Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.15 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/10 102 66525 208757 2026-08-13T09:15:19Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
Kavet eo an apotiker hag al louzou. Tec'het eo ar boan ha ganti an dristidigez. En eur gana eo en em gaver e Plouider, araok ar serr-nos, daoust m'eo go- loet meur a vouez dudius. Eur pirc'hirinded dispar, devot ha laouen. Ra vinnigo Itron-Varia Rumengol kezent kanerez a zo e Plouider! Ra rolo d'eza, hervez o goulenn: ar vuhez leanez pe an den evurus hag a vezo din eus o c'harantez AR FALCHERIEN Ober ar foen er vereuri a zo eul la... 208757 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 24 gouere — 10'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Kavet eo an apotiker hag al louzou. Tec'het eo ar boan ha ganti an dristidigez. En eur gana eo en em gaver e Plouider, araok ar serr-nos, daoust m'eo go- loet meur a vouez dudius. Eur pirc'hirinded dispar, devot ha laouen. Ra vinnigo Itron-Varia Rumengol kezent kanerez a zo e Plouider! Ra rolo d'eza, hervez o goulenn: ar vuhez leanez pe an den evurus hag a vezo din eus o c'harantez AR FALCHERIEN Ober ar foen er vereuri a zo eul labour tenn. Diou foenneg a zo. En hini vras e vez, bep bloaz, wardro daou-c'hant karrad foenn. En hini vihan, tost da zaou-ugent. Anat eo ne vezer mui evit kaout falc'herien awalc'h evit touza ar foenneg vras. Diou falc'herez bleniet gant Visant ha gant Glaoda ar Pinvidik a zo kaset drezi, eun dervez war e hed e penn kenta miz mezeven. War o lerc'h, eur fuilherez a strink ar foenn a bep tu evit ma sec'ho. D'ar pardaez, diou rastell vras, stlejet gant daou leen, a zastum adarre ar geot disec'het evit o mirout diouz ar gliz-noz. Labour mat, graet buan hag en eun doare difaezus. Ententet e ves outo, evel ma ne vez ket | c'hounit tud gwella ar barrez, a-unan ouz an dudjentil uhela gant Onenn Penaroz. Erwan, bep bloaz, a lavar d'e verc'h Deuet eo derves ar falc'herez, Kerz. gant o moueziou. Setu, da vihana ar pez a vez kuzulikaet (a vez lavaret er skouarn). N'eus forz; galvet eo hirio d'ar vereu -eta da Lesneven da c'houlenn ar c'hig ri, Goule'han Beyer. Loeiz ar Bihan, Vi- wella a zo e ti ar e'bigerien. Digas ga-sant Roue, Youn Bodennec, Mikael Korr, nit, ouspena, an traou c'houeka a gavi. Paol Monot, Yann al Larvor, Per Penar- Fellout a ra ganin e ve friko aman evit gear, Herri Prijant. ar fale'herien ware'hoaz. An dervez a vo tenn. Kerkent ha pe- Onenn Penaroz a car mat diouz ar ge- Eun tamm boued krenv: kig moc'h, der eur, eman ar falc'herien er vêreuri. gin, kerkoulz a forz pe geginerez: gwel-bara, aman ha jistr mat. Eur hanne hini loc'h, marteze, dre m'he deus desket, e krenv, goude, en eur banne kafe tommet skol Itron-Varia-Lourd, ober wardro an war an tommer-dre-dan hag en hent. Evit ar foennog vihan, a'eo ket an hevelep tra. Houman a servij hed ar bloaz ti hag ar gegin ha dire n'he deus desket Er foennog, Erwan a ra eur bedennig evit rel geot da lakat etouen al lann gant merc'hed gouzieka ar vro ober pre- hag an holl a ra sin ar groaz. drailbet bag ar foen. Ne vezer ket eta jott mat giz ar vro. evit he dizec'ha mat da e'bellout digas Penaroz ober ken brao de fale'herien, e Ma c'houlennit perak e fell gant Erwan lavarin d'eoc'h eo dre ma 'z eo eun den reiz ha peurvat: da labourerien mat eo ret rel boued mat. ar c'hezeg enni. Hag, ouspenn, Erwan Penaroz n'en deus c'hoant ebet d'he dizec'ha en abeg- se. Rak Erwan a gar ar c'hiziou koz. Sonj mat en deus da veza bet, eur fal- c'her dispar gwechall Karout a ra ar gouerien krenv hag ampart. Bep bloaz, e c'halv eta gwella falc'herien ar barrez evit troue'ha e foennog vihan. Hag e ve eun abeg all, ne lavaran ket nann. Lod o deus bet diskteriet e c'halv bep. bloaz, da drouc'ha e foenneg vihan, tud gouesta ar barrez hag, en hevelep tro, ar re o deus ar brasa galloud war dud ar barrez. Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a ha nerzus ; c'hoari a vezo o vont d'e zigor ar trouc'hiad kenta. Skei a ra ledan heul. Koulskoude, Goule'an Beyer a zoubl, d'e dro, p'eo en em gavet Glaoda daou vetr eus penn ar foenneg. Ar re all, an eil goude egile, a grog en o falc'h. Den ebet, anat eo, n'en deus c'hoant plega d'e amezeg. Lan, an eil mevel, ha Per, an trede mevel, a zo e kreiz. Oc'h ober an trizekvet eman Vi- En abeg da betra ? Va Doue, da sant, mab hena ar vêreuri. Ar file'hier a zourr war ar geot hag ar foen bleunvek a zoubl o fenn hag a gouez kner war ar c'hostex. C'houez-vat ar seo foen a zav er foenneg. Erwan a zo chomet da zellet ouz ar falc'herien. Nag a bôtred krenv hag ouesk! Trizek kein o vont hag o tont eus an tu dehou d'an tu kleiz. File'hier o lintra en heol pa ziskrogont eus o zamm ha pa deuon da gregi en tamm all. Ken prederiet eo mestr ar vereuri ouz an daoulenn gaer-se ma rank Yann, ar mevel koz, lavaret d'exan Arsa ! Erwan, deuit d'am zikour da bilat. Eman prest ar falc'herien d'en em gaout er penn all ha ne vezo ket prest ar filc'hier all d'ezo p'en em gavint aman. rien a zav o fenn. Diruilh a ra ar c'hou En em gavet er penn all, ar falc'he- zenn diouz o zal, epad ma ro an heol e vannou kenta a sklerijenn hag a domder. Eus an doukenn lakaet e-skeud ar c'hleuz, e vez lonket eun evadenn yac'h a jistr, ha dao adarre endro. Ne vezo ket a ehan araok ma vezo kaset an ero da benn !<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> qruyrnngnbvo4qisrpqltr6bgrpjur0 208758 208757 2026-08-13T09:29:23Z Aveldro 601 208758 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 24 gouere — 10'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Kavet eo an apotiker hag al lounou. Tec’het eo ar boan ha ganti an dristidigez. En eur gana eo en em gaver e Plouider, araok ar serr-nos, daoust m’eo goloet meur a vouez dudius. Eur pirc’hirinded dispar, devot ha laouen. Ra vinnigo Itron-Varis Rumengol kement kanerez a zo e Plouider ! Ra rolo d’ezo, hervez o goulenn : ar vuhes leanez pe an den evurus hag a vezo din eus o c’harantez '''AR FALC’HERIEN''' Ober ar foen er vereuri a zo eul labour tenn. Diou foenneg a zo. En hini vras et vez, bep bloaz, wardro daou-c’hant karrad foenn. En hini vihan, tost da zaou-ugent. Anat eo ne vezer mui evit kaout falc’herien awalc’h evit touza ar foenneg vras. Diou falc’herez bleniet gant Visant ha gant Glaoda ar Pinvidik a zo kaset drezi, eun dervez war e hed e penn kenta miz mezeven. War o lerc’h, eur fuilherez a strink ar foenn a bep tu evit ma sec’ho. D’ar pardaez, diou rastell vras, stlejet gant daou leen, a zastum adarre ar geot disec’het evit o mirout dious ar gliz-noz. Labour mat, graet buan hag en eun doare difaezus. Evit ar foennog vihan, n’eo ket an hevelep tra. Houman a servij hed ar bloaz evit rel geot du lakat etouen al lann drailhet hag ar foen. Ne vezer ket eta evit he dizec’ha mat da c’hellout, digas ar c’hezeg enni. Hag, ouspenn, Erwan Penaroz n’en deus c’hoant ebet d’he dizec’ha en abeg-se. Rak Erwan a gar ar c’hiziou koz Sonj mat en dous da veza bet eur falc’her dispar gwechall Karout a ra ar gouerien krenv bag ampart. Bep bloaz, e c’halv eta gwella falc’herien ar barrez evit trouc’ha e foennog vihan. Ententet e vez outo, evel ma ne vez ket ouz an dudjentil uhela gant Onenn Penaroz. Erwan, bep bloaz, a lavar d’e verc’h : — Deuet eo derves ar falc’herez. Kerz eta da Lesneven da c’houlenn ar c’hig gwella a zo e ti ar c’higerien. Digas ganit, ouspenn, an traou c’houeka a gavi. Fellout a ra ganin e ve friko aman evit ar falc’herien warc’hoaz Onenn Penaroz a oar mat diouz ar gegin, kerkoulz a forz pe geginerez : gwelloc’h, marteze, dre m’he deus desket, e skol Itron-Varia-Lourd, ober wardro an ti hag ar gegin ha dre na’he deus desket gant merc’hed gouzieka ar vro ober prejou mat giz ar vro. Ma c’houlennit perak e fell gant Erwan Penaroz ober ken brao de falc’herien, e lavarin d’eoc’h eo dre ma ’z eo eun den reiz ha peurvat : da labourerien mat eo ret rel boued mat. Hag e ve eun abeg all, ne lavaran ket nann. Lod o deus bet diskleriet e c’halv bep bloaz, da drouc’ha e foenneg vihan, tud gouesta ar barrez hag, en hevelep tro, ar re o deus ar brass galloud war dud ar barrez. En abeg da betra ? Va Doue, da c’hounit tud gwella ar barrez, a-unan gant o moueziou. Setu, da vihana ar pez a vez kuzulikaet (a vez lavaret er skouarn). N’eus forz ; galvet eo hirio d’ar vereuri, Goulc’han Beyer. Loeiz ar Bihan, Visant Roue, Youn Bodennec, Mikael Korr, Paol Monot, Yann al Larvor, Per Penargear, Herri Prijant. An dervez a vo tenn. Kerkent ha peder eur, eman ar falc’herien er vêreuri. Eun tamm boued krenv : kig moc’h, bara, aman ha jistr mat. Eur banne hini krenv, goude, en eur banne kafe tommet war an tommer-dre-dan hag en hent. — Er foennog, Erwan a ra eur bedenníg hag an holl a ra sin ar groaz. Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a zigor ar trouc’hiad kenta. Skei a ra ledan ha nerzus ; c’hoari a vezo o vont d’e heul. Koulskoude, Goulc’an Beyer a zoubl, d’e dro, pleo en em gavet Glaoda daou vetr eus penn ar foenneg. Ar re all, an eil goude egile, a grog en o falc’h. Den ebet, anat eo, n’en deus c’hoant plega d’e amezeg. Lan, an eil mevel, ha Per, an trede mevel, a zo e kreiz. Oc’h ober an trizekvet eman Visant, mab hena ar vêreuri. Ar filc’hier a zourr war ar geot hag ar foen bleunvek a zoubl o fenn hag a gouez kaer war ar c’hostez. C’houez-vat ar seo foen a zav er foenneg. Erwan a zo chomet da zellet our ar falc’herien. Nag a bôtred krenv hag ouesk ! Trizek kein o vont hag o tont eus an tu dehou d’an tu kleiz. Filc’hier o lintra en heol pa ziskrogont eus o zamm ha pa deuon da gregi en tamm all. Ken prederiet eo mestr ar vêreuri ouz an daoulenn gaer-se ma rank Yann, ar mevel koz, lavaret d’ezan : — Arsa Erwan, deuit d’am zikour da bilat. Eman prest ar falc’herien d’en em gaout er penn all ha ne vezo ket prest ar filc’hier all d’ezo p’en em gavint aman. En em gavet er penn all, ar falc’herien a zav o fenn. Diruilh a ra ar c’houezenn diouz o zal, epad ma ro an heol e vannou kenta a sklerijenn hag a domder. Eus an doukenn lakaet e-skeud ar c’hleuz, e vez lonket eun evadenn yac’h a jistr, ha dao adarre endro. Ne vezo ket a ehan araok ma vezo kuset an ero da benn !<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> 1d8mdbtfemwme95j5bwlez95fdhq2ey 208759 208758 2026-08-13T09:36:11Z Aveldro 601 208759 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 24 gouere — 10'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
Kavet eo an apotiker hag al lounou. Tec’het eo ar boan ha ganti an dristidigez. En eur gana eo en em gaver e Plouider, araok ar serr-noz, daoust m’eo goloet meur a vouez dudius. Eur pirc’hirinded dispar, devot ha laouen. Ra vinnigo Itron-Varia Rumengol kement kanerez a zo e Plouider ! Ra rolo d’ezo, hervez o goulenn : ar vuhez leanez pe an den evurus hag a vezo din eus o c’harantez {{Kreizañ|'''AR FALC’HERIEN'''}} Ober ar foen er vereuri a zo eul labour tenn. Diou foenneg a zo. En hini vras e vez, bep bloaz, wardro daou-c’hant karrad foenn. En hini vihan, tost da zaou-ugent. Anat eo ne vezer mui evit kaout falc’herien awalc’h evit touza ar foenneg vras. Diou falc’herez bleniet gant Visant ha gant Glaoda ar Pinvidik a zo kaset drezi, eun dervez war e hed e penn kenta miz mezeven. War o lerc’h, eur fuilherez a strink ar foenn a bep tu evit ma sec’ho. D’ar pardaez, diou rastell vras, stlejet gant daou leen, a zastum adarre ar geot disec’het evit o mirout dious ar gliz-noz. Labour mat, graet buan hag en eun doare difaezus. Evit ar foennog vihan, n’eo ket an hevelep tra. Houman a servij hed ar bloaz evit rei geot du lakat etouez al lann drailhet hag ar foen. Ne vezer ket eta evit he dizec’ha mat da c’hellout, digas ar c’hezeg enni. Hag, ouspenn, Erwan Penaroz n’en deus c’hoant ebet d’he dizec’ha en abeg-se. Rak Erwan a gar ar c’hiziou koz. Sonj mat en dous da veza bet eur falc’her dispar gwechall Karout a ra ar gouerien krenv bag ampart. Bep bloaz, e c’halv eta gwella falc’herien ar barrez evit trouc’ha e foennog vihan. Ententet e vez outo, evel ma ne vez ket ouz an dudjentil uhela gant Onenn Penaroz. Erwan, bep bloaz, a lavar d’e verc’h : — Deuet eo dervez ar falc’herez. Kerz eta da Lesneven da c’houlenn ar c’hig gwella a zo e ti ar c’higerien. Digas ganit, ouspenn, an traou c’houeka a gavi. Fellout a ra ganin e ve friko aman evit ar falc’herien warc’hoaz Onenn Penaroz a oar mat diouz ar gegin, kerkoulz a forz pe geginerez : gwelloc’h, marteze, dre m’he deus desket, e skol Itron-Varia-Lourd, ober wardro an ti hag ar gegin ha dre na’he deus desket gant merc’hed gouzieka ar vro ober prejou mat giz ar vro. Ma c’houlennit perak e fell gant Erwan Penaroz ober ken brao de falc’herien, e lavarin d’eoc’h eo dre ma ’z eo eun den reiz ha peurvat : da labourerien mat eo ret rei boued mat. Hag e ve eun abeg all, ne lavaran ket nann. Lod o deus bet diskleriet e c’halv bep bloaz, da drouc’ha e foenneg vihan, tud gouesta ar barrez hag, en hevelep tro, ar re o deus ar brasa galloud war dud ar barrez. En abeg da betra ? Va Doue, da c’hounit tud gwella ar barrez, a-unan gant o moueziou. Setu, da vihana ar pez a vez kuzulikaet (a vez lavaret er skouarn). N’eus forz ; galvet eo hirio d’ar vereuri, Goulc’han Beyer. Loeiz ar Bihan, Visant Roue, Youn Bodennec, Mikael Korr, Paol Monot, Yann al Larvor, Per Penargear, Herri Prijant. An dervez a vo tenn. Kerkent ha peder eur, eman ar falc’herien er vêreuri. Eun tamm boued krenv : kig moc’h, bara, aman ha jistr mat. Eur banne hini krenv, goude, en eur banne kafe tommet war an tommer-dre-dan hag en hent. — Er foennog, Erwan a ra eur bedenníg hag an holl a ra sin ar groaz. Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a zigor ar trouc’hiad kenta. Skei a ra ledan ha nerzus ; c’hoari a vezo o vont d’e heul. Koulskoude, {{Reizh|Goulc’an|Goulc’han}} Beyer a zoubl, d’e dro, p’eo en em gavet Glaoda daou vetr eus penn ar foenneg. Ar re all, an eil goude egile, a grog en o falc’h. Den ebet, anat eo, n’en deus c’hoant plega d’e amezeg. Lan, an eil mevel, ha Per, an trede mevel, a zo e kreiz. Oc’h ober an trizekvet eman Visant, mab hena ar vêreuri. Ar filc’hier a zourr war ar geot hag ar foen bleunvek a zoubl o fenn hag a gouez kaer war ar c’hostez. C’houez-vat ar seo foen a zav er foenneg. Erwan a zo chomet da zellet our ar falc’herien. Nag a bôtred krenv hag ouesk ! Trizek kein o vont hag o tont eus an tu dehou d’an tu kleiz. Filc’hier o lintra en heol pa ziskrogont eus o zamm ha pa deuont da gregi en tamm all. Ken prederiet eo mestr ar vêreuri ouz an daoulenn gaer-se ma rank Yann, ar mevel koz, lavaret d’ezan : — Arsa Erwan, deuit d’am zikour da bilat. Eman prest ar falc’herien d’en em gaout er penn all ha ne vezo ket prest ar filc’hier all d’ezo p’en em gavint aman. En em gavet er penn all, ar falc’herien a zav o fenn. Diruilh a ra ar c’houezenn diouz o zal, epad ma ro an heol e vannou kenta a sklerijenn hag a domder. Eus an doukenn lakaet e-skeud ar c’hleuz, e vez lonket eun evadenn yac’h a jistr, ha dao adarre endro. Ne vezo ket a ehan araok ma vezo kuset an ero da benn !<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> h9ftcxex2rhl6c5iw2jigoz2d19wm36