Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.48.0-wmf.1 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/2 102 10745 210657 188020 2026-10-31T06:44:10Z Yun 932 correction du numéro de page 210657 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="4" user="VIGNERON" />{{kreizañ|− 482 −}}</noinclude>da vare e teu eul luc’hedenn da doulla an denvalijenn-ze, hag e diabarz an ti sklerijennet splann e weler eul laouennidigez euzus o para war dremmou an daou zen. Eun dalm gurun !… Unan all, sec’h, krenn, ken na zrask frammou an ti ganti ha na gouez eun deolenn eus an dôenn… Klevet a reer c’hoarzadeg daou zen. — Dalc’h ’ta !… dalc’h ’ta ! eme Dagorn, ken na darzo ar bed ganit ! Sellet a reont an eil ouz egile, hag o daoulagad, dindan sklerijenn kanvus an ti, a lugern, fromus, tan-limestr enno, evel daoulagad al loened gouez, pa zeu c’houez ar c’hig d’o fronellou gand avel ar gouelec’h. Sellet a reont an eil ouz egile, mud o zeod, o spered e lec’h all, mes digor-bras o diouskouarn… Selaou a reont… Er-meaz an avel gwalarn a yud gant fulor, ken na voud evel eun arne e genou ar siminal, ken na storlok ha na zrask an nor ha na yud he mudurenn… Eun diroll, evel n’eus ket bet, a groz war ar mor. Tri devez ’zo m’eo marellet an dourioù gant steudennoù hirr a eon. Hervez lavar ar c’hlannidi, tregont vloaz ’zo, — memes ouspenn a gred d’ezo, — n’ez eus ket bet amzer ker rust. Dagorn e-unan, — boazet ouz an holl amzeriou fall hag eo anavezet gantan kement roc’h-chadenn treitour en em led hag en em guz evel aered dindan an dour da vare gourlenn, evit kregi er moraer pa zonjo an nebeuta. — Dagorn e-unan ne c’hell ket miret ouz ar gredienn da heja d’ezan e izili, pa zeu splann en e spered stad ar merdeïdi o vordeï dre an noz tenval, hep steredenn… Mes kerkent eun diaoulek mousc’hoarz skrijus a stenn d’ezan kigennou e javedou. — Gwell a ze ! emezan, gwell a ze !… Ken a ze !… N’eo ket gwir, Orvoen ?… Orvoen, an hini yaouank, a stouas e benn, evit rei da entent e lavare evel e genseurt. {{teirsteredenn|⁂}} Eun dalm gurun all, spontus, evel drailh ’barz an Nenv, ken na grenas an ti beteg an dounderiou, a dennas Dagorn hag Orvoen eus o frederennou. — N’ec’h eus ket sonj, Orvoen ?… Dek vloaz ’zo breman pe war-dro. Eun diroll spontus war ar mor. Pas kement hag an nozveziou-man ; nann, n’eo ket lâret… Mes n’eus forz. Ne chome ket gwall-reiz ar mor, pegwir eun den koz pevar-ugent vloaz a lavare n’en doa gwelet a-hed e hirr-vuhez eur seurt amzer fall. An houlennou e-kreiz an deiz oa deuet da veza liou an denvalijenn warno gand ar c’houmoul pounner hag izel kouezet war o c’horre. Hag an avel a c’houeze ’ta !… N’ ec’h eus ket sonj, ’m eus aon ?… — Eo, Dagorn, koun mat am eus ’vel pa vije an noz diveza. An avel put a c’houeze, hag ar mor a c’harme ! An tornaot a stake kurunou en e geviou, hag eus al lanneier doun ha gouez,<noinclude><references/></noinclude> h3s5ab5noyfuscsyjnyx1bdfd3wj4fz Pajenn:Riou - Ar Morskouled.djvu/3 102 10746 210656 188021 2026-10-31T06:43:52Z Yun 932 correction du numéro de page 210656 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="4" user="VIGNERON" />{{kreizañ|− 483 −}}</noinclude>gwezenn ebet warno, e save koulskoude eur c’harm skiltrus, souezus, eur c’harm skrijus. Ar mor, an nenv, an aod, an douarou, pep kev ha pep sklosenn a zave eus o c’hreiz eur c’hlemgann. Oh ! an noz-se a zo freaz aze, a reas Orvoen, en eur skei war e dal… Mes ne oan ket chomet ’vid ar pense : ne oan ket ’vit chom reut a-walc’h war va skasou gand an derzien vras a oa kouezet warnon, hag abaoe n’oun ket bet yac’h. — Me ne zizonjin biken ! a gendalc’has Dagorn… Gwelet a ran aze, dirak va daoulagad, ar bagou, al listri, ar reier hag… Oh !… An arne a zavas en eun taol-kont, hag a grozas ker buan hag ar gurun. Ar bagou, a oa neuze er-meaz, a zeuas bec’h d’o sturier, me lavar d’it, evid o lakaat da lammet e doare dreist an houlennou hag o derc’hel war hent ar porz. Gwasoc’h c’hoaz !… An noz a daolas war ar mor eun denvalijenn du-sac’h evel henoz, ha ni, — ugent vloaz ’oan neuze, — en em lakaas gant hor labour ! Eun tantad tan a sklerijennas ar wasa sklosenn ; hag ar c’holeou, tan-flamm e beg o c’herniou a yee hag a zeue war an aod, evit dihencha al listri hag o lakaat da vrevi war hor glannou. Ar sturierien a henchas o bagou hag o listri war-du hor sklerijenn treitour, ha p’o doe gwelet o stad, e oa re zivezat !… Ne oant mui reut a-walc’h evit stourm gant gounid ouz ar warren<ref>''Ar warren,'' le courant marin.</ref>, ha, tri dervez goude, e voe kavet, war an Arvor-Bili, Fanch Kermeur, Youen Kouloc’h ha Yann Porodo. Heman, hervez tud desket Pont-’n-Abad n’oa ket bet e gourdadou Breiziz a ouenn ; eus eur vro bell e oant deuet kantvejou ’oa ; eus eur vro domm bennak, du-ze, an tu all d’ar bed… Ne vern !… Kouls hag ar re all e voe kavet, astennet war ar bezin, e zaouarn hag e chod gleiz hanter-zebret d’ezan gant ar c’hranked… Ker gwenn ha ker disliv e oant ha d’an dervez ma oant ganet… Ha kalz re all c’hoaz ’oa chomet ganto da gousket dindan ar memes linser. O bagou evel beskennou ’oa bet gwintet war ar groaiou… An hini a oa er penn d’eomp, ar Zalaun, pa glevas e oa kavet maro Yann Kermeur ha mignoned all d’ezan, a yeas e benn n’ouzon ket penaos. Pegwir ’oa deuet d’ar vered evit gwelet toulla an douar, ha hen da c’houlenn gand an douller : — « Ped ’zo nezo ? » Ha a-vec’h selaouet ar respont, e lakaas an trenchou war e skoaz hag ez ea d’o lemma war ar vreolim. — Eur penn-skanv, eme Orvoen. — Biskoaz reier Penmarc’h n’o doa gwelet war o c’horre preizer ker reut, ’c’heller kredi. — Ma oa tonket… — Tonket e oa !… Ouspenn ar bagou bruzunet, e teuas eul lestr-veur da zaoubenni war ar ribl. Hep truez, an holl dud, oa bet lazet… Ya ! an holl nemed unan !… Eur vaouez a c’hellas tenna e skasou… An dervez war-lerc’h, houman a gane war ar reier, penfollet. Breman ne weler anezi nemet a vare da vare, evel eul labous arne, kramennet he dremm, ken eo bet leshanvet ''Ludu'' gant moused hor glannou. Bepred e ve kavet e-lec’h ez eus eun darvoud da c’hoarvezout, eur c’hlemgann melkonius en he genou pe valloziou en hon andred-ni. Pa glever ema o tostaat,<noinclude><references/></noinclude> hlamkxwb265cxcwm0mb8skdksqrhnvr