Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.14 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/3 102 66518 208755 208739 2026-08-11T12:23:58Z Aveldro 601 208755 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 5 Mezeven — 3'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Ar c’hilhog melen, eur pabor a hini, a zo nec’het da gentan, o welet ar vanden rochedou gwenn o tont warnan hag o krial… P’emaint tost d’ezan, era eun nijadenn hag hen dreist ar ganol. Ar baotred yaouank, harp hag harp, ne welont ket holl ar ganol. Ar re genta a lamm dreist, met ar re a zo warlerc’h ne ouzont ket pegoulz emaint e kreiz an dour… Eur c’hoarzadeg hir ha frommus a zav eus a-douez ar sellerien. Ar c’hilhog avat, a gendalc’h gant e hent. Redek, nijal a ra wardu an hent-houarn. Koulskoude, ar re genta a zo war e skasou… Eman ar c’hilhog o vont da nijal dreist ar c’hleuz war al linenn, pa deu an tren pemp eur da dremen… Spontet, ar melenog a ra eun nijadenn a-drenv, dreist penn ar rederien kenta ha breman e sko, dre ma c’hell, wardu Plouider. Ar baotred en em dennet eus ar ganol e wel ha yao war e lerc’h. Ne vo ket pell an dilhad o sec’ha gant ma kendalc’hfont da vont evelse. Kilhet eo ar paour kaez kilog hag, en eul lamm, Perig Monot a zo warnan, met manket en deus e daol ; ar c’hilhog a zo nijet kuit. Ne chom etre daouarn Perig nemet eur bluenn pe ziou. Paol ar Bars a c’hell kaout krog en e askel pa dremen a-us d’e benn, war nij. Da Baol ar Bars eo ar c’hilhog melen, ar c’hilhog a zov da oueliou Pask hag a laka ar yer da zovi viou aour. — Brao Brao da Baol ar Bars ! Tomm eo bet an abadenn. Paol ar Bars a deu da ziskouez e c’hounid. Onenn a deu neuze da staga eur seizenn ruz ouz gouzoug ar melenog ha da ginnig he gourc’hemennou da Baol. Eun tammig gwarizi a zo, a gav d’in, e-touez ar rederien ; eun tammig dipit a zo ivez ; met an Aotrou Maer a lavar d’ezo : — Pep reder en deus gwir da gaout pep a zek sigarettenn hag eur banne jistr. Visant Penaroz a ro ar sigarettennou ha Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a ziskarg da bep hini eur volennad vat a jistr eus ar varrikenn a zo en disheol, e skeud ar c’hleuz… Epad an ehan, Onenn a laka tenna plouz war an tavanjerou, ar mouchouerou, al lienennou-fri brodet. Eur gwenneg eo an taol. An arc’hant dastumet a vezo roet evit an anaon da iliz Plouider. Ugent maouez bennak a glask, peb eil tro, tenna al lizerenn gounid, o lakat ar spilhenn da zigeri levr-oferenn Onenn Penaroz. Ar wazed, int-i, a c’hoari ar c’hillou war ar butun, diouz an dorgenn kempennet gant ar mevel yaouank, Yannik Lagadek. E-unan eman en toull o sevel ar c’hillou ha ne vank ket da grial, bep taol : « Eur gwenneg d’an toull !… » Ne vez ket ginet, kennebeut, evit rei d’ezan hervez e c’houlenn. Eun taol-sut, hag ar baotred adarre war renk. Ar c’hilhog du a zo kaset da gichen ar ganol. Pucha a ra ha chom da zellet ouz tu ar vereuri. Ne finv ket muioc’h, pa wel, goude ar sutadenn, ar vandenn a deu a-benn d’ezan. Mouzet eo, Anat eo, en taol-man, e vezo ar c’hilhog d’ar buana. Perig ar Gall, ar paotr skanv, a zo harp outan. Eul lamm, hag e kouez… e kichen, rak ar c’hog a zo divouzet ha nijet kuit… Eun imor spontus a zo savet ennan ; nijal a ra evel eun êrer, dreist pennou ar rederien. Douara a ra e kichen Gwennole Branellek, ar paotr yaouank koz chomet war-lerc’h. Met a-vec’h m’en deus an « duek » lakaet e dreid war an douar m’eman adarre war nij wardu Gwenngrampou. Ar re genta a red, a red, a-hed ar ganol, evit mirout outan da vont dreist. Gwennole a gerz, gwella ma c’hell, war e lerc’h. Evuruzamant eman e-unan hag en deus ugent metr war an hini tosta. Troc’het eo e hent d’an « duek » gant ar baotred yaouank, hag ar c’hilhog a deu breman war e giz. Neuze, e kav Gwennole war e hent, Gwennole hag a glask kregi ennan. — {{Reizh|Bra|Brao}}, brao, Gwennole, eman d’it ! Ya, ket da welet ! D’an ampoent ma kave da Wennole lakat e zorn warnan, eman anduek etouez ar strouez war ar c’hleuz. N’eus forz ! Gwennole a ra eul lamm e kreiz an drez. Ar c’hilhog a zo hualet gant ar stroues hag hanter frigaset pa gouez Gwennole warnan. An duek a zo da Wennole, ar potr fin. Kizennet eo ar c’hilhog ha gourc’hemennet eo ar gounider, lorc’hus daoust d’ar gwad a ruilh eus e zaouarn hag eun e zremm, daoust d’e vragez freuzet.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 4939tc1fgvzdcxvygutnma51900oyo9 Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/4 102 66519 208754 208741 2026-08-11T12:23:21Z Aveldro 601 208754 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 12 Mezeven — 4'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
— Mat eo, eme an aotrou Maer. Kalet eo an abadenn. Met gwelet a ran n’eo ket ar re skanva o zreid eo o deus bet ar gounid. Ra vezo graet eta eur redadeg etre ar badtred yaouank. An hini kentan en devo pemp pakad butun pe sigarettennou. An eil en devo tri. An trede, daou. Ar pevare, unan ; ha pep hini eus ar re all, pep a zek sigarettenn. — Bevet an aotrou Maer ! Ar c’hilhou a zo roet dao d’ezo adarre. Spilhenn Onenn a ya endro a-nevez ; ha Glaoda a ziskarg jistr d’ar rederien ha d’ar beorien. Ar re all a c’hell dont ivez, met pemp gwenneg eo ar volennad evito. Ar gwenneien-ze a vezo evit mevelien ar vereuri. Onenn ne ankouao ket he flac’hed, kennebeut. — War renk ! War renk, paotred yaouank ! Pemzek paotr yac’h a deu war al linenn-loc’h. — Selaouit mat, paotred. An dro da Jakou a zo a-hont, e tu Gwengamprou, a rankoc’h da ober. Goudeae, ez eoc’h da ober an dro da Olier, a zo e-kichen ar ganol. Ac’hane, e teuoc’h aman. War evez ! Unan, daou ha… tri !… Eun nijadenn. Pemzek roched harp ha harp. Holl e tremenont e-biou da Jakou. Meur a heurtad a bak Jakou, met start eo war e dreid. Ar vandenn a denn breman wardu Olier. Da genta, eman Salk ar Bars, Loeiz Toullec, Per Penargear, Lanig al Louarn. — Saïk a vezo da genta ! — Ne vo ket, a lavaran d’it ! — Eur bariadeg e vezo !… Pevar real !… — Graet eo an taol ! Ha Yann Gola ha Saïk ar Moal a ako an eil war dorn egile. Tremenet eo ar re genta e-biou da Olier ha breman e teuont wardu ar pal, gant an avel. Saïk ar Bars a zo atao da genta. Per renargear en deus gounezet war Loeiz Toullec hag neman a zo skoaz ha skoaz. gant Lanig al Louarn. Lanig a sko breman stankoc’h. Lavaret e ve en deus en em espernet evit an taol diweza. Eman harp ouz Per Penargear. Saïk en deus poan o tenna e alan… Eul lamm hir, eman Lanig harp ouz Saïk. Emaint tost, tost… dek metr, n’eus ken… — Brao brao ! Saik ! Dalc’hmat ! — Laka herr, Lanig ! Eman d’it ! Skoaz ha skoaz, Saik ar Bars ha Lanig al Louarn a zo o vont da dizout ar pal. Eul lamm…, ha Lanig a c’houne, treuz eun troad. — Brao Brao Lanig ! Ar maout a zo d’it !… Ar priziou a zo roet d’ar gounideien gant Onenn Penaroz. Fouge bras a zo e Lanig, m’hel lavar d’eoc’h, pa glev Onenn o lavaret d’ezan : — Eur redadenn gaer e peus graet, Lanig. Va gourc’hemennou… Meur a baotr yaouank en deus klasket gounit, evit gallout klevet ar gourc’hemennou-ze… Eun dervez kaer eo bet ar zulver-man evit pep hini, hag eun dervez mat eo bet dreist-holl, evit Aotrou Maer Plouider. Graet en deus plijadur ; gounezet en deus kalonou e genvroiz. Red-Kilhog ar vereuri a vezo hano anezan, e parrez Plouider, meur a wech, epad ar bloaz. {{Kreizañ|'''DERVEZ ARADEG ER VEREURI'''}} Deuet eo ar poent da lakat ar gwiniz goanv. Hirie eman, er vereuri, dervez bras an aradeg. Abred diouz ar mintin, eman ar vevelien war zao hag oc’h entent ouz ar c’hezeg. Eun dervez kalet a zo da gaout. Ret eo rei eta boued mat ha krenv d’ar c’hezeg : lann drailhet ha kerc’h. An dud ivez a vezo skuizet o c’horf. Ar boued a vezo hirio krenvoc’h ha founnusoc’h. Mona, ar plac’h koz, he deus, eur pennad mat a zo, enaouet an tan war an paled hag er « geginerez ». Onenn a ziskenn e poent evit lakat an traou war an tan. Dec’h da noz eo bet empennet ar meuziou. O c’hedal ma vo prest an « dijuni », Erwan a ra wardro an eler, an haderez, an hogedou hag ar roulloueriou. Ar souc’hiou hag ar c’hountili a zo sec’het ha netaet.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 3ztt3ymd1tvq4m6hzvs4dii228p6p8m Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/7 102 66522 208753 208748 2026-08-11T12:22:48Z Aveldro 601 208753 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 3 gouere — 7'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Eur bourc’hiz bennak o tremen {{Reizh|e-ebiou|ebiou}} d’ezo a vez klevet o lavaret : — Na kaera koueriadez ! Onenn a ziroll da c’hoarzin ouz o c’hlevet. Yann a vousc’hoarz, met lavaret e ve en deus aon o welet an amzer o tremen, aon da goll Onenn. Na pez ket a aon, Yann ; rak Onenn he deus gwelet ez out eun den hegarat, mat, eun den oberiant ha gouiziek, eun den karantezus. N’out ket, kennebeut, eun den divalo, war meno merc’h Erwan. Spered Onenn a nijo alies da Blourin ; Yanı : emen e galon e Plouider hiviziken. {{Kreizañ|'''Da biou e vo kalon Onenn ?'''}} Tremenet eo ar goanv. Fall eo bet an amzer ha berr an deiz. Labouret zo bet eta dreist-holl wardro ar gêr. Bemdez, goude koan, ez eus bet beilhadeg. An amezeien eus Kerveleugan, eus Pourbrouan hag eus ar Vorc’h a zo bet o tremen eun nebeut euriou diskuiz er vereuri. Bodet endro d’an oaled bras, er gegin, eur pikol mat a geuneudenn o tevi er siminal, holl o deus selaouet rimadellou, sorbiennou, istoriou Yann-goz. Sac’h Yann a zo leun a gontadennou fentus. C’hoarz, spont, estlamm a zo bet diwar e varvailhou ha, d’an nozveziou war-lerc’h, hunvreou, re laouen ha re spontus. Etre daou, ar wazed o deus graet meur a gorniad butun ha devet meur a sigarettenn. Kempennet o deus ivez stern ha boutigi (hotte). Ar merc’hed n’int ket chomet, kennebeut, da zellet, hep ober netra. Lod a rae stamm, lod all a wrie pe a gempenne kreier. Onenn he deus broudet traou kaer. Eur wech an amzer, he deus lennet levriou brezonek skrivet gant skrivagnerien gwella Breiz. Onenn a zo gouest da entent ar brezoneg, ar brezoneg reiz kerkoulz hag ar galleg. E skol Itron-Varia-Lourd, e Lesneven, e vez desket brezoneg flour, a-unan gant galleg reiz. Onenn he deus bet eno he zesteni-studi hag he brevet. Evel ma oar distaga mat ar brezoneg, eul levenez eo bet evit tud ar veilhadeg he c’hlevet o lenn istoriou brezonek. Onenn a oar ivez son gant ar benveg-muzik, kana braoc’h eget eun eostig. Ar « piano » a zo bet degaset eta eus ar zal d’ar gegin hag Onenn he deus c’hoariet pennadou eus oberou kaera ar vistri ; kanet koanta soniou Breiz-Izel. Yann-goz e-unan, ouz he c’hlevet, a zo chomet dilavar, digor-bras e c’henou gantan. — Evit traou kaer, tudou, setu traou kaer… a lavare hen hep ehan. Den ebet, avat, ne zelle muioc’h ouz Onenn, etre ma rede he bizied hir ha gwenn war an notennou, etre ma kane, he daoulagad gwech war ar muzik, gwech troet wardu ar voger evel kollet el levenez, eget Loeiz Kergadennec, eus maner Dourmab, mab ar c’henta eil-vaer. Loeiz en deus pemp bloaz warnugent. Ne zimez ket, kaer o deus e dud kinnig plac’hed yaouank d’ezan, merc’hed kaer, pinvidik ha dereat. E galon, anat eo, a zo er vereuri. Rak-se, ne vank, koulz lavaret, beilhadeg ebet. N’eo ket, koulskoude, a vank a wech e vez lavaret d’ezan : — Loeiz paour, kalon Onenn n’eman ket o Plouider. Koll a rez da amzer, Onenn ne ziskouez ket a zisplejadur o welet Loeiz Kergardennec ; plijadur ne ra ket ivez, avat. Eur plac’hig seven eo, ha netra ken… Tremenet eo ar goanv ; tost eo goueliou Pask. Erwan Penaroz en deus bet kelou digant e niz Goulc’han Gwezennek. Goulc’han a zo oc’h ober e studi louzaouer en Naoned. Lavaret a ra ennan e zonj dont da dremen eun nebeut derveziou er vereuri epad ehan labour Pask. Eun dervez eta, Erwan a lavar da Onenn : — Onenn, da gendery Goulc’han Gwezennek a vezo ganeomp evit eun nebeut derveziou, epad goueliou Pask… — Mat eo, va zad, laouen e vezin o welet va c’henderv, rak eur pennad mat a zo n’em eus ket e welet. Kempenn a rin eur gambr d’ezan. Pa ’n em gav Goulc’han, d’ar Sadorn-santel, er vereuri, e kav eun digemer laouen. E gambr a zo naet ha lirzin ; war an daol-labour, ez eus bleuniou ganto c’houez vat… D’ar Sul Fask, e lavar Onenn, d’ezan : — Va c’henderv Goulc’han, da besort oferenn ez i ? D’an oferenn-bred, m’oarvat ! — O pell ’zo ne vezan en oferenn ebet. Kollet em eus va feiz e Pariz, evel meur a hini eus va mignoned. — Meur a hini all o deus adkavet o feiz e kêr-benn Bro-Chall, diouz ma ennan er c’hannadou. Ma lavarez ar wirionez, kalz eus ar re a zo eno war ar studi a ziaro our Doue. — Ya, gwir eo, ha me va-unan a oa tanzen diarei, p’am eus kuitaet Paris evit mont d’an Naoned. E klanvdi-Doue, ar gêr-ze, e welan meur a gonsort katolik hag eun aluzenner hegarat meurbet. Ped, ped, Onenn ger, hag e vezin troet a-nevez our Doue. — Deus eta d’an oferenn-bred. Fizians em eus ne vezi ket re inouet. — Mont a rin, Onenn, a-unan ganit, — O ! Nann, gant Visant eo e rankez mont. Aman e ve kavet dizereat az gwelet ganen-me.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> tdk2r7jhwwvlqkrh3cfjbjuzr6wl1jm Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/8 102 66523 208750 2026-08-11T12:02:46Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
" 208750 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 10 gouere — N° 8'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 728ky94mndszjoxqnhkv3olgeachwi1 208751 208750 2026-08-11T12:08:02Z Aveldro 601 208751 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 10 gouere — N° 8'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Evel ma kari, Onennig. Nec’het holl eo bet Goulc’han o kle- vet kan dudius ar merc’hed, kan leun ha krenv ar wazed, o welet al lidou sakr. Ententet mat en deus ar prezeger, kure kenta parrez Plouider. Goulc’han deus dale’het d’e vrezoneg ha, zoken, hen studiet en deus e Pariz, a-unan gant mi- gnoned, karourien Breiz. en Ne ehan ket da rei meuleudi d’ar c’han ha d’ar barrezianiz, p’en em gav gant- Onenn, goude an oferenn. ger ? Ha petra a lavarez eus ar preze- Eur prezeger helavar, e gwirionez. Ya, traou mat a lavar en eun doa- re kaer. Klevet mat e peus penaos en deus komzet diwarbenn levenez an dud a ra o fask hag eus gwall-eur ar re n’hen reont ket ? Ya, ha gwelet a ran breman petra glaskez te Petra ’c’hedez neuze da ober da ze- ver a gristen ? Rak kristen out c’hoaz ! Bez e vézin, Onenn, ma choman pell en da gompagnunez, rak eur breze- gerez helavar e seblantez te beza ivez… Buan e tremen an derveziou. Goul- c’han en deus gwelet feurm gaer ar ve- reuri. Bet eo o vale gant Visant ha gant Onenn, aman hag ahont, e Brignogan, e Ploueskat, er Folgoet. O klevet Onenn o komz ken brao hag en eun doare ken aes diwarbenn pep tra, o welet he gened, eo troet e garantez kenderv en eun hini all teneroc’h. A-raok kuitât ar vereuri, Goule’han en deus komzet ouz Onenn he-unan. Va e’hinitervez karet ha koant, ha da zonj eo chom da labourat douar ? Ez eo, va c’henderv. N’out ket graet evit al labour-se. Ma karfes, e vefes evurus e kêr. Ne pefe ket ezomm da gailhara an daouarn gwenn-se… Hag e krog en he daouarn… -Ne c’hellan ket beza evurus er c’hê- riou. Va c’halon a zo hag a vezo war ar maez. War ar maez e chomin. Prest oun da dremen va eksamin doktor. Araok pell, e vezin louzaouer hag prenin eun ti en unan eus kêriou Breiz- Izel, evit kregi gant va micher… Ne gar- fes ket dont da veza mestrez em zí ha war va c’halon, Onenn, va mignonez ?… Klask en eul lec’h all, Goulc’han, mestrez da di ha da da galon. Klask unan gwelloc’h egedon -me. Me ne din biken da’r c’hériou. all. Ne glaskin hini all ebet !… Va e’halon, Goule’han, a zo da unan D’eur c’houer bennak, neketa ? D’eun turier douar ! Va gourc’hemen- nou !… Eun turier-douar hag a dalv, mar- teze, meur a vourc’hiz… Neuze, fae a rez warnon, war va c’harantez, Onenn ? Keun az pezo !… Goule’han a zo aet kuit, an imor en e galon. Onenn a zo eun tammig tenval he fenn. Anaout mat a ra pesort imo- riou tud eo ar Gwezenneged. Met Goulc’han a zo eun den seven, hag eur galon vat en deus. Met buan ivez ar yaouankiz a drec’h da’r zonjou du. Bleu- niou an nevez-amzer a skullh levenez war ar maeziou. Ar mouse’hoarz a deuet n-nevez war muzellou Onenn Pe- naroz. NA BRAOA KANEREZED ! An Aotrou Kure en deus kempennet eur valeadenn-pire’hirinded evit e gane- rezed, er bloaz-man. Ar Folgoet a zo re dost da Blouider hag, epad miz mae, e vezo tro da vont da ober ar pemp sul ». Pelloc’h ez afer eta, betek Rumengol. Ar pirc’hirinded a zo lakaet evit lun ar Pentekost. En dervez araok, da sul ar Pentekost, eo bet lidet pardon Plouider ». Onenn Penaroz a zo bet o tougen ban- niel kenta ar merc’hed, a-unan ganc he mignonez Lizig Monot ha Monig Koat. Sellet a zo bet outo epad ma raent tro ar vered, epad ma kerzent dindan ban- nou an heol war hent ar chapell, chapell Itron-Varia ar re glany é traon ar vore’h. Aour ar bannielou hag aour ar gwis kamanchou a lugerne ; en tour, ar c’hleier war vole a strinke-soniou lirzin ; ar gwazed hag ar merc’hed en em res- ponte e kan hag e pedenn. Visant Penaroz a zouge banniel kenta Penaroz, a-unan gant an daou eil-vaer ; ar gwazed hag an aotrou Maer, Erwan ha kenta Kuzulier an Iliza groge, daou ha daou, e kravaz ar relegou >. Ar pardon a zo bet penn-da-benn eun dudi evit al lagad hag evit ar skouarn. Ar c’hanerezed, eun tri-ugent anezo, o deus, dreist-holl, gounezet ar veuleudi." O tont ermaez eus an iliz, goude m’en deus an aotrou Person meulet pep hini hag eun tammig muioc’h ar ganerezed, Yann Gola, n’eo ket evit mirout a lava- ret da Saik ar Moal. Matret eo hen anzav, ar maout a zo aet adarre gant ar merc’hed ! Gounezet o deus eta eun tammig gopr. Da c’houec’hr eur vintin, da lun ar Pen- tekost, eman eta tri ugent kanerez Plouider war al leurenn-vorc’h. Tri gar- tan a zo ouz o gedal. E Plouider, ez eus kirri kner ha frank. Karr ar Seité hag hini ar C’horr bras a zo leuniet da genta.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 4xlyd9k2jd33pgdamkrc8umc6k9hxj7 208752 208751 2026-08-11T12:21:57Z Aveldro 601 208752 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 10 gouere — N° 8'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
— Evel ma kari, Onennig. Nec’het holl eo bet Goulc’han o klevet kan dudius ar merc’hed, kan leun ha krenv ar wazed, o welet al lidou sakr. Ententet mat en deus ar prezeger, kure kenta parrez Plouider. Goulc’han en deus dalc’het d’e vrezoneg ha, zoken, hen studiet en deus e Pariz, a-unan gant mignoned, karourien Breiz. Ne ehan ket da rei meuleudi d’ar c’han ha d’ar barrezianiz, p’en em gav gant Onenn, goude an oferenn. Ha petra a lavarez eus ar prezeger ? — Eur prezeger helavar, e gwirionez. — Ya, traou mat a lavar en eun doare kaer. Klevet mat e peus penaos en deus komzet diwarbenn levenez an dud a ra o fask hag eus gwall-eur ar re n’hen reont ket ? — Ya, ha gwelet a ran breman petra glaskez te. — Petra ’c’hedez neuze da ober da zever a gristen ? Rak kristen out c’hoaz ! — Bez e vezin, Onenn, ma choman pell en da gompagnunez, rak eur brezegerez helavar e seblantez te beza ivez… Buan e tremen an derveziou. Goulc’han en deus gwelet feurm gaer ar vereuri. Bet eo o vale gant Visant ha gant Onenn, aman hag ahont, e Brignogan, e Ploueskat, er Folgoet. O klevet Onenn o komz ken brao hag en eun doare ken aes diwarbenn pep tra, o welet he gened, eo troet e garantez kenderv en eun hini all teneroc’h. A-raok kuitât ar vereuri, Goulc’han en deus komzet ouz Onenn he-unan. — Va c’hinitervez karet ha koant, ha da zonj eo chom da labourat douar ? — Ez eo, va c’henderv. — N’out ket graet evit al labour-se. Ma karfes, e vefes evurus e kêr. Ne pefe ket ezomm da gailhara an daouarn gwenn-se… Hag e krog en he daouarn… — Ne c’hellan ket beza evurus er c’hêriou. Va c’halon a zo hag a vezo war ar maez. War ar maez e chomin. — Prest oun da dremen va eksamin doktor. Araok pell, e vezin louzaouer hag prenin eun ti en unan eus kêriou Breiz-Izel, evit kregi gant va micher… Ne garfes ket dont da veza mestrez em zi ha war va c’halon, Onenn, va mignonez ?… Klask en eul lec’h all, Goulc’han, mestrez da di ha da da galon. Klask unan gwelloc’h egedon-me. Me ne din biken da’r c’hériou. — Ne glaskin hini all ebet !… — Va c’halon, Goulc’han, a zo da unan all. — D’eur c’houer bennak, neketa ? D’eun turier douar ! Va gourc’hemennou !… — Eun turier-douar hag a dalv, marteze, meur a vourc’hiz… — Neuze, fae a rez warnon, war va c’harantez, Onenn ? Keun az pezo !… Goulc’han a zo aet kuit, an imor en e galon. Onenn a zo eun tammig tenval he fenn. Anaout mat a ra pesort imoriou tud eo ar Gwezenneged. Met Goulc’han a zo eun den seven, hag eur galon vat en deus. Met buan ivez ar yaouankiz a drec’h da’r zonjou du. Bleuniou an nevez-amzer a skuilh levenez war ar maeziou. Ar mousc’hoarz a deuet n-nevez war muzellou Onenn Penaroz. {{Kreizañ|'''NA BRAOA KANEREZED !'''}} An Aotrou Kure en deus kempennet eur valeadenn-pirc’hirinded evit e ganerezed, er bloaz-man. Ar Folgoet a zo re dost da Blouider hag, epad miz mae, e vezo tro da vont da ober « ar pemp sul ». Pelloc’h ez afer eta, betek Rumengol. Ar pirc’hirinded a zo lakaet evit lun ar Pentekost. En dervez araok, da sul ar Pentekost, eo bet lidet « pardon Plouider ». Onenn Penaroz a zo bet o tougen banniel kenta ar merc’hed, a-unan gant he mignonez Lizig Monot ha Monig Koat. Sellet a zo bet outo epad ma raent tro ar vered, epad ma kerzent dindan bannou an heol war hent ar chapell, chapell Itron-Varia ar re glanv e traon ar vorc’h. Aour ar bannielou hag aour ar gwiskamanchou a lugerne ; en tour, ar c’hleier war vole a strinke-soniou lirzin ; ar gwazed hag ar merc’hed en em responte e kan hag e pedenn. Visant Penaroz a zouge banniel kenta Penaroz, a-unan gant an daou eil-vaer ; ar gwazed hag an aotrou Maer, Erwan ha kenta « Kuzulier an Iliz » a groge, daou ha daou, e kravaz ar « relegou ». Ar pardon a zo bet penn-da-benn eun dudi evit al lagad hag evit ar skouarn. Ar c’hanerezed, eun tri-ugent anezo, o deus, dreist-holl, gounezet ar veuleudi. O tont ermaez eus an iliz, goude m’en deus an aotrou Person meulet pep hini hag eun tammig muioc’h ar ganerezed, Yann Gola, n’eo ket evit mirout a lavaret da Saïk ar Moal. Mat ! ret eo hen anzav, ar maout a zo aet adarre gant ar merc’hed ! Gounezet o deus eta eun tammig gopr. Da c’houec’hr eur vintin, da lun ar Pentekost, eman eta tri ugent kanerez Plouider war al leurenn-vorc’h. Tri gar-tan a zo ouz o gedal. E Plouider, ez eus kirri kaer ha frank. Karr ar Seité hag hini ar C’horr bras a zo leuniet da genta.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 409pz8ujf8pc1t28wv7bz270rc1ou4e Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/9 102 66524 208756 2026-08-11T14:39:55Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
E hini an Daledek e sav ar re a chom. Ennan e sav ivez an aotrou kure, e-unan gant eur beleg yaouank en deus pedet da vont gantan, evit mirout our an teodou fall, ma ve unan bennak e Breiz !… An dud, er vorc’h, a deu da zellet ouz « merc’hed ar pardon ». Pennou lirzin, koefou gwenn, mouchouerou broudet a llou a weler e pep karr. Eur sin graet gant an aotrou kure hag eman ar c’hirri o loc’h. Betek Lesneven, e chom sioul ar merc’hed... 208756 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 17 gouere — N° 9'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
E hini an Daledek e sav ar re a chom. Ennan e sav ivez an aotrou kure, e-unan gant eur beleg yaouank en deus pedet da vont gantan, evit mirout our an teodou fall, ma ve unan bennak e Breiz !… An dud, er vorc’h, a deu da zellet ouz « merc’hed ar pardon ». Pennou lirzin, koefou gwenn, mouchouerou broudet a llou a weler e pep karr. Eur sin graet gant an aotrou kure hag eman ar c’hirri o loc’h. Betek Lesneven, e chom sioul ar merc’hed. Lavaret ’z eus d’ezo espern o nouez. Ar bedenn diouz ar mintin a zo lavaret etre Plouider ha Lesneven. Goulennet ’z eus mirout da skuiza ar moueziou ! Ya, kit da zifen ouz merc’hed da gana, p’eo ken laouen o c’halon ; pa grog ar blenier e-unan gant ar c’hen !… Goude Lesneven eta, eman an eostiged o kana, o kana… Ar c’hiri-dre-dan a dremen kêr Landerne en eur mor a gan. An dud a chom bamet o sellet oute. Met aet dreist ar pont war an Elorn, ar c’hiri a bign breman krec’h Penkran. E traon an diskenn, en tu all, e kaver Daoulas. Ehan ebet ; ar c’hefluskerien (moteuriou) o fraonv. Mont a ra mat an traou{{Reizh|..|.}} An Ospital-Kamfroud a zo paket, lezet warlerc’h hag, araok pell, eman an tri garr er Faou. Son, blejal a ra ar c’herniel-boud o tremen er ruiou moan a gas da hent Rumengol. Ar vro a zo kaer meurbet, gant he meneziou karget gant eost glas, gant balan ha lann alaouret, gant he zraoniennou peuri goloet a vleuniou lieslivet. Eur park leton a zo roet evit lakat ar c’hirri-dre-dan. Ar merc’hed a lamm er-maez. Kempennet eo ar bleo, ar c’houef hag en abeg-se, e vez tennet, eus ar zeier-dorn mellezour ha krib, diroufennet e vez ar mouchoueriou hag al lostennou, dispaket an tavanjerou seiz. Onenn Penaroz a gas neuze he banden warlerc’h an diou leanez ar Furnez (leanezed griz), wardu an iliz, epad ma sav an daou veleg betek ar sekritiri evit lavaret o oferen. Eun daolenn gaer eo an hini a weljod e Rumengol, er mintinvez-ze. Holl merc’hed Plouider a dosta ouz an daol santel da boent ar gommunion. An oferen-bred a zo kanet er « Skala Sancta » . Aotrou kure Plouider a zo avieler har ar beleg nevez, abostoler. Kouerezed Plouider, bodet war al leton, endro da’l leanezed ha da Onenn, a gan lod ar merc’hed. N’o deus ket an dud awalc’h gant daoulagad evit sellet ouz merc’hed yaouank Plouider, awalc’h gant diouskouarn evit o selaou. Meur a wech e klever etouez an dud ar c’homzou-man : — Na keara kanerezed ! Ne ouezer dare peur eo echu an oferen, ken buan eo tremenet an amzer. Ar pred a zo kemeret war al leton, pe an ostaliriou, ha, da c’hedal ar gousperou, e vez graet tro an iliz, e vez prenet hag enaouet goulou da takat e-harz skeudenn an Itron Varia. D’ar gousperou, merc’hed Plouider a ziskouez mat e c’houzont kana, e doare dudius, « toniou bras » ar psalmou. Bennoz ar Sakramant a gloz ar pardon. Binniget eo ar chapeledou, ar metalennou. Prenet eo an « traou-koun » (souvenirs), hag en hent d’ar gêr, o pedi, o kana hag o komz laouen… Allas ! E Daoulas eman dic’houezet rod karr an Dalidek. Ret eo chom a-zav. Tenvalaat a ra penn an aotrou kure, dre ma tremen an amzer. C’hoant en deus da veza e Plouider araok an noz hag ar rod ne vez ket kempennet buan awalc’h diouz e sonj. Ar merc’hed ne ziskouezont ket kalz a zisplijadur rak kana a reont gwasoc’h gwaz. An dud diredet endro d’ar c’hirri-dre-dan a lavar : — Na pebez kan dudius ! Na pebez merc’hed laouen ! — Eus a belec’h eo ar merc’hed-se ? — Ne welet ket, diouz o c’houef, ez int eus Plouider. O tremen e-biou {{Reizh|de’zo|d’ezo}}, eur vandenn baotred yaouank a glever o lavaret : — Na kaera merc’hed ! — Ya, eme Monik Lagadek, ar verc’h laouen, met n’int ket evidoc’h-c’houi, paotred Daoulas ! — Chê ! Monik, eme Onenn, ne peus ket a vez o komz evelse, epad eur pirc’hirindel ? Gwelloc’h eo {{Reizh|de’omp|d’eomp}} pedi. Hag e peder, hag e kaner. Kempennet eo an rod hat boud adarre gant ar c’hefluskerien. E Landerne, Onenn a rank diskenn. Poan-dent a zo savet d’ezi, etre Daoulas ha Landerne, hag e klask eun ti apotiker evit kaout louzou-diboania. Dre ma kerz war ar ru, e chom an dud bamet da zellet outi. Gant he mouchouer broudet a liou, he davanjer seiz dantelezet ; gant he c’herz a rouanez, e seblant beza eun dukez bennak eus ar C’hrenn-amzer. Ne vank nemet ar c’hoef kern-uhel hag e oa ar c’hiz anezan gwechall. Met ar c’hoef bihan dantelezet, bonedig gwenn ampezet, a lez ar bleo da goueza ha da rodella endro d’an dremm ha n’eo ket divalo, kennebeut.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 45qo79w1in1rd3hzww4u8udvks3k84a