Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.24
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/54
102
67120
210203
2026-10-19T12:12:09Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210203
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 44 —|}}</noinclude>santimetrad hed, furm eun alamandezenn d’ezo
peurvuia, benet a-skolpadou bras war an daou du,
beget diouz an eil penn, enboullaet diouz ar penn
all, teo en o c’hreiz, moan ha trouc’hus war o erien.
Fraost a-walc’h eo stumm al labour er binviou
chellezel. Ar re wella oberiet anezo eo ar re e
maen-tan. Ar binviou a zo aet kouarz, kouarzell,
krag kailhastrek ha mein all d’o ober n’int ket
kerkouls, dre ma ’z eo diaesoc’h ar mein-ze da vena
a-skolp eged ar maen-tan. Gant-se, e kement bro
m’oa maen-tan, o deus Chelleziz kemeret ar maen-ze
d’ober danvez o binviou :
« Mein-dourn » pe « bouc’hili » a ra an hendraourien
eus ar binviou chellezel. Traezou pounner
ez int peurliesa, mat da drouc’ha, da derri ha da
flastra. Darn, moarvat, a veze troadet d’o implija :
re all a veze lezet didroad ha dalc’het gand an dourn
en noaz. Binviou peurheñvel outo, darn anezo troadet,
re all didroad a zo bet e boaz beteg en hon
amzer e-touez pobladou warlerc’hiet Amerika hag
Okeania <ref>Lenn {{sc|A. Vayson}}, ''L’étude des outillages en pierre'', war ''Anthr''. 1922, pp. 1-38.</ref>.
Estr eget binviou maen seurt gand ar re-ze, n’eus
deuet d’eomp tra all ebet ken eus ijinerez Chelleziz,
na ziskouezont ket beza graet gand ar c’horn, an
askourn hag an olifant. Binviou prenn o doa hep
mar ebet, bataraziou da vihana, nemet n’int ket
deuet beteg ennomp <ref>{{sc|J. Déchelette}}, Manuel, I, pp. 61-80 ; {{sc|J. de Morgan}}, ''Premières Civilisations'', 1909, pp. 108-9 ; ''L’Humanité préhistorique'', 1924, pp. 37-41.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
t1lk0kfe2un8kkp0gv1drutn3z7x1d4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/55
102
67121
210204
2026-10-19T12:17:22Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210204
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 45 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
2. ''An ijinerez acheulel'' <ref>Eus ano Sant-Acheul, eur fabourz eus ker Amiens, Bro-Chall. Dichaladuriou Sant-Acheul, gweleadou traez anezo, a zo ledet war eun uhelenn, 26 metrad a-us da zour ster Somme.</ref>. — Moanoc’h ha skañvoc’h
eged ar binviou chellezel ez eo peurliesa ar
binviou acheulel, kempennoc’h en o furm hag
aketusoc’h stumm al labour warno. Lies eo o doare :
e-kichen ar mein-dourn hag ar bouc’hili alamandezheñvel,
e kaver mein houarngoafheñvel, hirgelc’hiek,
enboullaet, kantheñvel. An dud o deus benet
ar binviou-ze, graet Acheuliz anezo gand ar ragistorourien,
a zo bet kempred gant derou oadvez an
olifant kreoñek hag ar frikorneg hirvlevek. An
hen-olifant ha frikorneg Merck a veve c’hoaz hiniennou
diouto en hor broiou d’ar c’houlz-se. Aet
da get e oa, avat, an dourvarc’h-meur, an olifant
kreisteizel, marc’h Stenon ha ''Corbicula fluminalis'' <ref>{{sc|J. Déchelette}}, ''op. cit''. pp. 80-90 ; {{sc|J. de Morgan}}, ''Humanité préhistorique'', pp. 41-9.</ref>.
3. An ijinerez mousterel <ref>Eus ano Le Moustier « ar Vouster », e kumunenn Peyzac, departamant an Dordogn, Okitania. Eur c’heo-natur eo, war glann dehou stêr Vezera, 24 metrad a-us da rez ar stêr. Ar gweleadou oc’h ober leurenn ar c’heo-ze a ya eus marevez ar Vouster beteg oadvez ar C’haro-erc’h (marevez aorignakel).</ref>. — Mousteriz, e-lec’h
bena ar maen-tan war an daou du evel ma rae
Chelleziz, a zistage dioutañ eur skolpad bras a beurlabourent
dre lemel diwarnañ skolpadouïgou war
eun tu hepken. Lies seurd a zo eus ar binviou
stummet er c’hiz-se broudennou, rimierou, rakerou,
toullerou, engraverou, labouret mat hag aketus.
Ar vroudenn bikmoan, trouc’hus hec’h erienou,
ojivennheñvel alies en he doare, a zo, a-gevret<noinclude><references/></noinclude>
py4v3fq9qp62f8fv4cqe82x1jk8b1dh
210206
210204
2026-10-19T18:10:18Z
Aveldro
601
210206
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 45 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
2. ''An ijinerez acheulel'' <ref>Eus ano Sant-Acheul, eur fabourz eus ker Amiens, Bro-Chall. Dichaladuriou Sant-Acheul, gweleadou traez anezo, a zo ledet war eun uhelenn, 26 metrad a-us da zour ster Somme.</ref>. — Moanoc’h ha skañvoc’h
eged ar binviou chellezel ez eo peurliesa ar
binviou acheulel, kempennoc’h en o furm hag
aketusoc’h stumm al labour warno. Lies eo o doare :
e-kichen ar mein-dourn hag ar bouc’hili alamandezheñvel,
e kaver mein houarngoafheñvel, hirgelc’hiek,
enboullaet, kantheñvel. An dud o deus benet
ar binviou-ze, graet Acheuliz anezo gand ar ragistorourien,
a zo bet kempred gant derou oadvez an
olifant kreoñek hag ar frikorneg hirvlevek. An
hen-olifant ha frikorneg Merck a veve c’hoaz hiniennou
diouto en hor broiou d’ar c’houlz-se. Aet
da get e oa, avat, an dourvarc’h-meur, an olifant
kreisteizel, marc’h Stenon ha ''Corbicula fluminalis'' <ref>{{sc|J. Déchelette}}, ''op. cit''. pp. 80-90 ; {{sc|J. de Morgan}}, ''Humanité préhistorique'', pp. 41-9.</ref>.
3. ''An ijinerez mousterel'' <ref>Eus ano Le Moustier « ar Vouster », e kumunenn Peyzac, departamant an Dordogn, Okitania. Eur c’heo-natur eo, war glann dehou stêr Vezera, 24 metrad a-us da rez ar stêr. Ar gweleadou oc’h ober leurenn ar c’heo-ze a ya eus marevez ar Vouster beteg oadvez ar C’haro-erc’h (marevez aorignakel).</ref>. — Mousteriz, e-lec’h
bena ar maen-tan war an daou du evel ma rae
Chelleziz, a zistage dioutañ eur skolpad bras a beurlabourent
dre lemel diwarnañ skolpadouïgou war
eun tu hepken. Lies seurd a zo eus ar binviou
stummet er c’hiz-se broudennou, rimierou, rakerou,
toullerou, engraverou, labouret mat hag aketus.
Ar vroudenn bikmoan, trouc’hus hec’h erienou,
ojivennheñvel alies en he doare, a zo, a-gevret<noinclude><references/></noinclude>
nddyoj9yyjgtth345u18bqftl84f5ys
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/56
102
67122
210205
2026-10-19T12:34:25Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210205
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 46 —|}}</noinclude>gand ar raker, ar benveg oc’h arouezenna ar gwella
an ijinerez-se. War rouesaat ez a, e-pad ar marevez-se,
ar mein-dourn pe vouc’hili alamandezheñvel a
veze boaziet ker stank gant Chelleziz hag Acheuliz.
Mousteriz o deus bevet en Europ er pred ma
founne an olifant kreoñek hag ar frikorneg hirvlevek.
Edo arz-meur ar c’heviou o vont war
rouesaat, ha war baotaat an arz louet amerikan.
Ar relegou-loened kavet e gweleadou-douar ar
maread-amzer mousterel a ziskouez edo yen ha
gleb war eun dro an temz-amzer en hor broiou-ni,
stank ar glaveier war an izelennou, ar barradou-erc’h
war an uhelennou. Ar glebor-ze eus an amzer
a ziskuilh perak edo ker rouez neuze ar c’haro-erc’h.
Hemañ n’eo ket ar glebor dioutañ : kleñvel
ha mervel a ra gand ar glaveier <ref>{{sc|J. Déchelette}}, op. cit. pp. 91-110 ; {{sc|J. de Morgan}}, op. cit. pp. 49-54.</ref>.
4. An ijinerez aorignakel <ref>Anvet evel-se eus ano keo Aurignac, e departamant Garonna-Uhela, Okitania.</ref>. — Ar broudennou
hag ar rakerou stumm mousterel a gaver stank er
gweleadou aorignakel, nemed a-gevret ganto ez
eus doareou nevez hag ivez danvezennou nevez.
Aorignakiz a grog d’ober gand an askourn : broudennou
ha lufrerou a stummont ennañ. Staga a reont
da engravi warnaň skeudennou-loened. War
baotaat ez a ar c’hirvi-erc’h en o amzer <ref>{{sc|J. Déchelette}}, pp. 111-30 ; {sc|J. de Morgan}}, pp. 59-62. Oadvez ar Charo-erc’h a raer a-wechou eus rannhoalad ar pleistoken m’edo ar paota ennan ar chirvi-erc’h en hor broiou. An oadvez-se a zalc’h ennañ ar rann-oadveziou mousterel, solutreel ha magdalenel.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
sos9zlpjve32rhyq3ypyptvqkktsl5h
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/57
102
67123
210207
2026-10-19T18:13:26Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210207
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 47 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
5. ''An ijinerez solutreel'' <ref>Eus ano Solutré, e-kichen Mâcon, departamant Saône-et-Loire, Bro-C’hall.</ref>. — Solutreiz a ya
larkoc’h c’hoaz gand ar gwellaennou gounezet
gand Aorignakiz. Ober a reont gand askourn
nadoziou kaer. Stumma a reont er c’horn karo-erc’h
binviou engravet. Kaer ha kempenn eo o
binviou maen-tan benet aketus a-skolpadouïgou
bihan, dreist-holl ar broudennou saeziou ha goafiou
a neuz gant deliou haleg pe deliou lore <ref>{{sc|Déchelette}}, pp. 131-48 ; {{sc|de Morgan}}, pp. 62-5.</ref>.
6. ''An ijinerez magdalenel'' <ref>Eus La Madeleine « ar Vadalen », keo-natur e parrez Tursac, departamant an Dordogn, Okitania.</ref>. — An ijinerez magdalenel
a zo trec’h d’an ijinerezou araok evit pez
a sell ouz labour an askourn. Nadoziou, spilhou,
minaouedou, toullerou, kizellou, morzoliou, lufrerou,
spanellou, gouglezeier, broudennou-treantou
ha goafiou a vez stummet neuze en askourn, e korn
karo-erc’h hag en olifant. Ar binviou oc’h arouez-
enna dreist ar re all ijinerez Magdaleniz eo an
treant gouzreinek korn karo-erc’h hag ar vaz-vanna
(''throwing-stick'') en askourn damheñvel ouz
an hini a ra ganti bremañ c’hoaz Aostraliz, an
Eskimoed hag an Dchouktchïed. Ober a raent ganti
da stlepel ar goaf-bann hag astennet e veze dre ze
hed-tenn ar goaf ha kresket an nerz-trebarzi
anezañ <ref>Ar Veksikaned hag ar Beruvianed ivez o deus graet gand ar vaz-vanna. ''Atlatl'' e oa hec’h ano e meksikaneg. E boas eo bet gand ar gantennerien (''Basket-Makers''), da lavarout eo gand ar meuriadou Indianed o deus bevet e Mervent ar Stadou-Unanet kent Puebloïz ha Tornaodiz. Ar re-mañ a rae gand ar wareg hag ar saez.</ref>. E maen-tan o deus Magdaleniz stummet<noinclude><references/></noinclude>
2t8ykpa2nu76dfmmms52m2sieocmovr
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/58
102
67124
210208
2026-10-19T18:18:56Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210208
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 48 —|}}</noinclude>a bep seurd binviouïgou da labourat ar c’horn, an
askourn hag an olifant. Skeudennerien ampart a
zo bet anezo ouspenn, ha, dre ar c’hizella, an
engravi hag al liva o deus gouezet sevel skeudennou
kaer eus al loened hemolc’het ganto <ref>{{sc|Déchelette}}, pp. 149-99 ; {{sc|de Morgan}}, pp. 65-74.</ref>.
{{Kreizañ|'''Ar c’havadennou graet gand Europiz<br>e-kerz hen-varevez ar maen.'''}}
Sed amañ, berr-ha-berr, ar c’havadennou a heller
Jakaat war Europiz en hen-varevez ar maen.
1. ''An emveva : hemolc’herez, pesketaerez, kutuilherez''. —
Hemolc’hi, pesketa, dastum frouez
gouez, greun ha gwriziennou magus n’o deus ken
d’en em veva gouezidi hon amzer <ref>{{sc|J. Deniker}}, ''les Races et les Peuples de la Terre, éléments d’anthropologie et d’ethnographie'', 1900, pp. 221-5 ; {{sc|F. Behn}}, ''Die Jagd der Vorzeit (Kulturgeschichtliche Wegweiser durch das Römisch-Germanische Central-Museum'', Nr. 4), Mainz, 1922 ; {{sc|P. Descamps}}, ''Le rôle social de la cueillette'', war ''Rev. de l’Institut de Sociologie'', Brussel, 1925 ; ''Anthr''. 1927, pp. 436-7.</ref>. Er c’hiz-se
ivez edo ar stad gant hen-oadvezidi ar maen en
Europ. Hemolc’herien, pesketaerien ha kutuilherien
e oa, anat eo, Chelleziz hag Acheuliz, nemet
ne gavomp ket en dichaladuriou roudou spis eus
ar vuhez a renent. Er c’heviou-natur o deus talvezet
da c’houdor d’an dud war o lerc’h (Mousteriz,
Aorignakiz, Solutreïz ha Magdaleniz) e kavomp,
avat, berniou eskern diwar al loened gouez debret
ganto kirvi, kezeg, ejened, hag all. Diouz al lec’h
hag an amzer, e vez paot pe baotoc’h relegou ar<noinclude><references/></noinclude>
nhwosoyg5useie2nnmqc35phbmzc8eh