Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.19
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/8
102
38084
209185
189407
2026-09-12T13:10:34Z
Aveldro
601
209185
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" /></noinclude>Paour kez Liz Bellek ! Kalz a draou kaer a oa bet laret diwar he fenn, hag en gallek, hag en brezonek, gant tud kustum da gozeal braw. Mes pa dostaaz d’ar bez eur Gernewadez, gwisket e giz Roztrenn, ha pa ’n em lakaz da ganan, kroazet he daouarn ganti war hi davancher, ar maronad he devoa kompozet da vaouezik Treger, kement-hini a oa eno a blegaz e benn, evel pa vije bet Spered ar Varzed braz, Spered Gwenklan ha Taliezin, o tistrei d’ar vuhez war muzellou ar ganerez. Kenavo, adalek neuze, an dud gouiziek ! Holl e stouent o c’halonou dirak ar gemenerez dister, rak er plac’hig-ze Breiz koz a oa hadvew, Breiz koz a oa hadyaouank !
Bennoz Doue d’ac’h, Filomena Cadoret ! Ra vezo ho zoniou arri mad en peb ti Breiz ha gant peb Breizad !Ra vezint kanet war douar ha war vor ! Eur feiz don hag eun esperanz hir a zo enne. Nann, nann, n’e ket maro c’hoaz bro Velleda, bro Vivyan ! Ar levrik bihan-man a zo ennan eur gentel vras. Ne c’houllin ewitan nemet eur mennad hepken, da laret eo ma tisko da bep-hini ar pez en euz disket d’in ma-unan : karoud mui-ouz-mui hon gouen, hon bro hag hon iez, ha beza zur, keit ha ma vo kemenerezed evel Filomena Cadoret da wriad d’ê dillad a seurt-man, na varwfont biken.
{{Dehou|{{sc|[[Oberour:Anatol ar Braz|Anatol Ar BRAZ]].}}|2}}
''Porz-Gwenn, an drede a viz Gwengolo.''<noinclude><references/></noinclude>
eifn65ysie3tuj9lxpwhrpaoll5isr8
Ma c’houefig gwen
0
38283
209180
155828
2026-09-12T12:59:34Z
Aveldro
601
209180
wikitext
text/x-wiki
<div class="text">
<pages index="Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu" header=1 from=53 to=55 />
</div>
{{DEFAULTSORT:Ma c’houefig gwen}}
9fq3nyqzj4kveiwu6lbzjx2fikk12ci
209182
209180
2026-09-12T13:02:35Z
Aveldro
601
Riñset ar bajenn
209182
wikitext
text/x-wiki
phoiac9h4m842xq45sp7s6u21eteeq1
209183
209182
2026-09-12T13:05:01Z
Aveldro
601
209183
wikitext
text/x-wiki
[[Rummad:Pajennoù da nullañ]]
mz76pza88hctjmyuns0lldpimmbd5o5
Kaozeal:Ma c’houefig gwen
1
44782
209184
102809
2026-09-12T13:05:21Z
Aveldro
601
Riñset ar bajenn
209184
wikitext
text/x-wiki
phoiac9h4m842xq45sp7s6u21eteeq1
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/1
102
66675
209188
209177
2026-09-12T20:27:33Z
Aveldro
601
209188
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Kreizañ|{{Ment|'''G W A L A R N'''|200}}}}
----
{{Kreizañ|KELC’HGELAOUENN LENNEGEL TRIMIZIEK RENET GANT ROPARZ HEMON}}
{{Kreizañ|DISKAR-AMZER Ì926 NIV. 7.}}</noinclude><nowiki/>
<br>
::{{Ment|'''Envorennou diwar va beajou'''|180}}
::::::::{{Ment|'''e Breiz-Veur hag Iwerzon'''|180}}
{{Kreizañ|'''(1899-1907)'''}}
<small><poem style="margin-left:55%;">
::::''Dalc’husted !''
Pa welomp ar maen kalet
:::Holl gleuzet
Gant glavennou o koueza,
Penaos e c’hellfemp, — hep derc’hel —
:::Dilezel
Hon strivadou diaesa ?
Hag hen ken gwevn ma kemer
:::Furm eul lestr,
An dour gand e c’halloud ter
A gleuz beteg ar c’hailhestr !
::::::MOUTSOU-HITO,
:::::''Impalaer ar Japan'' <ref>''Kroaz ar Vretoned'', 23 a viz C’houevrer 1919, p. 1, bann 3. — Moutsou-Hito, diweza impalaer ar Japan, a oa anezan eun den a spered dreist ha dalc’hus-kenan en holl oberou. Graet en deus braster e vro a zo deuet da veza par da stadou uhela an Europ.</ref>.</poem></small>
{{Kreizañ|'''Pennad Kenta'''}}
{{Kreizañ|'''<big>Envorennou diwar va c’henta beaj</big>'''}}
{{Kreizañ|('''''Gouhere-Eost 1899''''')}}
{{Kreizañ|<big>I</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">EUS SANT-MALOU DA GERDIZ — AN TREIZ DA VONT DA VREIZ-VEUR. — TORNAODOU ENEZ-WIGHT. — SOUTHAMPTON. — SALISBURY. — BRISTOL. — HENT BOLZET DINDAN STER HAVREN. — DEGOUEZOUT E KERDIZ.</div>
An hent boas evit mont eus Breiz da Gembre eo dre
Sant-Malou ha Southampton. En em lestra a reer da noz
hag e tegouezer e Breiz-Veur an deiz war-lerc’h da c’houlou-deiz.
Ar wech Icenta ma ris an treiz, e miz Gouhere 1899, ez
oa brao an amzer. Ne voen ket klanv. Nemet p’edomp o
tostaat ouz enez-Wight, diouz ar beure, e savas eur vorenn
ken teo ken e rankas al lestr chom a-zav e-pad meur a eurvez.
Son dister eur c’hloc’h a zeue beteg ennomp dre greiz
al lusenn. Ne c’houzed ket kaer, avat, a pe du edo o vrimbalat,
hag ar c’habiten, pa c’houlenned outan, a ranke
anzav na ouie ket tre e pe lec’h en em gave e lestr.
A-greiz-holl, setu ar vorenn o tigeri evel eur stign dirak
leurenn eur goariva bag e welomp dirazomp kerreg an
Needles <ref>''The Needles'' « an Nadoziou a zo teir c’harreg wenn ha serz, d’ezo 30 metrad uhelder, o sevel e penn kornok enez-Wight. Aod an enezenn e-kichen a zo anezan tornaodou kleiz ha kailhastr kaer-dispar, d’ezo etre 130 ha 150 metrad uhelder. D’an nevez-amzer, diouz ez eus bet lavaret d’in, e teu evned-mor a viliadou d’ober o neiz er frailhou hag en toullou, e bri an tornaodou-ze.</ref>. A-drugarez Doue n’oamp ket aet a-benn outo.
Rag-enep e save enez-Wight gand he zornaodou glas. Mont
a reas bol lestr er Soient, ar raz-mor a zo être Wight ha
Breiz-Veur, ha, goude-ze, о trei e staon ouz an hanternoz,
en aber Southampton <ref>An ano-ze a rank beza distaget ''Saous-ammptonn'' dioc’h giz ar Saozon.</ref>. Eno en em gave, d’ar c’houlz-se,
redadegou-’bagou brudet Cowes <ref>Cowes a zo eur porz-mor hag eur gêr a 800 a dud, war aod hanternoz enez-Wight, e aber ar ''Medina'', penster an enezenn.</ref> hag e welis en eur dre
men ar bagou a oa о paouez redek.
Porz Southampton a zo bras meurbet, ennan meur a
lenn ec*hon kaeet a c’hreun vaen, sanailhou hir ma
teu d’en em vernia enno marc''hadourez a bep seurt
hag eus a bep vro, labouradegou stank evit savidigez
hag aozidigez al listri. Eno en em gav penn-hent meur
a linenn-vor о suraat an treiza tud ha marc’hadourez être
Bro-Zaoz ha broiou tremor. E-touez al listri bras treuzatlantek
a weler e lennou porz Southampton, e vez tennet
ar sellou dreist-holl ouz re ar ''Peninsular and Oriental''
''Steam Navigation Company'' a ra an treiz être Breiz-Veur
ha broiou ar Beter-Pella. Hir-meurbet ez int, livet-holl e
gwenn, gant meur a siminal warno.
Eur wech degouezet e kêr, n’hellemp ket mont war-raok
о veza m’edo sul ha ne gerze ken an treniou hent-houarn <ref>E Breiz-Veur e vez miret ar sul kalz strisoc’h eget war an douar-bras. Bihanaet e vez niver an treniou war al linennou hent-houarn, ha serret an holl staliou, mirdiou, goarivaou, tiez-dibri, hag all. Terri miridigez ar sul a vez sellet evel eur pec’hed bras gant Breiz-Veuriz holl-gwitibunan. War ar poent-ze n’eus dishenvelder ebet etre Kembreiz, Skoziz ha Saozon.</ref>.
Va c’henveajourien a yeas da welout abatti
Netley a zo brudet-tre er vro hag ar c’hlanvdi bras evid
ar soudarded hag an dud-a -vor a sav nepeil dioutan. Evi
doun-me, e chomis gand an aotrou Gonideg a Draissan
d’ober tro kêr, e sell kavout cun iliz pe eur chapel katolik
bennak da glevout ar gousperou, rak re ziwezat ez oa
evid an oferenn.<noinclude><references/></noinclude>
3ztwn338ibwsu37z4xg1n6l9jgs7h12
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/2
102
66676
209189
209176
2026-09-12T20:30:38Z
Aveldro
601
209189
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|82|GWALARN|}}</noinclude>
Koant eo kêr Southampton, gant dismantrou mogeriou
koz endro d’ezi <ref>Unan eus doriou mogeriadur an XI{{vet}} kantved, ''Bar-Gate'' hec’h
ano, a dalv breman da di-kêr. War he muriou e weler livaduriou graet er XVII{{vet}} kantved, skeudennet enno ar marc’heg mat Sir Bevis of Hampton hag Ascapart, ar ramz lazet gantan.</ref>, streadou ha staliou kempenn, lïorzou
bleuniet aman hag ahont. Leun edont d’ar mare a brezegerien,
ganto levriou bras ar Skritur-Sakr a lennent
dirag ar bobl, gant darn anezo zoken binviou-sonerez a
bep seurt. Chom a ris gand an aotrou Gonideg da selaou,
neket ar brezegenn, hogen ar sonadenn a oa graet gand
unan anezo. Degaset en doa heman eun ograouig en eur
garrigell.
Goude eur pennad-selaou, ec’h adkrogomp gant hon
hent, o niveri dre fent bep ma ’z aemp an ilizou hag ar
chapeliou protestant a gaver stank-meurbet e Southampton
evel e pep kèr a Vreiz-Veur. War-bouez c’houilia e
kavomp, a-benn an diwez, diou chapelig katolik, unan
gouestlet, war a gredan, da Sant Jozeb.
Eur gambr am boa kemeret evid an noz e ti eur marc’hadour
yuzeo a reas d’in eun degemer hegarat. Gouest
ez oa da zrailha kembraeg, ha lorc’h a oa ennan ouz hen
ober dirag ar Vrezoned.
Al lun e kimiadjomp diouz ar beure hag e kemerjomp
an tren da vont da Salisbury. Eno e sav unan eus brava
ilizou Breiz-Veur. En diabarz ez eus beziou ha n’int ket
bet torret gand an Hugunoded. War unan eus ar beziou-ze,
ez eus eun delwenn hag a zo bet hanter-uzet dre veza
poket alies gand ar Gristenien araog amzer an Disivoud.
War-hed eun dek kilometrad en hanternoz diouz kêr
Salisbury, ez eus war ar maez eur c’helc’h mein-meur
hag a zo brudet-bras e-touez hendedourien ha ragistorourien
ar bed-holl. ''Stonehenge'' « Mein e-pign » a vez graet
anezan gand ar Saozon, ''Cor y Cewri'' « Kor ar Ramzed »
gand Kembreïz <ref>Kembreïz o deus en o yez anoiou d’ezo o-unan evit kement lec’h ha kement kêr vrudet a Vro-Zaoz. Ober a reont, da skouer, ''Gwyth'' eus Wight, ''Caergaradog'' eus Salisbury, ''Baddon'' eus Bath, ''Caerodor'' eus Bristol, ''Hafren'' eus stêr Severn, ''Tafwys'' eus an Thames, hag all (sellout ouz roll an anoiou-lec’hiou e dibenn geriadur
eus an hen-geltieg. Miret ez int bet gant Kembreïz dre n’o deus biskoaz paouezet ar re-man a gaout en o fenn eur renkad lenneien ha gouizieien kenyez d’ezo.</ref>{{Reizh|..|.}} Hogen re verr ez oa an amzer d’eomp
da vont d’her gwelout.
Tremen a reomp dre Vath ha goude dre Vristol, dre eur
c’horn eus kêr poblet gant tud a vicher. Savet ez eus d’ezo
dre viliadou tiez brikennou ruz henvel-mik an eil ouz
egile. Nemed an diadre anezo ne weler ken eus an hent-houarn.
Ar c’horn-ze eus Bristol a zo divalo-mez.
Eun tammig goude kêr Northwick, ez a hon tren dre
eun hent bolzet kleuzet dindan aber an Havren. Pa zeuomp
emaez d’ar sklerijenn, en tu-hont d’ar stêr, emaomp e
Kembre <ref>Kevrenn Bro-Zaoz er c’hornog d’an Havren a c’heller sellout evel eun darn a Vro-Gembre. Evel m’hel lavar Giraldus Cambrensis, bet eo kemeret an Havren a-hed bloaveziou da harz etre Bro-Gembre (''Cambria'') ha Bro-Zaoz (''Loegria''). Alouberez ar Saozon hag an Normaned eo en deus kaset an harz-se pelloc’h er c’hornog. D’ar mare ma skrive Giraldus e Daolennadur a Vro-Gembre (XII{{vet}} kantved), ster Wy eo a veze tremenet da vevenn etre an diou vro.</ref>.
Tremen a reomp dre Newport, ''Casnewydd'' hec’h ano
e kembraeg, hag eun nebeut goude e tegouezomp e Kêrdiz <ref>''Caerdydd'' e kembraeg, ''Cardiff'' e saozneg.</ref>.
Goueliou kaer-dispar a oa da veza enni er bloaz-se,
rak, a-unan gant lidou ar C’horsez <ref>En eur skriva e brezoneg ar ger-ze diwar ar c’hembraeg, e talc’han d’ar reiz wregel rôet d’ezan gant Kembreiz. E brezoneg ''gourzez'' a zo gourel ha dishenvel ouspenn an dalvoudegez anezan.</ref> ha kenstrivadegou
an Eistezvod, e raed bodadegou holl-geltiek. Kannaded
a dlee dont eus Iwerzon, Manao ha Bro-Skoz.
{{Kreizañ|<big>II</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">E KERDIZ. — EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN AR GEVREDIGEZ KELTIEK HAG AR SAVERIEN ANEZI : FOURNIER D’ALBE HA LORD CASTLETOWN. — E TI AN TAD HAYDE. — KANNADED AR BROIOU KELTIEK — AN DIRWEST E TI AN TAD. HAYDE.</div>
Kent mont larkoc’h gant va danevell, e rankan lavarout
eun dra bennak diwar-benn an dud a benn hag a
galon o doa prientet ar bodadegou edon o vont da gemer
perz enno.
Er bloaz 1898, eun ijiner yaouank a Zublin, Edmund
Edward Fournier d’Albe, a-du gant Lord Castletown, a
vodas en eur gevredigez, hec’h ano ''Celtic Association''
« Kevredigez keltiek », eun dibab eus pennou ar broiou
keltiek, Iwerzon, Skoz, Manao, Kembre, Breiz ha Kerne-Veur.
Dont a reas Fournier d’Albe e Breiz, e miz Eost
1898, hag e ris anaoudegez gantan e Sant-Brieg e lec’h e
teuas d’am gwelout <ref>Goude-ze, ez eas da Vontroulez e lec’h e voe savet er bloaz-se end-eeun an ''Union régionaliste bretonne'' « Kevredigez rannvroel Vreiz ».</ref>. Diskenn a rae eus eun tiegez a
hugunoded harluet a Vro-C’hall en amzer Loeiz Pevarzekvet,
pa dorras heman Reoliadur Herri Pevare e Naoned.
Daoust d’ezan da veza eun den a ouiziegez, en em
rôet d’an niveroniez ha d’an ijinerez, Fournier d’Albe a
dride e ene ouz kement braventez a zo, hag e tanvae
doun kaerder dispar yezou hag ijinou-kaer ar Gelted. Eur
sonour mat a oa anezan hag e welet em eus eur wech o
ren eul laz-kana a Iwerzoniadezed en doa desket d’ezo
kana eur varzoniez vrezonek savet gant Berthou war
unan eus hor c’hosa toniou, unan eus an toniou-ze n’eus
nemet Kelted wirion gouest d’o zanva. N’eo ket souez en
dije gallet dihun er broiou keltiek an emskiant vrôadel
Degemer mat a gavas hag e reas berz e Breiz <ref>Lenn e levr Jaffrennou, ''Ganedigez eun Emzao'' (Kêraez, 1912), ar pajennou 154-9 diwar-benn Fournier d’Albe.</ref>, e Kembre,
e Skoz hag e Kerne-Veur. Enebet e voe outan en
Iwerzon, en abeg, am eus aon, d’e gredenn digatolik ha
d’e liou eun tamm a-du gand Oranjiz <ref>Da heul kendalc’h Din-Edin, e 1907, a voe rivinus d’ar Gevredigez keltiek, e rankas Fournier d’Albe en em denna. Diwar-neuzee welomp anezan o pleustri dreist-holl gant kavadennou-ijinerez.Binviou en deus ijinet evid an dud dall ma c’hellont ganto lenn ha skriva, an diskouarn oc’h ober dre ar binviou-ze e lec’h an daoulagad. Tremenet en deus ivez kalz a amzer e bro-Indez.</ref>.
E penn ar Gevredigez keltiek edo d’ar c’houlz-se Lord
Castletown, eul ''landlord'' pe uheliad pinvidik a Iwerzon,
a save e nesanted da roueed koz ar Vro. Neuz eun ofiser
a oa d’ezan, mentek-uhel, sart ha lavariant, deuet mat
d’an holl ha brokus (14). Hen eo en deus rôet ar muia
evit harpa en e gammedou kenta an Emzav keltiek. Dre-ze
e tle an holl Gelted d’ezan, evel da Fournier, eun
anaoudegez peurbadus.
Degemeret e voen e Kêrdiz e ti an Tad Hayde, eun
Iwerzoniad en em rôet d’an Emzav keltiek. Desket en
doa ar brezoneg ha kenlabouret pell-amzer gant ''Kroaz ar''
''Vretoned''. En e di en em gavis gand Iwerzoniz o deus
tennet abaoue brud war o ano, en o fenn Pearse a voe
anvet rener Iwerzon e 1916.
Skoziz a oa deredet ivez niverus d’ar C’hendalc’h, en
o mesk, o tenna ar sellou dreist ar re all, Lord Napier.
Gwisket ez oa e giz renerien Skoz gwechall. Ouspenn ar
vroz berr (''kilt'') en e groaz-lez hag al lenn (''plaid'') en e
gerc’henn, e touge eur porpant ruz ha galonset-holl, eur
c’houzougenn dantelez, eun tok voulous, warnan dalc’het
gand eur spilhenn-alc’houez kizellet pluennou erer. Ouz
e gorn-klun eur c’hleze-meur e zournell arc’hantet hag e
feur golôet a voulous ruz. Dindan e zorn dehou eur
c’horn-boud olifant a oa bet roet da unan eus e dadou-koz
gand eur Stuart. Neuz eur roue a oa gantan pa gerze
dre streadou kêr, en e raog strollad e viniaouerien. Bep
beure pa save, ez ae ar strollad d’e zemata war o binviou.
Eneziz Manao o devoa kaset ivez kannaded, en o fenn
an aotrou A. W. Moore, prezegour Ti an Alc’houeziou.
Gantan ez oa deuet kanerien hag a gane a veur a vouez
kanaouennou keltiek.
E ti an Tad Hayde e kemeremp hor predou en eur sal
vras, enni pikolou kadoriou prenn derv hag e prenn beteg
an azezenn anezo. Oc’h ober war dro an daol, ez oa
diou blac’h yaouank, unan anezo bleo ruz gwisket e glas-gwer,
ar pez a rea d’am mignon Korfek beza eun tammig
sebezet dre ma teue d’e goun eus karabasenned hor
beleien a vez bepred aet war an oad. Ar pez a blije d’in
er plac’h bleo ruz, n’eo ket he bleo an hini e oa, hogen
he brok bras, a oa ganti oc’h ober tro an daol hag hen
leun a salsaparella, eun died dirwestel, da lavarout eo
divezvus. Red eo lavarout aman eur ger eus an dirwest.
Eur seurt breuriez kristen eo ma ra an izili anezi al le
da chom heb eva traou mezvus. Pa zegouezis e Breiz-Veur,
e voen degemeret mat e meur a lec’h dre na even
ket ar seurt traou. E ti an Tad Hayde, ezomm ebet d’hen
lavarout, ez oa an holl dirwestour. Hag evito a bep
doare evaduriou ''not intoxicating'' « heb alkool » dour
(eus ar gwella), salsaparella, dour-jinjebr, limonadez, hag
all. Deuet mat e oa ganin ar salsaparella. En Amerik, al
louzaouerien vrudet a bare an dud, dre nerz kristenelez
ha gouiziegez unanet (''Christian scientists'') a c’houlenn
ma vo evet da vihana daou litrad dour bemdeiz (15). Evidoun-me,
naouspet litrad salsaparella he deus dinaouet
ar plac’h bleo ruz em gwerenn, e ti an Tad Hayde, kement
her c’haven mat.<noinclude><references/></noinclude>
fh16m9nqv0spmtk6uo2ahthheq3r0qs
209190
209189
2026-09-12T20:33:06Z

d’an holl ha brokus <ref>Bet e oa o vrezeli en Indez hag an Afganistan ha deuet endro gantan en Iwerzon, en e gastell a Zoneraile, traou prizius eus ar broïou-ze, brouderezou kaer en o zouez.</ref>. Hen eo en deus rôet ar muia

ma vo evet da vihana daou litrad dour bemdeiz <ref>Kenveria Doktor Herbert A. Parkun, M. D., C. M., ''Auto-Suggestion, ce que c’est et comment on peut s’en servir pour atteindre santé, bonheur et succès'', troet diwar ar pevare mouladur amerikan gant Paul Nyssens (''Librairie de Culture humaine'', 129 stread Froissard, Brussel, pp. 25, 32, 33 ha ''passim''.</ref>. Evidoun-me,
naouspet litrad salsaparella he deus dinaouet
ar plac’h bleo ruz em gwerenn, e ti an Tad Hayde, kement
her c’haven mat.<noinclude><references/></noinclude>
4sp67l0102a25vwtmzx3tppohkkym0a
209194
209190
2026-09-12T20:47:56Z
Aveldro
601
209194
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|82|GWALARN|}}</noinclude><nowiki/>
<section begin="I"/><br>

<section end="I"/>
<section begin="II"/>{{Kreizañ|<big>II</big>}}

her c’haven mat.
<section end="II"/><noinclude><references/></noinclude>
jsi8ulfcwg737bhndzd3kyjpxymtv3m
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/3
102
66677
209191
209175
2026-09-12T20:42:08Z
Aveldro
601
209191
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|83}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|<big>III</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">E KERDIZ (KENDALC’H). —AN EISTEZVOD. — AR C’HORSEZ. — LIDOU AR C’HORSEZ. — AN ARC’HDROUIZ HOUVA MON. — PABELL AN EISTEZVOD. — AR PENNA PRIZ. — BODADEGOU ETRE KANNADED AR BROIOU
KELTIEK HA DIAZEZIDIGEZ AR GEVREDIGEZ KELTIEK</div>
An Eistezvod-Veur <ref>Pe ''Eisteddfod Genedlaethol Cymru'' « Eistvezvod Vrôadel Kembre ». Bez ez eus e pep korn ar vro eistezvodou bihan.</ref> a zo anezi kenstrivadegou, dreist-holl
diwar-benn kana ha sevel gwerziou. Heligenta a vez
etre al lazou-kana, enno meur a gant a ganerien. Lidou
bras a vez graet ivez evit kuruni ar Barz-gounezer, an
hini en devez bet ar priz evid ar varzoniez.
Peb beure, e-pad sizunvez an Eistezvod, e vez graet
lidou ar C’horsez. Oc’h ober ar C’horsez ez eus
ovizien, barzed ha drouized, d’ezo peb a wiskamant
dishenvel. Gwenn eo saeou an drouized, oc’h
arouezi ar santelez hag an doueelez p’en em ro
an drouized da studi an doueoniez ha d’ar gelennadurez
e sell eus ar Vad. Glas-mor eo saeou ar varzed
da verka an awen a dle entana o ene. Evid an ovizien,
glas-gwer co o liou, liou ar glazur hag ar vuhez pa zeu
an nevez-amzer d’ar bed. Arouezet eo gand al liou gwer-glasvez-se
gwellaenn ha buhez an natur hag ar gouiziegeziou
gouestlet d’o studia.
Eur c’haer a arvest edo gwelout diouz ar beure rezadou
hir ar saeou gwenn, glas-mor ha gwer oc’h en em
zibuna dre streadou ar gêr vras. Er penn, dirazan eur
strollad polised war varc’h, e teue an arc’hdrouiz, en
eur c’harr, en e gerc’hen eun dro-c’houzoug en aour henvel
ouz ar re a zouge ar Gelted koz ma ’z eus anezo er
mirdiou evel e Karnak hag e Dublin. War e benn ar gurunenn
deliou derv en arem. En hevelep karr gantan diou
ovizez gwisket e gwer hag a ro dourn e lidou ar C’horsez.
War-lerc’h en arc’hdrouiz, izili ar C’horsez, en o
fenn banniel ar vreuriez, uhel ha pounner, skeudennet
warnan aerouant ruz Kembre hag ardameziou ar Varzed.
Douget e vez ar banniel gand ofiserien-kêr e dilhad o
c’harg. Goude ar banniel e teu ar barz Koc’hvarv o tougen
kleze Arzur, eur c’hleze bras-divent en e ouin prenn
enveziet a aour ha graet pomellenn e zournell gand eur
maen-strink tennet eur ar Wezva <ref>''Gwezva'' a vez graet eus uhela menez Bro-Gembre. Gwregel ez eo an ano-ze e kembraeg.</ref>. War seuliou ar barz
douger-kleze, ez eus dougerien all ganto war eur c’hravaz
delwenn aour an aerouant, arouez ar Vrôadelez hag
ar C’horn Hirlas. War-lerc’h izili ar C’horsez, biniaouerien
Skoz hag ouz o heul kannaded ar broiou keltiek.
Koun am eus eus an toniou a c’hoarie ar viniaouerien
endra ma kerzent. Unan dreist-holl a zo aet doun em
spered. Ken kaer e oa ken ez eas an aotrou Bourgault-Ducoudray
ermaez anezan e-unan p’her c’hlevas. Kregi a
reas em brec’h ouz va heja hag e lavaras : Klevit ! Klevit !
Mouez ar c’hent-anao eo a verv en ton koz-se ! » <ref>War a grede da Vourgault-Ducoudray, war ze ar wirionez gantan moarvat, e oa ar Gelted gwechall awenet, dreist d’ar poblou all, gand ar pez a c’halvent ''anao'', da lavarout eo « awenn pe spered ar son », a rae d’ezo sevel toniou dispar. Pa voe digemeret da varz a enor, e fellas d’hor c’henvrôad brudet kemerout da ano-barz ''Kent-anao'' « anao a wechall ».</ref>
War hon tremen dre streadou-kêr, bodet en daou du
eus an hent, eun engroez tud o selaou, o sellout sioul,
heb ar youc’hadennou diboell a glever re alies er seurt
dibunadegou e Bro-C’hall.
Savet ez oa bet kelc’h ar C’horsez war eul letonenn
vras, e lïorz-veur Cathays, ermaez a gêr. Daouzek maen-hir
kaeraet gant skerbou triliou, glas, gwer ha gwenn,
renket a-gelc’h endro d’ar Maen-Log. An ano-ze a reer eus
an daol-vaen vras ma vez graet warni al lidou. Da genta,
e vez lavaret ar bedenn savet, a greder gant Sant Kadog.
''Gweddi yr Orsedd'' « Pedenn ar C’horsez » a reer anezi.
Setu hi aman trôet e brezoneg :
<poem>Ro, o Doue, da skoazell ;
Hag ez skoazell, an nerz ;
Hag en nerz, ar meiz ;
Hag er meiz, ar skiant ;
Hag er skiant, skiant ar Vad ;
Hag e skiant ar Vad, karantez ar Vad ;
Hag e karantez ar Vad, karantez an holl draou krouet ;
Hag e karantez an holl draou krouet, karantez Doue,
Doue, ha pep madelez.</poem><ref><poem>
''Dyro, Dduw, dy nawdd ;''
''Ac yn nawdd, nerth ;''
''Ac yn nerth, deall ;''
''Ac yn neall, gwybod ;''
''Ac yn gwybod, gwybod y cyfiawn ;''
''Ac yn gwybod y cyfiawn, ei garu ;''
''Ac o garu, caru pob hanfod ;''
''Ac ymhob hanfod, caru Duw,''
''Duw, a phob daioni.''</poem></ref>
Goude ar bedenn, ec’h embanner ar peoc’h
''A oes heddwch ?'' « Ha peoc’h a zo ? » a c’houlenn an
arc’hdrouiz. Hag an holl a ziskan d’ezan : ''Heddwch !''
« Peoc’h ! » E-keit-se e vez dalc’het gand ar varzed a-us
d’o fennou gand o divrec’h astennet kleze-meur Arzur.
Hanter-dennet e vez al laonenn eus ar ouin hag adc’houinet
goude pa leverer « Peoc’h ! » Goude-ze e vez graet al
lidou. Ar brava hini ez eo kan ar pennillion war an delenn <ref>Eur seurt kan eo a vez savet war an taol gand ar c’haner. Heman a c’hell lakaat meur a c’her war an hevelep notenn e doare ma ’tiskouez an delenn ober ar c’han hag ar c’haner ober an ton-ella.</ref>.
D’an amzer-ze ez oa e Kembre eur c’haner-pennillion
dispar anvet ''Eos Dar''. Eun dudi e oa e selaou o
kana hag o kavout eur ger karantezus pe vourdus da lavarout
da bep-hini eus an dud vras a gemere perz er C’horsez.
War-lerc’h ar pennillion e teu tro urzidigez ar varzed
nevez. Darn anezo, ar wir varzed, a vez degemeret da
heul arnodadou diaes Darn all a vez anvet barzed a enor.
E-touez ar re-man e voe an Tad Hayde. Anvet e voe da
zrouiz hag kemeras da ano e garg ''Tancnewyddwr'' « Saver-peoc’h »,
eun ano dleet mat d’ezan rak den n’en deus
graet muioc’h evit lakaat an emgleo da ren etre ar Gelted
a bep kredenn hag a bep bro. Gant-se, pa voe urziet,
e voe graet d’ezan strakadennou-dourn a-leiz. Jaffrennou
a lennas eur brezegenn e kembraeg a voe degemeret eus
ar gwella. Anvet e voe an holl gannaded a Vreiz barzed
a enor.
Dudi bras a gemeris o heulia lidou ar C’horsez. Houva
Môn e oa neuze an arc’hdrouiz <ref>Rowland Williams eus e wir ano.</ref>. Anezan eun den hag
a lavarfed stummet a-ratoz evid ar gevridi. Mentet-uhel
ha leun a veurdez, Houva Môn a oa d’ezan eur vouez ker
krenv ken e kredjed ouz e glevet a-bell e oa eun taro o
vlejal. Kembreiz a lavare o dije klevet e brezegennou war-hed
meur a leo tro-dro. Helavar ez oa ouspenn hag e ouie
meska ar c’hoarz hag ar fentigellou gand an traou uhel
a lavare pa gomze eus ar Vro <ref>Houva Môn a oa bet bamet outan ar c’heltlegour brudet aostriat Hugo Schuchardt p’e welas ha p’e glevas en Eistezvod Poullheli, e gwengolo 1875 (d’ar c’houlz-se Houva Môn n’oa ket c’hoaz arc’hdrouiz ; an arc’hdrouiz a oa neuze ''Clwydfardd'' Klouedvarz »).
« Etouez ar prezegennou, eme Schuchardt, hini Houva Môn, prezeger e Londrez, a yeas doun em spered. Blejal a rae evel eul leon gloazet. Biskoaz ne glevis kemend-all. Ouz e welout eno, stouet war ar garridou, e zivrec’h er vann, gand e zremm entanet-holl, e kav d’in em eus dirazoun eun drouiz a-wechall oc’h atiza d’ar stourmadeg e bobl hag o kas strakadennou e vouez dreist da drouz an avel hag ar mor ».
Pelloc’h, en hevelep danevell, o komz eus ar gwiskamant iskis (tok kern-uhel ha mantell hir) a veze gwisket c’hoaz gant merc’hed koz Kembre, e lavar ouspenn :
« E diaraog al ''llwfan'', e c’helled studia gwiskamant ar C’heumraezed
koz diouz eur patrom anezan yaouank ha koantik-holl : eun dimezell gaer, livrin he dioujod, he doa, d’ober enor da ouel penna he bro, gwisket eun tok-kern-uhel nevez-flamm hag eur vantell ruz. Ar Geumraez touet-se a gomze eun nebeudig an alamaneg hag e reas
an neuz da stanka he diouskouarn pa slagas Houva Môn da brezeg ». Hugo Schuchardt, ''Lettres celtiques'', trôet e galleg gant Firmery hag embannet war ''Annales de Bretagne'', II, 1886, pp. 314, 319.
Abaoue an amzer ma skrive al linennou-man, en deus Hugo Schuchardt trôet e aked ouz an euskareg hag eus keltiegour ez eo aet da euskaregour. Eun niver labouriou eus an talvoudeka a zo bet embannet gantan diwar-benn ar yez-se hag eman breman ezel a enor eus
Breuriez-Veur an Euskareg (''Euskaltzaindi''), E. Ernault, ''Adresse de l’Académie bretonne à l’Académie basque'' ; G. Lacombe, ''Réponse de l’Académie de langue basque à l’Académie bretonne'', tennet diwar ''Revue internationale des Etudes basques''. Sant-Sebastian, 1925, pp. 7-8, 15.</ref>.
Da gloza lidou ar C’horsez e vez kanet war an delenn
''Hen Wlad fy Nhadau'' « Bro goz va zadou » hag an holl
neuze a ya d’an Eistezvod.
An Eistezvod ne vez ket dalc’het en eun ti. N’eus ti na
palez ebet ledan a-walc’h evit rei bod d’an engroez tud,
sellerien, sonerien, kanerien, barzed, a zered d’an Eistezvod.
Gant-se e saver pep bloaz gant plenken eur babell
pe dinell vras-divent. Pabell Kerdiz e 1899, savet en
eur c’horn eus gourlïorz Cathays, a oa ar vrasa hini bet
graet betek-hen. War am eus klevet, ez ae ebarz, troiou
a voe, en tu-hont da zek mil a dud. Eun darn eus al leurenn
a zo uheloc’h ha war al ''llwyfan''-ze, evel hec’h anver
e kembraeg, ema al levierien <ref>Sed-aman anoiou levierien Eistezvod Vrôadel Kérdiz : — Kenta devez : Lord Windsor, Lord Tredegar, O. M. Edwards ; — Eil devez : J. M. Maclean, Lord Castletown ; — Trede devez : Sir Thomas Morel, Maer Kêrdiz, Doktor Isambard Owen ; — Pevare devez : ar penrener-kelendi Viriamu Jones, an ''alderman'' David Jones ; — Pempet devez : E. W. M. Corbett.</ref>, ar renerien hag ar varnerien.
Adre d’ezo, war dereziou henvel ouz re eur goariva,
ema ar ganerien. Evit rei eun tanva eus braster pabell
an Eistezvod, e livirin ez eus, el lazou-kana a vez o
keferata, alies en tu-hont da bemp kant a ganerien.
Diabarz ar babell a vez bravaet gant bannielou an holl
vroiou keltiek lakaet a-istribilh ouz an treustou. War ar
speurennou tro-dro d’ar sal divent-se e weler skeudennou
barzed brudet aet da anaon hag e lenner sturiou e
kembraeg evel ''Duw a phob daioni'' « Doue ha pep madelez »,
''Dan nawdd a hedd Duw'' « Dindan skoazell ha
peoc’h Doue », ''Dan nawdd Duw, a’i Dangnet'' « Dindan
gwarez Doue hag en e habasted », ''Iesu na ’d gamwaih''
« Jezus hep kammober », ''Y Gwir yn erbyn y Byd'' « ar
Gwir a-neb d’ar Bed », ''Calon wrth Calon'' « Kalon ouz
Kalon », ''Nid da lle gellir gwell'' « N’eus ket a vad pa heller
ober gwell », ''A laddo a leddir'' « A lazo a lazer », hag
all.
Penna priz ar varzoniez a zo eur gador-zero kizellet.
Ar barz-gounezer a vez lakaet da azeza er gador en deus
bet da briz. Kleze Arzur a vez astennet a-us d’e benn ha
da heul e teu an holl varzed da zisplega d’ezan eur pennad
gourc’hemeneou rimet. Koun am eus a veza bet pedet
eur wech d’ober eur gourc’hemenn evel-se : bez’ e trôis<noinclude><references/></noinclude>
n7ack4x56ukcc0bo010072wcwwyjj7c
209193
209191
2026-09-12T20:46:48Z

9yq4dj74zfpdjrvv2rk6mhoxj4924qi
209197
209193
2026-09-12T21:18:53Z

a enor <ref>Diwar-benn istor ar C’horsez, evel m’eman danevellet gand ar geltiegourien, « torrerien-skeudennou anezo » (gouez da Evan Price), lenn J. Vendryes, ''Rev. celt''. 1911, pp. 240-2. Kenveria J. Rhys, ''Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom (The Hibbert Lectures'', 1886), eil mouladur, London, 1892, pp. 17-8 (oviz), 204-5, 208-10 gorsez) ; D’Arbois de Jubainville, ''Introduction à l’étude de la Littérature celtique'', Paris, 1883, pp. 63-68 (barz), 231-40 (drouiz), 241-5 (vatis). Mistri kelennerien Skoliou-meur Kembre, en em gemer hizio ouz ar C’horsez en ano ar Ouiziegez reiz ha Gwirionded an Istor, a ve mat d’ezo kouna kemend en deus graet an ensavadur-ze, abaoe daou-c’hant vloaz, evit harpa yez ha lennegez Kembre, gant pebez gred en deus maget tan ar garantez-vro e kalon Kembreiz ha pebez mammenn dispar a nerz e voe evid ar C’horsezourien ar gredenn ma kendalc’hent gand eur roudenn vrudet bet pleustret ez didorr abaoe an hended pella. Panevet d’ar C’horsez ha d’an Eistezvod d’he skora, e oa ar c’hembraeg hizio, moarvat, ken truezus e stad hag hini ar brezoneg. Kenveria ''Kroaz ar Vretoned'', 5 a viz Eost 1906, p. 3, bann 1 (''Goueliou Sant-Brieg'', gant D…).
</ref>.
Dudi bras a gemeris o heulia lidou ar C’horsez. Houva
Môn e oa neuze an arc’hdrouiz <ref>Rowland Williams eus e wir ano.</ref>. Anezan eun den hag
a lavarfed stummet a-ratoz evid ar gevridi. Mentet-uhel
ha leun a veurdez, Houva Môn a oa d’ezan eur vouez ker
krenv ken e kredjed ouz e glevet a-bell e oa eun taro o
vlejal. Kembreiz a lavare o dije klevet e brezegennou war-hed
meur a leo tro-dro. Helavar ez oa ouspenn hag e ouie
meska ar c’hoarz hag ar fentigellou gand an traou uhel
a lavare pa gomze eus ar Vro <ref>Houva Môn a oa bet bamet outan ar c’heltlegour brudet aostriat Hugo Schuchardt p’e welas ha p’e glevas en Eistezvod Poullheli, e gwengolo 1875 (d’ar c’houlz-se Houva Môn n’oa ket c’hoaz arc’hdrouiz ; an arc’hdrouiz a oa neuze ''Clwydfardd'' Klouedvarz »).
<br>
« Etouez ar prezegennou, eme Schuchardt, hini Houva Môn, prezeger e Londrez, a yeas doun em spered. Blejal a rae evel eul leon gloazet. Biskoaz ne glevis kemend-all. Ouz e welout eno, stouet war ar garridou, e zivrec’h er vann, gand e zremm entanet-holl, e kav d’in em eus dirazoun eun drouiz a-wechall oc’h atiza d’ar stourmadeg e bobl hag o kas strakadennou e vouez dreist da drouz an avel hag ar mor ».
<br>
Pelloc’h, en hevelep danevell, o komz eus ar gwiskamant iskis (tok kern-uhel ha mantell hir) a veze gwisket c’hoaz gant merc’hed koz Kembre, e lavar ouspenn :
<br>
« E diaraog al ''llwfan'', e c’helled studia gwiskamant ar C’heumraezed
koz diouz eur patrom anezan yaouank ha koantik-holl : eun dimezell gaer, livrin he dioujod, he doa, d’ober enor da ouel penna he bro, gwisket eun tok-kern-uhel nevez-flamm hag eur vantell ruz. Ar Geumraez touet-se a gomze eun nebeudig an alamaneg hag e reas
an neuz da stanka he diouskouarn pa slagas Houva Môn da brezeg ». Hugo Schuchardt, ''Lettres celtiques'', trôet e galleg gant Firmery hag embannet war ''Annales de Bretagne'', II, 1886, pp. 314, 319.
<br>
Abaoue an amzer ma skrive al linennou-man, en deus Hugo Schuchardt trôet e aked ouz an euskareg hag eus keltiegour ez eo aet da euskaregour. Eun niver labouriou eus an talvoudeka a zo bet embannet gantan diwar-benn ar yez-se hag eman breman ezel a enor eus
Breuriez-Veur an Euskareg (''Euskaltzaindi''), E. Ernault, ''Adresse de l’Académie bretonne à l’Académie basque'' ; G. Lacombe, ''Réponse de l’Académie de langue basque à l’Académie bretonne'', tennet diwar ''Revue internationale des Etudes basques''. Sant-Sebastian, 1925, pp. 7-8, 15.</ref>.
Da gloza lidou ar C’horsez e vez kanet war an delenn
''Hen Wlad fy Nhadau'' « Bro goz va zadou » hag an holl
neuze a ya d’an Eistezvod.
An Eistezvod ne vez ket dalc’het en eun ti. N’eus ti na
palez ebet ledan a-walc’h evit rei bod d’an engroez tud,
sellerien, sonerien, kanerien, barzed, a zered d’an Eistezvod.
Gant-se e saver pep bloaz gant plenken eur babell
pe dinell vras-divent. Pabell Kerdiz e 1899, savet en
eur c’horn eus gourlïorz Cathays, a oa ar vrasa hini bet
graet betek-hen. War am eus klevet, ez ae ebarz, troiou
a voe, en tu-hont da zek mil a dud. Eun darn eus al leurenn
a zo uheloc’h ha war al ''llwyfan''-ze, evel hec’h anver
e kembraeg, ema al levierien <ref>Sed-aman anoiou levierien Eistezvod Vrôadel Kérdiz : — Kenta devez : Lord Windsor, Lord Tredegar, O. M. Edwards ; — Eil devez : J. M. Maclean, Lord Castletown ; — Trede devez : Sir Thomas Morel, Maer Kêrdiz, Doktor Isambard Owen ; — Pevare devez : ar penrener-kelendi Viriamu Jones, an ''alderman'' David Jones ; — Pempet devez : E. W. M. Corbett.</ref>, ar renerien hag ar varnerien.
Adre d’ezo, war dereziou henvel ouz re eur goariva,
ema ar ganerien. Evit rei eun tanva eus braster pabell
an Eistezvod, e livirin ez eus, el lazou-kana a vez o
keferata, alies en tu-hont da bemp kant a ganerien.
Diabarz ar babell a vez bravaet gant bannielou an holl
vroiou keltiek lakaet a-istribilh ouz an treustou. War ar
speurennou tro-dro d’ar sal divent-se e weler skeudennou
barzed brudet aet da anaon hag e lenner sturiou e
kembraeg evel ''Duw a phob daioni'' « Doue ha pep madelez »,
''Dan nawdd a hedd Duw'' « Dindan skoazell ha
peoc’h Doue », ''Dan nawdd Duw, a’i Dangnet'' « Dindan
gwarez Doue hag en e habasted », ''Iesu na ’d gamwaih''
« Jezus hep kammober », ''Y Gwir yn erbyn y Byd'' « ar
Gwir a-neb d’ar Bed », ''Calon wrth Calon'' « Kalon ouz
Kalon », ''Nid da lle gellir gwell'' « N’eus ket a vad pa heller
ober gwell », ''A laddo a leddir'' « A lazo a lazer », hag
all.
Penna priz ar varzoniez a zo eur gador-zero kizellet.
Ar barz-gounezer a vez lakaet da azeza er gador en deus
bet da briz. Kleze Arzur a vez astennet a-us d’e benn ha
da heul e teu an holl varzed da zisplega d’ezan eur pennad
gourc’hemeneou rimet. Koun am eus a veza bet pedet
eur wech d’ober eur gourc’hemenn evel-se : bez’ e trôis<noinclude><references/></noinclude>
o2p55q6tww6tsd1kpm9zeh2rc48k7lp
Ma c’houefig gwen
0
66678
209178
2026-09-12T12:55:04Z
Aveldro
601
Pajenn krouet gant : "<div class="text"> <pages index="Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu" header=1 from=53 to=55 /> </div> {{DEFAULTSORT:Ma c’houefig gwen}} [[Rummad:Mouez Meneou Kerne]]"
209178
wikitext
text/x-wiki
<div class="text">
<pages index="Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu" header=1 from=53 to=55 />
</div>
{{DEFAULTSORT:Ma c’houefig gwen}}
[[Rummad:Mouez Meneou Kerne]]
0l7g9zaqgjjoaqxxgic79aejgaw8se5
209181
209178
2026-09-12T12:59:49Z
Aveldro
601
209181
wikitext
text/x-wiki
<div class="text">
<pages index="Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu" header=1 from=53 to=55 />
</div>
{{DEFAULTSORT:Ma c’houefig gwen}}
[[Rummad:Mouez Meneou Kerne]]
[[Rummad:Skridoù-sonerezh]]
mwbe1mdd3prhi1sto287m4vw251zleq
Kaozeal:Ma c’houefig gwen
1
66679
209179
2026-09-12T12:58:12Z
Aveldro
601
/* Frañseza Nikolaz (Merc’h Breiz-Izel) */ rann nevez
209179
wikitext
text/x-wiki
== Frañseza Nikolaz (''Merc’h Breiz-Izel'') ==
Ganet e Groñvel e 1894, ha dimezet d’ar barzh Laorañs Mari Nikolaz (''Penn-Breton''), amezeien, eta, da Filomena.
Skrivañ a raent o zri e-barzh ''Kroaz ar Vretoned''.
--[[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 9 Mez 2017 da 22:53 (CEST) [[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 12 Gwengolo 2026 da 14:58 (CEST)
afdko7ceva2hzeb3d8ppr47hvf143em
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/4
102
66680
209186
2026-09-12T19:44:21Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "prim-ha-prim eun nebeut gwerzennou brezonek. Ar wech kenta e oa moarvat d’ar barz gounezer beza gourc’hemennet e yez hor Bro. An Eistezvod a badas pemp dervez, eus ar meurz, 18{{vet}} a C’houhere, d’ar Sadorn, 22. Henvel e voe labour ar pemp dervez-se. Diouz ar beure, goude lidou ar C’horsez, da lavarout eo war-dro 10 eur pe 10 eur hanter, e raed bodadenn ar c’henstrivadegou (ar Sadorn 22, e tigoras ar vodadenn da unnek eur hepken). Diouz an noz, da...
209186
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|84|GWALARN|}}</noinclude>prim-ha-prim eun nebeut gwerzennou brezonek. Ar wech
kenta e oa moarvat d’ar barz gounezer beza gourc’hemennet
e yez hor Bro.
An Eistezvod a badas pemp dervez, eus ar meurz, 18{{vet}}
a C’houhere, d’ar Sadorn, 22. Henvel e voe labour ar
pemp dervez-se. Diouz ar beure, goude lidou ar C’horsez,
da lavarout eo war-dro 10 eur pe 10 eur hanter, e
raed bodadenn ar c’henstrivadegou (ar Sadorn 22, e tigoras
ar vodadenn da unnek eur hepken). Diouz an noz, da
seiz eur hanter, e oa ar sonadeg ma kleved enni gwella
sonerien ha kanerien ar Vro: Ben Davies, Maggie Davies,
Clara Butt, Miriam Jones, Hannah Jones, Trevor Evans,
Daniel Price, David Hughes, hag all, strollad telennere-
zed an dimezell Annie T. Jones (12 telenn), laz-kana itronezed
Kembre (hanter-kant mouez) bleniet gand an itron
Clara Novello Davies, laz-kana an Eistezvod (500 mouez),
hag al laz-binviou en e bez (100 a sonerien).
An eil penn-devez a yea da zegemeridigeziou gant tud
e karg (24), banveziou (25), baleadennou dre gêr. Kevredigeziou
a zo a Vro-Gembre a reas o mad eus sizunvez an
Eistezvod evid ober kendalc’hiou e Kêrdiz. Breuriez koz
ha brudet ar ''Cymmrodorion'' en em vodas en ti-kêr, al
lun 17, da seiz eur noz, dindan leviadur Maer Kêrdiz.
Ar merc’her 19, diouz ar beure, e voe eun dalc’h all
eus ar vreuriez-se a-gevret gand ar ''Welsh Utilization Society''.
En diou vodadenn-ze e voe kuzuliet diwar-benn
kemend a sell ouz ar Gelennadurez vicherel e Kembre hag
al lec’h rôet d’ar c’hembraeg er skoliou.
Ar yaou, 20{{vet}} a C’houhere, etre mogeriou an Ti-kêr,
e voe dalc’het eur c’hendalc’h meur eus Kevredigez an
Eistezvod hag ar C’horsez (''Cymdeithas yr Eisteddfod a’r Orsedd''),
dindan leviadur Houva Môn. Lennet e voe
danevellou-skrid, sellet ouz kontou, ha rag-aozet an Eistezvodou
broadel abenn 1900 ha 1901. Antronoz, da beder
eur hanter en endervez, en Ti-kêr bepred, e voe graet,
dindan renadur Lady Windsor, eur vodadenn eus an
''Association for promoting the Education of Girls in Wales''.
An Doktor Isambard Owen hag ar penrener-kelendi
Viriamu Jones a reas eno prezegennou (26).
Er bodadegou a voe etre kannaded ar broiou keltiek
e-pad ar goueliou, Fournier d’ Albe ha Lord Castletown
ne golljont ket o amzer. Diazezet o deus da vat eur gevredigez
keltiek ha ma n’he deus ket houman taolet an holl
frouez edod o c’hortoz neuze, n’eo ket aet koulskoude o
labour da goll en holl-d’an-holl. Diwar ze ez eo deuet
stankoc’h-stanka an darempredou etre ar Gelted, dreist-holl
etre Kembreïz ha Breiziz. Hag ar menoziou a vreudeuriez,
a genunvaniez hag a genskoazellerez hadet ganto
a gavo abred pe ziwezad tud d’o seveni.<noinclude><references/>
<br>
{{Dehou|Fransez VALLEE.|2}}
(''Da genderc’hel'').</noinclude>
crmm362cgzrtqimsjal741b96la61qi
209192
209186
2026-09-12T20:43:47Z
Aveldro
601
209192
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|84|GWALARN|}}</noinclude>prim-ha-prim eun nebeut gwerzennou brezonek. Ar wech
kenta e oa moarvat d’ar barz gounezer beza gourc’hemennet
e yez hor Bro.
An Eistezvod a badas pemp dervez, eus ar meurz, 18{{vet}}
a C’houhere, d’ar Sadorn, 22. Henvel e voe labour ar
pemp dervez-se. Diouz ar beure, goude lidou ar C’horsez,
da lavarout eo war-dro 10 eur pe 10 eur hanter, e
raed bodadenn ar c’henstrivadegou (ar Sadorn 22, e tigoras
ar vodadenn da unnek eur hepken). Diouz an noz, da
seiz eur hanter, e oa ar sonadeg ma kleved enni gwella
sonerien ha kanerien ar Vro: Ben Davies, Maggie Davies,
Clara Butt, Miriam Jones, Hannah Jones, Trevor Evans,
Daniel Price, David Hughes, hag all, strollad telennere-
zed an dimezell Annie T. Jones (12 telenn), laz-kana itronezed
Kembre (hanter-kant mouez) bleniet gand an itron
Clara Novello Davies, laz-kana an Eistezvod (500 mouez),
hag al laz-binviou en e bez (100 a sonerien).
An eil penn-devez a yea da zegemeridigeziou gant tud
e karg <ref>Al lun d’an noz, 17{{vet}} a C’houere, an deiz ma tegouezjomp e Kêrdiz, e voe rôet eun degemeridigez e Leordi-kêr gand ar Maer hag ar Vaerez, Sir Thomas ha Lady Morel, en enor d’an Eistezvod. Kannaded ar broiou heltiek a oa bet pedet.</ref>, banveziou <ref>Ar Sadorn, 22 a C’houere, da zek eur beure, banvez an Eistezvod en Ti-kér. Pep kannad holl-geltiek a voe kaset d’ezan eur gartenn-gouvia digant Lord Windsor (''Ifor Morganwg''), levier-meur Eistezvod Vrôadel 1899.</ref>, baleadennou dre gêr. Kevredigeziou
a zo a Vro-Gembre a reas o mad eus sizunvez an
Eistezvod evid ober kendalc’hiou e Kêrdiz. Breuriez koz
ha brudet ar ''Cymmrodorion'' en em vodas en ti-kêr, al
lun 17, da seiz eur noz, dindan leviadur Maer Kêrdiz.
Ar merc’her 19, diouz ar beure, e voe eun dalc’h all
eus ar vreuriez-se a-gevret gand ar ''Welsh Utilization Society''.
En diou vodadenn-ze e voe kuzuliet diwar-benn
kemend a sell ouz ar Gelennadurez vicherel e Kembre hag
al lec’h rôet d’ar c’hembraeg er skoliou.
Ar yaou, 20{{vet}} a C’houhere, etre mogeriou an Ti-kêr,
e voe dalc’het eur c’hendalc’h meur eus Kevredigez an
Eistezvod hag ar C’horsez (''Cymdeithas yr Eisteddfod a’r Orsedd''),
dindan leviadur Houva Môn. Lennet e voe
danevellou-skrid, sellet ouz kontou, ha rag-aozet an Eistezvodou
broadel abenn 1900 ha 1901. Antronoz, da beder
eur hanter en endervez, en Ti-kêr bepred, e voe graet,
dindan renadur Lady Windsor, eur vodadenn eus an
''Association for promoting the Education of Girls in Wales''.
An Doktor Isambard Owen hag ar penrener-kelendi
Viriamu Jones a reas eno prezegennou <ref>''Eisteddfod Genedlaethol Frenhinol Cymru, Cadair Gwent a Morganwg, a Gorsedd Bairdd Ynys Prydain, Caerdydd'', 1899, ''Rhaglen Swyddogol. The Royal National Eisteddfod of Wales, the Chair of Gwent and Morganwg, and the Gorsedd of the Bards of the Isle of Britain, Cardiff''. 1899, ''Official Programme (Printed and Published by Western Mail. Lld., Cardiff).</ref>.
Er bodadegou a voe etre kannaded ar broiou keltiek
e-pad ar goueliou, Fournier d’ Albe ha Lord Castletown
ne golljont ket o amzer. Diazezet o deus da vat eur gevredigez
keltiek ha ma n’he deus ket houman taolet an holl
frouez edod o c’hortoz neuze, n’eo ket aet koulskoude o
labour da goll en holl-d’an-holl. Diwar ze ez eo deuet
stankoc’h-stanka an darempredou etre ar Gelted, dreist-holl
etre Kembreïz ha Breiziz. Hag ar menoziou a vreudeuriez,
a genunvaniez hag a genskoazellerez hadet ganto
a gavo abred pe ziwezad tud d’o seveni.<noinclude><references/>
<br>
{{Dehou|Fransez VALLEE.|2}}
(''Da genderc’hel'').</noinclude>
g4pju8b70uj8ymt0xr82zw2k3dl87j5
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/5
102
66682
209187
2026-09-12T20:20:30Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <noinclude><br> Pelloc’h, en hevelep danevell, o komz eus ar gwiskamant iskis (tok kern-uhel ha mantell hir) a veze gwisket c’hoaz gant merc’hed koz Kembre, e lavar ouspenn : « E diaraog al ''llwfan'', e c’helled studia gwiskamant ar C’heumraezed koz diouz eur patrom anezan yaouank ha koantik-holl : eun dimezell gaer, livrin he dioujod, he doa, d’ober enor da ouel penna he bro, gwisket eun tok-kern-uhel nevez-flamm hag eur vantell ruz. Ar...
209187
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|85}}</noinclude><nowiki/>
<noinclude><br>
Pelloc’h, en hevelep danevell, o komz eus ar gwiskamant iskis (tok kern-uhel ha mantell hir) a veze gwisket c’hoaz gant merc’hed koz Kembre, e lavar ouspenn :
« E diaraog al ''llwfan'', e c’helled studia gwiskamant ar C’heumraezed
koz diouz eur patrom anezan yaouank ha koantik-holl : eun dimezell gaer, livrin he dioujod, he doa, d’ober enor da ouel penna he bro, gwisket eun tok-kern-uhel nevez-flamm hag eur vantell ruz. Ar Geumraez touet-se a gomze eun nebeudig an alamaneg hag e reas
an neuz da stanka he diouskouarn pa slagas Houva Môn da brezeg ». Hugo Schuchardt, ''Lettres celtiques'', trôet e galleg gant Firmery hag embannet war ''Annales de Bretagne'', II, 1886, pp. 314, 319.
Abaoue an amzer ma skrive al linennou-man, en deus Hugo Schuchardt trôet e aked ouz an euskareg hag eus keltiegour ez eo aet da euskaregour. Eun niver labouriou eus an talvoudeka a zo bet embannet gantan diwar-benn ar yez-se hag eman breman ezel a enor eus
Breuriez-Veur an Euskareg (''Euskaltzaindi''), E. Ernault, ''Adresse de l’Académie bretonne à l’Académie basque'' ; G. Lacombe, ''Réponse de l’Académie de langue basque à l’Académie bretonne'', tennet diwar ''Revue internationale des Etudes basques''. Sant-Sebastian, 1925, pp. 7-8, 15.
(23) Sed-aman anoiou levierien Eistezvod Vrôadel Kérdiz : — Kenta devez : Lord Windsor, Lord Tredegar, O. M. Edwards ; — Eil devez : J. M. Maclean, Lord Castletown ; — Trede devez : Sir Thomas Morel, Maer Kêrdiz, Doktor Isambard Owen ; — Pevare devez : ar penrener-kelendi Viriamu Jones, an ''alderman'' David Jones ; — Pempet devez : E. W. M. Corbett.
(24) Al lun d’an noz, 17{{vet}} a C’houere, an deiz ma tegouezjomp e Kêrdiz, e voe rôet eun degemeridigez e Leordi-kêr gand ar Maer hag ar Vaerez, Sir Thomas ha Lady Morel, en enor d’an Eistezvod. Kannaded ar broiou heltiek a oa bet pedet.
(25) Ar Sadorn, 22 a C’houere, da zek eur beure, banvez an Eistezvod en Ti-kér. Pep kannad holl-geltiek a voe kaset d’ezan eur gartenn-gouvia digant Lord Windsor (''Ifor Morganwg''), levier-meur Eistezvod Vrôadel 1899.
(26) ''Eisteddfod Genedlaethol Frenhinol Cymru, Cadair Gwent a Morganwg, a Gorsedd Bairdd Ynys Prydain, Caerdydd'', 1899, ''Rhaglen Swyddogol. The Royal National Eisteddfod of Wales, the Chair of Gwent and Morganwg, and the Gorsedd of the Bards of the Isle of
Britain, Cardiff''. 1899, ''Official Programme (Printed and Published by Western Mail. Lld., Cardiff).</noinclude><noinclude><references/></noinclude>
f2qg00cqnjtf35iqzb4x2vnvem9lrso
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/6
102
66683
209195
2026-09-12T21:00:19Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> {{Kreizañ|<big>IV</big>}} <div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">E KERDIZ (KENDALC'H). LORD BUTE HAG E GASTELL. — AR VADEZOURIEN HAG O CHAPEL. — SKOLIOU-KER. — AL LEORDI. — AR MIRDI. — TI MOULEREZ HA BUREVIOU AR ''WESTERN NEWS''.</div> Gwelet em eus e Kêrdiz kastell Lord Bute, eur c’hastell koz, d’ezan touriou ha mogeriou kranellet, bet savet gwechall gand an Normaned ha kempennet eus ar c’haera gand ar per..."
209195
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|103}}
<br>
::{{Ment|'''Envorennou diwar va beajou'''|180}}
::::::::{{Ment|'''e Breiz-Veur hag Iwerzon'''|180}}
{{Kreizañ|'''(1899-1907)'''}}
{{Kreizañ|'''<small>(Kendalc’h)</small>'''}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|<big>IV</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">E KERDIZ (KENDALC'H). LORD BUTE HAG E GASTELL. — AR VADEZOURIEN HAG O CHAPEL. — SKOLIOU-KER. — AL LEORDI. — AR MIRDI. — TI MOULEREZ HA BUREVIOU AR ''WESTERN NEWS''.</div>
Gwelet em eus e Kêrdiz kastell Lord Bute, eur c’hastell
koz, d’ezan touriou ha mogeriou kranellet, bet savet
gwechall gand an Normaned ha kempennet eus ar c’haera
gand ar perc’hen breman a dremen evid ar pinvidika a
Vreiz-Veur. D’ezan ez oa an holl dachenn ma ’z eus lennou,
kanoliou-dour, kaeou lestra-dikestra, glaoulec’hiou,
tiez hent-houarn hag entrepaouezou porz-mor Kêrdiz. N’eo
ket souez en dije dastumet en e gastell pinvidigeziou
eleiz: dereziou maen-marbr ruz, kambrou lieslivet hag
alaouret-holl gand arabeskennou diwar skouer re an
Alhambra er Spagn, saliou-kibella graet penn-da-benn,
muriou, leurenn ha kibell, gant mein-onus, hag all. Kaera
a welis e diabarz ar c’hastell ez oa ar sal-zibri en em
astenn hed-ha-hed talbenn ar c’hastell: skeudennet eo
war ar muriou anezi holl istor Bro-Gembre. An dud a zo
livet en o ment-natur pe dost. Ar gouvidi, e-pad ar pred,
o devez dirag o daoulagad holl daoliou-kaer Kembreïz
gwechall.
Evid ar goueliou ez oa bet diavaez ar c’hastell golôet-holl
a vannielou seiz eus ar c’haera, broudet warno ardameziou
a bep doare. An holl vannielou-ze o skedi ouz
an heol war diou gell-tenval mogeriou an ti-meur a rea
d’an daoulagad eun arvest dudius-kenan.
Lord-Bute, war am eus klevet, eus hugunod a oa deuet
da gatolig gredus. Tremen a rea e amzer o studia war
liderez ha pedennerez an Iliz katolik hag o trei anezo
diwar all latin e saozneg. Degemeret ez omp bet eus ar
gwella en e gastell ha graet eo bet d’eomp gwelout pep
tra. Nemed evid ar perc’hen n’hon eus ket e welet. Lord
Bute a vev en distro gand e studiou (27).
Diwar-benn ar vadezourien hag o chapel, red eo diskouez
da genta penaos em eus graet anaoudegez ganto.
E-touez va mignoned, ez oa eun den eus ar gwella, an
aotrou Thomas, ''Cochfarf'' « Koc’hvarv » eus e ano-barz (28).
Evel ma oa unan eus pennou ar vadezourien,
e fellas d’ezan diskouez d’in e chapel. Eur fentus a chapel,
e gwirionez, pa daly war eun dro da lec’h-pedi ha da
lenn-vadezi !
Ar vadezourien, evel ouzoc’h, n’o deus miret eus
eus ar sakramantou nemed unan: ar vadiziant, Houman
avat a reont evel sant Yan gwechall er Jourden.
En kêr, o deus savet saliou simantet a vez leuniet
a zour da oueliou-zo ma teu ar vadezourien d’ober enno
lidou o badiziant. Ne vez rôet ganto ar vadiziant nemet
da dud deuet en o oad hag evit beza badezet mat e ranker
beza soubet penn-kil-ha-troad e-kreiz an dour. Evit distrei
d’o chapel a Gêrdiz, lem-laka eo al leurenn anezi ha
dindan en em gav al lenn-zour vras da vadezi.
An deiz ma ’z is d’ar chapel n’oa ket deiz-badiziant an
hini e oa, hogen deiz skol-sul ha ranket em eus klevout
displega pennadou ar Skritur-Sakr gant pep hini eus ar
Gristenien dastumet eno. Va-unan e lennis eus va gwella
va fennad el levr bras a Skritur a oa bet rôet d’in. Nemet,
pa voe goulennet diganin ober eur ger a zisklêriadur, en
em gavis eun tammig nec’het. Kembreïz a zo, evel pa
lavarfen, maget gant studi ar Skritur-Sakr, hag ar pep
paoura anezo zoken a zo gouest da zisklêria ne vern pe
bennad eus an daou Destamant (29). En deiz-se end-eeun<noinclude><references/></noinclude>
i5hoemf1x83y85h8yc9z2ohbd1wxq5c
209202
209195
2026-09-13T08:55:36Z
Aveldro
601
209202
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|103}}
<br>
::{{Ment|'''Envorennou diwar va beajou'''|180}}
::::::::{{Ment|'''e Breiz-Veur hag Iwerzon'''|180}}
{{Kreizañ|'''(1899-1907)'''}}
{{Kreizañ|'''<small>(Kendalc’h)</small>'''}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|<big>IV</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">E KERDIZ (KENDALC'H). LORD BUTE HAG E GASTELL. — AR VADEZOURIEN HAG O CHAPEL. — SKOLIOU-KER. — AL LEORDI. — AR MIRDI. — TI MOULEREZ HA BUREVIOU AR ''WESTERN NEWS''.</div>
Gwelet em eus e Kêrdiz kastell Lord Bute, eur c’hastell
koz, d’ezan touriou ha mogeriou kranellet, bet savet
gwechall gand an Normaned ha kempennet eus ar c’haera
gand ar perc’hen breman a dremen evid ar pinvidika a
Vreiz-Veur. D’ezan ez oa an holl dachenn ma ’z eus lennou,
kanoliou-dour, kaeou lestra-dikestra, glaoulec’hiou,
tiez hent-houarn hag entrepaouezou porz-mor Kêrdiz. N’eo
ket souez en dije dastumet en e gastell pinvidigeziou
eleiz: dereziou maen-marbr ruz, kambrou lieslivet hag
alaouret-holl gand arabeskennou diwar skouer re an
Alhambra er Spagn, saliou-kibella graet penn-da-benn,
muriou, leurenn ha kibell, gant mein-onus, hag all. Kaera
a welis e diabarz ar c’hastell ez oa ar sal-zibri en em
astenn hed-ha-hed talbenn ar c’hastell: skeudennet eo
war ar muriou anezi holl istor Bro-Gembre. An dud a zo
livet en o ment-natur pe dost. Ar gouvidi, e-pad ar pred,
o devez dirag o daoulagad holl daoliou-kaer Kembreïz
gwechall.
Evid ar goueliou ez oa bet diavaez ar c’hastell golôet-holl
a vannielou seiz eus ar c’haera, broudet warno ardameziou
a bep doare. An holl vannielou-ze o skedi ouz
an heol war diou gell-tenval mogeriou an ti-meur a rea
d’an daoulagad eun arvest dudius-kenan.
Lord-Bute, war am eus klevet, eus hugunod a oa deuet
da gatolig gredus. Tremen a rea e amzer o studia war
liderez ha pedennerez an Iliz katolik hag o trei anezo
diwar all latin e saozneg. Degemeret ez omp bet eus ar
gwella en e gastell ha graet eo bet d’eomp gwelout pep
tra. Nemed evid ar perc’hen n’hon eus ket e welet. Lord
Bute a vev en distro gand e studiou <ref>Lord Bute a oa penrener Breuriez ar ''Cymmrodorion''. Eun den brokus a zo anezan ivez. War roll ar brofourien evid Eistezvod-Veur 1899, e teue er c’henta penn gand eur ro a 250 livr saoz. Lord Windsor ha Maer Kêrdiz, Sir Thomas Morel, a zeue war e lerc’h gant peb a ro a 200 livr saoz.</ref>.
Diwar-benn ar vadezourien hag o chapel, red eo diskouez
da genta penaos em eus graet anaoudegez ganto.
E-touez va mignoned, ez oa eun den eus ar gwella, an
aotrou Thomas, ''Cochfarf'' « Koc’hvarv » eus e ano-barz <ref>Da lavarout eo « Baro-ruz, Ruz-varo, Ruz e varo ». ''Coch'' « koc’h » a dalv kement ha « ruz » e brezoneg Kembre. Hen-geltieg ''kokko''. Kenveria ''kokkon'' « rubens granum » e Galatia hag e Luzitania, en amzer Plinius Secundus, ha ''kokkolobis'' « rezin ruz » e Bro-Spagn, en hevelep koulz, ''Rev. celt''. 1907, p. 237, not. 1.</ref>.
Evel ma oa unan eus pennou ar vadezourien,
e fellas d’ezan diskouez d’in e chapel. Eur fentus a chapel,
e gwirionez, pa daly war eun dro da lec’h-pedi ha da
lenn-vadezi !
Ar vadezourien, evel ouzoc’h, n’o deus miret eus
eus ar sakramantou nemed unan: ar vadiziant, Houman
avat a reont evel sant Yan gwechall er Jourden.
En kêr, o deus savet saliou simantet a vez leuniet
a zour da oueliou-zo ma teu ar vadezourien d’ober enno
lidou o badiziant. Ne vez rôet ganto ar vadiziant nemet
da dud deuet en o oad hag evit beza badezet mat e ranker
beza soubet penn-kil-ha-troad e-kreiz an dour. Evit distrei
d’o chapel a Gêrdiz, lem-laka eo al leurenn anezi ha
dindan en em gav al lenn-zour vras da vadezi.
An deiz ma ’z is d’ar chapel n’oa ket deiz-badiziant an
hini e oa, hogen deiz skol-sul ha ranket em eus klevout
displega pennadou ar Skritur-Sakr gant pep hini eus ar
Gristenien dastumet eno. Va-unan e lennis eus va gwella
va fennad el levr bras a Skritur a oa bet rôet d’in. Nemet,
pa voe goulennet diganin ober eur ger a zisklêriadur, en
em gavis eun tammig nec’het. Kembreïz a zo, evel pa
lavarfen, maget gant studi ar Skritur-Sakr, hag ar pep
paoura anezo zoken a zo gouest da zisklêria ne vern pe
bennad eus an daou Destamant <ref>Kenveria Teheked Bohemia er XIV{{vet}} kantved, L. Léger, ''la Renaissance tchèque au XIX<sup>e</sup> siècle, Paris'', 1911, p. 5.</ref>. En deiz-se end-eeun<noinclude><references/></noinclude>
czqury6ruz3ki1uxnvuna6j1ddkec91
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/8
102
66684
209196
2026-09-12T21:14:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> {{Kreizañ|'''NOTENNOU'''}} (27) Lord Bute a oa penrener Breuriez ar ''Cymmrodorion''. Eun den brokus a zo anezan ivez. War roll ar brofourien evid Eistezvod-Veur 1899, e teue er c’henta penn gand eur ro a 250 livr saoz. Lord Windsor ha Maer Kêrdiz, Sir Thomas Morel, a zeue war e lerc’h gant peb a ro a 200 livr saoz. (28) Da lavarout eo « Baro-ruz, Ruz-varo, Ruz e varo ». ''Coch'' « koc’h » a dalv kement ha « ruz » e brezoneg Kembre...
209196
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|105}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|'''NOTENNOU'''}}
(27) Lord Bute a oa penrener Breuriez ar ''Cymmrodorion''. Eun den brokus a zo anezan ivez. War roll ar brofourien evid Eistezvod-Veur 1899, e teue er c’henta penn gand eur ro a 250 livr saoz. Lord Windsor ha Maer Kêrdiz, Sir Thomas Morel, a zeue war e lerc’h gant peb a ro a 200 livr saoz.
(28) Da lavarout eo « Baro-ruz, Ruz-varo, Ruz e varo ». ''Coch'' « koc’h » a dalv kement ha « ruz » e brezoneg Kembre. Hen-geltieg ''kokko''. Kenveria ''kokkon'' « rubens granum » e Galatia hag e Luzitania, en amzer Plinius Secundus, ha ''kokkolobis'' « rezin ruz » e Bro-Spagn, en hevelep koulz, ''Rev. celt''.
1907, p. 237, not. 1.
(29) Kenveria Teheked Bohemia er XIV{{vet}} kantved, L. Léger, ''la Renaissance tchèque au XIX<sup>e</sup> siècle, Paris'', 1911, p. 5.
(30) ''Swansea'' e saozneg.
(31) ''Lakenn'' a vez graet eus eur gwernis kaer-dispar a Vro-Sina, du pe ruz al liou anezan.
(32) ''Syr'' (distagit ''Seur'') a zo, e kembraeg, an hevelep ger hag ar saozneg ''Sir'' (a vez distaget ivez ''Seur''). Pa raer gant heman ez distag, en divizou, e talv kement hag ar ger « aotrou ».
Stag ouz eun ano-den, eun ano a enor eo o verka ar varc’hegelez pe ar varonigelez.
(33) Moulet evid ar wech kenta war al levrig ''Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver''), Er ''Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru'', p. 6 Sant-Brieg, J. Guyon, mouler-levrer, 1899).
''Da staga ouz ''Gwalarn'' », p. 83, bann 2, dilinenna 2, e notenn :''
Diwar-benn istor ar C’horsez, evel m’eman danevellet gand ar geltiegourien, « torrerien-skeudennou anezo » (gouez da Evan Price), lenn J. Vendryes, ''Rev. celt''. 1911, pp. 240-2. Kenveria J. Rhys, ''Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom (The Hibbert Lectures'', 1886), eil mouladur, London, 1892, pp. 17-8 (oviz), 204-5, 208-10 gorsez) ; D’Arbois de Jubainville, ''Introduction à l’étude de la Littérature celtique'', Paris, 1883, pp. 63-68 (barz), 231-40 (drouiz), 241-5 (vatis). Mistri kelennerien Skoliou-meur Kembre, en em gemer hizio ouz ar C’horsez en ano ar Ouiziegez reiz ha Gwirionded an Istor, a ve mat d’ezo kouna kemend en deus graet an ensavadur-ze, abaoe daou-c’hant vloaz, evit harpa yez ha lennegez Kembre, gant pebez gred en deus maget tan ar garantez-vro e kalon Kembreiz ha pebez mammenn dispar a nerz e voe evid ar C’horsezourien ar gredenn ma kendalc’hent gand eur roudenn vrudet bet pleustret ez didorr abaoe an hended pella. Panevet d’ar C’horsez ha d’an Eistezvod d’he skora, e oa ar c’hembraeg hizio, moarvat, ken truezus e stad hag hini ar brezoneg. Kenveria ''Kroaz ar Vretoned'', 5 a viz Eost 1906, p. 3, bann 1 (''Goueliou Sant-Brieg'', gant D…).<noinclude><references/></noinclude>
o28s0sr2rxug0y2ltc1czggtrb6sjx4
209198
209196
2026-09-12T21:19:21Z
Aveldro
601
209198
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||GWALARN|105}}</noinclude><nowiki/>
<noinclude><br>
{{Kreizañ|'''NOTENNOU'''}}
(27) Lord Bute a oa penrener Breuriez ar ''Cymmrodorion''. Eun den brokus a zo anezan ivez. War roll ar brofourien evid Eistezvod-Veur 1899, e teue er c’henta penn gand eur ro a 250 livr saoz. Lord Windsor ha Maer Kêrdiz, Sir Thomas Morel, a zeue war e lerc’h gant peb a ro a 200 livr saoz.
(28) Da lavarout eo « Baro-ruz, Ruz-varo, Ruz e varo ». ''Coch'' « koc’h » a dalv kement ha « ruz » e brezoneg Kembre. Hen-geltieg ''kokko''. Kenveria ''kokkon'' « rubens granum » e Galatia hag e Luzitania, en amzer Plinius Secundus, ha ''kokkolobis'' « rezin ruz » e Bro-Spagn, en hevelep koulz, ''Rev. celt''.
1907, p. 237, not. 1.
(29) Kenveria Teheked Bohemia er XIV{{vet}} kantved, L. Léger, ''la Renaissance tchèque au XIX<sup>e</sup> siècle, Paris'', 1911, p. 5.
(30) ''Swansea'' e saozneg.
(31) ''Lakenn'' a vez graet eus eur gwernis kaer-dispar a Vro-Sina, du pe ruz al liou anezan.
(32) ''Syr'' (distagit ''Seur'') a zo, e kembraeg, an hevelep ger hag ar saozneg ''Sir'' (a vez distaget ivez ''Seur''). Pa raer gant heman ez distag, en divizou, e talv kement hag ar ger « aotrou ».
Stag ouz eun ano-den, eun ano a enor eo o verka ar varc’hegelez pe ar varonigelez.
(33) Moulet evid ar wech kenta war al levrig ''Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver''), Er ''Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru'', p. 6 Sant-Brieg, J. Guyon, mouler-levrer, 1899).
''Da staga ouz ''Gwalarn'' », p. 83, bann 2, dilinenna 2, e notenn :''
Diwar-benn istor ar C’horsez, evel m’eman danevellet gand ar geltiegourien, « torrerien-skeudennou anezo » (gouez da Evan Price), lenn J. Vendryes, ''Rev. celt''. 1911, pp. 240-2. Kenveria J. Rhys, ''Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom (The Hibbert Lectures'', 1886), eil mouladur, London, 1892, pp. 17-8 (oviz), 204-5, 208-10 gorsez) ; D’Arbois de Jubainville, ''Introduction à l’étude de la Littérature celtique'', Paris, 1883, pp. 63-68 (barz), 231-40 (drouiz), 241-5 (vatis). Mistri kelennerien Skoliou-meur Kembre, en em gemer hizio ouz ar C’horsez en ano ar Ouiziegez reiz ha Gwirionded an Istor, a ve mat d’ezo kouna kemend en deus graet an ensavadur-ze, abaoe daou-c’hant vloaz, evit harpa yez ha lennegez Kembre, gant pebez gred en deus maget tan ar garantez-vro e kalon Kembreiz ha pebez mammenn dispar a nerz e voe evid ar C’horsezourien ar gredenn ma kendalc’hent gand eur roudenn vrudet bet pleustret ez didorr abaoe an hended pella. Panevet d’ar C’horsez ha d’an Eistezvod d’he skora, e oa ar c’hembraeg hizio, moarvat, ken truezus e stad hag hini ar brezoneg. Kenveria ''Kroaz ar Vretoned'', 5 a viz Eost 1906, p. 3, bann 1 (''Goueliou Sant-Brieg'', gant D…).
</noinclude><noinclude><references/></noinclude>
lupj90xlzkvd8trwra6k4kfv977jyfw
209199
209198
2026-09-12T21:19:46Z

''Da staga ouz « ''Gwalarn'' », p. 83, bann 2, dilinenna 2, e notenn :''
Diwar-benn istor ar C’horsez, evel m’eman danevellet gand ar geltiegourien, « torrerien-skeudennou anezo » (gouez da Evan Price), lenn J. Vendryes, ''Rev. celt''. 1911, pp. 240-2. Kenveria J. Rhys, ''Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom (The Hibbert Lectures'', 1886), eil mouladur, London, 1892, pp. 17-8 (oviz), 204-5, 208-10 gorsez) ; D’Arbois de Jubainville, ''Introduction à l’étude de la Littérature celtique'', Paris, 1883, pp. 63-68 (barz), 231-40 (drouiz), 241-5 (vatis). Mistri kelennerien Skoliou-meur Kembre, en em gemer hizio ouz ar C’horsez en ano ar Ouiziegez reiz ha Gwirionded an Istor, a ve mat d’ezo kouna kemend en deus graet an ensavadur-ze, abaoe daou-c’hant vloaz, evit harpa yez ha lennegez Kembre, gant pebez gred en deus maget tan ar garantez-vro e kalon Kembreiz ha pebez mammenn dispar a nerz e voe evid ar C’horsezourien ar gredenn ma kendalc’hent gand eur roudenn vrudet bet pleustret ez didorr abaoe an hended pella. Panevet d’ar C’horsez ha d’an Eistezvod d’he skora, e oa ar c’hembraeg hizio, moarvat, ken truezus e stad hag hini ar brezoneg. Kenveria ''Kroaz ar Vretoned'', 5 a viz Eost 1906, p. 3, bann 1 (''Goueliou Sant-Brieg'', gant D…).
</noinclude><noinclude><references/></noinclude>
590dwtkj4ckweg5hlvjl1ifmcvywq26
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/7
102
66685
209200
2026-09-13T08:48:26Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e welis eur paotr bihan, ker bihan ma voe red d’ezan pignat war an daol evit beza selaouet, o tisklêria ar Skritur gand eur vouez reiz hag uhel en eun doare souezus. War an anaoudegez-se eus ar Skritur e sav ar vistri, evel war eun diazez, eur bern anaoudegeziou all. Da skouer, o studia Lizeriou an Ebestel, e tesker douaroniez koz ar bed roman. N’oun ket souezet en dije lavaret Lloyd George en doa punset ar pep krenva eus e zeskamant e kenteliou ar sk...
209200
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|104|GWALARN|}}</noinclude>e welis eur paotr bihan, ker bihan ma voe red d’ezan pignat
war an daol evit beza selaouet, o tisklêria ar Skritur
gand eur vouez reiz hag uhel en eun doare souezus.
War an anaoudegez-se eus ar Skritur e sav ar vistri, evel
war eun diazez, eur bern anaoudegeziou all. Da skouer,
o studia Lizeriou an Ebestel, e tesker douaroniez koz ar
bed roman. N’oun ket souezet en dije lavaret Lloyd George
en doa punset ar pep krenva eus e zeskamant e kenteliou
ar skol-sul a heulie en e vugaleerez.
Skoliou all am eus gwelet e Kêrdiz, a-gevret gand eur
mignon anvet Charlez Morgan, a oa mestr-skol. Amzer
vak ez oa evid ar skoliou, gant-se edo goullo ar c’hambrou-studi
hag ar c’hlasou. Arvestet em eus ouz ar re-man,
kempennet-kaer, sklerijennet-mat ha reizet pep tra
enno e sell da zigeri spered ar vugale ha d’e drei ouz
karantez Kembre ha karantez Doue. Dre-holl war ar muriou
e weler enskrivet e kembraeg sturiou brogar pe kenteliou
kristen tennet eus ar Skritur-Sakr.
Aet oun ivez da welout Leordi-kêr a zo eus ar c’haera,
uhel, ec’hon, rezadou prenestrou bras warnan, hag ennan
en tu-hont da 40.000 levr. Ar sal penna a zo sklerijennet
eus ar gwella gand eun dôenn volzet gwerennet-
holl. Brasa leordi holl brinselez Gembre eo Leondi Kêrdiz,
hag ennan eo ivez en em gav ar pinvidika dastumad
levriou ha dournskridou kembraek a zo er bed holl. E-touez
an dournskridou, n’heller ket tremen heb ober
meneg eus Levr Aneurin. Skrivet eo bet war baper maoutken
en trizekvet kantved gand eur manac’h bennak en
unan eus manatiou Kembre. Bez’ ez eus warnan eun
adskrivadur eus ar Gododin, barzoneg brudet savet diwar-benn
emgann bras Kaltraez a zo bet en hanternoz
Breiz-Veur, war-dro ar bloaz 590, etre Brezoned ar
c’horn-ze hag ar C’hermaned. Eun dournskrid kembraek
all, kaer-meurbet, a weler el Leordi ; skrivet eo bet war
heman, er pemzekvet kantved, lezennou ker fur ar roue
Howell Dda.
Menegi a rin ouspenn, e-touez pinvidigeziou Leordi
Kêrdiz : dihellou, teuliou, parichou ha paperiou koz a bep
seurt, talvoudus-bras evid istor ar vro, en o mesk eul lizer
diwar dourn Gwillim Morgan, eskob Llandav ha Sant-Asaph,
a reas er bloaz 1588 ar genta troidigez eus ar Skritur-Sakr
e kembraeg ; skoueriou eus ar c’hosa leoriou moulet ;
leoriou o tellezout ar sel en abeg da gaerder o golôennou ;
deoriou diwar-benn an evned, enno skeudennou
kaer livet gand an dourn ; livaduriou eus Bro-Sina hag
ar Japan, war baper riz ; leoriou diwar-benn an Ijinou-Kaer,
skeudennet-dispar ; tadlennou-douaroniez koz ; ha
kant ha kant a draou all a ra eus an Ti-ze evel eur baradoz
evid al lenneg hag an den a studi.
Lorc’h a vez gant Kembreïz Kèrdiz o tiskouez
an tenzor-ze, muioc’h c’hoaz eged evit brava paleziou o
c’hêr, rak dreist pep tra e lakeont ar studi ha kement tra
a sell ouz gwellaat hag uhelaat spered mab-den.
D’ar c’houlz-se al levraouegour e oa Ivano Jones. Miret
em eus e koun anezan eur gartenn-bost, skeudennet warni
al Leordi, gand eur geriennou hegarat diouz e zourn e
brezoneg reiz.
Penna leordi Kêrdiz ez eo heman. Adleordiou ha saliou-lenn
a gaver ouspenn e korniou all eus kêr.
Graet em boa anaoudegez gand eur mestr-kelenner saoz,
e ano Ambrose Story, hag hen katolig gredus hag unan
eus renerien Breuriez Danevellourien Sant Teilo. Eun
deiz em c’hemeras gantan d’an abardaez d’ober eun dro er
Mirdi. Eno e welis a bep seurt traou dudius, dreist-holl
diwar-benn istor ha henoniez ar Vro. En unan eus ar
saliou-ze, e-skourr ouz ar voger, e welis binviou iskis.
« Petra eo ar binviou-ze ? » a c’houlennis digant va
ambrouger. Heman, o veza n’oan ket krenv war ar saozneg
ha ne ouie ket e-unan ar c’hembraeg, a gomze d’in alïes
e latin. « ''Aratrum'' », a respontas. Nemet, o veza ma sone
ar ger e giz ar Saozon, em oa poan och intent ez oa eun
alar. E-kichen an alar prenn-ze, ez oa eur freilh henvell
ouz hor freilhou a Vreiz. ''Ffust'' eo an ano a ra Kembreïz
anezan, o kemerout evid ar benveg a-bez ano an troad
hepken. Souezet e voent pa lavaris ez oa ar benveg-ze boazet
c’hoaz e Breiz ha pa rôis d’ezo ano an holl rannou
anezan e brezoneg.
Ouspenn an hendraezou hag an arrebeuri koz e teu
drezo d’an den eun alberz eus buhez ha micheriou Kembreïz
gwechall e weler e Mindi Kêrdiz skoueriou stank eus
ijinerezou-kaer ar Vro : podou porselen eus labouradegou
Abertawe (30) ha Nantgarw, anezo henveladouriou eus podou
brudet Bro-Sina, hag eur bern japanaduriou »
eus Pontypool, da lavarout eo traezou oberiet dreist-holl
e prenn lufret ha lakennet (31) savet en XVIIIvet kantved
e Pontypool diwar patrom re ar Japan. Saliou all er
Mirdi a zo gouestlet d’an naturouriez : bez’ e weler enno,
gant peb a dikedennig merket warni hec’h anoiou, kement
plantenn a gresk e Breiz-Veur, hag eun dastumad
kaer-kenan eus holl evned Kembre, plouzet gant kemend
a ijin ken e lavarfe en den ez int beo, en o c’hichen o
neiziou hag o viou, hag endro da bep evn, kement ha ma
’z eo bet gallet ober, eun adsavadur gwirion eus al lec’h
ma plij ar muia d’ezan beva.
Er rann eus ar Mirdi gouestlet d’al liverez ha d’ar skulterez
eo e vez miret tenzor ar C’horsez, ennan {{Reizh|dreist--holl|dreist-holl}}
ar C’horn Hirlas savet gant Syr W. Goscombe John (32)
ha kinniget d’ar C’horsez gant Lord Tredigar. Eno ivez
e vez miret hanterenn ar C’hleze keltiat, an hanterenn all
o veza e Breiz-Vihan. Unanidigez an daou damm-ze war
ar Maen-Llog a zo unan eus penna lidou ar C’horsez. Eur
werzig am eus savet diwar-benn an unanidigez-se eus an
daou damm-kleze hag he c’hinniget d’an aotrounez Coch-
farf hag Arlunydd Penugarn. Setu-hi aman :
{{Kreizañ|Rann ar C’hleze}}
<poem>Ganimp, pa deujomp en Breiz, ’oa eur rann kleze dir,
Manet ganac’h an darn all, tud Cymru war ho tir :
Renet gant dorn an Otro, setu omp deuet-ni
Da gas d’ac’h hon rann-gleze, hon breudeur a Gymru.
Hwfa Môn en deus frammet darn Cymru ha darn Breiz :
Hon c’halonou, war eun dro, ’deus tridet en hon c’hreiz ;
N’ed eus breman ’med eur Vro, ’med eur yez, eur galon,
Hag enni evel eur mor a garante wirion.
Siouaz ! ’welan ’tont en-dro de c’houery ar c’himiad,
Daerou a gaony, a c’hlac’har, a veuz ma daoulagad
Rann ar c’hleze, a welan, ’vo rann hon c’halon-ni !
Doue daz miro, ma Breiz ! Doue daz miro Cymru ! ! (33)
</poem>
Graet em boa anaoudegez e Kêrdiz gand unan eus kenta
skrivanierien ar Western News, e ano Arthur Mee. Eun
den a zoare, disterik a gorf, hogen leun a vuhez ha speredet-kaer.
Mont a ris gantan da welout ti-moulerez ha
bureviou e gelaouenn a zo eus ar galloudeka eus Kêrdiz.
Eno eo em eus gwelet evid ar wech kenta petra eo reizadur
eur gelaouenn vras. E traon an ti ar gwaskerellou-tro
gant peb a geflusker tredanel ouz o lakaat en dro.
Uheloc’h e kaver bureviou ar skrivanierien e lec’h e voe
kinniget d’imp eun dra bennak da eva. E-touez ar re am
degemeras e oa eur C’hembread a lavaras d’in : « ''Gwladgarwr ydych chwi ?''
Eur c’har-e-vro ez oc’h c’houi ? »
Hag e tisklêrias d’in e oa hen e-unan douget-tre d’e vro
Gembre. Evid ar gelaouenn, eur gelaouenn saoznek n’eo
ken. N’eus enni lec’h ebet evid ar c’hembraeg. En uhela
solieradur an ti em eus gwelet ober skeudennou ar gelaouenn.
D’an noz, pa zegouez ar gelaouerien, e tegasont
ganto luc’hskeudennou eus an darvoudennou o devez
gwelet. Gand al luc’hskeudennou-ze em eus gwelet ober
engravaduriou a vo moulet e-pad an noz war ar c’helaouennou.
Ar re-man a vezo gwerzet er beurevez, hag,
evel-se, al lennerien o devo dirag o daoulagad war eun
dro desrevelladur ha skeudennadur an darvoudennou o
paouez degouezout en derc’hent.<noinclude><references/>
<br>
(''Da genderc’hel'').
{{Dehou|F. VALLEE.|2}}</noinclude>
63cueasiu3yohou8fybhvjdpvcds96s
209201
209200
2026-09-13T08:50:43Z
Aveldro
601
209201
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|104|GWALARN|}}</noinclude>e welis eur paotr bihan, ker bihan ma voe red d’ezan pignat
war an daol evit beza selaouet, o tisklêria ar Skritur
gand eur vouez reiz hag uhel en eun doare souezus.
War an anaoudegez-se eus ar Skritur e sav ar vistri, evel
war eun diazez, eur bern anaoudegeziou all. Da skouer,
o studia Lizeriou an Ebestel, e tesker douaroniez koz ar
bed roman. N’oun ket souezet en dije lavaret Lloyd George
en doa punset ar pep krenva eus e zeskamant e kenteliou
ar skol-sul a heulie en e vugaleerez.
Skoliou all am eus gwelet e Kêrdiz, a-gevret gand eur
mignon anvet Charlez Morgan, a oa mestr-skol. Amzer
vak ez oa evid ar skoliou, gant-se edo goullo ar c’hambrou-studi
hag ar c’hlasou. Arvestet em eus ouz ar re-man,
kempennet-kaer, sklerijennet-mat ha reizet pep tra
enno e sell da zigeri spered ar vugale ha d’e drei ouz
karantez Kembre ha karantez Doue. Dre-holl war ar muriou
e weler enskrivet e kembraeg sturiou brogar pe kenteliou
kristen tennet eus ar Skritur-Sakr.
Aet oun ivez da welout Leordi-kêr a zo eus ar c’haera,
uhel, ec’hon, rezadou prenestrou bras warnan, hag ennan
en tu-hont da 40.000 levr. Ar sal penna a zo sklerijennet
eus ar gwella gand eun dôenn volzet gwerennet-
holl. Brasa leordi holl brinselez Gembre eo Leondi Kêrdiz,
hag ennan eo ivez en em gav ar pinvidika dastumad
levriou ha dournskridou kembraek a zo er bed holl. E-touez
an dournskridou, n’heller ket tremen heb ober
meneg eus Levr Aneurin. Skrivet eo bet war baper maoutken
en trizekvet kantved gand eur manac’h bennak en
unan eus manatiou Kembre. Bez’ ez eus warnan eun
adskrivadur eus ar ''Gododin'', barzoneg brudet savet diwar-benn

skrivanierien ar ''Western News'', e ano Arthur Mee. Eun

m4yfqk3mjwgjktv6z3xlxnpl8xw5da6
209203
209201
2026-09-13T08:58:05Z

Abertawe <ref>''Swansea'' e saozneg.</ref> ha Nantgarw, anezo henveladouriou eus podou
brudet Bro-Sina, hag eur bern japanaduriou »
eus Pontypool, da lavarout eo traezou oberiet dreist-holl
e prenn lufret ha lakennet <ref>''Lakenn'' a vez graet eus eur gwernis kaer-dispar a Vro-Sina, du pe ruz al liou anezan.</ref> savet en XVIIIvet kantved
e Pontypool diwar patrom re ar Japan. Saliou all er
Mirdi a zo gouestlet d’an naturouriez : bez’ e weler enno,
gant peb a dikedennig merket warni hec’h anoiou, kement
plantenn a gresk e Breiz-Veur, hag eun dastumad
kaer-kenan eus holl evned Kembre, plouzet gant kemend
a ijin ken e lavarfe en den ez int beo, en o c’hichen o
neiziou hag o viou, hag endro da bep evn, kement ha ma
’z eo bet gallet ober, eun adsavadur gwirion eus al lec’h
ma plij ar muia d’ezan beva.
Er rann eus ar Mirdi gouestlet d’al liverez ha d’ar skulterez
eo e vez miret tenzor ar C’horsez, ennan {{Reizh|dreist--holl|dreist-holl}}
ar C’horn Hirlas savet gant Syr W. Goscombe John <ref>''Syr'' (distagit ''Seur'') a zo, e kembraeg, an hevelep ger hag ar saozneg ''Sir'' (a vez distaget ivez ''Seur''). Pa raer gant heman ez distag, en divizou, e talv kement hag ar ger « aotrou ».
Stag ouz eun ano-den, eun ano a enor eo o verka ar varc’hegelez pe ar varonigelez.</ref>
ha kinniget d’ar C’horsez gant Lord Tredigar. Eno ivez
e vez miret hanterenn ar C’hleze keltiat, an hanterenn all
o veza e Breiz-Vihan. Unanidigez an daou damm-ze war
ar Maen-Llog a zo unan eus penna lidou ar C’horsez. Eur
werzig am eus savet diwar-benn an unanidigez-se eus an
daou damm-kleze hag he c’hinniget d’an aotrounez Coch-
farf hag Arlunydd Penugarn. Setu-hi aman :
{{Kreizañ|Rann ar C’hleze}}
<poem>Ganimp, pa deujomp en Breiz, ’oa eur rann kleze dir,
Manet ganac’h an darn all, tud Cymru war ho tir :
Renet gant dorn an Otro, setu omp deuet-ni
Da gas d’ac’h hon rann-gleze, hon breudeur a Gymru.
Hwfa Môn en deus frammet darn Cymru ha darn Breiz :
Hon c’halonou, war eun dro, ’deus tridet en hon c’hreiz ;
N’ed eus breman ’med eur Vro, ’med eur yez, eur galon,
Hag enni evel eur mor a garante wirion.
Siouaz ! ’welan ’tont en-dro de c’houery ar c’himiad,
Daerou a gaony, a c’hlac’har, a veuz ma daoulagad
Rann ar c’hleze, a welan, ’vo rann hon c’halon-ni !
Doue daz miro, ma Breiz ! Doue daz miro Cymru !!
</poem> <ref>Moulet evid ar wech kenta war al levrig ''Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver''), Er ''Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru'', p. 6 Sant-Brieg, J. Guyon, mouler-levrer, 1899).</ref>
Graet em boa anaoudegez e Kêrdiz gand unan eus kenta
skrivanierien ar ''Western News'', e ano Arthur Mee. Eun
den a zoare, disterik a gorf, hogen leun a vuhez ha speredet-kaer.
Mont a ris gantan da welout ti-moulerez ha
bureviou e gelaouenn a zo eus ar galloudeka eus Kêrdiz.
Eno eo em eus gwelet evid ar wech kenta petra eo reizadur
eur gelaouenn vras. E traon an ti ar gwaskerellou-tro
gant peb a geflusker tredanel ouz o lakaat en dro.
Uheloc’h e kaver bureviou ar skrivanierien e lec’h e voe
kinniget d’imp eun dra bennak da eva. E-touez ar re am
degemeras e oa eur C’hembread a lavaras d’in : « ''Gwladgarwr ydych chwi ?''
Eur c’har-e-vro ez oc’h c’houi ? »
Hag e tisklêrias d’in e oa hen e-unan douget-tre d’e vro
Gembre. Evid ar gelaouenn, eur gelaouenn saoznek n’eo
ken. N’eus enni lec’h ebet evid ar c’hembraeg. En uhela
solieradur an ti em eus gwelet ober skeudennou ar gelaouenn.
D’an noz, pa zegouez ar gelaouerien, e tegasont
ganto luc’hskeudennou eus an darvoudennou o devez
gwelet. Gand al luc’hskeudennou-ze em eus gwelet ober
engravaduriou a vo moulet e-pad an noz war ar c’helaouennou.
Ar re-man a vezo gwerzet er beurevez, hag,
evel-se, al lennerien o devo dirag o daoulagad war eun
dro desrevelladur ha skeudennadur an darvoudennou o
paouez degouezout en derc’hent.<noinclude><references/>
<br>
(''Da genderc’hel'').
{{Dehou|F. VALLEE.|2}}</noinclude>
b9ynj3th7f73bsk162od4lua5or7ydd
Kaozeadenn meneger:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu
101
66686
209204
2026-09-13T09:12:48Z
Aveldro
601
/* Taolenn */ rann nevez
209204
wikitext
text/x-wiki
== Taolenn ==
Pennad Kenta — Envorennou diwar va c’henta beaj — (Gouhere-Eost 1899)
I — EUS SANT-MALOU DA GERDIZ — AN TREIZ DA VONT DA VREIZ-VEUR. — TORNAODOU ENEZ-WIGHT. — SOUTHAMPTON. — SALISBURY. — BRISTOL. — HENT BOLZET DINDAN STER HAVREN. — DEGOUEZOUT E KERDIZ.
II — E KERDIZ. — EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN AR GEVREDIGEZ KELTIEK HAG AR SAVERIEN ANEZI : FOURNIER D’ALBE HA LORD CASTLETOWN. — E TI AN TAD HAYDE. — KANNADED AR BROIOU KELTIEK — AN DIRWEST E TI AN TAD. HAYDE.
III — E KERDIZ (KENDALC’H). —AN EISTEZVOD. — AR C’HORSEZ. — LIDOU AR C’HORSEZ. — AN ARC’HDROUIZ HOUVA MON. — PABELL AN EISTEZVOD. — AR PENNA PRIZ. — BODADEGOU ETRE KANNADED AR BROIOU KELTIEK HA DIAZEZIDIGEZ AR GEVREDIGEZ KELTIEK
IV — E KERDIZ (KENDALC'H). LORD BUTE HAG E GASTELL. — AR VADEZOURIEN HAG O CHAPEL. — SKOLIOU-KER. — AL LEORDI. — AR MIRDI. — TI MOULEREZ HA BUREVIOU AR ''WESTERN NEWS''.
V — E Kêrdiz (Kendalc’h) — EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN KER. — AN DOUR HAG AN AEZENN-LESKI. — AN ILIZIOU. — AN ILIZ KATOLIK. — STREADOU-KER. — AR PORZ-MOR. [[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 13 Gwengolo 2026 da 11:12 (CEST)
g3kbf98esp8ars740swpib1iuq8v5gs
209205
209204
2026-09-13T09:13:05Z
Aveldro
601
209205
wikitext
text/x-wiki
== Taolenn ==
Pennad Kenta — Envorennou diwar va c’henta beaj — (Gouhere-Eost 1899)
I — EUS SANT-MALOU DA GERDIZ — AN TREIZ DA VONT DA VREIZ-VEUR. — TORNAODOU ENEZ-WIGHT. — SOUTHAMPTON. — SALISBURY. — BRISTOL. — HENT BOLZET DINDAN STER HAVREN. — DEGOUEZOUT E KERDIZ.
II — E KERDIZ. — EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN AR GEVREDIGEZ KELTIEK HAG AR SAVERIEN ANEZI : FOURNIER D’ALBE HA LORD CASTLETOWN. — E TI AN TAD HAYDE. — KANNADED AR BROIOU KELTIEK — AN DIRWEST E TI AN TAD. HAYDE.
III — E KERDIZ (KENDALC’H). — AN EISTEZVOD. — AR C’HORSEZ. — LIDOU AR C’HORSEZ. — AN ARC’HDROUIZ HOUVA MON. — PABELL AN EISTEZVOD. — AR PENNA PRIZ. — BODADEGOU ETRE KANNADED AR BROIOU KELTIEK HA DIAZEZIDIGEZ AR GEVREDIGEZ KELTIEK
IV — E KERDIZ (KENDALC'H). LORD BUTE HAG E GASTELL. — AR VADEZOURIEN HAG O CHAPEL. — SKOLIOU-KER. — AL LEORDI. — AR MIRDI. — TI MOULEREZ HA BUREVIOU AR ''WESTERN NEWS''.
V — E Kêrdiz (Kendalc’h) — EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN KER. — AN DOUR HAG AN AEZENN-LESKI. — AN ILIZIOU. — AN ILIZ KATOLIK. — STREADOU-KER. — AR PORZ-MOR. [[Implijer:Aveldro|Aveldro]] ([[Kaozeadenn Implijer:Aveldro|kaozeal]]) 13 Gwengolo 2026 da 11:12 (CEST)
4gjl21s47zjhrxk1e0ebmkzlpja0wh7
209207
209205
2026-09-13T09:15:13Z
Aveldro
601
209207
wikitext
text/x-wiki
== Taolenn ==
Pennad Kenta — Envorennou diwar va c’henta beaj — (Gouhere-Eost 1899)
I — Eus Sant-Malou da Gêrdiz
II — E Kêrdiz
III — E Kêrdiz (Kendalc’h)
IV — E Kêrdiz (Kendalc’h)
V — E Kêrdiz (Kendalc’h)
eb5m0mrk7qav54gdcbep40m8b3koipq
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/9
102
66687
209206
2026-09-13T09:13:40Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> {{Kreizañ|<big>V — E Kêrdiz</big>}} {{Kreizañ|(''Kendalc’h'')}} <div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN KER. — AN DOUR HAG AN AEZENN-LESKI. — AN ILIZIOU. — AN ILIZ KATOLIK. — STREADOU-KER. — AR PORZ-MOR.</div> Kêrdiz a zo eur gêr eus ar re binvidika. Eus ar glaou-douar e teu ar binvidigez-se he deus graet eur c’hresk souezus er c’hantved diweza <ref>E 1925 eo emaoun o skr..."
209206
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /><br>
{{Kreizañ|{{Ment|'''Envorennou Beaj'''|180}}}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|<big>V — E Kêrdiz</big>}}
{{Kreizañ|(''Kendalc’h'')}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">EUR GERIENNOU BENNAK DIWAR-BENN KER. — AN DOUR HAG AN AEZENN-LESKI. — AN ILIZIOU. — AN ILIZ KATOLIK. — STREADOU-KER. — AR PORZ-MOR.</div>
Kêrdiz a zo eur gêr eus ar re binvidika. Eus ar
glaou-douar e teu ar binvidigez-se he deus graet eur
c’hresk souezus er c’hantved diweza <ref>E 1925 eo emaoun o skriva an envorennou-man.</ref> Gant-se, arabad
gortoz, pa zegouezer e Kêrdiz, gwelout paleziou,
tiez, ilizou koz. N’eus a draou koz nemed ar c’hastell
hag abatti Llandav, eul leo bennak diouz kêr. Streadou
ec’hon, terdouaret peurliesa <ref>Hiniennou a zo pavezet gant paveziou prenn da vihanaat trouz ar c’hirri a dremen drezo.</ref>, riblennet-ledan,
tiez giz vreman o sevel a bep tu, ha, da noz, o para war
an traou-ze, gouleier an tredan hag an aezenn-leski,
setu eno Kêrdiz.<noinclude><references/></noinclude>
nb34zkas1quhxu4ngzjpb9empy0dmbo