Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.17 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/4 102 66519 208812 208754 2026-08-25T15:07:07Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 208812 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 12 Mezeven — 4'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>

— Mat eo, eme an aotrou Maer. Kalet eo an abadenn. Met gwelet a ran n’eo ket ar re skanva o zreid eo o deus bet ar gounid. Ra vezo graet eta eur redadeg etre ar baotred yaouank. An hini kentan en devo pemp pakad butun pe sigarettennou. An eil en devo tri. An trede, daou. Ar pevare, unan ; ha pep hini eus ar re all, pep a zek sigarettenn. — Bevet an aotrou Maer ! Ar c’hilhou a zo roet dao d’ezo adarre. Spilhenn Onenn a ya endro a-nevez ; ha Glaoda a ziskarg jistr d’ar rederien ha d’ar beorien. Ar re all a c’hell dont ivez, met pemp gwenneg eo ar volennad evito. Ar gwenneien-ze a vezo evit mevelien ar vereuri. Onenn ne ankouao ket he flac’hed, kennebeut. — War renk ! War renk, paotred yaouank ! Pemzek paotr yac’h a deu war al linenn-loc’h. — Selaouit mat, paotred. An dro da Jakou a zo a-hont, e tu Gwengamprou, a rankoc’h da ober. Goudeze, ez eoc’h da ober an dro da Olier, a zo e-kichen ar ganol. Ac’hane, e teuoc’h aman. War evez ! Unan, daou ha… tri !… Eun nijadenn. Pemzek roched harp ha harp. Holl e tremenont e-biou da Jakou. Meur a heurtad a bak Jakou, met start eo war e dreid. Ar vandenn a denn breman wardu Olier. Da genta, eman Saïk ar Bars, Loeiz Toullec, Per Penargear, Lanig al Louarn. — Saïk a vezo da genta ! — Ne vo ket, a lavaran d’it ! — Eur bariadeg e vezo !… Pevar real !… — Graet eo an taol ! Ha Yann Gola ha Saïk ar Moal a sko an eil war dorn egile. Tremenet eo ar re genta e-biou da Olier ha breman e teuont wardu ar pal, gant an avel. Saïk ar Bars a zo atao da genta. Per Penargear en deus gounezet war Loeiz Toullec hag heman a zo skoaz ha skoaz. gant Lanig al Louarn. Lanig a sko breman stankoc’h. Lavaret e ve en deus en em espernet evit an taol diweza. Eman harp ouz Per Penargear. Saïk en deus poan o tenna e alan… Eul lamm hir, eman Lanig harp ouz Saïk. Emaint tost, tost… dek metr, n’eus ken… — Brao brao ! Saïk ! Dalc’hmat ! — Laka herr, Lanig ! Eman d’it ! Skoaz ha skoaz, Saïk ar Bars ha Lanig al Louarn a zo o vont da dizout ar pal. Eul lamm…, ha Lanig a c’houne, treuz eun troad. — Brao ! Brao ! Lanig ! Ar maout a zo d’it !… Ar priziou a zo roet d’ar gounideien gant Onenn Penaroz. Fouge bras a zo e Lanig, m’hel lavar d’eoc’h, pa glev Onenn o lavaret d’ezan : — Eur redadenn gaer e peus graet, Lanig. Va gourc’hemennou… Meur a baotr yaouank en deus klasket gounit, evit gallout klevet ar gourc’hemennou-ze… Eun dervez kaer eo bet ar zulvez-man evit pep hini, hag eun dervez mat eo bet dreist-holl, evit Aotrou Maer Plouider. Graet en deus plijadur ; gounezet en deus kalonou e genvroiz. Red-Kilhog ar vereuri a vezo hano anezan, e parrez Plouider, meur a wech, epad ar bloaz.

{{Kreizañ|'''DERVEZ ARADEG ER VEREURI'''}} Deuet eo ar poent da lakat ar gwiniz goanv. Hirie eman, er vereuri, dervez bras an aradeg. Abred diouz ar mintin, eman ar vevelien war zao hag oc’h entent ouz ar c’hezeg. Eun dervez kalet a zo da gaout. Ret eo rei eta boued mat ha krenv d’ar c’hezeg : lann drailhet ha kerc’h. An dud ivez a vezo skuizet o c’horf. Ar boued a vezo hirio krenvoc’h ha founnusoc’h. Mona, ar plac’h koz, he deus, eur pennad mat a zo, enaouet an tan war an oaled hag er « geginerez ». Onenn a ziskenn e poent evit lakat an traou war an tan. Dec’h da noz eo bet kempennet ar meuziou. O c’hedal ma vo prest an « dijuni », Erwan a ra wardro an eler, an haderez, an hogedou hag ar roulloueriou. Ar souc’hiou hag ar c’hountili a zo sec’het ha netaet.
<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> j1a0o7tm8pjin60n0q3n2i6n44479ni Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/5 102 66520 208813 208743 2026-08-26T10:37:55Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 208813 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|'''« Breiz » 19 Mezeven — 5'''}} ----
{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}} {{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}} {{-}}</noinclude><nowiki/>
An hogedou, an haderezed, krog ar gwalenn-sparl ha ruilhennou ar roullouerou a zo eoliet hep damant. Da bemp eur hanter, eman ar wazed ouz taol ar gegin. Ar zâl ne zervij nemet pa vez tud dianvaez. Goude eur banne mat a zoubenn, e vez kemeret pejadou tammou bara ha tammou kig moc’h gouest da stanka stomagou doun ha frank. War gorre, tri pe bevar banne jistr, jistr mat ar vereuri. Erwan a zo eun den ijinek. Plantet en deus en e liorz, hag e tri eus ar parkeier tosta, gwez-avalou prenet e Fouesnant, bro ar jistr mat. Bloavez evit bloavez, e ra hanter-kant barrikennad jistr, jistr mat, tost kerkoulz ha hini Fouen. — Kemeromp breman pep a vanne hini krenv, eme Erwan, araok sevel diouz an daol ; eun dervez kalet a zo da gaout… Ar c’houec’h loen gwella a zo starnet ouz an eler, tri « vrabant » pounner. Doun e vezint lakaet hag an tri loen o devo peadra da zacha. Glaoda Pinvidik, ar mestr-mevel, a ya da genta. E ti an aotrou Maer, e vez dalc’het d’ar c’hiz koz. Ar mestr-mevel rank kaout al lec’h kenta er park, ma ne vez ket dalc’het gant ar mestr e-unan. Visant a gemer an eil alar, ha Per Bossard a ya gant an trede. Lan Penker, an trede mevel, a gas ar c’har starnet outan unan eus an diou gazeg koz. Er c’har, eo karget an haderezed, an hogedou hag ar binviajou. An daou roullouer a vezo kaset d’ar park goude lein. Ar c’hezeg n’o devo neuze netra da dreina da vont d’ar park, hag ar roullouerou ne vezo ket ezomm anezo araok poent « mern-vihan ». Er Park, araok digeri al labour, Erwan a ra sin ar groaz. Eur bedennig ha sin ar groaz adarre. — Krogit, pôtred, digor eo an abadenn… Kezeg Glaoda, ar mestr-mevel, a zo lakaet e kreiz ar park. Evit an ero kenta, Erwan a gas ar c’hezeg e-unan. Visant a deu warlerc’h dioustu, gant e jao, hag a-vec’h m’eo loc’het, eman kezeg Per Bossard war ribl ero Visant. Engavet er penn all, e tro ar c’hezeg da baka kostez kleiz ar park. Ne vezo ket chenchet souc’h eta. En doare-se, e c’hello an teir harnez en em heuilh. Goude pep ehan, e vezo chenchet tu, hag e vezo, evelse, implijet ar souc’h chomet dilabour. Erwan ha Yann, ar mevel koz, a dorr ar pennou gant o fal. Perig Juget, ar pôtr-saoud, en deus bet aotre da zont hirio d’ar park. Unan eus ar plac’hed a entento ouz ar zaout en e lec’h. Karget eo da denna war al laboused, ha, dreist-holl, war ar brini, evit mirout na deufent, ember, da zibri ar greun. Er mintinvez-man, e kempennas, dreist-holl, ar spontailhou : Karga a golo bragezeier bras ha jiletennou evit o lakat, goudeze, e kreiz ar park gant eur vaz sanket en douar hag eun tog war ar beg. Deuet mat eo an deiz. An heol a zo savet. Ar c’houec’h loan labour a zach. An douar, trouc’het brao gant kountilli an eler, a zidamm{{Reizh|,|, }}a lip ar souc’hiou hag a gouez brao war e gein ; goloet mat eo an teil hag al ludu. An douar fresk a luc’h dindan bannou kenta an heol. Ar prenved, ar buzug hag ar vinoc’hed (muloded), a zo digaset war gorre. Karabinenn Perig a c’hoari war al laboused diredet d’eur seurt « friko ». Tennoc’h e vezo an abadenn d’an abardaez, pa vezo poent an haderez. Da nav eur eman an ehan kenta. D’an ampoent ma klevet orolaj tour Plouider o sini nao daol an eur, e teu Onenn er park. Diou baner a zo ganti ouz he divrec’h. War ar c’hrinenn, er goudor, e tispak eun douzier ha warni e laka bara, kig, aman ha frouez. Diou voutailhad win e tenn c’hoaz eus ar panerou. An doukenn jistr a zo deuet er c’har bremaïk, ha pep hini en deus gellet, o tremen en he c’hichen, terri e sec’hed diouz e c’hoant. N’eo ket goullonderet c’hoaz. Da boent lein, e vezo leuniet a-nevez. P’eo echuet an dro, {{Reizh|o|e}} chom an teir harnez {{Reizh|o-zav|a-zav}}, e-kichen Onenn. Epad ma vezo ar gwazed o {{Reizh|tibri ,|tibri,}} ar c’hezeg a ehano ha Perik a zo karget da zellet warno. Ezomm ebet da lavaret ne vez ket graet fae war an traou dispaket gant Onenn. — Allo ! gwazed, poent an adlein eo ! — Fei ! Onenn, eme Glaoda, diskennet mat eo dija va « dijuni », ha lec’h em eus, a gav d’in, da loja traou em stomok{{Reizh|..|.}} — Ha c’houi, Yann, ne gav ket d’eoc’h ho pefe galloud da c’hoari gant an nebeut a zent a chom ganeoc’h ? eme Erwan. Kement em eus krainchet em daouarn ha ken riklus eo troad va fal… Eur banne gwin a yelo ganen hag eun tamm bara kig, war ar marc’had. — Asa ! te, Yann, e peus c’hoant lavaret eo ret dibri evit eva ? An darn-vuia a zonj, kentoc’h, eo ret eva evit lakât ar boued da zisken. — Pep hini, Erwan, a zonj evel ma kav, ar {{Reizh|gewlla|gwella}} hag a labour ar gwella ma c’hell pa vez ouz taol, ne ket ta, Onenn ? — Gwir a lavarit, Yann, hag ar gwella ma tebroc’h, ar brasa plijadur a reoc’h d’ar geginerez.<noinclude><references/>
{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude> c3y7rtyflw1wlxvvn0ns2o9uhk39a54