Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.22 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/57 102 66958 209931 2026-10-03T17:56:18Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 209931 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 55 —|}}</noinclude>Arouezennet eo diazezadou kosa ar rannhoalad-ze dre ar gouennou-ammonitez ''A. interruptus, A. mammilaris'', hag all. Ar c’hlasvez a zo stank enni ar sikazeged hag an avalpineged. An unhaddelienneged a grog d’en em ziskouez. An diouhaddelienneged kuzhadek pe ar gwez prenn kalet ha deliou dibad a weler o vont war founnaat, o tiskouez dre-ze e oa stag da veza eun tammig disheñvel an temz-amzer e-pad eul lodenn eus ar bloavez. Gwez elo, haleg, gwern, onn, fao, dero, kistin, kraoñ, kraoñ-kelvez, sedrez, planawez, gwez kopal Amerik (''Liquidambar''), ilio a gaver en Europ hag er Groenland a-gevret gant gwez palmez, lore, fiez hag ar bambouz <ref>N’eo ket da lavarout e kreskent kichen-ha-kichen ha mesk-ha-mesk. Rummad ar gwez deliou dibad a greske moarvat war an uhelennou ha gwez ar broiou tomm en izelennou.</ref>. An eflenned koulskoude, a weler oc’h en em ziskouez er Groenland da genta, a zo marteze eun arouez e oa eun tammig gouyenoc’h an temz-amzer eno. E diazezadou uhela ar rannhoalad kleizek e weler o steuzia ar c’herniel-Ammon. Emañ o tont war wel evned, en o beg dent heñvel ouz dent ar gurlazed (''Hesperornis, Enaliornis''), kollet ganto avat al lost gurlaz a oa gand an ''Archaeopteryx''. Darn eus an evned-ze a oa evned-kerzer, dieskell pe verr-eskellek. Ar re all a oa ganto diouaskell stummet diouz nijal. An Naer genta a zeu d’ar goulou e-kerz ar rannhoalad-ze. Edo neuze o veva en Norz-Amerik an euzc’hlazard daoudroadek ha<noinclude><references/></noinclude> lp8ra5nngnyznuqvumdeuvtvypm98w6 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/58 102 66959 209932 2026-10-03T18:00:11Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 209932 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 56 —|}}</noinclude>kigdebrer anvet ''Tyrannosaurus rex'' ha dellezek mat eo eus an ano-ze bet rôet d’ezañ gand an Amerikaned pa dalv « roue ar glazarded-mac’homer » : 55 metrad uhelder e oa ha drezañ ez eo bet tizet gant rummad an euzc’hlazarded ar barr uhela e skeul an nerz hag ar vent. Mar doa bras-divent e gorf, bihan-tre e oa e empenn en eneb, pa na dlee ket ar pouez anezañ tizout eul livrad, da lavarout nebeutoc’h eged an 1/4.000 eus ar pouez lakaet d’al loen a-bez&nbsp;<ref>H. F. Osborn, ''op. cit''. p. 197. Gwelout ouspenn ar skeudenn 1, e talbenn al levr-ze.</ref>. E dibenn ar rannhoalad kleizek e weler o vont da get an eil goude eben ar gouennou diniver-ze a stlejviled souezus a oa bet o founnaat e-kerz an eil-hoalad. Ar goañvou o tont a zo bet kiriek moarvat d’o steuzidigez. Al loened-stlej a vremañ a zo tommder-diabarz o c’horf diouz tommder an per tro-war-dro d’ezo. Re a dommder pe re a yenion. o laka da vorza pe zoken da vervel. N’o deus damant ebet d’o re vihan, hag ar re-mañ kizidikoc’h c’hoaz egeto ouz an dazkemmadennou a c’hoarvez gant temz an aer. Evel-se e c’hoarveze, hep mar ebet, gant loened-stlej an eil-hoalad. Diwarez a-grenn ouz ar riou edo o c’horf noaz, ha seul ma krisaas ar goañvou, seul diaesoc’h e voe d’ezo beva. An evned hag ar bronneged en eneb, gwarezet mat ouz ar riou dre o fluñv pe dre o bleo, dre o gwad a<noinclude><references/></noinclude> i44q7nbfg2eolhlc8x2w9tourbfjylq Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/59 102 66960 209933 2026-10-03T18:07:49Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 209933 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 57 —|}}</noinclude>zalc’h bepret an hevelep tommder kerkouls er goañv hag en hañv <ref>Hervez Rene Quinton, ez eo deuet ar Vuhez war an Douar p’edo temz an aer en-dro da 44 derez tommder, o veza m’eo hennez an derez-tommder gwella da oberiou ar vuhez. Al loened stummet da veva en temz-aer-ze eo an tousegeged hag ar stlejviled. Nemet, pa voe krog an tommder da zigreski war ar bed, ar stlejviled, dre na oant ket evit tomma o gwad, a yeas war yenaat a-gevret gant temz an aer war o zro ha dre-ze war ziskar. Neuze eo e voe gwelet o tont en o lec’h hag oc’h en em skigna dre-holl gouennou-loened nevez gwad-tomm, da lavarout eo galloud ganto da sevel tommder gwiadou o c’horf d’an derez-tommder ret d’ezo d’ober berz, e-pad m’edo ar bed o yenaat mui-ouz-mui, L. Corpechot, ''René Quinton, Origines marines de la Vie, Lois de Constance originelles'', pp. 21-7 ; René Quinton, ''L’eau de mer, milieu organique ; constance du milieu marin originel comme milieu vital des cellules à travers la série animale'', eil mouladur, 1912, ''passim''.</ref>, dre an damant a gemeront d’o re vihan, a yeas war founnaat o gouennou bep ma rouesae gouennou ar stlejviled. Eus ar re-mañ ne chom ken bremañ war an Douar nemed eun nebeud gouennou gurlazed, gourglazarded, baoted ha naered, anezo dilerc’hiadou dister eus ar rummadou galloudus o doa dalc’het ar bed e-pad an eil-hoalad&nbsp;<ref>E. Perrier, ''la Terre avant l’Histoire'', 1920, pp. 331-3.</ref>. III. — ''An trihoalad'' pe ''hoalad nevez-loenek'' a hellfe beza graet anezañ ''hoalad ar bronneged'', rak war baotaat, war founnaat ha war en em astenn en eun doare souezus ez a neuze ar gouennou anezo. Ar gouennou-ze a vez alies evel rakfurmou d’ar<noinclude><references/></noinclude> e2n5yplb08maa4viu29e75rb6r3pjm5