Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.20
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/41
102
66720
209319
209273
2026-09-17T14:21:14Z
Aveldro
601
209319
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||21}}</noinclude>{{Tired2|varzo|niez}}, em boa dindan va daoulagad e Llanover. P’en
em gaven er c’hastell evit ar wech kenta, e voe kemennet
d’in, eun deiz, edo Madog Môn (eus e wir
ano Owen {{Reizh|Leiws|Lewis}}) o tont, c’hoant d’ezañ ober anaoudegez
gant ar Varzed a Vreiz, hag heñ Barz a Gembre.
An hini a zegasas d’in ar c’hemenn a roas ouspenn
da anaout ez oa-heñ kalvez dre vicher hag o
ren eur skouadrennad kilvizien all, en o c’hefridi
derc’hel a-ratre pep tra er c’hastell.
P’en em gavas an den n’oa netra, d’ar c’henta
gwel, ouz e zisheñvelout diouz ar vicherourien all,
gant e zilhad teuskik a-walc’h, e galabousenn vezer,
e neuz-korf heñvel ouz hini pep kalvez, kroumm-e-choug
dre hir-blega war an eskemmer-kalvez.
Nemet, pa selled outañ a-dost, n’helled ket mirout
a chom batet, kement e lugerne buhez e spered en
e holl zremm, war e dal ledan hag en e sellou doun.
Ha, pa gomzed outañ, ne rae ar genta barn-se nemet
mont war gadarnaat. Eur gwir varz entanet-holl e
ene gant tan an awen hag ouspenn eur c’hristen-dreist
maget gant prederia bemdez war ar Skritur-Sakr,
hennez e oa e daou c’her Madog Môn.
War e bedenn, ez is goude d’e welout en e labouradeg
en unan eus adtiez ar c’hastell.
Ar wech kenta e oa d’in gwelout eur gilvizerez e
Breiz-Veur. Disheñvel enni pep tra diouz hor c’hilvizereziou
Breiz eskemmeriou bras ha pounner n’heller
ket o flach da vont da labourat er-maez, binviou
disheñvel ivez, dreist-holl an heskennou, a zo diouz
skouer hon heskennou-dourn, ar re vrasa zoken, da
lavarout eo ne deus anezo nemet eun dournell brenn
hag eul laonenn dir, kuit a frammadur nag a stennerez-kerdin.
Bez, ez oa ivez er gilvizerez eun nebeut
ijinou-kilvizia : eun turgn hag eun {{Tired|doullerez-mor|teziou}}<noinclude><references/></noinclude>
q2pwqirc528cjhl1xlkxz7zghbl262h
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/58
102
66738
209320
2026-09-17T14:27:10Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209320
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|38||}}</noinclude><nowiki/>
<br><br>
{{Kreizañ|<big>Al labour-douar e Kembre</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">GOUEL AR PEURZOURN. — EUR SELL OUZ DOARE AL LABOUR-DOUAR E KEMBRE. — AR MAGA DENVED. — AN EOST-FOENN. — AN ED. — AN ARAT</div>
P’en em gavis e Llanover, edod o lida gouel ar peurzourn :
''Cynhaeaf'' e kembraeg (a vez distaget ''keunhaiav'').
Hogen, e Breiz, bremañ, ez ankounac’homp
betek re trugarekaat Doue evit e vadeleziou, hag e
tro ar peurzourn ganeomp en eur seurt fest ar gwadegennou.
Kembreiz, tud a bedenn ma ’z int, a ra eus
o ''cynhaeaf'' eur gouel a bedenn dreist-holl. An holl
a-unan a gemer perz el lidou-se hag e vez kempennet
gant bannielou ha bleuniou an holl diez er c’heriadennou
war ar maez. Er chapeliou eo e tremen ar
gouel e-kreiz ar c’han hag al lennaduriou kristen,
himnou a drugarez ha meuleudiou da Zoue.
Ha koulskoude n’o devez ket kement a lec’h ha ni,
Breiziz, da drugarekaat Doue, o veza m’eo treut awalc’h
an eostou a veder e Kembre. War ar meneziou
n’eus nemet brugeier ha douarou fraost e-lec’h e vager
deñved a vandennadou bras. Evit o gloan eo o
saver. D’o gwaskedi ez eus kledouriou e-kreiz ar brugeier
ha d’o mesa kon-deñved gell, bras, heñvel ouz
bleizi. Pep perc’henn a verk e zeñved gant eun trouc’h
dioutañ e-unan en o diskouarn. En traoniennou ez
eus foenn e-leiz. An eost-foenn eo puilha eost Bro-Gembre.
Da vare an eost-foenn, e verv ar vro a-bez
gant al labour, labour ''lladd-gwair'' evel ma {{Tired|leve|ront}}<noinclude><references/></noinclude>
bjdolulljrgmwsjqttknwtu1i44kty7
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/59
102
66739
209321
2026-09-17T14:32:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */
209321
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||39}}</noinclude>{{Tired2|leve|ront}} (1). Eur wech trouc’het, e vez graet berniou bras,
a anvont evel e galleg ''tas'', uhel evel tiez, ha warno,
d’o mirout er goañv, eun doenn houarn-gwenn.
Nebeut a zouar a vez lakaet dindan ed. Ha c’hoaz,
daoust ma ’z eo Breiz-Veur bro an araokaat, ne gredan
ket o dije ijinou da labourat douar heñvel ouz hor
re. Ha souezet e voen o welout n’anavezont ket zoken
e Kembre ar C’hreisteiz ano an alar. ''Gwydd'' eo ar ger a
reont eus eur seurt klao pounner heñvel ouz hon eler
koz nemet houarn-holl ez eo. E lec’h ebet a Vreiz-Veur
n’em eus gwelet a eler-brabant, hag en Iwerzon em eus
ranket ober eun tres eus ar benveg d’am mignon Rafferty
n’en doa klevet kel ebet anezañ, hag heñ unan eus
renerien ar re a bled gant pinvidigez ha labour ar vro.
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">FRANKIZOURIEN HA MIROURIEN. — AR BREZEL OUZ AR VOERIEN. — AR MOUEZIADEGOU : E KERDIZ, E LLANOVER, EN AMLOUC’H. — MELEGANEZED AMLOUC’H.</div>
Klañv edo an itron Herbert d’ar c’houlz-se ha n’em
eus ket he gwelet nemeur. Gant-se, va holl amzer a lakis
da redek ar vro.
Er bloaz-se e oa moueziadeg e Kembre, da envel kannaded.
E Breiz-Veur n’eus nemet daou du bras a bolitikerez :
''rhyddfrydwyr'' ha ''cadwriaethwyr'', da lavarout
eo « frankizourien » ha « mirourien ». Ar re-mañ a oa
a-du gant ar brezel a raed ouz Boerien Kreisteiz an
Afrik, e-lec’h e oa ar frankizourien a-enep. Ha tomm-tre
e oa ar rendael evel ma c’hellit kredi. Pa veajed en
tren, ne weled nemet dimezelled goloet darn anezo a<noinclude><references/></noinclude>
5ypa17ojg9arix59gcv8ddq9p6puxtl
209336
209321
2026-09-18T10:44:21Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209336
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||39}}</noinclude>{{Tired2|leve|ront}} <ref>''Gwair'' a vez graet eus ar foenn glas war droad, ha ''ffwgn'' eus ar foenn nevez-vedet. E kembraeg e vez lavaret « laza foenn » e-lec’h e « trouc’ha foenn ».</ref>. Eur wech trouc’het, e vez graet berniou bras,
a anvont evel e galleg ''tas'', uhel evel tiez, ha warno,
d’o mirout er goañv, eun doenn houarn-gwenn.
Nebeut a zouar a vez lakaet dindan ed. Ha c’hoaz,
daoust ma ’z eo Breiz-Veur bro an araokaat, ne gredan
ket o dije ijinou da labourat douar heñvel ouz hor
re. Ha souezet e voen o welout n’anavezont ket zoken
e Kembre ar C’hreisteiz ano an alar. ''Gwydd'' eo ar ger a
reont eus eur seurt klao pounner heñvel ouz hon eler
koz nemet houarn-holl ez eo. E lec’h ebet a Vreiz-Veur
n’em eus gwelet a eler-brabant, hag en Iwerzon em eus
ranket ober eun tres eus ar benveg d’am mignon Rafferty
n’en doa klevet kel ebet anezañ, hag heñ unan eus
renerien ar re a bled gant pinvidigez ha labour ar vro.
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">FRANKIZOURIEN HA MIROURIEN. — AR BREZEL OUZ AR VOERIEN. — AR MOUEZIADEGOU : E KERDIZ, E LLANOVER, EN AMLOUC’H. — MELEGANEZED AMLOUC’H.</div>
Klañv edo an itron Herbert d’ar c’houlz-se ha n’em
eus ket he gwelet nemeur. Gant-se, va holl amzer a lakis
da redek ar vro.
Er bloaz-se e oa moueziadeg e Kembre, da envel kannaded.
E Breiz-Veur n’eus nemet daou du bras a bolitikerez :
''rhyddfrydwyr'' ha ''cadwriaethwyr'', da lavarout
eo « frankizourien » ha « mirourien ». Ar re-mañ a oa
a-du gant ar brezel a raed ouz Boerien Kreisteiz an
Afrik, e-lec’h e oa ar frankizourien a-enep. Ha tomm-tre
e oa ar rendael evel ma c’hellit kredi. Pa veajed en
tren, ne weled nemet dimezelled goloet darn anezo a<noinclude><references/></noinclude>
kkp2bo72rsk5wgqf3a7sv2coqrhhltv
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/60
102
66740
209322
2026-09-17T14:37:12Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "seizennou glas, liou ar virourien, ar re all a seizennou ruz, liou ar frankizourien. An holl war ar maez, e Kembre, a oa a-du gant ar frankizourien (2). Eun dudi e voe ganen heulia ar voueziadeg. O veza ne vez ket graet en hevelep deiz dre ar Vro, e c’helled mont a lec’h da lec’h ha gwelout evel-se doare an traou, ken e kêr, ken war ar maez. Da genta, ez is e Kêrdiz, e-lec’h e voen degemeret mat gant va mignon Cochfarf a oa e penn ar frankizourien, h...
209322
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|40||}}</noinclude>seizennou glas, liou ar virourien, ar re all a seizennou
ruz, liou ar frankizourien. An holl war ar maez, e
Kembre, a oa a-du gant ar frankizourien (2).
Eun dudi e voe ganen heulia ar voueziadeg. O veza
ne vez ket graet en hevelep deiz dre ar Vro, e c’helled
mont a lec’h da lec’h ha gwelout evel-se doare an traou,
ken e kêr, ken war ar maez. Da genta, ez is e Kêrdiz, e-lec’h
e voen degemeret mat gant va mignon Cochfarf
a oa e penn ar frankizourien, hag heñ barner-a-beoc’h
koulskoude. Nemet muioc’h a frankiz a lezer gant an
dud-e-karg e Breiz-Veur eget amañ. Kemeret e voen
gantañ, kerkent ha diskennet eus an tren, en eur c’harr
d’ober tro ar bureviou-mouezia. E kement korn a Gêrdiz
o doa ar frankizourien bureviou ha tud savet ganto
da gelenn ar vouezierien. Ouspenn-se, e kement liorz
voutin ha leurenn-gêr, e oa savet chafodou uhel gant
an daou du. Re ar virourien a weled a-bell, goloet ma
oant a vannielou ruz a Vro-Saoz, en-dro d’ezo bandennou
sonerien-kouevr ha taboulinerien o c’hoari toniou-brezel.
Chafodou ar frankizourien a rae nebeutoc’h a
drouz. Prezegerien dreist-holl a oa ganto. Koun am eus
e rankis chom diwezat en noz war al ''llwyfan'', en enoriou,
poan d’in o venel dihun, ken skuiz ha m’edon, o
selaou prezegennou helavar e kembraeg hag e saozneg,
gant bommou bras diwar ar Vibl a-enep d’ar brezel.
D’an deiz war-lerc’h, evit va dic’haoui, o veza ma chome
an trec’h gant tu ar frankizourien, e welis eur fest
eus ar brava gant frankizourien o tibuna dre ar strae-
dou, ha, da noz, Kêrdiz a-bez sklerijennet-holl e liou
ruz gant miliadou a daniou-Bengal ruz a losked a-hed
ar straedou.
O tistrei eus Kérdiz, e ris an hent gant eur bern
''misses'' seizennet-holl a c’hlas hag a oa o labourat, evel<noinclude><references/></noinclude>
2yx67a9w57gsj0dvcjrzxao9ubafa1g
209337
209322
2026-09-18T10:45:57Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209337
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|40||}}</noinclude>seizennou glas, liou ar virourien, ar re all a seizennou
ruz, liou ar frankizourien. An holl war ar maez, e
Kembre, a oa a-du gant ar frankizourien <ref>Ar spered a frankiz a zo bet a-holl-viskoaz hag a dalc’h da veza spered ar Gelted. Klevit kentoc’h ar pez a lavar Bro-Skoz dre ziweuz Barbour ha Breiz dre re Gwilherm a Sant-Andre :
{{Bloc’had kreizet|
<poem>
A ! fredome is a noble thing !
Fredome mayss man to haiff liking.
Fredome all solace to man giffis.
He levys atess that frely levys !
A noble hart may haiff nane ess
Na ellys nocht that may him pless
Gyf fredome fail he.
</poem>}}
« Haelat tra ar frankiz ! Ar frankiz a ra d’an den karout ar vuhez. Ar frankiz e frealz e pep reuz. Evurus e vev e frankiz ! N’oufe eur galon uhel kaout na levenez na gwalc’h ebet d’e vennadou, mar bez diank d’ezañ ar frankiz « (Barbour XIV{{vet}} kantved).
{{Bloc’had kreizet|
<poem>Car liberté est délectable,
Et belle et bonne et profitable ;
Pour ce chacun la désiroit
Garder très bien : c’étoit leur droit !
De servitude avoient horrour
Quand ils véoient trétout entour
Comment en France elle régnoit,
Foul estoit qui paour n’en avoit !
</poem>}}
« Rak frankiz a zo dudius, — Ha kaer ha mat ha gounidus ; — Gant-se, an holl a c’hoantae — He mirout mat : o gwir e voe ! — Ouz skavelez o devoa euz — Pa welent tro-war-dro he reuz, — Penaos e Bro-C’hall e rene, — Diskiant neb outi na heugfe ! » (Gwilherm a Sant-Andre, 1379).
Ha Yan a Vontfort, p’edo {{Reizh|Sant-Malon|Sant-Malou}} dalc’het gant ar C’hallaoued, dirak an dudjentil a Vreiz e Dinam, an navet a Eost 1379, a c’harm :
« Eur souez ma ’z int rankles ! N’hellont kaout o gwalc’hi a aour hag a arc’hant. En em deurel a reont war hor Breiz evit laerez diganeomp hor madou hag hol leveou hon eus perc’hennet bepred, a-drugarez Doue, e peoc’h. На c’hoaz n’eo ket a-walc’h ! Hor mez a vennont bremañ !… Hogen, digabestr omp bet a-viskoaz ha pa ’n em gevredfe ar bed-holl da waska hor frankiz e ouezimp he difenn kalonek ha gant skoazell Doue he mirout ».
''Breiz Atao'', 1 Ebrel 1924, p. 418 ; Mae 1926, p. 683.</ref>.
Eun dudi e voe ganen heulia ar voueziadeg. O veza
ne vez ket graet en hevelep deiz dre ar Vro, e c’helled
mont a lec’h da lec’h ha gwelout evel-se doare an traou,
ken e kêr, ken war ar maez. Da genta, ez is e Kêrdiz, e-lec’h
e voen degemeret mat gant va mignon Cochfarf
a oa e penn ar frankizourien, hag heñ barner-a-beoc’h
koulskoude. Nemet muioc’h a frankiz a lezer gant an
dud-e-karg e Breiz-Veur eget amañ. Kemeret e voen
gantañ, kerkent ha diskennet eus an tren, en eur c’harr
d’ober tro ar bureviou-mouezia. E kement korn a Gêrdiz
o doa ar frankizourien bureviou ha tud savet ganto
da gelenn ar vouezierien. Ouspenn-se, e kement liorz
voutin ha leurenn-gêr, e oa savet chafodou uhel gant
an daou du. Re ar virourien a weled a-bell, goloet ma
oant a vannielou ruz a Vro-Saoz, en-dro d’ezo bandennou
sonerien-kouevr ha taboulinerien o c’hoari toniou-brezel.
Chafodou ar frankizourien a rae nebeutoc’h a
drouz. Prezegerien dreist-holl a oa ganto. Koun am eus
e rankis chom diwezat en noz war al ''llwyfan'', en enoriou,
poan d’in o venel dihun, ken skuiz ha m’edon, o
selaou prezegennou helavar e kembraeg hag e saozneg,
gant bommou bras diwar ar Vibl a-enep d’ar brezel.
D’an deiz war-lerc’h, evit va dic’haoui, o veza ma chome
an trec’h gant tu ar frankizourien, e welis eur fest
eus ar brava gant frankizourien o tibuna dre ar strae-
dou, ha, da noz, Kêrdiz a-bez sklerijennet-holl e liou
ruz gant miliadou a daniou-Bengal ruz a losked a-hed
ar straedou.
O tistrei eus Kérdiz, e ris an hent gant eur bern
''misses'' seizennet-holl a c’hlas hag a oa o labourat, evel<noinclude><references/></noinclude>
j15skt47zqql5sog5ns3nga66pd8kxg
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/61
102
66741
209323
2026-09-18T09:46:35Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "em eus klevet, evit tu ar brezel. O tiskenn e porz-houarn ''Nant y Deri'', e welis dirazoun evel eur mor a vannielou glas. Eur perc’henn bras eus ar vro eo a ziskoueze dre se e vennad. E Llannover, ez is da vale war ar maez, hag en em gavis gant paotred an daou du, darn war droad, re all war gezeg-houarn, oc’h embann pep-hini e varc’hadourez. Koun am eus e klevis gourc’hemennou eur strollad eus ar baotred-se am c’hemeras evit eur mirour gredus, rak o...
209323
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||41}}</noinclude>em eus klevet, evit tu ar brezel. O tiskenn e porz-houarn
''Nant y Deri'', e welis dirazoun evel eur mor a vannielou
glas. Eur perc’henn bras eus ar vro eo a ziskoueze
dre se e vennad. E Llannover, ez is da vale war
ar maez, hag en em gavis gant paotred an daou du,
darn war droad, re all war gezeg-houarn, oc’h embann
pep-hini e varc’hadourez. Koun am eus e klevis gourc’hemennou
eur strollad eus ar baotred-se am c’hemeras
evit eur mirour gredus, rak o vont kuit eus liorz
Llanover, en eur dremen dirak an dervenn, em boa kutuilhet
ha kaset ganin eur bokedig bleuniou piz c’houez-vat,
ha da gredi ez eo ez oa glas ar bleuniou-se.
War a welen, nebeut e krede en em ziskouez ar frankizourien
dre zoujañs ouz an itron Herbert, ar c’horonal
Ivor Herbert, he mab, hag ar berc’henned vras all
a-du gant ar Rouanez. Hogen, dre va mignon Madog
Môn, e ouien e oant holl oc’h aoza rei o moueziou a-enep
d’ar brezel. Evel-se e c’hoarvezas. D’an noz, e
''Ty Uchaf'', edo o preja ganen eun dimezell a Vro-Saos,
eur Saozez penn-kil-ha-troad, anezi eur virourez touet
(3). Seizennou glas a oa en-dro d’ezi pa azezas ouz
taol, ha setu hor matez, Sara, o tegouezout gant ar
soubenn en eur c’hoarzin a-bouez he fenn. Eun nebeut
deiziou a oa, Sara a wiske ouz he c’horfenn seizennou
ruz evit ober an heg ouz an dimezell saoz,
na blije tamm ebet d’ezi. Kerkent ha degouezet er sal,
en em lakeas da youc’hal : « ''Y mwyaf rhif genym !'' ar
muia moueziou ganemp ! » Trei a ris ar c’homzou.
d’am Saozezig a chomas mouzet ouzin e-pad an holl
bred.
Peurc’hraet ar voueziadeg e Llanover, ez is en hanternoz,
en enez Vôn, da welout an tad Trebaol e Kêrgeubi (''Caergybi'', 4),
ha, goude-se, en Amlouc’h<noinclude><references/></noinclude>
fl3tfqey7ypipnyaprvdj3i74ix2geo
209338
209323
2026-09-18T10:47:22Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209338
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||41}}</noinclude>em eus klevet, evit tu ar brezel. O tiskenn e porz-houarn
''Nant y Deri'', e welis dirazoun evel eur mor a vannielou
glas. Eur perc’henn bras eus ar vro eo a ziskoueze
dre se e vennad. E Llannover, ez is da vale war
ar maez, hag en em gavis gant paotred an daou du,
darn war droad, re all war gezeg-houarn, oc’h embann
pep-hini e varc’hadourez. Koun am eus e klevis gourc’hemennou
eur strollad eus ar baotred-se am c’hemeras
evit eur mirour gredus, rak o vont kuit eus liorz
Llanover, en eur dremen dirak an dervenn, em boa kutuilhet
ha kaset ganin eur bokedig bleuniou piz c’houez-vat,
ha da gredi ez eo ez oa glas ar bleuniou-se.
War a welen, nebeut e krede en em ziskouez ar frankizourien
dre zoujañs ouz an itron Herbert, ar c’horonal
Ivor Herbert, he mab, hag ar berc’henned vras all
a-du gant ar Rouanez. Hogen, dre va mignon Madog
Môn, e ouien e oant holl oc’h aoza rei o moueziou a-enep
d’ar brezel. Evel-se e c’hoarvezas. D’an noz, e
''Ty Uchaf'', edo o preja ganen eun dimezell a Vro-Saos,
eur Saozez penn-kil-ha-troad, anezi eur virourez touet
<ref>Deuet e oa war goulenn an itron Herbert da veza sekretourez d’ezi evit renka diellou, kelaouennou, lizeriou, paperennou a bep seurt hag a bouez bras diwar-benn an istor he doa en he levraoueg. Darn eus ar paperennou-se a denne, a gredan, da unan eus mibien an itron Herbert en doa bet eur garg bennak er c’hannaduriou. Labourat a-hed an deiz a rae ar Saozez el levraoueg, oc’h adskriva paperennou-zo gant
eur skriverez Remington.</ref>. Seizennou glas a oa en-dro d’ezi pa azezas ouz
taol, ha setu hor matez, Sara, o tegouezout gant ar
soubenn en eur c’hoarzin a-bouez he fenn. Eun nebeut
deiziou a oa, Sara a wiske ouz he c’horfenn seizennou
ruz evit ober an heg ouz an dimezell saoz,
na blije tamm ebet d’ezi. Kerkent ha degouezet er sal,
en em lakeas da youc’hal : « ''Y mwyaf rhif genym !'' ar
muia moueziou ganemp ! » Trei a ris ar c’homzou.
d’am Saozezig a chomas mouzet ouzin e-pad an holl
bred.
Peurc’hraet ar voueziadeg e Llanover, ez is en hanternoz,
en enez Vôn, da welout an tad Trebaol e Kêrgeubi (''Caergybi'', <ref>''Caergybi'' a vez graet ''Holyhead'' anezi gant ar Saozon. Môn a zo ''Anglesey'' hec’h ano e saozneg.</ref>),
ha, goude-se, en Amlouc’h<noinclude><references/></noinclude>
0m6kibie3i8v8n7wo2q8vsz0r2a0j2i
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/62
102
66742
209324
2026-09-18T09:49:26Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "(''Amlwch''), e ti va mignon Johnson. Eno edo moueziadeg adarre. Ha prezegennou evel e Kêrdiz. Hogen ne gleved nemet kembraeg. « N’eus nemet eun den ha na gomz ket kembraeg en Amlouc’h, a lavaras d’in Johnson eun deiz. Hemañ an hini eo ». Hage welis o tre- men eun ofiser-maltouter karget eus gwardoniez an aodou. Eur vodadenn vras a voe graet da noz en Amlouc’h. Evel e Kêrdiz, en em gaven war al ''llwyfan'' o selaou ar prezegennou, nemet, amañ, n’em bo...
209324
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||42}}</noinclude>(''Amlwch''), e ti va mignon Johnson. Eno edo moueziadeg
adarre. Ha prezegennou evel e Kêrdiz. Hogen ne
gleved nemet kembraeg. « N’eus nemet eun den ha na
gomz ket kembraeg en Amlouc’h, a lavaras d’in Johnson
eun deiz. Hemañ an hini eo ». Hage welis o tre-
men eun ofiser-maltouter karget eus gwardoniez an
aodou. Eur vodadenn vras a voe graet da noz en Amlouc’h.
Evel e Kêrdiz, en em gaven war al ''llwyfan'' o
selaou ar prezegennou, nemet, amañ, n’em boa ket
c’hoant kousket, rak kembraeg rik, ha neket saozneg,
eo a gleven. Eun droad, e tegouezas d’an danvez-kannad,
e-kreiz eur brezegenn kembraek, leuskel daou
c’her saoznek : ''Army and Navy'' « an arme hag al listri-brezel ».
Raktal e klevas kroz ha kentel. Eur vouez
a savas a-greiz an engroez evit degas koun d’an aotrou
kannad e oa e kembraeg geriou evit lavarout kemend-all.
Goude ar brezegenn e rankis, kent distrei da ''Glan y don''
« Glann an donn » (hennez a oa ano ti Johnson).
mont da gemerout eun tasad te e ti eur medisin eus
kêr. Eun degemer eus ar gwella a reas d’in hag em
boe adarre an dudi da glevout kembraeg, ha nemet
kembraeg, gant an holl. Merc’h ar medisin, eur
wir Gembreadez evel he zad, a oa eur skouer
dispar eus braventez meleganezed gouenn an
Hanternoz. An neuz-ouenn-se a weler stank awalc’h
c’hoaz en Amlouc’h betek e-touez merc’hed
ar besketaerien. Bez ’ez eus, e-kichen
''Glan y don'', eur geriadennig a besketaerien, d’ezi eun
ano kembraek n’em eus ket dalc’het koun anezan,
dic’hallus d’eur Saoz hen distaga en abeg d’al lies ''ll''
a zo ennan (5). Dre-se o deus ar Saozon divadezet al
lec’h-se ha graet ''Brown Rock'' anezañ. Eno eo em eus<noinclude><references/></noinclude>
skl968je8na0t3zlbr627f3o9m2j5tx
209325
209324
2026-09-18T09:50:01Z
Aveldro
601
209325
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|42||}}</noinclude>(''Amlwch''), e ti va mignon Johnson. Eno edo moueziadeg
adarre. Ha prezegennou evel e Kêrdiz. Hogen ne
gleved nemet kembraeg. « N’eus nemet eun den ha na
gomz ket kembraeg en Amlouc’h, a lavaras d’in Johnson
eun deiz. Hemañ an hini eo ». Hage welis o tre-
men eun ofiser-maltouter karget eus gwardoniez an
aodou. Eur vodadenn vras a voe graet da noz en Amlouc’h.
Evel e Kêrdiz, en em gaven war al ''llwyfan'' o
selaou ar prezegennou, nemet, amañ, n’em boa ket
c’hoant kousket, rak kembraeg rik, ha neket saozneg,
eo a gleven. Eun droad, e tegouezas d’an danvez-kannad,
e-kreiz eur brezegenn kembraek, leuskel daou
c’her saoznek : ''Army and Navy'' « an arme hag al listri-brezel ».
Raktal e klevas kroz ha kentel. Eur vouez
a savas a-greiz an engroez evit degas koun d’an aotrou
kannad e oa e kembraeg geriou evit lavarout kemend-all.
Goude ar brezegenn e rankis, kent distrei da ''Glan y don''
« Glann an donn » (hennez a oa ano ti Johnson).
mont da gemerout eun tasad te e ti eur medisin eus
kêr. Eun degemer eus ar gwella a reas d’in hag em
boe adarre an dudi da glevout kembraeg, ha nemet
kembraeg, gant an holl. Merc’h ar medisin, eur
wir Gembreadez evel he zad, a oa eur skouer
dispar eus braventez meleganezed gouenn an
Hanternoz. An neuz-ouenn-se a weler stank awalc’h
c’hoaz en Amlouc’h betek e-touez merc’hed
ar besketaerien. Bez ’ez eus, e-kichen
''Glan y don'', eur geriadennig a besketaerien, d’ezi eun
ano kembraek n’em eus ket dalc’het koun anezan,
dic’hallus d’eur Saoz hen distaga en abeg d’al lies ''ll''
a zo ennan (5). Dre-se o deus ar Saozon divadezet al
lec’h-se ha graet ''Brown Rock'' anezañ. Eno eo em eus<noinclude><references/></noinclude>
9aklbinychz7dn3kk4raa8yof3kyj5u
209339
209325
2026-09-18T10:48:16Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209339
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|42||}}</noinclude>(''Amlwch''), e ti va mignon Johnson. Eno edo moueziadeg
adarre. Ha prezegennou evel e Kêrdiz. Hogen ne
gleved nemet kembraeg. « N’eus nemet eun den ha na
gomz ket kembraeg en Amlouc’h, a lavaras d’in Johnson
eun deiz. Hemañ an hini eo ». Hage welis o tre-
men eun ofiser-maltouter karget eus gwardoniez an
aodou. Eur vodadenn vras a voe graet da noz en Amlouc’h.
Evel e Kêrdiz, en em gaven war al ''llwyfan'' o
selaou ar prezegennou, nemet, amañ, n’em boa ket
c’hoant kousket, rak kembraeg rik, ha neket saozneg,
eo a gleven. Eun droad, e tegouezas d’an danvez-kannad,
e-kreiz eur brezegenn kembraek, leuskel daou
c’her saoznek : ''Army and Navy'' « an arme hag al listri-brezel ».
Raktal e klevas kroz ha kentel. Eur vouez
a savas a-greiz an engroez evit degas koun d’an aotrou
kannad e oa e kembraeg geriou evit lavarout kemend-all.
Goude ar brezegenn e rankis, kent distrei da ''Glan y don''
« Glann an donn » (hennez a oa ano ti Johnson).
mont da gemerout eun tasad te e ti eur medisin eus
kêr. Eun degemer eus ar gwella a reas d’in hag em
boe adarre an dudi da glevout kembraeg, ha nemet
kembraeg, gant an holl. Merc’h ar medisin, eur
wir Gembreadez evel he zad, a oa eur skouer
dispar eus braventez meleganezed gouenn an
Hanternoz. An neuz-ouenn-se a weler stank awalc’h
c’hoaz en Amlouc’h betek e-touez merc’hed
ar besketaerien. Bez ’ez eus, e-kichen
''Glan y don'', eur geriadennig a besketaerien, d’ezi eun
ano kembraek n’em eus ket dalc’het koun anezan,
dic’hallus d’eur Saoz hen distaga en abeg d’al lies ''ll''
a zo ennañ <ref>An ''ll'' kembraek a zo eun ''l'' c’houezadennet.</ref>. Dre-se o deus ar Saozon divadezet al
lec’h-se ha graet ''Brown Rock'' anezañ. Eno eo em eus<noinclude><references/></noinclude>
sxbajvk7ktfpokl1zl3j44gj40hknoi
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/63
102
66743
209326
2026-09-18T09:52:49Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gwelet meleganezed bras o tegas d’in evel eun damskeud eus an Hen-geltezed, gwechall-goz (6). IV. Va beaj e Kembre SHREWSBURY. — THE WREKLIN. — CHESTER. — AOD HANTERNOZ KEMBRE. — COLWYN BAY. — PONTOU BRAS AR MENAI. — BIOU ENEZ VON HA MANTELL O MESAERIEN. — AN TAD TREBAOL. An hent-houarn a gemerer da vont da Gembre an Hanternoz a dremen dre ar gevrenn a Vro-Saoz a zo stok ouz Bro-Geumri. Konteleziou Bro-Saoz a dreuzer evel-se eo ar re anvet Herefordsh...
209326
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||43}}</noinclude>gwelet meleganezed bras o tegas d’in evel eun
damskeud eus an Hen-geltezed, gwechall-goz (6).
IV. Va beaj e Kembre
SHREWSBURY. — THE WREKLIN. — CHESTER. — AOD HANTERNOZ KEMBRE. — COLWYN BAY. — PONTOU
BRAS AR MENAI. — BIOU ENEZ VON HA MANTELL O MESAERIEN. — AN TAD TREBAOL.
An hent-houarn a gemerer da vont da Gembre an
Hanternoz a dremen dre ar gevrenn a Vro-Saoz a zo
stok ouz Bro-Geumri. Konteleziou Bro-Saoz a dreuzer
evel-se eo ar re anvet Herefordshire, Shropshire
ha Chestershire. An hent-houarn a vez graet Cambrian
anezañ, ha brudet eo evit gorregez e dreniou.
Dre veur a gêr e tremenan: Hereford, Leominster,
Ludlow, Shrewsbury. O anoiou kembraek a zo Henffordd,
Llanllieni, Llwydlo, Pengwern. Hereford a zo
brudet dre he sistr, Leominster dre he marc’had, Ludlow
dre he c’hastell ha Shrewsbury dre ma ’z eo kêr
c’henidik Darwin, an naturour hollvrudet. E Hereford
e treuz-an stêr Wy hag e Shrewsbury stêr Havren (7) :
an eil hag eben a darz o mammenn e meneziou Kembre
a welan ar c’hribennou anezo en dremmwel, en tu
kleiz d’in. Hereford a zo eur c’hroaz hent a bouez bras
er rouedad hentou-houarn a zo stignet war ar rann-se
a Vreiz-Veur: pemp linenn a zeu d’en em groazia enni
ha da gemmeska o bannou dir en he forz-houarn bras-meurbet.
Pengwern, pelloc’h en hanternoz, a zo brudet
en eun doare all. En he c’hichen, e kember stêriou {{Tired|Ha|vren}}<noinclude><references/></noinclude>
5tk5n5kye604f28ejqxnzkdjhi2tfta
209328
209326
2026-09-18T09:59:50Z
Aveldro
601
209328
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||43}}</noinclude><section begin="III"/>gwelet meleganezed bras o tegas d’in evel eun
damskeud eus an Hen-geltezed, gwechall-goz (6).
<br>
<section end="III"/>
<section begin="IV"/>{{Kreizañ|<big>IV. Va beaj e Kembre</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">SHREWSBURY. — THE WREKLIN. — CHESTER. — AOD HANTERNOZ KEMBRE. — COLWYN BAY. — PONTOU BRAS AR MENAI. — BIOU ENEZ VON HA MANTELL O MESAERIEN. — AN TAD TREBAOL.</div>
An hent-houarn a gemerer da vont da Gembre an
Hanternoz a dremen dre ar gevrenn a Vro-Saoz a zo
stok ouz Bro-Geumri. Konteleziou Bro-Saoz a dreuzer
evel-se eo ar re anvet ''Herefordshire, Shropshire''
ha ''Chestershire''. An hent-houarn a vez graet Cambrian
anezañ, ha brudet eo evit gorregez e dreniou.
Dre veur a gêr e tremenan : Hereford, Leominster,
Ludlow, Shrewsbury. O anoiou kembraek a zo ''Henffordd'',
''Llanllieni, Llwydlo, Pengwern''. Hereford a zo
brudet dre he sistr, Leominster dre he marc’had, Ludlow
dre he c’hastell ha Shrewsbury dre ma ’z eo kêr
c’henidik Darwin, an naturour hollvrudet. E Hereford
e treuz-an stêr Wy hag e Shrewsbury stêr Havren (7) :
an eil hag eben a darz o mammenn e meneziou Kembre
a welan ar c’hribennou anezo en dremmwel, en tu
kleiz d’in. Hereford a zo eur c’hroaz hent a bouez bras
er rouedad hentou-houarn a zo stignet war ar rann-se
a Vreiz-Veur : pemp linenn a zeu d’en em groazia enni
ha da gemmeska o bannou dir en he forz-houarn bras-meurbet.
Pengwern, pelloc’h en hanternoz, a zo brudet
en eun doare all. En he c’hichen, e kember stêriou {{Tired|Ha|vren}}<section end="IV"/><noinclude><references/></noinclude>
sbvkukiqfjud1jtgoptxvhwh9i2l7s8
209340
209328
2026-09-18T10:49:23Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209340
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||43}}</noinclude><section begin="III"/>gwelet meleganezed bras o tegas d’in evel eun
damskeud eus an Hen-geltezed, gwechall-goz <ref>Keñveria Giraldus Cambrensis, ''Historical Works'', mouladur T. Wright. London, 1887, p. 433 (''the Itinerary through Wales'', II, 4).</ref>.
<br>
<section end="III"/>
<section begin="IV"/>{{Kreizañ|<big>IV. Va beaj e Kembre</big>}}
<div style="text-align:justify;width:28em;margin:0px auto;">SHREWSBURY. — THE WREKLIN. — CHESTER. — AOD HANTERNOZ KEMBRE. — COLWYN BAY. — PONTOU BRAS AR MENAI. — BIOU ENEZ VON HA MANTELL O MESAERIEN. — AN TAD TREBAOL.</div>
An hent-houarn a gemerer da vont da Gembre an
Hanternoz a dremen dre ar gevrenn a Vro-Saoz a zo
stok ouz Bro-Geumri. Konteleziou Bro-Saoz a dreuzer
evel-se eo ar re anvet ''Herefordshire, Shropshire''
ha ''Chestershire''. An hent-houarn a vez graet Cambrian
anezañ, ha brudet eo evit gorregez e dreniou.
Dre veur a gêr e tremenan : Hereford, Leominster,
Ludlow, Shrewsbury. O anoiou kembraek a zo ''Henffordd'',
''Llanllieni, Llwydlo, Pengwern''. Hereford a zo
brudet dre he sistr, Leominster dre he marc’had, Ludlow
dre he c’hastell ha Shrewsbury dre ma ’z eo kêr
c’henidik Darwin, an naturour hollvrudet. E Hereford
e treuz-an stêr Wy hag e Shrewsbury stêr Havren <ref>''Hafren'' e kembraeg, ''Severn'' e saozneg.</ref> :
an eil hag eben a darz o mammenn e meneziou Kembre
a welan ar c’hribennou anezo en dremmwel, en tu
kleiz d’in. Hereford a zo eur c’hroaz hent a bouez bras
er rouedad hentou-houarn a zo stignet war ar rann-se
a Vreiz-Veur : pemp linenn a zeu d’en em groazia enni
ha da gemmeska o bannou dir en he forz-houarn bras-meurbet.
Pengwern, pelloc’h en hanternoz, a zo brudet
en eun doare all. En he c’hichen, e kember stêriou {{Tired|Ha|vren}}<section end="IV"/><noinclude><references/></noinclude>
h9dkx1lvjy21wfru9q0i74hlb1y0xz1
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/64
102
66744
209327
2026-09-18T09:56:18Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|Ha|vren}} ha Tamar, e-tal eur run anvet ''the Wrekin'', tostik-tost d’eur gêriadennig dister a reer anezi Wroxester, en em gav al lec’h ma oa gwechall Virokunion, unan eus brasa kêriou Breiz-Veur da vare ar Romaned. He moger-dro he doa pemp kilometrad hed ha kelc’hiet e oa ganti eur gorread-douar diou wech brasoc’h eget an hini a oa dindan tiez Londinion (Lon- drez bremañ). E Virokunion e teue da geja darn eus ar penna hentou bras pavezet sav...
209327
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|44||}}</noinclude>{{Tired2|Ha|vren}} ha Tamar, e-tal eur run anvet ''the Wrekin'', tostik-tost
d’eur gêriadennig dister a reer anezi Wroxester,
en em gav al lec’h ma oa gwechall Virokunion,
unan eus brasa kêriou Breiz-Veur da vare ar Romaned.
He moger-dro he doa pemp kilometrad hed ha
kelc’hiet e oa ganti eur gorread-douar diou wech brasoc’h
eget an hini a oa dindan tiez Londinion (Lon-
drez bremañ). E Virokunion e teue da geja darn eus
ar penna hentou bras pavezet savet gant ar Romaned
e Breiz-Veur. Ne van ken nemeur a dra eus an holl
vrasteriou-se. Roudou al leur-gêr pe ''forum'', ar goariva
hag ar c’helc’hva a weler c’hoaz, koulskoude.
Ar c’heltiegour kembreat gouiziek Sir John Rhys en
deus savet eur pennad-labour dudius-kenañ da lenn a-zivout
Virokunion hag ar vro tro-dro (8). ''Din-lle Urecon''
e oa, hervezañ, ano ar Wrekin er Grenn-amzer,
hag an ano-se, a gaver war ar ''Red Book of Hergest''
(XIV{{vet}} kantved), a vije, gouez d’ezañ, troidigez kembraek
eun ano hengeltiek ''Lugudunon Virokunon''. ''Virokunon''
a zo tro-c’henel lies ''viroku'' « gourgi », da lavarout
eo « ki-gwardonia an dud », « ki-diwaller an
dud ». Kemeret e vije bet al lesano-brezel-se gant ar
rummad Kerneviz (''Cornavii'') a oa bet fiziet enno gant
ar Romaned gwardoniez ar c’horn-se a VreizVeur (9).
Rak, evel ouzoc’h, soudardelaet ez oa bet en o fez gant
ar Romaned meuriadou breizat a zo (Kerneviz en o
zouez) ha karget da ziwall an enez ouz ar C’hermaned.
Ar meuriadou breizat soudardelaet-se eus kreisteiz an
enezenn end-eeun a roas ar muia a enbroerien d’an
Arvorig er 5-vet kantved. Diwar se e c’heller meiza
pered brezelgar ha tema-korf gourennel (saverien
Breiz-Vihan ha fazi bras an dud a vremañ a daolenn
d’eomp hon tadou-koz evel kouerien abaf hag aonik<noinclude><references/></noinclude>
05k0qxg8fe0abhrzrs09orhpgnhcz3x
209335
209327
2026-09-18T10:42:59Z
Aveldro
601
209335
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|44||}}</noinclude>{{Tired2|Ha|vren}} ha Tamar, e-tal eur run anvet ''the Wrekin'', tostik-tost
d’eur gêriadennig dister a reer anezi Wroxester,
en em gav al lec’h ma oa gwechall Virokunion,
unan eus brasa kêriou Breiz-Veur da vare ar Romaned.
He moger-dro he doa pemp kilometrad hed ha
kelc’hiet e oa ganti eur gorread-douar diou wech brasoc’h
eget an hini a oa dindan tiez Londinion (Londrez
bremañ). E Virokunion e teue da geja darn eus
ar penna hentou bras pavezet savet gant ar Romaned
e Breiz-Veur. Ne van ken nemeur a dra eus an holl
vrasteriou-se. Roudou al leur-gêr pe ''forum'', ar goariva
hag ar c’helc’hva a weler c’hoaz, koulskoude.
Ar c’heltiegour kembreat gouiziek Sir John Rhys en
deus savet eur pennad-labour dudius-kenañ da lenn a-zivout
Virokunion hag ar vro tro-dro (8). ''Din-lle Urecon''
e oa, hervezañ, ano ar Wrekin er Grenn-amzer,
hag an ano-se, a gaver war ar ''Red Book of Hergest''
(XIV{{vet}} kantved), a vije, gouez d’ezañ, troidigez kembraek
eun ano hengeltiek ''Lugudunon Virokunon''. ''Virokunon''
a zo tro-c’henel lies ''viroku'' « gourgi », da lavarout
eo « ki-gwardonia an dud », « ki-diwaller an
dud ». Kemeret e vije bet al lesano-brezel-se gant ar
rummad Kerneviz (''Cornavii'') a oa bet fiziet enno gant
ar Romaned gwardoniez ar c’horn-se a VreizVeur (9).
Rak, evel ouzoc’h, soudardelaet ez oa bet en o fez gant
ar Romaned meuriadou breizat a zo (Kerneviz en o
zouez) ha karget da ziwall an enez ouz ar C’hermaned.
Ar meuriadou breizat soudardelaet-se eus kreisteiz an
enezenn end-eeun a roas ar muia a enbroerien d’an
Arvorig er 5-vet kantved. Diwar se e c’heller meiza
pered brezelgar ha tema-korf gourennel (saverien
Breiz-Vihan ha fazi bras an dud a vremañ a daolenn
d’eomp hon tadou-koz evel kouerien abaf hag aonik<noinclude><references/></noinclude>
i4w9d7s8jk3rwsxhnrlcq54c5c8ecn4
209341
209335
2026-09-18T10:50:55Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209341
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|44||}}</noinclude>{{Tired2|Ha|vren}} ha Tamar, e-tal eur run anvet ''the Wrekin'', tostik-tost
d’eur gêriadennig dister a reer anezi Wroxester,
en em gav al lec’h ma oa gwechall Virokunion,
unan eus brasa kêriou Breiz-Veur da vare ar Romaned.
He moger-dro he doa pemp kilometrad hed ha
kelc’hiet e oa ganti eur gorread-douar diou wech brasoc’h
eget an hini a oa dindan tiez Londinion (Londrez
bremañ). E Virokunion e teue da geja darn eus
ar penna hentou bras pavezet savet gant ar Romaned
e Breiz-Veur. Ne van ken nemeur a dra eus an holl
vrasteriou-se. Roudou al leur-gêr pe ''forum'', ar goariva
hag ar c’helc’hva a weler c’hoaz, koulskoude.
Ar c’heltiegour kembreat gouiziek Sir John Rhys en
deus savet eur pennad-labour dudius-kenañ da lenn a-zivout
Virokunion hag ar vro tro-dro <ref>''All around the Wrekin'' a zo ano ar pennad-studi-se a zo bet moulet war XXI{{vet}} levrenn ar gelc’hgelaouenn ''Y Cymmrodor''. Eun displegadenn eus labour Rhys a zo bet embannet gant D’Arbois de Jubainville war ''Rev. celt''. 1910, pp. 112-4.</ref>. ''Din-lle Urecon''
e oa, hervezañ, ano ar Wrekin er Grenn-amzer,
hag an ano-se, a gaver war ar ''Red Book of Hergest''
(XIV{{vet}} kantved), a vije, gouez d’ezañ, troidigez kembraek
eun ano hengeltiek ''Lugudunon Virokunon''. ''Virokunon''
a zo tro-c’henel lies ''viroku'' « gourgi », da lavarout
eo « ki-gwardonia an dud », « ki-diwaller an
dud ». Kemeret e vije bet al lesano-brezel-se gant ar
rummad Kerneviz (''Cornavii'') a oa bet fiziet enno gant
ar Romaned gwardoniez ar c’horn-se a {{Reizh|VreizVeur|Vreiz-Veur}} <ref>Gant Breiziz hag Iwerzonig gwechall. « Ki » a veze eun ano meulus roet d’eur c’hadour pe d’eur brezelour-meur. Eus ar bri douget d’ar c’hi gant ar Gelted koz, e teu an anoiou-gwazed ker stank e Breiz-Vihan : ''Maengi, Tangi, Maelgi, Pirgi, Anaogi, Gourgi'', hag all.</ref>.
Rak, evel ouzoc’h, soudardelaet ez oa bet en o fez gant
ar Romaned meuriadou breizat a zo (Kerneviz en o
zouez) ha karget da ziwall an enez ouz ar C’hermaned.
Ar meuriadou breizat soudardelaet-se eus kreisteiz an
enezenn end-eeun a roas ar muia a enbroerien d’an
Arvorig er 5-vet kantved. Diwar se e c’heller meiza
pered brezelgar ha tema-korf gourennel (saverien
Breiz-Vihan ha fazi bras an dud a vremañ a daolenn
d’eomp hon tadou-koz evel kouerien abaf hag aonik<noinclude><references/></noinclude>
jsaywe378t3nnw6geslvklnz5b5jzbk
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/65
102
66745
209329
2026-09-18T10:02:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "o treiza ar mor dindan renadur o beleien. Deuet eo ar Sent koz war-lerc’h ar vrezelidi, er 6-vet kantved, eus a Gembre dreist-holl, galvet gant an diouer a veleien o doa diskennidi o c’henvroiz divroet (10). Ar reoliadur a oa bet savet gant ar Romaned evit difenn Breiz-Veur ouz ar C’hermaned, a zo bet kemeret en hon amzer gant renerien Bro-Aostria pa fellas d’ezo gwarezi o harzou diouz ar c’hreisteiz ouz argadennou an Durked. Soudardela holl Slaved a...
209329
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||45}}</noinclude>o treiza ar mor dindan renadur o beleien. Deuet eo ar
Sent koz war-lerc’h ar vrezelidi, er 6-vet kantved, eus
a Gembre dreist-holl, galvet gant an diouer a veleien
o doa diskennidi o c’henvroiz divroet (10).
Ar reoliadur a oa bet savet gant ar Romaned evit
difenn Breiz-Veur ouz ar C’hermaned, a zo bet kemeret
en hon amzer gant renerien Bro-Aostria pa fellas
d’ezo gwarezi o harzou diouz ar c’hreisteiz ouz argadennou
an Durked. Soudardela holl Slaved an harzou-se
o deus graet. War vevennou-difenn Impalaerded
Aostria (11), pep gwaz a oa soudard eus e gavell d’e
vez, ha diherezet e oa ar merc’hed pa na briedent ket
gant soudarded (12).
O veza n’eo ket herrek an tren ha ma paouez e kement
diskenn a zo en hent, em eus amzer da vont da
eva eur bannac’h te pe c’hoaz eur werennad laez e tiez-debri
ar porziou-houarn. War hentou-houarn Kembre,
e weler boutailhou houarn bras leun a laez kerc’het a-ziwar
ar maez d’ar c’hêriou-bras, hag evit pevar gwenneg
e c’heller kaout eur werennad laez eus ar gwella.
Stlejerezed an treniou amañ, war linenn ar C’hambrian,
a zo gell-chokollad o liou. E Breiz-Veur, e vez
dishañvalet ar c’hompagnuneziou hent-houarn dre liou
o stlejerezed. Re ar South-Western a zo liou gwer (13).
Re ar ''C’haledonian'', evit Bro-Skoz, glas-mor. Hag all. E
trede klas e veajen peurliesa. An dud en em gaver ganto
e kombodou trede klas kirri hent-houarn Breiz-Veur
a vez dereat-tre, ha ne weler ket en o zouez a
vezvierien o vutunat, o tufa, pe… o tisteurel e pep lec’h
evel war hol linennou a Vreiz.
E Chester (''Caer'' e kembraeg, 14) em eus amzer d’ober
eun dro-vale dre gêr a zo koant gant henvogeriou en-dro
d’ezi aet da valiou (15), gant darn eus he straedou koz<noinclude><references/></noinclude>
7a8xhb0o7g9wldsmv30f3sl3vz5h9bv
209342
209329
2026-09-18T10:55:07Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209342
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||45}}</noinclude>o treiza ar mor dindan renadur o beleien. Deuet eo ar
Sent koz war-lerc’h ar vrezelidi, er 6-vet kantved, eus
a Gembre dreist-holl, galvet gant an diouer a veleien
o doa diskennidi o c’henvroiz divroet <ref>J. Loth, ''Rev. celt''. 1909 pp. 396-400.</ref>.
Ar reoliadur a oa bet savet gant ar Romaned evit
difenn Breiz-Veur ouz ar C’hermaned, a zo bet kemeret
en hon amzer gant renerien Bro-Aostria pa fellas
d’ezo gwarezi o harzou diouz ar c’hreisteiz ouz argadennou
an Durked. Soudardela holl Slaved an harzou-se
o deus graet. War vevennou-difenn Impalaerded
Aostria <ref>Lakaat e kemm al ''Littus saxonicum'' e Breiz-Veur da vare ar Romaned.</ref>, pep gwaz a oa soudard eus e gavell d’e
vez, ha diherezet e oa ar merc’hed pa na briedent ket
gant soudarded <ref>Lenn G. Perrot, ''Chez les Slaves du Sud'', war ''Tour du Monde'', 1870-1871. Keñveria F. Sagot, ''la Bretagne romaine'', Paris, 1911, pp. 213-32 ; J. Loth, ''Rev. celt''. 1914, pp. 109-14 ; 1902, pp. 205-6. An Aerouant Ruz (''Draig Goch''), a weler war banniel hag ardameziou Kembre, a zo an ''Draco'', an arouezinti-vrezel a veze douget dirak renerien-armeou Breiz-Veur, er marevez kelt-ha-roman, Rhys, ''Celtic Britain'', pevare mouladur, London, 1908, p. 136.</ref>.
O veza n’eo ket herrek an tren ha ma paouez e kement
diskenn a zo en hent, em eus amzer da vont da
eva eur bannac’h te pe c’hoaz eur werennad laez e tiez-debri
ar porziou-houarn. War hentou-houarn Kembre,
e weler boutailhou houarn bras leun a laez kerc’het a-ziwar
ar maez d’ar c’hêriou-bras, hag evit pevar gwenneg
e c’heller kaout eur werennad laez eus ar gwella.
Stlejerezed an treniou amañ, war linenn ar C’hambrian,
a zo gell-chokollad o liou. E Breiz-Veur, e vez
dishañvalet ar c’hompagnuneziou hent-houarn dre liou
o stlejerezed. Re ar South-Western a zo liou gwer <ref>''South-Western Railway'' Hent-houarn ar Mervent » a zo en dalc’h anezañ liennou London-Southampton, London-Reading ha London-Epsom.</ref>.
Re ar ''C’haledonian'', evit Bro-Skoz, glas-mor. Hag all. E
trede klas e veajen peurliesa. An dud en em gaver ganto
e kombodou trede klas kirri hent-houarn Breiz-Veur
a vez dereat-tre, ha ne weler ket en o zouez a
vezvierien o vutunat, o tufa, pe… o tisteurel e pep lec’h
evel war hol linennou a Vreiz.
E Chester (''Caer'' e kembraeg, <ref>Da lavarout eo « Kêr »e brezoneg. Digant Brezoned eus ar c’horn-se a Vreiz-Veur eo, moarvat, he deus bet enez Gêrveur, e Breiz-Izel, an ano m’eo deuet da veza anavezet. Hec’h ano hen-geltiek, ''Vidilis'', aet da ''Guezel, Gouezel'' e krennvrezoneg, a zo bet ankounac’haet a-grenn gant ar Wenedourien.</ref>) em eus amzer d’ober
eun dro-vale dre gêr a zo koant gant henvogeriou en-dro
d’ezi aet da valiou <ref>Diwar ar baliou-se, sav-diskenn ganto, en deus an den eur gwel dudius war gêr, hec’h ilizou, ar maeziou tro-dro ha kammdroennou ar stêr drezo. En dremmwel, e tu ar c’hornog, e weler, glasaet-holl gant ar pellder, aradennadou-meneziou</ref>, gant darn eus he straedou koz<noinclude><references/></noinclude>
g50ksrdghvqw7ocfp0u46c4nzilay3y
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/66
102
66746
209330
2026-09-18T10:04:52Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "kleuzet er roc’h veo, hag ar riblenn uhel, en daou du anezo, o tremen dindan gwaregou e-tal an tiez. Pa zistroan da adkemer an tren, e tremenan dre eur vali vras ha ledan, enni peuliou uhel evit an tredan. Staliou kaer a bep tu. En unan eus ar staliou-se, e welan torziou bras keuz melen ha me o vont e-barz da c’houlenn eun tamm d’ober va beaj. Ha souezenn am eus ! A gave d’in e oa keuz n’oa nemet madigou sukr. Ha me ''keuziet'' koulskoude ! Rak blaz k...
209330
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|46||}}</noinclude>kleuzet er roc’h veo, hag ar riblenn uhel, en daou du
anezo, o tremen dindan gwaregou e-tal an tiez. Pa zistroan
da adkemer an tren, e tremenan dre eur vali
vras ha ledan, enni peuliou uhel evit an tredan. Staliou
kaer a bep tu. En unan eus ar staliou-se, e welan
torziou bras keuz melen ha me o vont e-barz da c’houlenn
eun tamm d’ober va beaj. Ha souezenn am eus ! A
gave d’in e oa keuz n’oa nemet madigou sukr. Ha me
''keuziet'' koulskoude ! Rak blaz keuz melen brudet kêr
Chester em boa dalc’het koun anezañ abaoe va bugaleerez.
Goude brezel 1870-1871, va zad, eur Montroulezad
anezaň, aon d’ezañ rak ar geraouegez a oa da zouja
goude dismantrou bras hag ar reveulzi a oa bet da
heul (16), en doa feurmet eul lestr ha graet degas
d’ezañ, dre eur c’habiten a vor eus a Vontroulez, eul
lestrad pourveziou eus Breiz-Veur, en o zouez torziou
keuz Chester.
Etre Queen’s Ferry ha Mostyn, ez a an hent-houarn
a-hed aber an Dourdoue (17){{Reizh|,,|,}} d’ezi meur a gilometrad
ledander, ha goude Mostyn betek enez Vôn a-hed glann
ar mor. Tremen a reomp dre gêriou Fflint, Treffynnon (18),
Rhyl, Abergele, Aberconwy (19), Bangor.
Kaer eo da welout ar rann-se a Gembre. Diouz an tu
dehou, ar mor. Amañ hag ahont, kastellou bras eus
ar Grennamzer evel hini Aberconwy ha pelloc’h, er
c’hornog, hini Kêrnarvon (20). Diouz an tu kleiz, e
weler meneziou, hag, a-us d’ezo, pa zenesaer ouz Kêrnarvon,
kribenn ar Wezva, Menez santel Bro-Gembre,
Menez an Awen evit ar Varzed a ya, meur a hini
anezo, e pirc’hirinerez war e gribenn (21). N’oun ket
souezet e vije ken brudet-se gant Kembreiz, rak diaes
e vez gwelout eun arvest ken leun a veurded.
War an aod hanternoz-se a Gembre, diou wech kaer<noinclude><references/></noinclude>
ay4o8f52r8pvaxwmj79spr55vb9t4lq
209343
209330
2026-09-18T10:55:43Z
Aveldro
601
209343
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|46||}}</noinclude>kleuzet er roc’h veo, hag ar riblenn uhel, en daou du
anezo, o tremen dindan gwaregou e-tal an tiez. Pa zistroan
da adkemer an tren, e tremenan dre eur vali
vras ha ledan, enni peuliou uhel evit an tredan. Staliou
kaer a bep tu. En unan eus ar staliou-se, e welan
torziou bras keuz melen ha me o vont e-barz da c’houlenn
eun tamm d’ober va beaj. Ha souezenn am eus ! A
gave d’in e oa keuz n’oa nemet madigou sukr. Ha me
''keuziet'' koulskoude ! Rak blaz keuz melen brudet kêr
Chester em boa dalc’het koun anezañ abaoe va bugaleerez.
Goude brezel 1870-1871, va zad, eur Montroulezad
anezaň, aon d’ezañ rak ar geraouegez a oa da zouja
goude dismantrou bras hag ar reveulzi a oa bet da
heul <ref>Ar Gumun (meurz-mae 1871).</ref>, en doa feurmet eul lestr ha graet degas
d’ezañ, dre eur c’habiten a vor eus a Vontroulez, eul
lestrad pourveziou eus Breiz-Veur, en o zouez torziou
keuz Chester.
Etre Queen’s Ferry ha Mostyn, ez a an hent-houarn
a-hed aber an Dourdoue (17){{Reizh|,,|,}} d’ezi meur a gilometrad
ledander, ha goude Mostyn betek enez Vôn a-hed glann
ar mor. Tremen a reomp dre gêriou Fflint, Treffynnon (18),
Rhyl, Abergele, Aberconwy (19), Bangor.
Kaer eo da welout ar rann-se a Gembre. Diouz an tu
dehou, ar mor. Amañ hag ahont, kastellou bras eus
ar Grennamzer evel hini Aberconwy ha pelloc’h, er
c’hornog, hini Kêrnarvon (20). Diouz an tu kleiz, e
weler meneziou, hag, a-us d’ezo, pa zenesaer ouz Kêrnarvon,
kribenn ar Wezva, Menez santel Bro-Gembre,
Menez an Awen evit ar Varzed a ya, meur a hini
anezo, e pirc’hirinerez war e gribenn (21). N’oun ket
souezet e vije ken brudet-se gant Kembreiz, rak diaes
e vez gwelout eun arvest ken leun a veurded.
War an aod hanternoz-se a Gembre, diou wech kaer<noinclude><references/></noinclude>
tua69znkjsydiks74jh5h9dk3jzyu8d
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/67
102
66747
209331
2026-09-18T10:07:21Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "dre ma kaver ennañ en eur gichen diou gened ha na vezont ket alies unanet, kened ar mor ha kened ar menez, ez eus eun traez brudet, e-touez ar Saozon a zered ennañ a-vagadou : ''Colwyn Bay''. Pa dremenan e-biou, n’eus den warnañ, hogen ne weler nemet re an doare m’o deus ar Saozon distreset al lech-se a oa eus ar brava en e stumm-natur. Eur vali hir, heñvel ouz eur boulouard Londrez, terdouaret ha sklerijennou-tredan hed-ha-hed, a gas bremañ d’eun ti-...
209331
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||47}}</noinclude>dre ma kaver ennañ en eur gichen diou gened ha na
vezont ket alies unanet, kened ar mor ha kened ar
menez, ez eus eun traez brudet, e-touez ar Saozon a zered
ennañ a-vagadou : ''Colwyn Bay''. Pa dremenan e-biou,
n’eus den warnañ, hogen ne weler nemet re an
doare m’o deus ar Saozon distreset al lech-se a oa
eus ar brava en e stumm-natur. Eur vali hir, heñvel
ouz eur boulouard Londrez, terdouaret ha sklerijennou-tredan
hed-ha-hed, a gas bremañ d’eun ti-c’hoari
evel ar re a anver ''casino'' e Bro-C’hall. Hemañ a zo
savet war beuliou e penn eur c’hae houarn a ya pell
er mor.
Eur pennad goude Colwyn, e tegouez hon tren gant
eur pont korzennek, en daou benn anezañ touriou-mañsonerez
kranellet o lein. Dre ar pont-se ez a an
tren en tu-hont da aber stêr Conwy. Eur pont-orjal
evit ar c’hirri hag an droadeien a zo e-kichen. Treuzet
ganeomp ar stêr, e tremenomp ouz troad mogeriou
kreñv hag uhel kastell koz Aberconwy.
Goude tremen Bangor, ec’h en em zistag diouz hol
linenn, a-gleiz d’eomp, al linenn a ya da Gêrnarvon,
hag e tegouezomp war wel ar pont meur a ra anezañ
ar Saozon ''Britannia Tube''. Houarn-holl, nemet ar pikolou
pilierou karrezennek m’eo harpet warno, ec’h
en em astenn ar pont-se a-us da zour sioul ar Menai,
ar vrec’h-vor a zisrann Breiz-Veur diouz enez Vôn.
Gant an ijiner Brunel, an hini a grouas al lestr treuzatlantek
brudet ''Great-Eastern'' (22), ez eo bet graet.
Pa zenesaer outañ, dre en em lakaat ouz unan eus
ar prenestrou a zo en tu dehou d’an tren, e weler a-bell,
e toull ar pont, daou leon, unan a bep tu, kizellet
e maen-benerez, evel evit e ziwall. Evel pont hent-houarn
Aberconwy, ez eo pont meur Britannia e doare<noinclude><references/></noinclude>
50a5p8csxxa0n16zfmvdlrmx6m8z4p5
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/68
102
66748
209332
2026-09-18T10:12:32Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "eur gorzenn pe eun duellenn vras-divent. En eur dremen warnañ, e c’heller gwelout eur mell pont all, eur pont orjal hennez, o treuzi ar Menai eun tamm uheloc’h war an tu dehou. Taoliou-micher ijinerez mab-den eo an eil pont hag egile pa sav al leurenn anezo betek tremen tregont metrad a-us da c’horre an dour er reverziou brasa. <br> (''Da genderc’hel''). {{Dehou|F. VALLEE.|2}} <br> {{Kreizañ|<big>NOTENNOU</big>}} (1) ''Gwair'' a vez graet eus ar fo...
209332
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|48||}}</noinclude>eur gorzenn pe eun duellenn vras-divent. En eur dremen
warnañ, e c’heller gwelout eur mell pont all, eur
pont orjal hennez, o treuzi ar Menai eun tamm uheloc’h
war an tu dehou. Taoliou-micher ijinerez mab-den
eo an eil pont hag egile pa sav al leurenn anezo
betek tremen tregont metrad a-us da c’horre an dour
er reverziou brasa.
<br>
(''Da genderc’hel'').
{{Dehou|F. VALLEE.|2}}
<br>
{{Kreizañ|<big>NOTENNOU</big>}}
(1) ''Gwair'' a vez graet eus ar foenn glas war droad, ha ''ffwgn'' eus ar foenn nevez-vedet. E kembraeg
e vez lavaret « laza foenn » e-lec’h e « trouc’ha foenn ».
(2) Ar spered a frankiz a zo bet a-holl-viskoaz hag a dalc’h da veza spered ar Gelted. Klevit kentoc’h ar pez a lavar Bro-Skoz dre ziweuz Barbour ha Breiz dre re Gwilherm a Sant-Andre :
{{Bloc’had kreizet|
<poem>
A ! fredome is a noble thing !
Fredome mayss man to haiff liking.
Fredome all solace to man giffis.
He levys atess that frely levys !
A noble hart may haiff nane ess
Na ellys nocht that may him pless
Gyf fredome fail he.
</poem>}}
« Haelat tra ar frankiz ! Ar frankiz a ra d’an den karout ar vuhez. Ar frankiz e frealz e pep reuz. Evurus e vev e frankiz ! N’oufe eur galon uhel kaout na levenez na<noinclude><references/></noinclude>
jqmf7w25j6whispxm4bfwsvm2vvknhd
209344
209332
2026-09-18T10:57:42Z
Aveldro
601
209344
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|48||}}</noinclude>eur gorzenn pe eun duellenn vras-divent. En eur dremen
warnañ, e c’heller gwelout eur mell pont all, eur
pont orjal hennez, o treuzi ar Menai eun tamm uheloc’h
war an tu dehou. Taoliou-micher ijinerez mab-den
eo an eil pont hag egile pa sav al leurenn anezo
betek tremen tregont metrad a-us da c’horre an dour
er reverziou brasa.<noinclude><references/>
<br>
(''Da genderc’hel'').
{{Dehou|F. VALLEE.|2}}
<br>
{{Kreizañ|<big>NOTENNOU</big>}}
(1) ''Gwair'' a vez graet eus ar foenn glas war droad, ha ''ffwgn'' eus ar foenn nevez-vedet. E kembraeg
e vez lavaret « laza foenn » e-lec’h e « trouc’ha foenn ».
(2) Ar spered a frankiz a zo bet a-holl-viskoaz hag a dalc’h da veza spered ar Gelted. Klevit kentoc’h ar pez a lavar Bro-Skoz dre ziweuz Barbour ha Breiz dre re Gwilherm a Sant-Andre :
{{Bloc’had kreizet|
<poem>
A ! fredome is a noble thing !
Fredome mayss man to haiff liking.
Fredome all solace to man giffis.
He levys atess that frely levys !
A noble hart may haiff nane ess
Na ellys nocht that may him pless
Gyf fredome fail he.
</poem>}}
« Haelat tra ar frankiz ! Ar frankiz a ra d’an den karout ar vuhez. Ar frankiz e frealz e pep reuz. Evurus e vev e frankiz ! N’oufe eur galon uhel kaout na levenez na</noinclude>
82ji5e1ni4epw4li1t4ify8896ht6gh
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/69
102
66749
209333
2026-09-18T10:20:22Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gwalc’h ebet d’e vennadou, mar bez diank d’ezañ ar frankiz « (Barbour XIV{{vet}} kantved). {{Bloc’had kreizet| <poem>Car liberté est délectable, Et belle et bonne et profitable ; Pour ce chacun la désiroit Garder très bien : c’étoit leur droit ! De servitude avoient horrour Quand ils véoient trétout entour Comment en France elle régnoit, Foul estoit qui paour n’en avoit ! </poem>}} « Rak frankiz a zo dudius, — Ha kaer ha mat ha gounidus ;..."
209333
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|||49}}</noinclude>gwalc’h ebet d’e vennadou, mar bez diank d’ezañ ar frankiz « (Barbour XIV{{vet}} kantved).
{{Bloc’had kreizet|
<poem>Car liberté est délectable,
Et belle et bonne et profitable ;
Pour ce chacun la désiroit
Garder très bien : c’étoit leur droit !
De servitude avoient horrour
Quand ils véoient trétout entour
Comment en France elle régnoit,
Foul estoit qui paour n’en avoit !
</poem>}}
« Rak frankiz a zo dudius, — Ha kaer ha mat ha gounidus ; — Gant-se, an holl a c’hoantae — He mirout mat : o gwir e voe ! — Ouz skavelez o devoa euz — Pa welent tro-war-dro he reuz, — Penaos e Bro-C’hall e rene, — Diskiant neb outi na heugfe ! » (Gwilherm a Sant-Andre, 1379).
Ha Yan a Vontfort, p’edo {{Reizh|Sant-Malon|Sant-Malou}} dalc’het gant ar C’hallaoued, dirak an dudjentil a Vreiz e Dinam, an navet a Eost 1379, a c’harm :
« Eur souez ma ’z int rankles ! N’hellont kaout o gwalc’hi a aour hag a arc’hant. En em deurel a reont war hor Breiz evit laerez diganeomp hor madou hag hol leveou hon eus perc’hennet bepred, a-drugarez Doue, e peoc’h. На c’hoaz n’eo ket a-walc’h ! Hor mez a vennont bremañ !… Hogen, digabestr omp bet a-viskoaz ha pa ’n em gevredfe ar bed-holl da waska hor frankiz e ouezimp he difenn kalonek ha gant skoazell Doue he mirout ».
''Breiz Atao'', 1 Ebrel 1924, p. 418 ; Mae 1926, p. 683.
(3) Deuet e oa war goulenn an itron Herbert da veza sekretourez d’ezi evit renka diellou, kelaouennou, lizeriou, paperennou a bep seurt hag a bouez bras diwar-benn an istor he doa en he levraoueg. Darn eus ar paperennou-se a denne, a gredan, da unan eus mibien an itron Herbert en doa bet eur garg bennak er c’hannaduriou. Labourat a-hed an deiz a rae ar Saozez el levraoueg, oc’h adskriva paperennou-zo gant
eur skriverez Remington.
(4) ''Caergybi'' a vez graet ''Holyhead'' anezi gant ar Saozon. Môn a zo ''Anglesey'' hec’h ano e saozneg.
(5) An ''ll'' kembraek a zo eun ''l'' c’houezadennet.<noinclude><references/></noinclude>
couu0dsfl2prz6ultf6811hihb7s6jb
209345
209333
2026-09-18T10:58:04Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209345
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|||49}}</noinclude><noinclude>gwalc’h ebet d’e vennadou, mar bez diank d’ezañ ar frankiz « (Barbour XIV{{vet}} kantved).
{{Bloc’had kreizet|
<poem>Car liberté est délectable,
Et belle et bonne et profitable ;
Pour ce chacun la désiroit
Garder très bien : c’étoit leur droit !
De servitude avoient horrour
Quand ils véoient trétout entour
Comment en France elle régnoit,
Foul estoit qui paour n’en avoit !
</poem>}}
« Rak frankiz a zo dudius, — Ha kaer ha mat ha gounidus ; — Gant-se, an holl a c’hoantae — He mirout mat : o gwir e voe ! — Ouz skavelez o devoa euz — Pa welent tro-war-dro he reuz, — Penaos e Bro-C’hall e rene, — Diskiant neb outi na heugfe ! » (Gwilherm a Sant-Andre, 1379).
Ha Yan a Vontfort, p’edo {{Reizh|Sant-Malon|Sant-Malou}} dalc’het gant ar C’hallaoued, dirak an dudjentil a Vreiz e Dinam, an navet a Eost 1379, a c’harm :
« Eur souez ma ’z int rankles ! N’hellont kaout o gwalc’hi a aour hag a arc’hant. En em deurel a reont war hor Breiz evit laerez diganeomp hor madou hag hol leveou hon eus perc’hennet bepred, a-drugarez Doue, e peoc’h. На c’hoaz n’eo ket a-walc’h ! Hor mez a vennont bremañ !… Hogen, digabestr omp bet a-viskoaz ha pa ’n em gevredfe ar bed-holl da waska hor frankiz e ouezimp he difenn kalonek ha gant skoazell Doue he mirout ».
''Breiz Atao'', 1 Ebrel 1924, p. 418 ; Mae 1926, p. 683.
(3) Deuet e oa war goulenn an itron Herbert da veza sekretourez d’ezi evit renka diellou, kelaouennou, lizeriou, paperennou a bep seurt hag a bouez bras diwar-benn an istor he doa en he levraoueg. Darn eus ar paperennou-se a denne, a gredan, da unan eus mibien an itron Herbert en doa bet eur garg bennak er c’hannaduriou. Labourat a-hed an deiz a rae ar Saozez el levraoueg, oc’h adskriva paperennou-zo gant
eur skriverez Remington.
(4) ''Caergybi'' a vez graet ''Holyhead'' anezi gant ar Saozon. Môn a zo ''Anglesey'' hec’h ano e saozneg.
(5) An ''ll'' kembraek a zo eun ''l'' c’houezadennet.
</noinclude><noinclude><references/></noinclude>
8ixkhifonthpsrgz0mqzop6neahsxkz
Pajenn:Vallée - Envorennou beaj. Gwalarn, 1927-1929.djvu/70
102
66750
209334
2026-09-18T10:41:02Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<br> (6) Keñveria Giraldus Cambrensis, ''Historical Works'', mouladur T. Wright. London, 1887, p. 433 (''the Itinerary through Wales'', II, 4). (7) ''Hafren'' e kembraeg, ''Severn'' e saozneg. (8) ''All around the Wrekin'' a zo ano ar pennad-studi-se a zo bet moulet war XXI{{vet}} levrenn ar gelc’hgelaouenn ''Y Cymmrodor''. Eun displegadenn eus labour Rhys a zo bet embannet gant D’Arbois de Jubainville war ''Rev. celt''. 1910, pp. 112-4. (9) Gant...
209334
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv|50||}}</noinclude><br>
(6) Keñveria Giraldus Cambrensis, ''Historical Works'', mouladur T. Wright. London, 1887, p. 433 (''the Itinerary through Wales'', II, 4).
(7) ''Hafren'' e kembraeg, ''Severn'' e saozneg.
(8) ''All around the Wrekin'' a zo ano ar pennad-studi-se a zo bet moulet war XXI{{vet}} levrenn ar gelc’hgelaouenn ''Y Cymmrodor''. Eun displegadenn eus labour Rhys a zo bet embannet gant D’Arbois de Jubainville war ''Rev. celt''. 1910, pp. 112-4.
(9) Gant Breiziz hag Iwerzonig gwechall. « Ki » a veze eun ano meulus roet d’eur c’hadour pe d’eur brezelour-meur. Eus ar bri douget d’ar c’hi gant ar Gelted koz, e teu an anoiou-gwazed ker stank e Breiz-Vihan : ''Maengi, Tangi, Maelgi, Pirgi, Anaogi, Gourgi'', hag all.
(10) J. Loth, ''Rev. celt''. 1909 pp. 396-400.
(11) Lakaat e kemm al ''Littus saxonicum'' e Breiz-Veur da vare ar Romaned.
(12) Lern G. Perrot, ''Chez les Slaves du Sud'', war ''Tour du Monde'', 1870-1871. Keñveria F. Sagot, ''la Bretagne romaine'', Paris, 1911, pp. 213-32 ; J. Loth, ''Rev. celt''. 1914, pp. 109-14 ; 1902, pp. 205-6. An Aerouant Ruz (''Draig Goch''), a weler war banniel hag ardameziou Kembre, a zo an ''Draco'', an arouezinti-vrezel a veze douget dirak renerien-armeou Breiz-Veur, er marevez kelt-ha-roman, Rhys, ''Celtic Britain'', pevare mouladur, London, 1908, p. 136.
(13) ''South-Western Railway'' Hent-houarn ar Mervent » a zo en dalc’h anezañ liennou London-Southampton, London-Reading ha London-Epsom.
(14) Da lavarout eo « Kêr »e brezoneg. Digant Brezoned eus ar c’horn-se a Vreiz-Veur eo, moarvat, he deus bet enez Gêrveur, e Breiz-Izel, an ano m’eo deuet da veza anavezet. Hec’h ano hen-geltiek, ''Vidilis'', aet da ''Guezel, Gouezel'' e krennvrezoneg, a zo bet ankounac’haet a-grenn gant ar Wenedourien.
(15) Diwar ar baliou-se, sav-diskenn ganto, en deus an den eur gwel dudius war gêr, hec’h ilizou, ar maeziou tro-dro ha kammdroennou ar stêr drezo. En dremmwel, e tu ar c’hornog, e weler, glasaet-holl gant ar pellder, aradennadou-meneziou
(16) Ar Gumun (meurz-mae 1871).<noinclude><references/></noinclude>
4q25gzusxerpkigl3sz26sjta3ubbdi
209346
209334
2026-09-18T10:58:26Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209346
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv|50||}}</noinclude><noinclude><br>
(6) Keñveria Giraldus Cambrensis, ''Historical Works'', mouladur T. Wright. London, 1887, p. 433 (''the Itinerary through Wales'', II, 4).
(7) ''Hafren'' e kembraeg, ''Severn'' e saozneg.
(8) ''All around the Wrekin'' a zo ano ar pennad-studi-se a zo bet moulet war XXI{{vet}} levrenn ar gelc’hgelaouenn ''Y Cymmrodor''. Eun displegadenn eus labour Rhys a zo bet embannet gant D’Arbois de Jubainville war ''Rev. celt''. 1910, pp. 112-4.
(9) Gant Breiziz hag Iwerzonig gwechall. « Ki » a veze eun ano meulus roet d’eur c’hadour pe d’eur brezelour-meur. Eus ar bri douget d’ar c’hi gant ar Gelted koz, e teu an anoiou-gwazed ker stank e Breiz-Vihan : ''Maengi, Tangi, Maelgi, Pirgi, Anaogi, Gourgi'', hag all.
(10) J. Loth, ''Rev. celt''. 1909 pp. 396-400.
(11) Lakaat e kemm al ''Littus saxonicum'' e Breiz-Veur da vare ar Romaned.
(12) Lern G. Perrot, ''Chez les Slaves du Sud'', war ''Tour du Monde'', 1870-1871. Keñveria F. Sagot, ''la Bretagne romaine'', Paris, 1911, pp. 213-32 ; J. Loth, ''Rev. celt''. 1914, pp. 109-14 ; 1902, pp. 205-6. An Aerouant Ruz (''Draig Goch''), a weler war banniel hag ardameziou Kembre, a zo an ''Draco'', an arouezinti-vrezel a veze douget dirak renerien-armeou Breiz-Veur, er marevez kelt-ha-roman, Rhys, ''Celtic Britain'', pevare mouladur, London, 1908, p. 136.
(13) ''South-Western Railway'' Hent-houarn ar Mervent » a zo en dalc’h anezañ liennou London-Southampton, London-Reading ha London-Epsom.
(14) Da lavarout eo « Kêr »e brezoneg. Digant Brezoned eus ar c’horn-se a Vreiz-Veur eo, moarvat, he deus bet enez Gêrveur, e Breiz-Izel, an ano m’eo deuet da veza anavezet. Hec’h ano hen-geltiek, ''Vidilis'', aet da ''Guezel, Gouezel'' e krennvrezoneg, a zo bet ankounac’haet a-grenn gant ar Wenedourien.
(15) Diwar ar baliou-se, sav-diskenn ganto, en deus an den eur gwel dudius war gêr, hec’h ilizou, ar maeziou tro-dro ha kammdroennou ar stêr drezo. En dremmwel, e tu ar c’hornog, e weler, glasaet-holl gant ar pellder, aradennadou-meneziou
(16) Ar Gumun (meurz-mae 1871).
</noinclude><noinclude><references/></noinclude>
ioq3mlgspzv6n3zpchwurznr69ok76o