Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.23
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/95
102
66996
209982
2026-10-07T16:40:44Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209982
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 93 —|}}</noinclude>E Kornog an Europ, ez eus roudou stank eus ar
c’hiz-berc’henna-ze. En Europ hag er broiou
muzulmek, ar perc’henna dre gêriadennad a
zo bet kaset da get, e-pad ar Grenn-amzer, gant
reiz an Dalc’h <ref>J. Deniker, ''Races et Peuples de la Terre'', pp. 289-92 (eus ar c’henta mouladur).</ref>.
Renkadou er gevredigez a gaver hogos dre holl,
nemed e-mesk ar meuriadou gouezidi izela. Da veur
a andon e c’hall tenna orin ar renkadou-ze. Dont a
c’hellont eus ar vicher <ref>Evel gand Indez-Iraniz e derou an istorvez, rannet an dud en o zouez e peder renkad : beleien, brezelourien, pennou-tiegez, micherourien, E. Senart, ''les Castes dans l’Inde, les faits et le système'', 1896, pp. 131-72.</ref>, eus ar binvidigez degaset
gand an aradurez pe ar genwerz da dud labourusa
hag amparta eur vrôad, eus trec’hidigez er
brezel eur bobl dre eur bobl all a zeu d’en em gemmeska
ganti, an drec’hourien peurliesa o vont d’ober
ar renkadou uhela, re ar renerien, an drec’hidi o
vont d’ar renkadou izela, re ar renidi.
Diwar veur a dra all c’hoaz e c’hell sevel renkadou
en eur gevredigez. Nemet re hir e vefe o dezrevella
amañ. Ha re hir ivez e vefe menegi an darvoudou
a bep seurd o deus labouret a-viskoaz da
zispenn ar renkadou a ziskoueze beza ar starta da
badout, evel m’edo en Hen-amzer gouenn maezidi
al Latium a rôas da Rom ar soudarded o deus kabestret
eviti an Itali, hag, eun nebeut kantvedou a<noinclude><references/></noinclude>
prhl0wh27x0egu49yw0ns2vlt80wro6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/96
102
66997
209983
2026-10-07T16:45:41Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209983
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 94 —|}}</noinclude>zo, gouenn ar ''yeomen'', ar berc’henned-douar vihan
a zo bet ar pep gwella eus poblañs Bro-Zaoz betek
derou an XVIII{{vet}} kantved <ref>E. Boutmy, ''Essai d’une psychologie politique du Peuple anglais au XIX<sup>e</sup> siècle'', 1901, pp. 107-32, 326-7 ; M. Leclerc, ''les Professions et la Société en Angleterre'', trede mouladur, 1908. pp. 197-8.</ref>.
Renerez ar c’hevredadou-tud a c’hell beza kaset
en-dro dre an henaourien, dre bennou dilennet
evid eur maread-amzer pe evid o buhez, dre liked
pe dre veleien, dre vrezelourien pe dre nann-brezelidi,
dre roueed hag impalaered holl-velïek pe dre
vinistred anvet gand eur penn-rener pe rener-Stad,
hemañ dilennet pe gant Breujou (pe eur Parlamant)
evel e Bro-C’hall bremañ, pe gand ar vrôad a-bez
evel er Stadou-Unanet.
Ar vuhezegez a zo, reiz her gouzout, diouz ar bazennad-sevenadur
diraezet gand ar c’hevredadou-tud,
diouz temz-korf ha temz-spered ar gouennou
aet d’o ober, diouz o darempredou ha diouz o istor.
O vont d’an traou dre vras, al laza hag al laerez
etre izili an hevelep kerentiad, goskoriad pe veuriad
a vez sellet gand ar ouezidi hogozik-holl evel torfedou
euzus, da gastiz d’ezo ar maro pe an harlu.
Rouesoc’h kalz ez eo an daou doare gwall-ze e-mesk
ar ouezidi, e kement lec’h n’eo ket bet dizurziet ar
c’hevredadou anezo gant donedigez hailhoned di-
war ar ouenn wenn, eget e-mesk tud « sevenet » —
a gav d’ezo — kêriou bras an Europ hag an {{Tired|Ame|rik}}<noinclude><references/></noinclude>
inqsox1eqma0qjlhpv7ralfbkhly6jc
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/97
102
66998
209984
2026-10-07T16:51:37Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209984
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 95 —|}}</noinclude>{{Tired2|Ame|rik}} <ref>Nouspet kant testeni a c’hellfemp degas amañ eus troïdigez ar ouezidi war ar fall gant livastred eus an Europ. Menegomp hepken, evit Indianed Norz-Amerika, hini John-Young Nelson war levr Harrington O’Reilly, ''Cinquante ans chez les Indiens'', troïdigez c’hallek gant H. France, 1889, pp. 43, 109-10, 124-5, 319, 325, 333, 339-41 ; G. Ferry, ''Scènes de la vie sauvage au Mexique'', mouladur nevez, 1903, pp. 108-15. Evid Indianed Amerik ar C’hreisteiz, Erland Nordenskiold, ''La Vie des Indiens dans le Chaco'', troïdigez c’hallek gant H. Beuchat, 1912, pp. 8-10, 24, 31-9, 57-65, 79, 129-31, 184-5, 255-6. Evit Poluneziz ha Tasmaniz, De Quatrefages, ''Hommes fossiles et hommes sauvages, études d’anthropologie'', 1884, pp. 229-36, 328-9, 336, 343-5, 357-400, 419-21, 491-3. Hag all.</ref>. Laza ha laerez an estren a vez sellet er
c’hontrol gand an holl ouezidi evel eun dra reiz,
eun taol-kaer meulus meurbet. Heñvel eo gand ar
sevenidi ivez en amzer a vrezel (kemm ebet etrezo
war ar poent-se) …pe wasoc’h c’hoaz. Rak, gand an
nann-sevenidi, ne vez a enebourien nemet tud estren,
diavaezidi <ref>Keñveria er yezou indezeuropek : 1° an hen-iwerzoneg ''gall'' « estren », iwerzoneg hag uhel-skoseg ''Gall'' « Saoz », kembraeg ''gall'' « enebour », diwar eur c’heltieg ''gallo'' ; 2° an hen-slaveg ''gosti'' « estren, herberc’hiad », latin hostis « enebour », diwar eun indezeuropeg ghoslo.</ref>. Gand ar sevenidi, en eneb, e
tegouez d’an enebourien beza ivez kenvroidi seul
tro ma c’hoantaer kemer o lec’h hag o madou pe o
gwaska e giz pe c’hiz evid eun abeg pe abeg. Ar
brezeliou-kredenn en Europ er XVI{{vet}} kantved,
Dispac’h Bro-C’hall e 1789, ha, da ziweza, Brezel
bras 1914-1918 ha Dispac’h Bro-Rusia a ro testeni
ez eo gwasoc’h hag euzusoc’h lazadegou ha {{Tired|prei|zadegou}}<noinclude><references/></noinclude>
if4oqgzew3gikzoknd1yfz6l5g1cn0d
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/98
102
66999
209985
2026-10-07T16:54:54Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209985
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 96 —|}}</noinclude>{{Tired2|prei|zadegou}} ar « sevenidi » eget kement o deus gallet
ijina biskoaz ar ouezidi hag ar varbared.
Ar c'hredennou pe ar c'hreañsou a zo diouz
stumm-spered ar c'hevredad, hag ar stumm-spered
c-unan a zo diouz ar bazennad-sevenadur. Ar ouezidi
a wel an dreist-natur dre-holl, er bed a-bez.
Gant pep tra, gouez d'ezo, ez eus nerziou-kuz, galloudeziou
disgwel ha kevrinus a zo ret d'an den o
anaout d'en em warezi outo pe d'ober e vad
anezo <ref>Ch. Blondel, ''la Mentalité primitive'', 1926 ; L. Lévy-Bruhl, ''les Fonctions mentales dans les Sociétés inférieures'', kenta mouladur, 1910 ; ''la Mentalité primitive'', kenta mouladur, 1922. Diwar-benn al levr diweza-mañ, lenn eveziadennou H. Hubert, war ''Anthropologie'', 1923, pp. 619-22.</ref>. An divinouriez hag an hudouriez a ro
tu d'ezo d'hen ober, war a gredont. Eus an dro-venoz-se,
a anver ''holleneadegez'' pe ''hollsperedadegez''
dre ma laka e pep tra er bed eun ene pe eur spered
heñvel pe zamheñvel ouz hini mab-den, e teu
kreañsou a zo bet graet anezo ''totemiez, chamaniez'',
''grigriez, liesarc'houereadegez''.
En em ledet eo an dotemiez dreist-holl e-mesk ar
meuriadou hemolc'herien ha pesketaerien : Indianed
Amerik an Hanternoz hag Aostraliz. An totem <ref>Eus ar ger indianek (ojibwaek) ''otam'' « merk, ardamez ».</ref>
a zo eur ouenn loened pe blant, eur seurd
maen pe eur rummad-traou azaouezet ha doujet
gant tud ar c'hoskoriad. Ar re-mañ a gred ez eus
eun ere kevrinus etrezo hag o zotem. Sellout a<noinclude><references/></noinclude>
k66rxny9cj54025ah99nj3hgo5uy07q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/99
102
67000
209986
2026-10-07T17:26:29Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209986
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 97 —|}}</noinclude>reont outañ evel ouz o faeron, o gwarezour, a-we-
chou evel ouz o fenn-lignez. Ar skeudenn anezañ
a vez livet, engravet pe gizellet war klaoiou hag
arrebeuri ar c’hoskoriad. Roudou eus an dotemiez,
war a greder, a zo bet kavet en Afrik, en Azi hag
en Europ <ref>Klasket ez eus bet zoken diskleria dre an dotemiez mojennou-zo eus doueedoniez ar C’hresianed : lenn S. Reinach, ''Cultes, Mythes et Religions'', pevar levr, 1905-1912, ''passim'' ; ''Orpheus, histoire générale des religions'', trede mouladur, 1909, pp. 20-30, 119-21. N’eo ket bet degemeret da wir an
diskleriaduriou-ze gand an darn-vuia eus ar ouizieien, M. J. Lagrange, ''Quelques remarques sur l’Orpheus de M. Salomon Reinach'', 1910, pp. 11-3 ; A. Van Gennep, ''l’état actuel du problème totemique'', 1920 (keñveria S. Reinach, war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 177).</ref>.
Ar chamaniez, skignet e-mesk pobladou hemolc’herien
ha pesketaerien hanternoz an Azi, a zo an
holl lidou anezi lidou-hud evel re an dotemiez.
Ouspenn-ze, an alfo-spered hag ar gourzao a zo bras
o ferz el lidou chamanek. An dud a ren al lidou-ze,
chamaned o ano, a zo war eun dro beleien, hudourien
ha mezeged. Heñvel a-walc’h ez int ouz ar sorserien
anvet « medisined » gand Indianed Amerik an
Hanternoz.
Ar ger ''grigri'' o talvout e yezou morianek-zo
kement ha « tra-hud pe enep-hud, tilsam », ar ger
diveret dioutañ ''grigriez'' a vefe e ster « kredenn
en traezou-hud pe enep-hud, en tilsamou ». N’eo
ket skignetoc’h ar gredenn-ze e-touez ar Vorianed<noinclude><references/></noinclude>
a0pg5diba2i6ui660xu0ztlbrg3yyxz
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/100
102
67001
209987
2026-10-07T17:30:16Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "eged e-metou ar poblou all. Emañ ar boaz, koulskoude, ober grigriez eus kredennou holleneadek Morianed Afrika. Al liesarc’houereadegez a laka pep lec’h, pep tra zoken, da annez d’eun arc’houere, anezañ gwarezour ha diwallour an dra pe al lec’h-se <ref>Nouspet kant enskrivadur hon eus diwar dourn Romaned an Hen-amzer, anezo kinnigaduriou, erbedaduriou pe drugarekaduriou da « arc’houere al lec’h » ''genius loci''.</ref>. P’en em ziskouez d’a..."
209987
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 98 —|}}</noinclude>eged e-metou ar poblou all. Emañ ar boaz, koulskoude,
ober grigriez eus kredennou holleneadek
Morianed Afrika.
Al liesarc’houereadegez a laka pep lec’h, pep tra
zoken, da annez d’eun arc’houere, anezañ gwarezour
ha diwallour an dra pe al lec’h-se <ref>Nouspet kant enskrivadur hon eus diwar dourn Romaned an Hen-amzer, anezo kinnigaduriou, erbedaduriou pe drugarekaduriou da « arc’houere al lec’h » ''genius loci''.</ref>.
P’en em ziskouez d’an dud, e c’hell an arc’houere
gwiska neuz eul loen pe eun den. Skignet eo bet
ar gredenn-ze dre an douar a-bez <ref>Keverata, da skouer, arc’houereed ha boudiged Siamiz ouz re maezidi an Europ, M. L. Fournereau, ''les Villes mortes du Siam'', war ''Tour du Monde'', 1897, II, pp. 357-9.</ref>. Pa deu, er
c’hehelerez, eun nebeut arc’houereed da veza
savet gand ar gehelerien a-us d’an arc’houereed
all ha sellet evel galloudusoc’h egeto, e tro al liesarc’houereadegez
e liesdoueadegez. Evel-se e c’hoarvezas
gant poblou an Hen-amzer : Ejiptiz, Kaldeïz,
Gresianed, Romaned, Kelted, hag all.
Kredennou poblou warlerc’hiet hon amzer, hemolc’herien,
pesketaerien, pigellerien, a zo war-bouez
nebeut a dra, an hevelep re dre ar bed holl. Kredennou
heñvel, damheñvel pe beurheñvel a zo bet
e-touez poblou seveneta an Hen-amzer, ha roudou
anat o deus lezet e treuzkredennou maezidi an
Europ beteg an XIX vet kantved (3).
Edw. B. Tylor, ''Primitive Culture'', 2 levr, pevare mouladur, 1903 ; A. Lang, ''Myth, Ritual and Religion'', 1899 ;<noinclude><references/></noinclude>
5sp0ym44gecxg3q7hnuvx161blbr11o
209988
209987
2026-10-07T17:34:28Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209988
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 98 —|}}</noinclude>eged e-metou ar poblou all. Emañ ar boaz, koulskoude,
ober grigriez eus kredennou holleneadek
Morianed Afrika.
Al liesarc’houereadegez a laka pep lec’h, pep tra
zoken, da annez d’eun arc’houere, anezañ gwarezour
ha diwallour an dra pe al lec’h-se <ref>Nouspet kant enskrivadur hon eus diwar dourn Romaned an Hen-amzer, anezo kinnigaduriou, erbedaduriou pe drugarekaduriou da « arc’houere al lec’h » ''genius loci''.</ref>.
P’en em ziskouez d’an dud, e c’hell an arc’houere
gwiska neuz eul loen pe eun den. Skignet eo bet
ar gredenn-ze dre an douar a-bez <ref>Keverata, da skouer, arc’houereed ha boudiged Siamiz ouz re maezidi an Europ, M. L. Fournereau, ''les Villes mortes du Siam'', war ''Tour du Monde'', 1897, II, pp. 357-9.</ref>. Pa deu, er
c’hehelerez, eun nebeut arc’houereed da veza
savet gand ar gehelerien a-us d’an arc’houereed
all ha sellet evel galloudusoc’h egeto, e tro al liesarc’houereadegez
e liesdoueadegez. Evel-se e c’hoarvezas
gant poblou an Hen-amzer : Ejiptiz, Kaldeïz,
Gresianed, Romaned, Kelted, hag all.
Kredennou poblou warlerc’hiet hon amzer, hemolc’herien,
pesketaerien, pigellerien, a zo war-bouez
nebeut a dra, an hevelep re dre ar bed holl. Kredennou
heñvel, damheñvel pe beurheñvel a zo bet
e-touez poblou seveneta an Hen-amzer, ha roudou
anat o deus lezet e treuzkredennou maezidi an
Europ beteg an XIX{{vet}} kantved <ref>Edw. B. Tylor, ''Primitive Culture'', 2 levr, pevare mouladur, 1903 ; A. Lang, ''Myth, Ritual and Religion'', 1899 ; Manhardt, ''Antike Wald-und Feldkulte'', tri levr, 1875-1877 ; Sir J. G. Frazer, ''The Golden Bough'', tri levr, eil mouladur, 1900 ; ''Le Rameau d’Or'', mouladur berraet, trôet e galleg gant Lady Frazer, 1923.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
a3ex2slj46t9y40r6hcdx5wrf8wrl94
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/101
102
67002
209989
2026-10-07T17:36:11Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209989
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 99 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
A-us d’ar c’hredennou-ze, e teu ar ''relijionou''
''bras'' a ranner etre daou rummad :
1° ar ''relijionou brôadel'', anvet evel-se dre ma ’z
int chomet tra ar vrôad-mañ-brôad, ar bobl-mañ
pobl taoadegez e-touez Sinaïz, sintoadegez gant
Japaniz, brahmanadegez e-metou Indeziz, judaadegez
e-mesk ar Yuzevien.
2° ''ar relijionou etrevôadel'' pe ''hollvedel'', a zo en
em ledet hag a zalc’h d’en em leda e meur a vrôad,
dre ar bed holl : bouddhaadegez pe lezenn Vouddha,
Islam pe lezenn Vohammed, Kristeniez pe
lezenn gristen. An Islam hag ar Gristeniez, evel
ar judaadegez, n’anavezont nemed eun Doue :
undoueïdi eo tud ar relijionou-ze. Ar Gristeniez a
zeu eus judaadegez an Hen-amzer. Evid an Islam,
n’eo, e meur a geñver, nemed eun disivoud diouz ar
Gristeniez <ref>Kristen e oa an darn-vuia eus an Arabed, kent Mohammed. Diwar-benn levezon ar Gristeniez en Arabia e-kerz
kantvedou kenta an amzervez kristen, lenn L. Cheikho, ''Ar gristeniez hag al lennegez kristen en Arabia kent an Islam'', Beïrout, 1923 (en arabeg). Eun displegadenn a-zivout al levr-ze a zo bet embannet gant Mikel Feghali war ''Rev. des Etudes anciennes'', 1923, pp. 300-2.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
gq4uqooeh6iuw2tlptf3d01aknty7vt
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/102
102
67003
209990
2026-10-07T17:42:21Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
209990
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 100 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|''YEZONIEZ''}}
Ar yezou a zo enno soniou ha sterou. Ac’hano
an diou gevrenn benna m’eo rannet etrezo ar yezoniez :
1° ''ar soniadouriez'' pe studi ar soniou :
2° ''ar steroniez'' pe studi ar sterou. Lodennet eo houmañ
etre : a) stummadurez hag ereadurez (ar
c’hramadeg pe ar yezadur) ; b) geriadurouriez (talvoudegez
ha buhez ar geriou).
Pouezusa kevrenn ar yezoniez eo ar soniadouriez.
Anez anaout al lezennou a zo o ren treuzfurmadennou
ar soniou, n’heller ket pleustra war istor
ar yezou. Rak, dre dreuzfurmadennou ar soniou
eo dreist-holl e teu ar yezou da zisheñvelaat ha
d’en em ranna en eilyezou a zeuy gand an amzer
da veza yezou nevez.
Gorrek meurbet e tro ar soniou en eur yez komzet
pa ’z eo gwir e vez distaget peurliesa ar geriou
gand ar vugale evel ma vezont distaget gand ar
gerent. Ha, koulskoude, pemzek kantved, da lavarout
eo hed buhez tri-ugent rummad-tud hepken,
a zo bet a-walc’h evit trei ar c’heltieg e brezoneg
hag al latin e galleg <ref>Keñveria ar ger keltiek ''vidus'' (a veze distaget ''widus'') aet da ''gwez'' e brezoneg o tremen dre ar furmou ''uuid'' (distaget ''wid'', IX{{vet}} kantved), ''guid'' (XII{{vet}} kantved). Ar ger latin ''aqua'' (distaget ''akwa'' er IV{{vet}} kantved goude H. S.) a zo aet da ''eau'' (distaget ô) e galleg, goude tremen dre ar furmou ''agwa, aiwa, èiwe'' (XI{{vet}} kantved), ''èwe, èawe, eâou'' (XV{{vet}} kantved). Dre dreuzfurmadennou seurt-se en deus tremenet ar peb-all eus ar geriadur en diou yez.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
lmfa5lubdycapst83a6e11yv0sxe2ve