Wikipedia
brwiki
https://br.wikipedia.org/wiki/Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.14
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikipedia
Kaozeadenn Wikipedia
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Frañsez Jaffrennou
0
20673
2197660
2183318
2026-08-08T08:21:36Z
~2026-43775-02
93255
/* Buhez */ e vez
2197660
wikitext
text/x-wiki
{{Infobox Skrivagner
| anv =
| skeudenn = Taldir2.jpg
| ment = 200
| alc'hwez = Frañsez Jaffrennou, e Kendalc'h keltiek
[[Caernarfon]] e [[1904]]
| anv mat = François Joseph Claude Jaffrennou
| anv pluenn = [[Taldir]]
Julien Carentoir
Fanch
Ar Furcher
Gwilherm
Herninn
Jean du Tacotac
Teod Lem
Wel Skler
| anv drouiz = Taldir ab Herninn
| obererezh = Barzh, kazetenner, saver pezhioù-c'hoari
| deiziad ganet = {{deiziad|15|Meurzh|1879}}
| lec'h ganet = [[Karnoed]], {{Kernev}},
{{Breizh}}
| deiziad marv = {{deiziad|23|Meurzh|1956}}
| lec'h marv = Brageirac, {{Okitania}}
| yezh = [[Brezhoneg]]
[[Galleg]]
| luskad = Emsav kentañ, Goursez Vreizh
| enorioù = Ofiser ar palmez akademek (1931), Marc'heg al Lejion a Enor (1938)
| oberennoù pennañ = ''An Hirvoudoù''
''An Delenn Dir''
''Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez (tezenn)''
Barzaz Taldir ab Herninn
''Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard''
| traoù ouzhpenn = Difennet chom e Breizh outañ adalek 1946

'''Frañsez Jaffrennou''' a oa un [[embannerezh|embanner]], ur marc'hadour, ur c'hazetenner hag ur skrivagner [[brezhonek]], ganet e [[Karnoed]] d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[1879]] ha marvet d'ar [[26 a viz Meurzh]] [[1956]] e [[Brageirac]]<ref>''Bergerac'' hervez ar stumm ofisiel gallek.</ref> (departamant an [[Dordogne (departamant)|Dordogne]], en [[Okitania]]). Emañ e gorf e bez e familh e bered Karnoed, niv. 36 hep temm meneg ebet eus e anv pluenn nag eus e obererezh. Goude bezañ bet kentañ diskibl kentelioù brezhonek [[Frañsez Vallée]] ha troour [[kan broadel]] Breizh — ''[[Bro gozh ma zadoù]]'' — e kemeras ur perzh bras e-barzh an Emsav kentañ pa oa bet unan eus diazezerien [[Kevredigez Broadel Breiz]] hag ivez pennadurezh pennañ [[Goursez Vreizh]], ma voe lakaet da zrouiz ennañ er vodadeg kentañ. Dibab a reas ''Taldir ab Herninn'' evel anv-drouiz ha ''Taldir'' da anv-pluenn ha reoù all.
==Buhez==
Mab e oa da Glaoda Jaffrennou, bet [[noter]] e Karnoed ha da [[Anna Roparzh]], houmañ barzhez ha saverez-kanaouennoù e brezhoneg, eus [[Bolazeg]]. Tad e voe d'ar soner [[Gildas Jaffrennou|Gweltaz Jaffrennou]]. Goude e studi e skolaj [[Itron-Varia Wengamp]] ez eas da [[Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg|hini Sant-Charlez e Sant-Brieg]]. Eno e c'houlennas ma voe roet kentelioù brezhonek hag diouzh-se e tarempredas gant [[Frañsez Vallée]], a voe anvet da gelenner war ar brezhoneg.

E [[Roazhon]] e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg [[Joseph Loth]], asambles gant [[Pêr ar Rouz]]. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh diwar-benn ar barzh ha kaner [[Prosper Proux]]. Bet eo Taldir-Jaffrennoù an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Gant Vallée en doa heuliet kentelioù kembraek ken e voe gouest da dreiñ kan broadel [[Bro-Gembre]], [[Hen Wlad fy Nhadau]].
Goude embannadennoù teskadoù barzhonegoù brezhonek (1899, 1900, 1902…), e voe merzet e varregezhioù lennegel, rak gwelet e veze evel modern.

E brezhoneg e tesavas e vugale, ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur [[bourc'hizelezh|bourc'hiz]] ; an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se. Prenañ a reas un ti-moullañ evit gallout sevel kazetennoù kenwerzhel ha skignañ e vennozhioù rannvroelour ha diorren ar wask vrezhonek. E 1904 ec'h embannas ur gelaouenn viziek e brezhoneg anvet ''[[Ar Vro (kelaouenn)|Ar Vro]]'', hag ur gazetenn sizhuniek brezhonek-gallek anvet ''[[Ar Bobl]]'', an div skignet er [[Poc'hêr]].

Emezelañ a reas er vuhez politikel, koulz en e vro pa voe cheu etre e gostezenn rannvroelour ha kristen hag hini ar radikaled-sokialourien a oa e penn ar Poc'hêr hag e Breizh a-bezh ha pelloc'h. Kemer a reas perzh en daou aozadur nevez, [[Kevredigez Broadel Breiz]] (Union Régionaliste Bretonne) e [[1898]] hag [[Unvaniez Arvor]] (Fédération régionaliste bretonne) e 1911. O vezañ ma oa unan eus an drouized pennañ, a-raok ma vo Drouiz-Meur e 1933, e tapas ul levezon vras war al luskad rannvroelour a oa ennañ kalz a embregerien vihan eveltañ.

A-ratozh-kaer en em vode an Drouized bep bloaz e-doug gouelioù keltiek a veze aozet ganto asambles gant o mignoned lec'hel ha pennadurezhioù ar bastell-vro. Un den o taremprediñ meur a benn uhel e oa F. Jaffrennou ha gouest da vezañ degemeret mat gant ar pennadurezhioù. Div wezh e tapas arouezennoù enor roet d'an dud ur spered republikan asur ganto.
Ne c'hellas mui kendelc'her gant an embann goude ar Brezel-bed kentañ ha, goude bezañ bet gwerzhet ar voullerezh e cheñchas e vicher da hini marc'hadour gwin, sistr ha alkool.

Adkregiñ a reas gant an embann kazetennoù e [[1921]], pa gavas un den prest da fiziañ ennañ ur gelaouenn pa glask hemañ sevel un emglev armerzhel, Kevre Breiz (Le Consortium breton) evit bodañ embregerezhioù Breizh en ur rouedad klozarmerzhez.
== Obererezh politikel ==
Er bloaz [[1900]] e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant [[Leon ar Berr]] a chomas ur c'heneil feal, koulz evel kazetenner hag evel drouiz. E [[1899]] e kemeras perzh er vodadeg a ziazezzas Kevredigez Vroadel Breiz, kentañ aozadur a zo bet krouet gant an emsaverien e Breizh. Bloaz goude e voe anvet da zrouiz asambles gant [[Yann ar Fusteg]] ha [[Erwan Berthou]] e-doug kentañ bodadeg ar Goursez e 1900.

Er bloaz [[1903]] en doa tapet lakaat anaout "[[Bro gozh ma zadoù|Bro Goz ma Zadou]]" da "gan broadel" e kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz.

Evitañ da vezañ ur barzh hag istimet mat e klaske tolpañ ar varzhed vrezhonek ken e teufent da vezañ embannerien spered kelt Breizh diwar patrom luskad ar varzhed kembraek a ambroug buhez sevenadurel o bro. Ar "varzhelezh" e rae eus al luskad kelt hag e soñje-eñ, asambles gant izili Skolaj ar Varzhed (un eil anv a veze implijet gantañ evit Goursez Vreizh), e c'hellfe bezañ kreñvaet saviad ar Broioù kelt (Breizh, Kembre, Kernow, Man ha Skos) ma vije staliet liammoù strizh etrezo e framm an [[Hollgeltiegezh]] pe Geltiegezh.

Klask a reas lakaat diwanañ un "dispac'h sevenadurel" hep ma vefe disrannet Breizh diouzh Bro-C'hall. Daremprediñ a reas tud ar vegenn evit o c'hendrec'hiñ e oa un dra vat kelenn ar brezhoneg e Breizh-Izel ha broudañ ur santad brezhon e Breizh a-bezh.
{{quotation|Er par denel n'emañ ket ar voul ganeomp tamm ebet. En degouezhioù-mañ, gant ma ya ar Spered da vezañ trec'h war an Danvez e ya d'an Emsav sezizañ an uhelidi. Ma teu Moloch da ren a-raok ma c'hellimp frammañ ac'hanomp war savlec'hioù deskadurel ez aimp da goll. Hag ur brezegenn c'houllo a vo ac'hanomp !|Testenn c'hallek orin gant Ronan Caerléon, ''Complots pour une république bretonne'', La Table ronde, 1968, p. 111.}}
E 1911, goude kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz ma tarzhas diemglevioù etre kostezenn an dudjentil roueelour hag hini an izili gant ur spered kristen ha sokial digoroc'h e tibabas mont gant ar re a oa liammet ouzh ar vourc'hizelezh vihan a veze o tiorren, a-feur ma kreske an deskadurezh<ref>Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton, Pariz, Syros, 1982. P. -67.</ref>. Darn eus ar "Varzhed" a yeas da sevel un aozadur nevez, Unvaniez Arvor (Fédération régionaliste de Bretagne) ha Poellgor ar Goursez a oa hogos kuzul-ren an UA. Hervez Michel Nicolas, pennrener gwir an aozadur (kadoriet gant an barzh [[Jos Parker]]) e oa [[Jean Choleau]], nann-brezhoneger, met barrek war an armerzh. Lezet e veze Taldir hag e genseurted da ren war an temoù lennegel ha yezhel, rak kevrennoù arbennik a voe evel e KBB hag er c'hevarzheoù gouiziek.
Da-geñver kendalc'h Unvaniez Arvor e Douarnenez e miz Eost 1912 e voe savet abadennoù a bep seurt (ha prezegennoù.kanaouennoù, dañsoù, sonerezh, gouren) gant skoazell an ti-kêr. Bodadeg ha lid a veze graet ar Goursez digor anezhi a voe dalc'het er mare-se ivez. Kenstrollañ abadennoù a bep seurt, breizhek o livioù, a voe barregezh dibar an Drouized. Unan eus ar [[gouelioù keltiek]]-se gant 150 kouviad o tont eus ar [[Rouantelezh-Unanet]] a voe aozet gant Taldir hag rannvroelourien lec'hel evel [[Pêr Mokaer]] a voe arc'hantaouet gant [[Brest|kêr Vrest]] e 1908. En degouezh-se e kanas [[laz-kanañ]] bugale Karaez ar Vro gozh ma zadoù war kae ar [[porzh-houarn]].
Etre an daou vrezel-bed e stourmas F. Jaffrennou evit ar brezhoneg hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[Goursez Vreizh|Goursez Breizh]], a glaskas kas war-raok.
D'ar [[1añ a viz Kerzu]] [[1940]] e sinas, a-gevret gant [[Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]] ha [[Roparz Hemon]], ur reketig titlet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, p. 71.</ref>.
[[File:KaraezBeredBezFrañsezJaffrennou-Taldir.JPG|thumb|Bez Taldir e bered Karaez]]
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e voe karc'haret Taldir e toull-bac'h [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel vreizhat. Tamallet e oa dezhañ bezañ flatret al levrdier Adolf ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe ha harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e Breizh. Mervel a reas eno en harlu e Brageirac, en [[Okitania]]. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[Brezel-bed Kentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. E [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]] eo miret an darn eus e eñvorennoù a zo chomet diembann.
== Oberennoù ==
* ''Buez Sant Erwan'', [[Sant-Brieg]], moul. Sant Gwilherm, [[1896]]. C'hoariva.
* ''Buez Sant Briek'', Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, [[1896]].
* ''An Hirvoudou'', Sant-Brieg, moul. Prudhomme, [[1899]]. Barzhonegoù.
* ''Gwerziou AbHerve ha Taldir, brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver'', Sant-Brieg, moul. Gwion, [[1899]].
* ''C'hoari fentus ar bourc'hiz lorc'hus, pe histor plijadurus eun aotrou divrezhounek deut da veza eur Breizad mad (3 arvest)'', [[Montroulez]], moul. Hamon, [[1899]].
* ''An Delen Dir'', Sant-Brieg, moul. Prudhomme, [[1900]]. Barzhonegoù.
* ''Nigoudenn Berehar mestr-skol (2 arvest)'', Montroulez, emb. La Résistance, [[1900]].
* ''En tu all d'ar maro'', Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, [[1900]].
* ''Kanaouennou brezhonek'', (3 levr), [[Gwened]], moul. Lafolye, [[1900]]-[[1901]].
* ''Kanaouennou poblus (war follennou distag)'', [[Karaez]], moul. Ar Bobl, [[1902]]-[[1914]].
* ''Barzaz Taldir Ab Herninn'', [[Pariz]], moul. Champion, [[1903]], [[1911]], [[1923]] ha [[1934]]. Barzhonegoù.
* ''Pontkallek, pe buez kaër ha maro mad eun dijentil a Vreiz, bet dibennet e Naoned er bloavez 1720'' (5 arvest), [[Brest]], moul. Derrien, [[1903]].
* ''Ar barz hag ar prokulor'', (4 arvest), [[Karaez]], [[moulerezh Ar Bobl]], [[1904]].
* ''Janedig ar plac'h divroet'', (2 arvest), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1904]].
* ''Malo Korret an Tour d'Auvergne'', (4 arvest), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1906]].
* ''[[Seiz-ha-seiz-ugent divunaden]]'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1908]].
* ''[[Breiziz 1810-1910]]'', [[Karaez]], moul. Ar Bobl, [[1901]].
* ''Teatr brezonek poblus'', (teskad), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1911]].
* ''La genèse d'un mouvement - Ganedigez eun emzao'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1912]].
* ''Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez'', (tezenn), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1913]].
* ''[[Giriadur Gallek ha Brezonnek]] - Le grand dictionnaire français-breton de poche'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1914]].
* ''Kenteliou labour-douar gant Gwilherm, mêrour'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1914]].
* ''Histoire anecdotique de [[Karaez|Carhaix]], (Ancienne Vorganium) en sept veillées, contée par un Génie romain'', [[1924]] ; ademb. [[Kemper]], moul. ATR, [[1984]]. Istor lec'hel.
* ''20 chansons populaires pour les Écoles de Bretagne sur les airs du Folklore celtique. Chant Breton et Chant Français'', [[1936]] ; ademb. [[Pariz]], moul. H Lemoine, [[1954]].
* ''Kanaouennou evit ar yaouankiz'', [[Gwened]], [[1942]].
* ''Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz'', Brest, emb. Armorica, [[1944]], 218 p. ; ademb. ''Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard'', Lesneven, emb. Mouladurioù Hor Yezh, [[1985]], 288 p. Emvuhezskrid.
* ''Trois Orphées aux enfers'', asambles gant Ronan Pichery-Abroc'hell hag Auguste Boncors, [[1952]].
== Levrlennadur ==
* [[Francis Favereau]], Jaffrennou-Taldir, erlamet diouzh ''Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved'', Skol Vreizh, 2002, pp. 53-94
* Francis Favereau, ''Kazetennerezh Ar Bobl (1904-1914)'', e-barzh ''Breizh ha pobloù Europa''...en enor da Per Denez, Hor Yezh;PUR, 2000, pp. 223-238.
* [[Gwenc'hlan Le Scouëzec]], ''L'Affaire Taldir: Le Grand Druide était innocent.''{{ISBN|2-9516454-3-1}}
* Philippe Le Stum, ''Le Néo-druidisme en Bretagne'', Éditions Ouest-France, 1998.{{ISBN|2-7373-2281-2}}. Diwar ar c'hounskrid mestroniezh, Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek'', Al Liamm, 1992. Pennad : Jaffrennou, François Joseph Caude.{{ISBN|2-7368-0034-6}}
* ''À la cour de justice: l'épilogue de l'affaire Jaffrennou''. In : ''La voix de l'Ouest'', N°129, juin 1945.
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
{{wikimammenn|Oberour:Frañsez Jaffrennou}}
{{DEFAULTSORT:Jaffrennou, Fransez}}
[[Rummad:Frañsez Jaffrennou]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Izili ar Goursez]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Karnoed]]
[[Rummad:Karaez-Plougêr]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1879]]
[[Rummad:Marvioù 1956]]
[[Rummad:Drouizelezh Vreizh]]
[[Rummad:Rannvroelouriezh e Breizh]]
[[Rummad:Unvaniez Arvor]]
nm2vnxxqrikzalqy2allu7ts94emn4e
2197662
2197660
2026-08-08T11:18:32Z
Kestenn
14086
vk + dilec'hiet lec'hiadur e vez e dibenn deskrivadur e vuhez kentoc'h evit e digoradur ar pennad. A galon,
2197662
wikitext
text/x-wiki
{{Infobox Skrivagner
| anv =
| skeudenn = Taldir2.jpg
| ment = 200
| alc'hwez = Frañsez Jaffrennou, e Kendalc'h keltiek
[[Caernarfon]] e [[1904]]
| anv mat = François Joseph Claude Jaffrennou
| anv pluenn = [[Taldir]]
Julien Carentoir
Fanch
Ar Furcher
Gwilherm
Herninn
Jean du Tacotac
Teod Lem
Wel Skler
| anv drouiz = Taldir ab Herninn
| obererezh = Barzh, kazetenner, saver pezhioù-c'hoari
| deiziad ganet = {{deiziad|15|Meurzh|1879}}
| lec'h ganet = [[Karnoed]], {{Kernev}},
{{Breizh}}
| deiziad marv = {{deiziad|23|Meurzh|1956}}
| lec'h marv = Brageirac, {{Okitania}}
| yezh = [[Brezhoneg]]
[[Galleg]]
| luskad = Emsav kentañ, Goursez Vreizh
| enorioù = Ofiser ar palmez akademek (1931), Marc'heg al Lejion a Enor (1938)
| oberennoù pennañ = ''An Hirvoudoù''
''An Delenn Dir''
''Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez (tezenn)''
Barzaz Taldir ab Herninn
''Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard''
| traoù ouzhpenn = Difennet chom e Breizh outañ adalek 1946

'''Frañsez Jaffrennou''' a oa un [[embannerezh|embanner]], ur marc'hadour, ur c'hazetenner hag ur skrivagner [[brezhonek]], ganet e [[Karnoed]] d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[1879]] ha marvet d'ar [[26 a viz Meurzh]] [[1956]] e [[Brageirac]]<ref>''Bergerac'' hervez ar stumm ofisiel gallek.</ref> (departamant an [[Dordogne (departamant)|Dordogne]], en [[Okitania]]). Goude bezañ bet kentañ diskibl kentelioù brezhonek [[Frañsez Vallée]] ha troour [[kan broadel]] Breizh — ''[[Bro gozh ma zadoù]]'' — e kemeras ur perzh bras e-barzh an Emsav kentañ pa oa bet unan eus diazezerien [[Kevredigez Broadel Breiz]] hag ivez pennadurezh pennañ [[Goursez Vreizh]], ma voe lakaet da zrouiz ennañ er vodadeg kentañ. Dibab a reas ''Taldir ab Herninn'' evel anv-drouiz ha ''Taldir'' da anv-pluenn ha reoù all.
==Buhez==
Mab e oa da Glaoda Jaffrennou, bet [[noter]] e Karnoed ha da [[Anna Roparzh]], houmañ barzhez ha saverez-kanaouennoù e brezhoneg, eus [[Bolazeg]]. Tad e voe d'ar soner [[Gildas Jaffrennou|Gweltaz Jaffrennou]]. Goude e studi e skolaj [[Itron-Varia Wengamp]] ez eas da [[Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg|hini Sant-Charlez e Sant-Brieg]]. Eno e c'houlennas ma voe roet kentelioù brezhonek hag diouzh-se e tarempredas gant [[Frañsez Vallée]], a voe anvet da gelenner war ar brezhoneg.

E [[Roazhon]] e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg [[Joseph Loth]], asambles gant [[Pêr ar Rouz]]. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh diwar-benn ar barzh ha kaner [[Prosper Proux]]. Bet eo Taldir-Jaffrennoù an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Gant Vallée en doa heuliet kentelioù kembraek ken e voe gouest da dreiñ kan broadel [[Bro-Gembre]], [[Hen Wlad fy Nhadau]].
Goude embannadennoù teskadoù barzhonegoù brezhonek (1899, 1900, 1902…), e voe merzet e varregezhioù lennegel, rak gwelet e veze evel modern.

E brezhoneg e tesavas e vugale, ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur [[bourc'hizelezh|bourc'hiz]] ; an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se. Prenañ a reas un ti-moullañ evit gallout sevel kazetennoù kenwerzhel ha skignañ e vennozhioù rannvroelour ha diorren ar wask vrezhonek. E 1904 ec'h embannas ur gelaouenn viziek e brezhoneg anvet ''[[Ar Vro (kelaouenn)|Ar Vro]]'', hag ur gazetenn sizhuniek brezhonek-gallek anvet ''[[Ar Bobl]]'', an div skignet er [[Poc'hêr]].

Emezelañ a reas er vuhez politikel, koulz en e vro pa voe cheu etre e gostezenn rannvroelour ha kristen hag hini ar radikaled-sokialourien a oa e penn ar Poc'hêr hag e Breizh a-bezh ha pelloc'h. Kemer a reas perzh en daou aozadur nevez, [[Kevredigez Broadel Breiz]] (Union Régionaliste Bretonne) e [[1898]] hag [[Unvaniez Arvor]] (Fédération régionaliste bretonne) e 1911. O vezañ ma oa unan eus an drouized pennañ, a-raok ma vo Drouiz-Meur e 1933, e tapas ul levezon vras war al luskad rannvroelour a oa ennañ kalz a embregerien vihan eveltañ.

A-ratozh-kaer en em vode an Drouized bep bloaz e-doug gouelioù keltiek a veze aozet ganto asambles gant o mignoned lec'hel ha pennadurezhioù ar bastell-vro. Un den o taremprediñ meur a benn uhel e oa F. Jaffrennou ha gouest da vezañ degemeret mat gant ar pennadurezhioù. Div wezh e tapas arouezennoù enor roet d'an dud ur spered republikan asur ganto.
Ne c'hellas mui kendelc'her gant an embann goude ar Brezel-bed kentañ ha, goude bezañ bet gwerzhet ar voullerezh e cheñchas e vicher da hini marc'hadour gwin, sistr ha alkool.

Adkregiñ a reas gant an embann kazetennoù e [[1921]], pa gavas un den prest da fiziañ ennañ ur gelaouenn pa glask hemañ sevel un emglev armerzhel, Kevre Breiz (Le Consortium breton) evit bodañ embregerezhioù Breizh en ur rouedad klozarmerzhez.
== Obererezh politikel ==
Er bloaz [[1900]] e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant [[Leon ar Berr]] a chomas ur c'heneil feal, koulz evel kazetenner hag evel drouiz. E [[1899]] e kemeras perzh er vodadeg a ziazezzas Kevredigez Vroadel Breiz, kentañ aozadur a zo bet krouet gant an emsaverien e Breizh. Bloaz goude e voe anvet da zrouiz asambles gant [[Yann ar Fusteg]] ha [[Erwan Berthou]] e-doug kentañ bodadeg ar Goursez e 1900.

Er bloaz [[1903]] en doa tapet lakaat anaout "[[Bro gozh ma zadoù|Bro Goz ma Zadou]]" da "gan broadel" e kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz.

Evitañ da vezañ ur barzh hag istimet mat e klaske tolpañ ar varzhed vrezhonek ken e teufent da vezañ embannerien spered kelt Breizh diwar patrom luskad ar varzhed kembraek a ambroug buhez sevenadurel o bro. Ar "varzhelezh" e rae eus al luskad kelt hag e soñje-eñ, asambles gant izili Skolaj ar Varzhed (un eil anv a veze implijet gantañ evit Goursez Vreizh), e c'hellfe bezañ kreñvaet saviad ar Broioù kelt (Breizh, Kembre, Kernow, Man ha Skos) ma vije staliet liammoù strizh etrezo e framm an [[Hollgeltiegezh]] pe Geltiegezh.

Klask a reas lakaat diwanañ un "dispac'h sevenadurel" hep ma vefe disrannet Breizh diouzh Bro-C'hall. Daremprediñ a reas tud ar vegenn evit o c'hendrec'hiñ e oa un dra vat kelenn ar brezhoneg e Breizh-Izel ha broudañ ur santad brezhon e Breizh a-bezh.
{{quotation|Er par denel n'emañ ket ar voul ganeomp tamm ebet. En degouezhioù-mañ, gant ma ya ar Spered da vezañ trec'h war an Danvez e ya d'an Emsav sezizañ an uhelidi. Ma teu Moloch da ren a-raok ma c'hellimp frammañ ac'hanomp war savlec'hioù deskadurel ez aimp da goll. Hag ur brezegenn c'houllo a vo ac'hanomp !|Testenn c'hallek orin gant Ronan Caerléon, ''Complots pour une république bretonne'', La Table ronde, 1968, p. 111.}}
E 1911, goude kendalc'h Kevredigez Vroadel Breiz ma tarzhas diemglevioù etre kostezenn an dudjentil roueelour hag hini an izili gant ur spered kristen ha sokial digoroc'h e tibabas mont gant ar re a oa liammet ouzh ar vourc'hizelezh vihan a veze o tiorren, a-feur ma kreske an deskadurezh<ref>Michel Nicolas, ''Histoire du Mouvement breton'', Pariz, Syros, 1982. P. -67.</ref>. Darn eus ar "Varzhed" a yeas da sevel un aozadur nevez, Unvaniez Arvor (Fédération régionaliste de Bretagne) ha Poellgor ar Goursez a oa hogos kuzul-ren an UA. Hervez Michel Nicolas, pennrener gwir an aozadur (kadoriet gant an barzh [[Jos Parker]]) e oa [[Jean Choleau]], nann-brezhoneger, met barrek war an armerzh. Lezet e veze Taldir hag e genseurted da ren war an temoù lennegel ha yezhel, rak kevrennoù arbennik a voe evel e KBB hag er c'hevarzheoù gouiziek.
Da-geñver kendalc'h Unvaniez Arvor e Douarnenez e miz Eost 1912 e voe savet abadennoù a bep seurt (ha prezegennoù.kanaouennoù, dañsoù, sonerezh, gouren) gant skoazell an ti-kêr. Bodadeg ha lid a veze graet ar Goursez digor anezhi a voe dalc'het er mare-se ivez. Kenstrollañ abadennoù a bep seurt, breizhek o livioù, a voe barregezh dibar an Drouized. Unan eus ar [[gouelioù keltiek]]-se gant 150 kouviad o tont eus ar [[Rouantelezh-Unanet]] a voe aozet gant Taldir hag rannvroelourien lec'hel evel [[Pêr Mokaer]] a voe arc'hantaouet gant [[Brest|kêr Vrest]] e 1908. En degouezh-se e kanas [[laz-kanañ]] bugale Karaez ar Vro gozh ma zadoù war kae ar [[porzh-houarn]].
Etre an daou vrezel-bed e stourmas F. Jaffrennou evit ar brezhoneg hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[Goursez Vreizh|Goursez Breizh]], a glaskas kas war-raok.
D'ar [[1añ a viz Kerzu]] [[1940]] e sinas, a-gevret gant [[Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]] ha [[Roparz Hemon]], ur reketig titlet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, p. 71.</ref>.
[[Restr:KaraezBeredBezFrañsezJaffrennou-Taldir.JPG|thumb|Bez Taldir e bered Karaez]]
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e voe karc'haret Taldir e toull-bac'h [[Kemper]] evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel vreizhat. Tamallet e oa dezhañ bezañ flatret al levrdier Adolf ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe ha harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e Breizh. Mervel a reas eno en harlu e Brageirac, en [[Okitania]]. Emañ e gorf e bez e familh e bered Karnoed, hep tamm meneg ebet eus e anv pluenn nag eus e obererezh. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar [[Brezel-bed Kentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. E [[Levraoueg Vroadel Kembre]] en [[Aberystwyth]] eo miret an darn eus e eñvorennoù a zo chomet diembann.
== Oberennoù ==
* ''Buez Sant Erwan'', [[Sant-Brieg]], moul. Sant Gwilherm, [[1896]]. C'hoariva.
* ''Buez Sant Briek'', Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, [[1896]].
* ''An Hirvoudou'', Sant-Brieg, moul. Prudhomme, [[1899]]. Barzhonegoù.
* ''Gwerziou AbHerve ha Taldir, brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver'', Sant-Brieg, moul. Gwion, [[1899]].
* ''C'hoari fentus ar bourc'hiz lorc'hus, pe histor plijadurus eun aotrou divrezhounek deut da veza eur Breizad mad (3 arvest)'', [[Montroulez]], moul. Hamon, [[1899]].
* ''An Delen Dir'', Sant-Brieg, moul. Prudhomme, [[1900]]. Barzhonegoù.
* ''Nigoudenn Berehar mestr-skol (2 arvest)'', Montroulez, emb. La Résistance, [[1900]].
* ''En tu all d'ar maro'', Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, [[1900]].
* ''Kanaouennou brezhonek'', (3 levr), [[Gwened]], moul. Lafolye, [[1900]]-[[1901]].
* ''Kanaouennou poblus (war follennou distag)'', [[Karaez]], moul. Ar Bobl, [[1902]]-[[1914]].
* ''Barzaz Taldir Ab Herninn'', [[Pariz]], moul. Champion, [[1903]], [[1911]], [[1923]] ha [[1934]]. Barzhonegoù.
* ''Pontkallek, pe buez kaër ha maro mad eun dijentil a Vreiz, bet dibennet e Naoned er bloavez 1720'' (5 arvest), [[Brest]], moul. Derrien, [[1903]].
* ''Ar barz hag ar prokulor'', (4 arvest), [[Karaez]], [[moulerezh Ar Bobl]], [[1904]].
* ''Janedig ar plac'h divroet'', (2 arvest), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1904]].
* ''Malo Korret an Tour d'Auvergne'', (4 arvest), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1906]].
* ''[[Seiz-ha-seiz-ugent divunaden]]'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1908]].
* ''[[Breiziz 1810-1910]]'', [[Karaez]], moul. Ar Bobl, [[1901]].
* ''Teatr brezonek poblus'', (teskad), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1911]].
* ''La genèse d'un mouvement - Ganedigez eun emzao'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1912]].
* ''Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez'', (tezenn), [[Karaez]], Ar Bobl, [[1913]].
* ''[[Giriadur Gallek ha Brezonnek]] - Le grand dictionnaire français-breton de poche'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1914]].
* ''Kenteliou labour-douar gant Gwilherm, mêrour'', [[Karaez]], Ar Bobl, [[1914]].
* ''Histoire anecdotique de [[Karaez|Carhaix]], (Ancienne Vorganium) en sept veillées, contée par un Génie romain'', [[1924]] ; ademb. [[Kemper]], moul. ATR, [[1984]]. Istor lec'hel.
* ''20 chansons populaires pour les Écoles de Bretagne sur les airs du Folklore celtique. Chant Breton et Chant Français'', [[1936]] ; ademb. [[Pariz]], moul. H Lemoine, [[1954]].
* ''Kanaouennou evit ar yaouankiz'', [[Gwened]], [[1942]].
* ''Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz'', Brest, emb. Armorica, [[1944]], 218 p. ; ademb. ''Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard'', Lesneven, emb. Mouladurioù Hor Yezh, [[1985]], 288 p. Emvuhezskrid.
* ''Trois Orphées aux enfers'', asambles gant Ronan Pichery-Abroc'hell hag Auguste Boncors, [[1952]].
== Levrlennadur ==
* [[Francis Favereau]], Jaffrennou-Taldir, erlamet diouzh ''Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved'', Skol Vreizh, 2002, pp. 53-94
* Francis Favereau, ''Kazetennerezh Ar Bobl (1904-1914)'', e-barzh ''Breizh ha pobloù Europa''...en enor da Per Denez, Hor Yezh;PUR, 2000, pp. 223-238.
* [[Gwenc'hlan Le Scouëzec]], ''L'Affaire Taldir: Le Grand Druide était innocent.''{{ISBN|2-9516454-3-1}}
* Philippe Le Stum, ''Le Néo-druidisme en Bretagne'', Éditions Ouest-France, 1998.{{ISBN|2-7373-2281-2}}. Diwar ar c'hounskrid mestroniezh, Skol-Veur Breizh-Izel, Brest.
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek'', Al Liamm, 1992. Pennad : Jaffrennou, François Joseph Caude.{{ISBN|2-7368-0034-6}}
* ''À la cour de justice: l'épilogue de l'affaire Jaffrennou''. In : ''La voix de l'Ouest'', N°129, juin 1945.
== Notennoù ha daveoù ==
{{Daveoù}}
{{wikimammenn|Oberour:Frañsez Jaffrennou}}
{{DEFAULTSORT:Jaffrennou, Fransez}}
[[Rummad:Frañsez Jaffrennou]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Izili ar Goursez]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Karnoed]]
[[Rummad:Karaez-Plougêr]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1879]]
[[Rummad:Marvioù 1956]]
[[Rummad:Drouizelezh Vreizh]]
[[Rummad:Rannvroelouriezh e Breizh]]
[[Rummad:Unvaniez Arvor]]
lq9q8jc8nlv2c8sg7s8yem2urlmgxk2
Kolombia
0
29672
2197657
2193156
2026-08-08T06:20:56Z
Martin Macha 2111
60037

2197657
wikitext
text/x-wiki
{{Patrom:Infobox bro
|anv ofisiel = República de Colombia
|anv klok bzg = Republik Kolombia
|anv boutin bzg = Kolombia
|skeudenn banniel = Flag of Colombia.svg
|skeudenn skoed-ardamez = Coat of arms of Colombia.svg
|doare arouez = skoed-ardamez
|skeudenn_kartenn = LocationColombia.svg
|enskrivadur_kartenn =
|ger-stur broadel = ''"Libertad y Orden"''{{spaces|2}}([[Spagnoleg]])
"Frankiz hag Urzh"
|kan broadel = ''[[Oh, Gloria Inmarcesible!]]''
|yezhoù ofisiel = [[Kastilhaneg]]
|strolladoù etnek =
|kêr-benn = [[Bogotá]]
|Led-d=4 |Led-m=39 |Led-NS=N |Hed-d=72 |Hed-m=3 |Hed-RK=W
|kêr vrasañ = [[Bogotá]]
|doare gouarnamant = [[Republik]]
|titl penn ar vro1 = [[Prezidanted Kolombia|Prezidant]]
|anv penn ar vro1 = [[Abelardo de la Espriella]]
|gorread = 1 138.910
|renk_gorread = 26{{vet}}
|dregantad doureier = 8,8
|istimadur_poblañs = 52 695 952
|istimadur_poblañs_renk = 27{{vet}}
|istimadur_poblañs_bloaz = 2024
|niveradeg_poblañs = 42 090502
|niveradeg_poblañs_bloaz = 2005
|stankter_ar_boblañs = 41
|renk_stankter_ar_boblañs = 161{{añ}}
|PDK_PGP = $688 miliard
|PDK_PGP_renk = 32{{vet}}
|PDK_PGP_bloaz = 2016
|PDK_PGP_keidenn = $14 100
|PDK_PGP_renk_keidenn = 117{{vet}}
|doare_riegezh = Dizalc'hded
|elfenn_war_ar_riegezh = diouzh [[Spagn]]
|darvoud_heverk1 = Disklêriet
|deiziad_heverk1 = [[20 a viz Gouere]] [[1810]]
|darvoud_heverk2 = Anavezet
|deiziad_heverk2 = [[7 a viz Eost]] [[1819]]
|darvoud_heverk3 =
|deiziad_heverk3 =
|darvoud_heverk4 =
|deiziad_heverk4 =
|FDD = {{increase}} 0,727
|FDD_renk = 95{{vet}}
|FDD_bloaz = 2016
|FDD_rummad = krenn
|moneiz = [[Peso kolombian|Peso]]
|kod moneiz = COP
|gwerzhid-eur =
|utc_offset = -5
|gwerzhid-eur_eur_hañv =
|eur_hañv_notenn =
|utc_offset_eur_hañv =
|Kod pellgomz = 57
|Kod kenrouedad = [[.co]]
|notennoù =

'''Kolombia''' ([[spagnoleg]] : ''Colombia''), ent-ofisiel '''Republik Kolombia''' (''República de Colombia''), zo ur vro e gwalarn [[Suamerika]]. [[Bogotá]] eo ar [[kêr-benn|gêr-benn]] anezhi.

Ur vro ec'hon eo, ar 26{{vet}} hini er bed, ha poblet gant 47 milion a dud eo, an 30{{vet}} hini er bed.
Lies eo orinoù hec'h annezidi : [[Amerindianed|amerindian]], [[Europa (kevandir)|europat]], [[Afrika|afrikan]]. Brudet eo ar vro evit gounit [[kafe]], [[bleuñv|bleunioù]], [[emrodez]], [[glaou]] ha [[tireoul]]. Kenderc'her [[kokain]] pennañ ar bed eo chomet e-pad pell, a-raok bezañ bet digresket ar produerezh abaoe un nebeud bloavezhioù.
E [[1819]] e oa bet disklêriet Kolombia dizalc'h diouzh [[Spagn]]. [[Kevre Kolombia Vras|Kolombia vraz]] a vez graet anezhi, rak enni edo '''Kolombia''' a-vremañ, [[Panamá]], [[Venezuela]] hag [[Ecuador]].

Ur [[Republik prezidantel]] eo bremañ. Goude bloavezhioù a feulster eo stabilaet an traoù adalek [[2010]] war tachenn ar [[politikerezh]].
== Tud ==
{{Commons|Colombia}}
* [[Fernando Botero]], kizeller
* [[Gabriel García Márquez]], skrivagner, [[Priz Nobel al Lennegezh]]
* [[Juan Pablo Montoya]], bleiner kirri
* [[Shakira]], kanerez
{{Departamantoù Kolombia}}
{{Su-Amerika}}
{{Broioù spagnolek}}
{{Aozadur ar Stadoù Amerikan}}
[[Rummad:Kolombia]]
7nmfulccjqhdha7jft8imehq1g7lanm
2197658
2197657
2026-08-08T06:26:06Z
Martin Macha 2111
60037

2197658
wikitext
text/x-wiki
{{Patrom:Infobox bro
|anv ofisiel = República de Colombia
|anv klok bzg = Republik Kolombia
|anv boutin bzg = Kolombia
|skeudenn banniel = Flag of Colombia.svg
|skeudenn skoed-ardamez = Coat of arms of Colombia.svg
|doare arouez = skoed-ardamez
|skeudenn_kartenn = LocationColombia.svg
|enskrivadur_kartenn =
|ger-stur broadel = ''"Libertad y Orden"''{{spaces|2}}([[Spagnoleg]])
"Frankiz hag Urzh"
|kan broadel = ''[[Oh, Gloria Inmarcesible!]]''
|yezhoù ofisiel = [[Kastilhaneg]]
|strolladoù etnek =
|kêr-benn = [[Bogotá]]
|Led-d=4 |Led-m=39 |Led-NS=N |Hed-d=72 |Hed-m=3 |Hed-RK=W
|kêr vrasañ = [[Bogotá]]
|doare gouarnamant = [[Republik]]
|titl penn ar vro1 = [[Prezidanted Kolombia|Prezidant]]
|anv penn ar vro1 = [[Abelardo de la Espriella]]
|gorread = 1.138.910
|renk_gorread = 25{{vet}}
|dregantad doureier = 2,1
|istimadur_poblañs = 53.399.171
|istimadur_poblañs_renk = 26{{vet}}
|istimadur_poblañs_bloaz = 2026
|niveradeg_poblañs =
|niveradeg_poblañs_bloaz = 2026
|stankter_ar_boblañs = 46,8
|renk_stankter_ar_boblañs = {{añ}}

71r32x6j04pygc2bn3w7s73hbzmg2ey
2197659
2197658
2026-08-08T06:27:12Z

Ur vro ec'hon eo, ar 26{{vet}} hini er bed, ha poblet gant 53,4 milion a dud eo, an 25{{vet}} hini er bed.
Lies eo orinoù hec'h annezidi : [[Amerindianed|amerindian]], [[Europa (kevandir)|europat]], [[Afrika|afrikan]]. Brudet eo ar vro evit gounit [[kafe]], [[bleuñv|bleunioù]], [[emrodez]], [[glaou]] ha [[tireoul]]. Kenderc'her [[kokain]] pennañ ar bed eo chomet e-pad pell, a-raok bezañ bet digresket ar produerezh abaoe un nebeud bloavezhioù.
E [[1819]] e oa bet disklêriet Kolombia dizalc'h diouzh [[Spagn]]. [[Kevre Kolombia Vras|Kolombia vraz]] a vez graet anezhi, rak enni edo '''Kolombia''' a-vremañ, [[Panamá]], [[Venezuela]] hag [[Ecuador]].

Ur [[Republik prezidantel]] eo bremañ. Goude bloavezhioù a feulster eo stabilaet an traoù adalek [[2010]] war tachenn ar [[politikerezh]].
== Tud ==
{{Commons|Colombia}}
* [[Fernando Botero]], kizeller
* [[Gabriel García Márquez]], skrivagner, [[Priz Nobel al Lennegezh]]
* [[Juan Pablo Montoya]], bleiner kirri
* [[Shakira]], kanerez
{{Departamantoù Kolombia}}
{{Su-Amerika}}
{{Broioù spagnolek}}
{{Aozadur ar Stadoù Amerikan}}
[[Rummad:Kolombia]]
mo10qc3gjt4n3k7m1205a2dgtb9yuzn
Artashes Minasian
0
29915
2197652
1700896
2026-08-07T18:43:17Z
Dakbzh
58931
+ Kempenn.
2197652
wikitext
text/x-wiki
[[File:Petrosian Minasian 2008 Dresden.jpg|thumb|250px|Arshak Petrosian hag Artashes Minasian e [[Dresden]] e 2008.]]
[[File:Petrosian Minasian 2008 Dresden.jpg|thumb|250px|Arshak Petrosian, Artashes Minasian (2008)]]
'''Artashes Minasian''' a zo bet ganet d'ar [[21 Genver|21 a viz Genver]] [[1967]] en [[Armenia]].

Ur c'hoarier [[echedoù]] armeniat ha soviedat eo.
Mestr Meur Etrebroadel (GM) eo.
.2586 e oa e niver [[Renk Elo|Elo]] e miz Ebrel [[2007]], da lâret eo ar 7vet plas ag [[Armenia]] hag ar 191vet er bed.
2614 eo e wellañ niver [[Renk Elo|Elo]], bet tizhet e miz Here [[2000]].

Kampion [[Armenia]] e voe e [[1990]], [[1992]](a-gevred gant [[Ashot Anastasian]]) ,[[1993]] ,[[1995]] ,[[2004]] ha [[2006]].
E [[1991]],e [[Moskov]], e voe trec’h en 58vet ha diwezhañ Kampionad an [[Unaniezh Soviedel]], a-raok dispartiadenn an [[Unaniezh Soviedel]].
A-gevred gant izili arall ([[Levon Aronian]],[[Vladimir Hakobyan]],[[Karen Asrian]], [[Gabriel Sargissian]] ha [[Smbat Lpoutian]]) skipailh olimpek [[Armenia]] e tapas ar Vendalenn Aour en Olimpiadoù ag Echedoù a [[2006]] e [[Torino]] ([[Italia]]), dirak [[Sina]] ha [[SUA]].
== Liammoù diavaez ==
*{{en}}[http://www.fide.com/ratings/card.phtml?event=13300040 E fichenn FIDE]
*{{en}}[http://www.chessgames.com/perl/chessplayer?pid=49445 335 E bartiennoù e Chessgames]
{{DEFAULTSORT:Minasian, Artashes}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1967]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù armeniat]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù soviedat]]
24roer44xv6d3i6gh1xa84327xvxkop
2197654
2197652
2026-08-07T18:57:13Z
Dakbzh
58931
+ Nev. renk Elo, astenn ha kempenn.
2197654
wikitext
text/x-wiki
[[File:Petrosian Minasian 2008 Dresden.jpg|thumb|250px|Arshak Petrosian hag Artashes Minasian e [[Dresden]] e 2008.]]
'''Artashes Minasian''' a zo bet ganet d'ar [[21 Genver|21 a viz Genver]] [[1967]] en [[Armenia]].
Ur c'hoarier [[echedoù]] armeniat ha soviedat eo.
Mestr Meur Etrebroadel (GM) eo abaoe 1992, Mestr Etrebroadel e oa abaoe 1991, Gourdoner FIDE eo abaoe 2015<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]</ref>.
2 460 edo he [[renk Elo]] ''Standard'' e miz Eost 2026, 2 470 he renk ''Fonnapl'' ha 2 549 he renk ''Luc'hedenn''<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]</ref>.
2 537 eo bet he renk Elo ''Standard'' uhelañ, bet tizhet e miz Mae 2011.

2586 e oa e niver [[Renk Elo|Elo]] e miz Ebrel [[2007]], da lâret eo ar 7vet plas ag [[Armenia]] hag ar 191vet er bed.
2 614 eo e wellañ niver [[Renk Elo|Elo]], bet tizhet e miz Here [[2000]].

Kampion [[Armenia]] e voe e [[1990]], [[1992]](a-gevred gant [[Ashot Anastasian]]) ,[[1993]] ,[[1995]] ,[[2004]] ha [[2006]].
E [[1991]],e [[Moskov]], e voe trec'h en 58vet ha diwezhañ Kampionad an [[Unaniezh Soviedel]], a-raok dispartiadenn an [[Unaniezh Soviedel]].
A-gevred gant izili arall ([[Levon Aronian]],[[Vladimir Hakobyan]],[[Karen Asrian]], [[Gabriel Sargissian]] ha [[Smbat Lpoutian]]) skipailh olimpek [[Armenia]] e tapas ar Vendalenn Aour en Olimpiadoù ag Echedoù a [[2006]] e [[Torino]] ([[Italia]]), dirak [[Sina]] ha [[SUA]].
== Notennoù ha daveennoù ==
{{daveoù}}
== Liammoù diavaez ==
*{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]
*{{en}}[http://www.chessgames.com/perl/chessplayer?pid=49445 335 E bartiennoù e Chessgames]
{{DEFAULTSORT:Minasian, Artashes}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1967]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù armeniat]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù soviedat]]
5hb1owihs2gppjihzc20mbitwdrr8x0
2197655
2197654
2026-08-07T19:32:47Z
Dakbzh
58931
2197655
wikitext
text/x-wiki
[[File:Petrosian Minasian 2008 Dresden.jpg|thumb|250px|Arshak Petrosian hag Artashes Minasian e [[Dresden]] e 2008.]]
'''Artashes Minasian''' a zo bet ganet d'ar [[21 Genver|21 a viz Genver]] [[1967]] en [[RSS Armenia|Armenia]] en [[URSS]].
Ur c'hoarier [[echedoù]] armeniat ha soviedat eo.
Mestr Meur Etrebroadel (GM) eo abaoe 1992, Mestr Etrebroadel e oa abaoe 1991, Gourdoner FIDE eo abaoe 2015<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]</ref>.
2 460 edo he [[renk Elo]] ''Standard'' e miz Eost 2026, 2 470 he renk ''Fonnapl'' ha 2 549 he renk ''Luc'hedenn''<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]</ref>.
2 537 eo bet he renk Elo ''Standard'' uhelañ, bet tizhet e miz Mae 2011.

2586 e oa e niver [[Renk Elo|Elo]] e miz Ebrel [[2007]], da lâret eo ar 7vet plas ag [[Armenia]] hag ar 191vet er bed.
2 614 eo e wellañ niver [[Renk Elo|Elo]], bet tizhet e miz Here [[2000]].

Kampion [[Armenia]] e voe e [[1990]], [[1992]](a-gevred gant [[Ashot Anastasian]]) ,[[1993]] ,[[1995]] ,[[2004]] ha [[2006]].
E [[1991]],e [[Moskov]], e voe trec'h en 58vet ha diwezhañ Kampionad an [[Unaniezh Soviedel]], a-raok dispartiadenn an [[Unaniezh Soviedel]].
A-gevred gant izili arall ([[Levon Aronian]],[[Vladimir Hakobyan]],[[Karen Asrian]], [[Gabriel Sargissian]] ha [[Smbat Lpoutian]]) skipailh olimpek [[Armenia]] e tapas ar Vendalenn Aour en Olimpiadoù ag Echedoù a [[2006]] e [[Torino]] ([[Italia]]), dirak [[Sina]] ha [[SUA]].
== Notennoù ha daveennoù ==
{{daveoù}}
== Liammoù diavaez ==
*{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/13300040 E fichenn FIDE]
*{{en}}[http://www.chessgames.com/perl/chessplayer?pid=49445 335 E bartiennoù e Chessgames]
{{DEFAULTSORT:Minasian, Artashes}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1967]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù armeniat]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù soviedat]]
dn9gl4xqnlt5j5gxhfx196fmixliqm4
Alexi
0
128821
2197650
2144871
2026-08-07T16:47:06Z
Arko
540
Aleksey
2197650
wikitext
text/x-wiki
'''Alexi''' a zo un anv-bihan roet d'ar baotred dreist-holl ha d'ar merc'hed a-wechoù, tennet eus [[Alexander]] hag [[Alexandra]].
== Yezhoù all ==
* [[Alexis]] e galleg
* [[Aleksey]] e ruseg
[[Rummad:Anvioù]]
qjk52njhqep2rp7xeyrvwgh56fsjgd0
Joel Donarzh
0
175746
2197641
2151439
2026-08-07T16:06:15Z
~2026-43418-93
93239
/* Troidigezhioù */
2197641
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''' zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
gxza31nb8vo2zmpzksakzz9qnfwf3rx
2197642
2197641
2026-08-07T16:07:44Z
~2026-43418-93
93239
/* Danevelloù */
2197642
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''' zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
b64k11wx0xh1ltfb2ort0vh8nl377yu
2197643
2197642
2026-08-07T16:08:24Z
~2026-43418-93
93239
/* Danevelloù */
2197643
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''' zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
34838l38x5q7jqrci1ene4f7bshmjqm
2197644
2197643
2026-08-07T16:12:05Z
~2026-43418-93
93239
2197644
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''', ganet e [[1958]],<ref>[https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m]</ref> zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
kfg52z5djiodcf6ye3h2nrmat5o7tx9
2197645
2197644
2026-08-07T16:12:43Z
~2026-43418-93
93239
2197645
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''', ganet e [[1958]],<ref>https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m</ref> zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
mqx2ayspjdmnfj3au174298krv294zh
2197646
2197645
2026-08-07T16:16:01Z
~2026-43418-93
93239
2197646
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''', ganet e [[1958]]<ref>https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m</ref> en [[Agen]],<ref>https://www.letelegramme.fr/cotes-d-armor/paimpol-22500/a-paimpol-la-retraite-va-sonner-pour-linstitde-diwan-3661882.php</ref> zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
mqvvcw9s3r86un9vbkz5x6fbo2y4xwh
2197647
2197646
2026-08-07T16:18:31Z
~2026-43418-93
93239
2197647
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''', ganet e gouere [[1958]]<ref>https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m</ref> en [[Agen]],<ref>https://www.letelegramme.fr/cotes-d-armor/paimpol-22500/a-paimpol-la-retraite-va-sonner-pour-linstitde-diwan-3661882.php</ref> zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
5emovjusyi6azsrabns5p1uzgo5i50b
2197648
2197647
2026-08-07T16:23:30Z
~2026-43418-93
93239
2197648
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''' (Joël Donnart), ganet e gouere [[1958]]<ref>https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m</ref> en [[Agen]],<ref>https://www.letelegramme.fr/cotes-d-armor/paimpol-22500/a-paimpol-la-retraite-va-sonner-pour-linstitde-diwan-3661882.php</ref> zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull <ref>https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Radio ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.]
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
k37qh6rcu7tmlcnca1zvj4n7d12a9sr
2197661
2197648
2026-08-08T11:14:08Z
Kestenn
14086
vi-koukoug + stumm an daveoù. A galon,
2197661
wikitext
text/x-wiki
'''Joel Donarzh''' ('''Joël Donnart''' er marilhoù), ganet e miz Gouere [[1958]]<ref>{{Fr}} ''[https://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb18189707m Donarzh, Joel (1958-...)]'', fichenn war lec'hienn ar BNF (lennet d'an 08/08/2026)</ref> en [[Agen]]<ref>{{Fr}} Armelle MENGUY, ''[https://www.letelegramme.fr/cotes-d-armor/paimpol-22500/a-paimpol-la-retraite-va-sonner-pour-linstitde-diwan-3661882.php À Paimpol, la retraite va sonner pour l’instit’de Diwan]'', Le Télégramme, 02/07/2020 (lennet d'an 08/08/2026)</ref>, zo troour ha skrivagner brezhonek. Bet eo bet skolaer e skol Diwan Pempoull<ref>Dewi Siberil, ''[https://www.letelegramme.fr/bretagne/spered-ar-vro/joel-donarzh-ur-vuhez-evit-diwan-3661253.php Joel Donarzh, ur vuhez evit Diwan]'', Le Télégramme, 02/07/2020 (lennet d'an 08/08/2026)</ref>.
== Danevelloù ==
* [[2024]] : ''An amzer grenn'', [[Al Liamm]]
* [[2026]] : ''Alez-kenwerzh'', Al Liamm
== Troidigezhioù ==
* [[2023]] : [[Joan Bodon]], ''Ar vein war an hent'', Al Liamm
* [[2024]] : [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], ''Mondo - hag istorioù all'', [[An Alarc'h]]
* [[2025]] : [[Robèrt Lafont]], ''An ikon en enez'', An Alarc'h
* [[2026]] : [[Robert Martí]], ''Arbalastrer Miramont'', An Alarc'h
== Liamm diavaez ==
* [https://www.francebleu.fr/emissions/hentou-treuz/hentou-treuz-joel-donnarzh-przh-pempoull-hag-ar-moru-7112099 ''Hentoù Treuz Joel Donnarzh porzh Pempoull hag ar moru.''], abadenn diwar e benn war [[Ici Breizh Izel]], 21/10/2023
== Daveennoù ==
{{Daveoù}}
{{DEFAULTSORT:Donarzh, Joel}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1958]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
pja4cqoyafwnf7rfx48wijgtp77kl7a
Protestantiezh e Breizh
0
176370
2197651
2197142
2026-08-07T18:30:10Z
Arko
540
/* An Temploù hag ilizoù e Breizh */ an temploù en Oriant
2197651
wikitext
text/x-wiki
[[Restr:Rennes - Temple protestant.jpg|thumb|200px|An Templ protestant boulouard ar Frankiz e Roazhon.]]
Ar [[protestantiezh|brotestantiezh]] a zo an trede [[relijion]] e Breizh, war-lerc'h ar [[katoligiezh e Breizh|gatoligiezh]] hag an [[islam e Breizh|islam]]. Emañ e [[Breizh]] abaoe penn-kentañ an [[Disivoud protestant|Disivoud]] er {{XVIvet kantved}}. Treutik e chomas niverenn ar Brotestanted vreizhat er c'hantvedoù da heul avat abalamour d'ar berzioù hag d'an heskinoù a bep seurt. Dre ma teuas Bro-C'hall da vezañ gouzañvusoc'h-gouzañvusañ ouzh ar Brotestanted e brasaas un tammig o niverenn gant pastored ha marc'hadourien o lakaat o annez e Breizh, o tont eus broioù evel Suis ha Breizh-Veur. Adalek an {{XIXvet kantved}} e teuas Ilizoù protestant all evel ar [[Badezouriezh|vadezouriezh]] hag ar [[metodouriezh|vetodouriezh]]. Ilizoù protestant nevez, o tont eus ar Stadoù-Unanet dreist-holl, a zo abaoe dibenn an XX{{vet}} kantved : ar [[pantekostiezh|bantekostiezh]], an [[azventouriezh]] hag an Ilizoù [[avielouriezh| avielour]] all. Liesseurt, bihan ha niverus eo an ilizoù protestant e Breizh hiziv eta.
Daou zeiziad a zo a-bouez evit plas ar Brotestanted er gevredigezh : e [[1802]] eo bet anavezet an [[luteriegezh|ilizoù luterian]] hag an [[ilizoù adreizhet]] en ur mod ofisiel e Frañs, hag e [[1905]] eo bet embannet al [[lezenn disparti etre an Ilizoù hag ar Stad]].
== Istor ar protestantiezh e Breizh ==
Tremen a reas ar mennozhioù protestant e Breizh adalek penn-kentañ an Disivoud protestant.
[[Renée Bro-C'hall]], merc'h da [[Anna Vreizh]], a droas ouzh ar feiz protestant kerkent hag ar bloavezhioù 1530, ha harpañ a reas ar brotestanted kement a c'hallas he buhez-pad. Unan eus ar verzerien brotestant breizhat kentañ a voe Nicolas Valleton eus Naoned, tapet e-barzh Afer ar Plakardoù (''Affaire des Placards''). Devet e voe bev e Pariz e [[1534]]. Tremen a reas an disivouder skosat [[John Knox]] ar goañvezh [[1548]] toullbac'het en ur gale e porzh Naoned.
Dont a reas an nobl gall [[François de Coligny d'Andelot]], unan eus pennoù an [[Hugunoded]] ha breur yaouankoc'h d'an amiral [[Gaspard II de Coligny]]<ref group=Notenn>Reuzied kentañ [[Brezelioù ar Relijion (Bro-C'hall)|Brezelioù ar Relijion]] a voe Gaspard de Coligny.</ref>, d'ober un droiad e Breizh e [[1558]] evit prezegañ gant pastored Karmel ha Loiseleur. Bodañ a reas an noblañs e [[Kastell ar Bretech]] e [[Merzhelieg]] (Bro-Naoned) evit kinnig dezho e gompren nevez eus ar gristeniezh. Tremen a reas ouzhpenn kant familh nobl d'ar [[kalvinouriezh|galvinouriezh]], evel an [[Roc'han (tiegezh)|Tiegezh Roc'han]] hag an [[Tiegezh Châtillon]].
=== Brezelioù ar Relijion hag an taol-esae evit adlakaat souvereniezh Dugelezh Breizh ===
[[Restr:FOULON-Duke of Mercoeur.jpg|thumb|[[Philippe-Emmanuel de Lorraine|Fulup a Loren, dug Mercœur]].]]
E-pad [[Brezelioù ar Relijion (Bro-C'hall)|Brezelioù ar Relijion]] (1562-1598) e voe dalc'het azeulerezh gant meur a Hugunod war o douaroù, dreist-holl aotrouien La Muce-Ponthus, baroned Auvagour, La Chapelle, aotrouien La Roche-Giffart, ar re Coligny, an [[Tiegezh Roc'han]]. E-pad [[Lazhadeg deiz sant Berteleme]] e [[1572]] e nac'has maer Naoned [[Guillaume Harouys]] kas da benn urzhioù ar roue ha gwareziñ a reas ar gumuniezh protestant ha marc'hadourien ar [[Proviñsoù Unanet]].
Mont a reas ar protestant [[Herri IV (Bro-C'hall)|Herri IV]] war tron Bro-C'hall e 1572. E [[1582]] e voe anvet [[Philippe-Emmanuel de Lorraine|Fulup a Loren, dug Mercœur]], da [[gouarnour Breizh]]. Nac'hañ a reas plegañ d'ar roue Herri IV, hag e penn ar [[Kevre Katolik|C'hevre Katolik]] en em lakaas. Heskinañ a reas ar familhoù protestant, ilizoù a voe distrujet gant e aduidi.
Goude [[Herri Iañ, dug Guise|dug Guise]] bezañ drouklazhet e [[1588]] e voe tennet e bost gouarnour Breizh diouzh Fulup gant ar roue e [[1589]]. Kenderc'hel a reas da zougen an titl-se betek [[1598]] avat. Ar roue nevez Herri IV n'en doa gwririoù ebet war Dugelezh Breizh. D'ar c'hontrol, [[Mari Luksembourg]], gwreg Fulup, a oa diskennardez dugelez [[Janed Pentevr]], ha gwirioù he doa war an Dugelezh eta. Rak-se e klaskas Fulup adlakaat souvereniezh ur Vreizh katolik. Sevel a reas ur gouarnamant breizhat en-dro e Naoned, en em zisklêriañ a reas « Gwarezour an Iliz Katolik ha roman » e Breizh ouzh ar roue protestant-se, ha reiñ a reas an titl a « priñs ha dug Breizh » d'e vab.
Emgannoù a voe etre partizaned Fulup Loren, kevredet gant ar bagadoù spagnol kaset di gant [[Felipe II]], ha an arme c'hall, kevredet gant ar Saozon. E-pad an trubuilhoù-se e c'houzañvas iliz [[Blaen]] un tan-gwall e [[1591]], hag ar feizidi a gavas repu e [[Kastell la Gascherie]] (e [[Chapel-Erzh]]), perc'hennet gant ar c'habiten [[kalvinour]] [[François de La Noue]].
A-benn ar fin e plegas Fulup Loren da Herri IV e [[1598]], en eskemm da spletoù a bep seurt, en o zouez ur mell sammad arc'hant. Setu perak e voe divizet kêr-benn Breizh gant Herri IV evit sinañ an Edit a echufe Brezelioù ar Relijion e Frañs, peogwir a oa ar gêr lec'h m'en doa renet Fulup Loren e-pad bloavezhioù, darbet dezhañ reiñ he dizalc'hidigezh da Vreizh.
=== Etre Edit Naoned hag e derridigezh, statud bresk ar brotestanted ===
[[Restr:Hugonotes1685.svg|thumb|Kêrioù adreizhet e [[1685]] (kartenn e [[spagnoleg]])]]
D'an 30 a viz Ebrel [[1598]] e voe sinet, gant Herri IV [[Edit Naoned|Edit brudet Naoned]] a anavezas frankiz a goustiañs hag a azeulerezh d'ar brotestanted. Adsavet e voe an azeulerezh e Breizh hag er rouantelezh gall. E Bro-Naoned, en em vodañ a reas ar re adreizhet e [[Sulieg]], ouzhpenn tri lev eus kêr, diouzh ar pezh goulennet outo gant ar skrid.
Dindan ren [[Loeiz XIII (Bro-C'hall)|Loeiz XIII]] e renas an nobl breizhat [[Herri II Roc'han]] ar strollad [[hugunoded]] evit enebiñ ouzh galloud roue Bro-C'hall. Trec'het e voe gant [[Richelieu]] e [[seziz Ar Roc'hell]] e [[1628]]. Krennet e voe gwrioù ar brotestanted gant [[Peoc'h Alès]] e [[1629]].
A-benn ar fin e voe [[Terridigezh Edit Naoned|torret Edit Naoned]] gant [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]] e [[1685]] ha ret e voe d'ar brotestanted dilezel o feiz pe mont en harlu. Distrujet e voe an holl ilizoù. Gouzañvet e voe un nebeut aesterioù avat, abalamour da darempredoù kenwerzhel Naoned gant ar [[Rouantelezh Unanet]], [[Skandinavia]] ha dreist-holl an [[Izelvroioù]], broioù pouezhus anezho.<ref>{{Liamm web |titl=''Promenade dans le Nantes protestant'' |url=https://museeprotestant.org/parcours/nantes-protestant/ |lec'hienn=Mirdi protestant |consulté le=2021-07-19}}</ref>. A-benn a ar fin e tivroas an hanter eus protestanted Breizh d'an "Douaroù Repu", da Vro-Saoz pe d'an Izelvroioù. Ne voe adkavet ar frankiz da azeuliñ nemet e [[1791]].<ref group=Notenn>Roet en doa [[Edit Damant]] ar roue [[Loeiz XVI]] ur statud gwirel gwelloc'h d'ar Brostestanted ha d'ar Yuzhevien dija e 1787.</ref>
=== Protestanted vreizhat brudet en XVI{{vet}} ha XVII{{vet}} kantved ===
* [[Renée Bro-C'hall]] (1510-1574), Dugez Ferrara, a dremenas 32 vloaz eus he buhez en Italia. Gounezet d'ar feiz brotestant kerkent hag ar bloavezhioù 1530, reiñ a reas degemer da [[Jean Calvin]], penn Republik teokratek Geneva, e [[1536]]. Eskemm a reas lizheroù gantañ. Pa varvas e gwaz e 1559 ez eas da [[Montargis]] da chom, krouiñ a reas eno un iliz adreizhet ha demeger a reas kalz repuidi brotestant e-pad Brezelioù ar Relijion.
* [[François de La Noue]] (1531-1591), kabiten hugunot e-pad Brezelioù ar Relijion.
* difennet e voe ar [[kalvinouriezh|galvinouriezh]] gant an [[Tiegezh Roc'han|tiegezh galloudus Roc'han]]. Dimezhiñ a reas [[René Iañ Roc'han]] gant ar brotestantez [[Isabeau d'Albret]] e [[1534]]. Desavet e voe o bugale er feiz protestant, en o zoue [[René II Roc'han]], [[Françoise Roc'han]] ha [[Henri Iañ Roc'han]]. Pennoù brezel protestant a voe mibien René II Roc'han, [[Henri II Roc'han]] (1579-1638) ha [[Benjamin Rochan]], er {{XVIIvet kantved}}.
<gallery>
1530-1540 Girolamo da Carpi Bildnis einer Dame anagoria.jpg|[[Renée Bro-C'hall]] tro 1530-1540 ([[Mirdi Städel]], [[Frankfurt am Main|Frankfort]]).
La-Noue.jpg|[[François de La Noue]] (1531-1591), kabiten hugunot e-pad Brezelioù ar Relijion.
Henri de Rohan.png|[[Henri II Roc'han]], penn brezel an emsavadegoù hugonot e-pad ren [[Loeiz XIII (Bro-C'hall)|Loeiz XIII]] (1620-1629).
</gallery>
=== An XIX{{vet}} hag XX{{vet}} kantved ===
[[Restr:Temple protestant nantes.png|thumb|Templ protestant Naoned tro 1890.]]
Ar [[metodouriezh]] a oa un Iliz protestant nevez ganet diwar ur chism diouzh an [[anglikaniezh]] e-pad an [[Dihun bras]], ul luskad a-bouez a glaske "dihuniñ" ar feiz protestant adalek kreiz an XVIII{{vet}} kantved e rouantelezh Breizh-Veur hag en he zrevadennoù. Tizhout a reas broioù protestant all evel Suis, ha Bro-C'hall ivez un tamm. Ar re gentañ da zegas ar feiz-se e Bro-C'hall a voe daou Vreton aet da Normandi. Jean du Pontavice hag Arnaud de Kerpezdron, troet ouzh ar feiz metodour goude o chomadenn e [[Jerzenez]], a yeas da brezeg ar c'heloù mat e Normandi an douar bras goude an Dispac'h gall. Mont a reas o diskibled, a-orin katolik alies, da avieliñ Normandi ha Breizh<ref>Léon Maury, ''Le Réveil religieux dans l’Église réformée à Genève et en France'', levrenn 2, Pariz, 1892, p. 403-415.</ref>.
Goude [[Konkordat 1801]] e voe roet chapel ar C'harmezezed, nepell eus [[Kastell Duged Breizh]], da protestanted Naoned e [[1805]] (e 1806 hervez [[Camille Mellinet]]<ref>[https://books.google.fr/books?id=fvmBuPi1glUC&pg=PA311&lpg=PA311 ''La Commune et la milice de Nantes''] gant Camille Mellinet, 1840.</ref>). Kalzig e oant e obererezh industriel Naoned ha Liger-Izel, etre 10 ha 15% eus an dud a aferioù pa oant 1% eus poblañs Naoned<ref> [https://metropole.nantes.fr/actualites/les-protestants-et-nantes-une-minorite-au-coeur-d-une-ville-portuaire#:~:text=Paul%20Bellamy%20est%20le%20maire,durant%20la%20Première%20Guerre%20mondiale. Les protestants et Nantes : une minorité au cœur d’une ville portuaire], atersadenn Charles Nicol diwar-benn istor ar Brotestanted e Naoned, lec'hienn Naoned meurgêr, lennet d'ar 1{{añ}} a viz Kerzu 2025.</ref>. Unan anezho, ar paramantour ha greantour metodour [[Thomas Dobrée (1781-1828)|Thomas Dobrée]] (1781-1828) ha pastor Naoned Wilson a skoazelljont da gas da benn ur c'houlzad evit [[torridigezh ar sklaverezh|terriñ ar sklaverezh]]<ref>Alice Wemyss, ''Histoire du Réveil 1790-1849'', Pariz, Les Bergers et les Mages, 1977, p. 135.</ref>,<ref group=Notenn>Adsavet e oa bet ar sklaverezh en trevadennoù gall e 1802 gant [[Napoleone Buonaparte]]. Torret e voe da vat e 1848.</ref>. Pemp maer protestant en deus kontet Naoned, en o zouez [[Ferdinand Favre]] (1832-1865) ha [[Paul Bellamy]] (1910-1928). E [[1855]] e voe savet templ protestant kentañ ar gêr, plasenn Edit Naoned. Bombezet e voe e 1943 hag adsavet e 1958.
Ur roll dibar a c'hoarias ar Brotestanted e Frañs evit degemer al [[lezenn disparti etre an Ilizoù hag ar Stad]] e [[1905]]. Un dro a oa hervezo da gaout an ingalded gant ar Gatoliked.
E [[1954]] e voe krouet "Mision avielour [[Romed|Tziganed]] Frañs" gant ar pastor [[pantekostiezh|pantekostiour]] breizhat [[Clément Le Cossec]]<ref> ''Du ghetto au réseau. Le protestantisme évangélique en France, 1800-2005'' gant Sébastien Fath, emb. Labor et Fides, Geneva, 2005, p.217.</ref>.
==== Roll ar bastored gembreat er brotestantiezh vrezhonek ====
War c'houlenn pastored eus [[Kembre]] [[Thomas Price (Carnhuanawc)|Thomas Price]] ha [[David Jones]] e voe troet an [[Testamant Nevez]] e brezhoneg evit ar wech kentañ, gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]]. Embannet e voe "[[Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist]]" e [[1827]].
C'hoari a reas ar pastor kembreat [[John Jenkins]] (1807-1872) ur roll dibar evit adsevel ar brotestantiezh e Breizh. Pa gejas gant ar mojennour ha skrivagner brezhoneg [[Gwilherm Rikoù]] (1778-1848) e anlaezas anezhañ d'ar feiz protestant. Kenlabourat a rejont evit adwelout troidigezh vrezhonek ar [[Bibl]] kaset da benn gant [[ar Gonideg]]. Gwilherm Rikoù a zistroas ouzh ar brotestantiezh e fin e vuhez.
Mab-bihan Gwilherm Rikoù, [[Gwilh ar C'hoad]] (1845-1914) a voe ur pastor protestant oberiant. Digeriñ a reas temploù ha skolioù e le'chioù liesseurt, ha zoken ur chapel, un ospital hag un ti-emzivaded e [[Tremael]], ha treiñ a reas e brezhoneg kanoù relijiel, an Testamant Nevez (1883) hag ar Bibl (1890).
Ober a reas ar pastor kembreat [[William Jenkyn Jones]] (1852-1925) e annez [[An Oriant|en Oriant]] e [[1882]], ha goude e [[Rosporden]], [[Kemper]] ha [[Pont-'n-Abad]]. Deskiñ a reas brezhoneg buan ar misioner badezour. Brudet eo evit bezañ an hini kentañ a droas ''[[Hen Wlad fy Nhadau]] '' e brezhoneg, e stumm ur c'hantik embannet e Kemper e [[1895]] en e levr ''Telen ar C'hristen''. Sevel a reas temploù protestant er Vro-Vigoudenn, ha stourm a reas a-enep an [[alkoolegezh]]. Douaret e voe e Kemper e 1925.
=== Protestanted vrudet en XIX{{vet}} hag XX{{vet}} kantved e Breizh ===
* [[Ferdinand Favre|Ferdinand Abraham Favre]] (1779-1867), greanter genidik eus Suis, maer Naoned etre e 1832 ha 1865, kannad ha senadour.
* [[Thomas Dobrée (1810-1895)|Thomas Dobrée]] (1810-1895), dastumer.
* [[Paul Bellamy]] (1866-1930) , maer Naoned etre 1910 ha 1928, kannad.
<gallery>
Ferdinand Favre.jpg|[[Ferdinand Favre]] (1779-1867), maer Naoned.
Thomas Dobrée.jpg|[[Thomas Dobrée]] mab (1810-1895), paramantour ha dastumer.
Portrait de Paul Bellamy.jpg|[[Paul Bellamy]] (1866-1930), maer Naoned.
</gallery>
== An Temploù hag ilizoù e Breizh ==
=== An ilizoù er XVI{{vet}} ha XVII{{vet}} kantved ===
[[Naoned]] ha [[Roazhon]] a voe an div gêr adreizhet e Breizh. Kalz re all a voe e Mervent Bro-C'hall, hag [[Ar Roc'hell]] e oa kêr-benn an [[Hugunoded]]. Ilizoù protestant a ziwanas e Bro-Naoned ha Bro-Roazhon. E [[1560]] e voe roet an iliz kentañ da protestanted Naoned e [[karter Lokidi]], ha Bachelard a voe anvet he fastor ent-ofisiel. Un iliz a voe savet e [[Cleunay]] (ul lev eus Roazhon d'ar mare-se) darempredet gant familhoù artizaned ha bourc'hizien.<ref>{{Liamm web|yezh=|aozer1=|titl=''Le protestantisme en Bretagne''|url=https://www.museeprotestant.org/notice/le-protestantisme-en-bretagne/|site=www.museeprotestant.org|périodique=[[Musée protestant]]|deiz=|gwelet d'an=2019-12-02}}</ref>. E [[1561]] e voe lakaet ar pastor Louveau e karg eus ilizoù aodoù Bro-Naoned er [[Ar Roc'h-Bernez|Roc'h-Bernez]], er [[ar Groazig|Groazig]], e [[Gwenrann]] hag e [[Penc'herieg]]. E [[1562]] e voe anvet ar pastor Silo Le Clercler e [[Kastell Blaen]] perc'hennet gant [[Izabeau d'Albret]] hag he mab [[Henri II Roc'han]] war he lerc'h<ref>{{Liamm web |titl=''Mémoire et patrimoine en Loire-Atlantique''|url=https://museeprotestant.org/notice/memoire-et-patrimoine-en-loire-atlantique/ |lec'hienn=Mirdi protestant |consulté le=2021-07-19}}</ref>.
Lakaet e voe tan da templ Blaen e [[1591]] (Brezelioù ar Relijion). Distrujet e voe templ Cleunay, e-kichen Roazhon, e [[1685]] (Terridigezh Edit Naoned).
[[Restr:Dinard église anglicane.jpg|thumb|Bodañ a ra Iliz Sant-Berteleme [[Dinarzh]] ar gumuniezh saoznek.]]
=== An temploù eus an Ilizoù "hengounel" ===
Eus an {{XIXvet kantved}} eo an temploù protestant koshañ a zo c'hoazh e Breizh :
* templ protestant Kemper, straed Kergariou, digoret en ur mod ofisiel e 1847 gant ar misioner kalvinour kembreat James Williams<ref>{{liamm web |titl=''Religion. Le temple de l'église réformée'' |url=https://www.letelegramme.fr/local/finistere-sud/quimper/ville/religion-le-temple-de-l-eglise-reformee-30-11-2011-1517330.php |accès url=payant |lec'hienn=letelegramme.fr |kazetenn=Le Télégramme |deiz=30-11-2011 |consulté le=28-05-2023}}.</ref>. Un templ all a zo e [[Lechiagad]] (Bro-Vigoudenn).
* [[templ protestant Naoned]], plasenn Skrid-Embann Naoned, savet e 1855. Distrujet e voe e 1943 gant ur vombezadenn, hag adsavet plasenn Édouard-Normand e 1958.
* templ protestant An Oriant savet e 1862, distrujet e-pad an Eil Brezel Bed hag adsavet e 1956.
* templ protestant Roazhon, savet e 1882 boulouard ar Frankiz.
* chapel protestant Gwened (e koad), savet e 1957. Un templ nevez zo bet savet e 2018<ref>[http://histoireprotestants22.blogspot.com/2022/11/le-temple-protestant-de-vannes-de-1956.html ''"Le Temple protestant de Vannes remonté à Lorient. 1957-2018"''], e barzh Blog Protestants 22, 9 a viz Meurzh 2026, gwelet d'ar 7 a vz Eost 2026.</ref>.
Temploù protestant a zo ivez e [[Plougouskant]] (1902), [[Sant-Brieg]] (1908), [[Brest]], [[Perroz-Gireg]] (1937), [[Dinarzh]] (eus Iliz Adreizhet Frañs).
Un iliz [[anglikan]] a zo ivez e [[Dinarzh]], iliz Sant Berteleme (''Saint Bartholomew''), dre an abeg ma voe diazezet ar gêr gouronkañ gant ar Saozon. Savet e voe e 1871.
''Gwelet ivez [[Bered Trugarez#Karrez protestant|ar garrez protestant e pennad "Bered Trugarez"]] Naoned.''
=== An Ilizoù protestant nevez ===
[[Restr:Eglise SDJ Nantes, France.jpg|thumb|Iliz mormon Naoned.]]
An Ilizoù protestant nevez zo niverus awalc'h e Breizh bremañ.
Un toullad mat a ilizoù avielour a zo un tamm e pep lec'h e Breizh, da skouer an iliz protestant avielour boulouard ar Beaujoire, [[karter Naoned Erzh]] e [[Naoned]], kichen-ha-kichen gant iliz katolik Sant-Jord ar Batignolles hag iliz ortodoks Sant-Bazil-Kesare-ha-Sant-Aleksei-Ugena, nepell eus [[Stad ar Beaujoire]].
Un iliz [[mormonegezh|mormon]] a zo e [[Saozon-Sevigneg]], straed Roazhon : Iliz "Jezus-Krist [[The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints|Sent an deizioù Diwezhañ]]". Re all a zo hent Santez-Lusenn e [[Naoned]], e Kemper hag en Oriant.
== An aozadurioù ==
Bodet eo ar brotestanted e [[Kevread protestant Frañs]]. E 2013 e voe krouet [[Iliz protestant unanet Frañs]] evit unaniñ an Iliz luterian hag an Iliz adreizhet.
== Levrlennadur ==
* Jean-Yves Carluer, ''Protestants et Bretons, la mémoire des hommes et des lieux'', Emb. La Cause, Pariz, 1993
* Jean-Yves Carluer, ''Les Protestants bretons. Cinq siècles de protestantisme en Bretagne'', 20 a viz Gouere 2017
* Yann-Ber Thomin, Alan Hervé & Yves Larmignat, ''Kan ar Brotestanted e Breizh Izel (IX{{vet}}-XX{{vet}} kantved)'', Embannadurioù Kanomp Breizh
== Liamm diavaez ==
* [http://protestantsbretons.fr protestantsbretons.fr] lec'hienn Jean-Yves Carluer.
==Notennoù ha daveoù==
===Notennoù===
{{Daveoù|stroll=Notenn}}
=== Daveoù ===
{{Daveoù}}
[[Rummad:Protestantiezh e Breizh]]
[[Rummad:Istor Breizh]]
icnbdj7offqz7w8iokyrp4v111f9qx1
Stankadenn baloñsoù
0
180745
2197627
2197622
2026-08-07T13:01:23Z
Ar choler
52661
sibloù = kerdin, rañjennoù → bukennoù
2197627
wikitext
text/x-wiki
{{databox}}
Ur ''' stankadenn baloñsoù''' a vez graet eus ur [[Stankadenn (milourel)|stankadenn en oabl]], gant baloñsoù didud ha difiñv. Ar pal eo gwareziñ bukennoù war zouar a-enep tagadennoù nijerezioù, rak ouzhpenn ar baloñsoù e vez un neud-orjal staget ouzh pep hini anezho, ar pezh a grou ur riskl stokadenn evit an nijerezioù enebour. Diaes ha dañjerus eo d'an dagerien tostaat d'ul lec'h gwarezet gant ur stankadenn baloñsoù. Ar c'hentañ stankadennoù baloñsoù a veze savet gant reoù e stumm ur sferenn. An [[Drachen]], pe ''silzigenn'' evit ar C'hallaoued, abalamour d'e stumm ha d'ur fun hag a zalc'he anezhañ stabil, a c'helle bezañ implijet memes pa veze avel pa ne oa ket posupl gant ar baloñsoù boullheñvel. Lod eus ar baloñsoù a oa dafaret gant [[danvez-tarzh]] evit distrujañ pe labezañ an nijerezioù-enebour. Ar stankadennoù baloñsoù ne c'hellont ket bezañ implijet uhel en oabl, abalamour da bouez ar fun a zalc'h ar baloñs ouzh an douar.
Implijet eo bet kalz ar stankadennoù baloñsoù e-kerzh ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. Goude-se e oa deuet da vezañ diamzeriet, gant donedigezh an [[nijerez dre zazloc'h]] hag a vez uhel en oabl ha donedigezh ar misiloù tennet pell hag ar reizhiadoù bombezennoù modern.
== Aloubadeg Ukraina gant Rusia ==
Dre ma pad ar [[Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022|brezel etre Rusia hag Ukraina]] e teu ar stankadennoù baloñsoù en-dro<ref> https://kyivindependent.com/moscow-to-use-barrage-balloons-to-repel-ukrainian-drones-attacks-on-russia-the-telegraph-reports/</ref>. Gant Rusia e vez arnodet reoù nevez evit talañ ouzh tennoù dronoù Ukraina.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Geriaoueg ar brezel]]
[[Rummad:Baloñsoù]]
4z1fpg44ow3k2mc9ffhfjnij7ctzo0z
2197631
2197627
2026-08-07T14:50:57Z
Llydawr
145
Devri https://devri.fr/dictionnaire/s/sibl-3/
2197631
wikitext
text/x-wiki
{{databox}}
Ur ''' stankadenn baloñsoù''' a vez graet eus ur [[Stankadenn (milourel)|stankadenn en oabl]], gant baloñsoù didud ha difiñv. Ar pal eo gwareziñ sibloù war zouar a-enep tagadennoù nijerezioù, rak ouzhpenn ar baloñsoù e vez un neud-orjal staget ouzh pep hini anezho, ar pezh a grou ur riskl stokadenn evit an nijerezioù enebour. Diaes ha dañjerus eo d'an dagerien tostaat d'ul lec'h gwarezet gant ur stankadenn baloñsoù. Ar c'hentañ stankadennoù baloñsoù a veze savet gant reoù e stumm ur sferenn. An [[Drachen]], pe ''silzigenn'' evit ar C'hallaoued, abalamour d'e stumm ha d'ur fun hag a zalc'he anezhañ stabil, a c'helle bezañ implijet memes pa veze avel pa ne oa ket posupl gant ar baloñsoù boullheñvel. Lod eus ar baloñsoù a oa dafaret gant [[danvez-tarzh]] evit distrujañ pe labezañ an nijerezioù-enebour. Ar stankadennoù baloñsoù ne c'hellont ket bezañ implijet uhel en oabl, abalamour da bouez ar fun a zalc'h ar baloñs ouzh an douar.
Implijet eo bet kalz ar stankadennoù baloñsoù e-kerzh ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ]] hag an [[Eil Brezel-bed]]. Goude-se e oa deuet da vezañ diamzeriet, gant donedigezh an [[nijerez dre zazloc'h]] hag a vez uhel en oabl ha donedigezh ar misiloù tennet pell hag ar reizhiadoù bombezennoù modern.
== Aloubadeg Ukraina gant Rusia ==
Dre ma pad ar [[Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022|brezel etre Rusia hag Ukraina]] e teu ar stankadennoù baloñsoù en-dro<ref> https://kyivindependent.com/moscow-to-use-barrage-balloons-to-repel-ukrainian-drones-attacks-on-russia-the-telegraph-reports/</ref>. Gant Rusia e vez arnodet reoù nevez evit talañ ouzh tennoù dronoù Ukraina.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Geriaoueg ar brezel]]
[[Rummad:Baloñsoù]]
hnd88gsb5t366fe3j9qmcl9zemvyrj2
Ilurig
0
180755
2197629
2197625
2026-08-07T13:34:13Z
Ar choler
52661
2197629
wikitext
text/x-wiki
{{Databox}}
'''Ilurig''' zo un [[enezenn]] e [[Mor Bihan Gwened]], tost da [[Ilur]] ha [[Godeg]], e kumun [[an Arzh]]. Dek [[hektar]] ({{formatnum:100000}} m²) eo he gorread.
== Istor ==
Labour-douar a veze graet eno e 1843. E parrez Sarzhav e oa an enezenn da gentañ, lakaet eo bet e kumun an Arzh diwezhatoc’h<ref>{{fr}} {{cite book |author=A. Marteville ha P. Varin |title=Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne |year=1843 |volume=1 |page=374 |url=https://books.google.fr/books?id=KZIPAAAAQAAJ&printsec=frontcover&hl=fr&source=gbs_ge_summary_r&cad=0#v=onepage&q=illuric&f=false}}</ref>.
=== Daveoù ===
{{Daveoù}}
[[Rummad:Inizi Mor Bihan Gwened]]
76iw6ca7t36k1ik2v1zoe0vidsaa9bg
Andy Burnham
0
180757
2197628
2197626
2026-08-07T13:32:31Z
Ar choler
52661
2197628
wikitext
text/x-wiki
{{databox}}
'''Andrew Murray Burnham''', ganet d'ar [[7 a viz Genver]] [[1970]], zo ur [[politiker]] [[breizhveuriat]] hag a zo [[kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet]] ha penn [[Strollad al Labour (R.U.)|Strollad al Labour]] abaoe miz Gouhere 2026. Bet e oa [[Ezel eus ar Parlamant (Rouantelezh-Unanet)|ezel eus ar parlamant]] (MP) evit tolead [[Makerfield]] abaoe miz Even 2026, ha bet e oa ivez [[Maer Manchester Veur]] eus 2017 betek 2026. Etre 2001 ha 2017 e oa bet MP evit [[Leigh]] ha meur a bost en doa bet er c'habined ; an hini diwezhañ e oa bet [[sekretour-Stad evit ar Yec'hed hag ar Gwarez sokial|Sekretour Stad evit ar yec'hed]] eus 2009 betek 2010 e gouarnamant [[Gordon Brown]]. Hag eñ un ezel eus al [[Labour and Co-operative Party]], Burnham a embann bezañ [[Sokialoureizh|sokialour]] ha stag ouzh luskad an [[Soft left|tu kleiz sioul]] eus Strollad al Labour. ''[[Manchesterism]]'' a vez graet eus e ideologiezh politikel.
==Daveoù==
{{Daveoù}}
{| align="center" style="margin-top:20px; padding:5px; border:6px ridge #00528c;"
|- align="center"
| style="padding-right:10px;" |En e raok :
'''[[Keir Starmer]]'''
| style="padding-left:10px; padding-right:10px; border:1px solid #00528c;" | '''[[:Rummad:Kentañ Ministred ar Rouantelezh-Unanet|Kentañ Ministr ar
Rouantelezh Unanet]]
[[Restr:Flag of the United Kingdom.svg|40px]]
20 a viz Gouere [[2026]] – bremañ'''
| style="padding-left:10px;" | War e lerc'h :

{{DEFAULTSORT:Burnham, Andy}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1970]]
[[Rummad:Politikourien Breizh-Veur]]
[[Rummad:Kentañ Ministred ar Rouantelezh-Unanet]]
[[Rummad:Strollad al Labour (Rouantelezh-Unanet)]]
rjpwy9wzruo7cw9rohigi90t8baoiru
Ourz (moullerezh)
0
180760
2197632
2195604
2026-08-07T14:55:24Z
Llydawr
145
2197632
wikitext
text/x-wiki
Un '''ourz'''<ref>Martial MÉNARD, ''Dictionnaire Français-Breton'', Palantines, 2012, p. 957b</ref> zo, er [[Moullañ|moullerezh]], un destenn sternet ennañ titouroù diwar-benn al [[levr]] pe ar [[Kelaouenn|gelaouenn]], evel anv ha chomlec'h an [[ti-embann]], an ti-moullañ hag anv rener(ez) an embann. Elfennoù all evel implijidi ar gelaouenn hag anvioù an dud o deus skrivet warni a c'haller kavout ivez. Ensoc'het e vez e deroù pe e dibenn an embannadenn peurliesañ.
Amprestet eo ar ger digant ar galleg ''ours'' ([[arzh]]), a zeufe eus lesanv ar vicherourien karget d'ober war-dro ar waskerez en tier-moullañ en XIX{{Vet}} kantved<ref>{{Fr}} Eugène BOUTMY, ''[https://fr.wikisource.org/wiki/Dictionnaire_de_l%E2%80%99argot_des_typographes Dictionnaire de l’argot des typographes]'', Marpon et Flammarion, 1883 (lennet enlinenn war Wikisource)</ref>.
== Gwelet ivez ==
* [[Kolofon]]
== Daveennoù ==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Moullañ]]
gwqcio28eaac18fnwoxii5zf0lnnnwr
Labourva Skiantoù ha Teknologiezhioù ar C'helaouiñ, ar C'hehentiñ hag ar Ouiziegezh
0
180761
2197633
2195653
2026-08-07T15:02:45Z
Llydawr
145
2197633
wikitext
text/x-wiki
'''Labourva Skiantoù ha Teknologiezhioù ar C'helaouiñ, ar C'hehentiñ hag ar Ouiziegezh''' (Lab-STICC - UMR6285) zo ul labourva enklask a zo stag ouzh [[Centre national de la recherche scientifique|Kreizenn Vroadel C'hall an Imbourc'h Skiantel]] (CNRS), an IMT Atlantique, [[Skol-veur Breizh-Izel]], Skol-veur Su Breizh, an ENSTA Bretagne ha Skol Vroadel Ijinerezh Breizh (ENIB). Lec'hiet eo e kêrioù [[Brest]], [[Kemper]], [[an Oriant]] ha [[Gwened]].
== Renerien ==
* Genver 2008 - 31 a viz Kerzu 2013 : Alain Hillion, rener skiantel Télécom Bretagne eus 1997 da 2008 <ref>{{Cite web|url=http://www.imt-atlantique.fr/lexians/2008/recherche/telecom-bretagne-compte-un-nouveau-laboratoire-cnrs-labsticc/|title=TELECOM Bretagne compte un nouveau laboratoire CNRS : LabSTICC|publisher=''[[Télécom Bretagne]]''|date=20 a viz Meurzh 2008}}</ref> {{,}} <ref>{{Cite web|url=http://www.imt-atlantique.fr/lexians/2009/recherche/christian-roux-nomme-directeur-scientifique/|title=Christian Roux nommé directeur scientifique|publisher=''[[Télécom Bretagne]]''|date=12 a viz Meurzh 2009}}</ref>
* 1añ a viz Genver 2014 - 31 a viz Kerzu 2020 : Gilles Coppin, kelenner e [[Télécom Bretagne]] deuet da vezañ [[IMT Atlantique]] <ref>{{Cite web|url=http://www.cnrs.fr/ins2i/spip.php?article679|title=Gilles Coppin nommé directeur de Lab-STICC|publisher=''[[Centre national de la recherche scientifique|CNRS]]''}}</ref>
* 1añ a viz Genver 2021- : Christian Person, Kelenner en [[IMT Atlantique]] <ref>{{Cite journal|author=CNRS|title=Bulletin Officiel du CNRS|journal=Bulletin Officiel du CNRS|date=Miz Kerzu 2020|url=https://www.dgdr.cnrs.fr/bo/2020/BO-decembre-2020-compressed.pdf|format=pdf|pages=97}}</ref>
== Skipailhoù al labourva ==
Adalek e grouidigezh e oa bet aozet al labourva e teir rann skiantel :
* MOM (Mikrogwagennoù, Optoelektronik ha Dafar),
* CACS (Kehentiñ, Savouriezh, Roudadoù ha Sistemoù),
* CID (Gouiziegezh, Titouriñ, Diviz) .
Diorren a ra e obererezhioù diouzh framm programmoù treuzahel “STIC ha Mor”, “Skoazell d'an dud”, “Sibersurentez”, “Dronoù”, “Kodiñ neuronel” ha “Teknologiezhioù al Lavar” <ref>[https://labsticc.fr/fr/actions-transverses-et-plateformes/technologies-du-langage Deskrivadenn ahel “Teknologiezhioù al Lavar” war lec'hienn al lab-STICC]</ref>.
== Daveennoù ==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Skol-veur Breizh-Izel]]
[[Rummad:Skol-veur Su Breizh]]
[[Rummad:Labourvaoù enklask]]
217aav7anfunis6tplmrja8ou4k196n
Connor Michalek
0
180763
2197634
2195696
2026-08-07T15:13:33Z
Llydawr
145
2197634
wikitext
text/x-wiki
{{databox}}
'''Connor "The Crusher" Michalek''', ganet e 2005 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Ebrel 2014, a oa ur [[Stadunanad]] sot gant ar [[World Wrestling Entertainment]] (WWE) hag a oa bet brudet dre ur c'hampagn war ar [[Rouedad sokial|rouedadoù sokial]] evit sikour anezhañ da gejañ gant [[Bryan Danielson|Daniel Bryan]], ur gourener a-vicher ma oa sot gantañ. Gant berzh ar c'hampagn e oa bet tu dezhañ da welet Bryan ha gourenerien all, ha se meur a wech. Michalek, hag a oa tapet gant ur [[Krign-bev an empenn|c'hrign-bev en empenn]] hag [[krign-bev al linenn gein|el livenn-gein]] abaoe an oad a dri bloaz, a oa marvet da eizh vloaz, d'ar 25 a viz Ebrel 2014. Pennoù ar WWE [[Triple H]] ha [[Stephanie McMahon]] o devoa enoret anezhañ p'o doa krouet un font en e anv da rastellat arc'hant, hag enoret e oa bet dre [[dalif|zalif]] gant ar [[WWE Hall of Fame#Warrior Award|Warrior Award]] e-kerzh [[WWE Hall of Fame (2015)|lid enoriñ 2015 ar WWE]].
{{DEFAULTSORT:Michalek, Connor}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 2005]]
[[Rummad:Marvioù 2014]]
[[Rummad:Sportourien SUA]]
[[Rummad:Tud eus Pennsylvania]]
[[Rummad:Tud marvet gant ur c'hrign-bev]]
2t78e3o8ioqdrmdqhta272xum22gzk8
Boris Alexander Krukoff
0
180764
2197635
2195701
2026-08-07T15:19:39Z
Llydawr
145
2197635
wikitext
text/x-wiki
{{databox}}
'''Boris Alexander Krukoff''', ganet d'an 20 a viz Gouhere 1898 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Genver 1983, a oa ul [[Louzawouriezh|louzaouer]] [[Rusia|rusian]]-[[stadunanat]].
Ganet e Rusia e 1898, Krukoff en doa kemeret perzh e [[Brezel diabarzh Rusia]], ha bet e oa bet prizoniad berrbad er [[Filipinez]]. Goude bezañ tizhet Stadoù-Unanet Amerika, Krukoff a oa bet o studiañ e [[Syracuse (New York)|Syracuse]] e [[New York]]. Bevet en devoa eno betek e varv e 1983.
Krukoff en doa savet ergerzhadennoù e Diazad Amazonia, Afrika ha Sumatra. E-pad m'edo e [[Brazil]] e oa bet o studiañ ha dastum plantennoù, bez e oa ivez [[Spierezh|spier greantel]] war ar memes tro. Diwezhatoc'h, Krukoff en doa savet Caffco Drugs ha labouret war ar [[kurar|c'hurar]], ha trafiket greun ''[[Cinchona calisaya]]'' eus Bolivia. E penn kentañ ar bloavezhioù 1960, Krukoff hag e gentañ gwreg a oa planterien e [[Guatemala]]. E fin e vuhez vicherel, Krukoff en doa krouet meur a liorzh botanek, hag harpet labour meur a louzaouer brudet.
Krukoff a oa bet enoret meur a wech, ha diwarnañ eo bet anvet ''[[Krukoviella]]'' ha ''[[Borismene]]''. Eñ eo en deus roet 183 anv [[taksonomiezh]].
{{DEFAULTSORT:Krukoff, Boris}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1898]]
[[Rummad:Marvioù 1983]]
[[Rummad:Louzaouerien Rusia]]
[[Rummad:Spierien]]
7bpfmbmv5t9wy4gy6z0wz7gtpa3d0t9
Hanna Vitaliivna Zatonskykh
0
180794
2197653
2195971
2026-08-07T18:44:48Z
Dakbzh
58931
2197653
wikitext
text/x-wiki
[[Restr:Anna_Zatonskih.jpg|right|140px|Hanna Vitaliivna Zatonskih.]]
'''Hanna Vitaliivna Zatonskih''', en [[ukraineg]] : ''' Затонських Ганна Віталіївна''',
([[Marioupol]], [[RSS Ukraina]], [[URSS]], 17 a viz Gouhere 1987) a zo ur c'hoarierez [[echedoù]] ukrainat ha [[SUA]]at.
Mestr FIDE (FM) eo abaoe 2017, Mestr Etrebroadel eo abaoe 2004, Mestrez Etrebroadel (WIM) e oa abaoe 1995, Gourdoner FIDE eo abaoe 2025<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]</ref>.
2 318 edo he [[renk Elo]] ''Standard'' e miz Gouhere 2026, 2 306 he renk ''Fonnapl'' ha 2 294 he renk ''Luc'hedenn''<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]</ref>.
2 537 eo bet he renk Elo ''Standard'' uhelañ, bet tizhet e miz Mae 2011.

=== Kevezadegoù hiniennel ===
==== [[Kampionad stadunanat an echedoù (maouezi)|Kampionad stadunanat (Maouezi)]] ====
Trec'h e voe peder gwezh: e 2006, e 2008, e 2009 hag e 2011.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{daveoù}}
== Liammoù diavaez ==
* {{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]
* {{en}}[https://www.chessgames.com/player/50074 He c'hoari e Chess Games]
* {{en}}[https://www.365chess.com/players/Anna_Zatonskih He c'hoari e 365 Chess]
{{DEFAULTSORT:Zatonskih, Hanna}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1987]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù ukrainat]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù eus SUA]]
09zqey8yqkqtioirp04udc7s62yof83
2197656
2197653
2026-08-07T19:36:48Z
Dakbzh
58931
+ Kampionad ukrainat (Maouezi) - 2001.
2197656
wikitext
text/x-wiki
[[Restr:Anna_Zatonskih.jpg|right|140px|Hanna Vitaliivna Zatonskih.]]
'''Hanna Vitaliivna Zatonskih''', en [[ukraineg]] : ''' Затонських Ганна Віталіївна''',
([[Marioupol]], [[RSS Ukraina]], [[URSS]], 17 a viz Gouhere 1987) a zo ur c'hoarierez [[echedoù]] ukrainat ha [[SUA]]at.
Mestr FIDE (FM) eo abaoe 2017, Mestr Etrebroadel eo abaoe 2004, Mestrez Etrebroadel (WIM) e oa abaoe 1995, Gourdoner FIDE eo abaoe 2025<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]</ref>.
2 318 edo he [[renk Elo]] ''Standard'' e miz Gouhere 2026, 2 306 he renk ''Fonnapl'' ha 2 294 he renk ''Luc'hedenn''<ref>{{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]</ref>.
2 537 eo bet he renk Elo ''Standard'' uhelañ, bet tizhet e miz Mae 2011.

=== Kevezadegoù hiniennel ===
==== [[Kampionad ukrainat an echedoù|Kampionad ukrainat (Maouezi)]] ====
Trec'h e voe 2001 e [[Kramatorsk]].
==== [[Kampionad stadunanat an echedoù (maouezi)|Kampionad stadunanat (Maouezi)]] ====
Trec'h e voe peder gwezh: e 2006, e 2008, e 2009 hag e 2011.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{daveoù}}
== Liammoù diavaez ==
* {{en}}[https://ratings.fide.com/profile/14101572 He fichenn FIDE]
* {{en}}[https://www.chessgames.com/player/50074 He c'hoari e Chess Games]
* {{en}}[https://www.365chess.com/players/Anna_Zatonskih He c'hoari e 365 Chess]
{{DEFAULTSORT:Zatonskih, Hanna}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1987]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù ukrainat]]
[[Rummad:C'hoarierien echedoù eus SUA]]
2cfk2l42pugin77cglrccx1ev87iy8z
Timbroù Rusia - Impalaeriezh
0
180839
2197630
2197620
2026-08-07T14:23:41Z
Tanjee
563
2197630
wikitext
text/x-wiki
Impalaeriezh [[Rusia]] (e rusianeg : Российская империя) a vez graet eus ar renad politikel a grogas d’an 22 a viz Here 1721, an deiz ma voe embannet anezhañ gant an [[tsar]] [[Pêr Iañ (Rusia)|Pêr Iañ]] hag ar 14 a viz Gwengolo 1917, deiz kentañ ar republik.
Bez' e voe unan eus ar brasañ impalaeriezhioù en istor mab-den, ledet war tri c'hevandir. Liesvroadel e oa rak estreget pobl Rusia a oa dindan e dalc’h.
== Al labour studiañ ==
E 1851 e voe kaset [[Aleksey Charukovsky]] d'an estrenvro, ha hennezh ur penn-bras eus an treuzdougen dre hent-houarn, evit studiañ an doare da implijout an timbroù-post. Goude bezañ gweladennet [[Bro-Saoz]], [[Bro-C'hall]], [[Belgia]], an [[Izelvroioù]], [[Italia]], [[Aostria]], [[Suis]] hag [[Alamagn]] ha dastumet kalz a ditouroù, e tistroas da Rusia e 1852 evit fetisaat ur raktres arnevez. Harzhet e voe nep politikerezh neveziñ ar Postoù avat pa darzhas [[brezel Krimea]] e 1853.
A-benn ar fin, e 1855, e kinnigas Charukovsky d'ar c'hont [[Vladimir Adlerberg]] (1791–1884) ur raktres a zisplege penaos degas ur reizhad postel gant timbroù pegus e Rusia. Hervezañ e oa ret d'an timbroù-post rusian bezañ ront o stumm, gant toullouigoù en-dro d'ar skeudenn, a vije ret dezhi bezañ ardamez Impalaeriezh Rusia moullet en un nebeud livioù. Ouzhpenn-se e oa ret implij tammoù paper a galite evit mirout ouzh ar falsidigezhioù. Aprouet e voe ar raktres d'an 12 a viz Du 1856.
== An taolioù-esae ==
[[File:Russia essay 1856 10k.jpg|thumb|left|upright 1.1|Ardamezioù Rusia (1856)]]
[[File:Russia essay Mercury 1856 10k.jpg|thumb|right|upright 0.8|Penn Merc’her (1856)]]
D’an 30 a viz Gouere 1856 e voe graet an taolioù-esae kentañ evit sevel timbroù-post gant [[Jakob Reichel]] (1780–1857), penn departamant tipografiezh ar velestradurezh e-karg eus stokañ ar paperioù Stad (e rusianeg Экспедиция заготовления государственных бумаг pe ESSP). Daou seurt tres a oa anezho : ardamezioù Impalaeriezh Rusia, ha penn an doue Merc'her. Pep seurtad a oa moullet e pevar liv : glas, gwer, du ha ruz-tane.
Ront e oa an timbroù. Hervez evezhiadenn Charukovsky un timbr hirgarrezek peget hep evezh war ar golo-lizher bet lakaet er voest-lizhiri a c’hellje tapout un eil hini en e gorn ha tennañ kuit. Gant seurt trubuilh e c'hallfe bezañ kaset en-dro al lizherennoù d'ar c'hasour.
Met, ne voe ket degemeret an timbroù-se gant ar pennadurezhioù a-benn ar fin.
== An timbroù kentañ ==
[[File:Russia first stamp 1857 10k.jpg|thumb|right|upright 0.8|Timbr kentañ Rusia (1857)]]
Un tres nevez eus ar c'hentañ timbroù-post rusian, dezho ur stumm hirgarrezek, a voe savet gant un engraver a skiant eus an ESSP, [[Franz Mikhailovich Kepler]], ha lakaet da studiañ evit un asant d'an 21 a viz Here 1856. Pa oa o prientiñ e skeudenn sellas Kepler gant evezh ouzh an holl dafar degaset gant Charukovsky eus an estrenvro, en o zouez tresoù orin ha skouerennoù timbroù eus broioù disheñvel. Dibab a reas da skouer pennañ an timbroù hirgarrezek savet en Aostria gant an embregerezh ''Praha Gottlieb Haase & Sons''.
D'an 20 a viz Here 1857 e aprouas an tsar [[Aleksandr II (Rusia)|Aleksandr II]] ar raktres teir skouerenn timbroù daouliv, dezho talvoudoù-gwerzh a save da 10, 20 ha 30 [[kopek]]. D'an 9 a viz Du e c'hourc'hemennas an Impalaer ober "timbroù-post" anezho e-lec'h timbroù-kachediñ (‘’резиновый штамп'' e rusianeg, ‘’stempel'' en alamaneg).
D’an 10 a viz Kerzu 1857 e voe embannet timbr kentañ Impalaeriezh Rusia ha lakaet e gwerzh e-barzh tiriad Impalaeriezh Rusia e 1858. Un timbr 10 [[kopek]] nann-kranellet e oa, savet gant paper gwenn hag ennañ ur filigran e stumm ur sifr "1", 15 mm uhelder dezhañ. Diskouez a rae ardamezioù Rusia (un erer daoubennek), ha moullet gant teknik an dipografiezh e livioù kistin ha glas.
Dre ma ne oa bet degemeret nemet d'an 19 a viz Du ur benveg-toullañ urzhiet digant an embregerezh ''Österreichische Staatsdruckerei'' e Vienna ha ma oa en ur stad fall, e oa bet divizet reiñ ul lodenn eus an timbroù 10 kopek kentañ da Departamant ar Post evit skignañ anezho pelloc'h er proviñsoù.
Kranellet e oa ar rummad kentañ moullet e 1858 avat, an talvoudoù-gwerzh o sevel da 10, 20 ha 30 kopek.
Produet e oa bet an timbroù gant daou wask. Unan, resevet eus [[Berlin]], a voe implijet evit moullañ tresadenn vosek ardamez Rusia e-barzh un hirgelc’h hag arouez melestradurezh ar postoù. Moullet e oa bet peurrest an dresadenn e liv kistin war an eil voullerezh.
E 1874 e teuas Rusia da vezañ unan eus an 22 stad a savas Unvaniezh Hollek ar Postoù, adanvet [[Unvaniezh Postoù ar Bed]] diwezhatoc’h.
== An dasparzhañ ==
[[File:Russia stamp 1865 20k.jpg|thumb|left|upright 0.6|Timbr-boutin (1865)]]
[[File:Russia stamp 1906 5r.jpg|thumb|right|upright 0.6|Timbr-boutin (1915)]]
E dibenn ar bloaz 1857 e voe embannet kement-mañ gant melestradurezh ar postoù : ''Adalek ar 1añ a viz Genver 1858 ez eo ret d'al lizherennoù prevez ordinal kaset da holl rannvroioù an Impalaeriezh, da Rouantelezh Polonia ha da Dugelezh-Veur Finland — pe e vefent lakaet e-barzh goloioù-lizher pe kaset hep goloioù, gant ar chomlec'h skrivet war-eeun war al lizher — kaout un timbr-post a glot gant o fouez'' .
Kroget e voe da werzhañ an timbroù-se d'an 10 a viz Du 1857, met d'ar 1añ a viz Genver 1858 e krogas o implij ofisiel e Rusia, d'ar 1añ a viz Meurzh 1858 e broioù ar [[Kaokaz|C'haokaz]], [[Treuzkaokaz]] ha [[Siberia]]. Nullet e veze an timbroù gant an dorn, dre duañ anezho gant div linenn zu groazet. 3 000 000 timbr a voe moullet.
A vloaz da vloaz e voe moullet hag advoullet an timbroù gant skeudenn an erer daoubennek, eus 1868 da 1909, gant ur framm disheñvel, ur ment bras pe vihan.
== Ar rummadoù diwezhañ ==
[[File:Rossia 1913 116.jpg|thumb|left|upright 0.7|An tsar Nikolaz II (1913)]]
[[File:Russia stamp 1914 1k.jpg|thumb|right|upright 0.7|[[Ilya Murometz]] (1914)]]
E 1905 e voe embannet un heuliad skeudennoù eus savadurioù istorel, hini a enore an amiral [[Vladimir Kornilov]] e [[Sebastopol]] da skouer, pe delwenn [[Pêr Iañ (Rusia)| Pêr Iañ]] e [[Sant-Petersbourg]], ar [[Kremlin|C'hremlin]]...
E 1913 e voe lidet 300vet deiz-ha-bloaz an [[tiegezh Romanov]], un degouezh a vroudas ar velestradurezh da embann ur rummad 17 timbr bras ennañ gant poltredoù [[Mikael 1añ (Rusia)|Mikael 1añ]] (1613-1645), [[Pêr Iañ (Rusia)|Pêr 1añ]], [[Elesbed Iañ (Rusia)|Elesbed Iañ]], [[Aleksandr II (Rusia)|Aleksandr II]] hag Aleksandr III (Rusia)|Aleksandr III (Rusia)]]... hag an tsar o ren, [[Nikolaz II Rusia|Nikolaz II]].
Bloaz warlerc’h e teuas er-maez ar rummad timbroù-post diwezhañ ar renad, anezhañ pevar [[Timbroù madoberus|zimbr madoberus]] bras gant forzh kinkladurioù, gant poltred [[Ilya Murometz]], [[Sant Jord]] o lazhañ an aerouant…
== Fin an impalaeriezh ==
[[File:Russian Empire-1917-Stamp-0.01-Peter I-Obverse.png|thumb|left|upright 0.6|Pêr Iañ (1918)]]
[[File:Russian Empire-1917-Stamp-0.01-Peter I-Reverse.png|thumb|right|upright 0.6|Tu-gin un timbr (1918)]]
D’an traoñ ez eas impalaeriezh an tiegezh Romanov goude [[Dispac'h miz C'hwevrer]] 1917, hag embannet [[Republik Rusia]] d’ar 1añ a viz Gwengolo 1917, en he fenn ur gouarnamant da c’hortoz gant [[Aleksander Kerenski]]. Diskaret e voe d’ar 26 a viz Here, goude [[Dispac'h miz Here]], ha savet [[Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia]], hag e 1923 [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]].
Finland, Polonia, Estonia, Lituania ha Latvia a savas republikoù dizalc’h goude bezañ kuitaet an impalaeriezh rusian.
Ar galloud nevez a glaskas treiñ kein ouzh boazioù hag arouezioù an amzer dremenet, ha divizet e voe e 1917 dreistmoullañ timbroù ar renad kozh (an erer daoubennek) gant al lugan '''БРАТСТВО РАВЕНСТВО СВОБОДА''' (= ''Breudeuriezh, Ingalded, Frankiz''), enlakaet e-barzh tresadenn daou c’hleze kroazet, warno ur boned republikan.
Timbroù ar rummad ''Romanov'' a voe implijet ivez e 1918 : dreistmoullet gant un sifr 1 pe 2 war un tu mat, ha '''Иmѣetъ xoждehie haравнѣ cъ mѣд hoй монетoй''' (= ''Talvoud heñvel ouzh ur pezh moneiz'') war an tu-gin.
== Timbroù ar zemstvo ==
Ur [[zemstvo]] (e rusianeg : земство, distaget : [zĕmst'vō], liester ''zemstva'') a oa ur vodadenn lec’hel savet e 1864 diwar intrudu Aleksandr II. An ensavadurioù-se, aozet e distrigoù ha proviñsoù, a rae war-dro an aferioù melestradurel, ekonomikel ha sokial war ar maezioù. Dismantret e voent e 1918 ha lakaet ar c’huzulioù soviedoù war o lerc’h.
D'ar mare ma oa bet krouet ar zemstva ne ‘z ae en-dro ar servijoù-post nemet er c'hêrioù bras : annezidi ar maezioù hag ar c'hêrioù bihan a ranke beajiñ kantadoù a gilometradoù a-wechoù evit adtapout o lizhiri. Ar zemstva a sante neuze an ezhomm da ziorren servijoù postel e-barzh o "gouarnamant" en tu all d'ar Postoù Impalaerel. Evel-se e voe krouet burevioù-post ar zemstva. An hini kentañ a oa e [[Vetlouga (kêr)|Vetlouga]] ha ne veze ket implijet timbroù-post da gentañ. Embannet e voe an timbroù-post kentañ e [[Chlisselbourg (kêr)|Chlisselbourg]] (Gouarnamant [[Sant-Petersbourg]]) e 1865. Er bloavezhioù da-heul e voe implijet timbroù gant tregont distrig en o vurevioù-post lec'hel, tra ma kinnige lod all ar servij-se digoust.
<gallery mode="packed" heights="180px" caption="Timbroù ar postoù Zemstvo">
1871 Rzhev Zemstvo stamp Schmidt14.jpg|Zemstvo Rzhev (1871)
3k Ustsysolsk Zemstvo stamp 1872.jpg|Zemstvo Ustsysolsk (1872)
Shchigry Zemstvo Stamp.jpg|Zemstvo Shchigry (1882)
Novomoskovsky Uezd zemstvo stamp 1896 No1.jpg|Zemstvo Novomoskovsky (1896)
Russian Zemstvo Kolomna 1916 No48 stamp 2k.jpg|Zemstvo Kolomna (1916)
</gallery>
== Burevioù-post er broioù tramor ==
Digoret ez eus bet burevioù-post Impalaeriezh Rusia e [[Timbroù Kreta – Burevioù rusian|Kreta]], e [[Timbroù Sina – Burevioù rusian|Sina]], er [[Timbroù ar Sav-Heol|Sav-Heol]].
== Levrlennadur ==
*Katalog Yvert & Tellier - Timbroù Europa (1970)
*Владинец, Н. И. [Vladinets, N. I.] (1975). "Почтовые марки" [Timbroù-post]. In Прохоров, А. М., гл. ред. (emb.). Большая советская энциклопедия: в 30 т. (1970–1979) [The Great Soviet Encyclopedia] (in Russian and English). Vol. 20 (Плата – Проб) (3rd ed.). М. [Moscow]: Советская энциклопедия [Soviet Encyclopedia]. Archived from the original on 2015-07-01. Retrieved 2015-06-21.
*Ivanova, V. (2015-02-20). "Philately in Russia, Part 1. Philately in the Russian Empire". Russia-IC: Culture & Arts: Manners, Customs and Traditions. Russia-InfoCentre; Guarant-InfoCentre. Archived from the original on 2015-07-01. Retrieved 2015-06-21.
*"A History of Russian Philately Part 2. 1 Jan 1858 – 2 March 1917". A History of Russian Philately. Redmond, WA: Russian Stamps, Philately & Postal History; David Rowell. 2010-05-15. Archived from the original on 2013-04-21. Retrieved 2003-12-06.
*"A History of Russian Philately Part 1. 255 BC – 31 December 1857". A History of Russian Philately. Redmond, WA: Russian Stamps, Philately & Postal History; David Rowell. 2010-05-15. Archived from the original on 2013-04-21. Retrieved 2003-12-06.
== Pennadoù kar ==
*[[Timbroù Rusia - Republik Sokialour Kevreadel Soviedel]]
*[[Timbroù Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]]
*[[Timbroù Rusia - Kevread]]
*[[Timbroù Polonia]]
*[[Timbroù Finland]]
[[Rummad:Timbroù hervez ar vro|Rusia - Impalaeriezh, Timbroù]]
[[Rummad:Rusia]]
rmlht1d8aj3021tx1utx4f8moxs411c
Aleksey Leonov
0
180840
2197636
2026-08-07T15:41:55Z
Llydawr
145
Pajenn krouet gant : "{{Databox}} '''Aleksei Arc'hipovitch Leonov''' ([[30 Mae]] [[1934]], [[Listvyanka]] – [[11 Here]] [[2019]], [[Moskov]]) a oa un [[astraer]] [[Unvaniezh Soviedel|soviedat]] hag a voe an den kentañ o pourmen en [[egor]], e-maez ul lestr-egor. Kement-se a c'hoarvezas d'an [[18 a viz Meurzh]] 1965, pa'z eas Leonov e-maez e lestr, [[Voskhod 2]], e-pad ugent munut. E 1975 e oa Leonov e penn al lestr-egor [[Soyouz 19]] e-pad an Apollo-Soyuz Test Project (ASTP), ar wech ke..."
2197636
wikitext
text/x-wiki
{{Databox}}
'''Aleksei Arc'hipovitch Leonov''' ([[30 Mae]] [[1934]], [[Listvyanka]] – [[11 Here]] [[2019]], [[Moskov]]) a oa un [[astraer]] [[Unvaniezh Soviedel|soviedat]] hag a voe an den kentañ o pourmen en [[egor]], e-maez ul lestr-egor. Kement-se a c'hoarvezas d'an [[18 a viz Meurzh]] 1965, pa'z eas Leonov e-maez e lestr, [[Voskhod 2]], e-pad ugent munut. E 1975 e oa Leonov e penn al lestr-egor [[Soyouz 19]] e-pad an Apollo-Soyuz Test Project (ASTP), ar wech kentañ en istor ma voe ur program-kenlabour etre [[Stadoù Unanet Amerika]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]].
Aleksei Leonov a voe ivez un arzour anavezet en e vro ha skeudennaouet en deus meur a levr diwar-benn an egor. Div wech e voe anvet da [[Haroz an Unvaniezh Soviedel]] (e 1965 ha 1975).
{{DEFAULTSORT:Leonov, Aleksei}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1934]]
[[Rummad:Marvioù 2019]]
[[Rummad:Astraerien Rusia]]
8c8m4vzli4txhmhbr412m2lm534o8gw
2197637
2197636
2026-08-07T15:43:55Z
Llydawr
145
Llydawr en deus kaset ar bajenn [[Aleksei Leonov]] da [[Aleksey Leonov]]

2197639
2197637
2026-08-07T15:44:35Z
Llydawr
145
2197639
wikitext
text/x-wiki
{{Databox}}
'''Aleksey Arc'hipovitch Leonov''' ([[30 Mae]] [[1934]], [[Listvyanka]] – [[11 Here]] [[2019]], [[Moskov]]) a oa un [[astraer]] [[Unvaniezh Soviedel|soviedat]] hag a voe an den kentañ o pourmen en [[egor]], e-maez ul lestr-egor. Kement-se a c'hoarvezas d'an [[18 a viz Meurzh]] 1965, pa'z eas Leonov e-maez e lestr, [[Voskhod 2]], e-pad ugent munut. E 1975 e oa Leonov e penn al lestr-egor [[Soyouz 19]] e-pad an Apollo-Soyuz Test Project (ASTP), ar wech kentañ en istor ma voe ur program-kenlabour etre [[Stadoù Unanet Amerika]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]].
Aleksey Leonov a voe ivez un arzour anavezet en e vro ha skeudennaouet en deus meur a levr diwar-benn an egor. Div wech e voe anvet da [[Haroz an Unvaniezh Soviedel]] (e 1965 ha 1975).
{{DEFAULTSORT:Leonov, Aleksey}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1934]]
[[Rummad:Marvioù 2019]]
[[Rummad:Astraerien Rusia]]
ge4rc54efihepzhb6o3sdkwrzgc4zha
2197640
2197639
2026-08-07T15:45:37Z
Llydawr
145
2197640
wikitext
text/x-wiki
{{Databox}}
'''Aleksey Arc'hypovitch Leonov''' ([[30 Mae]] [[1934]], [[Listvyanka]] – [[11 Here]] [[2019]], [[Moskov]]) a oa un [[astraer]] [[Unvaniezh Soviedel|soviedat]] hag a voe an den kentañ o pourmen en [[egor]], e-maez ul lestr-egor. Kement-se a c'hoarvezas d'an [[18 a viz Meurzh]] 1965, pa'z eas Leonov e-maez e lestr, [[Voskhod 2]], e-pad ugent munut. E 1975 e oa Leonov e penn al lestr-egor [[Soyouz 19]] e-pad an Apollo-Soyuz Test Project (ASTP), ar wech kentañ en istor ma voe ur program-kenlabour etre [[Stadoù Unanet Amerika]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]].
Aleksey Leonov a voe ivez un arzour anavezet en e vro ha skeudennaouet en deus meur a levr diwar-benn an egor. Div wech e voe anvet da [[Haroz an Unvaniezh Soviedel]] (e 1965 ha 1975).
{{DEFAULTSORT:Leonov, Aleksey}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1934]]
[[Rummad:Marvioù 2019]]
[[Rummad:Astraerien Rusia]]
disjmd8p4ctrnws4nda000tlqfaxxk4
Aleksei Leonov
0
180841
2197638
2026-08-07T15:43:55Z
Llydawr
145
Llydawr en deus kaset ar bajenn [[Aleksei Leonov]] da [[Aleksey Leonov]]
2197638
wikitext
text/x-wiki
#ADKAS [[Aleksey Leonov]]
e2loduym0du0sfprn6dhq1mt7b8kb91
Aleksey
0
180842
2197649
2026-08-07T16:36:47Z
Arko
540
Boulc'het
2197649
wikitext
text/x-wiki
'''Aleksey''' pe '''Aleksei''' a zo un anv-badez [[rusek]] roet d'ar baotred (Алексей e rusianeg). Deveret eo eus a anv [[gresianek]] ''Aléxios'' ({{lang|grc|Αλέξιος}}), hag a dalv "Difenner", ar memes orin hag an anv latin ''Alexius'' en deus eta.<ref name="Campbell">{{liamm web |titl=Meaning, origin and history of the name Alexey |url=https://www.behindthename.com/name/alexey |lec'hienn=Behind the Name |access-date=2023-12-23}}</ref><ref name="Anc">{{liamm web |titl=Alexey Name Meaning & Origin |url=https://www.ancestry.com/name-origin?surname=alexey |lec'hienn=Ancestry.com |access-date=2023-12-23}}</ref>
Alyocha (Алёша) pe Lyocha (Лёша) end-eeun eo ar stummoù berr boutinañ.
== E yezhoù all ==
* Oleksii (Олексій) en [[ukraineg]]
* Aliaksiej (Аляксей) e [[belaruseg]]
* Aleksi e [[finneg]]
* Aleksy e [[poloneg]]
* Alexej e [[tchekeg]] hag e [[slovakeg]]
== Tud ==
* [[Aleksei Brousilov]] (1853-1926), jeneral rusian
* [[Aleksei Troitzky]] (1866-1942), c'hoarier echedoù rusian ha soviedat
* [[Aleksey Leonov]] (1934-2019), astraer soviedat
* [[Aleksey Barsov]] (g. e 1966), mestrc'hoarier echedoù ouzbekistanat
* [[Aleksey Chirov]] (g. e 1972), mestrc'hoarier echedoù latviat, soviedat ha spagnol
* [[Aleksei Navalny]] (1976-2024), alvokad, politiker ha prizoniad politikel rusian
== Gwelet ivez ==
* [[Alexi]]
== Daveoù ==
{{daveoù}}
[[Rummad:Anvioù-bihan rusek]]
61t8ptl6wqrmzz2q5t1r1micg3b3j4o