Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.16 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/3 102 66518 208811 208793 2026-08-24T13:21:35Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 208811 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /><br> {{Kreizañ|'''« Breiz » 5 Mezeven — 3'''}} ---- <br> {{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/> <br> Ar c’hilhog melen, eur pabor a hini, a zo nec’het da gentan, o welet ar vanden rochedou gwenn o tont warnan hag o krial… P’emaint tost d’ezan, e ra eun nijadenn hag hen dreist ar ganol. Ar baotred yaouank, harp hag harp, ne welont ket holl ar ganol. Ar re genta a lamm dreist, met ar re a zo warlerc’h ne ouzont ket pegoulz emaint e kreiz an dour… Eur c’hoarzadeg hir ha frommus a zav eus a-douez ar sellerien. Ar c’hilhog avat, a gendalc’h gant e hent. Redek, nijal a ra wardu an hent-houarn. Koulskoude, ar re genta a zo war e skasou… Eman ar c’hilhog o vont da nijal dreist ar c’hleuz war al linenn, pa deu an tren pemp eur da dremen… Spontet, ar melenog a ra eun nijadenn a-drenv, dreist penn ar rederien kenta ha breman e sko, dre ma c’hell, wardu Plouider. Ar baotred en em dennet eus ar ganol e wel ha yao war e lerc’h. Ne vo ket pell an dilhad o sec’ha gant ma kendalc’hfont da vont evelse. Kilhet eo ar paour kaez {{Reizh|kilog|kilhog}} hag, en eul lamm, Perig Monot a zo warnan, met manket en deus e daol ; ar c’hilhog a zo nijet kuit. Ne chom etre daouarn Perig nemet eur bluenn pe ziou. Paol ar Bars a c’hell kaout krog en e askel pa dremen a-us d’e benn, war nij. Da Baol ar Bars eo ar c’hilhog melen, ar c’hilhog a zov da oueliou Pask hag a laka ar yer da zovi viou aour. — Brao ! Brao da Baol ar Bars ! Tomm eo bet an abadenn. Paol ar Bars a deu da ziskouez e c’hounid. Onenn a deu neuze da staga eur seizenn ruz ouz gouzoug ar melenog ha da ginnig he gourc’hemennou da Baol. Eun tammig gwarizi a zo, a gav d’in, e-touez ar rederien ; eun tammig dipit a zo ivez ; met an Aotrou Maer a lavar d’ezo : — Pep reder en deus gwir da gaout pep a zek sigarettenn hag eur banne jistr. Visant Penaroz a ro ar sigarettennou ha Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a ziskarg da bep hini eur volennad vat a jistr eus ar varrikenn a zo en disheol, e skeud ar c’hleuz… Epad an ehan, Onenn a laka tenna plouz war an tavanjerou, ar mouchouerou, al lienennou-fri brodet. Eur gwenneg eo an taol. An arc’hant dastumet a vezo roet evit an anaon da iliz Plouider. Ugent maouez bennak a glask, peb eil tro, tenna al lizerenn gounid, o lakat ar spilhenn da zigeri levr-oferenn Onenn Penaroz. Ar wazed, int-i, a c’hoari ar c’hillou war ar butun, diouz an dorgenn kempennet gant ar mevel yaouank, Yannik Lagadek. E-unan eman en toull o sevel ar c’hillou ha ne vank ket da grial, bep taol : « Eur gwenneg d’an toull !… » Ne vez ket ginet, kennebeut, evit rei d’ezan hervez e c’houlenn. Eun taol-sut, hag ar baotred adarre war renk. Ar c’hilhog du a zo kaset da gichen ar ganol. Pucha a ra ha chom da zellet ouz tu ar vereuri. Ne finv ket muioc’h, pa wel, goude ar sutadenn, ar vandenn a deu a-benn d’ezan. Mouzet eo, Anat eo, en taol-man, e vezo ar c’hilhog d’ar buana. Perig ar Gall, ar paotr skanv, a zo harp outan. Eul lamm, hag e kouez… e kichen, rak ar c’hog a zo divouzet ha nijet kuit… Eun imor spontus a zo savet ennan ; nijal a ra evel eun êrer, dreist pennou ar rederien. Douara a ra e kichen Gwennole Branellek, ar paotr yaouank koz chomet war-lerc’h. Met a-vec’h m’en deus an « duek » lakaet e dreid war an douar m’eman adarre war nij wardu Gwenngrampou. Ar re genta a red, a red, a-hed ar ganol, evit mirout outan da vont dreist. Gwennole a gerz, gwella ma c’hell, war e lerc’h. Evuruzamant eman e-unan hag en deus ugent metr war an {{Reizh|hinitosta|hini tosta}}. Troc’het eo e hent d’an « duek » gant ar baotred yaouank, hag ar c’hilhog a deu breman war e giz. Neuze, e kav Gwennole war e hent, Gwennole hag a glask kregi ennan. — {{Reizh|Bra|Brao}}, brao, Gwennole, eman d’it ! Ya, ket da welet ! D’an ampoent ma kave da Wennole lakat e zorn warnan, eman an « duek » etouez ar strouez war ar c’hleuz. N’eus forz ! Gwennole a ra eul lamm e kreiz an drez. {{Reizh|Arc’hilhog|Ar c’hilhog}} a zo hualet gant ar strouez hag hanter frigaset pa gouez Gwennole warnan. An « duek » a zo da Wennole, ar potr fin. Kizennet eo ar c’hilhog ha gourc’hemennet eo ar gounider, lorc’hus daoust d’ar gwad a ruilh eus e zaouarn hag eus e zremm, daoust d’e vragez freuzet.<noinclude><references/> <br> {{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> jz967rpnfl8i06pvmvvk0o6hucl4y7f