Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.48.0-wmf.1
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/32
102
67261
210675
210550
2026-11-03T10:18:35Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210675
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
<br><br>
{{DilinennadNegativel|'''''Ar plantennou gounezet. Gounidegez-douar ha kutuilherez.'''''}}
D’an imbourc’h graet e kêriadennou-war-zour
Kreiz an Europ eo e tleomp, evit ar pep brasa,
hon anaoudegez eus ar c’hounidegez-douar gant
nevez-oadvezidi ar maen. Miret mat en deus lec’hid
al lennou an danvezennou plantel aet krenn da
get en annezlec’hiou all.
Kêriadenniz war zour a hade tri seurt gwiniz,
daou seurt heiz ha daou seurt mell tañvouezennek.
Piz a c’hounezent <ref>E. Moosdorf ; Zaborowski, ''Peuples aryens'', p. 368.</ref> hag eun doare lin, al lin
deliou-striz. E-touez an edou, ar re gosa gounezet
ganto e oa an heiz c’houec’h regennad greun
(''Hordeum hexastichon'') ha gwiniz bihan ar c’hêriadennou-war-zour
(''Triticum vulgare antiquorum''),
hemañ aet da get ar ouenn anezañ. E dibenn
nevez-varevez ar maen, e voe hadet ouspenn ganto
kerc’h ha segal.
Orin ar plant gounezet gant Europiz e-kerz
nevez-varevez ar maen a zo savet rendael e-leiz
diwar e benn e-touez ragistorourien hon amzer.
Re dechet eo bet ar re-mañ peurliesa, touellet o
spered d’ezo gant ar pennlavar fazius alies ''Ex''
''Oriente lux'' <ref>« Eus ar Reter ar goulou ». Salomon Reinach eo an hini kenta en deus savet e vouez a-enep an dreuzkredenn a laka da zont eus Azia holl elfennadou ar sevenadurez e-doug ar ragistorvez kerkouls hag en istorvez. Lenn e bennad ''Le Mirage oriental'' « An Touellwel reterel », war ''Chroniques d’Orient'', II, 1896, p. 509.</ref>, da glask ar vro c’henidik anezo<noinclude><references/></noinclude>
aji6li19dr9q46nhdmw502j3mtb7r12
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 3, 1932.djvu/33
102
67262
210676
210551
2026-11-03T10:27:29Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210676
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude>en Azia. Darn hepken eus ar plant-se a hañval
beza bet degaset eus broiou ar c’hreisteiz pe ar
gevred. Al lin deliou-striz (''Linum angustifolium'')
a gresk anezañ e-unan tro-war-dro d’ar Mor
Kreizdouarek. Ar gouennou-gwiniz n’int ket evit
diwana anezo o-unan nemet er broiou dic’hoañv <ref>Mezopotamia eo bro c’henidik ar gwiniz, moarvat, Zaborowski, ''op. cit.'' pp. 337-42.</ref>,
hag unan da vihana eus ar re gounezet
gant kêriadenniz-war-zour Kreiz-Europa, ar
gwiniz ejiptat (''Triticum turgidum''), a veze hadet
gant glannidi an Nil e tarzág-tarz an istorvez. Ar
plantennou all, avat, piz, heiz, kerc’h ha segal, a
zo plantennou hag a gresk anezo o-unan en Europa,
el lodennou kreiz, hanternoz, kornok pe reterel
anezi <ref>Zaborowski, pp. 344-5, 358-9, 361, 368.
</ref>.
Ouspenn greun diwar plant gounezet, lec’hid ar
c’hêriadennou-war-zour en deus daskoret frouez
gouez a veze kutuilhet gant kêriadenniz : kraoñ
(''Juglans regia''), kraoñ-kelvez, irin, mouar-drez, sivi,
aval, per, kistin-douar, fion, mez, rezin <ref>Gounezet e voe ar gwini diwezatoc’h, en oadvez an arem, gant terramariz hanternoz Italia.</ref>.
Da labourat douar, e rae peurliesa devez-oadvezidi
ar maen gant ar bigell brenn heñvel-mik ouz
an hini a veze boaziet gant Ejiptiz e beure an istorvez <ref>Karl Schumacher, ''Der Ackerbau in vorrœmischer und rœmischer Zeit (Kulturgeschichtliche Wegweiser durch das Rœmisch-Germanische Central-Museum'', Niverenn I), Mainz, 1922, p. 6, sk. 1 (pigell boaziet gant Europiz en amzer ar poderez lietennet). Keñveria, p. 7, sk. 2, izel-vos ejiptat eus an Impalaerded-Koz, skeudennet ennañ koueriaded o pigellat.</ref><ref>Mankout ar ra an niverenn notenn (46) er skrid (Notenn gant ''Wikimammenn'').</ref>.
Darn eus ar pigou e maen-tan pe e korn-karo,
bet kavet en annezlec’hiou nevez-varevez ar
maen, o deus talvezet ivez marteze da zigeri douar.
An alar prenn ha dirod a zo bet e boaz e-tro diwez
an oadvez-se. Kejet ez eus bet ouz peziou hir maen-tan
benet a vez sellet evel souc’hou diwar eler
koad <ref>K. Schumacher, ''op. cit.'' p. 8, sk. 3 (arar) ; p. 9, sk. 4 (soc’hou).</ref>. Souc’hou maen heñvel a zo bet kavet
e ehanlec’hiou ragistorek en Ejipt. Beza a-walc’h e
vefe bet stlejet da genta an alar-se gant tud <ref>Keñveria Schumacher, p. 10, sk. 5.</ref>
e-touez Europiz, evel ma veze c’hoaz en Ejipt, e<noinclude><references/></noinclude>
7f0ucnqq3ue4ik6fx2dlfd0dgl9iyid
210677
210676
2026-11-03T10:39:53Z
Aveldro
601
210677
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|32||}}</noinclude>en Azia. Darn hepken eus ar plant-se a hañval

6ue7bmlp7w4nt3oftp8rpe2l1r7ddzi