Wikimammenn brwikisource https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer MediaWiki 1.47.0-wmf.24 first-letter Media Dibar Kaozeal Implijer Kaozeadenn Implijer Wikimammenn Kaozeadenn Wikimammenn Restr Kaozeadenn Restr MediaWiki Kaozeadenn MediaWiki Patrom Kaozeadenn Patrom Skoazell Kaozeadenn Skoazell Rummad Kaozeadenn Rummad Meneger Kaozeadenn meneger Pajenn Kaozeadenn pajenn Oberour Kaozeadenn oberour TimedText TimedText talk Modulenn Kaozeadenn modulenn Event Event talk Oberour:Meven Mordiern 104 11298 210115 209943 2026-10-14T21:25:10Z Aveldro 601 210115 wikitext text/x-wiki {{Oberour | anv brezhonek = Reun ar Rouz | anv-pluenn = Meven Mordiern | anv gallek = René Le Roux | skeudenn = | deiz ganedigezh = | miz ganedigezh = | bloavezh ganedigezh = 1878 | deiz marvedigezh = | miz marvedigezh = | bloavezh marvedigezh = 1949 | alc'hwez diforc'hañ = Mordiern, Meven }} '''Oberennoù''' *Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, o istor hag o sevenadur, gant [[Abherve]]. 12 levrenn embannet etre 1911 ha 1922. [http://bibliotheque.idbe-bzh.org/serie.php?nom=Notenno%C3%B9+Diwar-benn+ar+Gelted+Koz&l=fr IDBE] *[[Notennou diwar-benn ar Gelted Koz]], o istor hag o sevenadur, gant [[Abherve]]. Adembannet e stumm ul levr gant ''Skridoù Breizh'', 1944. [http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=notennou-diwar-benn-ar-gelted-koz-5755&l=fr IDBE] *[[Prederiadennou diwar-benn ar Yezou hag ar Brezoneg]]. [[Gwalarn]], 1935-1936. * [[Istor ar bed]] (4 levrenn). [[Gwalarn]], 1929-1937 ([https://bibliotheque.idbe.bzh/auteur.php?id=le-roux-meven-mordiern-rene-1564&l=br IDBE]) ** [[Istor ar bed - Levrenn genta|Levrenn gentañ]] (Gwalarn, 1929) ** [[Istor ar bed - Eil levrenn|Eil levrenn]] (Gwalarn, 1930) ** Trede levrenn — Gwalarn 44-45 — Gouere-Eost 1932, gant ur stagadenn : Niv. 64, Meurzh 1934 ** Pevare levrenn — Gwalarn 99 — C’houevrer 1937 b4qwj88a63kjr4lzgw6khtauf3fwx87 Meneger:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu 100 66894 210114 209862 2026-10-14T21:17:04Z Aveldro 601 210114 proofread-index text/x-wiki {{:MediaWiki:Proofreadpage_index_template |Type=book |Title=[[Istor ar bed - Levrenn genta]] |Author=[[Oberour:Meven_Mordiern|Meven Mordiern]] |Translator= |Editor= |School=Gwalarn |Year=1929 |Publisher=[[Gwalarn]] |Address=Brest |Key=Istor ar bed I |Source=djvu |Image=1 |Progress=V |Volumes= |Pages=<pagelist 1=Golo 2to4=- 5=Titl 6=- 7=Kinnig 8=- 9to10=Taolenn 11=9 146to149=- /> |Remarks={{Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/9}} {{Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/10}} }} dwits4n132no7zwmbffjfpilwc3ovw3 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/9 102 66903 210061 210018 2026-10-14T16:51:56Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210061 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|{{Ment|'''TAOLENN'''|180}}}}
{{Taolenn | titl = | lodenn = | nodots | pajenn = PAJENN }} {{Taolenn | titl = KENTSKRID | pajenn = 9 }} {{Taolenn | titl = [[Istor ar bed (levrenn genta)/D’AL LENNER|D’AL LENNER]] | pajenn = 11 }} {{Kreizañ|PENNAD KENTA}} {{Taolenn | titl = [[Istor ar bed (levrenn genta)/I. — ISTOR HA RAGISTOR|ISTOR HA RAGISTOR]] | lodenn = I. — | pajenn = 17 }} {{Taolenn | titl = [[Istor ar bed (levrenn genta)/II. — MAMMENNOU AN ISTOR|MAMMENNOU AN ISTOR]] | lodenn = II. — | pajenn = 19 }} {{Taolenn | titl = Kounerez mab-den : hengouniou ha treuzlavariou a-c’henou-da-c’henou | lodenn =   | pajenn = 19 }} {{Taolenn | titl = Kounerez ha merkou-kounaat | lodenn =   | pajenn = 20 }} {{Taolenn | titl = An danevella dre skeudennou | lodenn =   | pajenn = 22 }} {{Taolenn | titl = Ar skriva dre arouezluniou | lodenn =   | pajenn = 23 }} {{Taolenn | titl = Ar skrituriou linennek ar skritur belegel hag ar skritur gwerinel | lodenn =   | pajenn = 24 }} {{Taolenn | titl = Skrituriou gennheñvel Kornog an Azi | lodenn =   | pajenn = 26 }} {{Taolenn | titl = Ar skriva dre lizerennou | lodenn =   | pajenn = 27 }} {{Taolenn | titl = Ar skridou : enskrivaduriou ha dourn-skridou | lodenn =   | pajenn = 30 }} {{Taolenn | titl = Ar mouladuriou | lodenn =   | pajenn = 35 }} {{Taolenn | titl = Talvoudegez ar skridou evel testeniou a Istor | lodenn =   | pajenn = 36 }} {{Taolenn | titl = Savaduriou ha hendraezou | lodenn =   | pajenn = 37 }}<noinclude><references/></noinclude> eihaahn0be1gvkzlels4n1jgk01ga37 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/10 102 66904 210062 210019 2026-10-14T16:52:07Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210062 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 8 —|}}</noinclude>{{Taolenn | titl = [[Istor ar bed (levrenn genta)/III. — AN ISTOROURIEZ HAG AR SKIANTOU OUZ HEN HARPA|AN ISTOROURIEZ HAG AR SKIANTOU OUZ HEN HARPA]] | lodenn = III. — | pajenn = 39 }} {{Taolenn | titl = Douarouriez | lodenn =   | pajenn = 40 }} {{Taolenn | titl = Henouennoniez | lodenn =   | pajenn = 42 }} {{Taolenn | titl = Douaroniez | lodenn =   | pajenn = 65 }} {{Taolenn | titl = Denoniez | lodenn =   | pajenn = 70 }} {{Taolenn | titl = Tudoniez | lodenn =   | pajenn = 80 }} {{Taolenn | titl = Kevredadouriez | lodenn =   | pajenn = 87 }} {{Taolenn | titl = Yezoniez | lodenn =   | pajenn = 100 }} {{Taolenn | titl = Hendraouriez | lodenn =   | pajenn = 121 }} {{Taolenn | titl = Enskrivadurouriez, henskridoniez, papurouriez, lizeregouriez ha skiantou kenstag | lodenn =   | pajenn = 130 }} {{Taolenn | titl = Eneoniez | lodenn =   | pajenn = 131 }} {{Taolenn | titl = [[IV. — AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ|AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ]] | lodenn = IV. — | pajenn = 134 }} {{Taolenn | titl = Amzeroniez ar C’hentved | lodenn =   | pajenn = 134 }} {{Taolenn | titl = Amzeroniez ar Ragistorvez | lodenn =   | pajenn = 138 }} {{Taolenn | titl = Amzeroniez an Istorvez | lodenn =   | pajenn = 139 }} {{Taolenn | titl = Kempredadurez | lodenn =   | pajenn = 141 }}<noinclude><references/></noinclude> ncu1imqd2271bhoisc8ocfyc306qi9x Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/146 102 66907 210068 209847 2026-10-14T16:55:58Z Aveldro 601 210068 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''BREST'''}} {{Kreizañ|'''Moulerez straed ar C’hastell, 4'''}} {{Kreizañ|'''1929'''}}<noinclude><references/></noinclude> 4rxek9jfo1aio47vyw2ar2waowybqjf Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/145 102 66908 210055 209848 2026-10-14T16:46:28Z Aveldro 601 210055 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 143 —|}}</noinclude><nowiki/>
[[Skeudenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu|page=145|550px]] Berr-dresadur o skeudenni an emzisplega hag ar founnaat a-hed an amzer eus al loened divellkein, eus al loened mell-keinek hag eus an Den (hervez Boule, 1923, p. 31, sk. 15).<noinclude><references/></noinclude> tqobrv8wc78sc223jg9jrwr2mf51etu 210081 210055 2026-10-14T20:08:24Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210081 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 143 —|}}</noinclude><nowiki/>
[[Restr:Mordiern - Istor ar Bed 1 Taolenn p.143.png|550px|center]] Berr-dresadur o skeudenni an emzisplega hag ar founnaat a-hed an amzer eus al loened divellkein, eus al loened mellkeinek hag eus an Den (hervez Boule, 1923, p. 31, sk. 15).<noinclude><references/></noinclude> 1ot6idr1sl9eh6irul3m4xq3i6sfgmg Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/144 102 66909 210054 209849 2026-10-14T16:45:54Z Aveldro 601 210054 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 142 —|}}</noinclude><nowiki/>
[[Skeudenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu|page=144|550px]] Berr-daolennadur eus an hoaladou en o lerc’h-ouz-lerc’h dre vras, eus o fadelez keñver-ha-keñver (diouz teoder an douarennou o tenna da bep-hini anezo) hag eus ar gouennou-meur a vuhezeged ouz o arouezenni (hervez Boule, 1923, p. 30, sk.14).<noinclude><references/></noinclude> ruj1nbzq09v07zmm9vze5ewhogmprgb 210080 210054 2026-10-14T20:05:19Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210080 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 142 —|}}</noinclude><nowiki/>
[[Restr:Mordiern - Istor ar Bed 1 Taolenn p.142.png|550px|center]] Berr-daolennadur eus an hoaladou en o lerc’h-ouz-lerc’h dre vras, eus o fadelez keñver-ha-keñver (diouz teoder an douarennou o tenna da bep-hini anezo) hag eus ar gouennou-meur a vuhezeged ouz o arouezenni (hervez Boule, 1923, p. 30, sk.14).<noinclude><references/></noinclude> 099h2kvopp98c2r5a7ewdpgvwcwxjuk Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/11 102 66911 210059 209878 2026-10-14T16:51:07Z Aveldro 601 noinclude 210059 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/> <noinclude>
{{Kreizañ|'''KENTSKRID'''}} Ma sav eun den dizesk e vouez da veuli eun oberenn a ouiziegez evel houmañ, ez eo da lavarout emañ leun-barr e galon a {{Reizh|levenez,o|levenez, o}} welout unan muioc’h eus e huñvreou kaera o tont da wir. O welout eur Palez bras o sevel en hor C’hêr-Iz nevez, dasorc’het e-kreiz ar palud yen. {{Kreizañ|▼}} Gant al levr-mañ emañ peuraozet geriadur ar ouiziegez e brezoneg. Peuraozet, a lavaran, rak daoust ma chomo c’hoaz geriou a-viliadou da groui, ne raint bremañ nemet tarza evel ar skourrou hag an deil diouz treujenn eur wezenn. Taoliou-arnod a oa bet graet : skoueriou, berrskeudennou nemetken, — an Notennou, eun arnod, — pennadou Kroaz ar Vretoned, — ar Sketla, eun arnod, — pennadou ha labouriouigou Gwalarn, eun arnod. An dud a selle, amgredik. Piou hiviziken a nac’ho galloud-displega hor yez, pa gavo el labour-mañ diazezet dre vras eur geriadur evit hogos pep kevrenn eus cn holl skiantou ? {{Kreizañ|▼}} Abaoe an deiz m’em eus meneget dirak va c’heneiled edomp o vont da embann Istor ar Bed, goulenn </noinclude><noinclude><references/></noinclude> offxmzzyjadimoj8td2irhdaf0w4cem Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/12 102 66912 210060 209879 2026-10-14T16:51:28Z Aveldro 601 noinclude 210060 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 10 —|}}</noinclude><noinclude>a reont dibaouez peur e teuy er-maez, kement a vall a zo ganto da c’houzout hep mar ha gwir eo. Ne gredan ket ez eus e Breiz kalz gallegerien, gouizieien pe lennegerien, a vez gortozet o oberou gant ar yaouankiz evel-se. Ha ne gredan ket e vo, er bloavez naontek kant nao war-nugent, eul levr a ro lennet, studiet, burutellet evel al levr-mañ gant tud yaouank, c’hoant d’ezo ober kemend-all, c’hoant d’ezo ober gwelloc’h ivez. Setu aze galloud dispar hor yez. Eun dra BEO eo eul levr brezonek. Dougen a ra an dud da labourat. Dihuna a ra ar youl-groui en o c’hreiz. Lenn a reont ar galleg d’en em zidui, ha pa n’int ket evit ober a-hend-all. Ar brezoneg a lennont da galonekaat, da stourm ha da ront war-raok. {{Kreizañ|▼}} Bihan eo Breiz, avat. Ha bihan-bihan niver ar wir vrezonegerien. Kant den, marteze, evel ma lavar an oberour, a raio o mad er bloaz-mañ eus e levr. Ha bez’ ez eus kalz broiou ma embanner eul labour bras e pemp levrenn evit kant den ? Evit kant den paour, a zegaso pep unan d’e baea eur skodig, o devo lakaet d’e c’hounit poan o emрепп. Eürus ar broiou-se, peogwir ez eus enno eun Nerz dreist d’an Dibadelez, hag eur Goanag dreist d’an Tonkadur. {{Dehou|Roparz HEMON.}}</noinclude><noinclude><references/></noinclude> sr41f0jl9ym7emuf72a2u208na1qtje Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/19 102 66920 210063 210021 2026-10-14T16:53:14Z Aveldro 601 210063 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''PENNAD KENTA'''}} {{Kreizañ|'''I. — ISTOR HA RAGISTOR'''}} An Istor a zo anezañ war eun dro eun danevell hag eur skiant an danevell eo eus an traou bras dellezek a eñvor, eus ar penna darvoudou degouezet e buhez ar poblou ; ar skiant eo a zo gouestlet da ziskleria strobad ar gwellaennou e buhez an Denelez. N’eus Istor, kouls lavarout, nemet e lec’h m’o deus an dud graet gand ar skritur ha lezet war o lerc’h skridou o kounaat heuliad an darvoudou hag ano an dud o deus kemeret perz enno. Ar re gosa eus ar skridou-ze eo an enskriva duriou war zanveziou padus (maen, pri, olifant, metalou) a zo deuet d’eomp diwar dourn hen-boblou ar Reter-Nesa : Ejiptiz e traonienn an Nil, Elamiz e Suziana, Sumeriz hag Akkadiz war glannou an Tigr hag an Eufrat. War-dro derou an trede milved kent H. S. eo e krog d’en em ziskouez ar rummad skridou-ze. An dud a oa o veva araok an amzer-ze, ken er Reter-Nesa ken e lec’h all, n’o deus lezet war o lerc’h skrid ebet ha n’int {{Tired|ana|vezet}}<noinclude><references/></noinclude> ivwywslajjl0e781xwxjk13oo42ci0c Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/21 102 66921 210064 209887 2026-10-14T16:53:30Z Aveldro 601 210064 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''II. — MAMMENNOU AN ISTOR'''}} {{Kreizañ|''KOUNEREZ MAB-DEN : HENGOUNIOU HA TREUZLAVARIOU A-C’HENOU-DA-C’HENOU''}} E lec’h n’eus ket a skritur da zerc’hel koun eus darvoudou an Istor, e vez savet peurliesa diwar o fenn, gant kemprediz, kanaouennou ha danevellou hag a dremen a c’henou-da-c’henou hag a dadou da vugale. Seurt kounaduriou, avat, a zo bresk meurbet o buhez ha n’int ket da badout, evel m’hen diskouez anat ar studi a zo bet graet eus padelez an eñvoradou istorek e-mesk pobladou di-skritur hon amzer: koueriaded an Europ hag an Azi, Morianed an Afrik, Okeaniz, Eskimoed hag Indianed an Amerik. An c’hanaouennou hag an danevellou savet gand an tadou koz a zeu buan da veza distreset, hag, a-benn an diwez, ankounac’haet gand ar rummadou-tud o tont war-lerc’h ar rummad en deus gwelet an darvoudou. Dibaot-kaer ez en em astenn an eñvoraduriou pelloc’h eget buhez pemp pe c’houec’h rummad, da lavarout eo kant hanter-kant pe daou-c’hant vloaz. Eur skouer souezus eus breskder ha berr-badelez an {{Tired|eñvoren|nou}}<noinclude><references/></noinclude> nk0dbqi8nkkunhf5t1pxum5488qw9kt Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/27 102 66927 210082 209893 2026-10-14T20:10:43Z Aveldro 601 210082 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 25 —|}}</noinclude>{{Tired2|aroue|ziou}} lies-son hag aroueziou-resisaat. Hir e oa skriva er skritur-ze ha diaes ober gantañ <ref>A-zivout skritur arouezluniek Ejiptiz, lenn, H. Sottas hag E. Drioton, ''Introduction à l’étude des hieroglyphes'', 1922.</ref>. Ar skritur arouezluniek a dalvezas dreist-holl da sevel an enskrivaduriou bras, enskrivaduriou-kredenn pe istor a veze engravet gand Ejiptiz war mogeriou an templou hag ar beziou. Abret a-walc’h, marteze kerkent hag ar c’henta remziadennou Faraoned, e voe berraet ar skritur-ze gand Ejiptiz evid oberiou pemdeziek ar vuhez. Ar skritur berraet-ze, anvet skritur belegel <ref>Pe ''hieratek''.</ref>, a veze implijet pa skrived war ar rollou pe follennou paper teo graet gant broenn an Nil (''papurus'') ha war an darbodou pe ar skolpadou maen (''ostraka'') ma tesked skriva warno. Ouspenn-ze, an holl enskrivaduriou bras arouezluniek a veze skrivet da genta e skritur belegel war al lec’h ma tleent beza engravet, d’ar gizelerien d’o lenn ha d’o zrei gand o c’hizell en arouezluniou. War-dro ar bloaz 800 kent H. S., e kavas da Ejiptiz na oa ket berr ha dillo a-walc’h ar skritur belegel. Berraet e voe ganto hag evel-se e voe ganet eun trede stumm-skriva a vez graet anezañ skritur gwerinel <ref>Pe ''demotek''.</ref>. Diwar amzer mestroniez ar roueed bersiat war an Ejipt (IV{{vet}} kantved kent H. S.) e teuas ar skritur gwerinel da veza boaziet, kuit a<noinclude><references/></noinclude> 1jsi9960ulxu4la707d3ijowsqci6ag Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/35 102 66935 210070 209904 2026-10-14T16:57:39Z Aveldro 601 210070 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 33 —|}}</noinclude>Ejipt, miret ma ’z int bet gant temz-amzer sec’h-meurbet ar vro-ze. Ar skridou ejiptek war gartons, paper-broenn, lien, parch, hag all, savet e koulz ar remziadennou-Faraoned kosa (Impalaerded-Koz hag Impalaerded-Krenn) a ZO deuet beteg ennomp dre nebeut ha miret fall ez int. Re an Impalaerded-Nevez a zo stankoc’h ha miret gwelloc’h. Ar pep brasa, avat, eus an dournskridou war baper-broenn eus an Hen-Ejipt a zo bet skrivet war-lerc’h an Impalaerded-Nevez, d’ar mare m’he doa ar vro kollet he frankiz. Gant-se, n’eo ket hepken skridou ejiptek a gaver en o zouez, hogen ivez skridou gresiek, latin, aramaek, hebraek, pelviek, hag all. Nemed ar skridou war baper-broenn kavet en Ejipt ha hiniennou all dizouaret en Herculanum <ref>Kêr Italia, war pleg-mor Neapoli, a voe sebeliet er bloaz 79 goude H. S. gand eur stêriad maen-teuz dislonket gand eur menez-tan. — Parchou Doura a zo eus an II{{vet}} kantved kent H. S. ha re Avroman eus ar Ia kantved kent H. S.</ref>, tammou parch kavet e Doura (Siria) hag en Avroman (Kurdistan), n’hon eus ket a zourns- kridou diwar dourn Gresianed ha Romaned an Hen-amzer. Ar pez a anavezomp eus hen-lennegez ar Romaned a zo deuet d’eomp dre zournskridou eus ar Grenn-amzer savet gand ar venec’h kristen, Beneadiz dreist-holl, a labouras da adskriva dournskridou koz a oa etre o daouarn ha n’int ket deuet beteg ennomp <ref>Neket dre garantez ouz lennegez pagan ar Romaned o deus graet kement-se, hogen dre ma veze sellet gand o frioled al labour-adskriva evel mat da bellaat an temptaduriou. Ouspenn, kalz eus al leaned n’oant ket evid intent al latin a adskrivent, S. Reinach, ''Minerva, introduction à l’étude des classiques scolaires grecs et latins'', 6{{vet}} mouladur, 1907, p. 28.</ref>. Hen-lennegez ar<noinclude><references/></noinclude> srntgx86p1qdql8ozm0jsra2gfbyjjf 210083 210070 2026-10-14T20:11:17Z Aveldro 601 210083 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 33 —|}}</noinclude>Ejipt, miret ma ’z int bet gant temz-amzer sec’h-meurbet ar vro-ze. Ar skridou ejiptek war gartons, paper-broenn, lien, parch, hag all, savet e koulz ar remziadennou-Faraoned kosa (Impalaerded-Koz hag Impalaerded-Krenn) a ZO deuet beteg ennomp dre nebeut ha miret fall ez int. Re an Impalaerded-Nevez a zo stankoc’h ha miret gwelloc’h. Ar pep brasa, avat, eus an dournskridou war baper-broenn eus an Hen-Ejipt a zo bet skrivet war-lerc’h an Impalaerded-Nevez, d’ar mare m’he doa ar vro kollet he frankiz. Gant-se, n’eo ket hepken skridou ejiptek a gaver en o zouez, hogen ivez skridou gresiek, latin, aramaek, hebraek, pelviek, hag all. Nemed ar skridou war baper-broenn kavet en Ejipt ha hiniennou all dizouaret en Herculanum <ref>Kêr Italia, war pleg-mor Neapoli, a voe sebeliet er bloaz 79 goude H. S. gand eur stêriad maen-teuz dislonket gand eur menez-tan. — Parchou Doura a zo eus an II{{vet}} kantved kent H. S. ha re Avroman eus ar Ia kantved kent H. S.</ref>, tammou parch kavet e Doura (Siria) hag en Avroman (Kurdistan), n’hon eus ket a zournskridou diwar dourn Gresianed ha Romaned an Hen-amzer. Ar pez a anavezomp eus hen-lennegez ar Romaned a zo deuet d’eomp dre zournskridou eus ar Grenn-amzer savet gand ar venec’h kristen, Beneadiz dreist-holl, a labouras da adskriva dournskridou koz a oa etre o daouarn ha n’int ket deuet beteg ennomp <ref>Neket dre garantez ouz lennegez pagan ar Romaned o deus graet kement-se, hogen dre ma veze sellet gand o frioled al labour-adskriva evel mat da bellaat an temptaduriou. Ouspenn, kalz eus al leaned n’oant ket evid intent al latin a adskrivent, S. Reinach, ''Minerva, introduction à l’étude des classiques scolaires grecs et latins'', 6{{vet}} mouladur, 1907, p. 28.</ref>. Hen-lennegez ar<noinclude><references/></noinclude> 79if7edlijfoqsmrppdequv24z173m6 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/38 102 66937 210084 209906 2026-10-14T20:11:47Z Aveldro 601 210084 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 36 —|}}</noinclude>{{Tired2|rem|ziadou}} o deus bevet war hon douar-bras-ni kent derou an Istor, ha, dre welout stuziou ha doareou ar rummadou Aziaded warlerc’hiet a-vremañ, e teu splannoc’h d’hor spered stad hor poblou a-hed an istorvez. Ledanaet souezus eo bet Istor ar Bed dre ar c’havadennou graet en Azia, el lec’hiou m’o deus bleuniet sevenaduriou an Hen-amzer hag ar Grenn-amzer, dre lennidigez ha troidigez an enskrivaduriou bet dizouaret enno. Bep ma labourer, e wellaer ar binviou-labour, ar reoliou-labourat, ha savet ez eus bet diazezou da eleiz a skiantou nevez gouestlet da studia ar c’hevredadou-tud ha kement a denn d’ezo: yezou, giziou, renerez, lezennou, kredennou, lennegez, ijinou-kaer, hag all. {{Kreizañ|''TALVOUDEGEZ AR SKRIDOU EVEL TESTENIOU A ISTOR''}} Ar skridou kempred gand an darvoudou eo o deus ar vrasa talvoudegez ouz daoulagad an istorour. Ar skridou savet pell goude an darvoudou n’int ket kerkouls. Koulskoude, an dud o savas o deus alies skrivet diwar skridou koz kempred d’an darvoudou, pe skrivet o deus c’hoaz diwar glevout tud aet war an oad hag a oa bet test d’an darvoudou-ze. Traou all a zo c’hoaz hag a c’hall kreski pe disteraat talvoudegez ar skridou lealded pe amlealded ar skrivagner, lemmder pe bouc’hder e spered, krakter e sell, e renk, e garg, ar perz en deus kemeret en darvoudou, hag all.<noinclude><references/></noinclude> ncqm7tsd0yl0nbnvrg14eehced1ovkc Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/41 102 66942 210065 209911 2026-10-14T16:53:55Z Aveldro 601 210065 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 39 —|}}</noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''III. — AN ISTOROURIEZ HAG AR SKIANTOU OUZ HEN HARPA'''}} Studia piz an holl vammennou a anaoudegez emaomp o paouez envel, kroueria, burutella gand evez an testenïou, ha, drezo, klask diskleria an darvoudou a zo c’hoarvezet, ar perag hag ar penaoz eus an traou a zo bet, setu aze kefridi an istorour. Ar reolennou a zo ret d’ezañ heulia evit kas da benn e labour a zo anezo skiant an Istor, pe an Istorouriez. Re hir e vefe o displega amañ. Gwell e ve d’eomp envel berr-ha-berr ar skiantou a ro harp d’an istorour da ziluzia traou an Tremened dre lavarout eur geriennou bennak diwar-benn pep-hini anezo. Skiantou an Natur a zeu da genta, ar re a studi an Douar en e stumm a-ziavaez hag en danveziou aet d’hen ober, ar plant a gresk war e c’horre, an temz-amzer a bouez war ar plant, hag al loened a zo e pep bro diouz ar plant hag an temz-amzer. An holl draou-ze o deus pouezet kalz war vuhez mab-den, dreist-holl er penn-kenta. An douarouriez hag<noinclude><references/></noinclude> 58hgri99rlla6ecogfc13jmur0ecn1y Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/42 102 66943 210085 209912 2026-10-14T20:12:44Z Aveldro 601 210085 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 40 —|}}</noinclude>an henouennoniez a ro eun harp eus an talvou- dusa d’ar ragistorouriez. {{Kreizañ|''DOUAROURIEZ''}} Skiant an danveziou anezo pluskenn-vaen an Douar eo an douarouriez <ref>''Geologiez'' evid ar re a intent gwelloc’h ar geriou a zeu eus ar galleg eged ar geriou tennet eus ar brezoneg. Diwar daou c’her gregach : gê « ''douar'' » ha ''logos'' « ger, prezegenn ». Kalet eo bepret al lizerenn ''g'' e gregach evel e brezoneg.</ref>. Ar bluskenn-vaen a zo enni meur a wiskad- rec’hell ledet an eil war egile. Ar gwiskadou-ze a zo bet gwechall tonenn an Douar, pep-hini d’e dro ha d’e vare. Koundounet int bet d’an traoñ gand ar finvadennou a vez atao o heja gorre ar bed. Golôet ez int bet an eil war-lerc’h egile gand ar gouelezennou hag an atredou degaset warno dre an doureier-red a vez dalc’hmat o krignat, o tispenn hag o kompeza kement torosennadur bet lakaet da sevel gant strisidigez ar bluskenn. An danvezennou blot pe rouez a oa ouz o ober gwechall, p’edo anezo tonenn ar bed, a zo bet kemmet o neuz ha kaletaet dre ar wrez hag an nerziou-strilhouriez diwanet eus ar moustradur hag an ensiladur. An Traez a zo aet da vaen-krag, an dismantrou-plant da c’hlaou-douar ; al lec’hidou-mor ha lenn a zo bet<noinclude><references/></noinclude> oj17p4uwva1u95mgp0in1wc4ptho786 210086 210085 2026-10-14T20:13:30Z Aveldro 601 210086 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 40 —|}}</noinclude>an henouennoniez a ro eun harp eus an talvoudusa d’ar ragistorouriez. {{Kreizañ|''DOUAROURIEZ''}} Skiant an danveziou anezo pluskenn-vaen an Douar eo an douarouriez <ref>''Geologiez'' evid ar re a intent gwelloc’h ar geriou a zeu eus ar galleg eged ar geriou tennet eus ar brezoneg. Diwar daou c’her gregach : gê « ''douar'' » ha ''logos'' « ger, prezegenn ». Kalet eo bepret al lizerenn ''g'' e gregach evel e brezoneg.</ref>. Ar bluskenn-vaen a zo enni meur a wiskad-rec’hell ledet an eil war egile. Ar gwiskadou-ze a zo bet gwechall tonenn an Douar, pep-hini d’e dro ha d’e vare. Koundounet int bet d’an traoñ gand ar finvadennou a vez atao o heja gorre ar bed. Golôet ez int bet an eil war-lerc’h egile gand ar gouelezennou hag an atredou degaset warno dre an doureier-red a vez dalc’hmat o krignat, o tispenn hag o kompeza kement torosennadur bet lakaet da sevel gant strisidigez ar bluskenn. An danvezennou blot pe rouez a oa ouz o ober gwechall, p’edo anezo tonenn ar bed, a zo bet kemmet o neuz ha kaletaet dre ar wrez hag an nerziou-strilhouriez diwanet eus ar moustradur hag an ensiladur. An Traez a zo aet da vaen-krag, an dismantrou-plant da c’hlaou-douar ; al lec’hidou-mor ha lenn a zo bet<noinclude><references/></noinclude> pg06stxjn3hwzvuhfb892ye8qpz38ll Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/47 102 66948 210066 209920 2026-10-14T16:54:14Z Aveldro 601 210066 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 45 —|}}</noinclude><nowiki/>
Kevrennet eo bet ar c’hentahoalad etre pemp rannhoalad : 1° ar ''rannhoalad rakkambriek'' <ref>Anvet evel-se dre ma teu kent an oadvez kambriek : ar gweleadou hag an diazezadou en em furmet e-pad ar rannhoalad rakkambriek en em gav dindan ar gweleadou hag an diazezadou en em ledet e-pad an oadvez kambriek. An oadvez kambriek a zo deuet d’ezañ e ano eus Kambria, furm latinaet ano Bro-Gembre, e Breiz-Veur, dre ma ’z eo bet studiet da genta wiskadou an oadvez-se e Kembre e lec’h m’o deus etre 8 ha 10.000 metrad teoder.</ref> anvet ''algonkiek'' en Amerik <ref>Eus ano an Algonkianed, meuriadou Indianed a zalc’he, kent donedigez Europiz, ar vro ec’hon en em astenn e kevrenn hanternoz Norz-Amerika, tro-dro d’al Lennou-Meur. Meur a vil metrad teoder o deus ar gweleadou rakkambriek er vro-ze.</ref>. N’eus roudenn ebet a loened er gwiskadou en em ledet e-pad ar rannhoalad-ze pe da vihana gwall-zispis ha dre-ze arvarus eo ar roudennou a gaver amañ hag ahont enno. Ar ouizieien a gred d’ezo n’oa ket c’hoaz a loened war an douar d’ar c’houlz-se a ra ''rannhoalad diloen'' eus ar rann-hoalad rakkambriek. Ar re a gav d’ezo ez eus bet loened nemet n’eo ket deuet ar roudou anezo beteg ennomp a ra anezañ ''rannhoalad dizanavloenek''. Eun trede rummad gouizieien hag a sell ar roudou dispis evel gwir roudou loened a ra anezañ ''rannhoalad kentloenek'' <ref>Glaou-douar a zo bet kavet er gweleadou rakkambriek, e Shunga, gouarnamant Olonetz, Rusia, hag e Snojarvi, Finland. Fetis evel peurc’hlaou eo ar glaou-ze, liou metalek gantañ a-wechou ha peursteuziet ennañ pep roudenn eus ar plant aet d’hen ober.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> nml6vl2up9t2lv0vnryba0ytl7h6m6x Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/49 102 66950 210071 209922 2026-10-14T16:58:52Z Aveldro 601 210071 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 47 —|}}</noinclude>{{Tired2|rele|gou}} pesked ; pesked hobregonek ez int peurliesa, ha pesked migournek. An amprevaned a grog d’en em ziskouez kavet ez eus bet nadoziou-aer, d’ezo 0 m. 70 gourhedad eskell. Paotoc’h e teu an enlouc’hadou-plant ha kement-se a ziskouez ez a war ledanaat gorread an douarou diveuzet ; ar gouennou a denn peurliesa d’an troad-bleiz bremañ (''Lycopodium''). E-pad ar rannhoalad devonek eo e krog d’en em ziskouez gweleadou maen-raz savet gant buhezegedigou-mor : dourviledigou, toullaoueged, kouralou, hag all. Da vein-marbr ez eo aet hizio gweleadou mein-raz ar rannhoalad-ze. 4° ar ''rannhoalad glaouüs pe glaouek'' : ennañ eo en em furmet ar gweleadou bras a c’hlaou-douar a zo en Europa, e Bro-Sina hag e Norz-Amerika. Edo stank-souezus ar c’hlasvez m’oa gwisket ganti an douar d’ar c’houlz-se, eus an eil penn-ahel-bed d’egile. Loened diouelfennel a zaremprede ar geuniou, al lennou hag an aberiou ma teue d’en em zastum enno an dismantrou-plant ez eo deuet ar glaou-douar diwarno. Glasvez ar rannhoalad glaouüs a zo anezi plant bresk, d’ezo stumm dispis-frouezeged nemed a-vent e oant gant gwez bras hon amzer. An doare gwez kentvedel anvet ''kalamitez'' ne oant nemet lostou-marc’h ramzel, d’ezo etre 10 ha 12 metrad uhelder. Ar gouennou o tenna d’an troad-bleiz a oa keit hag hira pinenned bremañ ; an anavezeta eus ar gouennou-ze eo ar skantwez (''Lepidodendron'') hag ar siellwez (''Sigillaria''). Paot<noinclude><references/></noinclude> ft3lxtdj2f15pylwc0pxy0ht0jtvrxw Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/56 102 66957 210077 209930 2026-10-14T17:05:02Z Aveldro 601 210077 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>biz krabanou outo a oa e blein e zaou ezel-araok aet da eskell. Ar roueed war ar bed e oa neuze ar glazarded-meur, a zo bet anvet reiz-mat euzc’hlazarded, o veza ma oa anezo al loened brasa, kreñva, spontusa da welout en deus gwelet an Douar <ref>Korred en o c’hichen e vije bet olifanted eeun-skilfek ar plioken, anezo koulskoude ar brasa bronneged-douar en deus gwelet ar bed. Henry Fairfield Osborn, ''l’Origine et l’Evolution de la Vie'', troïdigez c’hallek gant F. Sartiaux, 1921, p. 200.</ref>. Meur a rummad a oa anezo: 1° euzc’hlazarded geotdebrer, pounnergerzer, korf olifantheñvel, graet anezo ''glazardtroadeged (Sauropodes) :'' ''Gigantosaurus'' pe « ramzc’hlazard », d’ezañ 30 metrad hed, ''Brontosaurus'' « taranc’hlazard », 30 metrad, ''Diplodocus'', 26 metrad, ''Atlantosaurus immanis'', 60 metrad, hag all ; 2° euzc’hlazarded kigdebrer ramzel ; 3° euzc’hlazarded kigdebrer o kerzout war o daoudroad adreñv, darn anezo skañvrederien evel ar struskañvaled bremañ, ar re all lammerien evel kangouroued hon amzer ; 4° euzc’hlazarded beg-houad geotdebrer, evel an igwandenteged (''Iguanodon'') ; 5° euzc’hlazarded pounner, pevarzroadek, hobregonek ha kornek. 3° ar ''rannhoalad kleizek'' <ref>Anvet evel-se dre ma ’z eo ar c’hleiz ar ouelezennad o pennarouezenna furmaduriou ar rannhoalad-ze. Deuet eo ar c’hleiz diwar dismantrouïgou buhezeged razek, liesvarreged, spernaoueged, hag all, disleberet muioc’h pe nebeutoc’h.</ref>, anezañ tri eilrannhoalad : ''hen-gleizek, krenn-gleizek, nevez-gleizek''.<noinclude><references/></noinclude> kh13vpyc5yh0f9s9er53uinlxbr3of4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/62 102 66963 210072 209937 2026-10-14T16:59:56Z Aveldro 601 210072 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 60 —|}}</noinclude>metrad teoder a-wechou <ref>E menez Pirene, war harzou Okitania ha Bro-Spagn, hag en Ejipt, da skouer. A-veneziadou eo e kaver ar maen-raz nummulellek er Pireneou.</ref>. E dibenn ar rannhoalad eoken, e teu war ar bed rakfurmou da rummad an olifanted, en o zouez ar gourhenolifant dent torosennek (''Palaeomastodon''). E pluskenn-vaen an Douar e c’hoarvez aroueziou rakreder eus savidigez ar Pireneou hag an Alpou : enezennou o tiveuzia eus ar mor a c’holo kreiz an Europ, hag, er mervent, e-lec’h m’emañ bremañ ar Pireneou, gouelezennadou diwar dour lennou disall hag atredaduriou diwar froudou o tiskouez anat edo eno an torosennadur war greski. 2° ''ar rannhoalad oligoken pe rannhoalad damhen-nevezloenek''. Savidigez ar Pireneou ha savidigez an Alpou, sed an daou zarvoud bras a verk penn-kenta ha penn-diweza an oligoken en Europ. En oligoken izela emañ stank relegou an henvil (''Palaeotherium''). En oligoken uhela, en Amerik, e kaver ''Mesohippus''. Ar c’hosa daskiriered kornek anavezet ganeomp a denn d’ar rannhoalad oligoken (''Protoceras''). Kaer-dispar ha pinvidik-eston eo ar c’hlasvez a c’holo an Europ, gwez ar broiou tomm oc’h en em gemmeska enni gand ar gwez deliou dibad <ref>Palmez a bep seurd, gwez kanfr, gwez kannell, lorwez, kasia diouz eun tu, ha, diouz an tu all, gwez dero, gwez robin, gwez rabl, hag all. D’ar c’houlz-se, e oa en Europ gouennou-gwez ha na gejer ken outo bremañ nemed en Aostralia, evel ar gwez heskeud pe eukaliptus.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> 7gz3wi5np1p5belxa26qclu8o8yjorz 210073 210072 2026-10-14T17:00:33Z Aveldro 601 210073 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 60 —|}}</noinclude>metrad teoder a-wechou <ref>E menez Pirene, war harzou Okitania ha Bro-Spagn, hag en Ejipt, da skouer. A-veneziadou eo e kaver ar maen-raz nummulellek er Pireneou.</ref>. E dibenn ar rannhoalad eoken, e teu war ar bed rakfurmou da rummad an olifanted, en o zouez ar gourhenolifant dent torosennek (''Palaeomastodon''). E pluskenn-vaen an Douar e c’hoarvez aroueziou rakreder eus savidigez ar Pireneou hag an Alpou : enezennou o tiveuzia eus ar mor a c’holo kreiz an Europ, hag, er mervent, e-lec’h m’emañ bremañ ar Pireneou, gouelezennadou diwar dour lennou disall hag atredaduriou diwar froudou o tiskouez anat edo eno an torosennadur war greski. 2° ''ar rannhoalad oligoken pe rannhoalad dam-hen-nevezloenek''. Savidigez ar Pireneou ha savidigez an Alpou, sed an daou zarvoud bras a verk penn-kenta ha penn-diweza an oligoken en Europ. En oligoken izela emañ stank relegou an henvil (''Palaeotherium''). En oligoken uhela, en Amerik, e kaver ''Mesohippus''. Ar c’hosa daskiriered kornek anavezet ganeomp a denn d’ar rannhoalad oligoken (''Protoceras''). Kaer-dispar ha pinvidik-eston eo ar c’hlasvez a c’holo an Europ, gwez ar broiou tomm oc’h en em gemmeska enni gand ar gwez deliou dibad <ref>Palmez a bep seurd, gwez kanfr, gwez kannell, lorwez, kasia diouz eun tu, ha, diouz an tu all, gwez dero, gwez robin, gwez rabl, hag all. D’ar c’houlz-se, e oa en Europ gouennou-gwez ha na gejer ken outo bremañ nemed en Aostralia, evel ar gwez heskeud pe eukaliptus.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> kquvlhg403dvwsjtdwd59q9usvj3ybm Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/65 102 66966 210074 209940 2026-10-14T17:01:47Z Aveldro 601 210074 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 63 —|}}</noinclude>{{Tired2|c’hoa|dou}} ma oa dindano ar vro e derou ar mioken (oadveziou akuitanek ha burdigalek). Stank enno e veze dreist-holl an avalpineged hag ar siprezeged ; diwar ar rousin o tivera puilh eus kef ha barrou unan eus an avalpineged-ze, ar Pin goularzus (''Pinus succinifer'') e ano, eo e teu ar goularz ker prizet gwechall gand Europiz. 4° Ar ''rannhoalad plioken'' pe ''rannhoalad nevesa-loenek''. Al loened-mor a zo war-bouez nebeudig a dra an hevelep re ha bremañ. E-touez al loened-douar, emañ ar gouennou olifanted, frikorneged ha dourvarc’hed (''Hippopotamus'') e barr o c’hresk, hag, evid ar wech kenta, en em ziskouez ar gwir gezeg. Ar penna darvoudou c’hoarvezet e-doug ar rannhoalad-ze eo ar c’hoazadur darvezet war greiz an aradennad-veneziou spagn-afrikat a voe orin striz-mor Jibraltar etre ar Mor Bras hag ar Mor Kreiz-douarek, dislonkadennou-tan meneziou Bro-Arvern en Okitania ha Bro-Eifel en Alamagn, beuzidigez an aradennad douarou a oa o staga hanternoz an Europ ouz hanternoz an Norz-Amerik ha furmidigez ar Mor Norz-Atlantek. IV. — ''Ar pevarhoalad'' pe ''hoalad bremañ'' a hellfe beza anvet ''hoalad an Den'', o veza ma kaver evid ar wech kenta roudou anat diwar bezañs ha labour mab-den e gweleadou kosa an hoalad-ze. Bez’ ez eus anezañ daou rannhoalad : ar pleistoken hag an holoken. 1° ''ar rannhoalad pleistoken'' : reuziet eo bet ar<noinclude><references/></noinclude> 8x2t8tpneczz8uh4c51h2jiuq78r5sx Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/79 102 66980 210078 209965 2026-10-14T17:06:17Z Aveldro 601 210078 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 77 —|}}</noinclude>ar glaou-douar gant meur a boblad Morianed eus an Afrik. Evel ma weler, liou ruz ar c’hroc’hen, a gejer outañ e gouennou-zo eus an Afrik, ne vez ket kavet en Amerik. Tud kroc’hen melen eo henvroïz an douar-meur-ze, hag an ano a ouenn ruz lakaet d’ezo gand Europiz ne zere ket <ref>Tarzet eo an ano a « Grec’hin-ruz », rôet da Amerindiz eus o boaz d’en em liva, korf ha dremm, e liou ruz.</ref>. Eun daou pe dri zra a bouez evid an istorouriez a zo bet lakaet anat gand imbourc’hiou an denoniez : 1° ar ouenn, tra gorfel, diazezet war stummou ar c’horf, a zo eun dra krenn distag diouz ar vrôadelez diazezet war ar yez, an hengouniou, ar giziou, ar sevenadur, an istor. Gant-se, daoust d’ar c’hamm-implij a vez graet anezañ peurliesa, n’eo ket ar ger ''gouenn'' kevatal gand ar geriou a dalv da envel ar c’hevredadou bras pe vihan a dud kounaet an ano anezo gand an Istor. Ar c’hevredadou-ze, anvet diouz o ment, o renerez hag ar bazennad-sevenadur tizet ganto ''meuriadou, pobladennou, poblou, brôadou'', a zo peurvuia ouz o ober hironed, da lavarout eo tud ganet diwar kemmeskidigez meur a ouenn. Er c’hiz-se emañ kont, en amzer-vremañ, gand ar pep brasa eus poblou pe brôadou bras an Europ, an Azi, an Afrik hag an Amerik, evel m’edo, en amzer dremenet, gant brôadou brudet evel Ejiptiz, Kaldeïz, Gresianed, Romaned, hag all <ref>Ar brasa fazi graet gant saverien an denoniez, er XIX{{vet}} kantved, e voe gwiska ar gouennou-tud studiet ganto en anoiou poblou eus an Hen-amzer pe an Amzer-vremañ : iberiat, liguriat, keltiat, « keumrik », germaniat, hag all. Seurt anoiou kemeret diwar ar yezoniez pe ar politikerez ne zereont tamm ebet ouz eur skiant a zo eur gevrenn eus an naturouriez. Kalz a levriou diwar-benn an denoniez a zo mastaret ganto, zoken ar re wella hag ar re nevesa, evel hini E. Pittard, ''les Races et l’Histoire, introduction ethnologique à l’Histoire'', 1924.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> prep9bhhe0xnet7t1nllwehjzjyvwqd Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/82 102 66983 210087 209968 2026-10-14T20:14:04Z Aveldro 601 210087 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 80 —|}}</noinclude>vro. An distrei-ze a-hiniennou d’an neuziou-gouenn rik e-touez ar poblañsou a wad kemmesket a vez graet anezañ ''hir-hererez'' <ref>''Atavisme'' gand ar C’hallaoued, diwar ar ger latin ''atavus'' « tad-kuñv ».</ref>. {{Kreizañ|''TUDONIEZ''}} Danvez-studi an dudoniez <ref>Pe ''etnografiez'', diwar daou c’her gregach : ''ethnos'' « kevredad, brôad, meuriad », ''graphê'' « skrid » pe ''graphô'' « e skrivan ».</ref> eo micheriou hag ijinou-kaer, doare-beva, giziou, buhezegez, temz-spered ha kredennou ar c’hevredadou-tud ouez, hanter-c’houez ha dam-sevenet a vev en hon amzer en Afrik, en Azi, en Amerik hag en Okeania. Bez’ ez eus heñvelderiou souezus etre binviou, armou hag holl arrebeuri ar pobladennou-ze hag ar pez a anavezomp eus armou, binviou hag arrebeuri Europiz e-pad ar ragistorvez. Reiz eo dastum diwar an heñvelderiou-ze ez oa ivez heñvelderiou er vividigez, er vuhezegez, er giziou ha moarvat ivez er c’hredennou. Anaoudegez an Indianed, an Afrikaned, an Aziaded, an Okeanided bet gweladennet ha studiet gant hor beajourien abaoe eun daou pe dri c’hantved, hol laka da intent gwelloc’h ar re eus hor gourdadou o deus bevet a-hed ar ragistorvez ha n’anavezomp nemet dre ar roudou o deus lezet darn eus o ijinerezou.<noinclude><references/></noinclude> 4mnwkdnh1i1tpv7bnby4d8s80eahes8 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/96 102 66997 210088 209983 2026-10-14T20:16:13Z Aveldro 601 210088 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 94 —|}}</noinclude>zo, gouenn ar ''yeomen'', ar berc’henned-douar vihan a zo bet ar pep gwella eus poblañs Bro-Zaoz betek derou an XVIII{{vet}} kantved <ref>E. Boutmy, ''Essai d’une psychologie politique du Peuple anglais au XIXe siècle'', 1901, pp. 107-32, 326-7 ; M. Leclerc, ''les Professions et la Société en Angleterre'', trede mouladur, 1908. pp. 197-8.</ref>. Renerez ar c’hevredadou-tud a c’hell beza kaset en-dro dre an henaourien, dre bennou dilennet evid eur maread-amzer pe evid o buhez, dre liked pe dre veleien, dre vrezelourien pe dre nann-brezelidi, dre roueed hag impalaered holl-velïek pe dre vinistred anvet gand eur penn-rener pe rener-Stad, hemañ dilennet pe gant Breujou (pe eur Parlamant) evel e Bro-C’hall bremañ, pe gand ar vrôad a-bez evel er Stadou-Unanet. Ar vuhezegez a zo, reiz her gouzout, diouz ar bazennad-sevenadur diraezet gand ar c’hevredadou-tud, diouz temz-korf ha temz-spered ar gouennou aet d’o ober, diouz o darempredou ha diouz o istor. O vont d’an traou dre vras, al laza hag al laerez etre izili an hevelep kerentiad, goskoriad pe veuriad a vez sellet gand ar ouezidi hogozik-holl evel torfedou euzus, da gastiz d’ezo ar maro pe an harlu. Rouesoc’h kalz ez eo an daou doare gwall-ze e-mesk ar ouezidi, e kement lec’h n’eo ket bet dizurziet ar c’hevredadou anezo gant donedigez hailhoned diwar ar ouenn wenn, eget e-mesk tud « sevenet » — a gav d’ezo — kêriou bras an Europ hag an {{Tired|Ame|rik}}<noinclude><references/></noinclude> d61mitgr09z7k60sbs9wwhpwjztd7bv Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/98 102 66999 210075 209985 2026-10-14T17:02:49Z Aveldro 601 210075 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 96 —|}}</noinclude>{{Tired2|prei|zadegou}} ar « sevenidi » eget kement o deus gallet ijina biskoaz ar ouezidi hag ar varbared. Ar c’hredennou pe ar c’hreañsou a zo diouz stumm-spered ar c’hevredad, hag ar stumm-spered c-unan a zo diouz ar bazennad-sevenadur. Ar ouezidi a wel an dreist-natur dre-holl, er bed a-bez. Gant pep tra, gouez d’ezo, ez eus nerziou-kuz, galloudeziou disgwel ha kevrinus a zo ret d’an den o anaout d’en em warezi outo pe d’ober e vad anezo <ref>Ch. Blondel, ''la Mentalité primitive'', 1926 ; L. Lévy-Bruhl, ''les Fonctions mentales dans les Sociétés inférieures'', kenta mouladur, 1910 ; ''la Mentalité primitive'', kenta mouladur, 1922. Diwar-benn al levr diweza-mañ, lenn eveziadennou H. Hubert, war ''Anthropologie'', 1923, pp. 619-22.</ref>. An divinouriez hag an hudouriez a ro tu d’ezo d’hen ober, war a gredont. Eus an dro-venoz-se, a anver ''holleneadegez'' pe ''hollsperedadegez'' dre ma laka e pep tra er bed eun ene pe eur spered heñvel pe zamheñvel ouz hini mab-den, e teu kreañsou a zo bet graet anezo ''totemiez, chamaniez'', ''grigriez, liesarc’houereadegez''. En em ledet eo an dotemiez dreist-holl e-mesk ar meuriadou hemolc’herien ha pesketaerien : Indianed Amerik an Hanternoz hag Aostraliz. An totem <ref>Eus ar ger indianek (ojibwaek) ''otam'' « merk, ardamez ».</ref> a zo eur ouenn loened pe blant, eur seurd maen pe eur rummad-traou azaouezet ha doujet gant tud ar c’hoskoriad. Ar re-mañ a gred ez eus eun ere kevrinus etrezo hag o zotem. Sellout a<noinclude><references/></noinclude> fwrgq7bjj83frxesosn7915ya4pnp7x Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/99 102 67000 210089 209986 2026-10-14T20:17:40Z Aveldro 601 210089 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 97 —|}}</noinclude>reont outañ evel ouz o faeron, o gwarezour, a-wechou evel ouz o fenn-lignez. Ar skeudenn anezañ a vez livet, engravet pe gizellet war klaoiou hag arrebeuri ar c’hoskoriad. Roudou eus an dotemiez, war a greder, a zo bet kavet en Afrik, en Azi hag en Europ <ref>Klasket ez eus bet zoken diskleria dre an dotemiez mojennou-zo eus doueedoniez ar C’hresianed : lenn S. Reinach, ''Cultes, Mythes et Religions'', pevar levr, 1905-1912, ''passim'' ; ''Orpheus, histoire générale des religions'', trede mouladur, 1909, pp. 20-30, 119-21. N’eo ket bet degemeret da wir an diskleriaduriou-ze gand an darn-vuia eus ar ouizieien, M. J. Lagrange, ''Quelques remarques sur l’Orpheus de M. Salomon Reinach'', 1910, pp. 11-3 ; A. Van Gennep, ''l’état actuel du problème totemique'', 1920 (keñveria S. Reinach, war ''Rev. Archéol''. 1921, I, p. 177).</ref>. Ar chamaniez, skignet e-mesk pobladou hemolc’herien ha pesketaerien hanternoz an Azi, a zo an holl lidou anezi lidou-hud evel re an dotemiez. Ouspenn-ze, an alfo-spered hag ar gourzao a zo bras o ferz el lidou chamanek. An dud a ren al lidou-ze, chamaned o ano, a zo war eun dro beleien, hudourien ha mezeged. Heñvel a-walc’h ez int ouz ar sorserien anvet « medisined » gand Indianed Amerik an Hanternoz. Ar ger ''grigri'' o talvout e yezou morianek-zo kement ha « tra-hud pe enep-hud, tilsam », ar ger diveret dioutañ ''grigriez'' a vefe e ster « kredenn en traezou-hud pe enep-hud, en tilsamou ». N’eo ket skignetoc’h ar gredenn-ze e-touez ar Vorianed<noinclude><references/></noinclude> nvzkmji23dp1exusnyka2fp0jxu58au Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/102 102 67003 210067 209990 2026-10-14T16:54:57Z Aveldro 601 210067 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 100 —|}}</noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|''YEZONIEZ''}} Ar yezou a zo enno soniou ha sterou. Ac’hano an diou gevrenn benna m’eo rannet etrezo ar yezoniez : 1° ''ar soniadouriez'' pe studi ar soniou : 2° ''ar steroniez'' pe studi ar sterou. Lodennet eo houmañ etre : a) stummadurez hag ereadurez (ar c’hramadeg pe ar yezadur) ; b) geriadurouriez (talvoudegez ha buhez ar geriou). Pouezusa kevrenn ar yezoniez eo ar soniadouriez. Anez anaout al lezennou a zo o ren treuzfurmadennou ar soniou, n’heller ket pleustra war istor ar yezou. Rak, dre dreuzfurmadennou ar soniou eo dreist-holl e teu ar yezou da zisheñvelaat ha d’en em ranna en eilyezou a zeuy gand an amzer da veza yezou nevez. Gorrek meurbet e tro ar soniou en eur yez komzet pa ’z eo gwir e vez distaget peurliesa ar geriou gand ar vugale evel ma vezont distaget gand ar gerent. Ha, koulskoude, pemzek kantved, da lavarout eo hed buhez tri-ugent rummad-tud hepken, a zo bet a-walc’h evit trei ar c’heltieg e brezoneg hag al latin e galleg <ref>Keñveria ar ger keltiek ''vidus'' (a veze distaget ''widus'') aet da ''gwez'' e brezoneg o tremen dre ar furmou ''uuid'' (distaget ''wid'', IX{{vet}} kantved), ''guid'' (XII{{vet}} kantved). Ar ger latin ''aqua'' (distaget ''akwa'' er IV{{vet}} kantved goude H. S.) a zo aet da ''eau'' (distaget ô) e galleg, goude tremen dre ar furmou ''agwa, aiwa, èiwe'' (XI{{vet}} kantved), ''èwe, èawe, eâou'' (XV{{vet}} kantved). Dre dreuzfurmadennou seurt-se en deus tremenet ar peb-all eus ar geriadur en diou yez.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> ed3n4i2e3k4wkwii2w4888bokf078xg Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/110 102 67011 210079 210000 2026-10-14T17:07:24Z Aveldro 601 210079 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 108 —|}}</noinclude><nowiki/>
5° ''Kerentiad ar yezou baltek'', ennañ an hen-brusianeg (aet da get), al lituaneg, al letoneg. Skrid ebet er yezou-ze kosoc’h eged ar XVI{{vet}} kantved. 6° ''Kerentiad ar yezou slavek'' (pe ''nevez-slavek''), ennañ : ar rusianeg, ar ruteneg, ar poloneg, an tchekeg, ar slovakeg, ar sorabeg, ar bulgareg, ar serbeg, ar c’hroateg, ar sloveneg, ha slaveg an ilizou, kamm-anvet hen-slaveg (eur yez slavek eus an IX{{vet}} kantved n’eo ken). An holl yezou-ze a zo diwar ar ''slaveg pe hen-slaveg'' n’anavezomp ket a-hend-all. 7° ''Kerentiad ar yezou indez-iranek'', ennañ daou rummad yezou : a) yezou indezek an Hen-amzer : ar sanskriteg hag ar yezou diwar ar sanskriteg : palieg, prakriteg, hag all ; ar yezou nevez-indezek diveret eus ar yezou prakritek : sindeg, panjabeg, kachmireg, nepaleg, bengaleg, hindeg, hindoustaneg, hag all ; b) ar yezou iranek : re an Hen-amzer (hen-berseg an enskrivaduriou, zendeg pe avesteg, pelvieg), re vremañ (persaneg, afganeg, kurdeg. hag all) <ref>Bez’ ez eus ha bez ez eus bet en Azi yezou indezeuropek ha n’heller ket staga ouz kerentiad an indez-iraneg : an armenieg (en Azi-Vihana) ; an osseteg (er C’haokaz), kar d’ar yez sogdiek a veze komzet er Grenn-amzer en Turkestan ha d’ar yagnobieg komzet bremañ c’hoaz er Reter da Samarkand ; an teir yez-se a vije diwar yez ar Skuthed pe Saked ; an tokharieg a zo bet komzet e-doug ar Grenn-amzer a-dreuz kreiz an Azi betek Bro-Sina. En Europ, e-kerz an Hen-amzer, ez eus bet ivez yezou indezeuropek ha n’heller’ket staga ouz ar seiz kerentiad emaomp o paouez menegi : ibereg, ligureg, illureg, thrakeg, hag all. A-zivout ar yezou-ze, lenn E. Philipon, ''les Peuples primitifs de l’Europe méridionale : recherches d’histoire et de linguistique'', 1925.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> autejrwplb05eyyqhfjhwi4a46kq5k3 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/118 102 67019 210090 210009 2026-10-14T20:18:06Z Aveldro 601 210090 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 116 —|}}</noinclude>hag eur vro vihan, al Latium, n’oa ket kalz brasoc’h eget Bro-Leon e Breiz. Dre zrec’hi an eil goude eben ar poblou arallyezek a chome endro d’ezo, e teuas ar Romaned hag al Latined unanet da veza mestr war an holl Itali (IV{{vet}}-III{{vet}} kantved kent H. S.) Kabestra a rejont goude-ze poblou ar Spagn ha poblou Galia, ha desket e voe yez al Latined gand an holl boblou-ze evel ma oa bet desket a-benn-neuze gant poblou an Itali (II{{vet}}-Ia kantved kent H. S.). Keit ha ma chomas en he sav an impalaerded vras savet gand ar Romaned, e vanas unvan al latin eus eur penn d’ar penn all d’an impalaerded-ze. Er V{{vet}} kantved goude H. S., da heul argadadegou ar Varbared (Germaned ha Slaved), e voe diskaret an impalaerded roman ha savet war an dismantrou anezi eleiz a rouanteleziou distag an eil diouz eben. Emrannidigez ar yez a heulias buan rannidigez douarou an impalaerded, hag ez eas al latin war zisheñvelaat diouz ar broiou ha d’en em ranna en eilyezou. Seiz kantved diwezatoc’h ez oa peurc’hraet treuzfurmidigez ar yez koz unvan е yezou nevez dizunvan. Lenn a c’hellomp, en XII{{vet}} kantved, skridou er yezou komzet d’ar c’houlz-se en Itali, er Spagn, er Brovañs, e Bro-C’hall, hag e kavomp enno kel lies a yez hag a rannvro. Darn eus ar rannyezou-ze, abaoe, da heul aloubadennou<noinclude><references/></noinclude> m0tkg23qcqvg2gudn7lwynbo3lfp69r Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/129 102 67034 210076 210032 2026-10-14T17:03:46Z Aveldro 601 210076 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 127 —|}}</noinclude>an henouennoniez. Reolennou-zo eus an douarouriez a zo heuliet ganti zoken. Da skouer, evit studia ar c’heviou-natur hag an toullou-roc’h o deus talvezet da gledouriou da henoadvezidi ar maen, e ra an hendraouriez ragistorek gand ar weleadouriez, da lavarout eo gand an diforc’hidigez hag ar studi eus ar gweleadou-lec’hid hag atredou a zo oc’h ober al leurenn anezo <ref>J. Déchelette, ''Manuel d’Archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine'', 5 levr, 1908-1914.</ref>. Da hendraouriez an Hen-amzer an tachennou-labour frouezusa ha pouezusa evid an Istor eo ar Reter-Nesa (Ejipt, Palestina, Siria, Mezopotamia, Arabia, Azi-Vihana, Armenia, Kaokaz, Persia). broiou hanternoz an Afrik (Libua, Tripolis, Buzakion, Zeugitana, Numidia, Maouretania) hag ar broiou bet dalc’het gant hen-boblou an Europ, Gresianed, Romaned, Etrusked, Ibered, Kelted, hag all <ref>Doktor G. Contenau, ''Manuel d’archéologie orientale'', 1928 ; R. Cagnat ha V. Chapot, ''Manuel d’Archéologie romaine'', 2 levr, 1917-1920. Hag all.</ref>. Strujusa parkou-labour hendraouriez ar Grenn-amzer eo an Europ (Itali, Spagn, Okitania, Bro-C’hall, Breiz-Veur, hag all) hag ar broiou muzulmek (Kornog an Azi hag Hanternoz an Afrik) <ref>Ch. Diehl, ''Manuel d’Art byzantin'', 1910 ; C. Enlart, ''Manuel d’Archéologie française depuis les temps mérovingiens jusqu’à la Renaissance'', 3 levr, 1902-1916; H. Saladin ha G. Migeon, ''Manuel d’Art Musulman'', 2 levr, 1907; G. Le Bon, ''la Civilisation des Arabes, 1884''.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> 8zy4fejmxtqdtrzjww8n7n5edscj4eh Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/136 102 67041 210045 210041 2026-10-14T15:43:44Z Aveldro 601 210045 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''IV. — AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ'''}} Lakaat kement tra darvezet en amzer dremenet d’ar pred rekis a zalc’h e red an Amzer, niveri dre vloaveziou, kantvedou pe vilvedou hed buhez ar poblou ha padelez ar sevenaduriou, kement-se eo labour an amzeroniez. An darvoudou a zo anezo anneuenn an Istor. An amzeroniez, hi, eo ar stern. ar steuenn evid Istor an Douar kerkoulz hag evid Istor an Dud. {{Kreizañ|''AMZERONIEZ AR C’HENTVED''}} A-vartezeadou e ranker mont da amzeroniez Istor an Douar, kent krouidigez an den, evit pez a sell ouz ar bloaziada. Al lerc’h-ouz-lerc’h eus an darvoudou a anavezomp mat a-walc’h, da vihana dre ar brasa. N’omp ket avat evit muzulia dre niverennou ar badelez anezo. Eun alberz eus an amzer m’o deus padet hoaladou an Douar a hellomp kaout diouz teoder ar gwiskadou-rec’hell lezet en e zilerc’h gant pep hoalad. N’omp ket evit gouzout teoder an diazezadou kenta, anezo lec’hidad diwar moriou kosa ar C’hentved.<noinclude><references/></noinclude> 6rhdc4mbcxihwp4qlzimi1z0u34dbnh Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/137 102 67044 210046 2026-10-14T15:47:52Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210046 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 135 —|}}</noinclude>Gwiskadou-rec’hell ar c’hentahoalad a zo d’ezo tregont mil metrad teoder. Re an eil-hoalad o deus c’houec’h mil metrad. Re an trihoalad pevar mil retrad. Re ar pevarhoalad daou c’hant metrad. Klasket ez eus bet niveri dre vloaveziou an amzer a zo aet gand ar gwiskadou-ze evid en em astenn <ref>E. Perrier, ''la Terre avant l’histoire, les origines de la Vie et de l’homme'', mouladur nevez, 1920, pp. 35-7 ; M. Boule, ''les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine'', eil mouladur, 1923, pp. 28-64.</ref>. Jedet eo bet oad mineralou-zo diouz ar c’hementad a heolaez a gaver enno <ref>An heolaez a zeu eus dielfennidigez an uranion, eun danvezenn vannoberius evel ar bannion. Gouzout a reer dre jederez e kemer unnek milion bloaz d’eur grammad trenkganur uranion evid ober eur santimetrad-diñs a heolaez.</ref>. Dre a hent-se, ez eus bet kavet niverennou, eur bam d’eomp : 622 milion bloaz evid oad zirkonennou sterniet e rec’hell an diazezadou kenta en Ontario, 145 milion bloaz evit peurdrenkganuriou-houarn-zo eus an devoneg. Hag all. Klasket ez eus bet c’hoaz niveri dre vloaveziou padelez an hoaladou kenta diouz teoder ar gweleadou atred ha gouelezenn o deus lezet war o lerc’h. Diarvar n’eo ket, avat, e vefe bet, e-kerz an hoaladou-ze, buander ar gouelezennerez heñvel atao ouz ar pez m’emañ bremañ. Ouspenn-ze, n’omp ket evit muzulia ar pegementad a deoder a zo bet kollet gand ar gweleadou lec’hid, pri, traez, grouan, bili, kailh, hag all, dre vont eus danvezennou rouez, evel<noinclude><references/></noinclude> i3znrh44wpnignypau0rc5jwypvv28e Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/138 102 67045 210047 2026-10-14T15:52:03Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210047 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 136 —|}}</noinclude>ma oant da genta war c’horre an douar, da weleadou kenstankaet er c’houndouniou. Bras-meurbet e tle beza ar pegementad-ze, dreist-holl evid an douna diazezadou kollet ganto, da heul ar moustradur o poueza warno, pep roudenn eus ar gweleadou a oa enno da genta <ref>''Neuznevezet'' pe dreuzfurmadennet ez int bet, evel ma lavar an douarourien, da lavarout eo eus rec’hell gweleadet ez int aet da rec’hell diwelead pe dolzennadet, ar pez a lakaas an douarourien genta da gredi ez oa anezo danveziou dislonket gant meneziou-tan ar C’hentved, Stanislas Meunier, ''la Géologie générale'', eil mouladur, 1909, pp. 33-7, 127-42.</ref>. Arabat ankounac’haat, a-hend-all, emañ diank d’eomp eun niver a weleadou-rec’hell a zo bet distrujet gand an doureier-red o deus labouret diehan-kaer a-hed an holl amzervez evel m’emaint oc’h ober bremañ. Gant-se, re vihan a galz e rank beza an niverennou bet kavet dre an hent-se. Setu i amañ : 15 milion bloaz e vije bet hed ar c’hentahoalad, 4 milion bloaz hed an eil-hoalad, 1.500.000 vloaz hed an trihoalad <ref>E. Perrier, ''op. cit''., p. 37 ; keñveria an niverennou rôet gant M. Boule, ''op. cit''., p. 30.</ref>. Lammdour an Niagara en deus rôet tro da jedi hed ar pevarhoalad. Digoret gantañ e hent e dibenn Amzervez ar Skourn Bras, en deus an Niagara krignet tamm-dre-damm an tornaod uhel ma lamme diwarnañ e lenn Ontario. Evel-se n’en deus ket paouezet al lammdour da vont war e gil. Hizio ez eus 11 kilometrad-hent etrezañ hag al lenn. Dre lakaat en deus kerzet atao ar c’hrignerez en amzer<noinclude><references/></noinclude> 6pkwbnvhqxeb02q3o2yedxcxxd3sqhw Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/139 102 67046 210048 2026-10-14T15:57:25Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210048 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 137 —|}}</noinclude>dremenet gand an hevelep tiz ha bremañ, ez eus bet kavet 40.000 vloaz evit derou ar pevarhoalad. Niverennou damheñvel ouz houmañ a zo bet kavet dre jedi diwar kreskidigez ar c’houralegi a-hed aodou Florida: etre 35.000 ha 40.000 vloaz <ref>E Perrier, ''op cit''. p. 37. A-zivout an Niagara, keñveria ar pez a lavar A. de Lapparent en e ''Leçons de Géographie physique'', trede mouladur, 1907, pp. 96-7. Hervezañ, argiladenn al lammdour en amzer-vremañ o veza war-dro 1 m. 30 en eur ober eur bloavez, 8.500 bloavez a vije bet a-walc’h evit kas da benn kleuzidigez an draonienn en em astenn etre al lammdour ha lenn Ontario. Nemet traou a zo bet a-dreuz-hent hag o deus enebet ouz ar stêr ha gorrekaet ar gleuzidigez. Da vareou all, er c’hontrol, ez eo bet kaset buanoc’h en-dro al labour-kleuza dre m’edo o ruilhal e naoz ar stêr muioc’h a zour eget bremañ.</ref>. En Europ, diwez Amzer ar Skourn Bras a zo bet lakaet da 10.000 vloaz diouzimp, da heul enklask ar Svedad De Geer en deus tizet jedi buander an argiladenn eus an diweza skournredenn-veur skandinaviat <ref>G. de Geer, ''A Geochronology of the last 12.000 years'', war ''Congrès géologique international de Stockholm'', 1910, p. 241. A-zivout Amzer ar Skourn Bras, lenn A. de Lapparent, ''Traité de Géologie'', 5{{vet}} mouladur, 1906, p. 1663 ''et sequitur''.</ref>. Ar re-ze eo an niverennou gwirheñvela bet rôet gand an douarourien. Ret eo lavarout, koulskoude, n’eus ket da fiziout penn-da-benn en ''amzervuzulierou'' ''an natur'' bet kemeret ganto : gouelezennerez, lammdouriou, skournredennou, kouralegi, taouarc’hegi, hag all. Re a draou, evit gwir, a hell<noinclude><references/></noinclude> o2i6nx4spphvzh6grcqrqw3r5ydzpt1 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/140 102 67047 210049 2026-10-14T16:31:35Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210049 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 138 —|}}</noinclude>dont da vuanaat pe da c’horrekaat ar c’herzout anezo <ref>War gement-se, lenn eveziadennou M. Boule, ''Hommes fossiles'', eil mouladur, pp. 56-61 ; J. de Morgan, ''Premières Civilisations'', pp. 24-8.</ref>. {{Kreizañ|''AMZERONIEZ AR RAGISTORVEZ''}} Heñvel e c’hoarvez gand amzeriou kosa ar ragistorvez evel gant hoaladou ar C’hentved. N’omp ket evit muzulia dre niverennou ar badelez aneze, nemed anavezet eo ganeomp al lerc’h-ouz-lerc’h eus sevenaduriou an traezou oberiet evid an Europ hag ar broiou nesa (Kornog an Azi hag Hanternoz an Afrik) : 1° ''hen-varevez ar maen'' : sevenadur an armou hag ar binviou maen benet a-skolpadou. 2° ''nevez-varevez ar maen'' : armou ha binviou maen lufret. 3° ''oadvez ar c’houevr'' : armou ha binviou kouevr toueziet gant armou ha binviou maen lufret. 4° ''oadvez an arem'' : armou ha binviou arem. 5° ''oadvez an houarn'' : armou ha binviou houarn. Kempred n’eo ket en holl vroiou meneget uheloc’h derou nevez-varevez ar maen. War-dro ar bloaz 20.000 kent H. S. eo e vije en em ziskouezet evid ar wech kenta ar vouc’hal-vaen lufret e Kornog an Azi hag e traonienn an Nil <ref>Oskar Montelius, o kemerout da ziazez e jedadenn an urz-gweleaduriou e furchadennou Suza, ''Rev. de l’Ecole d’Anthropol'', 1906, p. 274.</ref>. En enez Kret, e c’hoarvezas kement-se 6.000 vloaz {{Tired|diweza|toc’h}}<noinclude><references/></noinclude> efxwd0ofjjwioqyzn8vny3fmcb6v4x9 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/141 102 67048 210050 2026-10-14T16:35:31Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|diweza|toc’h}} <ref>A. Evans, ''ibid'', pp. 274-5.</ref>, hag en Helvetia etro ar bloaz 4.000 kent H. S. <ref>S. Reinach, war ''Appolo'', trede mouladur, 1906, p. 9.</ref>. Nevez-varevez ar maen a vije deuet da benn e Bro-Galdea war-dro ar bloaz 6.000 kent H. S. <ref>J. de Morgan ''passim''.</ref>, en Ejipt en hevelep mare war-bouez nebeut a dra, e Kret war-dro ar bloaz 3.000, en Helvetia hag e Galia war-dro ar bloaz 2.500, e Skandinavi... 210050 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 139 —|}}</noinclude>{{Tired2|diweza|toc’h}} <ref>A. Evans, ''ibid'', pp. 274-5.</ref>, hag en Helvetia etro ar bloaz 4.000 kent H. S. <ref>S. Reinach, war ''Appolo'', trede mouladur, 1906, p. 9.</ref>. Nevez-varevez ar maen a vije deuet da benn e Bro-Galdea war-dro ar bloaz 6.000 kent H. S. <ref>J. de Morgan ''passim''.</ref>, en Ejipt en hevelep mare war-bouez nebeut a dra, e Kret war-dro ar bloaz 3.000, en Helvetia hag e Galia war-dro ar bloaz 2.500, e Skandinavia war-dro ar bloaziou 2200-1800. {{Kreizañ|''AMZERONIEZ AN ISTORVEZ''}} Goulou-deiz an istorvez, kouls lavarout, eo oadvez ar c’houevr evit broiou ar Reter-Nesa : Ejipt ha Kornog an Azi. Ar bloaz 4241 kent H. S. eo ar c’henta bloaziad ma heller kredi ennañ a gavomp en istorvez. Er 15 a viz Mezeven eus ar bloaz-se e vije bet taolet pled en Aounou (ano ejiptek ar gêr anvet diwezatoc’h Heliopolis « Kêr an Heol » gand ar C’hresianed) e kendegoueze war eun dro sav sterenn Sirius (pe Sathis), sav an Heol ha derou linvadenn an Nil, ha kemeret e voe ar c’hendegouezadur-ze da zerou ar Bloaz-Nevez, bloavez kenta ar C’helc’h sothek boaziet gant Hen-Ejiptiz evit muzulia an Amzer (4). Renadur Menes (a verk penn-derou ar genta remziad-Faraoned) a vije da lakaat war-dro ar bloaz 3400. E Kornog an Azi, an hena (4) E. Meyer, ''Aegyptische Chronologie'', war ''Abhandlungen der K. Pr. Akad. der Wissenschaften'', 1901, 1993. Keñveria A. J. Reinach, ''l’Egypte préhistorique'', 1908, p. 49 (mouladur<noinclude><references/></noinclude> b88e48zmuwonny5ug8l24rc38oahz2g 210051 210050 2026-10-14T16:39:33Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210051 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 139 —|}}</noinclude>{{Tired2|diweza|toc’h}} <ref>A. Evans, ''ibid'', pp. 274-5.</ref>, hag en Helvetia etro ar bloaz 4.000 kent H. S. <ref>S. Reinach, war ''Appolo'', trede mouladur, 1906, p. 9.</ref>. Nevez-varevez ar maen a vije deuet da benn e Bro-Galdea war-dro ar bloaz 6.000 kent H. S. <ref>J. de Morgan ''passim''.</ref>, en Ejipt en hevelep mare war-bouez nebeut a dra, e Kret war-dro ar bloaz 3.000, en Helvetia hag e Galia war-dro ar bloaz 2.500, e Skandinavia war-dro ar bloaziou 2200-1800. {{Kreizañ|''AMZERONIEZ AN ISTORVEZ''}} Goulou-deiz an istorvez, kouls lavarout, eo oadvez ar c’houevr evit broiou ar Reter-Nesa : Ejipt ha Kornog an Azi. Ar bloaz 4241 kent H. S. eo ar c’henta bloaziad ma heller kredi ennañ a gavomp en istorvez. Er 15 a viz Mezeven eus ar bloaz-se e vije bet taolet pled en Aounou (ano ejiptek ar gêr anvet diwezatoc’h Heliopolis « Kêr an Heol » gand ar C’hresianed) e kendegoueze war eun dro sav sterenn Sirius (pe Sathis), sav an Heol ha derou linvadenn an Nil, ha kemeret e voe ar c’hendegouezadur-ze da zerou ar Bloaz-Nevez, bloavez kenta ar C’helc’h sothek boaziet gant Hen-Ejiptiz evit muzulia an Amzer <ref>E. Meyer, ''Aegyptische Chronologie'', war ''Abhandlungen der K. Pr. Akad. der Wissenschaften'', 1901, 1993. Keñveria A. J. Reinach, ''l’Egypte préhistorique'', 1908, p. 49 (mouladur distag, diwar ''Rev. des Idées'') ; J. de Morgan. ''De l’influence asiatique sur l’Afrique à l’origine de la Civilisation égyptienne'', war ''Anthropologie'', 1922, p. 58 ; ''Premières Civilisations'', p. 243, notenn 1.</ref>. Renadur Menes (a verk penn-derou ar genta remziad-Faraoned) a vije da lakaat war-dro ar bloaz 3400. E Kornog an Azi, an hena<noinclude><references/></noinclude> jolsl2g4vnl02odt5p885c5mhozkyy6 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/142 102 67049 210052 2026-10-14T16:41:13Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210052 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 140 —|}}</noinclude>eus kêriou Suza a hellfed lakaat etre ar bloaveziou 3000 ha 2800 kent H. S. Ar bloaziadou-ze a zo re an amzeroniez verr heuliet gand an assiriegourien peurliesa. An amzeroniez hir heuliet gand an ejiptegourien, G. Maspero, W. M. Flinders Petrie, E. Wallis Budge, hag all, a laka war-dro ar bloaveziou 4100-4400 kent H. S. derou ar Faraonelez en Ejipt ; 500 vloaz pe war-dro e vije oad hena kêr Suza, hervez J. de Morgan a gemer da ziazez e jedadur liveadou Sargon 1a ha Naram-Sin. Oad al liveadou-ze a zo roêt d’eomp gant skrib ar roue Nabonid a laka war-dro ar bloaz 3800 kent H. S. renadur Naram-Sin… nemet, daoust m’eo diwirheñvel, e tiskouez ar skrib-ze beza graet eur fazi a vil vloaz. Anataet e vije kement-se dre eun enskriva dur kavadennet nevez-zo e Kich, engravet warnañ roll peurglok remziadou-roueed kosa Bro-Vabilon <ref>War al luziadell-mañ, lenn J. de Morgan, ''Observations sur la chronologie égyptienne dite « réduite »'', war ''Rev. Archéol.'' 1923, I, pp. 243-54 ; R. Dussaud, war ''Syria'', 1924, p. 333.</ref>. Da gloza, lavaromp e chom arvarus ar bloaziadou hogozik holl beteg etro derou an amzervez kristen. Diarvar a-walc’h e teuont diwar-ze beteg ennomp.<noinclude><references/></noinclude> e0hzarru9vjf9cfkvk4c2muy2jlh2fk Pajenn:Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu/143 102 67050 210053 2026-10-14T16:45:04Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210053 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 141 —|}}</noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|''KEMPREDADUREZ''}} Talvoudus-bras eo an taolennou savet gand ar gempredadurez dre m’hor lakeont da welout en eur sellad hepken ar c’hempredaduriou, da lavarout eo an darvoudou kempred, an darvoudou a zo c’hoarvezet en hevelep koulz e broiou penna an douar. Kempredelez daou zarvoud n’eo ket aes atao da lakaat anat, dreist-holl pa vez ano a vroiou pell an eil diouz eben, hep darempredou kenetrezo. Aesoc’h eo dizolei kempredelez daou sevenadur disheñvel p’o devez bet darempredou-kenwerz. Diwar ar c’havadennou a zo bet graet e dismantrou rakhellenek enez Kret eus traezou ejiptat o tenna d’ar rummad-mañ-rummad a Faraoned anavezet ganeomp e pe amzer o deus renet, ez eo bet dezvarnet o c’hempredelez, ha gallet ez eus bet da heul amzeriada an dismantrou-ze. Diwar kavadennou e beziou Iberia, Galia, hag all, eus traezou rakhellenek, hellenek, etruskek, hag all, anavezet ganeomp an amzer m’int bet oberiet, ez eus bet tizet amzeriada dre vras ar beziou-ze. Gallet eo bet er c’hiz-se sevel amzeroniez ar broiou di-skritur eus an Europ e-pad oadvez an arem ha kenta oadvez an houarn <ref>Da gaout skoueriou, gwelout R. Dussaud, ''les Civilisations préhelléniques dans le bassin de la mer Egée'', eil mouladur, 1914, pp. 35-57 ; J. Déchelette, ''Manuel : Bronze'' (kenta mouladur, 1910), pp. 62-4 ; ''Hallstatt'' (1913), pp. 618-28 ; ''la Tène'' (1914), pp. 928-34.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> bdp93oy4opyitb70qq2nyyrkukvghor 210057 210053 2026-10-14T16:47:59Z Aveldro 601 210057 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 141 —|}}</noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|''KEMPREDADUREZ''}} Talvoudus-bras eo an taolennou savet gand ar gempredadurez dre m’hor lakeont da welout en eur sellad hepken ar c’hempredaduriou, da lavarout eo an darvoudou kempred, an darvoudou a zo c’hoarvezet en hevelep koulz e broiou penna an douar. Kempredelez daou zarvoud n’eo ket aes atao da lakaat anat, dreist-holl pa vez ano a vroiou pell an eil diouz eben, hep darempredou kenetrezo. Aesoc’h eo dizolei kempredelez daou sevenadur disheñvel p’o devez bet darempredou-kenwerz. Diwar ar c’havadennou a zo bet graet e dismantrou rakhellenek enez Kret eus traezou ejiptat o tenna d’ar rummad-mañ-rummad a Faraoned anavezet ganeomp e pe amzer o deus renet, ez eo bet dezvarnet o c’hempredelez, ha gallet ez eus bet da heul amzeriada an dismantrou-ze. Diwar kavadennou e beziou Iberia, Galia, hag all, eus traezou rakhellenek, hellenek, etruskek, hag all, anavezet ganeomp an amzer m’int bet oberiet, ez eus bet tizet amzeriada dre vras ar beziou-ze. Gallet eo bet er c’hiz-se sevel amzeroniez ar broiou di-skritur eus an Europ e-pad oadvez an arem ha kenta oadvez an houarn <ref>Da gaout skoueriou, gwelout R. Dussaud, ''les Civilisations préhelléniques dans le bassin de la mer Egée'', eil mouladur, 1914, pp. 35-57 ; J. Déchelette, ''Manuel : Bronze'' (kenta mouladur, 1910), pp. 62-4 ; ''Hallstatt'' (1913), pp. 618-28 ; ''la Tène'' (1914), pp. 928-34.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> q2dannlovhfuo77f3lzakdp6crinvrg IV. — AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ 0 67051 210056 2026-10-14T16:47:37Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "<pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" from=136 to=145 header=1 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed (levrenn genta)/IV. — AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ}} [[Rummad:Istor ar bed]]" 210056 wikitext text/x-wiki <pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" from=136 to=145 header=1 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed (levrenn genta)/IV. — AMZERONIEZ HA KEMPREDADUREZ}} [[Rummad:Istor ar bed]] apk7ngs9ajatsnrf3y8ofqel9wezdrw Istor ar bed - Levrenn genta/a-bezh 0 67052 210058 2026-10-14T16:49:50Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "<pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" header="Taolenn" from=1 to=146 /> <pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" from=9 to=10 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed - Levrenn genta}} [[Rummad:Istor ar bed|*]]" 210058 wikitext text/x-wiki <pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" header="Taolenn" from=1 to=146 /> <pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" from=9 to=10 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed - Levrenn genta}} [[Rummad:Istor ar bed|*]] bgxo7xd895wuq26csir4eokyuusk4hp 210069 210058 2026-10-14T16:56:20Z Aveldro 601 210069 wikitext text/x-wiki <pages index="Mordiern - Istor ar bed I, 1929.djvu" header="Taolenn" from=1 to=146 /> {{DEFAULTSORT:Istor ar bed - Levrenn genta}} [[Rummad:Istor ar bed|*]] jqpf9pkyoc0p3unapzsstgtdhs307me Meneger:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu 100 67053 210091 2026-10-14T20:38:37Z Aveldro 601 Pajenn krouet gant : "" 210091 proofread-index text/x-wiki {{:MediaWiki:Proofreadpage_index_template |Type=book |Title=[[Istor ar bed - Eil levrenn]] |Author=[[Oberour:Meven_Mordiern|Meven Mordiern]] |Translator= |Editor= |School=Gwalarn |Year=1930 |Publisher=[[Gwalarn]] |Address=Brest |Key=Istor ar bed - Eil levrenn |Source=djvu |Image=1 |Progress=C |Volumes= |Pages=<pagelist /> |Remarks= }} mhan4zv7jxnaue7phqv5hg4eca50upu 210100 210091 2026-10-14T20:49:49Z Aveldro 601 210100 proofread-index text/x-wiki {{:MediaWiki:Proofreadpage_index_template |Type=book |Title=[[Istor ar bed - Eil levrenn]] |Author=[[Oberour:Meven_Mordiern|Meven Mordiern]] |Translator= |Editor= |School=Gwalarn |Year=1930 |Publisher=[[Gwalarn]] |Address=Brest |Key=Istor ar bed - Eil levrenn |Source=djvu |Image=1 |Progress=C |Volumes= |Pages=<pagelist 1=Golo 2to4=- 5=Titl 6=- 7to8=Taolenn 9to10=- 11=1 /> |Remarks= }} hh7gmsiq4ybrompqke1cj461gca72jd 210108 210100 2026-10-14T20:57:34Z Aveldro 601 210108 proofread-index text/x-wiki {{:MediaWiki:Proofreadpage_index_template |Type=book |Title=[[Istor ar bed - Eil levrenn]] |Author=[[Oberour:Meven_Mordiern|Meven Mordiern]] |Translator= |Editor= |School=Gwalarn |Year=1930 |Publisher=[[Gwalarn]] |Address=Brest |Key=Istor ar bed - Eil levrenn |Source=djvu |Image=1 |Progress=C |Volumes= |Pages=<pagelist 1=Golo 2to4=- 5=Titl 6=- 7to8=Taolenn 9to10=- 11=1 162to164=- 165=Golo /> |Remarks= }} 89xzrdqxwrb1bbdhflhr8y4wrnlzt6w 210111 210108 2026-10-14T21:07:37Z Aveldro 601 210111 proofread-index text/x-wiki {{:MediaWiki:Proofreadpage_index_template |Type=book |Title=[[Istor ar bed - Eil levrenn]] |Author=[[Oberour:Meven_Mordiern|Meven Mordiern]] |Translator= |Editor= |School=Gwalarn |Year=1930 |Publisher=[[Gwalarn]] |Address=Brest |Key=Istor ar bed - Eil levrenn |Source=djvu |Image=1 |Progress=C |Volumes= |Pages=<pagelist 1=Golo 2to4=- 5=Titl 6=- 7to8=Taolenn 9to10=- 11=1 162to164=- 165=Golo /> |Remarks={{Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/7}} {{Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/8}} }} mfcwhwksixptnjc89otaheq0r40l2g7 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/1 102 67054 210092 2026-10-14T20:40:35Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210092 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|{{Ment|MEVEN MORDIERN|200}}}} {{Kreizañ|{{Ment|ISTOR|400}}    {{Ment|AR|200}}    {{Ment|BED|400}}}} {{Kreizañ|{{Ment|EIL LEVRENN|160}}}} {{Kreizañ|{{Ment|AMZERIOU KOSA|160}}}} {{Kreizañ|{{Ment|AR RAGISTORVEZ|160}}}} {{Kreizañ|{{Ment|GWALARN|200}}}} {{Kreizañ|{{Ment|1930|200}}}}<noinclude><references/></noinclude> 9a776t76qsg72zydcss6wsjjv4kzq72 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/2 102 67055 210093 2026-10-14T20:40:43Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210093 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/3 102 67056 210094 2026-10-14T20:40:57Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210094 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/4 102 67057 210095 2026-10-14T20:41:03Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210095 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/5 102 67058 210096 2026-10-14T20:43:50Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210096 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|'''LEVRAOUEG GWALARN'''}} {{Kreizañ|■■■■■■■■■■■■■■■}} {{Kreizañ|'''{{Ment|MEVEN MORDIERN|160}}'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|ISTOR|400}}'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|AR|200}}'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|BED|400}}'''}} {{Kreizañ|■■■■■■■■■■■■■■■}} {{Kreizañ|'''{{Ment|EIL LEVRENN|180}}'''}} {{Kreizañ|■■■■■■■■■■■■■■■}} {{Kreizañ|'''{{Ment|AMZERIOU KOSA|180}}'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|AR RAGISTORVEZ|180}}'''}} {{Kreizañ|■■■■■■■■■■■■■■■}} {{Kreizañ|'''EMBANNET GANT'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|GWALARN|180}}'''}} {{Kreizañ|'''{{Ment|1930|180}}'''}} {{Kreizañ|'''BREST'''}}<noinclude><references/></noinclude> 700nqjzc1lhnlh5xqrotir8ftum7mj9 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/6 102 67059 210097 2026-10-14T20:46:50Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210097 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Bloc’had kreizet|{{Kreizañ|''E gwerz e ti “Gwalarn” :''}} ISTOR AR BED, gant [[Oberour:Meven Mordiern|Meven Mordiern]], [[Istor ar bed - Levrenn genta|levrenn genta]]. — Priz (dre ar post) : 14 lur. {{Kreizañ|''Pep gir miret striz''}}}}<noinclude><references/></noinclude> 4nker67aszq74wr6z6pbyn3qse0ca5p Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/9 102 67060 210098 2026-10-14T20:47:55Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210098 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/10 102 67061 210099 2026-10-14T20:48:06Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210099 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/159 102 67062 210101 2026-10-14T20:53:01Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210101 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|'''TAOLENN'''}} {{Kreizañ|'''AR PEVARHOALAD EN EUROPA'''}}<noinclude><references/></noinclude> 39tva1yyerdmnk2yxbpcbl95em07f2l Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/162 102 67063 210102 2026-10-14T20:53:32Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210102 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/163 102 67064 210103 2026-10-14T20:53:39Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210103 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/164 102 67065 210104 2026-10-14T20:55:58Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210104 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|GWALARN}} {{Kreizañ|B. P. 75. — BREST}} {{Kreizañ|(K. R. 96-38 — ROAZON)}} {{Dehou|{{sc|Priz 10 Lur}}}}<noinclude><references/></noinclude> lgidc6306i502s3omx8u5tmtmi120u2 210105 210104 2026-10-14T20:56:19Z Aveldro 601 210105 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|GWALARN}} {{Kreizañ|B. P. 75. — BREST}} {{Kreizañ|(K. R. 96-38 — ROAZON)}} {{Dehou|{{sc|Priz 10 Lur}}|4}}<noinclude><references/></noinclude> opb1x49t02sxw44vgfz0sbwyiadu8qx 210106 210105 2026-10-14T20:56:31Z Aveldro 601 210106 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|GWALARN}} {{Kreizañ|B. P. 75. — BREST}} {{Kreizañ|(K. R. 96-38 — ROAZON)}} {{Dehou|{{sc|Priz : 10 Lur}}|4}}<noinclude><references/></noinclude> iotkc2giv2rgt37nik14sr7uvpsuyvt Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/165 102 67066 210107 2026-10-14T20:56:38Z Aveldro 601 /* Hep testenn */ 210107 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="0" user="Aveldro" /></noinclude><noinclude><references/></noinclude> h4ck3qarfhxx5owhnytjzleah2yozl4 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/7 102 67067 210109 2026-10-14T21:02:53Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
{{Kreizañ|'''TAOLENN AN EIL PENNAD'''}}
{{Kreizañ|'''AMZERIOU KOSA AR RAGISTORVEZ'''}} {{Dehou|{{sc|pajenn}}}} I. — Eun damsell ouz torosennadur, douaroniez ha temziou-amzer ar C’hentved Ganedigez an Douar hervez ar steredoniourien Ar c’hemmaduriou c’hoarvezet e torosennadur ar C’hentved Ar c’hemmaduriou degouezet e temz-amzer ar C’hentved. II. — Mab-den hag heñ a zo bet anezañ e-pad an trihoalad ?..." 210109 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
{{Kreizañ|'''TAOLENN AN EIL PENNAD'''}}
{{Kreizañ|'''AMZERIOU KOSA AR RAGISTORVEZ'''}} {{Dehou|{{sc|pajenn}}}} I. — Eun damsell ouz torosennadur, douaroniez ha temziou-amzer ar C’hentved Ganedigez an Douar hervez ar steredoniourien Ar c’hemmaduriou c’hoarvezet e torosennadur ar C’hentved Ar c’hemmaduriou degouezet e temz-amzer ar C’hentved. II. — Mab-den hag heñ a zo bet anezañ e-pad an trihoalad ? Luziadell an eolitennou Gwirheñvelder eus bezañs mab-den e-kerz rannoadvez diweza an trihoalad. Petra a-zivout an den-marmouz pe marmouz-den ? Hena relegou mab-den III. — Rannadou hag eilrannadou ar ragistorvez 22 IV. — Ar Pleistoken pe Hen-varevez ar Maen Amzeroniez ar Pleistoken. Ar c’hemmaduriou brasa c’hoarvezet en temz-amzer hag en torosennadur e-pad ar pleistoken<noinclude><references/></noinclude> 5xg4b0098k82bpajbyo8qkzc2fdzsj1 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/8 102 67068 210110 2026-10-14T21:05:28Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
Ar c’hemmaduriou c’hoarvezet e gouennou-loened an Europ e-pad ar pleistoken Ar gouennou-loened o deus bevet er-maez eus an Europ e-pad ar pleistoken An testeniou diwar labour an den sevenaduriou an traezou oberiet en Europ e-pad ar pleistoken. Ar c’havadennou graet gand Europiz e-kerz hen-varevez ar maen An toullou a zo en hon anaoudegez eus hen-oadvezidi ar maen Ijinerezou hen-varevez ar maen e-maez Europa Treuzvevaduriou diwar... 210110 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— VI —|}}</noinclude><nowiki/>
Ar c’hemmaduriou c’hoarvezet e gouennou-loened an Europ e-pad ar pleistoken Ar gouennou-loened o deus bevet er-maez eus an Europ e-pad ar pleistoken An testeniou diwar labour an den sevenaduriou an traezou oberiet en Europ e-pad ar pleistoken. Ar c’havadennou graet gand Europiz e-kerz hen-varevez ar maen An toullou a zo en hon anaoudegez eus hen-oadvezidi ar maen Ijinerezou hen-varevez ar maen e-maez Europa Treuzvevaduriou diwar ijinerezou ha doare-beva henoadvezidi ar maen en Amzer-vremañ Gouennou-tud an Europ e-doug hen-varevez ar maen Gouennou-tud ar pleistoken e-maez Europa Kavell mab-den hag orin ar gouennou-meur a dud Tudidigez ar bed<noinclude><references/></noinclude> e24br0fd64lrvakldds3p251x96tve8 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/11 102 67069 210112 2026-10-14T21:14:05Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210112 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''EIL PENNAD'''}} {{Kreizañ|'''AMZERIOU KOSA
AR RAGISTORVEZ'''}} {{Kreizañ|I. ''EUN DAMSELL OUZ TOROSENNADUR,
DOUARONIEZ HA TEMZIOU-AMZER AR C’HENTVED''.}} Da veiza pennadou kosa ragistor mab-den, stumm ha doaréou ar bed p’en deus graet ennañ e gammedou kenta, ret anaout dre vras ar c’hemmadennou c’hoarvezet kent en torosennadur hag en temz-amzer. Ar voull-douar ma vevomp warni a zo anezi eur vouedenn-greiz, eur bluskenn galet hag eur gwiskad-aer. Bouedenn an Douar a zo, war a greder, eun dolzennad a bep seurd metalou teuzet. An houarn hag an nikel, koulskoude, a vije stankoc’h er voue- denn eged ar metalou all. Ober a rafent eno evel eun doare dir. Ac’hano an ano a ''dirvouedenn'' a vez graet eus kreizenn an Douar <ref>''Tanvouedenn'' ha ''tan-kreiz'' a vez graet ivez eus bouedenn an Douar. Dre natur ar vouedenn e vefe diskleriet war eun dro maentoucherez an Douar ha fetisted vras boull an Douar a dalv teir gwech pouez fetis danvezennou ar bluskenn.</ref>. Kalet eo lakaet, evelkent, an dolzennad danveziou teuzet-ze gant moustradur ar bluskenn o poueza a bep tu warni.<noinclude><references/></noinclude> rj7jihfwee7ic8fn7fdzm26scnbffy8 210113 210112 2026-10-14T21:16:42Z Aveldro 601 210113 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>

{{Kreizañ|'''EIL PENNAD'''}} {{Kreizañ|'''AMZERIOU KOSA
AR RAGISTORVEZ'''}} {{Kreizañ|I. ''EUN DAMSELL OUZ TOROSENNADUR,
DOUARONIEZ HA TEMZIOU-AMZER AR C’HENTVED''.}} Da veiza pennadou kosa ragistor mab-den, stumm ha doareou ar bed p’en deus graet ennañ e gammedou kenta, ret anaout dre vras ar c’hemmadennou c’hoarvezet kent en torosennadur hag en temz-amzer. Ar voull-douar ma vevomp warni a zo anezi eur vouedenn-greiz, eur bluskenn galet hag eur gwiskad-aer. Bouedenn an Douar a zo, war a greder, eun dolzennad a bep seurd metalou teuzet. An houarn hag an nikel, koulskoude, a vije stankoc’h er vouedenn eged ar metalou all. Ober a rafent eno evel eun doare dir. Ac’hano an ano a ''dirvouedenn'' a vez graet eus kreizenn an Douar <ref>''Tanvouedenn'' ha ''tan-kreiz'' a vez graet ivez eus bouedenn an Douar. Dre natur ar vouedenn e vefe diskleriet war eun dro maentoucherez an Douar ha fetisted vras boull an Douar a dalv teir gwech pouez fetis danvezennou ar bluskenn.</ref>. Kalet eo lakaet, evelkent, an dolzennad danveziou teuzet-ze gant moustradur ar bluskenn o poueza a bep tu warni.<noinclude><references/></noinclude> d2qgt3i63yvvpmuhqluqj9hjn2u8578 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/12 102 67070 210116 2026-10-15T09:12:01Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210116 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 2 —|}}</noinclude><nowiki/>
Ar rec’hell oc’h ober ar bluskenn-vaen a zo ledet dre ziazezadou, gwiskadou ha gweleadou plaen-war-blaen <ref>Nemed ar gwiskadou douna a zo bet evel teuzet ha neuznevezet (pe treuzfurmadennet) dre ar moustradur hag ensiladuriou aezennou ha dourennou. Rec’hell an diazezadou-ze, greunvaen ha gneis, a zo bet dizouaret, e meur a lec’h, gant labour an doureier.</ref>. Ma reer anezo en abeg da ze rec’hell gweleadet. Bez’emañ eus ar rec’hell-ze atredaduriou diwar rec’hell kosoc’h ha gouelezennaduriou henvel ouz ar re a welomp hizio oc’h en em leda en aber ar stêriou hag a-hed an aodou-mor. Ar gwiskad-aer tro-war-dro d’an Douar en deus labouret a bep amzer war ziavaez ar bluskenn-vaen. Dre ar sec’hor, ar glebor hag ar skourn, dre ar glaveier, an doureier-red hag ar skournredennou en deus graet dibaouez dalc’hmat a-holl-viskoaz diouz kigna, kleuza, krignat, dispenn ha kompeza kement torosenn a oa war gorre an Douar. Pa na vefe o kenoberia nemed an nerziou a-ziavaez hepken, da lavarout eo nerziou an aergelc’h, pell e vefe peurgompezet holl c’horread ar bed. Nemet nerziou a-ziabarz a zo hag a striv atao da adsevel an torosennadur dizac’het. Uhelennou hag izelennou an torosennadur-ze a zo penn-abeg d’ezo ar vouedenn a ya war strisaat bep ma koll eus he gwrez. Ar bluskenn-vaen, deuet da veza re ledan, a bleg, a frailh, hag eus ar roufennaduriou anezi e teu an torosennadur a weler war he gorre <ref>Da c’houzout muioc’h war an holl draou-ze, lenn Stanislas {{sc|Meunier}}, ''la Géologie générale'', eil mouladur reizet ha kresket, 1909 ; ''la Géologie expérimentale'', eil mouladur, 1904 ; ''les Convulsions de l’Ecorce terrestre'', pempvet miliad, 1910 ; {{sc|L. de Launay}}, ’Histoire de la Terre'', pevarzekvet miliad, 1927.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> fnu8s97mkugyq66vthbef6n19xtiem6 Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/13 102 67071 210117 2026-10-15T09:16:36Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
A belec’h e teu ar vouedenn-dan e kalon an Douar a zo orin d’an torosennadur dre ar finvadennou gorrek a laka da sevel er bluskenn? Amañ, an douarouriez a chom mut. Ret eo goulenn ouz ar steredoniez. {{Kreizañ|'''Ganedigez an Douar hervez ar steredoniourien.'''}} Bez’emañ eus an astrou a weler o lugerni a-hed an noz planedennou, stered ha nivlennou. Ar planedennou eo an astrou tosta d’eomp. D’o gwelout gand al lagad en noaz, ez i... 210117 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 3 —|}}</noinclude><nowiki/>
A belec’h e teu ar vouedenn-dan e kalon an Douar a zo orin d’an torosennadur dre ar finvadennou gorrek a laka da sevel er bluskenn? Amañ, an douarouriez a chom mut. Ret eo goulenn ouz ar steredoniez. {{Kreizañ|'''Ganedigez an Douar hervez ar steredoniourien.'''}} Bez’emañ eus an astrou a weler o lugerni a-hed an noz planedennou, stered ha nivlennou. Ar planedennou eo an astrou tosta d’eomp. D’o gwelout gand al lagad en noaz, ez int heñvel ouz stered dre ma’z int gwall-bell diouzimp. D’o arvesti avat gand eul lunedenn-steredoniez, e tiskouezont eur gantenn ledan pe ledanoc’h diouz nerz al lunedenn. Ar stered, en eneb, ha pa ve sellet outo gand ar galloudusa pellsellerezed, a chom atao heñvel ouz pikou lugernus dre ma ’z int keit diouzimp ma n’eus lunedenn ebet evid o zostaat. Evel hon Douar-ni, ar planedennou a zo lod eus goskor pe genstrollad an Heol. Korfou boullheñvel a zo anezo evel an Douar, d’ezo sked ebet drezo o-unan, nemed e tistaolont sklerijenn an Heol. Trei a reont war o ahel evel an Douar, hag e troont ivez endro d’an Heol. An herr ma troont en-dro d’an Heol a zo diouz o fellder dioutañ seul belloc’h diouz an Heol, seul gorrekoc’h e tròont en-dro d’ezañ (1). Da skouer, kelc’htrôad Yaou en-dro d’an Heol a gemer 11 vloavez 315 dervez ha 12 eurvez. Eur c’hoziad 80 vloaz ganeomp-ni war an Douar n’en defe war Yaou nemet seiz vloaz (C. Flammarion, ''Initiation astronomique'', triouec’hvet miliad, 1921, p. 192). Warno o-unan, avat, e tro herrusoc’h kalz<noinclude><references/></noinclude> gb0u266zv05uh443lwjgovek7mrwqqv 210118 210117 2026-10-15T09:19:53Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210118 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 3 —|}}</noinclude><nowiki/>
A belec’h e teu ar vouedenn-dan e kalon an Douar a zo orin d’an torosennadur dre ar finvadennou gorrek a laka da sevel er bluskenn? Amañ, an douarouriez a chom mut. Ret eo goulenn ouz ar steredoniez. {{Kreizañ|'''Ganedigez an Douar hervez ar steredoniourien.'''}} Bez’emañ eus an astrou a weler o lugerni a-hed an noz planedennou, stered ha nivlennou. Ar planedennou eo an astrou tosta d’eomp. D’o gwelout gand al lagad en noaz, ez int heñvel ouz stered dre ma’z int gwall-bell diouzimp. D’o arvesti avat gand eul lunedenn-steredoniez, e tiskouezont eur gantenn ledan pe ledanoc’h diouz nerz al lunedenn. Ar stered, en eneb, ha pa ve sellet outo gand ar galloudusa pellsellerezed, a chom atao heñvel ouz pikou lugernus dre ma ’z int keit diouzimp ma n’eus lunedenn ebet evid o zostaat. Evel hon Douar-ni, ar planedennou a zo lod eus goskor pe genstrollad an Heol. Korfou boullheñvel a zo anezo evel an Douar, d’ezo sked ebet drezo o-unan, nemed e tistaolont sklerijenn an Heol. Trei a reont war o ahel evel an Douar, hag e troont ivez endro d’an Heol. An herr ma troont en-dro d’an Heol a zo diouz o fellder dioutañ seul belloc’h diouz an Heol, seul gorrekoc’h e tròont en-dro d’ezañ <ref>Da skouer, kelc’htrôad Yaou en-dro d’an Heol a gemer 11 vloavez 315 dervez ha 12 eurvez. Eur c’hoziad 80 vloaz ganeomp-ni war an Douar n’en defe war Yaou nemet seiz vloaz (C. Flammarion, ''Initiation astronomique'', triouec’hvet miliad, 1921, p. 192). Warno o-unan, avat, e tro herrusoc’h kalz ar planedennou pella eged ar planedennou tosta d’an Heol. Evitañ da veza bras-divent (1279 gwech brasoc’h eged an Douar), Yaou a ra e drôad warnañ e-unan e dek eurvez pe war-dro : pemp eur deiz ha pemp eur noz a zo war ar blanedenn-ze hag ar bloaz a zo ennañ 10455 dervez.</ref>.<noinclude><references/></noinclude> j15zshcwr7cu8180gp2r311j8gp2nqu Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/14 102 67072 210119 2026-10-15T09:21:18Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210119 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 4 —|}}</noinclude>An holl blanedennou a dro war-bouez nebeud a dra war eur blênenn en em astennfe a bep tu en-dro da geheder an Heol. Eiz pennblanedenn a zo Merc’her, Gwener (pe ar Werelaouen), an Douar, Meurz (ar planedennou tosta d’an Heol eo ar re-ze hag ivez ar re vihana), <ref>An ec’honder manet goullo etre Meurz ha Yaou a zo ennañ meur a gant planedennig n’heller ket gwelout gand al lagad en noaz. Disheñvel er feur-ze diouz ar planedennou all, korfou lïestuek a zo anezo ha neket korfou boullheñvel. Darnou diwar eur blanedenn vras bet torret ez int, moarvat.</ref>, Yaou, Sadorn, Uranus ha Neptunus. Darn eus ar planedennou-ze a zo ambrouget gand adplanedennou a dro en-dro d’ezo a-unan evel ma trôont i o-unan en-dro d’an Heol. An Douar n’eus gantañ nemed eun adplanedenn : al Loar. Meurz a ZO en e dro diou adplanedenn, Yaou en deus nao, Sadorn en deus dek, peder a zo gand Uranus, unan hepken gant Neptunus. Ouspenn an dek Loar a zo ouz e ambroug, Sadorn en deus c’hoaz a-us d’e geheder kelc’hiou a dro en-dro d’ezañ seul herrusoc’h ma ’z int tostoc’h d’ar blanedenn a c’hourizont. An Heol, ma tro en-dro d’ezañ an holl genstrollad pe goskoriad planedennou-ze, a zo eur voull vras-divent, 1.300.000 gwech brasoc’h eged an Douar. Eur wir Sterenn eo, an dosta d’eomp, ha drezañ e hellomp dezvarn natur ar Stered all.<noinclude><references/></noinclude> l6u8mp9sruzggh0c0xrn4tex8j7xxqn Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/15 102 67073 210120 2026-10-15T09:25:24Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210120 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 5 —|}}</noinclude>Arvestet outañ gant skoazell ar pellsellerezed, en em ziskouez d’eomp gorread lugernus an Heol evel hejet-dihejet bepred gant froudou ha kilredennou spontus heñvel ouz koummou eur morad-tan. An ober gand ar ganevedennwerenn en deus rôet tu d’eomp da anavezout natur an aezennou a zo oc’h ober an Heol. {{Reizh|Bez’ez|Bez’ ez}} eus war-c’horre aezennou skañv, aezenn-helosk dreist-holl, ha dounoc’h aezennou-natrion, troumion ha losgarc’hant, kemmesket gand aezennou-houarn, kouevr, zink, hag all <ref>An holl astrou a zo ganto an danvezennou a gavomp amañ gand an Douar, Stanislas {{sc|Meunier}}, ''la Géologie comparée'', eil mouladur, 1895, pp. 5-7, 22-4 ha ''passim'' ; A. {{sc|Daubrée}}, ''les Régions invisibles du Globe et des Espaces célestes'', eil mouladur reizet ha kresket, 1892, pp. 201-6, 221-5, 229-37.</ref>. Ar stered a zo kel lies a heol. Al luc’hskeudennerez en deus hol lakaet da zizolei eun niver kalz brasoc’h a stered eget na gredemp. Ouspenn 400 milion a zo anezo. An enklaskerez dre ar ganevedennwerenn a ziskouez ez int disheñvel meurbet dre o oad. Ar stered gwenn hag ar stered glas a zo heoliou yaouank e barr o nerz hag o gwrez. Oc’h ober an danvez anezo ne gaver nemed cun niver bihan a aezennou. Sirius, da skouer, hag a eus al Lourenn a ziskouez beza enno nemed aezenn-helosk goret-kann. Ar stered melen (hon Heol-ni a zo unan anezo) o deus kollet kalz eus o gwrez. Ar stered melen-ruz hag ar stered ruz-moug a zo heoliou aet war o c’hozni. Emañ a-wel enno al losgarc’hant, ar razion hag ar c’houarzion.<noinclude><references/></noinclude> he9hbquewk90qi2hsnulwkx0myobl9r Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/16 102 67074 210121 2026-10-15T09:34:44Z Aveldro 601 /* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/>
An nivlennou a zo daou seurd anezo. Bez’ ez eus fals-nivlennou ne dint nemet koumoulennadou-stered, da lavarout eo koumoulennadou-heoliou tomm-grizias evel hon Heol-ni. Disheñvel-meurbet diouz ar re-ze eo ar gwir nivlennou. N’eur ket evit dizolei sterenn ebet enno. O sked a zo heñvel ouz hini ar mordan (pe fosforegez). En o c’hanevedennadur e kaver roudennou an heolaez, an helosk, ha re all c’hoaz na gaver nemed enno. Yen-meurbet e vef... 210121 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 6 —|}}</noinclude><nowiki/>
An nivlennou a zo daou seurd anezo. Bez’ ez eus fals-nivlennou ne dint nemet koumoulennadou-stered, da lavarout eo koumoulennadou-heoliou tomm-grizias evel hon Heol-ni. Disheñvel-meurbet diouz ar re-ze eo ar gwir nivlennou. N’eur ket evit dizolei sterenn ebet enno. O sked a zo heñvel ouz hini ar mordan (pe fosforegez). En o c’hanevedennadur e kaver roudennou an heolaez, an helosk, ha re all c’hoaz na gaver nemed enno. Yen-meurbet e vefe temz an nivlennou-ze, daoust d’o lugern : 200 derez a-is d’an o-gwan. An ec’honder neñvel en em astenn etre an holl astrou-ze, nivlennou, stered ha planedennou, n’eo ket goullo, pa ’z eo gwir ec’h en em led drezañ a bep seurd bannou, bannou ar sklerijenn, an tommder, an tredan, hag all. Fresnel en deus diskouezet anat ec’h en em skign ar sklerijenna-dreuz d’an ec’honder e furm lagadennou heñvel ouz ar re a vez lakaet da sevel en dour gant kouezadenn eur maen. Al lagadennou-ze a sklerijenn a sav, reiz her gouzout, en eun dra bennak, hag an dra bennak-ze a zo bet graet ''eter'' anezañ. Diaes eo lavarout petra eo an eter. N’eo ket eun aezenn an hini eo. Aes-meurbet e heller moustra an aezennou hag an eter n’hell ket beza moustret. Ma hellfe beza moustret, ne ve ket evit kas daskrenadennou ar sklerijenn en eur predig-amzer (1). Er beruzennou peurglok, pe welloc’h Hed tri-chant mil kilometrad e kerz ar sklerijenn en eur ober eur rann-vunutenn. Eiz munutenn ha seitek rann-vunutenn a gemer evit dont eus an Heol war an Douar, o veza<noinclude><references/></noinclude> h7y11sjdw19pq5407y3va6da3h4jmez 210122 210121 2026-10-15T09:37:28Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210122 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 6 —|}}</noinclude><nowiki/>
An nivlennou a zo daou seurd anezo. Bez’ ez eus fals-nivlennou ne dint nemet koumoulennadou-stered, da lavarout eo koumoulennadou-heoliou tomm-grizias evel hon Heol-ni. Disheñvel-meurbet diouz ar re-ze eo ar gwir nivlennou. N’eur ket evit dizolei sterenn ebet enno. O sked a zo heñvel ouz hini ar mordan (pe fosforegez). En o c’hanevedennadur e kaver roudennou an heolaez, an helosk, ha re all c’hoaz na gaver nemed enno. Yen-meurbet e vefe temz an nivlennou-ze, daoust d’o lugern : 200 derez a-is d’an o-gwan. An ec’honder neñvel en em astenn etre an holl astrou-ze, nivlennou, stered ha planedennou, n’eo ket goullo, pa ’z eo gwir ec’h en em led drezañ a bep seurd bannou, bannou ar sklerijenn, an tommder, an tredan, hag all. Fresnel en deus diskouezet anat ec’h en em skign ar sklerijenna-dreuz d’an ec’honder e furm lagadennou heñvel ouz ar re a vez lakaet da sevel en dour gant kouezadenn eur maen. Al lagadennou-ze a sklerijenn a sav, reiz her gouzout, en eun dra bennak, hag an dra bennak-ze a zo bet graet ''eter'' anezañ. Diaes eo lavarout petra eo an eter. N’eo ket eun aezenn an hini eo. Aes-meurbet e heller moustra an aezennou hag an eter n’hell ket beza moustret. Ma hellfe beza moustret, ne ve ket evit kas daskrenadennou ar sklerijenn en eur predig-amzer <ref>Hed tri-chant mil kilometrad e kerz ar sklerijenn en eur ober eur rann-vunutenn. Eiz munutenn ha seitek rann-vunutenn a gemer evit dont eus an Heol war an Douar, o veza n’eus etrezo nemet 149 milion a gilometradou. Pevar bloavez a zo ret d’ezi evit dont d’eomp eus ar sterenn nesa d’hon Heol-ni : α eus an Den-marc’h (41 trilion a gilometradou a zo etre ar sterenn-ze hag an Heol). Evit dont eus ar Sterenn hanternoz (440 trilion a gilometradou diouz an Heol e rank ar sklerijenn kerzout e-pad 46 bloavez.</ref>. Er beruzennou peurglok, pe welloc’h<noinclude><references/></noinclude> 1h4ulid60nwtax145xvbjyloiyztxfg Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/17 102 67075 210123 2026-10-15T09:40:29Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210123 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 7 —|}}</noinclude>c’hoaz er fetizennou eo e heller dizolei damheñvelderiou gand an eter. Hemañ a zo gantañ doareou iskis. Eun diwevnded trec’h da ziwevnded an dir a rank beza e hini, anez ne vefe ket evit kas daskrenadennou ar sklerijenn gand eur buander a 300.000 kilometrad dre rann-vunutenn. An diwevnded-dreist-se a gerz a-unan gand eur fetisted dister-eston, pa ’z eo gwir n’eo ket ar froterez anezañ evit gorrekaat kas an astrou a-dreuz d’an ec’honder. Da drouc’ha berr, an eter a zo anezañ eun dra hep pouez, hep fetisted, dizanvezel. Ha ne vije an diskejennou, a ya da ober an Danvezenn, nemet kraoñennadou diwar eter fetisaet <ref>{{sc|G. Le Bon}}, l’Evolution de la Matière, 40 miliad, 1923, pp 91-4.</ref>. N’eus ket pell c’hoaz e tesked n’oa ket an diskejenn evit beza rannet. Bremañ e c’houzer e c’hell beza heñvelekaet an dirannelfenn-ze ouz eur c’hoskor heolel bihan-bihan, enni eur rannig-kreiz pe veur a hini ma tro en-dro d’ezo gand eur buander keit ha hini ar sklerijenn rannouïgou all bihanoc’h c’hoaz. An Danvezenn a zo graet eus strollad ar seurd goskoriou heolel bihan-bihan. Studi ar bannion he deus diskouezet, a-hend-all, n’eo ket an Danvezenn eun dra beurbadus evel ma krede da ouizieien ar c’hantved diweza. {{Tired|Diske|jennou}}<noinclude><references/></noinclude> qqu09bqmzkmo77d1t9bbpbtxdgz7uux Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/18 102 67076 210124 2026-10-15T09:45:58Z Aveldro 601 /* Adlennet */ 210124 proofread-page text/x-wiki <noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 8 —|}}</noinclude>{{Tired2|Diske|jennou}} ar bannion en em zispenn anezo o-unan o c’henel heolaez hag helosk <ref>Da glevout hiroc’h war an traou-ze, lenn G. {{sc|Le Bon}}, ''op. cit''. Steuzia a ra tamm-dre-damm an Danvezenn dre zispennidigez an diskejennou ouz hec’h ober. Hizio e lusker da gredi e teu kement nerz a zo en hollved, sklerijenn, tommder, tredan, hag all, eus ''dizanvezelidigez an Danvezenn'', da lavarout eo eus ma tistro an Danvezenn d’he mammenn : an eter. N’eo ket ar bannion hepken a zo bannoberius. Bannobererez a gaver, muioc’h pe nebeutoc’h, dre-holl war an Douar. Ar c’horfou kosa eo ar re vannoberiusa. Evid ar c’horfou a ziskouez beza ar re stabila, e c’heller o degas da vannoberius, o ''bannoberiusaat''. Gwirheñvel eo e kresko ar bannobererez bep ma ’z ay ar bed war gosaat. Gorrek-meurbet, evit bremañ, ez eo an digenstrolla eus an diskejennou oc’h ober an Danvezenn. Pa vuanaio, avat, e tarzo ar bed. Sed a c’hoarvez, war a greder, gant stered {{Reizh|-zo|’zo}} a weler en eun taol trumm o teurel eur sklerijenn vras hag o vont da get goude-ze. Luc’hskeudennou dre hir-baouezadenni, tennet e-pad m’edont oc’h en em dreusfurmi er c’hiz-se, o deus diskouezet en-dro d’ar sterenn tolzennadou nivlennek, savet, hep mar ebet, eus digenstrollidigez an diskejennou, o pellaat diouti gand eun tizder keit ha hini ar sklerijenn (300.000 kilometrad en eur ober eur rann-vunutenn), da lavarout eo damheñvel ouz tizder ar rannouïgou ẞ a zeu eus ar c’horfou bannoberius p’en em zigenstrollont, {{sc|G. Le Bon}}, ''L’Evolution des Forces'', 24{{vet}} miliad, 1920, pp. 91-6.</ref>. Ar bannou a bep seurd a zo o treuzi an eter, dre an daskrenadennou hag an troïdelladennou a lakaont da sevel ennañ, a vefe, war a greder, penn-abeg da furmidigez an Danvezenn. An nivlennou a vije diskargadennou-tredan o tarza e rannou-zo eus an eter e-lec’h m’o deus en em zastumet evel eur roued stignet an elfennou a hell dont diouto an Danvezenn. Dre hir-genstanka ha dre zastum nerz, e trofe an nivlennou en tolzennadou bras-divent a aezennou goret-kann <ref>Evit muioc’h a ziskleriadur, lenn {{sc|G. Le Bon}}, ''Evolution des Forces'', pp. 80-97.</ref>. Ha, diouz goulakadur Laplace, e vije bet unan eus an<noinclude><references/></noinclude> 6ymabxg05gyq3zta77ztl1lfru13ari