Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.48.0-wmf.1
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/2
102
67227
210649
210511
2026-10-28T22:09:11Z
Aveldro
601
210649
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

<poem style="margin-left:60%;">'''Gwalarn'''
Niv. 44-45
8-vet Bloavez
GOUERE-EOST 1932</poem>
{{Kreizañ|KANNADIG GWALARN
Priz ar c'houmanant-bloaz: DEK LUR

hag eur « prim » kaer

war ar marc’had

d’ar c’henta a viz eost e oa

115 koumananter

chom a ra da gavout

885

ma karfe hol lennerien

e vefent kavet en eun devez !}}<noinclude><references/></noinclude>
1zc4rgsz0v4en8xzxsejh8g4p6cx28k
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/3
102
67228
210650
210565
2026-10-28T22:09:55Z
Aveldro
601
210650
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|E gwerz e ti « Gwalarn » :}}
Meven Mordiern. — [[Istor ar bed - Levrenn genta|ISTOR AR BED, levrenn I]]. —
14 lur.
Meven Mordiern. — [[Istor ar bed - Eil levrenn|ISTOR AR BED, levrenn II]]. —
10 lur.<noinclude><references/>
{{Kreizañ|Pep gwir miret striz.}}</noinclude>
kiuvtv5ln1m8ku4omzml0sjdoqezcb6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/90
102
67232
210646
210516
2026-10-28T21:57:34Z
Aveldro
601
210646
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

GWALARN
{{Kreizañ|Kelc’hgelaouenn lennegel miziek}}
{{Kreizañ|krouet e 1925}}
{{Kreizañ|Rener: Roparz Hemon}}
''Koumanantou :'' 30 lur ar bloaz (broiou estren : 35 lur).
''Chomlec’hiou :'' pep koumananter a gemm e
chomlec’h e-doug e vloavez-koumanant a dle kas
pevar real evit ar mizou.
''Dournskridou :'' an dournskridou a dle beza skrivet
gant an dournskriverez pe skrivet spis-meurbet,
war eun tu hepken eus ar follenn, gant kalz a
lec’h etre al linennou. An dournskridou ne vezont
ket kaset en-dro d’an oberourien.
''Kasadennou :'' pep tra, lizer, pakad pe arc’hant,
- a dle beza kaset d’ar renerez pe d’ar mererez
hep ano den ebet, ha d’ar chomlec’h-mañ hepken :
GWALARN
Boîte Postale 75
BREST
(C.C. 96-38, Rennes)
PRIZ 8 LUR<noinclude><references/></noinclude>
r6z7hu4e5ftq0hy6ervsej4ka4pc70j
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/89
102
67233
210645
210615
2026-10-28T21:55:05Z
Aveldro
601
210645
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|EMBANNADURIOU GWALARN}}
{{Kreizañ|1930}}
Meven Mordiern. — ISTOR AR BED, levrenn II. — 10 lur.
MARVAILHOU AR VRETONED. — Diviet.
ENKLASK DIWAR-BENN STAD AR BREZONEG E 1928. — 4 lur.
GERIADURIG ESPERANTEK-BREZONEK. — 4 lur.
Roparz Hemon. — EUN DRO E KEMBRE (Gwalarn 24).
— 2 lur 50.
{{Kreizañ|1931}}
Abeozen. — PEVAR MARVAILH (Gwalarn 28). — 3 lur.
Roparz Hemon. — EUR BREIZAD OC’H ADKAVOUT
BREIZ. — 15 lur.
OWEN HA LUNET (Gwalarn 30). — 3 lur.
DIARMUID HA GRAINNE (Gwalarn 32). — 5 lur.
Tanguy Malemanche. — AR BAGANIZ (Gwalarn 34-35). — 10 lur.
Sei Chonagon. — NOTENNOU AR GOUBENNER. — 3 lur.
Roparz Hemon. — LINA. AN TAN E TI KERNASPREDEN
(peziou-c’hoari). — 4 lur.
{{Kreizañ|1932}}
Meaven. — IWERZON DISHUAL. SKOL S. ENDA. — 4 lur.
X. de Langlais. ― KANOU EN NOZ. ― 10 lur.
D. K. Kongar. ― AR WAZIG. ― 3 lur.
Y. Drezen. ― AN DOUR EN-DRO D’AN INIZI. ― 4 lur.
Meavenn. ― PA C’HOUEZ AVEL WALARN. ― 5 lur.
Moulerez, 4, str. ar C’hastell, Brest.
''Ar Merour'': {{sc|Y. Drezen}}.<noinclude><references/></noinclude>
0kqhg0nwjkkc7s2sm96tj5wlg19ur6h
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/6
102
67235
210652
210621
2026-10-28T22:11:36Z
Aveldro
601
210652
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''{{Ment|V. Derou an holoken :
Nevez-varevez ar maen|160}}'''}}
War-lerc’h ar rannhoalad anvet pleistoken gant
an douarourien, e teu ar rannhoalad holoken diforc’het
dioutañ dre zazkemmaduriou en temz-amzer
ha dre steuzidigez gouennou-loened ’zo.
An temz-amzer yen ha sec’h a oa o ren en Europa
e-pad an oadvez magdalenel a zeu en e lec’h
eun temz-amzer klouar ha gleborek a ro tu d’an
taouarc’hegi d’en em furmi ha d’ar c’hoaidou d’en
em astenn dre c’hounit tachenn war ar steppennou.
Ar c’haro-erc’h, o veza n’eo ket ar glebor
dioutañ, a ya da get er pep brasa eus hon douar-bras,
nemet er c’horn hanternosa anezañ <ref>Laponia-vremañ.</ref>. En
hevelep koulz, ez a da get ivez loened an toundrennou
ha loened ar steppennou. Steuzia a ra
an olifant hirvlevek, ar frikorneg kreoñennek,
gouennou an arzed meur hag ar c’hizier bras. Hiviziken,
a-hed nevez-varevez ar maen penn-da-benn,
e vezo gouennou-loened Europa ar re a gavor
enni e derou an istorvez.
E-keñver ijinerezou mab-den, e tenn c’hoaz kenta
kevrenn ar rannhoalad holoken da oadvez ar<noinclude><references/></noinclude>
ik6cvklpaefyb48vxbdwdsz3lbx7zvk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/9
102
67238
210653
210625
2026-10-28T22:11:52Z
Aveldro
601
210653
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''Al lerc’h-ouz-lerc’h dre vras eus ijinerezou Europiz adal diwez hen-varevez ar maen betek oadvez ar metalou'''''}}
Neblec’h n’en em ziskouez splannoc’h al lerc’h-ouz-lerc’h-se
eget e taouarc’hegi Bro-Danmark, ar
re anezo a zo anvet ''skovmoses'' « geuniou-koad »
gant Skandinaviz <ref>Furchadennou a zo bet graet enno abaoe ar bloaz 1850 gant hendraourien ha ragistorourien an Hanternoz, Forchammer, Steenstrup ha Worsaae da genta.</ref>{{Reizh||.}}
Ar gwiskad-barr en taouarc’hegou-se a zo anezañ
dismantrou-plant diwar gouennou o veva bremañ
c’hoaz er vro. Binviou ''houarn'' hepken a gaver
er gwiskad-se.
Er gwelead dindanañ, e teu ar binviou ''arem'' da
gemer lec’h ar binviou houarn, hag an dero da
gemer lec’h ar faou (ar faou eo an doare gwez a
ra bremañ c’hoaz koadou an Danmark). Ragistorek
end-eeun eo oadvez ar gwelead-se, peogwir
na vez nepred meneg a goadou dero e kosa skridou
ha hengouniou ar vro.
A-is da welead an dero, e kaver eur gwelead all
n’eus ennañ nemet ''pin''. Kevrenn uhela an trede
gwelead-se a vez a-wechou enni binviou arem. E-barz
ar gevrenn izela, n’eus nemet binviou ''maen'',
darn anezo ''lufret dispar'' <ref>Doktor R. Verneau, ''L’Homme préhistorique'', rakpennad d’an ''Histoire générale des Peuples, de l’Antiquité à nos jours'', embannet gant Larousse, I, 1925, p. II, bann 2. E gwirionez, e oa krog ar c’hoadou dero d’en em astenn ha da gemer lec’h ar c’hoadou pin e meur a gornad eus ar vro a-barz dibenn nevez-varevez ar maen, Oskar Montelius, ''les Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves'', troet e galleg diwar ar saozneg gant Salomon Reinach, 1895, pp. 7-8.</ref>.
Izeloc’h, e teu eur pevare gwelead gant ''nep''
''roudenn a wez bras''. Eno, an taouarc’h a zo diwar<noinclude><references/></noinclude>
bkwratm7dfpjtdudsxqqqusrdhwcc8g
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/11
102
67240
210654
210627
2026-10-28T22:12:11Z
Aveldro
601
210654
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''An ijinerezou-a-dremen etre hen-varevez ha nevez-varevez ar maen.'''''}}
N’eo ket a-daol-trumm ez eo aet Europiz
eus hen-varevez da nevez-varevez ar maen.
Meur a ijinerez a anavezomp a-benn-bremañ
oc’h ober ar pont etre an daou bennad-se
eus ragistor Europa. Ar re benna anezo eo an ''ijinerez''
''azilel, an ijinerez asturiel, an ijinerez maglemosel'',
''ijinerez dilerc’hiadou-kegin Bro-Danmark'',
''an ijinerez kampigniel'', ha, marteze ivez,
''an ijinerez tardenezel''. « Krenn-varevez ar maen »
a vez graet gant ragistorourien ’zo eus an oadvez
m’edo o ren an ijinerezou-se dre Europa <ref>J. de Morgan, ''Humanité préhistorique'', pp. 78-85.</ref>.
1° ''An ijinerez azilel''. — Dont a ra d’ezañ e ano
eus keo ar Mas d’Azil, departamant an Ariège, Okitania.
Eno eo e voe kavet evit ar wech kenta, etre
gweleadou diwar oadvez ar C’haro-erc’h ha gweleadou
diwar nevez-varevez ar maen, gweleadou
all, binviou enno o tenna d’eun ijinerez-tremen
etrezo. N’oa karo-erc’h ebet er gweleadou-se. Loened
an oadvez azilel eo ar c’haro (stank-meurbet),
ar yourc’h, an arz gell, an tourc’h-gouez, ar broc’h,
an avank, hag all. Ar penna traezou oberiet oc’h
arouezenna ijinerez an oadvez-mañ eo treantou<noinclude><references/></noinclude>
puwyvb3gsuuel2ktvhf62kmiapf7qx6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/12
102
67241
210629
210628
2026-10-28T21:12:22Z
Aveldro
601
210629
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||11}}</noinclude>korn karo, stummet-plaen ha toullet o lost, ha biliennou,
warno livet e ruz aroueziou a bep seurt :
pikou, barrennou, kroaziou, skeuliou, aroueziou lizerennek,
hag all. Ar mein-tan benet, hogos holl,
a zo stumm magdalenel d’ezo. E gweleadou an
oadvez azilel ne vez kavet na binviou maen lufret
na poderez pri <ref>Déchelette, ''Manuel'', I, pp. 314-21 ; De Morgan, ''op. cit.'' pp. 80-1.</ref>.
Ehanlec’hiou all heñvel eus an oadvez azilel a
zo bet kavet e Kornog Europa, dreist-holl en Okitania,
en Helvetia (keo Birseck, <ref>F. Sarasin, ''Die steinzeitlischen Stationen des Birtales zwischen Basel und Delsberg'', war ''Nouveaux Mémoires de la Société Helvétique des Sciences Naturelles'', Levrenn LIV, Eñvorenn 2, pp. 77-290 ; ''Anthr.'' 1924, pp. 126-8.</ref>) hag e Breiz-Veur
(keo Viktoria e hanternoz Bro-Saoz, ha mougeviou
Oban e Bro-Skos). An treant kavet e keo
Viktoria a zo e korn karo-erc’h ha dre se kentazilel.
E mouigeo an Tourasse, departamant ar Garona-Uhela,
e-touez relegou stank diwar kirvi, yourc’hed,
hag all, ez eus bet kejet ouz eun daou pe dri
askourn karo-erc’h hag ouz eun dant-lagad diwar
eul leon, o lakaat anat edo c’hoaz hiniennou eus
ar seurt loened o veva er vro d’ar c’houlz-se.
2° ''An ijinerez asturiel''. — Kavet e vez dilerc’hiadou
an ijinerez asturiel e berniou-kregin (concheros)
war dreuzou-dor toullou-roc’h pe vougeviou
aod provins Asturia (Bro-Spagn), m’eo stanket
ganto a-wechou ar genou anezo. Ar binviou, aet
kouarzell d’o ober, a zo anezo rakerou ha biliennou
beget hir pe hiroc’h a dalveze da zistaga ar
brinig diouz ar c’herreg. Traezou oberiet e korn
karo hag en askourn a zo ivez. N’eus roudenn ebet
diwar poderez pri ha loened doñv. Ar c’hregin,
bet paredet en dour (ha neket suilhet), moarvat e
listri prenn pe ler, a zo diwar brinig, Trochus,
''Cardium edule'', meskl, istr, kistin-mor. Meudou<noinclude><references/></noinclude>
r3scee50wif9zp9mtonp6qk48zu2ijb
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/13
102
67242
210630
210530
2026-10-28T21:16:30Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210630
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|12||}}</noinclude>kankred a gaver ivez. Goude-azilel eo an ijinerez
asturiel p’en em gav ar gweleadou anezañ a-led
war-hed gweleadou azilel <ref>Vega del Sella, ''El Asturiense, nueva industria preneolitica'', war ''Comision de investigaciones paleontologicas y prehistoricas'', levrig 32, Madrid, 1923 ; ''Anthr.'' 1923, pp. 406-7 ; Jalnay, ''El Asturiense en Galicia'', war ''Boletin de la Comision de monumentos de Orense'', levrenn VII, niverenn 165, Du-Kerzu 1925 ; ''Anthr.'' 1927, pp. 178-9.</ref>.
3° ''An ijinerez maglemosel'' <ref>Eus Maglemose, taouarc’heg en enez Seeland, Bro-Danmark.</ref>. — Kempred
a-walc’h gant an ijinerez azilel e vije bet an ijinerez
maglemosel, a oa o ren e Bro-Danmark hag
er broiou nesa (Sued, Norvej, Hanternoz an Alamagn).
En annezlec’hiou maglemosel, e kaver an
treantou korn karo stummet-plaen ha toull o lost,
ha traezou oberiet all heñvel, damheñvel pe beurheñvel
ouz oberiaduriou an ijinerez azilel. Eno,
avat, ez eus bet miret d’imp ouspenn, gant an
taouarc’h, traezou e prenn hag a zo ar re gosa bet
kavet war hon douar-bras : peuliou, bataraziou,
roeñvou, hag all. Ar relegou-loened a zo diwar ar
gouennou a oa o veva e Danmark e-pad oadvez
ar Pin : ar vaot dour-disall (''Emys orbicularis''),
kilhog-gouez bras ar pinegi (''Tetrao urogallus''), an
arz gell (''Ursus arctos''), an ejen-meur (''Bos urus'' pe
''B. primigenius''), ar c’haro-meur (''Alces jubata''),
an avank (''Castor fiber''). An tri loen diweza-mañ,
paot e Bro-Danmark e-pad oadvez ar Pin, a ya da
get enni e-kerz lodenn genta nevez-varevez ar
maen <ref>''Anthr.'' 1927, pp. 403-4.</ref>. En annezlec’hiou an oadvez maglemosel,
evel e re an oadvez azilel, ne gaver na binviou
e maen-lufret na poderez-pri.
Hiniennou eus ar binviou maglemosel e korn
karo (broudennou, bouc’hili) a zo ouz o c’haeraat
linennaduriou treset ken tano ma ’z int hogos diwelus
d’an daoulagad noaz. Eus ar binviou en askourn
emañ bouc’hili, gouglezeier, broudennou
gouzreinek, skoerou, lufrerou, nadoziou. Ar {{Tired|bin|viou}}<noinclude><references/></noinclude>
l38exlwoussjsnco7cd0mskvs8aqzkk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/14
102
67243
210631
210531
2026-10-28T21:19:21Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210631
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||13}}</noinclude>{{Tired2|bin|viou}} e maen-tan a zo anezo bouc’hili, pigou, kizellou,
toullerou, rakerou, kontilli pe laonennou.
Bez’ ez eus skilfou moc’h-gouez lakaet e kontilli,
e dremmou-bouc’hal, e braoigou.
Hemolc’herien dreist-holl e oa annezidi an Danmark
d’ar c’houlz-se. Dont a raent da chom war
enezennou izel ha leiz, e-kreiz lennou aet hizio da
get. Bez’ e vevent diwar kig ar miled bras, karo,
karo-meur, ejen, ha diwar loened bihanoc’h, evned,
baoted ha pesked. Eur boued lipous ’oa d’ezo
ar c’hraoñ-kelvez hag an had loa-zour. Bez’ o devoa
eul loen doñv, ar c’hi (''Canis familiaris'') <ref>K. F. Johansen, ''Une station du plus ancien âge de la pierre dans la tourbière de Svaedborg'', war ''Mém. de la Soc. royale des Antiquaires du Nord'', Rummad nevez, 1918-1919 ; ''Anthr.'' 1922, pp. 301-4 ; C. Broholm, ''Nouvelles trouvailles du plus ancien âge de la pierre'', ''ibid.'', 1926-1927 ; ''Anthr.'' 1927, pp. 402-5 ; Erik Westerby, ''Stenalderbopladser Ved Klampenborg: Nogle bidrag til studiet af den mesolitiske periode'', Kjoebenhavn, 1927 ; ''Anthr.'' 1927, pp. 540-3 ; Haakon Shetelig, ''Primitive Tider i Norge'', Bergen, 1922 ; ''Anthr.'' 1924, pp. 109-18 ; ''Préhistoire de la Norvège'', Oslo, 1926 ; ''Anthr.'' 1927, pp. 400-2.</ref>.
4° ''Ijinerez dilerc’hiadou-kegin Bro-Danmark''.
— An dilerc’hiadou-kegin-se a zo anezo krugadou
kregin, drein-pesked hag eskern lezet war aod
Bro-Danmark gant ar meuriadou pesketaerien ha
hemolc’herien a oa o chom er vro en oadvez war-lerc’h
hini Maglemos. Ar c’hrugadou a zo d’ezo
peurliesa 2 pe 3 metrad uhelder ha 5 pe 6 metrad
ledander. An hed anezo, bras-meurbet a-wechou,
a zo etre 20 ha 400 metrad. Binviou hag oaledou-mein,
enno ludu ha glaou-prenn, a zo bet dizoloet
en o diabarz. Beziou zoken a oa enno <ref>Daniz a ra ''kjokkenmoddinger'' eus an dilerc’hiadou-se en o yez. ''Kjokken'' a dalv « poaza » ha ''moddinger'' (unander ''modding'') « dilerc’hiadou ». ''Skaldynger'' « berniou kregin » (e saozneg ''shellheaps'') a zo eun ano all d’ezo e daneg. Furchet ez int bet abaoe ar bloaz 1840. Ar berniad dilerc’hiadou-kegin en Ertebolle, dindanañ 314 metrad karrez a zouar, en deus daskoret en tu-hont da 86.000 a draezou oberiet hag 20.300 askourn-loen. Da zerou nevez-varevez ar maen e tenn an darnvuia eus dilerc’hiadou-kegin aod Bro-Danmark. Ker koz-se n’eo ket ar re all, p’o deus degaset eskern diwar loened doñv ha binviou d’ezo stumm ijinerez ar saverien taolion-maen.</ref>. Diwar
istr dreist-holl eo ar c’hregin. Ar pep brasa eus an
eskern a zo diwar elerc’h, houidi, skreved, moc’h-gouez,
yourc’hed, kirvi. N’eus karo-erc’h ebet en
dilerc’hiadou-se. Diank a-grenn, koulz lavarout,
eskern ar c’haro-meur, an ejen-meur hag an avank.
An dud o deus lezet dilerc’hiadou-kegin Bro-Danmark
a oa ganto ar c’hi. Ar binviou diwar o
dourn a zo anezo mein-tan benet a-skolpadou, d’ezo
eur stumm diouto o-unan, tranchedou, korn {{Tired|ka|ro}}<noinclude><references/></noinclude>
3rq1o64e9aebn6nahuf6i65iswv7wp9
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/15
102
67244
210632
210532
2026-10-28T21:22:27Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210632
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|14||}}</noinclude>{{Tired2|ka|ro}} labouret ha darbodou diwar eur poderez-pri
garo meurbet. Ar vouc’hal e maen-tan lufret a zo
peurzianav d’an ijinerez-se <ref>E-maez Bro-Danmark, berniou kregin, o tenna da nevez-varevez ar maen peurliesa, a zo bet kavet war aodou kornok an Europ, adal hanternoz Bro-Chall betek ar Portugal. Bez’ ez eus re all war aodou ar Mor Kreizdouarek. Dre ar bed holl, Afrika, Azia, Amerika hag Okeania, an debrerien-pesked ha kregin o chom war an aodou-mor pe ouz o darempredi o deus lezet seurt berniou enno. Ezomm ebet da lavarout n’eus ket a gempredelez peurvuia etre an holl zilerchiadou-se ha re an Danmark, peogwir e tennont d’an holl amzerveziou, darn anezo zoken (en Amerika hag Okeania, da skouer) o veza diwar-lerc’h predou gouezidi hon amzervez.</ref>.
5° ''An ijinerez kampigniel'' <ref>Eus Campigny, e-kichen Blangy-sur-Bresle, departamant ar Sena-Izela, Bro-Chall.</ref>. — Kavet e vez
oberiaduriou an ijinerez kampigniel e oaledou ha
leuriou-logellou eus hanternoz Bro-C’hall. Ouspenn
an doareou binviou hag a zo boutin etre holl
oadveziou ar maen, evel ar c’hontilli pe laonennou,
ar rakerou, an toullerou, hag all, e kejer
amañ ouz daou venveg nevez, an tranched, peurheñvel
ouz hini dilerc’hiadou-kegin Bro-Danmark,
hag ar pig. Ar vouc’hal maen lufret a zo dibaot-tre <ref>Déchelette, pp. 326-32 ; De Morgan, pp. 83-5.</ref>.
6° ''An ijinerez tardenezel'' <ref>Eus La Fère-en-Tardenois, departamant an Aisne, Bro-C’hall.</ref>. — Ar penna traezou
oberiet oc’h arouezenna an ijinerez-se eo ar
meinigou-tan benet anvet, en abeg d’o stummder
bihan, ''mein-tan pugmeel'', pe, en abeg d’o furm
tric’hornek, gwerzidek, besk-karrezennek pe hantergelc’hiek,
''meinigou-tan mentoniel o zrolinennad''.
Bez’ ez eus binviou all ouspenn hag a ro d’an
ijinerez tardenezel eur stumm dioutañ e-unan.
Nemet, o veza m’en em gav e meur a lec’h ar mein-tan
benet tardenezel mesk-mesk gant re nevez-varevez
ar maen, ez eus ragistorourien hag a nac’h
e vije bet an ijinerez tardenezel tra eun oadvez-a-dremen
etre hen-varevez ar maen ha nevez-varevez
ar maen. Dre en em harpa, da genta war al
lec’h ma kaver peurliesa ar mein-tan pugmeel
(glann ar stêriou hag al lennou, aod ar mor), d’an
eil war an dilerc’hiadou-pred a zo ouz o amheulia
a-wechou (drein-pesked, kregin), e teuont hag o
sellout evel roudou diwar reizou-pesketa a oa e<noinclude><references/></noinclude>
og2z8lmhq6ipc7m5zvtmlotmhpd8s93
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/16
102
67245
210633
210533
2026-10-28T21:24:07Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210633
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||15}}</noinclude>boaz gant meuriadou pesketaerien o veva e-pad
hen-varevez ar maen (oadvez ar C’haro-erc’h <ref>Keñveria E. Rahir, ''L’habitat tardenoisien des grottes de Remouchamps, Chaleux et Montaigle'' ; ''L’industrie tardenoisienne et son évolution en Belgique'', war ''Bull. de la Soc. d’Anthr. de Bruxelles'', 1921 ; ''Anthr.'' 1922, pp. 548-50.</ref>)
ha nevez-varevez ar maen. Darn eus ar mein-tan
pugmeel, ar re a zo stummet daou-vegek, a vije
higennou. Kalz a re all a vije gouzrein diwar treantou
prenn. Bez’ a-walc’h o dije hiniennou all c’hoaz
talvezet da vinviou-tatoua, evit an tatoua dre vroudenni
pe dre skeja <ref>Déchelette, pp. 336, 505-10. Diwar-benn an ijinerezou azilel, asturiel, maglemosel, hag all, tenn eveziadennou an abad Breuil war ''Anthr.'' 1921, pp. 349-54.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
bfzx04ymsoymizi0nh8ukptuwbakwx5
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/17
102
67246
210634
210534
2026-10-28T21:26:43Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210634
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''Al lerc’h-ouz-lerc’h eus an ijinerezou e-pad nevez-varevez ar maen.'''''}}
Arabat beza souezet gant an arvar a zo
e spered ar ragistorourien diwar-benn al lec’h
dalc’het gant an ijinerez tardenezel en amzeroniez
ragistorvez Europa, pa n’int ket bet be-
tek-hen evit kavout dre ar munud al lerc’h-ouz-lerc’h
eus ijinerezou nevez-varevez ar maen, evel
m’o deus gallet ober evit re hen-varevez ar maen.
Sed amañ perak o deus c’houitet war an dirouestla-se :
1° A-skign en em gav peurliesa ar roudou diwar
nevez-varevez ar maen e-lec’h beza a-weleadou
evel ma tegouez alies gant roudou hen-varevez ar
maen <ref>N’eus nemet en enez Kret ma’z eus bet kavet (dindan dismantrou ar paleziou minoel) roudou diwar nevez-varevez ar maen oc’h ober gweleadou, d’ezo etre 6 hag 8 metrad teoder, R. Dussaud, ''Les Civilisations préhelléniques'', eil mouladur, 1914, pp. 36-7 ; G. Glotz, ''La Civilisation égéenne'', 1923, pp. 34-6.</ref>.
2° Ar pep brasa eus ehanlec’hiou hag annezlec’hiou
nevez-varevez ar maen a zo bet eilpennet
ha preizataet en XIX{{vet}} kantved gant tud na oant
ket e chal da zastum danvez-studia evit ar ragistorouriez.
Dizouara ar muia ma c’hellent a hendraezou
d’o rastellat ha d’ober anezo dastumadou
pinvidik n’o doa ken mennad. Kollet eo bet gant-se
evit ar ouiziegez kement sklerijenn a c’helle
dont eus studia piz lec’h ar furchadennou hag an
doare m’en em gave an hendraezou ennañ.<noinclude><references/></noinclude>
ttlx08s1t7c8gu5ub12turmgifaswcd
210655
210634
2026-10-28T22:12:33Z
Aveldro
601
210655
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''Al lerc’h-ouz-lerc’h eus an ijinerezou e-pad nevez-varevez ar maen.'''''}}
Arabat beza souezet gant an arvar a zo
e spered ar ragistorourien diwar-benn al lec’h
dalc’het gant an ijinerez tardenezel en amzeroniez
ragistorvez Europa, pa n’int ket bet be-
tek-hen evit kavout dre ar munud al lerc’h-ouz-lerc’h
eus ijinerezou nevez-varevez ar maen, evel
m’o deus gallet ober evit re hen-varevez ar maen.
Sed amañ perak o deus c’houitet war an dirouestla-se :
1° A-skign en em gav peurliesa ar roudou diwar
nevez-varevez ar maen e-lec’h beza a-weleadou
evel ma tegouez alies gant roudou hen-varevez ar
maen <ref>N’eus nemet en enez Kret ma’z eus bet kavet (dindan dismantrou ar paleziou minoel) roudou diwar nevez-varevez ar maen oc’h ober gweleadou, d’ezo etre 6 hag 8 metrad teoder, R. Dussaud, ''Les Civilisations préhelléniques'', eil mouladur, 1914, pp. 36-7 ; G. Glotz, ''La Civilisation égéenne'', 1923, pp. 34-6.</ref>.
2° Ar pep brasa eus ehanlec’hiou hag annezlec’hiou
nevez-varevez ar maen a zo bet eilpennet
ha preizataet en XIX{{vet}} kantved gant tud na oant
ket e chal da zastum danvez-studia evit ar ragistorouriez.
Dizouara ar muia ma c’hellent a hendraezou
d’o rastellat ha d’ober anezo dastumadou
pinvidik n’o doa ken mennad. Kollet eo bet gant-se
evit ar ouiziegez kement sklerijenn a c’helle
dont eus studia piz lec’h ar furchadennou hag an
doare m’en em gave an hendraezou ennañ.<noinclude><references/></noinclude>
f88oy9lihsk2sxpsauqo25cf3yzqdnz
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/18
102
67247
210635
210535
2026-10-28T21:29:36Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210635
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||17}}</noinclude><nowiki/>

Bezet a-walc’h ganimp, eta, eun eilranna dre vras
eus nevez-varevez ar maen etre tri pe bevar ran-
noadvez, diouz ar broiou.
Er broiou skandinavek, e niverer pevar rannoad-
vez :
''Rannoadvez kenta''. Bouc’hili benet ha bouc’hili
lufret tric’hornek o stumm ha daou veg ojivennek
gant an treuzskejad anezo.
''Eil rannoadvez''. Bouc’hili kentoc’h pevarc’hornek-reiz
eget tric’hornek o stumm, ha reizkognek
o c’heriou. Taoliou-maen hep hent-korriganed
dirazo.
''Trede rannoadvez''. Bouc’hili teo reizkognek o
c’heriou (hogos karrezek an treuzskejad anezo
e-kreiz al laonenn). Kontilli kaer troadek e maen-tan,
o tenna d’ar stumm hirvoan. Taoliou-maen
hentou-korriganed outo.
''Pevare rannoadvez''. Bouc’hili-morzol lagadek.
Kontilli kaer troadek e maen-tan o tenna d’ar
stumm laonennet-ledan ha troadet-moan. Kestou-bezia
maen.
En Helvetia, tri rannoadvez <ref>Déchelette, p. 335. Pemp rannoadvez, hervez an Doktor Th. Ischer, ''Die Chronologie des Neolithikums der Pfahlbauten der Schweiz'', Bern, 1920 ; ''Anthr.'' 1923, pp. 409-10. Keñveria P. Vouga, ''Les stations lacustres du lac de Neuchâtel'', war ''Anthr.'' 1923, pp. 44-62.</ref> :
''Rannoadvez kenta''. Bouc’hili-maen stummet-bihan,
damlufret, aet da zanvez d’ezo doareou-
mein boutin er vro. Traezou e korn hag en askourn
oberiet garo. Poderez-pri diaoz-meurbet <ref>Keñveria koulskoude P. Vouga, war ''Anthr.'' 1923, p. 50.</ref>. Kinkladurez
ebet na war ar binviou na war ar podou.
''Eil rannoadvez''. Binviou stummet ampart. Bouc’hili
kaer e maen lufret, lagadet aketus en o
c’hreiz d’o zroada. Doareou-mein divoutin a ya
alies d’ober an danvez anezo : lounezell, jadell,<noinclude><references/></noinclude>
maj6hab3tmp17qdeg6u2u0o7i3zs0mv
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/19
102
67248
210636
210536
2026-10-28T21:31:27Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210636
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|18||}}</noinclude>gwerduell. Ar poderez a zo gwelloc’h aozet, oc’h
ober gant kinkladuriou.
''Trede rannoadvez''. Bouc’hili-morzol peurglok
an oberiadur anezo. Poderez stummet kaer. Peurreizder
labour ar c’horn hag an askourn. Kalz a
vinviou hag a vraoigou a zo e kouevr.
En Okitania, Bro-C’hall, Belgia ha Breiz-Veur,
tri rannoadvez :
''Rannoadvez'' kenta. Ijinerez nes a-walc’h d’an
ijinerez kampigniel, nemet anavezet eo gantañ ar
vouc’hal maen lufret hag ar broudennou-saez oc’h
arouezenna nevez-varevez ar maen. Poderez garo.
''Eil rannoadvez''. Bouc’hili-morzol. Doareou-mein
dibaot a ya da zanvez hiniennou anezo. Labour ar
maen-tan a zo en e varr, peurreiz ma ’z eo deuet
da veza. Poderez war wellaat.
''Trede rannoadvez''. Boaziet e vez ar c’houevr
keñver-ha-keñver gant ar maen da zanvez ar binviou.
Poderez en e wella.
E Bro-Spagn, tri rannoadvez :
''Kenta rannoadvez''. Ijinerez istumm-koz. Eun
traezou bennak e maen-lufret.
''Eil rannoadvez''. An oberia binviou maen lufret a
zo en e varr. Poderez kinklet heñvel-meurbet dre
an arz ha dre an oberia ouz poderez kêriou kosa
Hissarlik (Azia-Vihana).
''Trede rannoadvez''. En e beurreisa eo labour ar
maen-tan. Keñver-ha-keñver gantañ e vez boaziet
ar c’houevr.
En Italia hag e Bro-Hellaz, ez eo gwall zibaot pe
zianav a-grenn zoken ar bouc’hili maen-tan lufret.
Hogos holl ez int e doareou-mein kalet ha fetis <ref>J. de Morgan, pp. 92-6 ; Déchelette, I, p. 512.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
thh3bng683wl29al21enpsvizyrcxbv
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/20
102
67249
210637
210537
2026-10-28T21:33:29Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210637
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''Labour ar maen gant Europiz e-pad nevez-varevez ar maen.'''''}}
E-pad nevez-varevez ar maen eo ez eo bet tizet
ar pal uhela gant labour ar maen. E-leiz a vinviou
eus an oadvez-se a zo anezo peziou-micher e gwirionez,
o teistenia eus ar brava aked hag ampartiz
an dud o deus o savet. Graet o deus Europiz neuze
gant mein a bep doare : maen-tan, krag kailhastrek,
kouarz, kouarzell, maen-greunek, strink, gwer
menez-tan, kallaïs (eun doare maen-turkez), jad,
jadell, lounezell, gwerduell, saosurell, naerell, diorell,
hag all. Ar maen-tan koulskoude, en abeg d’e
berziou-dreist, a voe klasket dreist ar re all.
1° ''ar mengleuzia''. Deuet e oa an dud da anaout
ez eo boukoc’h da vena ar maen-tan nevez-tennet
eus doun an douar, p’emañ c’hoaz ennañ an dour-roc’h,
eget pa vez aet abaoe pell da vili war ar
barr. Gant pigou e maen-tan pe e korn-karo, e
ouient kleuza puñsou da glask er gweleadou-kleiz
an tolzennou maen-tan o doa ezomm da ober danvez
o binviou. E Spiennes, e-kichen Mons (Belgia),
ar puñsou bet toullet a-sounn gant nevez-oadvezidi
ar maen a-dreuz d’ar gweleadou pevarhoaladel ha
trihoaladel eus ar bluskenn-vaen o deus en tu-hont<noinclude><references/></noinclude>
0oje8hwp1jetqio0tzs1d2beak2wdt1
210651
210637
2026-10-28T22:11:17Z
Aveldro
601
210651
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{DilinennadNegativel|'''''Labour ar maen gant Europiz e-pad nevez-varevez ar maen.'''''}}
E-pad nevez-varevez ar maen eo ez eo bet tizet
ar pal uhela gant labour ar maen. E-leiz a vinviou
eus an oadvez-se a zo anezo peziou-micher e gwirionez,
o teistenia eus ar brava aked hag ampartiz
an dud o deus o savet. Graet o deus Europiz neuze
gant mein a bep doare : maen-tan, krag kailhastrek,
kouarz, kouarzell, maen-greunek, strink, gwer
menez-tan, kallaïs (eun doare maen-turkez), jad,
jadell, lounezell, gwerduell, saosurell, naerell, diorell,
hag all. Ar maen-tan koulskoude, en abeg d’e
berziou-dreist, a voe klasket dreist ar re all.
1° ''ar mengleuzia''. Deuet e oa an dud da anaout
ez eo boukoc’h da vena ar maen-tan nevez-tennet
eus doun an douar, p’emañ c’hoaz ennañ an dour-roc’h,
eget pa vez aet abaoe pell da vili war ar
barr. Gant pigou e maen-tan pe e korn-karo, e
ouient kleuza puñsou da glask er gweleadou-kleiz
an tolzennou maen-tan o doa ezomm da ober danvez
o binviou. E Spiennes, e-kichen Mons (Belgia),
ar puñsou bet toullet a-sounn gant nevez-oadvezidi
ar maen a-dreuz d’ar gweleadou pevarhoaladel ha
trihoaladel eus ar bluskenn-vaen o deus en tu-hont<noinclude><references/></noinclude>
8l99vobmufeotpisoegoysqz99yq19q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/21
102
67250
210638
210539
2026-10-28T21:35:25Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210638
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|20||}}</noinclude>da 12 metrad dounder hag etre 0 m. 60 hag 0 m. 80
treuz. Tizet ganto ar gweleadou-kleiz, ar vengleuzierien
o deus toullet drezo trepasiou ha riboullou
a-blaen, d’ezo etre 0 m. 50 ha daou vetrad uhelder,
hag 1 metrad pe 2 vetrad 50 ledander. Kavet ez
eus bet e Spiennes roudou ouspenn 25 eus ar puñsou-se.
Eur wech diviet enno maen-tan, e oa bet
stanket pep puñs koz gant an atredou eus ar puñsou
nevez-digoret. Mengleuziou all heñvel ouz hini
Spiennes, anat dre ar pigou e maen-tan pe e korn-karo
a veze enno, a zo bet kavet e Bro-C’hall, en
Okitania, e Breiz-Veur, hag e broiou all. E Grime’s
Graves, Bro-Saoz, ne oa ket nebeutoc’h eget 250
puñs toullet a-sounn, treuz-didreuz da weleadou
maen-tan fall m’o doa graet fae warno ar vengleuzierien
da dizout diounoc’h eur wazennad vat a
oa bet gounezet ganto dre trepasiou toullet a-blaen <ref>Déchelette, pp. 355-8 ; De Morgan, pp. 154-6.</ref>.
2° ''al labouradegou''. N’eo ket hepken dre riboulou
o mengleuziou ez anavezomp labour nevez-oadvezidi
ar maen, hogen ivez dre roudou al labouradegou
a voe savet neuze da bourchas dre ar
c’henwerz binviou maen-tan d’ar pobladou n’o doa
ket an doare-maen-se en o bro. E Spiennes, ez oa
evel-se, en-dro d’ar puñsou-mengleuzia, eul labouradeg
vras evit oberiaterez ar binviou : ar skolpadou
hag an atredadou diwar al labour-bena a oa o
ren enni a zo dindano war-dro 25 hektarad-douar.
Ar benadegou (pe al labouradegou evit ar bena
maen-tan) a vez kavet dreist-holl, reiz her gouzout,
er broiou ma ’z eus gweleadou kleiz kailhastrek.
Rouez a-walc’h en Okitania, rouesoc’h<noinclude><references/></noinclude>
i8fkjjkbp77s0x7wh9bn6m4flbm2uke
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/22
102
67251
210639
210540
2026-10-28T21:37:23Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210639
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||21}}</noinclude>c’hoaz e Breiz, ez int stank e Bro-C’hall, e Belgia,
e Bro-Saoz, en Hanternoz an Alamagn hag e Bro-Danmark.
E darn eus al labouradegou-se, e veze
oberiet binviou a veur a zoare. E re all, e veze
oberiet eun doare hepken pe eun nebeud doareou
binviou. E Kornog Europa, unan eus ar brasa benerezou
maen-tan e oa hini ar Grand-Pressigny, e
departamant an Indre-et-Loire, Bro-C’hall. Roudou
al labouradeg-se en em astenn war eun hed a
12 kilometrad hag ez eus dindano douar meur a
gumun eus departamantou an Indre-et-Loire hag
ar Vienne. Eno, ouspenn binviou maen-tan peuraozet,
ez eus bet kavet a-viliadou an tousou (tousennou,
tolzennou) maen-tan ma veze distaget diouto
an ulmiennadou hir a rae da laonennou <ref>''Nuclei'' (unander ''nucleus'') a vez lavaret eus an tousou maen-tan el levriou gallek a ragistorouriez. Tousou maen-tan Grand-Pressigny a vez graet livradou-amann anezo gant tud ar vro, en abeg d’o liou melen.</ref>, ar
skoerou (anezo biliennou e maen kalet) a dalveze
da zistaga diouz an dousenn lan ulmennadou, an
anneviou (e maen-tan peurliesa) ma peurvened
warno ar binviou, al lufrerou (e maen-krag alies)
a dalveze da rei d’ezo al lufr dereat, hag all. Binviou
maen-tan ar Grand-Pressigny, aes o anaout
diouz o liou ha doare o gwiad, a veze skignet da
bell dre ar c’henwerz. Kavet ez eus bet anezo betek
e Breiz, e Belgia hag en Helvetia <ref>J. de Saint-Venant, ''Dissémination des produits des ateliers du Grand-Pressigny aux temps préhistoriques'', war ''Congrès international d’anthropol. et d’archéol.'' Paris, 1900, p. 280.</ref>.
3° ''ar binviou''. Daou rummad a c’heller ober eus
ar binviou-maen deuet d’imp diwar dourn nevez-oadvezidi
ar maen : rummad ar binviou benet a-skolpadou
ha rummad ar binviou lufret.
Er rummad kenta, e tegouez ar pep brasa eus an
dafarou e boaz d’ar c’houlz-se : kontilli, gouglezier,
broudou-goafiou, broudou-saeziou, tranchedou,<noinclude><references/></noinclude>
n6v4xzhi8mnhhm8jqjndve56g4ts2b3
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/23
102
67252
210640
210541
2026-10-28T21:39:58Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210640
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|22||}}</noinclude>toullerou, rakerou, heskennou, bouc’hili (darn anezo),
pigou, eilaozerou pe voustrerou.
En eil rummad, hini ar binviou lufret, en em gav
dreist-holl ar bouc’hili, ar c’heladuriou, ar c’hizellou,
ar c’hizellou-kleuz, ar c’helc’hiou-bann <ref>Eur benveg-brezel e oa, heñvel ouz an hini a veze graet anezañ ''tchakra'' « kelch rod » gant Indeziz an istorvez. E dir e oa neuze, peurliesa, d’ezañ stumm eur gantenn, toull he c’hreiz ha lemm-trouchus hec’h erien. Bannet e veze gant ar brezelour dre e lakaat da drei a-herr bras en-dro d’e eil biz, e zourn savet a-zioc’h d’e benn. Gouest e oa an arm-se da laza pe da wall c’hloaza eun den war-hed pevar-ugent kamm. Gant meur a bobl eus an Hen-amzer eo bet e boaz ar c’helch-bann. Ouspenn Indeziz, Kambodjiz, Kaldeïz, Israeliz hag Ejiptiz o deus graet gantan, Ch. Butin, ''Les anneaux-disques préhistoriques et les tchakras de l’Inde'', Annecy, 1903 ; ''Anthr.'' 1904, p. 359 ; keñveria Déchelette, I, p. 522.</ref>,
ar mein-toull boullheñvel, perheñvel, viheñvel pe
gelc’hheñvel a yae d’ober penn bataraziou ’zo. Evel
ma weler, boaz al lufra, a yae gant hen-oadvezidi
ar maen evit ar c’horn, an askourn hag an olifant
<ref>An doareou-mein strinkheñvel, stank en douaregi ma n’eus ket a vaen-tan, n’heller ket bena ervat a-skolpadou. Da stumma binviou enno, ez eo ret mont d’ezo dre ar morzol-flastra, ma flastrer gantañ ar gorread anezo a-daolicuigou skoet outo a-darz, ha lemma goude se an dremm anezo dre al lufra. Gant ar morzol-flastra e veze graet a-wechou e-pad hen-varevez ar maen, da skouer da stumma ar boullou maen a gaver stank e-touez oberiaduriou an ijinerez mousterel (da vein mala e talveze ar boullou-se, war a greder, evit brevi ar greun hag ar gwriziennou). Ar morzol-flastra a vez graet anezañ e briz-vrezoneg ''boucharda'', diouz ar galleg ''boucharder'' « labourat gant ar boucharde, gant ar morzol-flastra ».</ref>, ne voe lakaet gant nevez-oadvezidi ar maen
nemet da stumma ''eun nebeud doareou binviou-maen''
''hepken''.
E-touez ar binviou maen-lufret, ar re a denn
ar muia ar sellou eo ar bouc’hili-morzol hag ar
bouc’hili diou-zremmek bet e boaz e dibenn nevez-varevez
ar maen hag e derou oadvez an arem. Lagadet
e oa ar bouc’hili-se da zegemer an troad
prenn. Giziou all a veze da droada an doareou
all a vouc’hili-maen hag o anavezout a reomp dre
ma ’z eo bet miret d’imp an troadaduriou-se gant
an taouarc’h, dreist-holl er bouc’haliou kavet e
geuniou an Danmark hag e lennou Helvetia <ref>Sellout ouz Déchelette, I, p. 532, skeudenn 191 ; De Morgan, p. 104, sk. 40.</ref>.
Onn pe zero a yae peurliesa da ober troad ar bouc’hili.
Al lagadou evit an troada, er bouc’hili-morzol
hag er bouc’hili diou-zremmek, a veze graet gant
eun tamm prenn, korn pe askourn, a lakaed da
drei pe etre an daouarn pe war-bouez korden eur
wareg, ha gant traez ha dour ; pe, zoken, gant
traez hepken, kuit a zour <ref>O. Montelius ha S. Reinach, ''Temps préhistoriques'', p. 15, notenn 1.</ref>. Gant an traez eo,
reiz her gouzout, e veze graet ar pep brasa eus al
labour-toulla. Da erbedi poan hag amzer, e veze<noinclude><references/></noinclude>
jbtkpdfo1hqv52mhtziww1v7fhol9mp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/24
102
67253
210641
210542
2026-10-28T21:41:23Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210641
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||23}}</noinclude>graet alies, evit ober al lagadou-se, gant eun as-
kourn kleuz pe gant eur c’hrann kleuz e prenn pe e
korn. Evel-se, ne veze ket ret ken lemel dre daravat
an holl vaen oc’h ober kreizenn al lagad,
hogen ar gelc’henn nemetken tro-war-dro d’ar vouedenn-greiz-se.
Houmañ a goueze anezi hec’h-unan,
eur wech peuruzet ar gelc’henn tro-dro <ref>Diwar-benn an troiou-micher a veze e boaz evit bena, lufra ha toulla ar maen, lenn Montelius-Reinach, ''op. cit.'' pp. 11-7 ; De Morgan, pp. 149-62, ha, dreist-holl, W. H. Holmes, ''Handbook of Aboriginal American Antiquities, Part I, Introductory: The lithic industries'', Washington, 1919. Eno, an doareou da labourat ar maen ha da stumma ennañ binviou a bep seurt a zo bet studiet war-eeun diouz oberiadur Indianed hon amzer. Lenn eveziadennou Boule, war ''Anthr.'' 1923, pp. 412-3.</ref>.
Embreget gant brec’hiou kigennek ha nerzus e
teue bouc’hili nevez-varevez ar maen da vinviou-brezel
drastus-meurbet. Alies ez eus bet kavet e
beredou an oadvez-se relegou tud bet lazet ganto.
Da skouer, eur gest-vaen a Vro-Skos a oa enni
relegenn eur gwaz bet peuzdistaget e vrec’h diouz
e skoaz gant eun taol bouc’hal ; eun tamm eus houmañ
a oa manet zoken sanket en askourn <ref>Montelius-Reinach, pp. 27-8.</ref>.
En Europa, taoliou-micher ijinerez nevez-varevez
ar maen a zo diwar dourn Skandinaviz. Gant an
dud-se eo he deus oberidigez ar binviou-maen tizet
ar bazenn uhela, ken evit peurreizder al labour,
ken evit kened ar furmou.<noinclude><references/></noinclude>
fqor8j3n8we39may9cudq4vztrhpcu4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/1
102
67274
210647
210564
2026-10-28T21:58:27Z
Aveldro
601
210647
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|GWALARN}}
{{Kreizañ|MEVEN MORDIERN}}
{{Kreizañ|ISTOR AR BED}}
{{Kreizañ|TREDE LEVRENN}}
{{Kreizañ|NEVEZ-VAREVEZ}}
{{Kreizañ|AR MAEN}}
{{Kreizañ|EN EUROPA}}
{{Kreizañ|44-45}}
{{Kreizañ|GOURE-EOST}}<noinclude><references/></noinclude>
06grmesu0qzqh70beb9u2zp6mlpp89p
210648
210647
2026-10-28T22:04:45Z
Aveldro
601
210648
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|GWALARN}}
{{Kreizañ|MEVEN MORDIERN}}
{{Kreizañ|ISTOR AR BED}}
{{Kreizañ|TREDE LEVRENN}}
{{Kreizañ|NEVEZ-VAREVEZ}}
{{Kreizañ|AR MAEN}}
{{Kreizañ|EN EUROPA}}
{{Kreizañ|44-45}}
{{Kreizañ|GOURE-EOST}}<noinclude><references/></noinclude>
nh0mtyq3g14jnhht2awp7rvlunmkrse
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/85
102
67316
210642
210616
2026-10-28T21:42:53Z
Aveldro
601
210642
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|84||}}</noinclude><nowiki/>

(118) Schliz, war trede kevrenn levr R. R. Schmidt, ''Die diluviale Vorzeit Deutschlands'', Stuttgart, 1912 ; Boule, pp. 338-40.
(119) A. Keith, war ''University of Bristol Proceedings of the Spelaeological Society'', levr II, kevrenn I ; ''Anthr.'' 1924, p. 604.
(120) ''Anthr.'' 1924, p. 567.
(121) An abad H. Breuil, da skouer, war ''Anthr.'' 1921, p. 352.
(122) C. A. Nordmann, ''Some Baltic problems'', war ''Journ. of the Royal Anthr. Institute'', Levr LII, 1922, pp. 26-45 ; ''Anthr.'' 1924, pp. 565-8.
(123) A. A. Mendes Correa, ''Origins of the Portuguese'', war ''American Journal of Physical Anthropology'', II, niv. 2, 1919 ; ''Anthr.'' 1922, pp. 133-4.
(124) Taolit pled ne lavar ket « mongolheñvel » kement ha « mongoliat ». N’eo ket a-walc’h eun nebeud heñvelderiou e stummadur an dremm da verka ez eus kerentiez etre diou ouenn disrannet dre al lec’h hag an amzer. Bez’ ez eus hizio en Afrika, da skouer, gouennou Morianed ha d’ezo en o dremm stummadou mongolheñvel — eun diskianterez e vefe, evelato, dastum diwar se ez eo ar gouennou-se, hag i stummet da veva e broiou tomm-grizias, diwar an hevelep kef ha Mongoled steppennou yenskournec’hoañvek Kreiz Azia. Tuet eo eur rummad denoniourien da gredi ez eus eus ar stummadou mongolheñvel, morianheñvel hag europatheñvel stummadou-diazez e gouenn-veur mab-den. Diwar-bouez levezoniou ’zo e c’hellfe ar stummadou-se dont da ziwana ha d’en em skigna e gouennou-tud disheñvel. Diskleria a c’helled er c’hiz-se ar stummadou europatheñvel pe euraziatheñvel (dremm yuzev pe assiriat) a zo bet eur souez da ergerzourien genta Afrika o c’havout e-touez meuriadou Morianed o chom en tu-hont d’ar c’heheder, D. Livingstone, ''Explorations du Zambèse et de ses affluents'', 1866, pp. 107, 464 ; ''Dernier Journal'', 1876, I, pp. 144-5. Keñveria V. Suk, ''On face Types in Man'', war ''Anthropologia'', Praha, 1928, pp. 35-40 ; ''Anthr.'' 1928, pp. 413-4 ; Franz Weidenreich, ''Rasse und Kœrperbau'', Berlin, 1927 ; ''Anthr.'' 1927, pp. 190-1.
(125) Rouez a-walc’h e oa koulskoude ar rakkarvanegez gant krennbenneien Kreiz Europa.
(126) E. Cartailhac, ''Les Ages préhistoriques de l’Espagne et du Portugal'', 1886, pp. 52-3.
(127) A-vec’h ma vez kavet hizio eun dervenn bennak o kreski anezi hec’h-unan en tu kreisteiz da ouarnamant Petrograd.
(128) ''Sus scrofa ferus''. Ne vez ket kavet bremañ ar moc’h-gouez er rannvro-se. Aet int da get, a-gevret gant ar c’hoadou dero moarvat, pell kent derou an istorvez. Ret eo diskenn davet ar c’hreisteiz betek en tu-hont d’ar 55vet derez led hanternozel evit kavout moc’h-gouez e Rusia.
(129) A. A. Inostranzef, ''Den ragistorek oadvez ar maen war glan Lenn Ladoga'' (e ruseg), Sant-Peterburg, 1882.<noinclude><references/></noinclude>
tvsv7yitkywvz9ykylxymabplldvm4e
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/86
102
67317
210643
210617
2026-10-28T21:43:24Z
Aveldro
601
210643
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||85}}</noinclude><nowiki/>

(130) Zupanic, ''Les premiers habitants des Pays yougo-slaves'', war ''Rev. anthropol.'' 1919, p. 32.
(131) Anvet evel-se diouz ano mougeviou ar Balmaou-Tomm, e departamant Lozère, Okitania, a oa bet kemeret da garmel gant nevez-oadvezidi ar maen. Eskern a-ziwar kantadou a dud a oa enno, hag unouenn-meurbet e oa an dud-se, da zezvarn diouz an tri-ugent klopenn divoulch a zo bet gallet studia. Ar ger romanek ''balma'' (''balme'' e galleg koz, ''baume'' e galleg bremañ) a dalv « mougeo ». A ouenn geltiek e vije (Dottin, ''Langue gauloise'', 1920, p. 230). Kar e hañval beza d’ar ger henvrezonek ''bal'' « briell serz (eur stêr) », « rochell serz », kerneveg « mengleuz », d’ar ger iwerzonek ''baile'' « annezlec’h », lemañ o tont diwar eun hengaltek ''balion'' « annezlec’h », liester ''balia'' « bodad-tiez », « kêr », ''Rev. celt.'' 1922, pp. 56-7.
(132) H. Vallois, ''Les ossements énéolithiques de l’Ombrive (Ariège)'', war ''Anthr.'' 1927, pp. 277-303, 473-89.
(133) Hirbennek eo hizio c’hoaz an darnvuia eus ar boblañs e Breiz-Veur hag er Portugal.<noinclude><references/></noinclude>
q10vk70gtb43jufpakb5g4t0vog6l5y
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/88
102
67319
210644
210619
2026-10-28T21:48:05Z
Aveldro
601
210644
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|Eur « prim » kaer a vez kinniget gant}}
{{Kreizañ|KANNADIG GWALARN}}
{{Kreizañ|●}}
D’ar re a baeo o c’houmanant a-raok
miz here, e vo kaset, dioustu,
an niverenn vrao moulet e miz
meurz, hag evel a « prim », evit netra
ha war ar marc’had, unan eus
al levriou-mañ da zibab :
LEVR AL LOENED, TELENN ARVOR,
GORSED DIGOR, TONKADUR
BUGALE TUIHEANN, GRAMMAIRE BRETONNE, LA
PRONONCIATION DU BRETON,
L’ORTHOGRAPHE BRETONNE.
Evit kaout KANNADIG GWALARN e-pad eur
bloaz, kasit dek lur hag ar baperenn-mañ da :
{{Kreizañ|Journal de GWALARN}}
{{Kreizañ|Boîte Postale 75}}
{{Kreizañ|BREST}}
{{Kreizañ|(Kont Chek-postal: 96-38, Rennes).}}
Ano
Adres
a c’houlenn kaout KANNADIG GWALARN e-pad
eur bloaz. Kas a ran d’eoc’h DEK LUR. Setu amañ
ano al levr a zibaban evel « prim » :<noinclude><references/></noinclude>
4r5tdaz7v6mr8h0nzt79d83tttgzq59