Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.19 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/45 102 66612 209055 209035 2026-09-09T10:35:53Z Aveldro 601 209055 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><section begin="VIII"/>Pa zeue ar braoïg er-maez, e oa teuzet ha lufret ar prigwer warnañ, ha dare da ginnig d’ar prener. E sal ar moulerez, e vouled, pajenn ha pajenn, evel er moulerezou koz, oberou eur skrivagner brudet bennak en doa c’hoant da gaout evitañ hag evit e vignoned eur mouladur-eñvor prizius. Ar wask a dalveze d’ober al labour-se a oa unan eus ar gwaskou dre zourn a anver gwaskou Stanhope, eus ano an ijiner en deus o savet. Ne weler ket anezi ken el labouradegou dre ma ’z eer ganti re. c’horrek gant al labour, nemet gwelloc’h a se n’eo ken pa glasker, evel e Dunemer, ober mouladuriou disi. E-kichen, en hevelep sal, merc’hed yaouank ail a en- live gant an dourn skeudennou ha taolennou a hep seurt. Yeats eo en doa graet tresou an enlivaduriou-se. Ar pez am diduas ar muia e Dunemer, n’eo ket hepken an oberou a raed, hogen dreist-holl kaerder ha sioulder ar c’hornad-se, o tereout kenañ ouz ar Gened hag an Awen. E-kreiz maeziou glas Iwerzon, e peoc’h ar c’hoadou, e tlee an Awen sevel anezi hec’h-unan ha kroui traou dispar, gwelloc’h eget etre mogeriou eur skol en eur gêr trouzus bennak. <br> <section end="VIII"/> <section begin="IX"/>{{Kreizañ|IX. ''KENDALC’H HOLLGELTIEK DUBLIN''}} {{DilinennadNegativel|''Eus Black-Rock da Zublin. — Ar C’horsez. — An ambrougadeg dre ar straedou. — Digoridigez ar C’hendalc’h. — Ar prezegennou. — An dalc’h-labour war an arz hag an ijinou-kaer. — Mirdiou Dublin. — An itron kontez Plunkett.''}} Bemdez, diouz ar heure, evit mont d’ar C’hendalc’h<section end="IX"/><noinclude><references/> {{Niv||— 43 —|}}</noinclude> bb3o9pv5qw0psa7edi0q7nhr8en3acc 209056 209055 2026-09-09T10:36:41Z Aveldro 601 209056 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><section begin="VIII"/>Pa zeue ar braoïg er-maez, e oa teuzet ha lufret ar prigwer warnañ, ha dare da ginnig d’ar prener. E sal ar moulerez, e vouled, pajenn ha pajenn, evel er moulerezou koz, oberou eur skrivagner brudet bennak en doa c’hoant da gaout evitañ hag evit e vignoned eur mouladur-eñvor prizius. Ar wask a dalveze d’ober al labour-se a oa unan eus ar gwaskou dre zourn a anver gwaskou Stanhope, eus ano an ijiner en deus o savet. Ne weler ket anezi ken el labouradegou dre ma ’z eer ganti re. c’horrek gant al labour, nemet gwelloc’h a se n’eo ken pa glasker, evel e Dunemer, ober mouladuriou disi. E-kichen, en hevelep sal, merc’hed yaouank ail a en- live gant an dourn skeudennou ha taolennou a hep seurt. Yeats eo en doa graet tresou an enlivaduriou-se. Ar pez am diduas ar muia e Dunemer, n’eo ket hepken an oberou a raed, hogen dreist-holl kaerder ha sioulder ar c’hornad-se, o tereout kenañ ouz ar Gened hag an Awen. E-kreiz maeziou glas Iwerzon, e peoc’h ar c’hoadou, e tlee an Awen sevel anezi hec’h-unan ha kroui traou dispar, gwelloc’h eget etre mogeriou eur skol en eur gêr trouzus bennak. <br> <section end="VIII"/> <section begin="IX"/>{{Kreizañ|IX. ''KENDALC’H HOLLGELTIEK DUBLIN''}} {{DilinennadNegativel|''Eus Black-Rock da Zublin. — Ar C’horsez. — An ambrougadeg dre ar straedou. — Digoridigez ar C’hendalc’h. — Ar prezegennou. — An dalc’h-labour war an arz hag an ijinou-kaer. — Mirdiou Dublin. — An itron kontez Plunkett.''}} Bemdez, diouz ar heure, evit mont d’ar C’hendalc’h<section end="IX"/><noinclude><references/> {{Niv||— 43 —|}}</noinclude> a4scah7gdudwzg4k4zgxz4rb7sfjoox Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/46 102 66614 209039 2026-09-08T14:34:48Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "hollgeltiek, e kemeren ar c’harr-tram tredanel a ya eus Black-Rock a-hed an aod betek Dublin. Al linenn-se a zo unan eus ar brava am eus gwelet, heda ma ra glann ar mor eus Dublin betek Dalkey. Gant-se e saven war azezennou gorre ar c’harr <ref>''On the top'', evel ma lavar ar saoznegerien ; ''sur l’impé­riale'', gouez d’ar C’hallaoued. Nemet bremañ n’eus ken a ''impé­riale'' war tramgirri Paris, a zo bet amerikanaet a-grenn ar stumm anezo.</ref>... 209039 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>hollgeltiek, e kemeren ar c’harr-tram tredanel a ya eus Black-Rock a-hed an aod betek Dublin. Al linenn-se a zo unan eus ar brava am eus gwelet, heda ma ra glann ar mor eus Dublin betek Dalkey. Gant-se e saven war azezennou gorre ar c’harr <ref>''On the top'', evel ma lavar ar saoznegerien ; ''sur l’impé­riale'', gouez d’ar C’hallaoued. Nemet bremañ n’eus ken a ''impé­riale'' war tramgirri Paris, a zo bet amerikanaet a-grenn ar stumm anezo.</ref> da danva gwel kaer pleg-mor Dublin. An tredan a zeue da gefluskerez hor c’harr, n ’eo ket dre toudennou war an hent, hogen dre eur vrec’h-bleg a oa harpet ar penn uhela anezi ouz eun orjalenn-dredan douget war beuliou uhel. Er c’hroazhentou e tiskroge ar vrec’h diouz an orjalenn. Neuze e weled eun elvenn-dan o strinka, ha paotr ar c’harr a oa mall gantan adkregi ar vrec’h war orjalenn an hent nevez. Diskenn a raen e-kichen pont O’Gonnell, hag ac’hano e kejen gant va c’henseurted. Ar Fusteg, Jaffrennou, Ar Berr, Lajat, an itron Lajat pe e bureo ''Celtia'' <ref>Kelaouenn ar Gevredigez keltiek e oa Celtia.</ref>, war leurgêr Stephen’s Green, pe e Ti-kêr Dublin, pe e sal ar sonadegou. Leurgêr Ste­ phen’s Green a zo damdost pevar-c’hornek. War daou du anezi fiez kaer o dorojou bolzet, gant peuliou en daou du anezo, gant medisined o chom enno. Biskoaz n’em boa gwelet seurt renkennad tïez gouestlet-holl d’ar medisinerez ! E-kreiz al leurgêr ez eus eul lïorzig koant, gant brouskoadou, flourennou, rec’hier, hag e-kreiz eun tammig lenn. War al lenn-se, houidi a bep liou hag eur vagig. A -dreuz d’ezi eur pont-maen. E -pad an emzao e talvezas al lïorz-se da Iwerzoniz d’en em zifenn ouz poliserien ha sou-<noinclude><references/> {{Niv||— 44 —|}}</noinclude> 0kvnqzpln3witvxlsdwsvyh18h1tmra 209040 209039 2026-09-08T14:35:33Z Aveldro 601 209040 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>hollgeltiek, e kemeren ar c’harr-tram tredanel a ya eus Black-Rock a-hed an aod betek Dublin. Al linenn-se a zo unan eus ar brava am eus gwelet, heda ma ra glann ar mor eus Dublin betek Dalkey. Gant-se e saven war azezennou gorre ar c’harr <ref>''On the top'', evel ma lavar ar saoznegerien ; ''sur l’impé­riale'', gouez d’ar C’hallaoued. Nemet bremañ n’eus ken a ''impé­riale'' war tramgirri Paris, a zo bet amerikanaet a-grenn ar stumm anezo.</ref> da danva gwel kaer pleg-mor Dublin. An tredan a zeue da gefluskerez hor c’harr, n ’eo ket dre toudennou war an hent, hogen dre eur vrec’h-bleg a oa harpet ar penn uhela anezi ouz eun orjalenn-dredan douget war beuliou uhel. Er c’hroazhentou e tiskroge ar vrec’h diouz an orjalenn. Neuze e weled eun elvenn-dan o strinka, ha paotr ar c’harr a oa mall gantan adkregi ar vrec’h war orjalenn an hent nevez. Diskenn a raen e-kichen pont O’Gonnell, hag ac’hano e kejen gant va c’henseurted. Ar Fusteg, Jaffrennou, Ar Berr, Lajat, an itron Lajat pe e bureo ''Celtia'' <ref>Kelaouenn ar Gevredigez keltiek e oa Celtia.</ref>, war leurgêr Stephen’s Green, pe e Ti-kêr Dublin, pe e sal ar sonadegou. Leurgêr Ste­ phen’s Green a zo damdost pevar-c’hornek. War daou du anezi fiez kaer o dorojou bolzet, gant peuliou en daou du anezo, gant medisined o chom enno. Biskoaz n’em boa gwelet seurt renkennad tïez gouestlet-holl d’ar medisinerez ! E-kreiz al leurgêr ez eus eul lïorzig koant, gant brouskoadou, flourennou, rec’hier, hag e-kreiz eun tammig lenn. War al lenn-se, houidi a bep liou hag eur vagig. A -dreuz d’ezi eur pont-maen. E -pad an emzao e talvezas al lïorz-se da Iwerzoniz d’en em zifenn ouz poliserien ha {{Tired|sou|darded}}<noinclude><references/> {{Niv||— 44 —|}}</noinclude> 5kpwuym5vzbq83r1j8gyngp2tc7lccd Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/47 102 66615 209041 2026-09-08T14:39:56Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|sou|darded}} Bro-Saoz. En tu-hont d’al lïorz ez eus eur savadur bras : ar Mirdi broadel an hini eo. A-unan ganeomp-ni, Breiziz, e oa deuet ivez kalz a Gembreïz, drouized ha barzed, gant banniel ha tenzor ar C’horsez, Johnson, Kelt Edwards, an itron Richards (Suzanna Gruffydd), Pedr James, re all c’hoaz. Kavet em eus ivez, e Dublin, eur Breizad mat, an aotrou E. Kadig, a oa kelenner e Trinity Collège. Genidik e oa a vro-Wened, hag aet... 209041 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>{{Tired2|sou|darded}} Bro-Saoz. En tu-hont d’al lïorz ez eus eur savadur bras : ar Mirdi broadel an hini eo. A-unan ganeomp-ni, Breiziz, e oa deuet ivez kalz a Gembreïz, drouized ha barzed, gant banniel ha tenzor ar C’horsez, Johnson, Kelt Edwards, an itron Richards (Suzanna Gruffydd), Pedr James, re all c’hoaz. Kavet em eus ivez, e Dublin, eur Breizad mat, an aotrou E. Kadig, a oa kelenner e Trinity Collège. Genidik e oa a vro-Wened, hag aet ez yaouank en Iwerzon da rei kenteliou war ar galleg ; degemeret er Skol-veur, e teuas dre e ouiziegez da sevel d’eur garg uhel evel mestr-kelenner war al lennegez c’hallek. Heh e-unan en devoa rôet dourn d’an aotrounez Castletown ha Fournier d’Albe da sevel ar c’hendalc’h holl-geltiek ha diwar-neuze e kreskas c’hoaz e garantez ouz e vro <ref>Keñveria ''Kroaz ar Vretoned'', 25 a viz Genver 1914, p. 2, bann 4. </ref>. Gwelet em eus ivez e Dublin ar gelennerien vrudet a vro-Alamagn, Zimmer ha Kuno Meyer. Deuet e oa Zimmer eus Berlin a-ratoz-kaer evit ar C’hendalc’h. Eul lenner feal e oa da ''Groaz ar Vretoned'', ha pep bloaz e skrive d’in eul lizer e brezoneg reiz da nevezi e goumanant <ref>Zimmer a zo bel embannet e varo war ''Groaz ar Vretoned'', 2 a viz Here 1910, p. 4, bann 3 (''Keleier eus ar bed-holl'') : « Maro eur mignon e Bro an Alamagn. — Hor brezoneg hag a zo ken disprizet e Breiz, argaset ma ’z eo er skoliou ha dismegañset gant ar vourc’hizien na gomzont etrezo nemet galleg, a zo enoret er broiou ail, dreist-holl en Alamagn. Desket e oa ar brezoneg er Skol-Veur gant eun doktor, an aotrou Zimmer, brudet er bed-holl dre e ouiziegez. Abaoe ma oa bet savet ''Kroaz ar Vretoned'', e lenne anezi pep sizun hag e skrive alïes d’ar renerien lizerou karantezus e ''brezo­neg'' bepred. Ouspenn skriva, en doa desket ivez komz ar brezoneg hag eur souez e voe gant hon rener koz, an aotrou Vallée, eur wech ma oa aet da Zublin, en Iwerzon, klevout an doktor Zimmer o komz d’ezañ er brezoneg ar reisa. Maro</ref>. P ’e welis e Dublin, ar wech kenta,<noinclude><references/> {{Niv||— 45 —|}}</noinclude> 5k253sskplu42kl4169rai9h47y7i73 209042 209041 2026-09-08T14:43:46Z Aveldro 601 209042 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>{{Tired2|sou|darded}} Bro-Saoz. En tu-hont d’al lïorz ez eus eur savadur bras : ar Mirdi broadel an hini eo. A-unan ganeomp-ni, Breiziz, e oa deuet ivez kalz a Gembreïz, drouized ha barzed, gant banniel ha tenzor ar C’horsez, Johnson, Kelt Edwards, an itron Richards (Suzanna Gruffydd), Pedr James, re all c’hoaz. Kavet em eus ivez, e Dublin, eur Breizad mat, an aotrou E. Kadig, a oa kelenner e Trinity Collège. Genidik e oa a vro-Wened, hag aet ez yaouank en Iwerzon da rei kenteliou war ar galleg ; degemeret er Skol-veur, e teuas dre e ouiziegez da sevel d’eur garg uhel evel mestr-kelenner war al lennegez c’hallek. Heh e-unan en devoa rôet dourn d’an aotrounez Castletown ha Fournier d’Albe da sevel ar c’hendalc’h holl-geltiek ha diwar-neuze e kreskas c’hoaz e garantez ouz e vro <ref>Keñveria ''Kroaz ar Vretoned'', 25 a viz Genver 1914, p. 2, bann 4. </ref>. Gwelet em eus ivez e Dublin ar gelennerien vrudet a vro-Alamagn, Zimmer ha Kuno Meyer. Deuet e oa Zimmer eus Berlin a-ratoz-kaer evit ar C’hendalc’h. Eul lenner feal e oa da ''Groaz ar Vretoned'', ha pep bloaz e skrive d’in eul lizer e brezoneg reiz da nevezi e goumanant <ref>Zimmer a zo bel embannet e varo war ''Groaz ar Vretoned'', 2 a viz Here 1910, p. 4, bann 3 (''Keleier eus ar bed-holl'') : « Maro eur mignon e Bro an Alamagn. — Hor brezoneg hag a zo ken disprizet e Breiz, argaset ma ’z eo er skoliou ha dismegañset gant ar vourc’hizien na gomzont etrezo nemet galleg, a zo enoret er broiou ail, dreist-holl en Alamagn. Desket e oa ar brezoneg er Skol-Veur gant eun doktor, an aotrou Zimmer, brudet er bed-holl dre e ouiziegez. Abaoe ma oa bet savet ''Kroaz ar Vretoned'', e lenne anezi pep sizun hag e skrive alïes d’ar renerien lizerou karantezus e ''brezo­neg'' bepred. Ouspenn skriva, en doa desket ivez komz ar brezoneg hag eur souez e voe gant hon rener koz, an aotrou Vallée, eur wech ma oa aet da Zublin, en Iwerzon, klevout an doktor Zimmer o komz d’ezañ er brezoneg ar reisa. Maro eo an doktor Zimmer, hag eur c’holl bras eo e varo evit an holl yezou kelliek, dreist-holl hor brezoneg, en deus karet ha studiet a-hed e vuhez. Doue da vo gant e ene ! » (Keñveria ''Rev. celt.'' 1910, pp. 410-2).</ref>. P ’e welis e Dublin, ar wech kenta,<noinclude><references/> {{Niv||— 45 —|}}</noinclude> sd7myrf0qjbnsjt2qt06iin7cjgtrvy Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/48 102 66616 209043 2026-09-08T14:48:52Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e stagas da gomz ouzin e brezoneg mat distaget eus ar gwella. Henvel dra a c’hoarvezas d’in gant eur c’helenner iwerzonat n’em eus ket dalc’het koun eus e ano. D’an 20<sup>vet</sup> a viz Eost, da nav eur eus ar beure, e tigoras lidou ar C’horsez war eur flourenn a-dreñv palez an Ti-kêr. Heñvel e voe al lidou ouz ar re am boa gwelet e Kembre. An hevelep re a welen ivez en-dro d’ar Maen Log : Houva Môn, an arc’hdrouiz, Kadvan, ar barz-roue..." 209043 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>e stagas da gomz ouzin e brezoneg mat distaget eus ar gwella. Henvel dra a c’hoarvezas d’in gant eur c’helenner iwerzonat n’em eus ket dalc’het koun eus e ano. D’an 20<sup>vet</sup> a viz Eost, da nav eur eus ar beure, e tigoras lidou ar C’horsez war eur flourenn a-dreñv palez an Ti-kêr. Heñvel e voe al lidou ouz ar re am boa gwelet e Kembre. An hevelep re a welen ivez en-dro d’ar Maen Log : Houva Môn, an arc’hdrouiz, Kadvan, ar barz-roue, Arlunydd Penygarn, reizer al lidou, Tomas Koc’hvarv, douger ar c’hleze, Gwynedd Vaughan, hag all. E-touez ar sellerien, e kavis William Gibson (bremañ Lord Ashbourne), Gwynn Jones, an itron Herbert, an dimezelled Alis ha Gwenfrida Mallt Williams, Suzanna Gruffydd, Pedr James, Lord Napier, Mac Bride hag e ziou verc’h <ref>Eur Skos e oa, o tougen gwiskamant ar vro hag a heulie rekis-mat ar c’hendalc’hiou. Unan eus e ziou verc’h a c’hoarie mat-tre telennig Bro-Skos.</ref>, Alexander Carmichael <ref>Eur Skos koz hag hen barz gouezelek. Graet en deus e Skos evit ar gwerziou hag ar soniou-pobl al labour en deus graet Luzel e Breiz. E 1901 edo o paouez embann eul levr a bouez bras : ''Carmina Gadelica, Ortha nan Gaidheal : hymns and incantations, with illustrative notes on words, rites and customs, dying and obsolete, orally collected in the Highlands and Islands of Scotland and translated into English'', 2 levrenn, Edinburgh. Gwelout ''Celtia'', 1901, pajenn 32, bann 1. </ref>, e vibien hag e verc’h, Ella Carmichael <ref>Eur plac’h ouiziek ha desket-bras war ar yezou keltiek.</ref>, renerez ar ''Celtic Review'' e Dinedin <ref>Dinedin a zo ano brezonek ha keltiek ar gêr anvet ''Edinburgh'' gant ar Saozon, ''Edimbourg'' gant ar C’hallaoued.</ref>, ar mestr-kelenner Patrik Geddes, Stuart Erskine, hag all. E -touez ar re a savas war<noinclude><references/> {{Niv||— 46 —|}}</noinclude> 464fj0y9a6r6r2xyr2sptieyn3d0874 Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/49 102 66617 209044 2026-09-08T14:51:51Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ar Maen Log d’ober prezegennou keltiek e oa hor mignon Jaffrennou, a reas eur brezegenn e kembraeg. Goude kaout aotreadur an arc’hdrouiz da gomz e saozneg, unan eus ar varzed, Gwynedd, a zisklerias er yez-se dirak tud Dublin mennad ar C’horsez : rei harp d’ar yez ha d’ar vroadelez keltiek ha dont da groui liammou a unvaniez etre Kembreïz, Breiziz, Skosiz hag Iwerzoniz. « Ar Gwir enep d’ar bed, » emezañ, « eo stur ar C’horsez, hag e fell d’..." 209044 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>ar Maen Log d’ober prezegennou keltiek e oa hor mignon Jaffrennou, a reas eur brezegenn e kembraeg. Goude kaout aotreadur an arc’hdrouiz da gomz e saozneg, unan eus ar varzed, Gwynedd, a zisklerias er yez-se dirak tud Dublin mennad ar C’horsez : rei harp d’ar yez ha d’ar vroadelez keltiek ha dont da groui liammou a unvaniez etre Kembreïz, Breiziz, Skosiz hag Iwerzoniz. « Ar Gwir enep d’ar bed, » emezañ, « eo stur ar C’horsez, hag e fell d’hec’h izili ma y o donjet gwiriou hor c’henvroïz. En em ouest- let ez int da yez ha sevenadurez keltiek ar vro hag e klaskont eeuna ar sevenadurez-se en hent o spe- red hag o galvidigez a bobl ». Goude pedenn ar C’horsez, eman ar c’hiz e teufe eun itron da ginnig ar C’horn Hirlas d’an arc’h ­ drouiz. Kaout ar gefridi-se a zo sellet evel eun enor. Ar wech-man e tegouezas gant eun itron a Iwerzon, anezi eur sonerez vrudet, an itron Alisia Needham. Gwisket he doa evit al lid-se eur sae wenn marellet a zeliou melchon ''seamrog'' <ref>''Shamrock'' hervez doare-skriva ar Saozon, ''trifolium repens'' e latin al louzawouriez.</ref> glas, o tereout-tre ouz he c’hened. Eur veleganez e oa, hir-ventek evel ar re a vez taolennet d’eomp gant skrivagnerien geltiek ar Grenn-Amzer. Pa gerze davet ar Maen Log gant ar C’horn Hirlas etre he divrec’h, em bije kredet gwelout eur rouanez a Iwerzon gwechall, panevet eun eil-lagadou aour bras a oa pintet war he fri. Ar C’horn a zo bras-meurbet, hag ennan e vez lakaet eur bod uhelvarr hag eun evadur e koun eus an evadur burzudus a roe gwechall an hollouiziegez d’ar varzed. Graet e voe ovizien ha barzed a enor eus kalz a<noinclude><references/> {{Niv||— 47 —|}}</noinclude> e5lih7o6vqrtop0gddcia0ue80jho0e Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/50 102 66618 209045 2026-09-08T14:56:44Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "dud vras o devoa rôet skoazell d’ar C’hendalc’h, en o zouez an aotrou Carmichael, an itron Herbert, a gemeras an ano a « Merc’h Gwenanenn Gwent », hag eur Poloniad, an aotrou Alfons Parczewski am boa graet anaoudegez gantan e Breiz <ref>Eun den eus an hegarata e oa-hen hag ouspenn-se leun a garantez-vro hag a gengarantez da Vreiz. Goude kendalc’h Dublin, Parczewski a skrivas d’in eur wech. Kas a reas d’in eul labour savet gantañ e galleg hag e sao..." 209045 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>dud vras o devoa rôet skoazell d’ar C’hendalc’h, en o zouez an aotrou Carmichael, an itron Herbert, a gemeras an ano a « Merc’h Gwenanenn Gwent », hag eur Poloniad, an aotrou Alfons Parczewski am boa graet anaoudegez gantan e Breiz <ref>Eun den eus an hegarata e oa-hen hag ouspenn-se leun a garantez-vro hag a gengarantez da Vreiz. Goude kendalc’h Dublin, Parczewski a skrivas d’in eur wech. Kas a reas d’in eul labour savet gantañ e galleg hag e saozneg diwar-benn emzao ar yezou slavek. D’an amzer-se e oa breutaer e Kalich, Bro-Bologn. Anvet e voe gant e genvroïz da gannad en Douma. Eul lizer digant Parczewski a zo bet embannet war ''Celtia'', 1901, P- H7. Parczewski a oa stummet evel eun Alaman pe eur German : mentet-uhel ha teo, bleo melen ha daoulagad glas. Hag heñ koulskoude Slav a ene penn-kil-ha-troad. Eun den all am eus anavezet, an doktor Trebich, eur Slav a ano hag a ouenn, anezañ eun duard ker gwevn ha m’oa teo ar melegan Parczewski, hag ben eur German touet. Deuet e oa Trebich e Breiz eus Wien evit enskriva war pladennou koar eur vouezskriverez soniou hor yez hag bon toniou brezonek. Chomet eo eur pennad mat e Sant-Brieg da gas da benn ar gefridi-se a-unan gant an aotrou hag an itron Ernault, an aotrou Moal ha me. E Wien ez eus bet savet, ouspenn mirdi ar yezou komzet ma laboure Trebich evitañ, eur mirdi all, ennañ ar penna peziou-annez boaziet e kement bro a zo en Europ. Eur gambr a weler ennañ gant bon arrebeuri breizek ; e-touez ar peziou-arrebeuri edo, e-kichen an oaled, eun diaoul evel ma lavarer e Kerne, eur planken, ibiliou ennañ da sec’ha al loereier ouz an tan. Renerien ar mirdi, pa na ouïent ket petra e oa ar benveg iskis-se, a skrivas d’an aotrou Loth ha d’in da gaout diskleriadur. Bremañ e c’heller gwelout e Wien holl beziou-arrebeuri bon tiegeziou diwar ar maez gant an anoiou anezo e brezoneg.</ref>. Goude-se e voe graet an ambrougadeg dre straedou Dublin da vont da sal ar sonadegou, Antient Concert Rooms, Great Brunswick Street. Da genta e kerze eur strollad polised war varc’h. War o lerc’h e teue banniel ar C’horsez, kannaded Manao, Breiz ha Skos, barzed ha drouized Kembre, ha da heul, douget dirazañ ar C’horn Hirlas hag ar c’hleze, e teue an arc’hdrouiz en eur c’harrons, ha daou eus ar varzed penna. Neuze e kerze kannaded Bro-<noinclude><references/> {{Niv||— 48 —|}}</noinclude> 1s9w98qn0ruk6ozhzjm0x4g0m1m2n7s 209046 209045 2026-09-08T15:01:39Z Aveldro 601 209046 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>dud vras o devoa rôet skoazell d’ar C’hendalc’h, en o zouez an aotrou Carmichael, an itron Herbert, a gemeras an ano a « Merc’h Gwenanenn Gwent », hag eur Poloniad, an aotrou Alfons Parczewski am boa graet anaoudegez gantan e Breiz <ref>Eun den eus an hegarata e oa-hen hag ouspenn-se leun a garantez-vro hag a gengarantez da Vreiz. Goude kendalc’h Dublin, Parczewski a skrivas d’in eur wech. Kas a reas d’in eul labour savet gantañ e galleg hag e saozneg diwar-benn emzao ar yezou slavek. D’an amzer-se e oa breutaer e Kalich, Bro-Bologn. Anvet e voe gant e genvroïz da gannad en Douma. Eul lizer digant Parczewski a zo bet embannet war ''Celtia'', 1901, P- H7. Parczewski a oa stummet evel eun Alaman pe eur German : mentet-uhel ha teo, bleo melen ha daoulagad glas. Hag heñ koulskoude Slav a ene penn-kil-ha-troad. Eun den all am eus anavezet, an doktor Trebich, eur Slav a ano hag a ouenn, anezañ eun duard ker gwevn ha m’oa teo ar melegan Parczewski, hag ben eur German touet. Deuet e oa Trebich e Breiz eus Wien evit enskriva war pladennou koar eur vouezskriverez soniou hor yez hag bon toniou brezonek. Chomet eo eur pennad mat e Sant-Brieg da gas da benn ar gefridi-se a-unan gant an aotrou hag an itron Ernault, an aotrou Moal ha me. E Wien ez eus bet savet, ouspenn mirdi ar yezou komzet ma laboure Trebich evitañ, eur mirdi all, ennañ ar penna peziou-annez boaziet e kement bro a zo en Europ. Eur gambr a weler ennañ gant bon arrebeuri breizek ; e-touez ar peziou-arrebeuri edo, e-kichen an oaled, eun diaoul evel ma lavarer e Kerne, eur planken, ibiliou ennañ da sec’ha al loereier ouz an tan. Renerien ar mirdi, pa na ouïent ket petra e oa ar benveg iskis-se, a skrivas d’an aotrou Loth ha d’in da gaout diskleriadur. Bremañ e c’heller gwelout e Wien holl beziou-arrebeuri bon tiegeziou diwar ar maez gant an anoiou anezo e brezoneg.</ref>. Goude-se e voe graet an ambrougadeg dre straedou Dublin da vont da sal ar sonadegou, Antient Concert Rooms, Great Brunswick Street. Da genta e kerze eur strollad polised war varc’h. War o lerc’h e teue banniel ar C’horsez, kannaded Manao, Breiz ha Skos, barzed ha drouized Kembre, ha da heul, douget dirazañ ar C’horn Hirlas hag ar c’hleze, e teue an arc’hdrouiz en eur c’harrons, ha daou eus ar varzed penna. Neuze e kerze kannaded {{Tired|Bro-|Gembre}}<noinclude><references/> {{Niv||— 48 —|}}</noinclude> jozfisf2vhhikd6q4lm9r5nepx9mto4 Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/51 102 66619 209047 2026-09-08T15:05:12Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|Bro-|Gembre}}, ha war o seuliou, en eur c’harr, ar pemp tamm eus Maenhir-arouez ar Ouenn <ref>Eun ijinadenn digant Fournier d’Albe e oa. Evit arouezia ar broadeleziou keltiek en doa graet sevel ar maen-hir-se, ennañ kel lïes a damm ha ma ’z eus a vroadeleziou. Pa reer eur c’hendalc’h hollgeltiek, pep broadelez a dle degas he zamm hag e vez savet en e bez ar menhir eus an holl dammou-se, a-c’houez d’an holl.</ref>. Goude ar Maenhir edo k... 209047 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>{{Tired2|Bro-|Gembre}}, ha war o seuliou, en eur c’harr, ar pemp tamm eus Maenhir-arouez ar Ouenn <ref>Eun ijinadenn digant Fournier d’Albe e oa. Evit arouezia ar broadeleziou keltiek en doa graet sevel ar maen-hir-se, ennañ kel lïes a damm ha ma ’z eus a vroadeleziou. Pa reer eur c’hendalc’h hollgeltiek, pep broadelez a dle degas he zamm hag e vez savet en e bez ar menhir eus an holl dammou-se, a-c’houez d’an holl.</ref>. Goude ar Maenhir edo kannaded Iwerzon gant o biniaouerien, kleze ha bataraz-arouez kêr Zublin. Ar maer ha kuzulierien ti-kêr, gaijto eun nebeut tud vras, a heulie e kirri. Tud a-leiz o sellout a oa bodet war an daou du ha betek war gorre an tramgirri. Da zigeri ar C’hendalc’h e voe savet en e bez ar Maenhir eus an holl dammou oc’h arouezia peb a vroadelez keltiek. Staget e voe goude-se gant al la­ bour dre eun nebeut prezegennou. En ano Breiz, Fusteg a hetas berz mat d’ar goueliou ha hir-vuhez d’an Unvaniez keltiek. War e lerc’h e komzas Stuart Erskine en ano Bro-Skos, maer Dublin en ano Iwerzon hag an dimezell Joughin en ano Manao. An aotrou Castletown a reas eur brezegenn hir diwar-benn ar Gevredigez keltiek hag he mennadou. Savet e oa bet e-touez an izili eun nebeut strolladou da bledi war an arz hag an ijinou-kaer, ar yezou, ar sonerez, ar gwiskamant, an henoniez. Heuliet em eus dreist-holl labouriou an arz hag an ijinou-kaer, ar pez a rôas tro d’in da weladenni an holl virdiou dindan renadur tud ouiziek oc’h anaout mat holl denzoriou ar mirdiou-se. En deiz-se e voe graet eur brezegenn diwar-benn an arz keltiek gant Arlunydd Penygarn, eun den akuit-bras war an ijinou-kaer. An eil deiz, 21 a viz Eost, e voe lakaet an holl veurevez da weladenni mirdiou Dublin : ar Mirdi {{Tired|broa|del}}<noinclude><references/> {{Niv||— 49 —|}}</noinclude> rmp1lgzqbboht01v43aqcecw5usjeax Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/52 102 66620 209048 2026-09-08T15:05:37Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|broa|del}}, Mirdi Akademia roueel Iwerzon, Levraoueg Kelenndi an Dreinded. Brava mirdi am eus gwelet eo Mirdi broadel Iwerzon. Meur a sal vras a zo anezan, aozet en hevelep doare ma c’heller kerzout koulz lavarout dre istor Iwerzon eus amzer ar ragistorvez betek an amzer-vremañ. Skridou-disklêria, aes da lenn, a ro skoazell d’ar sellerien, hag ouspenn eul levrig-dourn embannet gant mirourien ar Mirdi. Er saliou kenta e welis rec’hier br... 209048 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>{{Tired2|broa|del}}, Mirdi Akademia roueel Iwerzon, Levraoueg Kelenndi an Dreinded. Brava mirdi am eus gwelet eo Mirdi broadel Iwerzon. Meur a sal vras a zo anezan, aozet en hevelep doare ma c’heller kerzout koulz lavarout dre istor Iwerzon eus amzer ar ragistorvez betek an amzer-vremañ. Skridou-disklêria, aes da lenn, a ro skoazell d’ar sellerien, hag ouspenn eul levrig-dourn embannet gant mirourien ar Mirdi. Er saliou kenta e welis rec’hier bras brudet hent-korriganed New Grange, heñvel a-walc’h ouz re Gavriniz, nemet, e-lec’h kelc’hiou, troellou bigornek eo a zo kizellet warno. E-kreiz sal ar ragistorvez, e weler korf-eskern miret mat-tre ha kerniel bras-divent karo-meur Iwerzon (''cervus megaceros''). Er sal-se ivez ez eus kalz a vagou pilprennek a zo bet kavet er geuniou. Graet ez int gant peb a gef dervenn divouedet, enno lec’h a-walc’h d’eun dek bennak a veajourien. D’ar c’houlz-se e veve an dud e kêriadennou-prenn diazezet e-kreiz al lennou war enezennou savet gant dourn-den el lec’hiou ma oa dizoun an dour. ''Crannog'', da lavarout eo « prenneg », diwar ''crann'' « prenn gwez », a vez graet eus ar seurt kêriadennou-war-zour, en abeg ma vezent savet penn-da-benn a bilprennou-gwez. N’eo ket souez e kaver er geuniou e-lec’h e oa ar ''crannogou''-se eur bern dilerc’hiou diwar ar sevenadurez koz. E -touez ar re-mañ, e chomis batet dirak korf eur brezelour a oa bet dizouaret evel-se hag en-dro d’ezan e holl wiskamant, bragou, toneg ha mantell en o liou ruz ha gwer. En e sav ez oa bet lakaet ha ker mat e oa bet miret e gorf e-kreiz an taouarc’h ma kredjed ez oa beo. Er saliou da heul, ez eus ornaduriou aour eus ar<noinclude><references/> {{Niv||— 50 —|}}</noinclude> 5wjhb1tgmhwjn5pfymtx5hkioqoj2bo Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/53 102 66621 209049 2026-09-08T15:09:27Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "brava, dreist-holl troiou-gouzoug, ar re gosa anezo marellet a dresou tric’hornek engravet en aour, re ail, nevesa, a zo bel koagennet e doare da zisplega roudennou ha kelc’hiou. Tost d’ar bragereziou aour ez oa eur staliad goafiou arem a bep furm. Pelloc’h ez oa traezou en arem, ornaduriou ha skoedou eus ar c’haera. Eur staliad a oa, da heul hendraezou Iwerzoniz, evit armou ha bragereziou a bep seurt a-ziwar lerc’h an Daned o doa dalc’het ar... 209049 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>brava, dreist-holl troiou-gouzoug, ar re gosa anezo marellet a dresou tric’hornek engravet en aour, re ail, nevesa, a zo bel koagennet e doare da zisplega roudennou ha kelc’hiou. Tost d’ar bragereziou aour ez oa eur staliad goafiou arem a bep furm. Pelloc’h ez oa traezou en arem, ornaduriou ha skoedou eus ar c’haera. Eur staliad a oa, da heul hendraezou Iwerzoniz, evit armou ha bragereziou a bep seurt a-ziwar lerc’h an Daned o doa dalc’het ar vro pell-amzer. Deomp bremañ d’ar sal veur a zo evit pennoberennou hon arz keltiek ar pez eo ar sal garrezennek e Mirdi al Louvr, e Paris, evit taoliou-micher al livourien latin. Pa dremener an treuziou, war an tu kleiz, harp ouz ar voger, emañ Kroaz vrudet Kong. Pelloc’h, war an tu kleiz bepred, e weler skrin-kloc’h sant Patrik. Pelloc’h c’hoaz, spilhenn-alc’houez Ta­ra. War an tu dehou, e-kreiz eun aradennad a oberennou kaer en arem, en em gav Kalir Ardagh. A-unan gant an oberou dreist-se eus an orfebrerez, em eus sellet ouz an enlivaduriou. D’ar c’houlz-se, e oa e Dublin itronezed hag o doa en em ouestlet d’ober eiladuriou eus brava enlivaduriou a levriou brudet Kells, Durrow, Stowe, hag all, nemet brasaet ha gant liviou nevez-flamm. Biken n’ankounac’hain an estlamm am eus santet, a-unan gant va mignon Edwards, dirak unan eus an eiladuriou-se. Laket e oa war vur eur pondalez pa ’z eer ermaez eus sal veur ar mirdi. Chom a rejomp boemet a-sav dirazañ pell-amzer hep gallout distaga dioutañ hor sellou, kement a gaerder dreist, hag heñ kempouezet-mat koulskoude, a gaver er seurt oberou. Eus Mirdi Akademia roueel Iwerzon n ’em eus<noinclude><references/> {{Niv||— 51 —|}}</noinclude> 4c50pwtnifpr7mtbsvetiur6hm8jkai Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/54 102 66622 209050 2026-09-08T15:12:20Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "dalc’het nemet nebeut a eñvor, o veza n’em eus e weladennet nemet eur wech. Pennoberou eus an arz keltiek am eus gwelet eno, a voe diskouezet d’eomp gant mirourien ar mirdi. En o zouez e oa eur gammell-eskob prigweret e glas, am lakas sebezet, evel an eil-livadur a zo ano anezan uheloc’h, dre gened an doare, pinvidigez an danvez, ha dreist-holl kempouezder ar furm anezi. Kelenndi an Dreinded a zo bet savet gant ar rouanez Elizabeth da veza evel... 209050 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>dalc’het nemet nebeut a eñvor, o veza n’em eus e weladennet nemet eur wech. Pennoberou eus an arz keltiek am eus gwelet eno, a voe diskouezet d’eomp gant mirourien ar mirdi. En o zouez e oa eur gammell-eskob prigweret e glas, am lakas sebezet, evel an eil-livadur a zo ano anezan uheloc’h, dre gened an doare, pinvidigez an danvez, ha dreist-holl kempouezder ar furm anezi. Kelenndi an Dreinded a zo bet savet gant ar rouanez Elizabeth da veza evel eur c’hrenvlec’h a-enep yez ha spered Iwerzon. Hag hizio c’hoaz eman damwirion d’ar gefridi disleal-se . Kenta tra a welis, o tont e sal al levraoueg, e oa, stag ouz ar voger, ez-eeun d’an nor, eun daolenn en eur framm kaer. Denesaat a ris da welout petra e oa an daolenn laket evel-se el lec’h a enor. Eur baperenn vras e oa, skrivet eul lizer warni er bloaz 1800 gant eun nebeut Iwerzoniz trubard d’o bro, evit goulenn ouz roue Bro-Saoz dispenn breudou Iwerzon, ha, da heul ar c’houlennadeg, sinou an holl Judazien-se. A -drugarez Doue, evit frealzi va c’halon, e welen e-kreiz ar sal, war eun daol, telenn ar roue Brian Boru, a rôas e vuhez evit silvidigez e vro. Skôet e voe d’ar maro gant an Daned en emgann Clontarf. An dud divadez a argadas Iwerzoniz deiz Gwener ar Groaz. Difennet en amzer-se da gristenien en em gannâ d’an deiz-se. Ar roue, hag a oa koz-kabac’h, a chômas en e deltenn o pedi e-keit ma stourme e vab e penn armead Iwerzon- Lazet e voe ar mab p’edo an Daned faezet dindan dec’h. O tec’hout, e tremenjont dre deltenn ar roue koz, a voe lazet evel e vab, nemet en eur vervel e welas e vro salvet. E delenn a oa bet rôet d’ar Pab gant Iwerzoniz. Ar Pab he rôas d’e dro d’eur<noinclude><references/> {{Niv||— 52 —|}}</noinclude> 9fpdrdq3akth8x3sf73owhlu1xu7smr Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/55 102 66623 209051 2026-09-08T15:15:57Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "roue saoz, he daskoras da Iwerzon. Ha bremañ emañ e levraoueg Kelenndi an Dreinded, evel evit dic’haoui trubarderez gwerzourien ar Breudou. En daou du d’ar sal, a zo henvel ouz eun neo-iliz, ez eus evel kazeliou pe chapeliou bihan, e-lec’h eman dastumet levriou koz, darn anezo enlivet-holl ha bru- det-tre : levr Kells, levr Durrow, Salter Ricemarchus, Senchus Mor, hag all <ref>Daou levr brudet all, levr Armagh ha Misai Stowe, a zo gant Akademia... 209051 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>roue saoz, he daskoras da Iwerzon. Ha bremañ emañ e levraoueg Kelenndi an Dreinded, evel evit dic’haoui trubarderez gwerzourien ar Breudou. En daou du d’ar sal, a zo henvel ouz eun neo-iliz, ez eus evel kazeliou pe chapeliou bihan, e-lec’h eman dastumet levriou koz, darn anezo enlivet-holl ha bru- det-tre : levr Kells, levr Durrow, Salter Ricemarchus, Senchus Mor, hag all <ref>Daou levr brudet all, levr Armagh ha Misai Stowe, a zo gant Akademia roueel Iwerzon. </ref>. Kalz a amzer am eus tremenet o sellout eno ouz ar brudeta anezo, levr-aviel Kells. Unan eus mirourien al levrdi a zalc’he al levr dirazoun, o trei ar pajennou hini-ha-hini, rak difenn-striz eo d’ar sellerien steki o dourn outan. Abaoe em eus gwelet eun eiladur eus an enlivaduriou-se amañ, e Sant-Brieg. Prenet e oa bel e Breiz-Veur gant eur skrivagner eus ar prefetti tuet-tre evit an ijinou-kaer. Klasket em eus kaout al levr evit bol levrdi-kêr, nemet n ’em eus ket gallet ben ober. E levraoueg Kelenndi an Dreinded e oa bet lakaet a-wel ivez adenlivaduriou brasaet diouz skoueriou al levriou koz. Nemet ne dostaent ket ouz an hini am boa gwelet er Mirdi broadel gant Edwards <ref>Levraoueg Kelenndi an Dreinded a zo enni daou c’hant mil levr. Ouspenn al levraoueg hag ar mirdi-henoniez, ez eus er C’helenndi dastumadou naturouriez hag eur mirdi-douarouriez.</ref>. An itron kontez Plunkett, a bled gant he fried ouz ar Mirdi broadel, a ziskouezas d’in en he zi, Upper O’Connell Street, eun teskad levriou a ouiziegez diwar-benn an arz keltiek, dreist-holl ar c’hroaziou. Goulenn a reas diganin disklêriadur diwar-benn hor c’hroaziou keltiek a Vreiz, hag ivez bon hent-korriganed Gavriniz evit o lakaat ekemm gant Kroa-<noinclude><references/> {{Niv||— 53 —|}}</noinclude> 8mzh8qyq6jmc16tc0z93o8tecw6fzz9 209052 209051 2026-09-08T15:16:53Z Aveldro 601 209052 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>roue saoz, he daskoras da Iwerzon. Ha bremañ emañ e levraoueg Kelenndi an Dreinded, evel evit dic’haoui trubarderez gwerzourien ar Breudou. En daou du d’ar sal, a zo henvel ouz eun neo-iliz, ez eus evel kazeliou pe chapeliou bihan, e-lec’h eman dastumet levriou koz, darn anezo enlivet-holl ha bru- det-tre : levr Kells, levr Durrow, Salter Ricemarchus, Senchus Mor, hag all <ref>Daou levr brudet all, levr Armagh ha Misai Stowe, a zo gant Akademia roueel Iwerzon. </ref>. Kalz a amzer am eus tremenet o sellout eno ouz ar brudeta anezo, levr-aviel Kells. Unan eus mirourien al levrdi a zalc’he al levr dirazoun, o trei ar pajennou hini-ha-hini, rak difenn-striz eo d’ar sellerien steki o dourn outan. Abaoe em eus gwelet eun eiladur eus an enlivaduriou-se amañ, e Sant-Brieg. Prenet e oa bel e Breiz-Veur gant eur skrivagner eus ar prefetti tuet-tre evit an ijinou-kaer. Klasket em eus kaout al levr evit bol levrdi-kêr, nemet n ’em eus ket gallet ben ober. E levraoueg Kelenndi an Dreinded e oa bet lakaet a-wel ivez adenlivaduriou brasaet diouz skoueriou al levriou koz. Nemet ne dostaent ket ouz an hini am boa gwelet er Mirdi broadel gant Edwards <ref>Levraoueg Kelenndi an Dreinded a zo enni daou c’hant mil levr. Ouspenn al levraoueg hag ar mirdi-henoniez, ez eus er C’helenndi dastumadou naturouriez hag eur mirdi-douarouriez.</ref>. An itron kontez Plunkett, a bled gant he fried ouz ar Mirdi broadel, a ziskouezas d’in en he zi, Upper O’Connell Street, eun teskad levriou a ouiziegez diwar-benn an arz keltiek, dreist-holl ar c’hroaziou. Goulenn a reas diganin disklêriadur diwar-benn hor c’hroaziou keltiek a Vreiz, hag ivez bon hent-korriganed Gavriniz evit o lakaat ekemm gant {{Tired|Kroa|ziou}}<noinclude><references/> {{Niv||— 53 —|}}</noinclude> nlrjzplic6n5ywikwqu4fm6q57c9d49 Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/56 102 66624 209053 2026-09-08T15:20:59Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|Kroa|ziou}} Iwerzon ha hent-korriganed New-Grange. Abaoe em eus klevet gant ar c’hont Plunkett e oa aet da Vro-C’hall da studia dre wel roudou an arz keltiek er vro-se : chomet e oa bet pell-amzer, emezañ, o studia Mirdi Sant-Jermen. Tud eus ar gwella e oa an tiegez-se, en em ouestlet-holl da oberou mat ar feiz ha d’al labour evit ar vro. El lec’h a enor, e sal vras o zi, edo skeudenn livet Olier Plunkett, eun arc’heskob eus o gouenn,... 209053 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>{{Tired2|Kroa|ziou}} Iwerzon ha hent-korriganed New-Grange. Abaoe em eus klevet gant ar c’hont Plunkett e oa aet da Vro-C’hall da studia dre wel roudou an arz keltiek er vro-se : chomet e oa bet pell-amzer, emezañ, o studia Mirdi Sant-Jermen. Tud eus ar gwella e oa an tiegez-se, en em ouestlet-holl da oberou mat ar feiz ha d’al labour evit ar vro. El lec’h a enor, e sal vras o zi, edo skeudenn livet Olier Plunkett, eun arc’heskob eus o gouenn, bet merzeriet er bloaz 1681 <ref>Olier Plunkett a zo bet diskleriet gwenvidik e 1920. — Ganet e voe e 1629 e Loughgrea, Iwerzon, hag e voe skoliet gant eun eontr d’ezañ, a oa abad e manati Santez-Mari Dublin. E 1645 ez eas da Rom, da beurober eno e studi-veleg. Beleget unnek vloaz goude, n’hellas ket distrei kerkent d’e vro, dre ma poueze warni d’ar mare eul lezenn eus ar c’hrisa gant ar Saozon o varn d’ar maro an holl veleien. Chom a rankas e Rom, « o vont war wellaat souezus, eme danevellour e vuhez, e gouiziegez hag e furnez ». E 1668 eo e voe anvet da arc’heskob Armagh ha, diwar neuze, e renas, e-touez e genvroïz, an hevelep buhez reuzeudik hag ankenius a rene hor beleien e Breiz en amzer an Dispac’h. D’en em repui n’oa d’ezañ, da balez-arc’heskob, nemet eul lastez tiig-plouz ma terede an dour en e ziabarz dre waskou an dôenn. A -benn dek vloaz, e 1678, e krisaas c’hoaz war an heskinerez ouz ar Gatoliked : tamallet e oa bet d’ezo e gaou beza klasket tarza palez Kambr ar Gannaded e Londrez gant barrikennadou poultr berniet er c’hao anezañ. (''Gun-powder Plot'')… Serret e voe an arc’heskob santel ha barnet d’ar maro. Er bloaz 1681 e voe krouget e-mesk an dorfedourien e krouglec’h Tyburn ha, goude, dibennet e gorf ha palevarzet (''Kroaz ar Vretoned'', 13 a Vezeven 1920, p. 1, bannou 3 ha 4 ; war an hevelep niverenn e vezo kavet poltred Olier Plunkett, moulet e penn-kenta ar pennad-skrid a advoulomp amañ). </ref>. En tu hont eus ar sal, ouz ar voger, eun delenn iwerzonat a gane warni an itron Plunkett en he yaouankiz.<noinclude><references/> {{Niv||— 54 —|}}</noinclude> f06kzo8p9a3kin5678ioklrz5nf8alq Eñvorennou beaj (Eil levrenn) - IX 0 66625 209054 2026-09-08T15:22:27Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "<pages index="Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu" from=45 to=56 header=1 fromsection=IX /> {{DEFAULTSORT:Eñvorennou beaj (Eil levrenn)}} [[Rummad:Eñvorennou beaj|09]]" 209054 wikitext text/x-wiki <pages index="Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu" from=45 to=56 header=1 fromsection=IX /> {{DEFAULTSORT:Eñvorennou beaj (Eil levrenn)}} [[Rummad:Eñvorennou beaj|09]] c7i5yz3wivcmh4cw1sacxf59ip4xmxn Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/57 102 66626 209057 2026-09-09T10:39:15Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> {{Kreizañ|IX. ''X. AR C’HENDALC’H HOLLGELTIEK<br>O KENDERC’HEL''}} {{DilinennadNegativel|''An dalc’h diwar-benn ar yez. — Dervez ar sonerez hag ar gwiskamant. — Ar C’horollou. — Ar sonadegou hollgeltiek. — Ar c’hoarïou broadel. — Der­ vez ar studïou keltiek. — Bleun-arouez ar Gelted.''}} En eil dervez goude kreisteiz e voe graet prezegennou diwar-benn stad ar yez en holl vroiou kel­ tiek. E -touez an dud a gemeras pe..." 209057 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/> <br> {{Kreizañ|IX. ''X. AR C’HENDALC’H HOLLGELTIEK<br>O KENDERC’HEL''}} {{DilinennadNegativel|''An dalc’h diwar-benn ar yez. — Dervez ar sonerez hag ar gwiskamant. — Ar C’horollou. — Ar sonadegou hollgeltiek. — Ar c’hoarïou broadel. — Der­ vez ar studïou keltiek. — Bleun-arouez ar Gelted.''}} En eil dervez goude kreisteiz e voe graet prezegennou diwar-benn stad ar yez en holl vroiou kel­ tiek. E -touez an dud a gemeras perz en dalc’h-se, em eus envor eus an itron Mosher, an Amerikanez-se he deus graet kement evit hor bro Vreiz, eus diou Amerikanez all, Miss Ray ha Miss Brenton, eus Philadelphia, hag eus eur c’helenner war ar yezou keltiek e Skol-Veur Harvard, an aotrou Robinson. Ar geltiegourien alaman Kuno Meyer ha Zimmer a oa eno ivez. An aotrou Thomas, eus Kêrdiz, a zisplegas eur skrid-danevell diwar-benn stad ar yez e Kembre : ar skoliou diou-yezek a yae war wellaat dre ar vro. Alfons Parczewski a gomzas goude diwar-benn stad ar yezou slavek, a oa bet gwall-izel, hag aet war wellaat ken e oa bet gwerzet tri c’hant mil levr, emezañ, dre gevredigeziou-embanna-levriou. Rei a reas d’eomp da skouer ar c’hevredigeziou-se a zo bet savet dindan paeroniez Kurill ha Method, sent vroadel ar Slaved. Kloza a reas e brezegenn oc’h heta da Iwerzon kaout hep date eur Skol-Veur iwerzonek. Sevenet eo bet abaoe hetou Parczewski. En e breze­ genn, an aotrou Quayle a gomzas eus stad ar yez en enez Vanao hag e lavaras peger fall e oa ar stad-se. Argadet eo an enezenn vihan gant ar Saozon o tont enni, neket d’ober brezel evel o zadou, al laeron-vor<noinclude><references/> {{Niv||— 55 —|}}</noinclude> 8yk4ecphwhnphujem3sny8px2xf9xox 209058 209057 2026-09-09T10:39:33Z Aveldro 601 209058 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/> <br> {{Kreizañ|X. ''AR C’HENDALC’H HOLLGELTIEK<br>O KENDERC’HEL''}} {{DilinennadNegativel|''An dalc’h diwar-benn ar yez. — Dervez ar sonerez hag ar gwiskamant. — Ar C’horollou. — Ar sonadegou hollgeltiek. — Ar c’hoarïou broadel. — Der­ vez ar studïou keltiek. — Bleun-arouez ar Gelted.''}} En eil dervez goude kreisteiz e voe graet prezegennou diwar-benn stad ar yez en holl vroiou kel­ tiek. E -touez an dud a gemeras perz en dalc’h-se, em eus envor eus an itron Mosher, an Amerikanez-se he deus graet kement evit hor bro Vreiz, eus diou Amerikanez all, Miss Ray ha Miss Brenton, eus Philadelphia, hag eus eur c’helenner war ar yezou keltiek e Skol-Veur Harvard, an aotrou Robinson. Ar geltiegourien alaman Kuno Meyer ha Zimmer a oa eno ivez. An aotrou Thomas, eus Kêrdiz, a zisplegas eur skrid-danevell diwar-benn stad ar yez e Kembre : ar skoliou diou-yezek a yae war wellaat dre ar vro. Alfons Parczewski a gomzas goude diwar-benn stad ar yezou slavek, a oa bet gwall-izel, hag aet war wellaat ken e oa bet gwerzet tri c’hant mil levr, emezañ, dre gevredigeziou-embanna-levriou. Rei a reas d’eomp da skouer ar c’hevredigeziou-se a zo bet savet dindan paeroniez Kurill ha Method, sent vroadel ar Slaved. Kloza a reas e brezegenn oc’h heta da Iwerzon kaout hep date eur Skol-Veur iwerzonek. Sevenet eo bet abaoe hetou Parczewski. En e breze­ genn, an aotrou Quayle a gomzas eus stad ar yez en enez Vanao hag e lavaras peger fall e oa ar stad-se. Argadet eo an enezenn vihan gant ar Saozon o tont enni, neket d’ober brezel evel o zadou, al laeron-vor<noinclude><references/> {{Niv||— 55 —|}}</noinclude> qmzrcyl9686wcgkh0x0fk89p7unjx3f Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/58 102 66627 209059 2026-09-09T10:46:22Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "a wechall, hogeu da zidui o amzer. Degas a reont ganto o giziou, ha, siouaz, ivez o yez <ref>Hevelep tra a c’hoarvez bremañ gant aodou Breiz-Izel, a dro muioc’h-mui da veza pep hañv tra ebet ken nemet fabourziou Paris.</ref> ! Labour vat a zo bet graet, koulskoude, ken evit ar yez, ken evit ar sonerez. Eul laz-kana a oa deuet gant an aotrou Moore eus enez Vanao, hag e kanjont toniou ar vro, a zo eus ar brava. D’am zro, e tisplegis stad ar brez... 209059 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>a wechall, hogeu da zidui o amzer. Degas a reont ganto o giziou, ha, siouaz, ivez o yez <ref>Hevelep tra a c’hoarvez bremañ gant aodou Breiz-Izel, a dro muioc’h-mui da veza pep hañv tra ebet ken nemet fabourziou Paris.</ref> ! Labour vat a zo bet graet, koulskoude, ken evit ar yez, ken evit ar sonerez. Eul laz-kana a oa deuet gant an aotrou Moore eus enez Vanao, hag e kanjont toniou ar vro, a zo eus ar brava. D’am zro, e tisplegis stad ar brezoneg, en ano ''Strollad mirourien ar brezoneg'', a oa bet savet e Breiz dindan renadur an aotrou De La Borderie, an istorour brudet. Deuet e oamp a-benn er c’houlz-se da sevel diou skol vrezonek, unan e Gwengamp, e Kelenndi an Itron Varia Wir-Sikour, eben e Sant-Brieg, e Kelenndi Sant-Charlez. Jaffrennou, hag a oa war e studi e Roazon, a oa deuet a-benn da voda ar studierien a Vreiz-Izel, hag, a-hend-all, hor boa gounezet eul lec’h dereat d’ar brezoneg e kelaouennou ar vro. Betek e Roazon e vouled pennadou brezonek. Diskouez a ris ivez eur bloaveziad ''Kroaz ar Vretoned'' a oa deuet ganen. Plijout a reas meurbet da Iwerzoniz, n ’o doa ket c’hoaz netra heñvel en o yez. Diou zanevell a voe graet diwar-benn stad ar gouezeleg en Iwerzon, unan gant ar c’hont Plunkett e ano ar Vreuriez evit miridigez ar yez iwerzonek (''So­ciety'' ''for the Préservation of the Irish Language''), eben gant an aotrou Fournier d’Albe evit ar Gevredigez c’houezelek (''Gaelic League''). An aotroù Stuart Erskine, hag a oa rener war an dalc’h-se, a stagas eur geriennou bennak a-zivout ar yez e Bro-Skos. An trede deiz a voe gouestlet d’ar gwiskamant ha d’ar sonerez. Graet e voe displegadennou diwar-benn<noinclude><references/> {{Niv||— 56 —|}}</noinclude> e9etc4xo68z757flhtxyv1mdwmdakpy Pajenn:Sterenn 04, Ebrel 1941.djvu/59 102 66628 209060 2026-09-09T10:49:39Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "an daou boent-se. Eun dudi e voe ganen klevout ar sonadegou a voe graet d’ar c’houlz-se. Gant Skosiz e oa deuet o biniaouerien. Diouz e du, Lord Castletown en doa degaset eur strollad biniaouerien iwerzonat o seni biniou bras Iwerzon, a zo henvel ouz hini Sko­siz, nemet bravoc’h c’hoaz. N’eo ket ken skiltr an ton anezo. Dalc’het em eus koun dreist-holl eus an ton a anvont ''ton an Evn'' hag a zo henvel a-walc’h ouz an ton a c’hoarier e Breiz ev... 209060 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>an daou boent-se. Eun dudi e voe ganen klevout ar sonadegou a voe graet d’ar c’houlz-se. Gant Skosiz e oa deuet o biniaouerien. Diouz e du, Lord Castletown en doa degaset eur strollad biniaouerien iwerzonat o seni biniou bras Iwerzon, a zo henvel ouz hini Sko­siz, nemet bravoc’h c’hoaz. N’eo ket ken skiltr an ton anezo. Dalc’het em eus koun dreist-holl eus an ton a anvont ''ton an Evn'' hag a zo henvel a-walc’h ouz an ton a c’hoarier e Breiz evit an euredou pa zegaser ar rost ouz taol an dud nevez. Telennerien a oa ivez, hag e c’hellis lakaat e kemm telenn vras Kembre, an delenn deir rez, ha telennig Iwerzon, ''clairsech'' hec’h ano. Houman a oa c’hoariet gant unan eus merc’hed Mac Bride. Ker bihan eo an delenn-se ma rank an delennerez evit c’hoari he lakaat dirazi war eur gador pe eun daol, ha d’ezi koulskoude eur son kreñvoc’h kalz eget hini telenn vras Kembre. Houmañ, avat, a zo dispar, par d’ar violoñs evit liva soniou moan henvel ouz trivliadou tenera an ene. An delennig Iwerzon a zerefe kentoc’h ouz temz-spered uhel ar vrezelourien. Korollou a zo bet ivez er c’hendalc’h, dreist-holl en eur vodadenn-noz a oa bet reizet en Ti-Kêr gant an aotrou maer Dublin. Skosiz a ziskouezas d’eomp o ampartiz-dreist er gorolladenn vrudet anvet « koroll ar c’hleze ». Korollou a oa ivez gant bugale ar skoliou, a vez desket d’ezo korollou koz ar vro. Ko­rollou Skosiz, a eiled gant o biniou bras, o kemer perz enno nemet gwazed en o gwiskamant broadel meurdezus, a zo kaer-kenañ, hag a ro d’in eun tañva eus ar pez a c’helle beza korollou-brezel ar Gelted koz. Koant-kenañ am eus kavet korollou bugale {{Tired|Iwer|zon}}<noinclude><references/> {{Niv||— 57 —|}}</noinclude> tpht30pwfgkw65mbjs9z4ehyi0sahps