Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.17
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/11
102
66529
208850
208838
2026-08-28T15:03:58Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208850
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 31 gouere — 11'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

War dro eiz eur e teu Onenn er foennog
gant our baner vras. Peadra a zo
e-bars da leunia ugent stomok divergont.
Ar falc’herez a zo eun dra hag a zigor
ar galon.
Teuzet eo, pell ’zo, al lein genta, Rak-se,
ez eus graet dremm laouen ouz Onenn
hag ouz he boued.
Azezet war torchennou foenn, e-skeud
ar c’hleuz, pep hini a labour diouz e du.
Aman, evel war al labour, den ebet ne
zilerc’h. Ret eo kemer nerz, rak den ebet
ne asant beza koll.
Eur varvailhadenn bennak a vez graet
evelato gant merc’h koant an aotrou
Maer.
Meur a hini eus ar bôtred yaouank a
zonj, m’oarvat, ez eo Onenn eur vestrez-ti
dispar.
Ne gredfen ket nac’h eo deuet unan
pe unan eus ar falc’herien d’ar vêreuri,
hirio, evit gwelet Onenn, evit he c’hlevet
o komz hag, emberr, o kana son ar falc’herien.
Onenn, avat, a zo laouen ouz an
holl etre ma servij da bep hini, hervez e
ezomm ha hervez e c’houlenn. Ne ziskouez
ket, avat, muioc’h a levenez ouz
unan eget ouz egile.
Ar bôtred o deus klevet n’eman ket
Onenn da chom e parrez Plouider. Met
piou hen goar mat ?
Marteze n’eo ket roet mat c’hoaz he
c’halon !…
Da c’hedal, e vezo klasket ober plijadur
d’an Aotrou Maer. Eun dra vat e
vezo da bep hini e lakât en e du.
Meur a wech, o sellet ouz Erwan bamet
e penn ar foennog o heuilh labour ar
falc’herien, pe o komz gante epad ar
prejou, e seblant d’in lenn ar zonj-man en
e benn :
— E gwirionez, setu aze gwazed a
wad, tud gouest evel m’oun-me bet gwechall.
Meur a hini a zo en o zouez hag a
gemerfen evit mab-kaer.
Erwan, koulskoude, a oar mat he
deus Onenn gwelet alies unan all ha
diskouezet levenez en e gompagnunez, er
foariou ; e diweza konkour anevaled
Landerne, o deus o daou kemeret eur
pred a-unan gantan.
N’eus forz ! Ma karfe Onenn, e teufe
unan pe unan eus ar falc’herien a zo aze
da vab-kaer d’ar vêreuri.
A-benn an noz, ar foennog vihan a zo
touzet. Skwiz an izili. Tomm eo bet an
heol met levenez a zo breman er c’halonou.
Tud houest a zo c’hoaz e Plouider.
An aotrou Maer a zo kontant ; gwin
koz a vezo da goan er vêreuri. Taolit
evez, pôtred yaouank Plouider, falc’herien
dispar ; dorn an aotrou Maer a vezo
pounner bremaïk.
Daoulagad Onenn a zalc’ho furnez. Hini
ebet ne garfe beza gwelet tommet d’ezan,
gant merc’h koant an aotrou Maer,
Onenn Penaroz

{{Kreizañ|'''KOAN AR BEURZORN'''}}
N’eman ket ken ar c’hiz, evel gwechall,
da drouc’ha an ed gant filzier, na
d’e zorna gant freilhou. Er vêreuri ez
eus re a eost evit an eosterien a ve
kavet.
Ret eo eta kemer mekanikou.
An diou vederez-liammerez o deus
graet labour mat ha buan.
Chom a rae, avat, da zastum ar feuskad
evit ober gante savadennou. Evit al
labour-se, eo bet ret da holl dud ar vêreuri
mont d’ar park goude koan.
Onenn he-unan he deus bet plijadur o
vont hag o tont dre ar park, o tastum
hordenn goude hordenn hag ouz o digas
e-kichen ar savadenn.
Bandenn a ra gant he zad ha Yann, ar
mevel koz. Diou blac’h a zo c’hoaz ganti,
ha Kaour, an eil mab, a zo deuet eus
skol Lesneven d’an ehan-labour.
Kaourig a gar kenan e c’hoar Onenn.
Rak-se, ez eo evurus da labourat a-unan
ganti. Onenn a gar ivez Kaour dreist he
c’herent all, dre m’eo Kaour an danvez
beleg, hegarat ha karantezus.
C’hoari a zo bet gant an diou vandenn.
Ar wazed krenv, Visant hag ar mevelien
a rae bandenn o-unan.
Ma ’z int krenvoc’h, ez int pounneroc’h
a droad. ’N em dapout a reont dre zigas
peder hordenn gante bep gwech, elec’h
diou, en doare ma ne c’heller ket lavaret
gant pesort bandenn eo aet ar gounid.
Kouezet eo an noz, met al loar o sevel
a ra eur sklerijenn c’houek ha damsklaer.
Er parkeier all, tro-war-dro, eman ivez
ar gouerien o tastum an eost.
Tri daol kloc’h war sioulder ar maeziou ;
kloc’h an Anjelus e iliz Plouider.
Chomet eo al labourerien a-zav.
An diou vandenn, e park an Uhel, a
zo bodet endro da Erwan, ar Mestr.
Ar gwazed a lamm o zog ; ar merc’hed,
o daouarn juntet hag o fenn daoubleget
a respont da Erwan.
Er parkeier all, tro-war-dro, e klever
an hevelep pedenn, epad ma strink al
loar, war an eost, he bannou alaouret.
Na kaera taolenn !
Mistri-familhou Breiz o pedi an aotrou
Doue, Mestr holl-c’halloudek an
nenv hag an douar, an hini a laka an
eost da sevel ha da zarevi, etre m’en em
led gouel damzu an noz war ar parkeier
sioul !
Pell pell e chom Onenn da zellet ouz
an daolenn-ze ha Kaour a rank dont da
gregi en he dorn evit he zenna eus he
zonj hec’h unan.
— Onenn, kaer eo an noz ha brao eo
klevet an anjelus war ar maeziou peoc’hus
Met poent eo kregi adarre.
— Ya, kaer eo ar bedenn, pedenn ar
gouerien e kreiz o farkou. Te, pa vezi
deuet da veza eur barz, a linenno kement-se
en eur werz.
— Ma kavan an awen, Onenn. Da c’hedal,
eo ret d’eomp hasta founnus ! Ne
glevez ket hon tad o c’houlenn feuskad {{Reizh|?.|?}}

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
ku0owef1qjygnbr0mvewg8hhsongnlx
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/12
102
66530
208854
208768
2026-08-28T20:45:36Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208854
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 7 eost — 12'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Digaset eo ar greun d’ar gêr. Dornet
’z eus tri dervez. Hirio eman ar pevare
dervez, dervez ar peurzorn.
Eun derveziad mat ! C’hoari a vezo
oc’h achui. Da beder eur, eman Erwan
wardro ar c’heflusker (moteur) ouz e
eolia.
Da beder eur hanter, eo degouezet an
dud el leur.
Eman an dougerien plouz ; dek pôtr
yaouank yac’h, war ar bern kolo, o c’hedal
tammou pevar gwaz all. Ar merc’hed,
pemzek anezo, a zo prest da gregi el labour,
lod gant balaennou, lod gant rozellou,
lod gant an nijerez.
Ar « moteur » a zo lakaet da drei. An
dournerez a voud, a voud.
Pemp den a zo o tivernia hag o teurel
war an daol. Kaour a yelo eus ar c’heflusker
(moteur), d’an dournerez, gant e
eolier hag Erwan en devo da zellet war
bep tra ha da gennerzi pep hini.
Graet en deus sin ar groaz ha, war
e lerc’h, ar gwazed hag ar merc’hed o
deus graet eveltan.
Visant ha Glaoda Pinvidik a voueta
bep eil.
Eman Visant krog er feuskenn genta.
Fraonwal, boudal a ra an dournerez.
An daoulagad a zo troet ouz Visant. Den
ne lavar ger.
Eman an dournerez o vont da ziroll ha
Visant ne finv ket… Sellet a ra pik ouz
toull an dournerez. Prim, pa gav da bep
hini eman an dournerez o vont e tammou,
ker buan ez a ha kement e lamm,
Visant a lez e feuskenn da vont, unan
deo…
Eur vlejadenn spontus…
Digoret eo an devez dorna, dervez ar
peurzorn.
Ar moged hag ar boultrenn a zav en
êr, a gouez war an dud.
Ar moteur a zo tomm, an dournerez
a voud hag a vlej.
Ar greun a strink, a ziruilh dindan an
dornerez. Erwan a zo war evez.
Gwelet a ra ez a mat an traou. Koan
ar beurzorn ne vezo ket re ziwezat emberr.
Eur mousc’hoarz a deu war e vuzellou,
etre ma sell ouz ar baotred yaouank, kolo
en o bleo, ouz ar merc’hed, pell en o re…
Da seiz eur hanter, an ehan kenta.
Onenn, hag a zo en ti gant unan eus
ar plac’hed, oc’h aoza boued, a deu neuze
el leur.
Gwin ha jistr a zo roet d’ar gwazed ;
limonad d’ar merc’hed, gant skotennou.
Ar gwazed a gav gwelloc’h kig ha
bara…
An teodou a zo dirollet breman. Ar
bôtred yaouank a ra an heg ouz ar merc’hed.
Lizig Monot, mignonez Onenn, a
oar respont hag a gas, bep gwech, an
dorz d’ar gêr.
Heol war al leur, heol er c’halonou.
Debret eo lein. Emaomp wardro teir
eur goude kreizdeiz. Ar boultrenn alaouret
gant bannou an heol a laka bleo an
dud da lugerni evel pennou kurunet ar
zent.
Poent eo ehana adarre.
Met prim !… Eur griadenn spontus !
Lizike Monot eo he deus kriet. Ar rod
vihan, rod foll an dornerez, tomm-bero, a
zo distaget diouz an dornerez hag a zo
kouezet war droad Lizik endra ma oa o
plega da zacha ar greun eus dindan an
dornerez, gant he rozel.
Eun taol-sut skiltrus…
Erwan eo an hini en deus hen roet.
Gwelet en deus an darvoud. Ar « moteur »
a chom a-zav ha Kaour en deus,
gant eun taol baz, tennet al lêrenn diwar
an dornerez, epad ma strinke Goulc’han
Pinvidik diou feuskenn enni evit he lakat
da boz.
Onenn he deus klevet an taol-sut.
Gouzout a ra ne zut he zad nemet evit
chom krenn a-zav. Eman war al leur.
Gwelet a ra Lizik, gourvezet war ar bern
greun, o klemm hag o hirvoudi.
Onenn a denn, gant preder hag en doare
diboaniusa ma c’hell, ar spadrilhenn
hag al louer, etre ma ’z a unan eus ar
merc’hed da glask lienennou glebiet en
ti.
— Buan, Onenn, kemer an auto ha ke
ganti da Lesneven ! eme Erwan, engavet
war al lec’h. Kas ar plac’h Janed ganez !…
P’eo aet kuit an auto.
— Breman, Visant, kemer eur velo ha
kê buan da gerc’hat eur mekanisian da
di Poullaouen.
Tenvalaet eo pennou an dud.
Eun hanter-eur a zo kollet ouspenn ;
met n’eus forz, peurzornet e rank beza !
Ar « moteur » a dro adarre hag an
dornerez a voud a-nevez.
Evit an ehan warlerc’h, eman an auto
war al leur. Lizik a zo ehanet da grial.
Louzaouet eo gant louzou diboanius.
Laouennaet eo an dud a-nevez.
— Eur banne war gont Lizik, eme Erwan,
araok ma ’z aio d’ar gêr da ziskwiza.
Emberr, e vo kerc’het adarre evit
koan ar beurzorn.
— Ne vezo ket pell o parea, eme Onenn.
Ar medisin en deus lavaret n’eo ket devet
kalz ar c’hig. Eun nebeut deveziou
ehan ha ne vo kelou ebet ken nag eus
poan nag eus gloaz, emezan.
— Mat eo, eme Erwan.
Breman, tudou, bec’h adarre d’al labour !
— Echui a rankomp. Banneou
krenv a vezo emberr, ma vez echu abred
awalc’h.<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
f91c4kx81un9a7o4y3simc3bq1qz055
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/13
102
66531
208855
208848
2026-08-28T20:55:50Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208855
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 14 eost — 13'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Met dale a zo bet gant en darvoud digouezet.
Deuet eo an noz… Al loar, evel eul letern
bras staget {{Reizh|an|en}} oabl a-us d’al leur,
a ro sklerijenn awalc’h.
An dournerez a dro hag a voud ma
’z eo spontus. Blejal a ra evel ma n’he
deus ket bet graet biskoaz. Klevet e vez
eus Lesneven, eus Sant-Fregant hag eus
Goulc’hen.
Moged a zav eus ar « moteur », eus
an dournerez. Met Erwan a zo war evez.
Eol, eol a daol hep konta. Sellet a ra
alïes eus ar jerbell o vihanaat.
Den ebet ne gomz. N’eus ket amzer.
En diwez, da zek eur noz, eman ar feuskad
diweza war an daol. Eman krog Visant
Penaroz en diou feusken diweza.
Dizilhet int gantan, da gentan, war an
daboulin. Neuze, e chench penn d’ezo
ha, gant o lost, e laka an dounerez da
vrammat.
Eur vlejadenn foll : an diou feuskenn
azo aet ebarz.
Echu eo an dourna er vereuri.
Poent oa. An dud a zo dinerzet holl.
Allo ! Buan eun taol rastel da zastum
ar pep brasa ha buan da goan…, eme
Erwan.
Eur gwalc’hi d’an dremm ha d’an
daouarn, ar gwazed er stivel hag ar
merc’hed e basinou e kichen an nor ha
d’ar zal-vras savet enni taoliou ha goloet
gant doubierou gwenn-kann ha gant
bleuniou.
Da goan, anat eo, e vezo meuziou breizat.
Goude ar soubenn, eo digaset eta
ar c’hig ha fars, ar fars fourn. Evit ar
re n’o devo ket debret awalc’h, e vezo
digaset c’hoaz kig yar, artichaot, kaol-fleur,
piz. Hag evit lakat pep tra da ziskenn,
jistr stouvet ha gwin koz.
Erwan a fell gantan ober mat ha bras.
Da echui, eur peziad gwastell graet
gant Onenn hag a ziskouez skeudenn iliz
Plouider.
P’eo degaset er zal, n’eus nemet eur
ger gant an holl :
— Brao ! brao ! Onenn, eur vestrez
oc’h !
Hag eo straket an daouarn.
Tremenet eo hanter-noz.
— Eun tammig kanaouenn breman,
evit kloza, eme Erwan.
Onenn en em laka ouz ar « piano »,
etre ma peder Lizik Monot da gana. Sevel
a ra, gant eur mousc’hoarz, daoust
d’he foan :
— Brao ! brao ! Lizik, ar verc’h kalonek !
Leski a ra, eun tammig, troad Lizik.
Met n’eus forz ! Mont a ra gant he
c’han en doare dudius. Breman eman
Onenn o kana ganti eur zon e diou
vouez.
Ouz o c’hlevet, un dud o deus ankouaet
an amzer.
Da ziou eur, e rank Erwan lavaret :
— Asa ! poent eo mont da gousket !
— Ya, poent eo, eme Yann goz, hanter-gousket.
Me gred en deus evet dreist
ar red. Ar muzik en deus e lakaet, m’oarvat,
da hunvreal er baradoz, baradoz an
douar, ennan gwez avalou, eun hunvre{{Reizh|..|…}}
An holl a c’hoarz.
Ar c’hiz n’eo ket kollet c’hoaz e Breiz
da bedi a-unan diouz an noz.
Erwan a lavar ar grasou. Goude beza
trugarekaet an Aotrou Doue, evit ar
boued, evit an eost, e c’houlenn Erwan
e vennoz evit an holl familhou, evit o
zraou holl.
Klozet eo ar bedenn dre ober meneg
eus ar re varo : eun dra ret en Breiz, a
drugare Doue.
— Evit Mona, va gwreg aet da anaon,
Doue d’he fardono, hag evit an holl
anaon, « De profundis ! »
Roet zo da bep labourer eur golo-lizer,
ennan daou vilhed a zek lur. Ha dre
ma ro e hini da bep den, Erwan a lavar
eur ger a drugarez hag e ra eur mousc’hoarz :
— Kenavo, tudou, ha bennoz Doue !
— Kenavo, aotrou Maer, ha d’ar bloaz
a zeu !

{{Kreizañ|'''GWALL-ZARVOUD'''}}
Foar Vikael a zo anezi e Lesneven.
Erwan Penaros a ya hirie d’ar foar
gant teir gazeg, diou vuoc’h ha dek
penn-moc’h.
Visant ha Glaoda Pinvidik a gaso ar
c’hezeg. Ar mevel koz en em gargo eus
ar zaout.
Lann a yelo gant ar moc’h karget
gantan en c’harr-dre-dan kemwerz.
{{Reizh|gantan en c’haer-dre-dan kemwerz.|}}
Erwan a laka e brec’hiou ar wetur
saoz ar gazeg skanv « Rosine ».
Karout a ra Erwan mont gant e weturig.
N’eo ket evit dilezel e gezeg. An
« auto » ne lavar netra d’ar marc’hadour-kezeg.
Dont a ray, evelato, d’ar gêr en
« auto », gant Onenn. Visant ha Glaoda
a gemero neuze ar wetur saoz. Rak an
teir gazeg a zo da veza gwerzet ha ne
vezo ket prenet re all en o lec’h. Pevar
ebeul bian a zo nevez staget ha diou
ebeulez bloaz a zo c’hoaz er c’hraou.
Goude beza karget ar viou, ar yer, an
amann en « auto », lakaet enni eul lienenn
da virout na ve kailharet, Onenn
a gemer hent Lesneven d’he zro.
E-kichen Kerveleugan, e sav en he
gwetur ar vignonez Lizik Monot, eus
Pourbrouan. Pare mat eo ha laouennoc’h
eget biskoaz.
Ar panerou a zo renket e traou an
auto war al lein.
C’houezek marc’h an auto o c’has
buan war grec’h Traon-Gunin. Pemp
munut goude, emaint o kêr Lesneven.
Er ruiou, ez eus eur mor a dud. Tud
koz dreist-holl. Foar ar yaouankiz ne
zigoro nemet goude lein, goude al labour.
E « Plas ar Viou », ez eus marvailhou
gant ar merc’hed.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
sb7iq4ta2i96w2td9g87lt1afgadclf
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/14
102
66532
208862
208790
2026-08-29T09:46:25Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208862
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 21 eost — 14'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

— De mat, Onenn. Engavet oc’h ?
— De mat, Mona. Ya, engavet oun.
Setu sunveziad viou ar vêreuri.
— Mat eo. Da boent lein ho paein,
diouz ar « c’hour », evel kustum, ne ket
’ta ?
— Evel kustum, Mona. Kenavo.
An amann hag ar yer a zo gwerzet
ivez buan.
Onenn he deus he frenerien. Yer lart
hag amann melen aour he deus Onenn,
bep sizun. Ne ver ket pell evit o frena,
gant ar priz uhel.
Ne vezo ket klanket en em laerez e tu
ebet.
Eur zell war « blasenn ar c’hezeg », a-raok
lein. P’en em gav Onenn, ez eus
gwerzet diou gazeg dija. Visant a zo o
chipotal gant eur marc’hadour, diwar-benn
an drede.
E « plas ar zaout », Yann goz a zo
o klask luia eur marc’hadour saout. Daou
bôtr fin int. Diaes eo gouzout piou a vezo
paket. Da gredi eo ez ay ar zaout en
o friz reiz.
Lann, e « Plas ar moc’h », a zo tenvaloc’h
e benn. Diskenn a zo war ar
moc’h. Hag e vezint roet gwelloc’h marc’had,
rak ne vezer ket evit o derc’hel re
bell er vêreuri. Moc’h awalc’h a zo, er
c’hreier, da zibri ar boued a zo.
O tont eus plas ar moc’h, etre m’eman
o treuzi plas ar zaout, e kav Onenn, war
he hent, Yann Penhoat, eus Keryann.
— De mat, Onenn, — Foar vat ho
peus graet ?
— De mat, Yann. — N’eo ket re fall,
ha c’houi ?
— Betek hen, n’eo ket re fall. Diou
gazeg ha daou ebeul bihan am eus gwerzet
na gwerzet mat.
Breman, ez an da glask Yann goz. Visant
en deus lavaret d’in ho peus diou
vuoc’h da werza, ha diou vuoc’h a rankan
da brena.
— Taolit evez ! Yann a zo eul « lapous » !
Ruilhet e vefet gantan !…
— Ne gredan ket. Aon en devo da glevet
traou digant Onenn !…
— Na fiziet ket re war gement-se.
Evit kaout he hanter dervez{{Reizh||,}}
Onenn a zo aet da brena he « defaotachou »
araok lein. En em glevet eo Erwan
ha Yann Penhoat, epad m’o deus
en em welet e plas ar c’hezeg, da zibri
o lein, a-unan ; en ostaleri Jezekel.
Da boent lein, eman Erwan ha Yann
Penhoat ouz taol en ostaleri, o c’hedal
Onenn.
Pa deu hi er zal, eman an holl sellou
warni. Gwisket he deus, hag en abeg
bennak, moarvat, he dilhad kaer. Braoc’h
eo hirie eget n’eo bet biskoaz.
Marc’hadourien a vez klevet o lavaret :
— Nag eur Vreizadez koant !
— Piou eo ?
— Merc’h Maer Plouider…
Merc’h Maer Plouider ne ra ket a van
ouz sellou an dud. Ne ziskouez ket beza
diaezet. Azeza a ra e-kichen he zad, dirak
Yann, goude beza roet he dourn d’ezan
gant eur mousc’hoarz strobinellus.
Ouz eun daol all, pelloc’h, eman Visant
gant ar mevelien hag eur c’hamarad danvez-soudard.
— Prenet ho peus ar zaout, eme
Onenn da Yann, pa ne lavar hen netra.
Evel mut eo kouezet.
— Ya, prenet int ganen, Onenn.
— E priz reiz ?
— Ya, me a gav d’in, rak Yann goz
en deus lavaret d’in Arsa ! ret mat eo
d’in ober ar priz just d’eoc’h. Traou a
glevfen gant Onenn, ma ho touelfen !
Onenn he deus pleget he fenn evit sellout
ouz he asied.
Marvailhou a zo er zal ha muioc’h-mui
dre ma tosta fin ar pred.
P’eo digaset ar meuz-frouez war an
daol, Yann, goude beza chomet eur pennad
dilavar, evel bec’hiet, a lavar da Erwan :
— Erwan, pell ’zo e tarempredan ho
merc’h Onenn. Deuet eo, a gav d’in, ar
poent da ziskleria fraes ar menoziou.
Hag e sell ouz Onenn. Onenn he deus
santet ar ruzder o sevel d’he zal. Pleget he
ar ruzder o sevel d’he zal. Pleget he
deus he fenn, met he daoulagad o deus
komzet eviti.
— Erwan, ha laouen e vec’h ouz va
c’haout da vab-kaer ?
Erwan, evel eur c’houer mat ma ’z eo,
a chom eur pennad sioul. Ne ziskouez ket
beza souezet. Ha lorc’hus eo ? Ne vezer
ket evit hen gouzout.
Onenn a gren eun tammig. Ma lavar
he zad nann !
— Yann, eme Erwan, erfin, eun den
fur out, an dra-ze a ouzon. Eun den desket
hag eul labourer mat out ivez. Me,
eta, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget ho
kwelet unanet ho taou evit kerzout er
vuhez-man. Met petra sonj Onenn he-unan
war ar poent-se ?
— Va zad, emezi, laouen oun er vêreuri
ganeoc’h. Poan em bezo o kuitat
Plouider, met ma rankan mont kuit eus
ar vêreuri, d’ar Geryann eo e kavan ar
gwella mont.
— Mat eo, eme Erwan. Eur plac’hig
karantezus out.
— Bennoz Doue d’eoc’h, Onenn, eme
Yann, gant nerz ha gant karantez.
Deuet eo adarre ar mousc’hoarz war
vuzellou Yann Penhoat.
— Arsa Yaouankiz, evomp breman
eur banne hini mat evit skoulma ho karantez.
Hag Erwan lavaret d’ar plac’h galvet
gantan :
— Daou vanne « Cherry » ha daou
vanne start, evidomp-ni hon daou… Ha
te, Onenn, petra gemeri ?
— Netra ebet ken, nemet ar skotenn-man
evit souba em gwerennad gwin koz.
Onenn ha Yann a zo oc’h ober tro kêr,
goude lein, p’en em gav ganto Goulc’han
Gwezenneg.<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
pubcmkvj5i9d09ju3qvut38fjl124au
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/15
102
66534
208851
208791
2026-08-28T15:06:03Z
Aveldro
601
208851
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 28 eost — 15.'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Chifet eo eun tamm ar c’henderv o
welet e genitervez o rei ar vrec’h da
Yann Penhoat.
Kemer a ra buan, evelato, warnan e-unan
evit diskleria :
— Demat, Onenn… Demat, Aotrou !
— Demat, Goulc’han.
— Demat, Aotrou.
— Laouen oun, Onenn, o rei d’it da
anaout ez oun graet doktor louzaouer.
Va zonj eo prena eun ti aman, e Lesneven,
evit ober va micher endro da Lesneven.
— A ! gwella-ze, Goulc’han. Tostoc’h
e vezimp an ell d’egile.
— En abeg-se eo, end-eeun, eo falvezet
ganen dibab kêr Lesneven.
— Ne vezimp ket gwall bell,
end-eeün, an eil diouz egile, eme Yann, rak
Plourin n’eman ket gwall bell eus Les- en
neven.
— Plourin ? Met Onenn n’eman ket e
Plourin ?
— Araok pell e vezo, eme Onenn, rak a
setu aman an hini a vezo va gwaz, Yann
Penhoad, a Geryann. En em brometet
omp hirio. Ha d’az pedi a reomp evit.
lein ar promesa, er vêreuri, da ouelioue
Nedeleg.
— A ha peur e vezo an eured ?
— Er bloaz a zeu, pa vezo deuet Visant
eus ar servij.
Dremm Glaoda a zo tenvalaet spontus.
Gwall sellou a ra ouz Yann Penhoad.
Eun den seven eo, avat, ha buan e
kuz e imor. Asanti a ra mont da gemer
eur banne gant e ginitervez hag he mignon.
O vont kuit diouto, avat, e vez klevet
o lavaret :
— A ! fae a ra Onenn warnon ! Ker
e kousto d’ezi.
Echu eo ar foar.
Onenn he deus sammet en he auto Lizig
Monot, bet ivez oc’h ober tro kêr
gant eur mignon. Erwan Penaroz a zo
eun tammik tommet d’ezan, pa ’zav e
lost ar wetur-dre-dan.
En araok, eman Onenn ha Lizig.
Kalz a girri hag a autoiou a zo war
an hent.
Ret mat eo eta mont goustad e diskenn
ar Spered-Santel.
Nebeut ha nebeut, eo distremenet ar
c’hirri hag an autoiou karget.
Eun taol-troad, pe, kentoc’h, eur waskadenn
war ar « buanaer » hag an auto
a nij. Treuzi a ra dirak an daoulagad ar
c’hleuziou e daou du an hent.
O tiskenn war du Lansilin, araok trei
a-zehou dirak hent Sant Fregan, Onenn a
ro eun taol-skor (taol-frein).
D’an ampoent, evel trouz eun tenn fuzul.
An auto a dec’h diwar an hent.
Eman er foz, troc’holiet, eilpennet, chenchet
penn ganti, frigaset ouz ar bonn a
oa eno.
Trouz ebet ken, nemet kri an dud o
deus gwelet an darvoud hag a zired eus
ar parkeier o c’harmi.
— Gwall-eur ! Gwall-eur !…
Saïk Sene a lavar, dre c’haloupat :
— Auto an Aotrou Maer eo ! Onenn
eo, a gav d’in, a oa o vlenia ! Ma n’int
ket lazet eo eur burzud !…
Gwall-eur war ar vereuri !…

{{Kreizañ|'''GOULC’HAN GWEZENNEK'''}}
Goulc’han a zo en em gavet er gêr, e
Lambezelleg, gant eur penn tenval spontus.
Da goan, ne zebr tamm ebet.
— Ha klanv out ? a c’houlen e
vamm.
— Nann, skuiz, skuiz-maro eo ez oun.
— Petra a zo bet ouz da skuiza e Lesneven ?
Gwelet e peus Onenn hag Erwan
Penaroz ?
— O gwelet em eus. Onenn a oa gant
Yann Penhoat, a Geryann, oc’h ober tro
kêr. En em brometet int o-daou.
— An dra-ze eo a zo ouz da boania ?
Gouzout mat a raes ne zimezfe Onenn
nemet gant eur c’houer…
— N’eo ket an dra-ze eo a zo ouz va
ziaeza breman. Ne garan mui Onenn.
— Va faotr paour, anat awalc’h eo
e karez anezi atao ; ha kement-se eo a zo
o lakåt tristidigez en da galon.
Aet eo Glaoda en e gambr. Pell, pell
e chom da zonjal, astennet war ar bank
gourvez.
En e wele, goudeze, e klask kousket.
Ar c’housk ne deu ket. Klask a ra neuze
lenn. En aner. E spered m’eman ket
gant an traou lennet.
Sevel a ra, hag ouz e vureo e c’houlen
an diskuiz hag ar c’hoant kousket.
Ar bluenn a chom en e zourn, hep ma
c’helife skriva an distera tra.
Savet eo an deiz. Buan, buan, e tiskenn,
araok m’eo savet tud an ti.
Klevet en deus pôtr ar c’hazetennou
o krial war ar ru.
Diframma, kentoc’h eget kemer, a ra
eur gazetenn eus tre e zaouarn.
Klask, klask a ra warni eun dra bennak.
E zaoulagad a gouez war al lizerennou
bras ha teo-man :
{{Kreizañ|{{sc|Plouider}}. — ''GWALL-ZARVOUD''.}}
Petra ’ra d’ezan krena breman ? Petra
’ra d’e zaoulagad trelli ? Harp a
rank goulenn digant eur post.
Krena a ra ar paper etre daouarn
Goulc’han Gwezennek.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
d7ikpa14gv1zlb9ano09ggf17bs756y
208852
208851
2026-08-28T15:08:06Z
Aveldro
601
208852
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 28 eost — 15.'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Chifet eo eun tamm ar c’henderv o
welet e genitervez o rei ar vrec’h da
Yann Penhoat.
Kemer a ra buan, evelato, warnan e-unan
evit diskleria :
— Demat, Onenn… Demat, Aotrou !
— Demat, Goulc’han.
— Demat, Aotrou.
— Laouen oun, Onenn, o rei d’it da
anaout ez oun graet doktor louzaouer.
Va zonj eo prena eun ti aman, e Lesneven,
evit ober va micher endro da Lesneven.
— A ! gwella-ze, Goulc’han. Tostoc’h
e vezimp an ell d’egile.
— En abeg-se eo, end-eeun, eo falvezet
ganen dibab kêr Lesneven.
— Ne vezimp ket gwall bell,
end-eeün, an eil diouz egile, eme Yann, rak
Plourin n’eman ket gwall bell eus Les- en
neven.
— Plourin ? Met Onenn n’eman ket e
Plourin ?
— Araok pell e vezo, eme Onenn, rak a
setu aman an hini a vezo va gwaz, Yann
Penhoad, a Geryann. En em brometet
omp hirio. Ha d’az pedi a reomp evit.
lein ar promesa, er vêreuri, da ouelioue
Nedeleg.
— A ha peur e vezo an eured ?
— Er bloaz a zeu, pa vezo deuet Visant
eus ar servij.
Dremm Glaoda a zo tenvalaet spontus.
Gwall sellou a ra ouz Yann Penhoad.
Eun den seven eo, avat, ha buan e
kuz e imor. Asanti a ra mont da gemer
eur banne gant e ginitervez hag he mignon.
O vont kuit diouto, avat, e vez klevet
o lavaret :
— A ! fae a ra Onenn warnon ! Ker
e kousto d’ezi.
Echu eo ar foar.
Onenn he deus sammet en he auto Lizig
Monot, bet ivez oc’h ober tro kêr
gant eur mignon. Erwan Penaroz a zo
eun tammik tommet d’ezan, pa ’zav e
lost ar wetur-dre-dan.
En araok, eman Onenn ha Lizig.
Kalz a girri hag a autoiou a zo war
an hent.
Ret mat eo eta mont goustad e diskenn
ar Spered-Santel.
Nebeut ha nebeut, eo distremenet ar
c’hirri hag an autoiou karget.
Eun taol-troad, pe, kentoc’h, eur waskadenn
war ar « buanaer » hag an auto
a nij. Treuzi a ra dirak an daoulagad ar
c’hleuziou e daou du an hent.
O tiskenn war du Lansilin, araok trei
a-zehou dirak hent Sant Fregan, Onenn a
ro eun taol-skor (taol-frein).
D’an ampoent, evel trouz eun tenn fuzul.
An auto a dec’h diwar an hent.
Eman er foz, troc’holiet, eilpennet, chenchet
penn ganti, frigaset ouz ar bonn a
oa eno.
Trouz ebet ken, nemet kri an dud o
deus gwelet an darvoud hag a zired eus
ar parkeier o c’harmi.
— Gwall-eur ! Gwall-eur !…
Saïk Sene a lavar, dre c’haloupat :
— Auto an Aotrou Maer eo ! Onenn
eo, a gav d’in, a oa o vlenia ! Ma n’int
ket lazet eo eur burzud !…
Gwall-eur war ar vereuri !…

{{Kreizañ|'''GOULC’HAN GWEZENNEK'''}}
Goulc’han a zo en em gavet er gêr, e
Lambezelleg, gant eur penn tenval spontus.
Da goan, ne zebr tamm ebet.
— Ha klanv out ? a c’houlen e
vamm.
— Nann, skuiz, skuiz-maro eo ez oun.
— Petra a zo bet ouz da skuiza e Lesneven ?
Gwelet e peus Onenn hag Erwan
Penaroz ?
— O gwelet em eus. Onenn a oa gant
Yann Penhoat, a Geryann, oc’h ober tro
kêr. En em brometet int o-daou.
— An dra-ze eo a zo ouz da boania ?
Gouzout mat a raes ne zimezfe Onenn
nemet gant eur c’houer…
— N’eo ket an dra-ze eo a zo ouz va
ziaeza breman. Ne garan mui Onenn.
— Va faotr paour, anat awalc’h eo
e karez anezi atao ; ha kement-se eo a zo
o lakåt tristidigez en da galon.
Aet eo Glaoda en e gambr. Pell, pell
e chom da zonjal, astennet war ar bank
gourvez.
En e wele, goudeze, e klask kousket.
Ar c’housk ne deu ket. Klask a ra neuze
lenn. En aner. E spered m’eman ket
gant an traou lennet.
Sevel a ra, hag ouz e vureo e c’houlen
an diskuiz hag ar c’hoant kousket.
Ar bluenn a chom en e zourn, hep ma
c’helife skriva an distera tra.
Savet eo an deiz. Buan, buan, e tiskenn,
araok m’eo savet tud an ti.
Klevet en deus pôtr ar c’hazetennou
o krial war ar ru.
Diframma, kentoc’h eget kemer, a ra
eur gazetenn eus tre e zaouarn.
Klask, klask a ra warni eun dra bennak.
E zaoulagad a gouez war al lizerennou
bras ha teo-man :
{{Kreizañ|{{sc|Plouider}}. — ''GWALL-ZARVOUD''.}}
Petra ’ra d’ezan krena breman ? Petra
’ra d’e zaoulagad trelli ? Harp a
rank goulenn digant eur post.
Krena a ra ar paper etre daouarn
Goulc’han Gwezennek.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
lyh41jjdvad2k9snqk5v438bt7xvgya
208863
208852
2026-08-29T09:57:26Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
208863
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 28 eost — 15.'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

Chifet eo eun tamm ar c’henderv o
welet e genitervez o rei ar vrec’h da
Yann Penhoat.
Kemer a ra buan, evelato, warnan e-unan
evit diskleria :
— Demat, Onenn… Demat, Aotrou !
— Demat, Goulc’han.
— Demat, Aotrou.
— Laouen oun, Onenn, o rei d’it da
anaout ez oun graet doktor louzaouer.
Va zonj eo prena eun ti aman, e Lesneven,
evit ober va micher endro da Lesneven.
— A ! gwella-ze, Goulc’han. Tostoc’h
e vezimp an ell d’egile.
— En abeg-se eo, end-eeun, eo falvezet
ganen dibab kêr Lesneven.
— Ne vezimp ket gwall bell,
end-eeün, an eil diouz egile, eme Yann, rak
Plourin n’eman ket gwall bell eus Lesneven.
— Plourin ? Met Onenn n’eman ket e
Plourin ?
— Araok pell e vezo, eme Onenn, rak
setu aman an hini a vezo va gwaz, Yann
Penhoad, a Geryann. En em brometet
omp hirio. Ha d’az pedi a reomp evit
lein ar promesa, er vêreuri, da oueliou
Nedeleg.
— A ha peur e vezo an eured ?
— Er bloaz a zeu, pa vezo deuet Visant
eus ar servij.
Dremm Glaoda a zo tenvalaet spontus.
Gwall sellou a ra ouz Yann Penhoad.
Eun den seven eo, avat, ha buan e
kuz e imor. Asanti a ra mont da gemer
eur banne gant e ginitervez hag he mignon.
O vont kuit diouto, avat, e vez klevet
o lavaret :
— A ! fae a ra Onenn warnon ! Ker
e kousto d’ezi.
Echu eo ar foar.
Onenn he deus sammet en he auto Lizig
Monot, bet ivez oc’h ober tro kêr
gant eur mignon. Erwan Penaroz a zo
eun tammik tommet d’ezan, pa ’zav e
lost ar wetur-dre-dan.
En araok, eman Onenn ha Lizig.
Kalz a girri hag a autoiou a zo war
an hent.
Ret mat eo eta mont goustad e diskenn
ar Spered-Santel.
Nebeut ha nebeut, eo distremenet ar
c’hirri hag an autoiou karget.
Eun taol-troad, pe, kentoc’h, eur waskadenn
war ar « buanaer » hag an auto
a nij. Treuzi a ra dirak an daoulagad ar
c’hleuziou e daou du an hent.
O tiskenn war du Lansilin, araok trei
a-zehou dirak hent Sant Fregan, Onenn a
ro eun taol-skor (taol-frein).
D’an ampoent, evel trouz eun tenn fuzul.
An auto a dec’h diwar an hent.
Eman er foz, troc’holiet, eilpennet, chenchet
penn ganti, frigaset ouz ar bonn a
oa eno.
Trouz ebet ken, nemet kri an dud o
deus gwelet an darvoud hag a zired eus
ar parkeier o c’harmi.
— Gwall-eur ! Gwall-eur !…
Saïk Sene a lavar, dre c’haloupat :
— Auto an Aotrou Maer eo ! Onenn
eo, a gav d’in, a oa o vlenia ! Ma n’int
ket lazet eo eur burzud !…
Gwall-eur war ar vereuri !…

{{Kreizañ|'''GOULC’HAN GWEZENNEK'''}}
Goulc’han a zo en em gavet er gêr, e
Lambezelleg, gant eur penn tenval spontus.
Da goan, ne zebr tamm ebet.
— Ha klanv out ? a c’houlen e
vamm.
— Nann, skuiz, skuiz-maro eo ez oun.
— Petra a zo bet ouz da skuiza e Lesneven ?
Gwelet e peus Onenn hag Erwan
Penaroz ?
— O gwelet em eus. Onenn a oa gant
Yann Penhoat, a Geryann, oc’h ober tro
kêr. En em brometet int o-daou.
— An dra-ze eo a zo ouz da boania ?
Gouzout mat a raes ne zimezfe Onenn
nemet gant eur c’houer…
— N’eo ket an dra-ze eo a zo ouz va
ziaeza breman. Ne garan mui Onenn.
— Va faotr paour, anat awalc’h eo
e karez anezi atao ; ha kement-se eo a zo
o lakåt tristidigez en da galon.
Aet eo Glaoda en e gambr. Pell, pell
e chom da zonjal, astennet war ar bank
gourvez.
En e wele, goudeze, e klask kousket.
Ar c’housk ne deu ket. Klask a ra neuze
lenn. En aner. E spered m’eman ket
gant an traou lennet.
Sevel a ra, hag ouz e vureo e c’houlen
an diskuiz hag ar c’hoant kousket.
Ar bluenn a chom en e zourn, hep ma
c’hellfe skriva an distera tra.
Savet eo an deiz. Buan, buan, e tiskenn,
araok m’eo savet tud an ti.
Klevet en deus pôtr ar c’hazetennou
o krial war ar ru.
Diframma, kentoc’h eget kemer, a ra
eur gazetenn eus tre e zaouarn.
Klask, klask a ra warni eun dra bennak.
E zaoulagad a gouez war al lizerennou
bras ha teo-man :
{{Kreizañ|{{sc|Plouider}}. — ''GWALL-ZARVOUD''.}}
Petra ’ra d’ezan krena breman ? Petra
’ra d’e zaoulagad trelli ? Harp a
rank goulenn digant eur post.
Krena a ra ar paper etre daouarn
Goulc’han Gwezennek.

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
fabjv52qwh5wo5wbf86v071zp5h4idd
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/17
102
66536
208856
208792
2026-08-28T20:59:33Z
Aveldro
601
208856
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 11 Gwengolo — 17.'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

''En eul lamm, Visant a zo e-kichen''
''an auto grilhet. Tennet eo an dud''
''gloazet eus a-douez an tammou.''
''Onenn ha Lizig a zo karget en auto''
''al louzaouer. Erwan Penaroz a zo en''
''auto all. Er fallaen emaint atao.''
''— D’ar vêreuri, eme Visant, goustad,''
''goustad !''
''Sevel a ra e kichen e dad, epad''
''mac’h entent al louzaouer, an doktor''
''Kivijer, ouz an diou blac’h yaouank.''
''An dud a gerz warlerc’h an diou''
''wetur. Sioul ha trist int. Lavaret e ve''
''eun obidou… »''
— Mamm ! Mamm ! Awalc’h ! N’oun
ket ken evit harpa !
— Selaou, selaou c’hoaz, Goulc’han.
Setu aman kelou all ! Marteze int gwelloc’h…
Lenn a ra :
''D’ar poent m’emaomp o vont da''
''lakât dindan ar wask, e teu ar c’helou-man''
''d’eomp :''
''Onenn Penaroz ha Liz Monot n’int''
''ket deuet c’hoaz enno o-unan. Al louzaouer''
''ne respont ket eus o buhez. Erwan''
''Penaroz a zo deuet, avat, e''
''anaoudegez d’ezan. Dreset eo e skoaz.''
''E c’har n’eo ket torret, met eur pez''
''gouli a zo enni. Parea a ray buan…''
Goulc’han Gwezennek ne lavar netra
ken. Pa zav Mari Gwezennek he daoulagad
diwar ar paper, e wel he mab dislilvet
holl, evel eun den maro. E zaoulagad
a zo gwenn ha digor bras.
— Goulc’han, va mabig, petra ’peus ?
— Mamm, mamm, — goude eur pennad,
maro eo Onenn !
— N’eo ket, Goulc’han ! Parea a ray,
sur oun !
— Nann, maro eo breman ha… me
eo am eus he lazet !
— Allas ! va mab a zo aet sot !
Hag ar vamm glac’haret holl a bok, a
bok d’he mab en eur skuilh eur mor a
zaerou.
A nebeudou, an nerz a deu a-nevez da
C’houlc’han. Sellet a ra ouz e vamm
hag, ouz he gwelet ken strafuilhet, e kuz
benn en he bruched.
— Mamm, emezan, lavaret a rankan
d’eoc’h ar wirionez, me eo a zo kiriek
da varo Onenn !!…

— Sonjal a refet, mammig, ez eo kollet
va fenn ganen… N’eo ket. Ar wirionez
eo a zisklerian d’eoc’h…
Hag e kont d’ezi penaos en deus graet
e daol.
P’eo echu gantan, e chom sioul, evel
eun den abafet.
— Mat ! Goulc’han, n’eo ket kollet
pep tra c’hoaz, marteze… Na diboell
out bet ! N’eus forz ! Ret eo breman.
gouzout kelou all… Me a zo o vont da
gas eun dépêche evit goulenn penaos
eman Onenn…
— Me a yelo da gerc’hat ar c’helou-se,
mamm !…
— Va mab paour, ne di ket !
— Mont a rin ! Va dever eo !
E nerz a zo deuet mat da C’houlc’han.
Divec’hiet eo breman, p’en deus dislon-
ket e dorfed.
— Mat ! Deomp neuze ! Me a yelo !
Hag ar vamm a ya buan da lavaret
kempenn an auto ha da gerc’hat eur
hanne hini krenv hag eur skôtenn (patisserie)
pe ziou da rei d’he mab.

{{Kreizañ|'''NERZ EUR MOUSC’HOARZ'''}}
Goulc’han Gwezennek a zo war hent
Lesneven. Kaer he deus Mari, he vamm,
e aspedi da vont goustatoc’h, van ebet
ne ra.
An auto a nij war an hent koltaret.
O tremen Gouesnou, eman ar nadoz
war 90 kilometr. Araok engaout e Plabenneg,
e verk kant kilometr. Mari, azezet
e-kichen he mab, ne lavar muf netra.
Aon he deus breman. Goulc’han, serret.
e zent, a zell ouz an hent, hep lavaret
grik, hep respont da zellou doaniet e
vamm.
Ar vamm he deus kroget en he chapeled.
— Eus ar gwall-eur hon difennit,
Itron Varia ar Folgoët…
Dalc’hit ivez da benn va mab.
An auto a ya atao. Frigaset eo ar yer
war an hent… Dao atao ! Setu beg tour
ar Folgoet.
Evit treuzi kêr Lesneven, an nadoz a
verk 70 kilometr. An dud a spont hag a
red en tiez.
Araok engaout gant Lansilin, ez a
Goulc’han re vuan evit gallout gwelet
auto grilhet e eontr Erwan Penaroz.
Damwelet e ra, evelato, eun dra bennak
er foz. E zaoulagad, beteg hen troet
oux an hent dirazan, a zistro eun tammig
da ober eur zell a-gostez.
Awalc’h eo. An auto a deu a-benn d’ar
c’hleuz. Kement a herr a zo ganti ma
ranko mont dreist ar c’hleuz, met eun
taol rod-ren hag an auto a gerz eun hanter-kant
metr war ribl ar foz araok kemer
kreiz an hent.
Tost eo bet na ve engavet eun eil
gwall-eur e Lansilin.
O trei da vont er vali, an auto a ya
a-benn da hini an aotrou Kervijer. Daou
daol starderez hag an dlou auto a zo fri
ouz fri.
En eur ziskenn, Goulc’han a ginnig digarez
hag a c’houlen a-grenn :
— Penaos emaint ? Ha maro int ?
Al louzaouer en deus gwelet dioustu
n’eman ket mat ar paotr yaouank. Respont
a ra, koulskoude :
— An Aotrou Maer a zo deuet ennan
e-unan. Dreset eo e akoaz… Sovetaet a
vezo…
— Hag Onenn ?

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
n6k2p0dpqvrkrnow6vcq43olcrb7853
Pajenn:Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu/19
102
66539
208858
208797
2026-08-28T21:01:27Z
Aveldro
601
208858
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />

{{Kreizañ|'''« Breiz » 25 Gwengolo — 19'''}}

{{Kreizañ|'''{{Ment|ONENN|200}}'''}}
{{Kreizañ|'''romant, gant Brogarour'''}}
{{-}}</noinclude><nowiki/>

— Eun dra risklus eo, emezan. Paket
e c’hellan beza. Hanter-kant lur a rankan
da gaout…
— Ne vezi ket paket ! Gra da labour !
Setu aman an hanter-kant lur !…
Setu aze perak ’z eus bet gwelet eur
frailh bras war ar c’holoenn ha perak
ivez eo kiewet ar vouzellenn ner.
— Paour kaez Goulc’han ! Anez sikour
Doue, az pije hon c’haset hon tri d’ar
maro !…
— An Aotrou Doue en deus bet truez
ouzin ha diskouezet eo karantezus evit e
vignoned… Pardon ! Pardon ! Onenn !…
— Goulc’han, pardonet am eus dija,
ma ’z eo gwirion da geuz…
— Gwirion va c’heuz, Onenn ? Va buhez
a zo d’it hiviziken !… Kemer anezi !… Da
servicher on da viken !… Bez evurus
gant Yann Penhoat !.. Ne glaskin hiviziken
nemet da evurusted !…
— Ra vezi pardonet, Goulc’han, gant
an Aotrou Doue evel ma pardonan d’it…
Trugarekaomp an Aotrou Doue eus
holl vadelezou en hon c’henver !…
{{Teirsteredenn}}
Goulc’han Gwezennek a zo o tont eus
kambr aotrou kure Plouider. Pell int bet.
o komz. Dremm an doktor yaouank a zo
laouennaet. Evel chenchet holl eo…
— Bennoz Doue evit ho komzou frealzus,
aotrou kure, hag evit ar pardon ho
peus roet d’am ene a-berz an Aotrou
Doue.
— Bezit e peoc’h, aotrou, ha labouromp
hiviziken a-gevret, evit brasa mad
ar c’horfou hag an eneou.
— Bezit fizians ennon, aotrou kure ;
kristen direbech e fell ganen beza hiviziken
hag eun den mat, gant sikour ho
pedennou.
Pa ’n em gav er vêreuri, e kav Goulc’han
Yann Penhoat e kambr Onenn.
Yann a zo savet diwar e gador. Sellou
du a ra ouz an doktor yaouank, evel ma
ouezfe. Goulc’han a zo chomet a-zav, difinv,
chenchet e liou. Lavaret a ra da
Onenn.
— Onenn, diskleriet ec’h eus ar wirionez
d’az mignon ?
— N’em eus ket.
— Hen gra ; me d’az ped.
P’eo echuet ar gont gant Onenn, Yann
a bella c’hoaz eun tammig diouz Goulc’han.
Eun imor bras a zo savet ennan
ha n’oun dare petra en dije graet, panevet
he deus Onenn diskleriet, en eur
mousc’hoarz.
— Yann, Doue en deus pardonet… Me
em eus pardonet ivez…
— Ya, Doue, Yann, en deus pardonet.
Emon o tont eus kambr aotrou kure
Plouider… Pardon d’in Ivez, Yann !
Hag e kouez war bennou e zaoulin.
Yann a zo chomet sioul. Sellet a ra ouz
Onenn o vousc’hoarzin, ouz ar paotr
yaouank daoulinet… Ar mousc’hoarz a zo
trec’h d’e imor.
— Sav, Goulc’han Gwezennek ; n’am
eus gwir ebet da nac’h ouzit ar pardon
p’he deus pardonet Onenn, p’en deus
Doue d’az pardonet.
An daou baotr yaouank a stard o daouarn.
— Mignoned, eme Goulc’han, bezit diarvar ;
Goulc’han Gwezennek a vezo ho
prasa mignon hiviziken ha difennour
hoc’h evurusted.
Onenn, en he gwele gwenn, a gendalc’h,
da vousc’hoarzin ha da zellet gant trugarez
ouz skeudenn ar Werc’hez a-us d’ar
gwele…
Mousc’hoarz karantezus, mousc’hoarz
nerzus, mousc’hoarz holl-drec’hus ar
plac’h koant Onenn en deus fuilhet pardon
ha levenez.

{{Kreizañ|'''MANER KERYANN'''}}
Eur miz goude ar gwall-zarvoud, eman
pare an dud bet gloazet. Erwan Penaroz
a zo serret mat gouli e c’har ; Onenn a
zo pareet mat ivez ; {{Reizh|ne’us|n’eus}} roud ebet ken
eus pistigou an tammou gwer. Gouli he
c’hostez a zo klozet.
Lizig Monot a jomo eun tammik pelloc’h.
Lammet eo ar plastr diwar he
brec’h torret ; met ne vezo ket evit labourat
ganti araok teir sun.
Er vêreuri, ez eus prenet eun auto all,
anat eo. Erwan en deus bet diegi, da genta,
oc’h ober hervez goulenn Onenn. Met
pleget en deus, evel kustum. N’eo ket
evit nac’h netra ouz e verc’h, hag houman
a oar, kerkoulz, dont a-benn eus he
zaoliou !
Met n’eo ket awalc’h prena eun auto,
ret eo he blenin. Hogen, Onenn he deus
aon breman hag Erwan ne gred ket, kennebeut,
kregi er « rod-blenia ».
Eur zulvez, ez eont o-daou war
hent Goulc’han, en aviz en em hardisât
outi.
Betek Goulc’han, ez eer goustad, goustad.
Elec’h trei wardu Plouneour, da baka
hent bras Brignogan da Lesneven, Onenn
a gendalc’h gant hent Ploueskat.
— Onenn, fazia a rez. Emaout war
hent Ploueskat.
— Mat eo, va zad. An hent-man a zo
aesoc’h evit gwelet nerz ar wetur ha…
va hardizegez-me.
Poueza a ra, neuze, war ar « buanaer ».
An auto a ra eul lamm hag a gerz, a
gerz.
— Onenn, kea goustad. Emaomp war
80 kilometr. Onenn ne respont ket.
— Onenn, Onenn ; kollet ec’h eus da
benn ! Eman an nadoz war gant !…
Emaent o treuzi Keremma. An hent a
zo didud. An douar a deûz dindan ar
wetur.
D’an ampoent, eo trouc’het an « aezenn »,
lezet ar buanaer, hag Onenn a
wask kement ha ma c’hell war ar starder.
An auto a vint eun tammig hag a
hom a-zav e kreiz an hent. Eur goummoulenn
boultr a zo endro d’ezi…

<noinclude><references/>

{{Dehou|(Da heuilh).|2}}</noinclude>
o2n8kqv51wtbq9429yyzlabc9indshk
Onenn/Gwall-zarvoud
0
66551
208853
2026-08-28T15:09:29Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=13 to=15 fromsection=8 tosection=8 />
{{DEFAULTSORT:Onenn/8}} [[Rummad:Onenn]]"
208853
wikitext
text/x-wiki
<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=13 to=15 fromsection=8 tosection=8 />

{{DEFAULTSORT:Onenn/8}}
[[Rummad:Onenn]]
bc6yaba1ojnyrv4a9rkwpc1w2uvk0li
Onenn/Goulc’han Gwezennek
0
66552
208857
2026-08-28T20:59:50Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=15 to=17 fromsection=9 tosection=9 />
{{DEFAULTSORT:Onenn/9}} [[Rummad:Onenn]]"
208857
wikitext
text/x-wiki
<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=15 to=17 fromsection=9 tosection=9 />

{{DEFAULTSORT:Onenn/9}}
[[Rummad:Onenn]]
p1mx58t868zylnrrz4l25twq0ujwe25
Onenn/Nerz eur mousc’hoarz
0
66553
208859
2026-08-28T21:01:45Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=17 to=19 fromsection=10 tosection=10 />
{{DEFAULTSORT:Onenn/10}} [[Rummad:Onenn]]"
208859
wikitext
text/x-wiki
<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=17 to=19 fromsection=10 tosection=10 />

{{DEFAULTSORT:Onenn/10}}
[[Rummad:Onenn]]
6yldgt2s94hs3xqjcve3n4n0c2zy9za
Onenn/Maner Keryann
0
66554
208860
2026-08-28T21:02:58Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=19 to=20 fromsection=11 />
{{DEFAULTSORT:Onenn/11}} [[Rummad:Onenn]]"
208860
wikitext
text/x-wiki
<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=19 to=20 fromsection=11 />

{{DEFAULTSORT:Onenn/11}}
[[Rummad:Onenn]]
nnvjh284waw1gjhbuqpelyuo15l16z2
Onenn/Mestrez nevez Keryann
0
66555
208861
2026-08-28T21:03:33Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=21 to=21 />
{{DEFAULTSORT:Onenn/12}} [[Rummad:Onenn]]"
208861
wikitext
text/x-wiki
<pages index="Rozeg - Onenn, Breiz, 1932.djvu" header=1 from=21 to=21 />

{{DEFAULTSORT:Onenn/12}}
[[Rummad:Onenn]]
n1ir60201kai4bf7sjusbb8kkdyzpqv