Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.20 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/38 102 66715 209275 209266 2026-09-15T14:16:45Z Aveldro 601 209275 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||29}}</noinclude>{{Tired2|ke|meret}} an ano-barz a ''Cynt-anaw'' « Kent-anao » <ref>Da lavarout eo « anao a wechall ». Sellout uheloc’h{{Reizh|,|.}}</ref>, {{Reizh|,c’hoant|c’hoant}} d’ezañ da dizout ar c’hentanao-se, a oa aet d’ar Wezva : brud a zo e Kembre e c’heller tizout an awen dre dremen an noz war benn ar Wezva. Jaffrennou a oa e Ffestiniog, e ti e vignon John Kelt Edwards, eul liver yaouank a Gembre, bet o studia al liverez e Paris, e Skol an Ijinou-Kaer ha dindan Bonnat, hag a zo deut da veza brudet-bras abaoe e Breiz-Veur <ref>Diwar-benn John Kelt Edwards, lenn Jaffrennou, ''Ganedigez eun Emzao'', Keraez, 1912, pp. 159-62.</ref>. Ar Vrezoned all goude tremen eun dervez e Llanover, a oa aet en o hent da zistrei da Vreiz.<noinclude><references/>
(''da genderc’hel'') {{Dehou|F.VALLEE.|2}}</noinclude> dzcv3z74kxd8hwlpka3i9lbtmqodv07 Wikimammenn:An davarn/Miz Gwengolo 2026 4 66717 209269 2026-09-15T12:58:38Z MediaWiki message delivery 922 /* Kemm servijer - Ho wiki a vo tu da lenn nemetken a benn nebeut evit nebeut amzer. */ rann nevez 209269 wikitext text/x-wiki == Kemm servijer - Ho wiki a vo tu da lenn nemetken a benn nebeut evit nebeut amzer. ==
[[:m:Special:MyLanguage/Tech/Server switch|Lenn ar gemennadenn-mañ en ur yezh all]] • [https://meta.wikimedia.org/w/index.php?title=Special:Translate&group=page-Tech%2FServer+switch&language=&action=page&filter= {{int:please-translate}}] Ar [[foundation:|Wikimedia Foundation]] a zo vont da gemmañ an neud etre ar c'hreizennoù titouroù. Kement-se evit bezañ sur e c'hello Wikipedia hag ar wikioù all war Wikimedia da chom enlinenn zoken goude ur gwallreuz. An holl red a gemmo adalek '''{{#time:j xg|2026-09-23|br}}'''. Ar c'hemm a grogo da '''[https://zonestamp.toolforge.org/{{#time:U|2026-09-23T14:00|en}} {{#time:H:i e|2026-09-23T14:00}}]'''. Siwazh, dre lod bevennadurioù en [[mw:Special:MyLanguage/Manual:What is MediaWiki?|MediaWiki]], an holl kemmoù a ran paouez pa vez ar c'hemm servijer o vezañ. En em zigareziñ a reomp evit an ehan-se, ha labourat a reomp evit bihanaat anezhi en amzer da zont. Ur banell a vo diskouezet war an holl wikioù 30 munutenn a-raok ma krogfe an obererezh. Chom a raio ar bannel-se da vezañ gwelet betek fin an obererezh. You can contribute to the [https://meta.wikimedia.org/w/index.php?title=Special%3ATranslate&group=Centralnotice-tgroup-read_only_banner&task=view&language=&filter=&action=translate translation or proofreading] of this banner text. '''You will be able to read, but not edit, all wikis for a short period of time.''' * You will not be able to edit for up to an hour on {{#time:l j xg Y|2026-09-23|en}}. * Ma vez klasket kemmañ pe enrollañ ganeoc'h e-kerzh ar prantad-se, e vo gwelet ur gemennadenn fazi ganeoc'h. We hope that no edits will be lost during these minutes, but we can't guarantee it. If you see the error message, then please wait until everything is back to normal. Goude-se e voc'h sañset gellet enrollañ ho kemm. But, we recommend that you make a copy of your changes first, just in case. ''Dilec'hioù all'': * Background jobs will be slower and some may be dropped. Al liammoù ruz na vint ket nevesaet ken buan evit boaz. If you create an article that is already linked somewhere else, the link will stay red longer than usual. Some long-running scripts will have to be stopped. * We expect the code deployments to happen as any other week. However, some case-by-case code freezes could punctually happen if the operation require them afterwards. * Na vo ket tu implij [[mw:Special:MyLanguage/GitLab|GitLab]] e-pad 90 munutenn bennak. Ar steuñv-se a c'hell bezañ daleet ma vez ret. An tu a zo deoc'h gelet an deiziataer war [[wikitech:Switch_Datacenter|wikitech.wikimedia.org]] Ar c'hemmoù a vo kemennet war an deiziataer. '''Mar plij deoc'h da rannañ ar gemennadenn-mañ gant ho kumuniezh.'''
Er sizunvez-se eo ez is, gant an itron Herbert hag ar Fusteg, en eur vro veneziek, gouez ha kaer meurbet, an hini, a gredan, a zo anvet ''Bannau Brycheiniog'' gant Kembreiz ha ''Beacons'' pe ''Black Mountains'' gant ar Saozon. Torgennou uhel ez eo ar Bannou-se <ref>Ar ger-se a zo anezañ c’hoaz e brezoneg en anoiou-lec’hiou da skouer, ''Bann-Nin'', ano eur roz e Kastellin.</ref>, warno brugeier ha touarc’heier hag etrezo ''glenou'' pe... 209270 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|{{Ment|'''Envorennou Beaj'''|180}}}} {{Kreizañ|(''Kendalc’h'')}}</noinclude><nowiki/>
Er sizunvez-se eo ez is, gant an itron Herbert hag ar Fusteg, en eur vro veneziek, gouez ha kaer meurbet, an hini, a gredan, a zo anvet ''Bannau Brycheiniog'' gant Kembreiz ha ''Beacons'' pe ''Black Mountains'' gant ar Saozon. Torgennou uhel ez eo ar Bannou-se <ref>Ar ger-se a zo anezañ c’hoaz e brezoneg en anoiou-lec’hiou da skouer, ''Bann-Nin'', ano eur roz e Kastellin.</ref>, warno brugeier ha touarc’heier hag etrezo ''glenou'' pe kaniennou ha koundouniou doun. Diwar o lein en deus an den eur gwel kaer war [meneziou ?] Kembre ha diouz tu ar reter war uhelennou ha kompezennou Bro-Saoz. Eno e tiskennjomp en eur gêriadennig. Er skol, ar vestrez-skol a lavaras d’eomp ez oa ar gêriadenn war bevennou ar saozneg hag e talc’he hemañ da c’hounit douar <ref>Ar pep brasa eus an dud, anezo poblañs kontelezion Bro-Saoz nes pe stok ouz bevenn Bro-Gembre, a zo Kembreiz saoznekaet : Monmouth (''Mynwy'' e kembraeg), Hereford (''Henfford''), Shrop (''Pengwern''), Chester (''Caer''), Gloucester (''Caerloyw''), Worcester (''Caerwrangon''), John Munro ''The Story of the British Race'', London. 1899, pennad V (''English and''</ref>, hogen hi a harze kalonek hag a zeske ar yez koz d’ar vugale. Ar garantez-vro-se a gaver stank-stank e Kembre. Pa gaozeemp, Johnson<noinclude><references/></noinclude> nknavi39aaxda4lezmzpnvvrq6b5snj 209271 209270 2026-09-15T14:07:05Z Aveldro 601 209271 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|{{Ment|'''Envorennou Beaj'''|180}}}} {{Kreizañ|(''Kendalc’h'')}}</noinclude><nowiki/>
Er sizunvez-se eo ez is, gant an itron Herbert hag ar Fusteg, en eur vro veneziek, gouez ha kaer meurbet, an hini, a gredan, a zo anvet ''Bannau Brycheiniog'' gant Kembreiz ha ''Beacons'' pe ''Black Mountains'' gant ar Saozon. Torgennou uhel ez eo ar Bannou-se <ref>Ar ger-se a zo anezañ c’hoaz e brezoneg en anoiou-lec’hiou da skouer, ''Bann-Nin'', ano eur roz e Kastellin.</ref>, warno brugeier ha touarc’heier hag etrezo ''glenou'' pe kaniennou ha koundouniou doun. Diwar o lein en deus an den eur gwel kaer war [meneziou ?] Kembre ha diouz tu ar reter war uhelennou ha kompezennou Bro-Saoz. Eno e tiskennjomp en eur gêriadennig. Er skol, ar vestrez-skol a lavaras d’eomp ez oa ar gêriadenn war bevennou ar saozneg hag e talc’he hemañ da c’hounit douar <ref>Ar pep brasa eus an dud, anezo poblañs kontelezion Bro-Saoz nes pe stok ouz bevenn Bro-Gembre, a zo Kembreiz saoznekaet : Monmouth (''Mynwy'' e kembraeg), Hereford (''Henfford''), Shrop (''Pengwern''), Chester (''Caer''), Gloucester (''Caerloyw''), Worcester (''Caerwrangon''), John Munro ''The Story of the British Race'', London. 1899, pennad V (''English and Welsh Type''s), pp. 77-110, dreist-holl pp. 91, 93-4. E kontelez Gloucester, en XII{{vet}} {{Reizh|hantved|kantved}}, e teue c’hoaz gant broiz o komz saozneg doareou-lavar kembraek-rik evel, da skouer, ''Gulaust'' (''Gwyl Awst'') « kala Eost, J. Loth, war ''Revue celtique'', 1892, p. 486. Diwar-benn ar brezoneg e konteleziou all a Vro-Saoz, kemer kelenn diouz J. Loth, ''Rev. celt''. 1909, p.282 (Weyssex, Somerset, Cumberland) ; 1911, pp, pp. 418-9 (Herefordshire, Gloucestershire, hag all) ; 1918 (Devon, sellout er geriadur ouz ar ger ''glas'' « gwazredenn »).</ref>, hogen hi a harze kalonek hag a zeske ar yez koz d’ar vugale. Ar garantez-vro-se a gaver stank-stank e Kembre. Pa gaozeemp, Johnson<noinclude><references/></noinclude> tfae16fbebc69b222s2i1q7v0c7r54z 209276 209271 2026-09-15T14:46:36Z Aveldro 601 209276 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />
{{Kreizañ|{{Ment|'''Envorennou Beaj'''|180}}}} {{Kreizañ|(''Kendalc’h'')}}</noinclude><nowiki/>
Er sizunvez-se eo ez is, gant an itron Herbert hag ar Fusteg, en eur vro veneziek, gouez ha kaer meurbet, an hini, a gredan, a zo anvet ''Bannau Brycheiniog'' gant Kembreiz ha ''Beacons'' pe ''Black Mountains'' gant ar Saozon. Torgennou uhel ez eo ar Bannou-se <ref>Ar ger-se a zo anezañ c’hoaz e brezoneg en anoiou-lec’hiou da skouer, ''Bann-Nin'', ano eur roz e Kastellin.</ref>, warno brugeier ha touarc’heier hag etrezo ''glenou'' pe kaniennou ha koundouniou doun. Diwar o lein en deus an den eur gwel kaer war […]<ref>Ur fazi-moulañ zo er skrid amañ. Mankout a ra ur ger, ar ger ''meneziou'', moarvat. (Notenn gant ''Wikimammenn'').</ref> Kembre ha diouz tu ar reter war uhelennou ha kompezennou Bro-Saoz. Eno e tiskennjomp en eur gêriadennig. Er skol, ar vestrez-skol a lavaras d’eomp ez oa ar gêriadenn war bevennou ar saozneg hag e talc’he hemañ da c’hounit douar <ref>Ar pep brasa eus an dud, anezo poblañs kontelezion Bro-Saoz nes pe stok ouz bevenn Bro-Gembre, a zo Kembreiz saoznekaet : Monmouth (''Mynwy'' e kembraeg), Hereford (''Henfford''), Shrop (''Pengwern''), Chester (''Caer''), Gloucester (''Caerloyw''), Worcester (''Caerwrangon''), John Munro ''The Story of the British Race'', London. 1899, pennad V (''English and Welsh Type''s), pp. 77-110, dreist-holl pp. 91, 93-4. E kontelez Gloucester, en XII{{vet}} {{Reizh|hantved|kantved}}, e teue c’hoaz gant broiz o komz saozneg doareou-lavar kembraek-rik evel, da skouer, ''Gulaust'' (''Gwyl Awst'') « kala Eost, J. Loth, war ''Revue celtique'', 1892, p. 486. Diwar-benn ar brezoneg e konteleziou all a Vro-Saoz, kemer kelenn diouz J. Loth, ''Rev. celt''. 1909, p.282 (Weyssex, Somerset, Cumberland) ; 1911, pp, pp. 418-9 (Herefordshire, Gloucestershire, hag all) ; 1918 (Devon, sellout er geriadur ouz ar ger ''glas'' « gwazredenn »).</ref>, hogen hi a harze kalonek hag a zeske ar yez koz d’ar vugale. Ar garantez-vro-se a gaver stank-stank e Kembre. Pa gaozeemp, Johnson<noinclude><references/></noinclude> b6iqapqdjzn69aoys73mdk1v37m3vom Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/40 102 66719 209272 2026-09-15T14:09:19Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "
ha me, ouz an dud diwar ar maez, e c’hoarveze alies e klemme ar re-mañ war an deskadurez o doa bet, re saoznekaet, gouez d’ezo, hag he doa miret outo a zeski, evel m’o dije karet ober, o yez vroadel. Ar pez na weler nemeur e Breiz, kalz a glask goude ar skol stanka an toull-se eus o deskadurez hag e teskont drezo o-unan lenn ha skriva ar c’hembraeg. Kenstrivadegou an Eistezvod a bouez kalz war an tu-se n’eus Kembread ebet, zoken e... 209272 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|20||}}</noinclude>
ha me, ouz an dud diwar ar maez, e c’hoarveze alies e klemme ar re-mañ war an deskadurez o doa bet, re saoznekaet, gouez d’ezo, hag he doa miret outo a zeski, evel m’o dije karet ober, o yez vroadel. Ar pez na weler nemeur e Breiz, kalz a glask goude ar skol stanka an toull-se eus o deskadurez hag e teskont drezo o-unan lenn ha skriva ar c’hembraeg. Kenstrivadegou an Eistezvod a bouez kalz war an tu-se n’eus Kembread ebet, zoken e-touez ar re zizesk, ha n’en defe ket c’hoant da gaout eur priz bennak en Eistezvod. Amañ, e Breiz, enoriou ar politikerez gall, setu pal an dud pa vennont beza kuzulierien pe vaeriou pe gannaded. E Kembre n’o deus ken mennad nemet da veza barzed.
{{Kreizañ|XII. — E Llanover (kendalc’h)}}
MADOG MON. — PEDR JAMES. — TELENNOUR HAG OBEROUR-TELENNOU. — OFIS AR SUL E LLANOVER. ― AR SKOL-SUL E CHAPEL METHODISTIZ. MINISTR ILIZ BRO-SAOZ. — AN ITRON SAOZ HAG AR VOERIEN.
Eur skouer gaer eus eur micherour kembreat izel, uhelaet dre al labour-spered, ar studi hag ar {{Tired|varzo|niez}}
<noinclude><references/></noinclude> si9z4byhxxapvzmv15re2lshh2k6nq5 Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/41 102 66720 209273 2026-09-15T14:12:59Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|varzo|niez}}, em boa dindan va daoulagad e Llanover. P’en em gaven er c’hastell evit ar wech kenta, e voe kemennet d’in, eun deiz, edo Madog Môn (eus e wir ano Owen Leiws) o tont, c’hoant d’ezañ ober anaoudegez gant ar Varzed a Vreiz, hag heñ Barz a Gembre. An hini a zegasas d’in ar c’hemenn a roas ouspenn da anaout ez oa-heñ kalvez dre vicher hag o ren eur skouadrennad kilvizien all, en o c’hefridi derc’hel a-ratre pep tra er c’hastel..." 209273 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||21}}</noinclude>{{Tired2|varzo|niez}}, em boa dindan va daoulagad e Llanover. P’en em gaven er c’hastell evit ar wech kenta, e voe kemennet d’in, eun deiz, edo Madog Môn (eus e wir ano Owen Leiws) o tont, c’hoant d’ezañ ober anaoudegez gant ar Varzed a Vreiz, hag heñ Barz a Gembre. An hini a zegasas d’in ar c’hemenn a roas ouspenn da anaout ez oa-heñ kalvez dre vicher hag o ren eur skouadrennad kilvizien all, en o c’hefridi derc’hel a-ratre pep tra er c’hastell. P’en em gavas an den n’oa netra, d’ar c’henta gwel, ouz e zisheñvelout diouz ar vicherourien all, gant e zilhad teuskik a-walc’h, e galabousenn vezer, e neuz-korf heñvel ouz hini pep kalvez, kroumm-e-choug dre hir-blega war an eskemmer-kalvez. Nemet, pa selled outañ a-dost, n’helled ket mirout a chom batet, kement e lugerne buhez e spered en e holl zremm, war e dal ledan hag en e sellou doun. Ha, pa gomzed outañ, ne rae ar genta barn-se nemet mont war gadarnaat. Eur gwir varz entanet-holl e ene gant tan an awen hag ouspenn eur c’hristen-dreist maget gant prederia bemdez war ar Skritur-Sakr, hennez e oa e daou c’her Madog Môn. War e bedenn, ez is goude d’e welout en e labouradeg en unan eus adtiez ar c’hastell. Ar wech kenta e oa d’in gwelout eur gilvizerez e Breiz-Veur. Disheñvel enni pep tra diouz hor c’hilvizereziou Breiz eskemmeriou bras ha pounner n’heller ket o flach da vont da labourat er-maez, binviou disheñvel ivez, dreist-holl an heskennou, a zo diouz skouer hon heskennou-dourn, ar re vrasa zoken, da lavarout eo ne deus anezo nemet eun dournell brenn hag eul laonenn dir, kuit a frammadur nag a stennerez-kerdin. Bez, ez oa ivez er gilvizerez eun nebeut ijinou-kilvizia : eun turgn hag eun {{Tired|doullerez-mor|teziou}}<noinclude><references/></noinclude> 48n2gm6w7fe3iamzj6h0493pskspmti Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/42 102 66721 209274 2026-09-15T14:15:38Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|doullerez-mor|teziou}}, houmañ dreist-holl o tiskouez beza stummet-mat. Er penn pella, ouz ar voger, eur bern gobariou ne ouien ket petra ez oant. O labourat er c’horn-se ez oa eun denig sart, d’ezañ neuz virvidik eur C’hernevad, e-keit ma tegase da goun Madog en e gichen neuz prederiek eul Leonad. Hennez, Pedr James e ano, a oa ampart war ar c’han hag ar sonerez. Heñ end-eeun eo a rene ar c’horad pe laz-kana paotred ha merc’hed a gane bep n... 209274 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|22||}}</noinclude>{{Tired2|doullerez-mor|teziou}}, houmañ dreist-holl o tiskouez beza stummet-mat. Er penn pella, ouz ar voger, eur bern gobariou ne ouien ket petra ez oant. O labourat er c’horn-se ez oa eun denig sart, d’ezañ neuz virvidik eur C’hernevad, e-keit ma tegase da goun Madog en e gichen neuz prederiek eul Leonad. Hennez, Pedr James e ano, a oa ampart war ar c’han hag ar sonerez. Heñ end-eeun eo a rene ar c’horad pe laz-kana paotred ha merc’hed a gane bep noz e sal-vras ar c’hastell. Eur c’haner pennillion brudet a oa anezañ ivez. Pennillion a reer e Kembre eus eun doare kan c’hoarzus a ganer ouz en em eila war an delenn. Gant-se, ouspenn kaner, telenner ez oa Pedr, ha telenner diou wech: dre ma c’hoarie an delenn ha dre ma oa akuit war ober telennou. Gobariou-telenn ez oa ar gobariou am boa gwelet ouz ar vur ha ganto e rae Pedr da stumma e delennou. Peurc’hraet ganto o derveziad-labour, e welen Madog, Pedr hag ar vicherourien all o vont holl d’en em voda en eur c’harrdi ec’hon a oa e-kichen : « Bremañ, emezo, emañ tro ar studiadenn ! Goude labour-korf, labour-spered ». Hag i da staga, evel ma leverent, gant ar studi. Eur ganenn nevez-savet gant Madog ez oa an danvez ma tleed deski ha kana : rak lakaet ez oa bet war gan gant Pedr, ar soner akuit, hag ar re all, evel an holl e Kembre, a oa kanerien. Desket e voe eta kanenn Madog d’he c’hana da gaeraat an ofis er chapel a-benn ar sul kenta. Pedet e voen ganto da vont d’he selaou. Ar sul diouz ar beure, ez is da gaout Madog Môn en e di a ''Pen y Parc'' « Penn ar Park ». Mont a rejomp hon-daou a-dreuz parkeier. Madog, hag a anaveze mat louzawouriez e vro, a anve d’in e kembraeg ar bleuniou a zigore ouz an heol-beure. Leun e oa<noinclude><references/></noinclude> sgmy5vt3vigrd9xxryaiae530yxe8uu Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/43 102 66722 209277 2026-09-16T09:17:01Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "23 ar chapelig, pep tiegeziad-tud o kemer e lec’h war ar bank merket d’ezañ. Staget e voe dre kanaouennou santel, hag, evel ma oa bet rôet d’in eul levr, e c’hellen heulia ervat. Kaer kenañ eo ar c’hanaouennou-se a zo bet savet darn anezo gant Anna Griffiths <ref>Diwar-benn Anna Griffiths, sellout ouz Dottin, ''les Littératures celtiques'', Paris, 1924, p. 37.</ref>. Ha par da gaerded ar c’hanennou moueziou ar ganerien. Ar re-mañ a gan bepred a veur a... 209277 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||23}}</noinclude>23 ar chapelig, pep tiegeziad-tud o kemer e lec’h war ar bank merket d’ezañ. Staget e voe dre kanaouennou santel, hag, evel ma oa bet rôet d’in eul levr, e c’hellen heulia ervat. Kaer kenañ eo ar c’hanaouennou-se a zo bet savet darn anezo gant Anna Griffiths <ref>Diwar-benn Anna Griffiths, sellout ouz Dottin, ''les Littératures celtiques'', Paris, 1924, p. 37.</ref>. Ha par da gaerded ar c’hanennou moueziou ar ganerien. Ar re-mañ a gan bepred a veur a vouez. E-touez ar moueziou merc’hed e oa unan dreist-holl, ar gaera hini am eus klevet biskoaz, sklintin ha glan evel strink. Goude se, e voe tro ar prezcger. Anezañ den all ebet eget Madog Môn. Evel em eus her gwelet abaoe, e oa Madog desket-souezus, hag heñ micherour, war traou an doniez hag ar brederouriez. Eun dudi eo selaou e chapeliou Kembre ar prezegennou, rak fraez kenañ hag en eur yez reiz bepred, ''yn ramadegol'', gouez d’ezo, e komz ar brezegerien <ref>An Iliz kalviniat methodistat a Gembre a zo d’ezi 1572 a chapaliou e Kembre hag e Bro-Saoz. E 262 anezo hepken e vez renet an ofisou e saozneg (''Celtia, a Pan-celtic Monthly Magazine'', 1902, p. 15, bann 2).</ref>. An holl veurevez a yeas ganeomp evel-se o kana hag o selaou prezegennou. Kembreiz n’en em skuizont ket o selaou o frezegerien helavar hag o c’hanerien ampart, ken ma c’hellont en eur dervez klevout betek c’houec’h prezegenn lerc’h-war-lerc’h, evel ma lavar Schuchardt <ref>''Lettres celtiques'', war ''Annales de Bretagne'', 1886, p. 304. Gouest eo ar C’heumro, eme Schuchardt, da dremen eun dervez war e hed o selaou komz Doue. Ret eo lavarout ivez ez eo displeget peurliesa kalz gwelloc’h en o zouez eget en hon bro, en eun doare asur, beo ha gredus, hag aes kenañ evelato. Dre m’eo o frezegerien kalz en tu-hont da re Iliz Bro-Saoz o deus methodistiz gallet ober kement a verz. Rak ar C’helt peurvuia a gar an helavarded hag a bleustr warni eus e holl nerz »{{Reizh|. ,|.}}</ref>. Goude kreisteiz e voe tro ar skol- sul. Er chapel e vez dalc’het evel an ofis-beure. Nemet n’em em voder ket ar wech-mañ dre diegeziadou. Ar bodadou etre ar skolidi a vez graet diouz ampartiz ha gouiziegez an izili. Evidoun-me, e tegouezas d’in en em<noinclude><references/></noinclude> 74z8jc5aqoo542h33vx4rfzbfvjhc54 Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/44 102 66723 209278 2026-09-16T09:18:29Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gavout en eur skolig a oa renet gant al liorzer, ar paotr e c’har goad em boa roet dourn d’ezañ da zont war e sav en deiz ma oa bet diskaret gant e azen, p’edo o falc’hat al letonenn dirak ar c’hastell. Endro d’in e oa eun nebeut micherourien, liorzerien, kilvizien, hag all, ha pep hini etre e zaouarn levr ar Skritur-Sakr. Hor mestr a c’houlenne diganeomp lenn peb a bennad ha goude e ranke al lenner diskleria e berr gomzou ar pez en deveze lennet. Pa... 209278 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|24||}}</noinclude>gavout en eur skolig a oa renet gant al liorzer, ar paotr e c’har goad em boa roet dourn d’ezañ da zont war e sav en deiz ma oa bet diskaret gant e azen, p’edo o falc’hat al letonenn dirak ar c’hastell. Endro d’in e oa eun nebeut micherourien, liorzerien, kilvizien, hag all, ha pep hini etre e zaouarn levr ar Skritur-Sakr. Hor mestr a c’houlenne diganeomp lenn peb a bennad ha goude e ranke al lenner diskleria e berr gomzou ar pez en deveze lennet. Pa zeuas va zro, e kouezis war oberou an ebestel hag em boe da ziskleria eun dra bennak diwar-benn ar Spered-Santel hag ar perz a gemer ar Spered-Santel er burzudou graet gant an Ebestel. A drugarez Doue, e teuas va mestr mat d’am skoazell, rak berr e oa va doueoniez a-zivout galloud an Trede Person eus an Dreinded Santel. Meur a endervez-sul am eus tremenet e chapelig methodistiz Llanover. Gwelout am eus graet eno eur wech ouspenn penaos, e serr diskleria ar Skritur, e rae Kembreiz a bep seurt studiou diwar-benn istor ha douaroniez an Henamzer. Er skol-mañ em eus tañvaet ar wir vreudeuriez, an hini a sav er speredou hag er c’halonou diwar ar bedenn hag ar gredenn studiet a-gevret. Graet em eus ivez, dre hanterouriez Johnson, ana- oudegez gant ministr Iliz Bro-Saoz e Llanover, Evan Davies, anezañ eun den gouiziek-tre war ar {{Tired|gresia|neg}}<noinclude><references/></noinclude> f9a8486e6o51amlvpc5kg42p0nylqoa Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/45 102 66724 209279 2026-09-16T09:21:22Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|gresia|neg}} war a lavaras d’in Johnson. Ken akuit-all e oa war ar varzoniez kembraek, hag em eus koun e tisplegas d’in eun dervez, diwar eñvor, pennadou hir eus n’ouzon ket pe varz brudet ma oa kouezet an diviz warnañ. Bet e oan en deiz-se d’e weladenni en e di. Eun ti koant a-walc’h, nemet e oa an holl gambrou anezañ leun a levriou a-stlabez war ar c’hadoriou, an taoliou ha betek war al leur. Beva a rae eno e-unan-penn o veza n’oa ket dimez... 209279 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||25}}</noinclude>{{Tired2|gresia|neg}} war a lavaras d’in Johnson. Ken akuit-all e oa war ar varzoniez kembraek, hag em eus koun e tisplegas d’in eun dervez, diwar eñvor, pennadou hir eus n’ouzon ket pe varz brudet ma oa kouezet an diviz warnañ. Bet e oan en deiz-se d’e weladenni en e di. Eun ti koant a-walc’h, nemet e oa an holl gambrou anezañ leun a levriou a-stlabez war ar c’hadoriou, an taoliou ha betek war al leur. Beva a rae eno e-unan-penn o veza n’oa ket dimezet. Nebeut a ilizourien en doa da brederia outo, o veza m’eman an holl er vro stag ouz ranniliz methodistiz. N’oa a-du gant Iliz Bro-Saoz e Llanover nemet eun nebeut eus mevelien kosa ar c’hastell : Daniel, an itron Richards, eur porzier koz. Hemañ a oa gantañ eur Vibl diouyezek kembraeg ha saozneg keñver-ha-keñver. An itron Herbert eo a roas ar skouer da zistrei d’ar feiz katolik. Heuliet e voe gant he mab hena, ar c’horonal Ivor Herbert. Gwelet em eus ivez, en he c’hastell, eun nizez d’ezi a oa bet savet gant leanezed, ha, dreist-holl, he c’heniterv, an dimezell Abadam, a reas kalz, diwezatoc’h, evit harpa tadou Sant-Benead harluet a Vreiz ha leanezed ar Spered-Santel <ref>Keñveria ''Kroaz ar Vretoned'', 3 a viz Mae 1903, p. 1, bann 3.</ref>. E-touez ostizidi an itron Herbert, en em gave eun itron saoz, pried d’eun den a garg a renk uhel en Ejipt. An itron-se a oa speredet-kaer ha desket-bras <ref>Eur vailhez e oa da c’hoari an echedou. Ober a rae c’hoariadennou hir ha rouestlet kenañ gant va mignon Johnson na veze ket, daoust d’e holl ouiziegez, trec’h d’ezi peurliesa.</ref>. Ouspenn ar galleg, a gomze reiz tre, ec’h anaveze ivez lennegez Bro-C’hall, hag e voen souezet eun<noinclude><references/></noinclude> f7m4y2n8l3ty1bn644sbx8yqngj85pg