Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.17
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/6
102
66521
208814
208745
2026-08-26T15:08:19Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208814
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 26 Mezeven — 6'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Eun tamm sec’ha d’ar genou gant
brec’h ar roched, eur c’horniad butun pe
eur sigaretten, hag adarre d’al labour.
Onenn a jom eur pennad da zellet ouz al
labourerien, goude beza paket an traou
er panerou.
An aezen a zav eus an douar freuzet,
distaolet ha ledet. Al laboused a gan ;
ar stern a strak.
Labour kaer a vezo graet a-benn an
abardaez.
Da boent mern vihan, eo troet an diou
lodenn eus ar park. Ar c’hezeg yaouank
a zo staget ouz an hogedou, ouz an haderezed
hag ouz ar roullouerou. An teir
gazeg all a zo lezet da ziskuiza. Kenep
int. (ebeul a zo ganto).
Ar hogedou a ya da genta. Warlerc’h,
dioustu, e teu an diou haderez. Glaoda
ha Visant a zo ganto. Per Bossard ha
Lan Penkêr, heman, bet, betek hen,
wardro ar gêr, oc’h entent ouz al loened
all hag o klask boued, a zo gant an
hogedou.
Erwan ha Janed, ar plac’h yaouanka,
a zo gant ar roullouerou, warlerc’h an
haderezed.
Araok an noz, Park an Uhel a zo
gounezet (a zo laket). Labour buan, labour
mat.
Ra zeuio breman bennoz Doue warnan
hag e vezo adarre e Park an Uhel,
er bloaz a zeu, kant evit unan, gant
kolo hir…
Erwan Penaroz a zo laouen.
Koan vat o devo tud ar vereuri hag
eul laoueriad vat a gerc’h a vezo e pep
speurenn, er marchosi.

{{Kreizañ|'''YANN PENHOAD'''}}
E miz kerzu, eo eman, er bloaz-man,
kenstrivadeg pe konkour chatal Landerne.
Er vereuri, ez eus tirvi ha kezeg a
briz.
Goude al labour pounner, ar c’hezeg a
zo bet dalc’het en o c’hraou. Ententet
eus bet outo gwelloc’h c’hoaz eget kustum.
Derc’hent ar c’henstrivadeg, pemp
loan lart ha stummet kaer a ya wardu
Landerne gant Visant, Per Bossard ha
Lan Penkir.
Glaoda Pinvidik ha daou vab ar Monot,
eus Pourbrouan, a gas ganto tri
daro ledan spontus o c’hroazlec’h ha
maget dispar.
Ar chatal a zo kaset en dervez araok,
evit ma c’hellint diskuiza epad an noz.
Kempennet ’z eus evito, e Landerne,
eur c’hraou ennan kolo fresk ha boued
krenv.
En dervez warlerc’h, Erwan a ya ivez
gant Onenn. Onenn eo a zo o vlenia an
« auto ».
Gwisket he deus he dilhad kaer breizat.
Eur c’hoef broudet hag a lez he
bleo du eun tamm dispaket… Eur mouchouer
broudet hag he deus taolet war he
diouskoaz evit blenia ar wetur. Eun tavanjer
seiz broudet ivez. He lostenn nevez-flamm
a zo dirodell kaer hag evit
mirout na vo chifet, eo tronset eun
tammik. Azezet eo war he foenchenn
gwenn dantelezet. En he zreid, boutou
lêr melen na skanv hag a wask war ar
« buhanaer » pe war an « harzer ».
— Na kaer out en em lakaet hirio,
Onenn !
— Na kaeroc’h na viloc’h eget kustum,
marvat, va zad. Met ruziet he deus
eun tamm. Gouzout mat a ra n’eo ket
re wir he c’homzou…
Evuruzamant, Erwan a deu da zonjal
en e chatal en gavet dija e Landerne ha
mall en deus da welet penaos emaint,
ha diskuizet int…
An teir leo a zo etre Plouider ha
Landerne a zo treuzet evel hel lavaret.
Erwan en deus mall da engaout hag
Onenn he deus kement all. Met n’eo ket,
a gav d’in, evit an hevelep abeg.
E Landerne, war ar blasenn-foar,
eman renket ar c’hezeg en eun tu, an
tirvi en eun tu all.
Erwan a ya buan da welet e chatal
hag Onenn a ya gantan.
Kezeg ha tirvi ar vereuri a zo harp
ouz re Yann Penhoad, mab maer Plourin.
Ouz gwelet ha klevet Onenn ha Yann
o komz an eil ouz egile, eo anat n’eo
ket ar wech kenta d’ezo d’en em welet.
Pa oa re vihan Visant Penaroz evit
mont d’ar foariou a-unan gant e dad,
Onenn eo a yea gantan. Gwelet he deus
eta, meur a wech, Yann Penhoad o werza
hag o prena kezeg.
Ha breman, ne ziskouez ket displijadur
ouz e welet hag o komz gantan ;
plijadur ne lavaran ket.
Daoust ha n’eo ket hennez an abeg da
Onenn Penaroz da veza en em wisket
ken kaer hirio ?
Sonjet he deus, sur eo : « Yann Penhoad
a vezo e Landerne, rak kezeg brao
en deus ha tirvi a dle kaout ivez. Rak-se… »
N’he deus ket kredet echui, met lakaet.
he deus he dilhad braoa.
Evit Yann Penhoad, n’eo ket an dilhad
a zoug Onenn eo a denn sellou e
zaoulagad, met dremm koant merc’h
maer Plouider.
Ar c’henstrivadeg a zo echu. Pemp
priz en deus bet Erwan Penaroz evit e
gezeg hag e dirvi. Yann Penhoad en
deus gounezet pevar.
Epad ma ’z a Erwan da baea banneou
d’ar vevelien ha da lakat kempenn
d’ezo eul lein eus ar re genta, Yann hag
Onenn a ya da ober eur bale a-hed ar
stêr Elorn. Klouar eo an amzer ha nebeut
a dud a zo er-maez. Hirio ez eus
gwazed, dreist-holl, e Landerne.
N’eus ket eta kalz a zellou outo.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
8afn959za8xhqte56gc5qwl8rlm4c71
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/7
102
66522
208817
208753
2026-08-27T10:55:59Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208817
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 3 gouere — 7'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Eur bourc’hiz bennak o tremen {{Reizh|e-ebiou|ebiou}}
d’ezo a vez klevet o lavaret :
— Na kaera koueriadez !
Onenn a ziroll da c’hoarzin ouz o
c’hlevet. Yann a vousc’hoarz, met lavaret
e ve en deus aon o welet an amzer
o tremen, aon da goll Onenn.
Na pez ket a aon, Yann ; rak
Onenn he deus gwelet ez out eun den
hegarat, mat, eun den oberiant ha gouiziek,
eun den karantezus. N’out ket,
kennebeut, eun den divalo, war meno
merc’h Erwan.
Spered Onenn a nijo alies da Blourin ;
Yann eman e galon e Plouider hiviziken.
{{Kreizañ|'''Da biou e vo kalon Onenn ?'''}}
Tremenet eo ar goanv.
Fall eo bet an amzer ha berr an deiz.
Labouret zo bet eta dreist-holl wardro
ar gêr.
Bemdez, goude koan, ez eus bet beilhadeg.
An amezeien eus Kerveleugan, eus
Pourbrouan hag eus ar Vorc’h a zo bet
o tremen eun nebeut euriou diskuiz er
vereuri.
Bodet endro d’an oaled bras, er gegin,
eur pikol mat a geuneudenn o tevi er
siminal, holl o deus selaouet rimadellou,
sorbiennou, istoriou Yann-goz. Sac’h
Yann a zo leun a gontadennou fentus.
C’hoarz, spont, estlamm a zo bet diwar
e varvailhou ha, d’an nozveziou war-lerc’h,
hunvreou, re laouen ha re spontus.
Etre daou, ar wazed o deus graet
meur a gorniad butun ha devet meur a
sigarettenn. Kempennet o deus ivez
stern ha boutigi (hotte).
Ar merc’hed n’int ket chomet, kennebeut,
da zellet, hep ober netra. Lod a
rae stamm, lod all a wrie pe a gempenne
kreier.
Onenn he deus broudet traou kaer.
Eur wech an amzer, he deus lennet
levriou brezonek skrivet gant skrivagnerien
gwella Breiz. Onenn a zo gouest da
entent ar brezoneg, ar brezoneg reiz kerkoulz
hag ar galleg.
E skol Itron-Varia-Lourd, e Lesneven,
e vez desket brezoneg flour, a-unan gant
galleg reiz. Onenn he deus bet eno he
zesteni-studi hag he brevet.
Evel ma oar distaga mat ar brezoneg,
eul levenez eo bet evit tud ar veilhadeg
he c’hlevet o lenn istoriou brezonek.
Onenn a oar ivez son gant ar benveg-muzik,
kana braoc’h eget eun eostig.
Ar « piano » a zo bet degaset eta eus
ar zal d’ar gegin hag Onenn he deus
c’hoariet pennadou eus oberou kaera ar
vistri ; kanet koanta soniou Breiz-Izel.
Yann-goz e-unan, ouz he c’hlevet, a
zo chomet dilavar, digor-bras e c’henou
gantan.
— Evit traou kaer, tudou, setu traou
kaer… a lavare hen hep ehan.
Den ebet, avat, ne zelle muioc’h ouz
Onenn, etre ma rede he bizied hir ha
gwenn war an notennou, etre ma kane,
he daoulagad gwech war ar muzik,
gwech troet wardu ar voger evel kollet
el levenez, eget Loeiz Kergadennec, eus
maner Dourmab, mab ar c’henta eil-vaer.
Loeiz en deus pemp bloaz warnugent.
Ne zimez ket, kaer o deus e dud kinnig
plac’hed yaouank d’ezan, merc’hed
kaer, pinvidik ha dereat. E galon, anat
eo, a zo er vereuri.
Rak-se, ne vank, koulz lavaret, beilhadeg
ebet. N’eo ket, koulskoude, a vank
a wech e vez lavaret d’ezan :
— Loeiz paour, kalon Onenn n’eman
ket o Plouider. Koll a rez da amzer.
Onenn ne ziskouez ket a zisplejadur o
welet Loeiz Kergardennec ; plijadur ne
ra ket ivez, avat. Eur plac’hig seven eo,
ha netra ken…
Tremenet eo ar goanv ; tost eo goueliou Pask.
Erwan Penaroz en deus bet
kelou digant e niz Goulc’han Gwezennek.
Goulc’han a zo oc’h ober e studi louzaouer
en Naoned.
Lavaret a ra ennan e zônj dont da
dremen eun nebeut derveziou er vereuri
epad ehan labour Pask.
Eun dervez eta, Erwan a lavar da
Onenn :
— Onenn, da genderv Goulc’han Gwezennek
a vezo ganeomp evit eun nebeut
derveziou, epad goueliou Pask…
— Mat eo, va zad, laouen e vezin o
welet va c’henderv, rak eur pennad mat
a zo n’em eus ket e welet. Kempenn a
rin eur gambr d’ezan.
Pa ’n em gav Goulc’han, d’ar Sadorn-santel,
er vereuri, e kav eun digemer
laouen.
E gambr a zo naet ha lirzin ; war an
daol-labour, ez eus bleuniou ganto
c’houez vat…
D’ar Sul Fask, e lavar Onenn d’ezan :
— « Va c’henderv Goulc’han, da besort
oferenn ez i ? D’an oferenn-bred,
m’oarvat !
— O pell ’zo ne vezan en oferenn
ebet. Kollet em eus va feiz e Pariz, evel
meur a hini eus va mignoned.
— Meur a hini all o deus adkavet o
feiz e kêr-benn Bro-Chall, diouz ma
lennan er c’hannadou. Ma lavarez ar
wirionez, kalz eus ar re a zo eno war ar
studi a zizro ouz Doue.
— Ya, gwir eo, ha me va-unan a oa
o tanzen dizrei, p’am eus kuitaet Paris
evit mont d’an Naoned. E klanvdi-Doue,
ar gêr-ze, e welan meur a gonsort katolik
hag eun aluzenner hegarat meurbet.
Ped, ped, Onenn ger, hag e vezin troet
a-nevez ouz Doue.
— Deus eta d’an oferenn-bred. Fizians
em eus ne vezi ket re inouet.
— Mont a rin, Onenn, a-unan ganit,
— O ! Nann, gant Visant eo e rankez
mont. Aman e ve kavet dizereat az
gwelet ganen-me.<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
osv6kq69td3t3i60cu2ede2xxe3p8sc
208818
208817
2026-08-27T11:01:02Z
Aveldro
601
208818
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 3 gouere — 7'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Eur bourc’hiz bennak o tremen {{Reizh|e-ebiou|ebiou}}
d’ezo a vez klevet o lavaret :
— Na kaera koueriadez !
Onenn a ziroll da c’hoarzin ouz o
c’hlevet. Yann a vousc’hoarz, met lavaret
e ve en deus aon o welet an amzer
o tremen, aon da goll Onenn.
Na pez ket a aon, Yann ; rak
Onenn he deus gwelet ez out eun den
hegarat, mat, eun den oberiant ha gouiziek,
eun den karantezus. N’out ket,
kennebeut, eun den divalo, war meno
merc’h Erwan.
Spered Onenn a nijo alies da Blourin ;
Yann eman e galon e Plouider hiviziken.

{{Kreizañ|'''Da biou e vo kalon Onenn ?'''}}
Tremenet eo ar goanv.
Fall eo bet an amzer ha berr an deiz.
Labouret zo bet eta dreist-holl wardro
ar gêr.
Bemdez, goude koan, ez eus bet beilhadeg.
An amezeien eus Kerveleugan, eus
Pourbrouan hag eus ar Vorc’h a zo bet
o tremen eun nebeut euriou diskuiz er
vereuri.
Bodet endro d’an oaled bras, er gegin,
eur pikol mat a geuneudenn o tevi er
siminal, holl o deus selaouet rimadellou,
sorbiennou, istoriou Yann-goz. Sac’h
Yann a zo leun a gontadennou fentus.
C’hoarz, spont, estlamm a zo bet diwar
e varvailhou ha, d’an nozveziou war-lerc’h,
hunvreou, re laouen ha re spontus.
Etre daou, ar wazed o deus graet
meur a gorniad butun ha devet meur a
sigarettenn. Kempennet o deus ivez
stern ha boutigi (hotte).
Ar merc’hed n’int ket chomet, kennebeut,
da zellet, hep ober netra. Lod a
rae stamm, lod all a wrie pe a gempenne
kreier.
Onenn he deus broudet traou kaer.
Eur wech an amzer, he deus lennet
levriou brezonek skrivet gant skrivagnerien
gwella Breiz. Onenn a zo gouest da
entent ar brezoneg, ar brezoneg reiz kerkoulz
hag ar galleg.
E skol Itron-Varia-Lourd, e Lesneven,
e vez desket brezoneg flour, a-unan gant
galleg reiz. Onenn he deus bet eno he
zesteni-studi hag he brevet.
Evel ma oar distaga mat ar brezoneg,
eul levenez eo bet evit tud ar veilhadeg
he c’hlevet o lenn istoriou brezonek.
Onenn a oar ivez son gant ar benveg-muzik,
kana braoc’h eget eun eostig.
Ar « piano » a zo bet degaset eta eus
ar zal d’ar gegin hag Onenn he deus
c’hoariet pennadou eus oberou kaera ar
vistri ; kanet koanta soniou Breiz-Izel.
Yann-goz e-unan, ouz he c’hlevet, a
zo chomet dilavar, digor-bras e c’henou
gantan.
— Evit traou kaer, tudou, setu traou
kaer… a lavare hen hep ehan.
Den ebet, avat, ne zelle muioc’h ouz
Onenn, etre ma rede he bizied hir ha
gwenn war an notennou, etre ma kane,
he daoulagad gwech war ar muzik,
gwech troet wardu ar voger evel kollet
el levenez, eget Loeiz Kergadennec, eus
maner Dourmab, mab ar c’henta eil-vaer.
Loeiz en deus pemp bloaz warnugent.
Ne zimez ket, kaer o deus e dud kinnig
plac’hed yaouank d’ezan, merc’hed
kaer, pinvidik ha dereat. E galon, anat
eo, a zo er vereuri.
Rak-se, ne vank, koulz lavaret, beilhadeg
ebet. N’eo ket, koulskoude, a vank
a wech e vez lavaret d’ezan :
— Loeiz paour, kalon Onenn n’eman
ket o Plouider. Koll a rez da amzer.
Onenn ne ziskouez ket a zisplejadur o
welet Loeiz Kergardennec ; plijadur ne
ra ket ivez, avat. Eur plac’hig seven eo,
ha netra ken…
Tremenet eo ar goanv ; tost eo goueliou Pask.
Erwan Penaroz en deus bet
kelou digant e niz Goulc’han Gwezennek.
Goulc’han a zo oc’h ober e studi louzaouer
en Naoned.
Lavaret a ra ennan e zônj dont da
dremen eun nebeut derveziou er vereuri
epad ehan labour Pask.
Eun dervez eta, Erwan a lavar da
Onenn :
— Onenn, da genderv Goulc’han Gwezennek
a vezo ganeomp evit eun nebeut
derveziou, epad goueliou Pask…
— Mat eo, va zad, laouen e vezin o
welet va c’henderv, rak eur pennad mat
a zo n’em eus ket e welet. Kempenn a
rin eur gambr d’ezan.
Pa ’n em gav Goulc’han, d’ar Sadorn-santel,
er vereuri, e kav eun digemer
laouen.
E gambr a zo naet ha lirzin ; war an
daol-labour, ez eus bleuniou ganto
c’houez vat…
D’ar Sul Fask, e lavar Onenn d’ezan :
— « Va c’henderv Goulc’han, da besort
oferenn ez i ? D’an oferenn-bred,
m’oarvat !
— O pell ’zo ne vezan en oferenn
ebet. Kollet em eus va feiz e Pariz, evel
meur a hini eus va mignoned.
— Meur a hini all o deus adkavet o
feiz e kêr-benn Bro-Chall, diouz ma
lennan er c’hannadou. Ma lavarez ar
wirionez, kalz eus ar re a zo eno war ar
studi a zizro ouz Doue.
— Ya, gwir eo, ha me va-unan a oa
o tanzen dizrei, p’am eus kuitaet Paris
evit mont d’an Naoned. E klanvdi-Doue,
ar gêr-ze, e welan meur a gonsort katolik
hag eun aluzenner hegarat meurbet.
Ped, ped, Onenn ger, hag e vezin troet
a-nevez ouz Doue.
— Deus eta d’an oferenn-bred. Fizians
em eus ne vezi ket re inouet.
— Mont a rin, Onenn, a-unan ganit,
— O ! Nann, gant Visant eo e rankez
mont. Aman e ve kavet dizereat az
gwelet ganen-me.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
hp0evi66xzsdnr35hnf2tnpojysut9k
Kaozeadenn meneger:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu
101
66537
208815
208805
2026-08-26T15:14:18Z
Aveldro
601
208815
wikitext
text/x-wiki
== Chabistroù ==
# Redadeg kigi er vereuri
# Dervez aradeg er vereuri
# Yann Penhoad
# Da biou e vo kalon Onenn ?
# Na braoa kanerezed !
# Ar falc’herien
# Koan ar Beurzorn
# Gwall-zarvoud
# Goulc’han Gwezennek
# Nerz eur mousc’hoarz
# Maner Keryann
# Mestrez nevez Keryann
[[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 18 Eost 2026 da 15:15 (CEST)
83u8mve1ofhjsdusv5mauzdhfzotgr2
208816
208815
2026-08-26T15:36:55Z
Aveldro
601
/* Chabistroù */
208816
wikitext
text/x-wiki
== Chabistroù ==
# [[Onenn/Redadeg kigi er vereuri|Redadeg kigi er vereuri]]
# [[Onenn/Dervez aradeg er vereuri|Dervez aradeg er vereuri]]
# [[Onenn/Yann Penhoad|Yann Penhoad]]
# [[Onenn/Da biou e vo kalon Onenn ?|Da biou e vo kalon Onenn ?]]
# [[Onenn/Na braoa kanerezed !|Na braoa kanerezed !]]
# [[Onenn/Ar falc’herien|Ar falc’herien]]
# [[Onenn/Koan ar Beurzorn|Koan ar Beurzorn]]
# [[Onenn/Gwall-zarvoud|Gwall-zarvoud]]
# [[Onenn/Goulc’han Gwezennek|Goulc’han Gwezennek]]
# [[Onenn/Nerz eur mousc’hoarz|Nerz eur mousc’hoarz]]
# [[Onenn/Maner Keryann|Maner Keryann]]
# [[Onenn/Mestrez nevez Keryann|Mestrez nevez Keryann]]
[[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 18 Eost 2026 da 15:15 (CEST)
akypur4yrdd91s98wxcmgb9xg4ohkum
208819
208816
2026-08-27T11:07:04Z
Aveldro
601
208819
wikitext
text/x-wiki
== Chabistroù ==
{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Redadeg kigi er vereuri|Redadeg kigi er vereuri]]
| lodenn = 1 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Dervez aradeg er vereuri|Dervez aradeg er vereuri]]
| lodenn = 2 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Yann Penhoad|Yann Penhoad]]
| lodenn = 3 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Da biou e vo kalon Onenn ?|Da biou e vo kalon Onenn ?]]
| lodenn = 4 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Na braoa kanerezed !|Na braoa kanerezed !]]
| lodenn = 5 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Ar falc’herien|Ar falc’herien]]
| lodenn = 6 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Koan ar Beurzorn|Koan ar Beurzorn]]
| lodenn = 7 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Gwall-zarvoud|Gwall-zarvoud]]
| lodenn = 8 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Goulc’han Gwezennek|Goulc’han Gwezennek]]
| lodenn = 9 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Nerz eur mousc’hoarz|Nerz eur mousc’hoarz]]
| lodenn = 10 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Maner Keryann|Maner Keryann]]
| lodenn = 11 —
| nodots

{{Taolenn
| titl = [[Onenn/Mestrez nevez Keryann|Mestrez nevez Keryann]]
| lodenn = 12 —
| nodots

[[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 18 Eost 2026 da 15:15 (CEST)
ixgu5nbp1wjfe1mapn8libwg0n9ckk1