Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.22
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/28
102
66928
209895
2026-09-30T16:55:33Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209895
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 26 —|}}</noinclude>bep skritur all, evid ar skriva lizerou, kontradou
ha dournskridou, hag e talc’has da veza e boaz
beteg an IIIvet kantved goude H. S. <ref>E. Amélineau, ''Résumé de l’histoire de l’Egypte depuis les temps les plus reculés jusqu’à nos jours'', 1894, pp. 18-32.</ref>.
{{Kreizañ|''SKRITURIOU GENNHENVEL KORNOG AN AZI''}}
Eus ar skritur araouezluniek boaziet gant hen-Elamiz
Suziana ha Raksemited Kaldea, e voe tennet
gand Akkadiz eur skritur nevez a zo anvet ganeomp
''gennheñvel'' pe ''tachheñvel'' diouz furm an aroueziou
anezañ heñvel ouz peb a c’henn pe peb a dach. Rediet
eo bet ar furm-ze gand an danvez ma skrive warnañ
peurliesa Akkadiz, ar pri, n’eo ket aes roudenna
distak warnañ linennou kroumm, ha gand
ar benveg ma raent gantañ da dresa aroueziou, eur
raosklenn tric’hornek a veze dalc’het a-veskell gand
an dourn. Ar skriva war bri gand eur raosklenn
en deus distreset kalz an arouezluniou kent. Enskrivaduriou
hon eus koulskoude hag a laka anat
ez eo deuet ar skritur gennheñvel eus ar skritur
arouezluniek <ref>J. de Morgan, ''les Premières Civilisations, études sur la Préhistoire et l’Histoire jusqu’à la fin de l’Empire macédonien'', 1909, pp. 187-91 (danevell ha skeudennou).</ref>.
En enskrivaduriou kosa war vaen kavet e Mezopotamia,
an elfennou oc’h ober peb arouezenn-skritur
a zo anezo linennou rik ha neket gennou.<noinclude><references/></noinclude>
j2hgz2q3618lrdmy5nv5o27v7co20uw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/29
102
66929
209896
2026-09-30T16:57:40Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209896
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 27 —|}}</noinclude>Diwezatoc’h, gand aroueziou gennheñvel eo e voe
graet bepret, zoken pa skrived war vaen.
Ar skritur gennheñvel a oa ennañ meur a gant a
aroueziou. Darn eus an aroueziou-ze a zo ganto eun
dalvoudegez-skeudenni. Re all a dalv silabennou. Re
all c’hoaz vogalennou. Mezopotamiz n’int ket deuet
a-benn da zisranna ar gensonenn diouz ar vogalenn
evel m’o deus tizet ober a-wechou Ejiptiz.
Amprestet e voe ar skritur diaes-ze gand ar poblou
tro-war-dro : Elamiz, Hittited, Kananeaned, Mitaniz,
Armeniz, Persed, ha damgemmet a-wechou
ganto diouz o ezommou hag ezommou o yez. Ar
skritur gennheñvel implijet da ziweza gant Persiz
a zo berroc’h eged ar re all. N’eus ennañ nemet
seiz-ha-tregont arouez o skeudenni vogalennou ha
kensonennou.
Ar skritur gennheñvel a zo bet e boaz e-pad
eun hir steudad a gantvedou. An enskrivadur
tosta d’eomp a zo warnañ ano ar roue parthiat
Pakoros (77-111 goude H. S.).
{{Kreizañ|''AR SKRIVA DRE LIZERENNOU''}}
E-kerz an eilvet milved kent H. S. eo e voe ijinet
ar furmou kosa eus al lizerenneg a reomp ganti
hizio.
Eus ar stummou-skriva ken diaes a veze boaziet
d’ar c’houlz-se, moarvat eus skritur belegel Ejiptiz,
ez eo bet tennet gand ar Phenikianed (gouez<noinclude><references/></noinclude>
h6u2yvzm42umyo8mjveihh1q0v2ea6a
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/30
102
66930
209897
2026-09-30T17:01:19Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209897
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 28 —|}}</noinclude>da dud-zo), gand ar Gananeaned aet da chom en
Ejipt (gouez da dud all), gant Kretiz (gouez
d’eun trede rummad istorourien) eun daou-warnugent
arouez bennak o skeudenna ar soniou penna,
a-walc’h ganto da notenna kement distagadur kensonennel
a oa en o yez (ne veze ket skrivet ar vogalennou
gand ar Phenikianed <ref>A-zivout ar gudenn a sav diwar orin al lizerenneg, lenn G. Conteneau, ''la Civilisation phénicienne'', 1926, pp. 309-26.</ref>.
Eus al lizerenneg-ze e teu an holl lizerennegou
implijet en Hen-amzer er broiou tro-war-dro d’ar
mor Kreizdouarek, ha lizerennegou all bet ledet
dre ar genwerz a-dreuz da zouar-bras Azia betek
Mor Indez hag ar Mor Habask :
1° al lizerennegou gresiek hag al lizerennegou
boaziet gant poblou-zo eus an Azi-Vihana (Karianed,
Lukianed, Phrugianed) e-doug ar c’henta milved
kent H. S. Eus al lizerenneg c’hresiek e teu :
en Ejipt, al lizerenneg goptek boaziet eus an III{{vet}}
kantved goude H. S. d’ar XVI{{vet}} ; en Europ, al lizerennegou
glagolitek ha kurillek a reas ganto ar
Slaved e-pad ar Grenn-amzer, hag al lizerenneg
rusianek (XVIII{{vet}} kantved bete vremañ).
2° Lizerennegou hen-Italia, da lavarout eo al
lizerennegou ma rae ganto poblou koz an Itali,
Etrusked, Latined, Ombrianed, hag all, evit skriva
yezou. Diwar al lizerenneg c’hresiek e vije al
lizerennegou italiek. Al lizerenneg latin, ledet dre<noinclude><references/></noinclude>
9vbxex60f1tha7zktngmvjm79ibqm6s
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/31
102
66931
209898
2026-09-30T17:05:48Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209898
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 29 —|}}</noinclude>aloubadennou ar Romaned en holl gornog an Europ,
e derou an amzervez kristen, a zo deuet da veza
lizerenneg ar pep brasa eus Europiz, ha kaset eo
bet ganto diwezatoc’h en Amerika, Afrika hag
Okeania.
3° Al lizerenneg nevez-punek boaziet e Karthada
ha war aod Afrik an Hanternoz eus ar VIIvet d’an
IIIvet kantved kent H. S.; al lizerennegou iberiek
boaziet er Spagn en hevelep koulz ; al lizerenneg
libuek (VII{{vet}} kantved kent H. S.) a zo implijet
hizio c’hoaz gant Berbered ar Sahara evit skriva
en o yez.
4° Al lizerenneg hebraek koz ma teu diouti ar
samaritaneg pe hebraeg-torr, al lizerenneg aramaek
(IX-III{{vet}} kantved kent H. S.) ma teu
diouti al lizerenneg hebraek karrezek (diwar an
eilvet kantved kent H. S.), al lizerenneg palmuraek,
al lizerennegou siriek, nabataek hag arabek <ref>Al lizerennegou sabaek pe himiarek boaziet en Hen-amzer gant darn eus Arabiz a vije diwar eul lizerenneg
c’hresiek koz, hervez R. Dussaud, ''les Arabes en Syrie avant l’Islam'', 1907, pp. 65-90.</ref>,
al lizerennegou sogdiek implijet en Azi-kreiz
e-doug ar Grenn-amzer ma teu diouto al
lizerennegou ouïgourek, mongolek ha mandchouek ;
al lizerenneg pelviek (III{{vet}} kantved kent H. S.-VII{{vet}}
kantved goude), al lizerenneg zendek (II{{vet}}
kantved goude H. S.); al lizerenneg indez-baktriek
ha baktriek (III{{vet}} kantved kent H. S. II kantved<noinclude><references/></noinclude>
53gffk3v84jflqxwmooqa0wki2a1qat
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/32
102
66932
209899
2026-09-30T17:09:35Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209899
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 30 —|}}</noinclude>goude) ; al lizerenneg sanskritek pe indezek (III{{vet}}
kantved kent H. S.) ma teu diouti al lizerennegou
boaziet en templou bouddhaek, gand ar remziadennou-roueed
Goupta, gant Tibetiz, al lizerennegou
''Pa ’ sse-pa, Koutila, Devanâgari'', bengaliek, gouzaratek,
''Kiousa'', paliek karrezek, siamek, birmanek,
singalek, telegouek (''kanara'').
Al lizerenneg sanskritek a zo ar ouizieka eus an
holl lizerennnegou-ze. Barrek eo da arouezia dre
ar munud holl soniou ar yez. Tost da hanter-kant
a aroueziou silabennek a zo enni ha merket spis ez
eo ar vogalennou.
{{Kreizañ|''AR SKRIDOU : ENSKRIVADURIOU HA DOURNSKRIDOU''}}
Ar skridou m’eo diazezet warno an istorouriez
(pe skiant an Istor) a c’hell beza rannet dre
vras, diouz an doare danvez ma ’z int bet enskrivet,
etre daou rummad :
1° ''an enskrivaduriou'', anezo skridou roudennet,
engravet pe gizellet war danvezennou padus, kalet
dre natur, evel ar maen hag ar metal, pe kaletaet
dre ar poaza goude skriva warno, evel ar pri hag
ar brikennou. Ar pep brasa eus ar skridou deuet
d’eomp diwar dourn hen-boblou ar Reter-Nesa a
zo enskrivaduriou. Gand Ejiptiz e oa ar c’hiz golei
a enskrivaduriou arouezluniek ar rec’hell, mogeriou
an templou hag ar beziou. Aziaded ar c’hompezennou
bras treuzet gand an Tigr hag an Eufrat a rae<noinclude><references/></noinclude>
o2toeo5at62mheo5oa1kcb8cvzqvcht
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/33
102
66933
209900
2026-09-30T17:12:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gant brikennou enskrivet da sevel o zïez-meur, paleziou o roueed, templou o doueed ha kreñvlec’hiou o brezelidi. Re ar meneziou a gizelle er mein, evel Ejiptiz, enskrivaduriou hir. An eil re hag ar re all a stumme gant pri tanav taolennou a dalveze d’ezo da follennou paper da skriva warno gand ar raosklenn. A-viliadou e tizouarer hizio an taolennou pri enskrivet-ze pa furcher e dismantrou ar c’hêriou gwechall a zo hadet ker stank dre gouelec’hiou Mezo...
209900
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 31 —|}}</noinclude>gant brikennou enskrivet da sevel o zïez-meur, paleziou
o roueed, templou o doueed ha kreñvlec’hiou o
brezelidi. Re ar meneziou a gizelle er mein, evel
Ejiptiz, enskrivaduriou hir. An eil re hag ar re all
a stumme gant pri tanav taolennou a dalveze d’ezo
da follennou paper da skriva warno gand ar raosklenn.
A-viliadou e tizouarer hizio an taolennou
pri enskrivet-ze pa furcher e dismantrou ar c’hêriou
gwechall a zo hadet ker stank dre gouelec’hiou
Mezopotamia.
Enskrivaduriou war danveziou padus, maen,
metal, hag all, ez eo ivez an darn-vuia eus ar skridou
hag a zo deuet war-eeun d’eomp diwar dourn
poblou koz an Europ: Kretiz, Gresianed, Etrusked,
Ombrianed, Romaned, Ibered, Kelted, hag all.
Diarvar eo ez oa gant Hen-amzeriz enskrivaduriou
war brenn. Gand ar glebor hag ar preñved,
avat, e vez kaset buan da get ar prenn kaleta.
N’eus deuet beteg ennomp nemet hiniennou eus
enskrivaduriou war brenn hen-Ejiptiz <ref>Evid ezommou ar vuhez pemdeziek, e rae ar C’hresianed hag ar Romaned gant taolennou prenn ledet warno eur
gwiskad koar. Roudennet e veze er c’hoar al lizerennou gant beg eur c’hraf. Keñveria A. Blanchet, ''Tablettes de cire de l’époque carolingienne'', war ''Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus'', 1924, pp. 163-8.</ref>.
2° ''an dournskridou''. Hen-boblou ar Reter-Nesa a
zo bet ganto rollou skritur-dourn <ref>Heñvel ouz ''volumina'' ar Romaned. En Hen-amzer, ar follennou paper-broenn, e-lec’h beza gwriet gant neud ha</ref>. Gand eun<noinclude><references/></noinclude>
gwmey9ceh7ruvi5j0ofy669siy12mby
209901
209900
2026-09-30T17:16:52Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209901
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 31 —|}}</noinclude>gant brikennou enskrivet da sevel o zïez-meur, paleziou
o roueed, templou o doueed ha kreñvlec’hiou o
brezelidi. Re ar meneziou a gizelle er mein, evel
Ejiptiz, enskrivaduriou hir. An eil re hag ar re all
a stumme gant pri tanav taolennou a dalveze d’ezo
da follennou paper da skriva warno gand ar raosklenn.
A-viliadou e tizouarer hizio an taolennou
pri enskrivet-ze pa furcher e dismantrou ar c’hêriou
gwechall a zo hadet ker stank dre gouelec’hiou
Mezopotamia.
Enskrivaduriou war danveziou padus, maen,
metal, hag all, ez eo ivez an darn-vuia eus ar skridou
hag a zo deuet war-eeun d’eomp diwar dourn
poblou koz an Europ: Kretiz, Gresianed, Etrusked,
Ombrianed, Romaned, Ibered, Kelted, hag all.
Diarvar eo ez oa gant Hen-amzeriz enskrivaduriou
war brenn. Gand ar glebor hag ar preñved,
avat, e vez kaset buan da get ar prenn kaleta.
N’eus deuet beteg ennomp nemet hiniennou eus
enskrivaduriou war brenn hen-Ejiptiz <ref>Evid ezommou ar vuhez pemdeziek, e rae ar C’hresianed hag ar Romaned gant taolennou prenn ledet warno eur
gwiskad koar. Roudennet e veze er c’hoar al lizerennou gant beg eur c’hraf. Keñveria A. Blanchet, ''Tablettes de cire de l’époque carolingienne'', war ''Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus'', 1924, pp. 163-8.</ref>.
2° ''an dournskridou''. Hen-boblou ar Reter-Nesa a
zo bet ganto rollou skritur-dourn <ref>Heñvel ouz ''volumina'' ar Romaned. En Hen-amzer, ar follennou paper-broenn, e-lec’h beza gwriet gant neud ha keinet d’ober eul levr, a veze peget an eil ouz eben d’ober eur vandenn hir a veze rollet en-dro d’eur walennig stag ouz penn ar vandenn. Bez’ ez eus ganeomp rollou paper-broenn eus an hen-Ejipt, d’ezo 45 metrad hed. Diaes e oa rolla-dirolla bandennou keit-se da lenn ar pez a oa skrivet warno : ''Mega biblion, mega kalon'' « Levr bras, gwall bras », a lavare Kallimac’hos, rener levraoueg veur kêr Aleksandria war-dro 260 kent H. S. Ar Romaned, dreist-holl diwar ar I<sup>a</sup> kantved kent H. S., a reas ivez gant levriou parch (pe maoutken) stummet heñvel ouz hol levriou bremañ. ''Codices'' (unander ''codex'') a raent anezo.</ref>. Gand eun<noinclude><references/></noinclude>
tq6lzqyg1tdjejbl3ecaj3ww1qik9sa
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/34
102
66934
209902
2026-09-30T17:19:38Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209902
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 32 —|}}</noinclude>doare broenn eus an Nil, anvet ''papuros'' gand ar
C’hresianed, e rae Ejiptiz eur seurt paper teo pe
gartoñs a dalveze d’ezo da zanvez-skriva. Ar Phenikianed
ivez a reas alies gand ar paper-broenn, ha
diwezatoc’h, ar C’hresianed hag ar Romaned. Kretiz,
en eil milved kent H. S., a skrive war deliou
palmez <ref>''Phoinix'' « palmez » e gresieg.</ref> ha kendalc’het e voe gand ar c’hiz-se
betek derou an amzervez kristen evit diouganou
Apollo ha dihellou an templou <ref>Suidas. Keñveria R. Dussaud, ''les Arabes en Syrie avant l’Islam'', p. 86.</ref>. Danveziou all
a zo bet implijet da skriva warno : lïen, krec’hin,
ler, parch, rusk <ref>Keñveria an iwerzoneg ''barc'' « levr », ''barclann'' « levraoueg », e germaneg ''bark'' « rusk ».</ref>. Diwar ar IV{{vet}} kantved kent
H. S. eo e voe kroget d’ober gant rollou pe levriou
parch.
Eus an holl skridou-ze, ken bresk d’an tan ha d’ar
glebor, n’eo deuet beteg ennomp nemet re an<noinclude><references/></noinclude>
izpil2mp7bum5xjv0wwa40h257gu1ho
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/35
102
66935
209903
2026-09-30T17:23:23Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Ejipt, miret ma 'z int bet gant temz-amzer sec'h-meurbet ar vro-ze. Ar skridou ejiptek war gartons, paper-broenn, lien, parch, hag all, savet e koulz ar remziadennou-Faraoned kosa (Impalaerded-Koz hag Impalaerded-Krenn) a ZO deuet beteg ennomp dre nebeut ha miret fall ez int. Re an Impalaerded-Nevez a zo stankoc'h ha miret gwelloc'h. Ar pep brasa, avat, eus an dournskridou war baper-broenn eus an Hen-Ejipt a zo bet skrivet war-lerc'h an Impalaerded-Ne...
209903
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 33 —|}}</noinclude>Ejipt, miret ma 'z int bet gant temz-amzer sec'h-meurbet
ar vro-ze. Ar skridou ejiptek war gartons,
paper-broenn, lien, parch, hag all, savet e koulz ar
remziadennou-Faraoned kosa (Impalaerded-Koz hag
Impalaerded-Krenn) a ZO deuet beteg ennomp
dre nebeut ha miret fall ez int. Re an Impalaerded-Nevez
a zo stankoc'h ha miret gwelloc'h. Ar pep
brasa, avat, eus an dournskridou war baper-broenn
eus an Hen-Ejipt a zo bet skrivet war-lerc'h
an Impalaerded-Nevez, d'ar mare m'he doa ar vro
kollet he frankiz. Gant-se, n'eo ket hepken skridou
ejiptek a gaver en o zouez, hogen ivez skridou gresiek,
latin, aramaek, hebraek, pelviek, hag all.
Nemed ar skridou war baper-broenn kavet en
Ejipt ha hiniennou all dizouaret en Herculanum <ref>Kêr Italia, war pleg-mor Neapoli, a voe sebeliet er bloaz 79 goude H. S. gand eur stêriad maen-teuz dislonket gand eur menez-tan. — Parchou Doura a zo eus an II{{vet}} kantved kent H. S. ha re Avroman eus ar I<sup>a</sup> kantved kent H. S.</ref>,
tammou parch kavet e Doura (Siria) hag
en Avroman (Kurdistan), n'hon eus ket a zourns-
kridou diwar dourn Gresianed ha Romaned an
Hen-amzer. Ar pez a anavezomp eus hen-lennegez
ar Romaned a zo deuet d'eomp dre zournskridou
eus ar Grenn-amzer savet gand ar venec'h kristen,
Beneadiz dreist-holl, a labouras da adskriva
dournskridou koz a oa etre o daouarn ha n'int
ket deuet beteg ennomp <ref>Neket dre garantez ouz lennegez pagan ar Romaned o deus graet kement-se, hogen dre ma veze sellet gand o frio-</ref>. Hen-lennegez ar<noinclude><references/></noinclude>
dr1wg0vdeh96dfb3zpimbc22khq2qhp
209904
209903
2026-09-30T17:28:38Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209904
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 33 —|}}</noinclude>Ejipt, miret ma 'z int bet gant temz-amzer sec'h-meurbet
ar vro-ze. Ar skridou ejiptek war gartons,
paper-broenn, lien, parch, hag all, savet e koulz ar
remziadennou-Faraoned kosa (Impalaerded-Koz hag
Impalaerded-Krenn) a ZO deuet beteg ennomp
dre nebeut ha miret fall ez int. Re an Impalaerded-Nevez
a zo stankoc'h ha miret gwelloc'h. Ar pep
brasa, avat, eus an dournskridou war baper-broenn
eus an Hen-Ejipt a zo bet skrivet war-lerc'h
an Impalaerded-Nevez, d'ar mare m'he doa ar vro
kollet he frankiz. Gant-se, n'eo ket hepken skridou
ejiptek a gaver en o zouez, hogen ivez skridou gresiek,
latin, aramaek, hebraek, pelviek, hag all.
Nemed ar skridou war baper-broenn kavet en
Ejipt ha hiniennou all dizouaret en Herculanum <ref>Kêr Italia, war pleg-mor Neapoli, a voe sebeliet er bloaz 79 goude H. S. gand eur stêriad maen-teuz dislonket gand eur menez-tan. — Parchou Doura a zo eus an II{{vet}} kantved kent H. S. ha re Avroman eus ar I<sup>a</sup> kantved kent H. S.</ref>,
tammou parch kavet e Doura (Siria) hag
en Avroman (Kurdistan), n'hon eus ket a zourns-
kridou diwar dourn Gresianed ha Romaned an
Hen-amzer. Ar pez a anavezomp eus hen-lennegez
ar Romaned a zo deuet d'eomp dre zournskridou
eus ar Grenn-amzer savet gand ar venec'h kristen,
Beneadiz dreist-holl, a labouras da adskriva
dournskridou koz a oa etre o daouarn ha n'int
ket deuet beteg ennomp <ref>Neket dre garantez ouz lennegez pagan ar Romaned o deus graet kement-se, hogen dre ma veze sellet gand o frioled al labour-adskriva evel mat da bellaat an temptaduriou. Ouspenn, kalz eus al leaned n’oant ket evid intent al latin a adskrivent, S. Reinach, ''Minerva, introduction à l’étude des classiques scolaires grecs et latins'', 6{{vet}} mouladur, 1907, p. 28.</ref>. Hen-lennegez ar<noinclude><references/></noinclude>
4wk3l7bn3sx7db271mcy0027vfa4a3q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/36
102
66936
209905
2026-09-30T17:30:07Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209905
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 34 —|}}</noinclude>C’hresianed a zo bet miret d’eomp war dournskridou
savet en hevelep doare gant Gresianed kêr
Vuzantion etre ar V{{vet}} kantved goude H. S. ha
kemeridigez Konstantinopl gand an Durked er
bloaz 1463. Hiniennou eus an dournskridou o deus
miret lennegez Gresianed ha Romaned an Hen-amzer
a zo bet skrivet er V{{vet}}-X{{vet}} kantved goude
H. S. ; kalz a zo eus an X{{vet}}-XIII{{vet}} kantved ; an
darn-vuia, avat, a zo bet savet en XIII{{vet}}-XV{{vet}}
kantved.
Er c’hantvedou-ze ivez ez eo bet savet en Europ
an darn-vuia eus an dournskridou romanek <ref>Pe nevez-latin, da lavarout eo skrivet er yezou diwanet eus al latin a oa bet ledet gand ar Romaned e kornog an Europ dreist-holl. Ar penna yezou-ze eo an italieg, ar provanseg (n’eo ar c’hatalonieg nemed eur rannyez anezañ), ar spagnoleg, ar portugaleg, ar galleg hag ar roumaneg (ar yez-mañ komzet er reter, war glannou an Danao-Izela).</ref>,
keltek, germanek ha slavek a anavezomp. Diwar
ar c’houlz-se, e krog d’en em c’hrounna, en holl
vroiou Europa, skridou a bep seurt talvoudus bras
evid an Istor : dihellou, teuliou, hag all.
Ermaez eus an Europ, ez eo bet savet ivez {{Reizh|e-epad|e-pad}}
ar Grenn-amzer ar c’hosa dournskridou siriek, arabek,
armeniek, persiek, indezek, tibetek, turkek,<noinclude><references/></noinclude>
3hfopwc85qg0vadmat4x9qny54lw4vk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/38
102
66937
209906
2026-09-30T17:33:44Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209906
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 36 —|}}</noinclude>{{Tired2|rem|ziadou}} o deus bevet war hon douar-bras-ni kent
derou an Istor, ha, dre welout stuziou ha doareou
ar rummadou Aziaded warlerc’hiet a-vremañ, e teu
splannoc’h d’hor spered stad hor poblou a-hed an
istorvez. Ledanaet souezus eo bet Istor ar Bed dre
ar c’havadennou graet en Azia, el lec’hiou m’o deus
bleuniet sevenaduriou an Hen-amzer hag ar Grenn-amzer,
dre lennidigez ha troidigez an enskrivadu-
riou bet dizouaret enno. Bep ma labourer, e wellaer
ar binviou-labour, ar reoliou-labourat, ha savet ez
eus bet diazezou da eleiz a skiantou nevez gouestlet
da studia ar c’hevredadou-tud ha kement a denn
d’ezo: yezou, giziou, renerez, lezennou, kredennou,
lennegez, ijinou-kaer, hag all.
{{Kreizañ|''TALVOUDEGEZ AR SKRIDOU EVEL TESTENIOU A ISTOR''}}
Ar skridou kempred gand an darvoudou eo o deus
ar vrasa talvoudegez ouz daoulagad an istorour.
Ar skridou savet pell goude an darvoudou n’int
ket kerkouls. Koulskoude, an dud o savas o deus
alies skrivet diwar skridou koz kempred d’an darvoudou,
pe skrivet o deus c’hoaz diwar glevout tud
aet war an oad hag a oa bet test d’an darvoudou-ze.
Traou all a zo c’hoaz hag a c’hall kreski pe disteraat
talvoudegez ar skridou lealded pe amlealded
ar skrivagner, lemmder pe bouc’hder e spered,
krakter e sell, e renk, e garg, ar perz en deus
kemeret en darvoudou, hag all.<noinclude><references/></noinclude>
5okk7dqa3jcxau22fc4oqaex9mp6gbq
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/37
102
66938
209907
2026-09-30T17:34:03Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209907
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 35 —|}}</noinclude>mongolek, sinaek, japanek, malezek, meksikanek
ha yukatanek anavezet ganeomp.
{{Kreizañ|''AR MOULADURIOU''}}
Diwar ar XV{{vet}} kantved, ar moulerez, dre en em
skigna en Europ, en deus kresket souezus niver al
levriou hag ar skridou a bep seurt ma c’hall an
istor ober e vad anezo. An deskadurez o kreski,
ledet ma ’z eo en holl renkadou ar gevredigez dre
ar skoliou bras ha bihan, he deus rôet lusk ivez d’al
levriou da baotaat. A-hed an Hen-amzer hag ar
Grenn-amzer, e oa bet rouez an dud o c’houzout
lenn ha skriva. Bremañ, an holl a zo akuit war ze,
ha war stankaat souezus eo aet an dud desket, barrek
da sevel levriou ha tuet d’hen ober. Renerien-Stadou,
kargverourien, kannadourien, politikerien
a bep liou, soudarded, merdeïdi, beajourien, tud e
karg, tud en o ferz o-unan, bourc’hizien, micherourien,
a zispleg bemdez e levriou ar pez o devez gwelet,
klevet, lavaret ha graet.
A-hend-all, hon anaoudegez eus amzer dremenet
an Denelez a zo aet war astenn, war suraat ha war
wellaat. Gouizieien bet desket er Skoliou-Meur, dre
furcha ha studia en dihellec’hiou, a laka tamm-dre-damm
ar sklerijenn da bara e kuzeta korniou
Istor Europa. Ar brôadou-tud diseven pe ouez
kavet gand hor beajourien en Amerika, Afrika hag
Okeania a ro kentel d’eomp war vuhezegez ar {{Tired|rem|ziadou}}<noinclude><references/></noinclude>
6xzf9osh3mvq5o8e1e7pr0gw8z2eq67
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/39
102
66939
209908
2026-09-30T17:38:31Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209908
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 37 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Eun dra hag a rank kaout atao war e spered
an hini a bled gand an Istor eo kement-mañ :
Dre holl hag e peb amzer ez eo bet techet an
dud, zoken ar re leala, da zua o enebourien, enebourien
o bro, enebourien o c’hredenn. A-viskoaz
hag e pep gouenn ez eo bet tuet an dud da re veuli
kement a garent, da c’holei o faziou, da veuraat o
zrec’hiou, da vihanaat o drouziweziou pe da devel
warno. Red eo eta pouezata mat ar skridou testenïus
d’an Istor kent fiziout enno hag ober implij
anezo.
Toullou bras a zo, a-hend-all, en hon anaoudegez
dre ar skridou eus an amzer dremenet. Kalz eus ar
skridou koz n’int ket deuet beteg ennomp. Kaset
da get ez int bet gant reuz an amzer. Lezet ez int
bet da vont da goll dre leziregez, sotoni pe ziouiziegez
an dud o dije gallet o mirout. Alies ez int bet
distrujet a-ratoz-kaer. En Azi ez eo bet douget an
alouberien dre lorc’h ha kasoni da vruzuna an
enskrivaduriou m’o doa kounaet enno ar poblou
sujet o emgannou-trec’h a wechall. En Ejipt,
Faraoned-zo o deus laket morzolia an enskrivaduriou
lezet gand ar Faraoned en o raog. En Amerik,
ar Spagnoled o deus tangwallet levraouegou
Indianed ar Meksik.
{{Kreizañ|''SAVADURIOU HA HENDRAEZOU''}}
Mar deo ar skrid, enskrivadur, teul, dihell, lizer,
levr skritur-dourn pe levr skritur-moul, penna<noinclude><references/></noinclude>
ryffj6pwllsj7jq4p2uqnyehwgd3qom
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/40
102
66940
209909
2026-09-30T18:10:13Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209909
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 38 —|}}</noinclude>mammenn an Istor, pa ’z eo gwir ez eo drezañ hepken
ez anavezomp dibun reiz an darvoudou, oberiou
hag anoiou an dud hag ar poblou, n’eo ket
evelato ar vammenn n’eus nemeti. Ar savaduriou,
templou, paleziou, kastellou, kreñvlec’hiou, tïez,
beziou, hag all, an dismantrou anezo pe ar roudou
o deus lezet en douar, a zo ivez testeniou a istor
eus an talvoudusa. Kerkouls all eo an holl draezou,
frouez eus ijin ha dourn mab-den : arrebeuri,
binviou, armou, braoïgou, skeudennou, hag all. An
testeniou-ze n’int ket evit liva gevier evel ma ra
alies ar skridou. Ouspenn-ze, seul-vui ma saver
en amzer dremenet, seul dalvoudusoc’h e
teu da veza testeni ar savaduriou hag an hendraezou,
dre ma teu ar skrid da veza rouesoc’h-rouesa,
hag, a-benn an diwez, da steuzia mik. Ar poblou o
deus bevet e-pad ar ragistorvez war e hed, da lavarout
eo e-pad milvedou, n’int anavezet ganeomp
nemet dre ar roudou lezet en douar gand o ijinerezou
hag o micheriou.<noinclude><references/></noinclude>
mv0akcob3o0id4ku6kp3aoe2bbw7n27