz gorre al leurenn, en
eur gwelead o tenna da oadvez ar Vouster. Kempred
gand ar gwelead-ze n’edo ket koulskoude ar
c’horfou, gourvezet ma oant en eur poull-bez
0 metrad 75 kleuz a oa bet toullet ennañ gant tud
ar gwelead war-laez, hemañ o vevenna lein ar bez.
Aorignakiz a oa eus tud ar gwelead-ze, da zezvarn
diouz stumm ar binviou hag an armou lezet eno
ganto. Ar relegennou sebeliet er poull-bez a oa
diwar daou zen : eur vaouez koz hag eur paotr
pemzek pe seitek vloaz. An dud-ze a zo d’ezo pennou
teo, klopenou hirbennek-meurbet (aroueziadur-penn :
68 ha 69), kern-uhel ha tal-kaer (an
dalc’had-klopen a zo 1.580 santimetrad-diñs evid
ar paotr yaouank, 1.375 evid ar vaouez koz), dremmou
ledan ha berr, friou ledan-meurbet gant roufennou-diabarz
(stummad morianel). An diouwareg
abrant a zo nebeut a valir d’ezo, an diougarvan
war-raok beteg ar rakkarvanegez evel ma
vez bremañ gant gouennou Morianed a zo. Eskern
an izili ivez, dre o furm hag o c’henvuzuliou, a
gej gant re ar Vorianed : hir-meurbet eo eskern
ar c’har e-keñver askourn ar vrec’h ; hir-hir eo an
divesker e-skoaz an divrec’h. Ar vent a zo etre bras<noinclude><references/></noinclude>
dr3pbozm7jbvsglxbziscrofiyie53i
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/106
102
67172
210414
210260
2026-10-24T23:06:00Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210414
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 96 —|}}</noinclude>ha bihan : 1 metrad 56 evid ar paotr, 1 metrad
60 evid ar vaouez koz <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 274-83.</ref>.
Abaoe, eur relegenn all diwar gouenn Grimaldi
(hini eur bugel seiz pe eiz vloaz) a zo bet kavet e
toull-roc’h La Genière-sur-Ain (Bro-C’hall) bet
annezet e dibenn an oadvez magdalenel gant
pesketaerien baour <ref>C. {{sc|Gaillard}}, J. {{sc|Pissot}} ha C. {{sc|Cote}}, ''L’abri préhistorique de la Genière, à Serrières-sur-Ain'', war ''Anthr''. 1927, pp. 1-47.
</ref>. Skignetoc’h edo moarvat
gouenn Grimaldi en Europ eget na vefe reiz das-
tum diouz an diou gavadenn-ze, rak relegou diwar
tud vorianheñvel o tenna d’ezi a zo bet kavet alïes
e beredou nevez-varevez ar maen hag oadvez ar
metalou, en Arvorig <ref>Kongel.</ref>, Helvetia, Illiria, ledenez
ar Balkanou hag hanternoz Italia. Beteg e-touez
Europiz an Amzer-vremañ, stummadou morian-
heñvel a weler oc’h addont dre hir-hererez amañ
hag ahont, dreist-holl e-touez poblañs traonienn
ar Rhône, Piemont, Lombardia, Emilia, Toskana.
2° Gouenn Kro-Magnon. — Kaera gouenn ar
pleistoken-uhela eo houmañ. Ar glopen a zo hirbennek
(aroueziadur : 73,7), bras (dalc’had :
1.590 santimetrad-diñs) ha stummet-kaer ; uhel eo
ar volz klopenel, uhel ha ledan an tal, nebeut a
valir gand an diou-wareg abrant. Hogos pevar-
c’hornek eo poullou an daoulagad. Berr ha ledan
an dremm <ref>Er gouennou-tud digemmesk, e klot penn-da-benn furm ar glopenn gant furm an dremm, da lavarout eo ez eus gand an hirbenneien dremmou hir ha striz, ha gand ar grennbenneien dremmou berr ha ledan. Pa dro evel-se, e vez lavaret emañ ''heglot'' ar pennou. ''Diheglot'' a reer eus ar pennou enno klopenou hir o kenframma gant dremmou berr (evel ma oa gant Kro-Magnoniz) pe klopenou berr ha krenn gant dremmou hir (evel ma c’hoarvez gant rummadou all a dud). Dont a ra peurliesa an diheglotter er pennou-tud eus an hironerez, eus kemmeskidigez eur ouenn hirbennek gand eur ouenn grennbennek. N’omp ket evit lavarout hag evel-se e tegouezas gant Kro-Magnoniz.</ref>. Hir, striz ha moan ar fri. Eun {{Tired|tam|mig}}<noinclude><references/></noinclude>
i6yz94wniw3ehzkedqcuhvto5v7zhwj
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/107
102
67173
210415
210261
2026-10-24T23:22:28Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210415
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 97 —|}}</noinclude>{{Tired2|tam|mig}} rakkarvanek eo ar garvan-grec’h. Ar garvan-draon
a zo outi eun elgez triangular, bras ha teo.
Ment ar c’horf a zo uhel-meurbet : etre 1 metrad 75
hag 1 metrad 95 peurliesa <ref>Setu amañ ment eun nebeud Kro-Magnoniz. Gwazed mougeviou Grimaldi : 1 metrad 90, 1 metrad 79, 1 metrad 91, 2 vetrad, 1 metrad 80. Toull-roc’h Kro-Magnon, ar c’hoziad : 1 metrad 82 ; ar vaouez : 1 metrad 66.</ref> ; bras ha kreñv an
eskern anezañ, doun enno enlouc’hadur ar c’higennou.
Teo e-giz eur golonenn eo linenn c’harv
ar werzid-vorzed. Pladet e doare laonenn eur
sabrenn ar werzid-c’har ha garanet an eilwerzid <ref>Diwar-benn orin gwirheñvel ar stummadou-ze hag o zalvoudegez-spisaat-gouenn, lenn Doktor Mark {{sc|Romieu}}, ''Considérations sur le péroné cannelé des races préhistoriques'', Montpellier, 1919 ; Anthr. 1921, pp. 367-8.</ref>.
Hir eo eskern an arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h
hag eskern ar c’har e-skoaz hini ar vorzed. Ar
brennid, da geñver an diouskoaz, a zo ledan-
meurbet, ledanoc’h eget gand Europiz-vremañ, kel
ledan ha gand ar Vorianed. Eskern ar gouriz-lez,
en eneb, a zo heñvel ouz re Europiz.
Niverek ha skignet-ledan dre an Europ a-bez,
a-hed ar pleistoken-uhela, e tiskouez beza bet
gouenn Kro-Magnon. E broiou ar C’hornog, Okitania
dreist-holl, ec’h hañval beza bet koulskoude
Kro-Magnoniz stankoc’h hag unvanoc’h-neuziet<noinclude><references/></noinclude>
m1qkes5x43nfjw6t7o0dgiwyc5zjqis
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/108
102
67174
210416
210262
2026-10-25T10:45:19Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210416
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 98 —|}}</noinclude>eged er broiou all. Pell goude dibenn ar pleistoken-uhela,
e nevez-varevez ar maen, edo rummadou
Kro-Magnoniz a wad digemmesk o chom c’hoaz
en Arvorig <ref>Relegennou en o fez kavet e beredou ragistorek Sant-Urnel ha Roz an Tremen, war an tevenn, etre Pennmarc’h ha Beg ar Raz. Gand ar relegennou-ze e oa an holl stummadou oc’h arouezenna gouenn Kro-Magnon, ar vent uhel da skouer : 2 vetrad, 1 metrad 81, hag all. Kendalc’het o deus Kro-Magnoniz da veva eno beteg oadvez an houarn, Favret ha Bénard, ''les Nécropoles du Finistère : fouilles du Groupe finistérien d’Etudes préhistoriques'', war ''Rev. archéol''. 1924, I, pp. 179-94.
</ref> ha war aradennad menez Keven <ref>''Cévennes'' e galleg, eus an hen-geltieg ''kebenna'', aet da ''cefn'' e kembraeg, ''kein'' e brezoneg.</ref>.
Klopenou diwar ar ouenn-ze a gaver alïezik er
c’heviou-bezia hag en taoliou-maen. E-pad oadveziou
ar c’houevr hag an arem, edo Kro-Magnoniz
o veva e meur a lec’h e Bro-Spagn hag er Portugal.
Klopenou kro-magnonat a zo bet kejet outo, amañ
hag ahont, dre an Europ a-bez, e beredou ar Grenn-amzer.
Hizio c’hoaz, neuz-gouenn Kro-Magnon pe
ar stummad-mañ-stummad diouti a weler oc’h
addont dre hir-hererez, alïes a-walc’h en Hanternoz,
Kornog ha Mervent Europa, dreist-holl e Dalekarlia
(Sued), Turingia (Alamagn), e Dordogn (Okitania)
hag er Spagn. Er-maez eus an Europ eo, avat,
e ranker mont da gavout paot a-walc’h diskennidi
diwar ar ouenn-ze. Emañ stank en Afrik an Hanternoz
neuz-gouenn Kro-Magnon pe stummadou
diwar an neuz-gouenn-ze e-mesk Berbered menez
Atlas. En enezennou Kanaria, an darn-vuia eus ar
Ouanched, ar re anezo dreist-holl a veve war enez<noinclude><references/></noinclude>
pn0pw1jdi4nx2oozsf65i6kzvzjg7jw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/109
102
67175
210417
210263
2026-10-25T10:58:18Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210417
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 99 —|}}</noinclude>Tenerifa <ref>Strollad Kanaria a zo seiz enezenn ennan : Lanzarote ha Fuerteventura, ar reterela hag ar re dosta d’an Afrik (100 kilometrad mor etrezo hag aod an douar-bras), Tenerifa ha Kanaria-Vras e kreiz ar strollad, Palma, Gomera ha Hierro er C’hornog. Ar seiz enezenn-ze o deus etrezo-holl 7.273 kilometrad-karrez a c’horread. Etre Hierro, er Mervent-kornog, ha Lanzarote, er Biz-reter, ez eus 600 kilometrad-tost-da-vat.
Douarouriez an enezennou Kanaria a spis anat e oant e strad ar mor e-doug an trihoalad, ha kemend-all evit Madera hag an Asoriou. Arabat eta gwelout en enezennou-ze dilere’hiadou eus an douar-bras Atlantis a zo ano anezañ e mojennou Gresianed an Hen-amzer.</ref> a oa Kro-Magnoniz rik. An Doktor
R. Verneau, bevet gantañ pemp bloaz e-touez o diskennidi
spagnolekaet, en deus kavet e boaz gand
ar re-mañ betek traezou-tiegez boaziet gant Kro-Magnoniz
Europa e-kerz an oadvez magdalenel <ref>A. {{sc|de Quatrefages}}, ''Hommes fossiles et hommes sauvages'', p. 71 ; D<sup><small>r</small></sup> R. {{sc|Verneau}}, ''La race de Cro-Magnon, ses migrations, ses descendants'', 1886.</ref>.
Tud korfet-brao, dremmet-kaer ha mentet-dreist
a oa eus ar Ouanched <ref>Aroueziadur-penn : 76,3 well-waz. Dalc’had-klopenn Gouanched enez Tenerifa, Paotred : 1.672 santimetrad-diñs well-waz ; d’ar muia 1.900 s.-d. ; d’an nebeuta 1.410 s.-d. Merc’hed : 1.432 s.-d well-waz ; d’ar muia 1.600 s.-d. ; d’an nebeuta 1.315 s.-d., Weisgerber, ''les Blancs d’Afrique'', pp. 186-7. Ar peb all eus stummadou-korf ar Ouanched vik a oa heñvel, damheñvel pe beurheñvel ouz re Kro-Magnoniz.</ref>. Ar wazed a oa 1 metrad 70
da vihana. E peb enezenn, en deus an Doktor Verneau
kavet kalz a wazed, d’ezo en tu-hont da
1 metrad 80. Hiniennou a dize 2 vetrad. E Fuerte-venturia,
e tiraeze ment ar baotred 1 metrad 84
well-waz, eur vent hounnez n’eo tizet moarvat gant
poblad all ebet dre ar bed a-bez. Ar merc’hed a oa
bihanoc’h : ugent santimetrad kemm a oa etre ment
ar baotred ha ment ar merc’hed.<noinclude><references/></noinclude>
7ch24hq0trqvdozmny125wpxrpzsk7o
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/110
102
67176
210418
210266
2026-10-25T11:12:02Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210418
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 100 —|}}</noinclude>Gwenn a-walc’h e oa kroc’hen ar Ouanched, peurwenn
a-wechou zoken. Dasil, merc’h da Venkomo,
diweza roue gouanch enez Tenerifa, a oa gwenn
meurbet he c’hroc’hen ha brizennet he dremm <ref>Bugale ha tud deuet d’o ment, ganto bleo melen ha daoulagad glas, a zo bet kavet gand an Doktor {{sc|Verneau}} e-touez Kanariz-vremañ. Kalz stankoc’h en o zouez, avat, ar bleo hag an daoulagad du. E Berberia ha war douar-bras Europa, an tudennou ma weler o tont endro enno dre bell-hererez neuz-gouenn Kro-Magnon a zo du ivez o lagad hag o bleo peurliesa, A. C. {{sc|Haddon}}, ''les Races humaines et leur répartition géographique'', troïdigez c’hallek gand {{sc|A. van Gennep}}, 1927, pp. 145-6.</ref>.
Brudet e oa kened ar Gouanchezed e-touez an Normaned
hag ar Spagnoled a veze o tarempredi an
enezennou er XIV{{vet}}-XV{{vet}}) kantved <ref>Keñveria ar pez a lavar G. {{sc|Verschuur}}, ''Les iles Canaries'' (beaj graet er bloaz 1901), war ''Tour du Monde'', 1902, I, p. 95 ; J. {{sc|Verne}}, ''Histoire des grands voyages et des grands voyageurs :
I, la Découverte de la Terre, les premiers explorateurs'', 1887, pp. 93, 100, 108.</ref>.
Kreñv-dispar ha ouesk eur souez e oa an enezourien.
War-bouez eur vaz skañv hepken e tiskennent
gant tor ar sersa meneziou, o lammat eus
an eil beg karreg d’egile. Lakaet e veze ganto o
bugale da bleustri a-vihanik war bep seurt c’hoariou-kreñvaat
ha troiou ouesk, e sell da greski nerz
ha oueskter o c’horf ha d’o ampartaat war an taga
hag emzifenn. Gourenadegou a veze alïes, gand
aotre ar pennou hag ar beleg-meur, ma kemere perz
enno ar baotred deuet d’o ment hag ar wazed.
Ouspenn gourenadegou, e veze, er goueliou-ze,
gwir dournamantou, d’ar vrezelidi da ziskouez
enno o c’halon, o foell hag o ampartiz en embregerez
an armou <ref>A-zivout doare an tournamantou-ze, lenn R. {{sc|Verneau}}, ''Cinq années de séjour aux iles Canaries'', p. 31.</ref>. Dalc’het e veze ar seurd {{Tired|goue|liou}}<noinclude><references/></noinclude>
4z924cpps2d5v5sec4dxloelscr04pt
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/111
102
67177
210419
210265
2026-10-25T11:14:36Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210419
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 101 —|}}</noinclude>{{Tired2|goue|liou}} war an ''Tagaror'', anezañ eun dachenn gelc’hiek
pe bevarc’hornek-reiz a dalveze da vodadlec’h d’ar
meuriadou. Troet meurbet e oa ar bobl a-bez war
ar seurd arvestou hag e terede daveto engroeziou
bras a dud.
Kanennou a oa gand ar Ouanched, meulet enno
kuriou o zadou ha kadarnded o brezelidi <ref>{{sc|Verneau}}, ''op. cit''. p. 34. Eun dra souezus gand ar Ouanched e oa ar ''yez chouibonet'' (ar yeza dre c’houibanerez). Diwar c’houibanat e oant gouest da zerc’hel kaozeadennou hir war bep seurt traou eus eur menez d’egile. Lenn {{sc|Verneau}}, ''Le langage sifflé'', war ''Anthr''. 1923, pp. 161-8.</ref>. Eur
boblad-tud oberiant, dispont ha brezelgar a oa
anezo, e gwirionez, hag hep fallgaloni o deus stourmet
pell-amzer ouz Europiz kent beza bazyeoet
ganto.
3° ''Gouenn Chanslad''. — Deuet eo d’ezi hec’h ano
eus al lec’h m’eo bet kavet en he fez ar genta rele-
genn diwarni : toull-roc’h Reymonden, war zouar
kumunenn Chancelade, e-kichen Périgueux, Okitania.
Klopen hirbennek (aroueziadur : 72), uhel (dalc’had : 1.710 santimetrad-diñs), tal ledan ha bolzek ;
stumm eun ojivenn a zo gant bolz ar glopen. Hir
ha ledan war eun dro an dremm ; hogos kelc’hiek
poullou an daoulagad ; hir ha striz ar fri ; n’eus
rakkarvanegez ebet gand an diougarvan ; ar garvan-draon a zo outi eun elgez valirek ha ledan. Teo
ha kreñv eo eskern ar c’horf hag an izili, warno
roudennadur doun diwar kigennou nerzus. Hir eo
an divrec’h, hiroc’h eget re Europiz-vreman, hiroc’h<noinclude><references/></noinclude>
f36ptqw8xkdh6zmxyhzafi25ihd19tb
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/112
102
67178
210420
210267
2026-10-25T11:17:52Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210420
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 102 —|}}</noinclude>eget re ar Vorianed zoken. Bras eo an daoudroad,
eun tammig pellaet enno ar biz-meud diouz an eil
biz, ma helle moarvat ober gant hemañ e-giz eur
vrec’h-biñsetez da gregi en traou, evel ma oar ober
gouezidi hon Amzer. Bihan eo ar vent : war-dro
1 metrad 55.
Ne ziskouez ket gouenn Chanslad beza bet ker
skignet en Europ hag ar gouennou all. Gwall-vihan
niver ar relegennou diwarni, hag an darn-vuia eus
ar relegennou-ze a hañval beza re hironed, tud
vriz-ouenn, anezo eur c’hhemmeskadur eus Chansladiz
ha Kro-Magnoniz.
Darn eus stummadou korf-eskern gouenn Chanslad
a vez kavet stank e-touez an Eskimoed, ar
rummadou anezo o chom bremañ war aodou al
Labrador hag ar Groenland <ref>An Eskimoed (360.000 anezo, tost-da-vat) a zo dalc’het ganto an 800.000 kilometrad aod en em astenn eus aber Stêr ar C’houevr, e Kornog an Alaska, betek Bis ar Groenland. Neb lec’h, war an hir riblennad-ze a zouar, ne deont dounoc’h er vro eget hanter-kant kilometrad diouz glann ar mor. Er Groenland, n’eo ket gwall-goz donedigez an Eskimoed. Pa voe kavet ar Groenland gant Skandinaviz, e dibenn an X{{vet}} kantved goude H. S., e oa didud c’hoaz aodou ar vro skournet-ze. Damc’houde eo e teuas er Groenland an Eskimoed, oc’h ober o hent dre an enezennou a zo etrezañ hag Amerik an Hanternoz. An Eskimoed a zo anezo melengroc’heneien hirbennek ha berr-ventek. Eun heñvelder bennak a zo etre o neuz ha neuz poblou hen-aziat Biz Siberia. An Aleouted, o chom war al ledenez hag an enezennou aleoutat, e mervent an Alaska, a gomz eur rannyez eskimoek. Krennbennek avat co o fennou, ha dre-ze ez int disheñvel-ouenn diouz an Eskimoed. Kerentiet a-bell e vije yez an Eskimoed ouz ar yezou finn-ougriek hag ouz yez ar Samoieded.
An tri rummad-yezou-ze a vije deveret diouz eur yez koz, an ouraleg, a zo bet evito ar pez m’eo bet ar c’henindezemereg d’ar yezou indezeuropek, P. {{sc|Rivet}}, war ''Les Langues du Monde'' gant Meillet ha Cohen, pp. 607, 611.
</ref>. Dre stummadou<noinclude><references/></noinclude>
8ire8ljrqnc2ooq6xdj3pf1jmfrmm5g
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/113
102
67179
210421
210268
2026-10-25T11:27:08Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210421
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 103 —|}}</noinclude>all, gwir eo, ez eo disheñvel Chansladiz diouz an
Eskimoed. Ma vefe re lakaat ez eus kerentiez pe
vaberez etre an daou rummad-tud-ze <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 298-300 ; W. E. {{sc|Le Gros Clark}}, ''On a Series of Ancient Eskimo Skulls from Greenland'', war ''Journal of the Anthr. Institute of Great Britain'', 1920 ; ''Anthr''. 1921, pp. 567-8 ; G. M. {{sc|Morant}}, ''Studies of Palaeolithic Man : I, The Chancelade Skull'', war ''Annals of Eugenics'', 1926, pp. 257-76 ; ''Anthr''. 1927, pp. 390-1.</ref>.
4° ''Gouenn Predmost'' <ref>Gouenn ''Brux'' a vez lavaret anezi gant denoniourien-zo ; J. {{sc|Szombathy}}, ''Die Menschenrassen im oberen Paläolithikum insbesondere die Brüx-Rasse'', war ''Mitteilungen der Anthropologischen Gesellschaft in Wien'', Levr. 56, pp. 202-19 ; ''Anthr''. 1927, p. 393.</ref>. — Bez’ e tenne d’ezi darn
eus an hemolc’herien olifanted hirvlevek a oa o
chom en Europ-kreiz e dibenn an oadvez aorignakel
hag e derou an oadvez solutreel. Arouezennet
eo dre vraster ha teoder iskis an diou-wareg-abrant.
Hir-meurbet eo ar vent : 1 metrad 80. An
denoniour gall Boule a sell gouenn Predmost evel
eun eilouenn nemetken diwar gouenn Kro-Magnon <ref>{{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 291-2.</ref>.
Ar ouizieien tchec’hoslovakat Absolon,
Matiegka ha Hrdlicka a gred d’ezo ez eo diwanet
diouz kemmesk gouenn Neanderthal gant gouennou
aorignakat Kornog an Europ <ref>{{sc|Breuil}}, war ''Anthr''. 1924, pp. 518-20.</ref>. N’eus netra
koulskoude a gement a vije neanderthalheñvel
enni nemet teoder an diou-wareg-abrant. Ar stummad-ze
end-eeun n’eo ket peuranataus, o veza ma
vez kavet e meur a ouenn, enno evel en houmañ
kuit a bep stummad neanderthalat all : da skouer,
gouenn kourganou Rusia e nevez-varevez ar maen<noinclude><references/></noinclude>
jycq9bchcm17x15lhbcvpdpy2lnr3al
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/114
102
67180
210422
210269
2026-10-25T11:34:06Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210422
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 104 —|}}</noinclude>hag e oadvez ar metalou <ref>Kourganou a vez lavaret eus ar c’hrugellou-bez e Rusia.</ref>, Aostraliz-vremañ,
Koranaed Kreisteiz Afrika, hag, a-wechou, an
Eskimoed, Fuejiz, hag all <ref>{{sc|Breuil}}, ''cod. loc''.</ref>.
5° ''Tud vriz-ouenn pe hironed'' <ref>A-zivout an hironerez, lenn Profesor Otto {{sc|Schlaginhaufen}}, ''Bastardierung und Qualitätsänderung'', war ''Natur und Mensch'', miz gwengolo 1920 ; Anthr. 1921, pp. 376-7.</ref>. — Hiniennou
eus ar c’hhorfou aet en eskern deuet d’eomp diwar
hen-varevez ar maen a zo anezo relegou hironed
ganet diwar kemmesk ar gouennou a anavezomp,
ha, marteze ivez, gouennou all dizanav c’hoaz
d’eomp. An Aorignakad a zo bet dizolôet e eskern
e Combe-Capelle, Okitania, anezañ eur C’hro-Magnonad
dre meur a stummad eus e askournadur,
a zo d’ezañ stummadou all disheñvel a-grenn diouz
re ar ouenn gro-magnonat rik : e fri tougn ha
ledan, e rakkarvanegez vras, hirder dreist e glopen
a laka nested etrezañ ha gouennou kroc’hen-du
Reter Afrika <ref>{{sc|Giuffrida-Rugieri}}, ''Quatro crani preistorici dell’ Italia meridionale e l’origine dei Mediterranei'', war ''Archivio per l’Anthr. e la Ethnol''., XLV, 1916. Diwar-benn al leda dre an
Europ eus an neuz-gouenn afrikanheñvel pe neuz-gouenn eurafrikat (''Homo eurafricanus'' gant {{sc|Sergi}}), lenn H. J. {{sc|Fleure}}, ''Some Early Neanthropic Types in Europe and their Modern Representatives'', war ''Journ. of the Anthr. Institute of Great Britain'', 1920 ; Anthr. 1921, pp. 552-3.</ref>.
Daou eus Aorignakiz douaret e Solutré, Bro-C’hall,
a oa, evel Kro-Magnoniz, tud kreñv, mentet-uhel
(1 metrad 75 hag 1 metrad 83), askournet-teo,
dremmet berr ha ledan, friet hir ha striz, pevarc’hornek-reiz
poullou o daoulagad, nemet {{Tired|pennet-|etre}}<noinclude><references/></noinclude>
4a35zn66nrvdl0f5q4zss9pba53idpn
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/115
102
67181
210423
210270
2026-10-25T11:36:29Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210423
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 105 —|}}</noinclude>{{Tired2|pennet-|etre}} e oant (aroueziadur : 79,2) <ref>Dalc’had-klopenn : 1.600 ha 1.690 s.-d. Ar vaouez sebeliet nepell diouto a oa 77,7 hec’h aroueziadur-penn.</ref> ha disheñvel
a-grenn e oa eskern o izili diouz re Gro-Magnoniz :
n’oa ket, da skouer, pladet o gwerzid-c’har e doare
laonenn eur sabrenn. Anat diwar kement-mañ e oa
an hemolc’herien-gezeg-ze diwar gouenn Kro-Magnon
kemmesket <ref>''Anthr''. 1923, pp. 628-30.</ref>.
Eun drede skouer a dud vriz-ouenn a zo degaset
d’eomp gand ar gavadenn graet en Oberkassel,
e-kichen Bonn, Rhenania. Dizouaret ez eus bet
eno, eus eur bez graet gant diri ledan a vaen-bazalt,
korfou aet en eskern diwar daou zen, eur
paotr hag eur plac’h, o tenna da zerou an oadvez
magdalenel, hervez an traezou-oberiet a oa bet
sebeliet ganto. Diouz e relegou, e oa ar paotr eun
den etre 40 ha 50 vloaz, mentet-etre (1 metrad 60)
ha kreñv-dispar. Hirbennek eo e glopen (aroueziadur : 74) ;
gwariet-reiz ar volz anezi (dalc’had-klopenn : 1.500 s.-d.),
uhel ha bolzet e dal, berr ha
ledan e zremm, pevarc’hornek poullou e zaoulagad,
bras, teo ha balirek-kenañ e ziou-wareg abrant
oc’h ober eun doare bourled a-zioc’h d’an daoulagad.
Bez’ ez eus eur bourled askournek all o kregi
e-kreiz e dal hag o vont war ledanaat betek kern e
glopen. Kreñv ha start-kenañ eo e garvan-draon,
outi eun elgez tric’hornek ha balirek <ref>Kollet en doa an den-ze, hag hen beo, an darn-vuia eus dent e garvan-grec’h ha hiniennou eus dent e garvan-draoñ. Peuruzet a-grenn e oa an dent a vane gantañ.</ref>.
Ar relegou all a oa a-ziwar-lerc’h eur plac’h<noinclude><references/></noinclude>
qfre02kphj5ezejimygs64ttw3wwi30
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/116
102
67182
210424
210271
2026-10-25T11:41:46Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210424
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 106 —|}}</noinclude>ugent vloaz, 1 metrad 55 he ment. Hirbennek eo
ivez he c’hlopen (aroueziadur : 70), uhel ha bolzet
he zal evel hini ar paotr ; moanoc’h dremmet eo
egetañ avat. A-hent-all, dre zarn eus e stummadou,
ar penn-maouez-se a zo nesteriou etrezañ ha
penn etiopiatheñvel Combe-Capelle. Re ouenn
Chanslad eo ar stummadou all. Ar paotr heñ ivez
a zo gouenn Chanslad darn eus stummadou e glopen,
nemet e tenn stummadou all da ouenn Kro-
Magnon, ha re all c’hoaz da ouenn Predmost <ref>{{sc|M. Verworn, R. Bonnet}} ha G. {{sc|Steinman}}, ''Diluviale Menschenfunde in Oberkassel bei Bonn'', war ''Die Naturwissenschaften'', 30 a viz Gouere 1914, pp. 645-50 ; ''Anthr''. 1921, pp. 533-6.</ref>.
A-walc’h eo gand an teir skouer-mañ a hironerez.
Kavadennou da zonet a ziguzo d’eomp marteze
gouennou all o veva en hen-varevez ar maen. Evit
bremañ, gouennou hirbennek eo an holl ouennou
eus ar pleistoken a anavezomp. Bez’ ez eus koulskoude
amañ hag ahont eun nebeut klopenou hag
a denn war ar grennbennegez : da skouer, e Kornog
an Europ, klopen vagdalenat ar Placard, e-kichen
Vilhonneur, departamant ar Charente, Bro-C’hall <ref>Ar vro aet d’ober departamantou gall ar Charente a oa lodenn d’an Okitania dre he yez er Grenn-amzer. Peurc’hallekaet eo bet abaoe, A. {{sc|Dauzat}}, ''Les noms de lieux, origine et évolution'', 1926, pp. 77-8 ; ''la Philosophie du Langage'', 1912, pp. 257-8.</ref>,
ha darn eus klopenou aorignakat-solutreat an
Europ-kreiz <ref>Orin an hirbennegez hag ar grennbennegez a zo bet klasket hen diskleria pe dre natur ar boued, diaes pe ziaesoc’h da chaokat, pe dre abegou all c’hoaz. Nikun eus an diskleriaduriou-ze n’eo kendrec’hus. Bepret e vez sellet furm hir pe verr ar glopen evel unan eus ar stummadou gwella da spisaat ar gouennou.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
5ycr43zs5g6z3j6z3vu17nxemdnd790
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/117
102
67183
210425
210272
2026-10-25T11:42:46Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210425
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 107 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|'''Gouennou-tud ar pleistoken e-maez Europa.'''}}
Netra c’hoaz ne c’houzomp a-benn-bremañ pe
hogos netra a-zivout ar gouennou-tud o deus bevet
e-maez Europa e-pad ar pleistoken. Sed amañ,
berr-ha-berr, doare hon anaoudegeziou.
1° Afrika. — E Berberia, e meur a lec’h eus
Aljeria, Tunizia ha Marok, ez eus bet dizouaret
klopenou morianheñvel eus ehanlec’hiou o tenna
d’ar pleistoken. Eur glopen gro-magnonat a zo bet
degaset d’ar goulou en eur vougeo, e-kichen Bougie,
Aljeria, ha klopenou neanderthalheñvel a zo bet
dizolôet e Tunizia hag er Sahara.
Beredou ragistorek an Ejipt o deus daskoret
relegou diwar meur a ouenn a oa c’hoaz anezo
diwezatoc’h e-mesk Ejiptiz hag Etiopiz an istorvez.
Unan eus an neuziou-gouenn-ze, berr-ventek ha
hirbennek, a zo nesteriou bras etrezi hag ar ouenn
greizdouaregat (''Homo mediterraneus'') a oa ledet,
e derou nevez-varevez ar maen, dre holl greisteiz
ha Kornog Europa, betek Breiz-Veur hag an Alamagn
en Hanternoz. Hini ebet, avat, eus ar beredou
ejiptat ragistorek-ze ne sav d’ar pleistoken.
E kanienn Oldaway, e-harz steppenn Seregenti,
Reter Afrika, ez eus bet dizolôet, en eur gwelead
maen-tuf tanveneziek, war-hed 3 metrad diouz ar
gorre, eur glopen hirbennek ha morianheñvel.
Diwar olifanted, frikorneged, dourvarc’hed, gourglazarded,
pesked, edo an eskern gand ar glopen-den.
Diskuilha a reont eur vro goadek hag eun<noinclude><references/></noinclude>
n72psmd7fnhh29duir4vhtpub8powq5
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/118
102
67184
210426
210273
2026-10-25T11:45:28Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210426
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 108 —|}}</noinclude>temz-amzer gleborek (digoad ha kras emañ ar vro
bremañ), kempred marteze gand Amzer ar Skourn-Bras
en Europ <ref>{{sc|Boule}}, op. cit. pp. 397-400.</ref>.
Ker koz-se n’eo ket ar c’hlopenou kavet e
Nakuru hag e Elmenteita, Trevadenn Menez-Kenia.
Klopenou Nakuru, diou anezo, a oa war-hed 8 pe
12 troatad diouz ar barr, e-ser gant binviou-maen
ha podou-pri. Disheñvel ez int diouz klopenou ar
Vorianed o veva bremañ er vro. Evit gwir, nemed
o hirbennegez-dreist, n’eus netra a gement a ve
morianheñvel enno. Eun dremm hir ha striz o deus,
ha striz a-walc’h eo o fri. Friet hir ha striz eo ivez
ar 26 a dud a zo bet dizouaret o relegou e Elmenteita,
nemet morianheñvel ez int dre zarn eus
stummadou o askournadur, ar re-mañ da skouer :
roufennou-diabarz ar froennou hag ar rakkarvanegez
dindan-friel <ref>''Anthr''. 1927, pp. 602-4.</ref>.
Ar penn eskern aet e darnou eus Boskop, Transvaal <ref>Kavet en eur gleuza eur ganouc’hell a-dreuz d’eur park, 4 zroatad ha 6 meudad diouz ar barr.</ref>,
a zo kro-magnonat dre hiniennou eus
stummadou e glopen, morianheñvel dre stummadou
all, neanderthalheñvel dre re all c’hoaz. Eun
dam-elgez a zo ouz e garvan-draoñ. Penn Broken-Hill <ref>Rhodezia. Dizolôet eo bet e deun eur vougeo, en donennad oc’h ober gorre al leur, a-gevret gant binviou-maen heñvel a-walc’h ouz ar re e boaz gand ar Vochimaned. An eskern-loened, en donennad-ze, a oa diwar gouennou o veva bremañ c’hoaz er vro.</ref>,
en eneb, a zo disheñvel a-grenn diouz ar
pennou Morianed ha neanderthalat dre an holl<noinclude><references/></noinclude>
br1rtwghqqenis1wqcn3gdhmm6qmnb6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/119
102
67185
210427
210274
2026-10-25T11:47:41Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210427
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 109 —|}}</noinclude>stummadou anezañ : didalegez, kern plaen, kilpennegez,
balir bras ha teoder iskis an diou-wareg
abrant, braster poullou an daoulagad, balir an
dremm e doare eur vuzell loen, hag all. Er poent-mañ
nemetken e oa disheñvel Den Rhodezia (''Homo''
''Rhodesiensis'') diouz Den Neanderthal : al lec’h
m’emañ e strad e glopen an toull kilpennel a ziskouez
splann en em zalc’he an den-ze sounn en e
sav. O vont d’ezañ dre eskern ar c’horf e tegouezer
en hevelep pal.
Penn peurgarrekaet Boskop a zeu marteze eus
ar pleistoken. Ker koz-se n’hell ket beza penn nann-karrekaet
Broken-Hill. Bez’ emañ diwar eun den
maro n’eus ket gwall-bell. Anat he deus gouenn
Neanderthal, aet da get en Europ goude Amzer ar
Skourn-Bras, padet da veva e Kreisteiz Afrika
beteg eur marevez nes a-walc’h d’hon hini <ref>War-dro 75 eo aroueziadur klopen Voskop hag he dalc’had a vije 1.830 santimetrad-diñs. 1.280 s.-d. eo dalc’had klopen Broken-Hill. Da glevout hiroc’h diwar-benn an daou benn-ze, lenn {{sc|Boule}}, ''op. cit''. pp. 401-8.</ref>.
2° ''Azia''. — Eur glopen a ouenn Neanderthal a zo
bet kavadennet e mougeo Mugharet-el-Zuttiyeh, e
stankenn Ouadi-el-Amud, e-harz kompezenn Jenezareth,
Galilea. Klenk edo en eur gwelead douar
priellek ruz o tenna d’ar pleistoken. A-gevret ganti
edo mein-dourn, rakerou ha traezou all, warno
neuz-oberia an ijinerez mousterel. An eskern-loened
e-ser ganti en he gwelead a zeue eus gouennou o
veva bremañ c’hoaz er vro, nemet eun hiniennou
bennak, e-touez ar re-mañ an dourvarc’h a zo aet<noinclude><references/></noinclude>
hvq6xlt7n0y8fkqzi9shxv9bipk8i5c
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/120
102
67186
210428
210275
2026-10-25T11:51:16Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210428
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 110 —|}}</noinclude>da get e Kornog an Azi evel en Indez pell-pell kent
derou an istorvez. Da evesaat eo n’eus ket bet kavet
er gwelead-ze al loened stummet diouz ar yenion
a vez bepred oc’h ambroug an ijinerez mousterel
en Europ <ref>A. {{sc|Keith}}, ''A Report on the Galilee Skull'', war ''Researches in prehistoric Galilee'' gant F. {{sc|Turville-Petre}}, embannet gand ar ''British School of Archaeology in Jerusalem'', London, 1927 ;
''Anthr''. 1927, pp. 532-6.</ref>.
Darn eus ar c’hlopenou degaset gand an Tad
Zumhoffen eus eur vougeo a Phenikia a hell tenna
d’an oadvez aorignakel. Ar peb-all avat eus ar
relegou-tud dizolôet betek-hen en annezlec’hiou
ragistorek dre Azia a-bez ne hañvalont ket beza
kosoc’h eged ar rannhoalad holoken. Testenia a
reont he deus Azia gouzañvet ker bras kemmadennou
en he gouennou-tud hag Europa, kalz eus
ar relegou-ze o tiskuilha gouennou disheñvel
a-grenn diouz ar re a ra bremañ o annez er vro.
E Treuzvaïkalia, da skouer, diou glopen hirbennek
eus ar c’hourganou a zo heñvel ouz klopenou kourganou
Rusia, ha beza och ober bremañ poblañs ar
vro krennbenneien vongolheñvel. Kourganou Siberia,
dre ma tennont da veur a oadvez, a zo enno
klopenou a veur a stumm. Klopenou heñvel ouz re
ar Vongoled hag an Ostiaked a gaver enno, hag
ivez klopenou hirbennek heñvel ouz klopenou
kourganou Rusia <ref>{{sc|Zaborowski}}, ''Bulletin de la Soc. d’Anthr. de Paris'', 1898.</ref>. Ouspenn-ze, darn eus kourganou
Siberia, Mongolia ha Tibet o deus daskoret
relegou diwar tud heñvel-tre ouz Indianed an
Amerik <ref>A. {{sc|Hrdlicka}}, ''Congrès international d’Anthr. et d’Archéol''. Genava, 1912.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
r28vjntwzhxmdp6hks5z53ddleomj64
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/121
102
67187
210429
210289
2026-10-25T11:55:22Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210429
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 111 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
E Bro-Sina, ez eus roudou stank eus gouennou-tud
morianheñvel e-touez ar boblañs-vremañ e
meur a gorn eus ar vro <ref>Doktor A. F. {{sc|Legendre}}, ''le Far-West chinois : Deux années au Setchouen'', 1906, pp. 297, 305, 324, 476, 478 ; ''Kientckang et Lolotie'', 1910, pp. 109, 138, 160-1, 202, 210, 228, 265, ha ''passim'' ; ''Au Yunnan dans le massif du Kin-Ho'', 1913, p. 29 ha ''pass''.</ref>.
Er Japan, ar relegou-tud tennet eus dilerc’hiadou-kegin
nevez-varevez ar maen a zo heñvel a-walc’h
ouz re an Aïnoued-vremañ, ha heñveloc’h c’hoaz
ouz relegou gouennou europat-zo eus ar pleistoken-uhela
hag eus nevez-varevez ar maen <ref>H. {{sc|Matsumoto}}, ''Notes on the Stone Age People of Japan'', war ''American Anthropologist'', 1921 ; ''Anthr''. 1923, pp. 227-9.</ref>. Roudou
a-ziwar-lerc’h eur ouenn vorianheñvel a zo anat
ivez e poblañs-vremañ ar vro <ref>''Anthr''. 1927, pp. 337-8.</ref>.
Tri fenn aet en eskern dizouaret en eur vougeo
eus an Tonkin, a-douez eur gwelead o tenna da
nevez-varevez ar maen, a zo diheglot evel pennou
Kro-Magnoniz Europa, kenframmet enno eur glopen
hirbennek hag eun dremm verr ha ledan. Heñveloc’h
ez int dre o stumm ouz klopenou gwenngroc’heneien
eget ouz klopenou melengroc’heneien.
Pennou all, o tont ivez eus mougeviou nevez-varevez
ar maen en hevelep bro, a zo ganto en ench stummadou
o keja gant re ar ouenn groc’henet-du a vev
bremañ en enezennou Melanezia <ref>{{sc|Mansuy, Colani}}, ''Mém. du Serv. géol. de l’Indo-Chine'', Levr. XII, feskennad 3.</ref>.
3° ''Malezia''. — Eur glopen ragistorek dizouaret
a-zindan kêr Vanila (enezennou Filipina) a zo<noinclude><references/></noinclude>
aa3x4a1rswu69prxyhpso4cmgn60one