Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.47.0-wmf.24
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/140
102
67103
210299
210168
2026-10-21T21:28:20Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210299
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 130 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|'''Tudidigez ar bed.'''}}
Tudidigez ar bed, bet kaset da benn e-kerz
amzeriou kosa ar ragistorvez gant rummadouïgou
kutuilherien, hemolc’herien ha pesketaerien, a zo
bet disheñvel-bras en he doare diouz an dudidigez
diwezatoc’h gand ar pobladou niverus ha galloudus
a veve diwar al labour-douar hag ar maga-loened.
Eur rummad hemolc’herien n’eo ket evit
tuda eur vro e gwirionez, ret ha ma vez d’ezañ evit
beva kaout eur gouelec’h ma hell al loened gouez
gouenna ha neradi didrubuilh. Ma kresk an hemolc’herien
dre c’hanedigeziou re stank, ez a raktal
war rouesaat al loened gouez, ha setu an naonegez
hag ar maro o tont buan da gastiza dievezded an
dud. Ret eo d’an hemolc’herien pe zibaotaat a
c’henel bugale pe gas a vareadou an dreist-niver
eus o zud yaouank da glask tachennadou-hemolc’h
nevez. A-hend-all, bresk eo atao perc’hennidigez
eur vro gand eur vagad hemolc’herien. N’int ket
niverus a-walc’h da badout gant brezeliou hir. Aes
eo bepred distruja pe argas diouz eur vro eur
meuriad n’eus anezañ nemed eun nebeud kantadou
a dud. Ac’hano an daou stumm-tudidigez-mañ
a gaver gand an hemolc’herien :
1° En em skigna a reont war dachennadou
ec’hon-divent a vez ''ergerzet'' ganto kentoc’h eget
tudet.
2º O veza ma ’z int dic’halloud da zifenn ouz
argadadegou hemolc’herien all holl c’horread ar<noinclude><references/></noinclude>
jw17aqyo3dklsh3876q0p54hkli0wcm
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/62
102
67128
210216
2026-10-21T15:08:07Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "hep lezel amzer gantañ da grial pe da finval. Mont a ra d’eun evn all goude-ze, hag e talc’h er c’hiz-se ken na zeuy eun trouz bennak da lakaat ar mor- vrini da dec’hout (1). 2. Labour ar maen, ar c’horn, an askourn hag an olifant. — Diwar ar pez a zo bet lavaret uheloc’h eus an ijinerezou e-doug hen-varevez ar maen en deus bet al lenner eun alberz bastus a-walc’h eus labour an danveziou-ze, eus an armou hag ar binviou a veze graet ganto. Lavaromp ous...
210216
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 52 —|}}</noinclude>hep lezel amzer gantañ da grial pe da finval. Mont
a ra d’eun evn all goude-ze, hag e talc’h er c’hiz-se
ken na zeuy eun trouz bennak da lakaat ar mor-
vrini da dec’hout (1).
2. Labour ar maen, ar c’horn, an askourn hag an
olifant. — Diwar ar pez a zo bet lavaret uheloc’h
eus an ijinerezou e-doug hen-varevez ar maen en
deus bet al lenner eun alberz bastus a-walc’h eus
labour an danveziou-ze, eus an armou hag ar
binviou a veze graet ganto. Lavaromp ouspenn e
oa dre ober gand al lufra e veze stummet ar c’horn,
an askourn hag an olifant. Ar mein a veze bepret
benet a-skolpadou. Gwell e oa gand ar venerien ar
maen-tan eged an doareou mein all dre ma ’z eo
aes hen bena a-skolpadou hag ivez dre ma ’z eo
trouc’hus meurbet an ulmennadou diwarnañ. Rôet
e veze d’an ulmennadou-ze ar stumm dereat pe dre
vont a daoliadouïgou pe dre vont a voustradou
gand eun eilaozer maen, korn pe askourn (2).
3. An enaoui-tan. — N’eus ket eur meuriad,
e-touez gouezidi hon amzer, hag an izela e vefe
war skeul ar sevenadur, ha na ve ket barrek d’ober
tan. Ne c’houzomp ket hag e oa an anaoudegez-se
gant Chelleziz hag Acheuliz. Glaou ha ludu, avat,
diwar an tantadou enaouet gand an dud war o
lerc’h a zo bet kavet e kement mougeo he doa tal-
(1) J. DENIKER, p. 222.
DE MORGAN, Humanité préhistorique, pp. 149-58 ; Oskar
MONTELIUS, les Temps préhistoriques en Suède et dans les
autres pays scandinaves, troet diwar ar saozneg e galleg gant
S. Reinach, 1895, pp. 11-7.<noinclude><references/></noinclude>
mxehcbzao9qsuxx4pwnvxzq35k0xoq8
210320
210216
2026-10-22T11:11:47Z
Aveldro
601
210320
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 52 —|}}</noinclude>hep lezel amzer gantañ da grial pe da finval. Mont
a ra d’eun evn all goude-ze, hag e talc’h er c’hiz-se
ken na zeuy eun trouz bennak da lakaat ar mor-
vrini da dec’hout <ref>J. {{sc|Deniker}}, p. 222.</ref>.
2. ''Labour ar maen, ar c’horn, an askourn hag an''
''olifant''. — Diwar ar pez a zo bet lavaret uheloc’h
eus an ijinerezou e-doug hen-varevez ar maen en
deus bet al lenner eun alberz bastus a-walc’h eus
labour an danveziou-ze, eus an armou hag ar
binviou a veze graet ganto. Lavaromp ouspenn e
oa dre ober gand al lufra e veze stummet ar c’horn,
an askourn hag an olifant. Ar mein a veze bepret
benet a-skolpadou. Gwell e oa gand ar venerien ar
maen-tan eged an doareou mein all dre ma ’z eo
aes hen bena a-skolpadou hag ivez dre ma ’z eo
trouc’hus meurbet an ulmennadou diwarnañ. Rôet
e veze d’an ulmennadou-ze ar stumm dereat pe dre
vont a daoliadouïgou pe dre vont a voustradou
gand eun eilaozer maen, korn pe askourn <ref>{{sc|De Morgan}}, ''Humanité préhistorique'', pp. 149-58 ; Oskar {{sc|Montelius}}, ''les Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves'', troet diwar ar saozneg e galleg gant S. Reinach, 1895, pp. 11-7.
</ref>.
3. ''An enaoui-tan''. — N’eus ket eur meuriad,
e-touez gouezidi hon amzer, hag an izela e vefe
war skeul ar sevenadur, ha na ve ket barrek d’ober
tan. Ne c’houzomp ket hag e oa an anaoudegez-se
gant Chelleziz hag Acheuliz. Glaou ha ludu, avat,
diwar an tantadou enaouet gand an dud war o
lerc’h a zo bet kavet e kement mougeo he doa {{Tired|tal|vezet}}<noinclude><references/></noinclude>
sbl4h26nxkvcz6d8twt84hi3xzf3ne2
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/63
102
67129
210217
2026-10-21T15:09:02Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "vezet da gledour d’ezo. Gwirheñvel eo o deus an dud gouezet da genta mirout an tan enaouet gant nerziou an Natur araok gouzout hen enaoui int-i o-unan d’o zro (1). Gant poblou warlerc’hiet hon amzer ez eus pevar doare da enaoui tan : a) dre rimia : eur vrochenn brenn-kalet dalc’het a-veskell en daouarn a vez taravet ouz eur geu- neudenn brenn-gwak dalc’het gand an daoulin. Kleuza a ra beg ar vrochenn eur c’haran er geu- neudenn, ha, dre hir-rimia, e t...
210217
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 53 —|}}</noinclude>vezet da gledour d’ezo. Gwirheñvel eo o deus an
dud gouezet da genta mirout an tan enaouet gant
nerziou an Natur araok gouzout hen enaoui int-i
o-unan d’o zro (1). Gant poblou warlerc’hiet hon
amzer ez eus pevar doare da enaoui tan :
a) dre rimia : eur vrochenn brenn-kalet dalc’het
a-veskell en daouarn a vez taravet ouz eur geu-
neudenn brenn-gwak dalc’het gand an daoulin.
Kleuza a ra beg ar vrochenn eur c’haran er geu-
neudenn, ha, dre hir-rimia, e teu da veza goret
ar poultrennou prenn en em zastum er c’haran-ze.
N’eus nemet lakaat warno geotennou sec’h pe tont
ha c’houeza da gaout tan. Okeaniz a ra dre an
hent-se.
b) dre heskennat : gand erien trouc’hus eun
tamm bambouz e heskenner eur vambouzenn
faoutet war he hed ken na day ar brenn-heskenn
da veza leskidik ha da dana an tont. Er c’hiz-se eo
e vez enaouet tan gant Maleziz, meuriadou-zo eus
Aostralia, Birmania, Bro-Indez.
k) dre doulla : lakaat a reer da drei gand an
daouarn eur vaz prenn-kalet harpet ar penn anezi
war eur geuneudenn a vez dalc’het a-blaen ouz an
douar gand an daou droad. War-bouez trei-distrei
ar vaz, e teuer da gleuza eun toullig er geuneudenn
ha da entama ar poultr prenn en em zastum ennañ.
En doare-ze eo ec’h enaou tan rummadou Zouloued-
zo, meuriadou-zo eus Aostralia, an Aïnoued, hag
all. Gwellaet eo bet ar benveg-enaoui-tan-ze gant
(1) Evel ma lavar Deniker, ar « mirout-tan a zo bet kent
an enaoui-tan », op. cit. p. 178.<noinclude><references/></noinclude>
q2tx0byvs5jxjynawvnv57bduxexn3q
210321
210217
2026-10-22T11:12:54Z
Aveldro
601
210321
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 53 —|}}</noinclude>vezet da gledour d’ezo. Gwirheñvel eo o deus an
dud gouezet da genta mirout an tan enaouet gant
nerziou an Natur araok gouzout hen enaoui int-i
o-unan d’o zro <ref>Evel ma lavar Deniker, ar « mirout-tan a zo bet kent an « enaoui-tan », op. cit. p. 178.</ref>. Gant poblou warlerc’hiet hon
amzer ez eus pevar doare da enaoui tan :
a) ''dre rimia :'' eur vrochenn brenn-kalet dalc’het
a-veskell en daouarn a vez taravet ouz eur geu-
neudenn brenn-gwak dalc’het gand an daoulin.
Kleuza a ra beg ar vrochenn eur c’haran er geu-
neudenn, ha, dre hir-rimia, e teu da veza goret
ar poultrennou prenn en em zastum er c’haran-ze.
N’eus nemet lakaat warno geotennou sec’h pe tont
ha c’houeza da gaout tan. Okeaniz a ra dre an
hent-se.
b) ''dre heskennat :'' gand erien trouc’hus eun
tamm bambouz e heskenner eur vambouzenn
faoutet war he hed ken na day ar brenn-heskenn
da veza leskidik ha da dana an tont. Er c’hiz-se eo
e vez enaouet tan gant Maleziz, meuriadou-zo eus
Aostralia, Birmania, Bro-Indez.
k) ''dre doulla :'' lakaat a reer da drei gand an
daouarn eur vaz prenn-kalet harpet ar penn anezi
war eur geuneudenn a vez dalc’het a-blaen ouz an
douar gand an daou droad. War-bouez trei-distrei
ar vaz, e teuer da gleuza eun toullig er geuneudenn
ha da entama ar poultr prenn en em zastum ennañ.
En doare-ze eo ec’h enaou tan rummadou Zouloued-
zo, meuriadou-zo eus Aostralia, an Aïnoued, hag
all. Gwellaet eo bet ar benveg-enaoui-tan-ze gant<noinclude><references/></noinclude>
avmyjuv50nzf45aibqab6m7w82hmknt
210328
210321
2026-10-22T11:18:44Z
Aveldro
601
210328
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 53 —|}}</noinclude>{{Tired2|tal|vezet}} da gledour d’ezo. Gwirheñvel eo o deus an
dud gouezet da genta mirout an tan enaouet gant
nerziou an Natur araok gouzout hen enaoui int-i
o-unan d’o zro <ref>Evel ma lavar Deniker, ar « mirout-tan» a zo bet kent an enaoui-tan », op. cit. p. 178.</ref>. Gant poblou warlerc’hiet hon
amzer ez eus pevar doare da enaoui tan :
a) ''dre rimia'' : eur vrochenn brenn-kalet dalc’het
a-veskell en daouarn a vez taravet ouz eur geuneudenn
brenn-gwak dalc’het gand an daoulin.
Kleuza a ra beg ar vrochenn eur c’haran er geuneudenn,
ha, dre hir-rimia, e teu da veza goret
ar poultrennou prenn en em zastum er c’haran-ze.
N’eus nemet lakaat warno geotennou sec’h pe tont
ha c’houeza da gaout tan. Okeaniz a ra dre an
hent-se.
b) ''dre heskennat'' : gand erien trouc’hus eun
tamm bambouz e heskenner eur vambouzenn
faoutet war he hed ken na day ar brenn-heskenn
da veza leskidik ha da dana an tont. Er c’hiz-se eo
e vez enaouet tan gant Maleziz, meuriadou-zo eus
Aostralia, Birmania, Bro-Indez.
k) ''dre doulla'' : lakaat a reer da drei gand an
daouarn eur vaz prenn-kalet harpet ar penn anezi
war eur geuneudenn a vez dalc’het a-blaen ouz an
douar gand an daou droad. War-bouez trei-distrei
ar vaz, e teuer da gleuza eun toullig er geuneudenn
ha da entama ar poultr prenn en em zastum ennañ.
En doare-ze eo ec’h enaou tan rummadou Zouloued-zo,
meuriadou-zo eus Aostralia, an Aïnoued, hag
all. Gwellaet eo bet ar benveg-enaoui-tan-ze gant<noinclude><references/></noinclude>
4u23t08ay4p7zfkphulfohlsrnu0fyp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/64
102
67130
210218
2026-10-21T15:09:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro kordenn eur wareg (1). Tanerezed seurd gant hou- mañ, graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Hen- amzer (2). d) dre skei : steki a raer an eil ouz egile daou damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun tamm kailh-houarn. H...
210218
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg (1). Tanerezed seurd gant hou-
mañ, graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Hen-
amzer (2).
d) dre skei : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en hen-
varevez ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all
(1) F. S. DELLENBAUGH, The North-Americans of Yesterday,
New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).
(2) Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. FLINDERS
PETRIE, Ten year’s digging in Egypt, p. 119, sk. 91. Eun adskeu-
denn anezañ a zo bet embannet war Rev. Archéol. 1921, I,
p. 135, sk. 2. Pramantha e oa e sanskriteg ano an talar-tana
hag arani hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet
warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-
uhela » eus houmañ). Pramantha a zo diwar ar wrizienn-c’her
math, manth ma teu diouti ar verb mathnami « e taravan,
e rimian ». Keñveriet co bet pramantha ouz an ano gresiek
divoutin Prometheus, hag arani ouz ar brezoneg irin, hemañ
o terc’hel lec’h eun hen-gellieg arinio. Lenn S. REINACH, Cultes,
Mythes et Religions, III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. SIRET,
Prométhée, war Rev. Archéol. 1921, I, pp. 132-5 ; V. HENRY,
Diction. étymol. du br. moderne, ouz ar ger hirin.<noinclude><references/></noinclude>
pmn4k599pxmhfnehfhyvfmcvrf3jlaz
210322
210218
2026-10-22T11:13:21Z
Aveldro
601
210322
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 54 —|}}</noinclude>meur a vroad. Eur gordenn a vez lakaet ouz ar
vaz pe ar vrochenn-dro gand an Eskimoed hag e
sachont war ar gordenn-ze war gleiz ha war zehou
a bep eil. An Indianed a laka ouz ar vrochenn-dro
kordenn eur wareg (1). Tanerezed seurd gant hou-
mañ, graet anezo talarou-tana, a zo bet e boaz
e-touez Aziaded, Ejiptiz hag Europiz an Hen-
amzer (2).
d) dre skei : steki a raer an eil ouz egile daou
damm kailh-houarn, pe eur maen-tan ouz eun
tamm kailh-houarn.
Hini pe hini eus ar pevar doare-ze, pe o fevar
marteze, a zo bet anavezet gand Europiz en hen-
varevez ar maen.
Kavadenn an enaoui-tan eo ar vrasa eus an holl
gavadennou graet e-pad ar ragistorvez. Dre lakaat
etre daouarn mab-den eur benveg galloudus da
stumma an Danvezenn, he deus digoret hent da
labour ar metalou ha d’eun niver a gavadennou all
(1) F. S. DELLENBAUGH, The North-Americans of Yesterday,
New-York, 1901, pp. 250-4 (skeudennou), 368 (sk.).
(2) Gwelout an talar-tana kavet en Ejipt gant W. FLINDERS
PETRIE, Ten year’s digging in Egypt, p. 119, sk. 91. Eun adskeu-
denn anezañ a zo bet embannet war Rev. Archéol. 1921, I,
p. 135, sk. 2. Pramantha e oa e sanskriteg ano an talar-tana
hag arani hini ar geuneudenn pe ar glerenn ma veze harpet
warni beg ar vrochenn-dro (a-wechou e veze graet « arani-
uhela » eus houmañ). Pramantha a zo diwar ar wrizienn-c’her
math, manth ma teu diouti ar verb mathnami « e taravan,
e rimian ». Keñveriet co bet pramantha ouz an ano gresiek
divoutin Prometheus, hag arani ouz ar brezoneg irin, hemañ
o terc’hel lec’h eun hen-gellieg arinio. Lenn S. REINACH, Cultes,
Mythes et Religions, III, eil mouladur, pp. 88-90 ; L. SIRET,
Prométhée, war Rev. Archéol. 1921, I, pp. 132-5 ; V. HENRY,
Diction. étymol. du br. moderne, ouz ar ger hirin.<noinclude><references/></noinclude>
7nd071pbpodu0n0w0kyrfdsue7m6znz
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/65
102
67131
210219
2026-10-21T15:10:11Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ma ’z eo bet savet diwarno tamm-dre-damm hor sevenadurez-vremañ. Milvedou a oa da dremen avat kent na vefe deuet barrek an dud da denna diouti kement frouezenn a oa e diougan enni. 4. An ober gand an tan. — Enaoui tan a rae henoadvezidi ar maen da tomma hag ivez da bellaat al loened fero, arzed, leoned, tigred, lou- parded, hag all, a baote kement neuze ar gouennou anezo en Europ. N’eo ket sur, avat, o defe graet gantañ da boaza ar c’hig a zebrent (1)...
210219
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 55 —|}}</noinclude>ma ’z eo bet savet diwarno tamm-dre-damm hor
sevenadurez-vremañ. Milvedou a oa da dremen
avat kent na vefe deuet barrek an dud da denna
diouti kement frouezenn a oa e diougan enni.
4. An ober gand an tan. — Enaoui tan a rae
henoadvezidi ar maen da tomma hag ivez da
bellaat al loened fero, arzed, leoned, tigred, lou-
parded, hag all, a baote kement neuze ar gouennou
anezo en Europ. N’eo ket sur, avat, o defe graet
gantañ da boaza ar c’hig a zebrent (1). N’o doa na
podou-pri na beriou-metal, ha diaes a-walc’h eo
rosta ouz an tan eun tamm kig pa na vez ket a ver
metal. Poluneziz, koulskoude, kent beza bet « seve-
naet » gand Europiz, a zeue a-benn d’hen ober dre
an hent-mañ : mein goret en eun tantad a veze
lakaet ganto e strad eun toull kleuzet en douar ;
war ar mein-ze e veze ledet eur gwelead deliou ha
war an deliou e lakaed ar c’hig pe ar frouez a oa
da boaza, eur gwiskad deliou warno, mein goret
all war an deliou ha douar war c’horre. A-benn
eun hanter-eurvez, e veze dare ar pred (2). Gant
(1) Hizio c’hoaz, e-touez ar pobladou warlerc’hiet (Eskimoed,
hag all), e vez debret kriz ar c’hig hag ar pesked. N’eus netra
da damall er c’hiz-se evit pez a sell ouz ar yec’hedouriez,
anat ma ’z eo ez a kuit eus ar c’hig dre ar peaza ar pep
magusa anezañ. « Everien gwad ha debrerien kig kriz eo ar
ouezidi ha d’ar boaz-se ez int dleour, evid eun darn, eus o
c’hreñvder hag o yec’hed » (Dr FAGON, war Anthr. 1923, pp.
298-9). An dud-ze end-eeun hag a zebr ez kriz ar c’hig, a ra
gand an tan da baredi ar c’hlasvez, ar greun pe ar gwrizien-
nou a daly d’ezo da louzeier-kegin.
(2) A-zivout ar forniou-poaza-kig ha frouez a vez kleuzet en
douar gand Indianed ar Chako (Amerik ar Chreisteiz), gwe-
lout E. NORDENSKIOLD, la Vie des Indiens dans le Chaco, troïdi-
gez c’hallek gant H. Beuchat, 1912, pp. 54 (sk. 16), 273.<noinclude><references/></noinclude>
0trxip50uclm8f22a5j3tcf9n3uu765
210323
210219
2026-10-22T11:13:45Z
Aveldro
601
210323
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 55 —|}}</noinclude>ma ’z eo bet savet diwarno tamm-dre-damm hor
sevenadurez-vremañ. Milvedou a oa da dremen
avat kent na vefe deuet barrek an dud da denna
diouti kement frouezenn a oa e diougan enni.
4. ''An ober gand an tan''. — Enaoui tan a rae
henoadvezidi ar maen da tomma hag ivez da
bellaat al loened fero, arzed, leoned, tigred, lou-
parded, hag all, a baote kement neuze ar gouennou
anezo en Europ. N’eo ket sur, avat, o defe graet
gantañ da boaza ar c’hig a zebrent (1). N’o doa na
podou-pri na beriou-metal, ha diaes a-walc’h eo
rosta ouz an tan eun tamm kig pa na vez ket a ver
metal. Poluneziz, koulskoude, kent beza bet « seve-
naet » gand Europiz, a zeue a-benn d’hen ober dre
an hent-mañ : mein goret en eun tantad a veze
lakaet ganto e strad eun toull kleuzet en douar ;
war ar mein-ze e veze ledet eur gwelead deliou ha
war an deliou e lakaed ar c’hig pe ar frouez a oa
da boaza, eur gwiskad deliou warno, mein goret
all war an deliou ha douar war c’horre. A-benn
eun hanter-eurvez, e veze dare ar pred (2). Gant
(1) Hizio c’hoaz, e-touez ar pobladou warlerc’hiet (Eskimoed,
hag all), e vez debret kriz ar c’hig hag ar pesked. N’eus netra
da damall er c’hiz-se evit pez a sell ouz ar yec’hedouriez,
anat ma ’z eo ez a kuit eus ar c’hig dre ar peaza ar pep
magusa anezañ. « Everien gwad ha debrerien kig kriz eo ar
ouezidi ha d’ar boaz-se ez int dleour, evid eun darn, eus o
c’hreñvder hag o yec’hed » (Dr FAGON, war Anthr. 1923, pp.
298-9). An dud-ze end-eeun hag a zebr ez kriz ar c’hig, a ra
gand an tan da baredi ar c’hlasvez, ar greun pe ar gwrizien-
nou a daly d’ezo da louzeier-kegin.
(2) A-zivout ar forniou-poaza-kig ha frouez a vez kleuzet en
douar gand Indianed ar Chako (Amerik ar Chreisteiz), gwe-
lout E. NORDENSKIOLD, la Vie des Indiens dans le Chaco, troïdi-
gez c’hallek gant H. Beuchat, 1912, pp. 54 (sk. 16), 273.<noinclude><references/></noinclude>
ea7o37ofcuh3s04j0wo7k5jckcp5vvw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/66
102
67132
210220
2026-10-21T15:10:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "meuriadou dizeven Indonezia e vez paredet o boued e listri prenn bambouz leun a zour dre lakaat mein goret en dour-ze. Eun doare heñvel da baredi boued a zo gand Indianed an Alaska, Fuejianed Douar- an-Tan, Serbed hag Albaniz ledenez ar Balkaniou. Ar boaz da lakaat dour da virvi dre deurel ennañ mein goret a zo bet anavezet en Europ, hañval eo, gant nevezoadvezidi ar maen : berniou kailhastr bet losket en tan a zo bet kavet e Breiz- Veur hag Iwerzon,...
210220
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 56 —|}}</noinclude>meuriadou dizeven Indonezia e vez paredet o boued
e listri prenn bambouz leun a zour dre lakaat mein
goret en dour-ze. Eun doare heñvel da baredi boued
a zo gand Indianed an Alaska, Fuejianed Douar-
an-Tan, Serbed hag Albaniz ledenez ar Balkaniou.
Ar boaz da lakaat dour da virvi dre deurel
ennañ mein goret a zo bet anavezet en Europ,
hañval eo, gant nevezoadvezidi ar maen : berniou
kailhastr bet losket en tan a zo bet kavet e Breiz-
Veur hag Iwerzon, en ehanlec’hiou nevez-varevez
ar maen, a gevret gant neviou pe laouerou kleuzet
e treujennou-gwez. Kavet ez eus bet ivez toullou
duet gand an tan hag a zo marteze roudou diwar
forniou-kegina heñvel ouz re Indianed Amerik ar
C’hreisteiz ha Poluneziz (1).
5. An emwaskedi. — N’eus chomet roudenn ebet
eus an tiez savet gant henoadvezidi ar maen.
Chelleziz, gant klouar m’edo temz-amzer Europa
en o c’houlz, a oa a-walc’h d’ezo moarvat logellou
glasvez savet war an uhelennou pe war glann ar
stêriou. Dibaot, war a hañval, ez int aet da glask
goudor en toullou-roc’h hag er c’heviou. En eneb,
an dud o deus bevet war o lerc’h, e-pad ar pleis-
token-etre hag ar pleistoken-uhela, o deus graet
alïes o annezadur anezo. Ha dre-ze ez eo deuet an
toullou-roc’h hag ar mougeviou da veza evel pa
lavarfec’h talvoudusa diellec’hiou ar ragistor. N’eo
ket bet krignet pe eilpennet ar gweleadou oc’h ober
al leurenn anezo gand an dour-red hag an dour-
(1) Anthr. 1922, p. 190.<noinclude><references/></noinclude>
hfw9ojuwdmiuewq3djxy10euqe5lys7
210324
210220
2026-10-22T11:14:56Z
Aveldro
601
210324
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 56 —|}}</noinclude>meuriadou dizeven Indonezia e vez paredet o boued
e listri prenn bambouz leun a zour dre lakaat mein
goret en dour-ze. Eun doare heñvel da baredi boued
a zo gand Indianed an Alaska, Fuejianed Douar-
an-Tan, Serbed hag Albaniz ledenez ar Balkaniou.
Ar boaz da lakaat dour da virvi dre deurel
ennañ mein goret a zo bet anavezet en Europ,
hañval eo, gant nevezoadvezidi ar maen : berniou
kailhastr bet losket en tan a zo bet kavet e Breiz-
Veur hag Iwerzon, en ehanlec’hiou nevez-varevez
ar maen, a gevret gant neviou pe laouerou kleuzet
e treujennou-gwez. Kavet ez eus bet ivez toullou
duet gand an tan hag a zo marteze roudou diwar
forniou-kegina heñvel ouz re Indianed Amerik ar
C’hreisteiz ha Poluneziz <ref>''Anthr''. 1922, p. 190.</ref>.
5. ''An emwaskedi''. — N’eus chomet roudenn ebet
eus an tiez savet gant henoadvezidi ar maen.
Chelleziz, gant klouar m’edo temz-amzer Europa
en o c’houlz, a oa a-walc’h d’ezo moarvat logellou
glasvez savet war an uhelennou pe war glann ar
stêriou. Dibaot, war a hañval, ez int aet da glask
goudor en toullou-roc’h hag er c’heviou. En eneb,
an dud o deus bevet war o lerc’h, e-pad ar pleis-
token-etre hag ar pleistoken-uhela, o deus graet
alïes o annezadur anezo. Ha dre-ze ez eo deuet an
toullou-roc’h hag ar mougeviou da veza evel pa
lavarfec’h talvoudusa diellec’hiou ar ragistor. N’eo
ket bet krignet pe eilpennet ar gweleadou oc’h ober
al leurenn anezo gand an dour-red hag an {{Tired|dour-|gouez}}<noinclude><references/></noinclude>
6gae4xwpl9tooloew2iv1eo0lendnuk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/67
102
67133
210221
2026-10-21T15:11:35Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gouez evel ma tegouezas d’an dichaladuriou a-led war ar barr, en dizolo, dindan an amzer. Dre-ze, er mougeviou e hellomp studia heuliadur an oadou, ar gouennou-loened hag an ijinerezou. Henoadvezidi ar maen a zibabe dreist-holl da annezlec’h an toullou-roc’h hag ar mougeviou m’en em astenne da bell ar gwel diouto. Pa oa bras meurbet ar vougeo, o kroazigella doun en douar, n’aent nepret da chom er ribouliou bac’h ha teñval. Bepret e raent o annez tost...
210221
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 57 —|}}</noinclude>gouez evel ma tegouezas d’an dichaladuriou a-led
war ar barr, en dizolo, dindan an amzer. Dre-ze, er
mougeviou e hellomp studia heuliadur an oadou,
ar gouennou-loened hag an ijinerezou.
Henoadvezidi ar maen a zibabe dreist-holl da
annezlec’h an toullou-roc’h hag ar mougeviou m’en
em astenne da bell ar gwel diouto. Pa oa bras
meurbet ar vougeo, o kroazigella doun en douar,
n’aent nepret da chom er ribouliou bac’h ha teñval.
Bepret e raent o annez tost da c’henou o zoull, er
rann eus ar c’heo a oa avelet ha goulaouet (1).
Peurliesa ar mougeviou aet da annezlec’h gant
henoadvezidi ar maen o doa araozo talvezet da
faou d’al loened gouez : bleizbroc’hed, marlonked,
bleizi, arzed dreist-holl ; ha dibaotoc’h leoned,
pantered, hag all (2).
Ar mougeviou o deus talvezet da faou d’al leoned
gouez a zo aes o anaout dre ma kaver enno o
failhans karrekaet ha korfou-eskern anezo en o
(1) Gwir eo kement-se, neket hepken eus mougevidi hen-
varevez ar maen en Europa, hogen ivez eus mougevidi an holl
vroiou eus ar bed. Gwelit, da skouer, R. VERNEAU, Habitations,
sépultures et lieux sacrés des anciens Canariens, pp. 4-5 ;
COLANI, war Mémoires du Service géol. de l’Indo-Chine, Levr.
XII, feskennad 3 ; l’Age de la pierre dans la province de Hoa-
Binh (Tonkin méridional). Hag all.
(2) An toull-roc’h mousterel nepell diouz Forbes Quarry,
Jibraltar, a zo bet kemeret da ched gant pantered ha kizier-
karvetaer o deus degaset ennañ korf al loened aet da breiz
d’ezo : moc’h-gouez, kirvi, kragvouc’hed, konikled, hag all.
Bleizbroc’hed a zo deuet da c’houilia er garnel-ze ha lezet o
deus enni o failhans ha merk anat o dent war an eskern.
Guped bras ivez a zo en em gavet ebarz ha marvet eno. A-goul-
zadou en deus an Den graet chanou en toull roc’h-ze : c’houezet
en deus tan ha debret kirvi, kezeg ha moc’h-gouez, baoted,
brennig ha kregin-mor all, Anthr. 1921, pp. 116-7.<noinclude><references/></noinclude>
bkekdds2nv1vogpscte9o6s905f4r0j
210325
210221
2026-10-22T11:15:14Z
Aveldro
601
210325
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 57 —|}}</noinclude>{{Tired2|dour-|gouez}} evel ma tegouezas d’an dichaladuriou a-led
war ar barr, en dizolo, dindan an amzer. Dre-ze, er
mougeviou e hellomp studia heuliadur an oadou,
ar gouennou-loened hag an ijinerezou.
Henoadvezidi ar maen a zibabe dreist-holl da
annezlec’h an toullou-roc’h hag ar mougeviou m’en
em astenne da bell ar gwel diouto. Pa oa bras
meurbet ar vougeo, o kroazigella doun en douar,
n’aent nepret da chom er ribouliou bac’h ha teñval.
Bepret e raent o annez tost da c’henou o zoull, er
rann eus ar c’heo a oa avelet ha goulaouet (1).
Peurliesa ar mougeviou aet da annezlec’h gant
henoadvezidi ar maen o doa araozo talvezet da
faou d’al loened gouez : bleizbroc’hed, marlonked,
bleizi, arzed dreist-holl ; ha dibaotoc’h leoned,
pantered, hag all (2).
Ar mougeviou o deus talvezet da faou d’al leoned
gouez a zo aes o anaout dre ma kaver enno o
failhans karrekaet ha korfou-eskern anezo en o
(1) Gwir eo kement-se, neket hepken eus mougevidi hen-
varevez ar maen en Europa, hogen ivez eus mougevidi an holl
vroiou eus ar bed. Gwelit, da skouer, R. VERNEAU, Habitations,
sépultures et lieux sacrés des anciens Canariens, pp. 4-5 ;
COLANI, war Mémoires du Service géol. de l’Indo-Chine, Levr.
XII, feskennad 3 ; l’Age de la pierre dans la province de Hoa-
Binh (Tonkin méridional). Hag all.
(2) An toull-roc’h mousterel nepell diouz Forbes Quarry,
Jibraltar, a zo bet kemeret da ched gant pantered ha kizier-
karvetaer o deus degaset ennañ korf al loened aet da breiz
d’ezo : moc’h-gouez, kirvi, kragvouc’hed, konikled, hag all.
Bleizbroc’hed a zo deuet da c’houilia er garnel-ze ha lezet o
deus enni o failhans ha merk anat o dent war an eskern.
Guped bras ivez a zo en em gavet ebarz ha marvet eno. A-goul-
zadou en deus an Den graet chanou en toull roc’h-ze : c’houezet
en deus tan ha debret kirvi, kezeg ha moc’h-gouez, baoted,
brennig ha kregin-mor all, Anthr. 1921, pp. 116-7.<noinclude><references/></noinclude>
fnca5cjkwwdkqnd2o4axtg4fql1e983
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/68
102
67134
210222
2026-10-21T15:12:17Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "fez (1). A-wechou, goude beza bet annezet gand an den, ez int bet dilezet gantañ e-pad eur maread, hag adannezet diwezatoc’h. Neuze, etre ar gwelea- dou, enno roudou diwar tantadou, predou hag ijinerezou maen, korn, askourn, hag all, e weler oc’h en em leda gweleadou all, enno nep roudenn cus an den. Da lakaat fraesoc’h petore stumm a zo gant leun- iadur ar mougeviou o deus talvezet da wasked da henoadvezidi ar maen ha pe sklerijennadou a hell dont e...
210222
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 58 —|}}</noinclude>fez (1). A-wechou, goude beza bet annezet gand an
den, ez int bet dilezet gantañ e-pad eur maread,
hag adannezet diwezatoc’h. Neuze, etre ar gwelea-
dou, enno roudou diwar tantadou, predou hag
ijinerezou maen, korn, askourn, hag all, e weler
oc’h en em leda gweleadou all, enno nep roudenn
cus an den.
Da lakaat fraesoc’h petore stumm a zo gant leun-
iadur ar mougeviou o deus talvezet da wasked da
henoadvezidi ar maen ha pe sklerijennadou a hell
dont eus ar studi anezañ e taolennimp amañ ez verr
diou eus ar mougeviou-ze.
a) Mougeo Romanelli, e Tir Otranta, Kreisteiz
Italia, en eur roc’h vaen-raz, war glann ar mor,
8 metrad a-us da c’horre an dour ; 35 metrad hed,
16 metrad led eo ment ar vougeo-ze. Sed urz ar
gweleadou-douar ouz hen leunia, en eur vont eus
an diaz d’al laez :
1° Ledet war ar roc’h veo oc’h ober strad ar
vougeo eur gwelead kailhos maen-raz gwenn
enboullaet muioc’h pe nebeutoc’h, aman hag ahont
en o zouez mein-spoue enboullaet ivez, ha kregin-
mor. Anat diwar-ze ez eo ar gwelead eun draezenn-
vor deuet er-maez eus diraez an tonnou da heul
uhelidigez an aod. War varr ar gwelead e oa eun
oaledad-ludu ha laonennou maen-tan o testenia e
oa bet tud oc’h ehana eno raktal goude m’edo aet
kuit ar mor. An eskern kavet eno a zo a-ziwar-
(1) E mougeo Echenoz-la-Moline, departamant ar Saône-
Uhela, Bro-C’hall, ez eus bet kavet evel-se eiz kant relegenn
en o fez diwar arzed.<noinclude><references/></noinclude>
e4g7oalsx5asucdkhujeot0rwhr0o70
210327
210222
2026-10-22T11:17:21Z
Aveldro
601
210327
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 58 —|}}</noinclude>fez <ref>E mougeo Echenoz-la-Moline, departamant ar Saône-Uhela, Bro-C’hall, ez eus bet kavet evel-se eiz kant relegenn en o fez diwar arzed.</ref>. A-wechou, goude beza bet annezet gand an
den, ez int bet dilezet gantañ e-pad eur maread,
hag adannezet diwezatoc’h. Neuze, etre ar gweleadou,
enno roudou diwar tantadou, predou hag
ijinerezou maen, korn, askourn, hag all, e weler
oc’h en em leda gweleadou all, enno nep roudenn
cus an den.
Da lakaat fraesoc’h petore stumm a zo gant leuniadur
ar mougeviou o deus talvezet da wasked da
henoadvezidi ar maen ha pe sklerijennadou a hell
dont eus ar studi anezañ e taolennimp amañ ez verr
diou eus ar mougeviou-ze.
a) ''Mougeo Romanelli'', e Tir Otranta, Kreisteiz
Italia, en eur roc’h vaen-raz, war glann ar mor,
8 metrad a-us da c’horre an dour ; 35 metrad hed,
16 metrad led eo ment ar vougeo-ze. Sed urz ar
gweleadou-douar ouz hen leunia, en eur vont eus
an diaz d’al laez :
1° Ledet war ar roc’h veo oc’h ober strad ar
vougeo eur gwelead kailhos maen-raz gwenn
enboullaet muioc’h pe nebeutoc’h, aman hag ahont
en o zouez mein-spoue enboullaet ivez, ha kregin-
mor. Anat diwar-ze ez eo ar gwelead eun draezenn-vor
deuet er-maez eus diraez an tonnou da heul
uhelidigez an aod. War varr ar gwelead e oa eun
oaledad-ludu ha laonennou maen-tan o testenia e
oa bet tud oc’h ehana eno raktal goude m’edo aet
kuit ar mor. An eskern kavet eno a zo {{Tired|a-ziwar|lerc’h}}<noinclude><references/></noinclude>
0pq46s4u33fakdpvjcutrv3r4t4cuka
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/69
102
67135
210223
2026-10-21T15:13:09Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "lerc’h bronneged stummet diouz an tommder : olifant kreisteizel, frikorneg Merck, dourvarc’h- meur. 2° Gwelead kailhos maen-raz gwenn, lemm o c’her, kement-mañ o tiskouez ez eo bet furmet ar gwelead-ze dre an dispennidigez a damm dre damm dre hir-amzer eus mogeriou ha sel ar vougeo dindan freuzlabour temz an aer. 3° Gwelead teo a vaenhinkinou-leur razell rik ha gwenn. E doun ar gwelead e oa roudou eun oaledad-ludu. Gwall-rouez e oa eno ar relegou lo...
210223
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 59 —|}}</noinclude>lerc’h bronneged stummet diouz an tommder :
olifant kreisteizel, frikorneg Merck, dourvarc’h-
meur.
2° Gwelead kailhos maen-raz gwenn, lemm o
c’her, kement-mañ o tiskouez ez eo bet furmet ar
gwelead-ze dre an dispennidigez a damm dre
damm dre hir-amzer eus mogeriou ha sel ar vougeo
dindan freuzlabour temz an aer.
3° Gwelead teo a vaenhinkinou-leur razell rik
ha gwenn. E doun ar gwelead e oa roudou eun
oaledad-ludu. Gwall-rouez e oa eno ar relegou
loened. Spis ez anavezer dre furmidigez ar gwelead
ez oa gleb an temz-amzer.
4° Gwelead teo a zouar priellek liou ruz-brikenn,
ennañ aman hag ahont traez kailhastrek ha
kailhosennou maen-raz. Ar relegou loened amañ
a oa diwar an olifant kreisteizel, frikorneg Merck
(paot), an dourvarc’h-meur, an ejen-meur (paot),
ar c’haro, an demm (paot-meurbet), ar yourc’h, ar
marc’h (rouez), ar bleiz, ar c’honikl (paot-meurbet),
an outardenn vras hag an outardenn vihan. Darem-
predidigez al lec’h d’ar c’houlz-se gant mab-den
a zo lakaet spis dre vinviou maen-benet hag eskern
loened torret a ratoz-kaer gantañ.
5° Gwelead tano meurbet a vaenhinkinou-leur.
6° Gwelead teo meurbet a zouar priellek gell,
kemmesket a draez kailhastrek hag a vein-raz,
oc’h ober ar gwiskad-barr e leuniadur ar vougeo.
Ar gwelead-ze a oa ennañ meur a livead aes da
zigemma. Daskoret en deus eskern diwar eun doare<noinclude><references/></noinclude>
tclmwwxfpxgo915pibcxk4b8cvslkw8
210326
210223
2026-10-22T11:16:19Z
Aveldro
601
210326
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 59 —|}}</noinclude>{{Tired2|a-ziwar|lerc’h}} bronneged stummet diouz an tommder :
olifant kreisteizel, frikorneg Merck, dourvarc’h-meur.
2° Gwelead kailhos maen-raz gwenn, lemm o
c’her, kement-mañ o tiskouez ez eo bet furmet ar
gwelead-ze dre an dispennidigez a damm dre
damm dre hir-amzer eus mogeriou ha sel ar vougeo
dindan freuzlabour temz an aer.
3° Gwelead teo a vaenhinkinou-leur razell rik
ha gwenn. E doun ar gwelead e oa roudou eun
oaledad-ludu. Gwall-rouez e oa eno ar relegou
loened. Spis ez anavezer dre furmidigez ar gwelead
ez oa gleb an temz-amzer.
4° Gwelead teo a zouar priellek liou ruz-brikenn,
ennañ aman hag ahont traez kailhastrek ha
kailhosennou maen-raz. Ar relegou loened amañ
a oa diwar an olifant kreisteizel, frikorneg Merck
(paot), an dourvarc’h-meur, an ejen-meur (paot),
ar c’haro, an demm (paot-meurbet), ar yourc’h, ar
marc’h (rouez), ar bleiz, ar c’honikl (paot-meurbet),
an outardenn vras hag an outardenn vihan. Darempredidigez
al lec’h d’ar c’houlz-se gant mab-den
a zo lakaet spis dre vinviou maen-benet hag eskern
loened torret a ratoz-kaer gantañ.
5° Gwelead tano meurbet a vaenhinkinou-leur.
6° Gwelead teo meurbet a zouar priellek gell,
kemmesket a draez kailhastrek hag a vein-raz,
oc’h ober ar gwiskad-barr e leuniadur ar vougeo.
Ar gwelead-ze a oa ennañ meur a livead aes da
zigemma. Daskoret en deus eskern diwar eun doare<noinclude><references/></noinclude>
icdmxvbdtw2fsdvoyxj46q645094yye
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/70
102
67136
210224
2026-10-21T15:13:44Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "azen (Equus hydruntinus), an ejen-meur, ar c’haro, al louarn, ar c’haz gouez, ar c’had ; stank eo relegou al loened-ze. Dibaot pe zibaotoc’h eo, en eneb, relegou ar yourc’h, ar c’hragvouc’h, ar bleiz, an dourgi, ar reunig kof-gwenn. Rouez meurbet eo relegou bleizbroc’h ar c’heviou, ar c’haz-karvetaer. Relegou diwar evned o tenna da ouennou a vev bremañ e kevrennou trobennahelel ar bed a zo bet kavet er gwelead-douar-ze, en o zouez ar pingouin- meu..."
210224
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 60 —|}}</noinclude>azen (Equus hydruntinus), an ejen-meur, ar c’haro,
al louarn, ar c’haz gouez, ar c’had ; stank eo relegou
al loened-ze. Dibaot pe zibaotoc’h eo, en eneb,
relegou ar yourc’h, ar c’hragvouc’h, ar bleiz, an
dourgi, ar reunig kof-gwenn. Rouez meurbet eo
relegou bleizbroc’h ar c’heviou, ar c’haz-karvetaer.
Relegou diwar evned o tenna da ouennou a vev
bremañ e kevrennou trobennahelel ar bed a zo bet
kavet er gwelead-douar-ze, en o zouez ar pingouin-
meur (Alca impennis). Paot eo en holl liveadou ar
binviou maen-benet hag an tammou eskern oberiet
gant dourn mab-den.
Ar studi a zo bet graet dre al lunedenn-greski
eus stumm ha natur douar ruz ha douar gell ar
vougeo Romanelli he deus diskuliet ez eo ar
gweleadou anezo labour an avel. Bez’ ez eus anezo
tuniennou deuet d’en em vernia er vougeo. Eus
Afrika eo e teue, degaset gand an avel, an danveziou
douarek a zo aet d’o ober. Peurheñvel eo douar
ruz ar vougeo ouz an terra rossa « tir ruz » a c’holo
eun darn vat eus Kreisteiz Italia (1).
b) Mougeo Isturitz, e Bro-Euskarat, a zo anezi
daou c’hentrepas 100 ha 125 metrad hed, en eur
runiad maen-raz, 50 metrad a-us da zour eur
wazredenn. Tro eo genou unan ouz an hanternoz,
ouz ar c’hreisteiz genou egile, ha stag ez int an eil
d’egile dre eun niver ribouliou. An trepas hanternoz
a zo e stumm eur sal vras 120 metrad hed, 20 metrad
(1) G. A. BLANC, Grotta Romanelli Stratigrafia dei depositi
e natura e origine di essi, war Archivio per l’Antropologia e la
Etnologia, Levrenn V, Firenze, 1921 ; Anthr. 1923, pp. 212-5.<noinclude><references/></noinclude>
qm0t4er0h8bzxntxkhvvd3o1z0p614a
210329
210224
2026-10-22T11:20:47Z
Aveldro
601
210329
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 60 —|}}</noinclude>azen (''Equus hydruntinus''), an ejen-meur, ar c’haro,
al louarn, ar c’haz gouez, ar c’had ; stank eo relegou
al loened-ze. Dibaot pe zibaotoc’h eo, en eneb,
relegou ar yourc’h, ar c’hragvouc’h, ar bleiz, an
dourgi, ar reunig kof-gwenn. Rouez meurbet eo
relegou bleizbroc’h ar c’heviou, ar c’haz-karvetaer.
Relegou diwar evned o tenna da ouennou a vev
bremañ e kevrennou trobennahelel ar bed a zo bet
kavet er gwelead-douar-ze, en o zouez ar pingouin-meur
(''Alca impennis''). Paot eo en holl liveadou ar
binviou maen-benet hag an tammou eskern oberiet
gant dourn mab-den.
Ar studi a zo bet graet dre al lunedenn-greski
eus stumm ha natur douar ruz ha douar gell ar
vougeo Romanelli he deus diskuliet ez eo ar
gweleadou anezo labour an avel. Bez’ ez eus anezo
tuniennou deuet d’en em vernia er vougeo. Eus
Afrika eo e teue, degaset gand an avel, an danveziou
douarek a zo aet d’o ober. Peurheñvel eo douar
ruz ar vougeo ouz an ''terra rossa'' « tir ruz » a c’holo
eun darn vat eus Kreisteiz Italia <ref>G. A. {{sc|Blanc}}, ''Grotta Romanelli Stratigrafia dei depositi e natura e origine di essi'', war ''Archivio per l’Antropologia e la Etnologia'', Levrenn V, Firenze, 1921 ; ''Anthr''. 1923, pp. 212-5.</ref>.
b) ''Mougeo Isturitz'', e Bro-Euskarat, a zo anezi
daou c’hentrepas 100 ha 125 metrad hed, en eur
runiad maen-raz, 50 metrad a-us da zour eur
wazredenn. Tro eo genou unan ouz an hanternoz,
ouz ar c’hreisteiz genou egile, ha stag ez int an eil
d’egile dre eun niver ribouliou. An trepas hanternoz
a zo e stumm eur sal vras 120 metrad hed, 20 metrad<noinclude><references/></noinclude>
kzg26m6jkb6qw9ecyl00nkkakcsslu7
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/71
102
67137
210225
2026-10-21T15:14:29Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "led, 15 metrad uhelder e lec’hiou-zo. Ledanoc’h eo an trepas kreisteiz, hogen izeloc’h ar sel anezañ. E-kreiz an trepas-ze, e-lec’h ma tic’haol eur vanell o kas d’an eil trepas, emañ en e sav eur maen bras 7 metrad uhelder. Tregont metrad pelloc’h, daved ar genou tro ouz ar c’hreisteiz, ez eus eun dolzennad-roc’h ledan, izel-vosou warni o skeud- enni kirvi ha kirvi-erc’h. Douna gweleadou-douar ar vougeo n’int ket bet furchet c’hoaz (1). Eur..."
210225
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 61 —|}}</noinclude>led, 15 metrad uhelder e lec’hiou-zo. Ledanoc’h eo
an trepas kreisteiz, hogen izeloc’h ar sel anezañ.
E-kreiz an trepas-ze, e-lec’h ma tic’haol eur vanell
o kas d’an eil trepas, emañ en e sav eur maen bras
7 metrad uhelder. Tregont metrad pelloc’h, daved
ar genou tro ouz ar c’hreisteiz, ez eus eun
dolzennad-roc’h ledan, izel-vosou warni o skeud-
enni kirvi ha kirvi-erc’h.
Douna gweleadou-douar ar vougeo n’int ket bet
furchet c’hoaz (1). Eur soundadenn, bet graet a-
dreuz d’ezo, he deus tizet seiz metrad dounder hep
steki ouz ar roc’h veo a ra strad ar vougeo. War
ar gweleadou difurch-ze emañ ledet :
1° Eur gwelead tano, ennañ binviou mousterel
mentet-bihan.
2° Eur gwelead n’eus anezañ, en e bez, nemed
eur faouad arzed-meur (Ursus spelaeus), ker stank
ennañ o eskern ma lakaer da veur a gant niver an
arzed en em gav eno o relegennou luziet an eil
gand eben ha moustret holl dindan pouez an
douarou. Eskern bleizbroc’hed a zo ivez en o zouez.
Dilezet ar c’heo gand an dud, ez eo bet kemeret da
ched gand an arzed, hag e vanas en o c’herz e-pad
eun hir a varead.
3° Eur gwelead tano meurbet a zouar gell,
ennañ kagal karrekaet diwar bleizbroc’hed hag
eskern krignet gand o dent.
(1) C’hoaz ! da lavarout eo d’ar mare m’eo bet moulet al
labour-skrid a zo, diwarnañ an diverradur-mañ. Gwelout 201ª
notenn war-lerc’h.<noinclude><references/></noinclude>
mm76u22u996clwn161sadettcj3l5fm
210330
210225
2026-10-22T11:22:20Z
Aveldro
601
210330
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 61 —|}}</noinclude>led, 15 metrad uhelder e lec’hiou-zo. Ledanoc’h eo
an trepas kreisteiz, hogen izeloc’h ar sel anezañ.
E-kreiz an trepas-ze, e-lec’h ma tic’haol eur vanell
o kas d’an eil trepas, emañ en e sav eur maen bras
7 metrad uhelder. Tregont metrad pelloc’h, daved
ar genou tro ouz ar c’hreisteiz, ez eus eun
dolzennad-roc’h ledan, izel-vosou warni o skeud-
enni kirvi ha kirvi-erc’h.
Douna gweleadou-douar ar vougeo n’int ket bet
furchet c’hoaz <ref>« C’hoaz » da lavarout eo d’ar mare m’eo bet moulet al labour-skrid a zo, diwarnañ an diverradur-mañ. Gwelout an notenn war-lerc’h.</ref>. Eur soundadenn, bet graet a-
dreuz d’ezo, he deus tizet seiz metrad dounder hep
steki ouz ar roc’h veo a ra strad ar vougeo. War
ar gweleadou difurch-ze emañ ledet :
1° Eur gwelead tano, ennañ binviou mousterel
mentet-bihan.
2° Eur gwelead n’eus anezañ, en e bez, nemed
eur faouad arzed-meur (''Ursus spelaeus''), ker stank
ennañ o eskern ma lakaer da veur a gant niver an
arzed en em gav eno o relegennou luziet an eil
gand eben ha moustret holl dindan pouez an
douarou. Eskern bleizbroc’hed a zo ivez en o zouez.
Dilezet ar c’heo gand an dud, ez eo bet kemeret da
ched gand an arzed, hag e vanas en o c’herz e-pad
eun hir a varead.
3° Eur gwelead tano meurbet a zouar gell,
ennañ kagal karrekaet diwar bleizbroc’hed hag
eskern krignet gand o dent.<noinclude><references/></noinclude>
2ugngm688d8xcl04cybs1n4o134j133
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/72
102
67138
210226
2026-10-21T15:15:30Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "4° Eur gwelead teo meurbet a lec’hid melen- gell, ennañ binviou mousterel, rakerou, hag all, e maen-tan, kouarz, kouarzell, krag kailhastrek ha kouarz treuzwelus. Dibaot an eskern-loened er gwelead-ze. Ar re stanka a zo diwar arzed ha bleizbroc’hed. Goude-ze e teu eskern kezeg hag oc’hen. Rouez meurbet eskern kirvi ha kirvi-erc’h. 5° Eur gwelead lec’hid azgell, evel dazlardet a c’hlaouennou hag a dammou pri ruz. Amañ ar binviou-maen a zo d’ezo neuz..."
210226
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 62 —|}}</noinclude>4° Eur gwelead teo meurbet a lec’hid melen-
gell, ennañ binviou mousterel, rakerou, hag all,
e maen-tan, kouarz, kouarzell, krag kailhastrek
ha kouarz treuzwelus. Dibaot an eskern-loened er
gwelead-ze. Ar re stanka a zo diwar arzed ha
bleizbroc’hed. Goude-ze e teu eskern kezeg hag
oc’hen. Rouez meurbet eskern kirvi ha kirvi-erc’h.
5° Eur gwelead lec’hid azgell, evel dazlardet a
c’hlaouennou hag a dammou pri ruz. Amañ ar
binviou-maen a zo d’ezo neuz an ijinerez aori-
gnakel. A-gevret ganto ez oa perlezennou olifant,
dent loened toullet d’ober troiou-gouzoug, eur fals-
dant karo en olifant, ha traezou all. Eskern marc’h
eo ar re stanka er gwelead-ze. Rouesoc’h eskern
ejen-gouez. Rouez meurbet an eskern diwar kirvi-
erc’h. Dent bleizbroc’hed ha tammou diwar skilfou
olifant hirvlevek a zo bet kavet ivez, hag eskern
louarn a-builh.
6° Eur gwelead-douar leun-barr a eskern loened
ha duet-holl gant glaou ha ludu diwar-lerc’h tan-
tadou prenn. Stumm an ijinerez aorignakel a zo
c’hoaz gand ar binviou-maen dizouaret eno. Ar
rakerou koulskoude a denn d’ar rakerou magda-
lenel. Bez’ ez eus eskern ha korn karo-erc’h labouret
gant dourn-den. Eur gaer a vroudenn c’hoaf-bann
e korn karo-erc’h a oa d’ezi 0 metrad 35 hed. Stank
meurbet an eskern diwar oc’hen bras. Eskern kirvi
ha kirvi-erc’h a oa ivez.
7° Gwelead-douar louet, ennañ binviou stumm
aorignakel, nemet skañvoc’h ha kempennoc’h eget<noinclude><references/></noinclude>
o5zrhzdsm9ml7ozfywsv359yfje2m4b
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/73
102
67139
210227
2026-10-21T15:16:07Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "re ar gweleadou araok. En eun douez ganto ez oa mein, engravet warno skeudennou disneuz ha dis- pis a-walc’h peurliesa. War unan e oa treset spis talier eun ejen-moueek. Diwar ochen eo stanka eskern-loened er gwelead-ze. 8° Gwelead pri louet, 1 metrad teoder e lec’hiou- zo, o testenia eur c’hemmadur en temz-amzer ha glaveier stank. An dour gouez a zo deuet da sac’ha ebarz ar c’heo. Eur spanaenn a zo bet koulskoude, rak, e-kreiz ar gwelead-pri, en em g...
210227
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 63 —|}}</noinclude>re ar gweleadou araok. En eun douez ganto ez oa
mein, engravet warno skeudennou disneuz ha dis-
pis a-walc’h peurliesa. War unan e oa treset spis
talier eun ejen-moueek. Diwar ochen eo stanka
eskern-loened er gwelead-ze.
8° Gwelead pri louet, 1 metrad teoder e lec’hiou-
zo, o testenia eur c’hemmadur en temz-amzer ha
glaveier stank. An dour gouez a zo deuet da sac’ha
ebarz ar c’heo. Eur spanaenn a zo bet koulskoude,
rak, e-kreiz ar gwelead-pri, en em gav ledet eur
rizennad du meurbet a-ziwar-lerc’h tantadou
enaouet gand an dud. Broudennou goaf-bann a zo
bet kavadennet er rizennad-ze ha binviou all,
stumm an ijinerez solutreel d’ezo. An eskern-loened
a zo gwall-zibaot : re an oc’hen eo ar stanka.
9º Gwelead douar ruz, ennañ binviou solutreel
anat, en o metou broudennou-maen e furm deliou
lore pe haleg.
10° Gwelead douar glaouennekoc’h, ennañ pep
doare binviou an ijinerez magdalenel : broudennou
goaf-bann, treantou gouzreinek e korn karo-erc’h,
minaouedou, morzoliou, nadoziou, hag all. War-
dro kreiz ar gwelead, ez eus bet dizolôet eleiz a
skeudennou loened, kizier-meur, arzed, kezeg,
oc’hen, kirvi, kirvi-erc’h, gedon, evned, engravet
pe gizellet e mein ar vro : krag melen, krag ruz-
rez ha maen-sklent louet. Gand ar re wella eus an
arz magdalenel eo darn eus ar skeudennou-ze. E
kevrenn uhela ar gwelead, ez a war zisleberi ha
war zivaloaat arz ar skeudennerez. En holl liveadou<noinclude><references/></noinclude>
3g3thfquz6sqczxj5bn73uybvdrc0p4
210331
210227
2026-10-22T11:23:06Z
Aveldro
601
210331
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 63 —|}}</noinclude>re ar gweleadou araok. En eun douez ganto ez oa
mein, engravet warno skeudennou disneuz ha dis-
pis a-walc’h peurliesa. War unan e oa treset spis
talier eun ejen-moueek. Diwar ochen eo stanka
eskern-loened er gwelead-ze.
8° Gwelead pri louet, 1 metrad teoder e lec’hiou-zo,
o testenia eur c’hemmadur en temz-amzer ha
glaveier stank. An dour gouez a zo deuet da sac’ha
ebarz ar c’heo. Eur spanaenn a zo bet koulskoude,
rak, e-kreiz ar gwelead-pri, en em gav ledet eur
rizennad du meurbet a-ziwar-lerc’h tantadou
enaouet gand an dud. Broudennou goaf-bann a zo
bet kavadennet er rizennad-ze ha binviou all,
stumm an ijinerez solutreel d’ezo. An eskern-loened
a zo gwall-zibaot : re an oc’hen eo ar stanka.
9° Gwelead douar ruz, ennañ binviou solutreel
anat, en o metou broudennou-maen e furm deliou
lore pe haleg.
10° Gwelead douar glaouennekoc’h, ennañ pep
doare binviou an ijinerez magdalenel : broudennou
goaf-bann, treantou gouzreinek e korn karo-erc’h,
minaouedou, morzoliou, nadoziou, hag all. War-dro
kreiz ar gwelead, ez eus bet dizolôet eleiz a
skeudennou loened, kizier-meur, arzed, kezeg,
oc’hen, kirvi, kirvi-erc’h, gedon, evned, engravet
pe gizellet e mein ar vro : krag melen, krag ruz-roz
ha maen-sklent louet. Gand ar re wella eus an
arz magdalenel eo darn eus ar skeudennou-ze. E
kevrenn uhela ar gwelead, ez a war zisleberi ha
war zivaloaat arz ar skeudennerez. En holl liveadou<noinclude><references/></noinclude>
b8vyid2d0yladoy6hokzbhhpofy66o0
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/74
102
67140
210228
2026-10-21T15:16:47Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "anezañ, emañ stank meurbet an eskern marc’h hag ejen. Paotoc’h eo an eskern karo-erc’h amañ eged er gweleadou all, hag, er gevrenn uhela, e tegouezont stankoc’h eged eskern al loened all. 11° Gwelead maenhinkinou-leur, emañ siellet gantañ, kouls lavarout, ar gweleadou-douar en em furmet e-kerz hen-varevez ar maen. A-skign war ar leurennad-vaen-ze, ez eus a bep seurd disman- trou diwar nevez-varevez ar maen, oadvez an arem hag oadvez an houarn, mesk-h...
210228
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 64 —|}}</noinclude>anezañ, emañ stank meurbet an eskern marc’h
hag ejen. Paotoc’h eo an eskern karo-erc’h amañ
eged er gweleadou all, hag, er gevrenn uhela, e
tegouezont stankoc’h eged eskern al loened all.
11° Gwelead maenhinkinou-leur, emañ siellet
gantañ, kouls lavarout, ar gweleadou-douar en em
furmet e-kerz hen-varevez ar maen. A-skign war
ar leurennad-vaen-ze, ez eus a bep seurd disman-
trou diwar nevez-varevez ar maen, oadvez an arem
hag oadvez an houarn, mesk-ha-mesk gant traezou
diwar an Amzer-vremañ (1).
6. An emwiska. — An nadoziou askourn, a gaver
evid ar wech kenta en ehanlec’hiou solutreel, a zesk
d’eomp e veze gwriet a-benn neuze ar c’hrec’hin-
loened a dalveze da zilhad. Da neud e raed gant
pennou-kigenn ha stirennou kirvi-erc’h skejet war
o hed, evel ma ra hizio c’hoaz an Eskimoed. Spa-
nellou ha lufrerou askourn evid aoza ar c’hrec’hin
a gaver e-touez ar binviou eus an oadvez magda-
lenel (2). Diwar-benn stumm ar gwiskamantou-
krec’hin ne ouzomp netra (3). Diouz an ornaduriou-
(1) E. PASSEMARD, la Caverne d’Isturitz, war Rev. Archéol.
1922, I, pp. 1-45.
(2) Da suraat d’ar c’hrec’hin en em virout, Tehuelched Pata-
gonia o libistr gant druzoni ha pri livus, pe, e-lec’h pri, gand
eun douar stank an alum ennañ. Eur boaz anavezet marteze
gant Magdaleniz, Anthr. 1906, p. 154.
(3) Milginek ha kenaozet a veur a damm eo gwiskamant an
Eskimoed-vremañ. Fazia a-walc’h a rafed o rei da Vagdaleniz
eur gwiskamant gwellaet seurd hemañ. Ret eo soñjal kentoc’h
e gwiskamant Indianed ar C’hanada, Patagoniz, Fuejiz ha
Tibetiz. Ar pep brasa eus gwiskamant ar poblou-ze a zo eur
vantell grec’hin, hag int hogos en noaz dindani evid d’an
amzer beza yen-skourn en o bro. Diwar-benn gwiskamant Fue-<noinclude><references/></noinclude>
9ztlfwqs1zwx81mx7x0q8vtrjy0e6lb
210332
210228
2026-10-22T11:24:42Z
Aveldro
601
210332
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 64 —|}}</noinclude>anezañ, emañ stank meurbet an eskern marc’h
hag ejen. Paotoc’h eo an eskern karo-erc’h amañ
eged er gweleadou all, hag, er gevrenn uhela, e
tegouezont stankoc’h eged eskern al loened all.
11° Gwelead maenhinkinou-leur, emañ siellet
gantañ, kouls lavarout, ar gweleadou-douar en em
furmet e-kerz hen-varevez ar maen. A-skign war
ar leurennad-vaen-ze, ez eus a bep seurd dismantrou
diwar nevez-varevez ar maen, oadvez an arem
hag oadvez an houarn, mesk-ha-mesk gant traezou
diwar an Amzer-vremañ <ref>E. {{sc|Passemard}}, ''la Caverne d’Isturitz'', war ''Rev. Archéol''. 1922, I, pp. 1-45.</ref>.
6. ''An emwiska''. — An nadoziou askourn, a gaver
evid ar wech kenta en ehanlec’hiou solutreel, a zesk
d’eomp e veze gwriet a-benn neuze ar c’hrec’hin-loened
a dalveze da zilhad. Da neud e raed gant
pennou-kigenn ha stirennou kirvi-erc’h skejet war
o hed, evel ma ra hizio c’hoaz an Eskimoed. Spanellou
ha lufrerou askourn evid aoza ar c’hrec’hin
a gaver e-touez ar binviou eus an oadvez magdalenel (2).
Diwar-benn stumm ar gwiskamantou-
krec’hin ne ouzomp netra (3). Diouz an ornaduriou-
(2) Da suraat d’ar c’hrec’hin en em virout, Tehuelched Patagonia
o libistr gant druzoni ha pri livus, pe, e-lec’h pri, gand
eun douar stank an alum ennañ. Eur boaz anavezet marteze
gant Magdaleniz, Anthr. 1906, p. 154.
(3) Milginek ha kenaozet a veur a damm eo gwiskamant an
Eskimoed-vremañ. Fazia a-walc’h a rafed o rei da Vagdaleniz
eur gwiskamant gwellaet seurd hemañ. Ret eo soñjal kentoc’h
e gwiskamant Indianed ar C’hanada, Patagoniz, Fuejiz ha
Tibetiz. Ar pep brasa eus gwiskamant ar poblou-ze a zo eur
vantell grec’hin, hag int hogos en noaz dindani evid d’an
amzer beza yen-skourn en o bro. Diwar-benn gwiskamant Fue-<noinclude><references/></noinclude>
tuisfmx2ke8hsce6ux65ptgnkrkrxzu
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/75
102
67141
210229
2026-10-21T15:17:28Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "kregin a oa gand an daou geviad yaouank douaret e Keo ar Vugale, e Grimaldi, ez eus bet dezvarnet edo ganto peb a varlennwisk (pe vrozig verr) e ler. 7. An emginkla. — Oadvezidi ar C’haro-erc’h o deus graet gant kregin ha dent-loened d’en em ginkla. Golôet e oa alïes o gwiskamant a gregin diwar gouennou beo pe gentvedel (1) hag e raent anezo troiou-gar, troiou-brec’h, troiou-gouzoug ha kurunennou pe kabellou-penn (2). Beza a-walc’h o dije graet gant k...
210229
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 65 —|}}</noinclude>kregin a oa gand an daou geviad yaouank douaret
e Keo ar Vugale, e Grimaldi, ez eus bet dezvarnet
edo ganto peb a varlennwisk (pe vrozig verr) e ler.
7. An emginkla. — Oadvezidi ar C’haro-erc’h o
deus graet gant kregin ha dent-loened d’en em
ginkla. Golôet e oa alïes o gwiskamant a gregin
diwar gouennou beo pe gentvedel (1) hag e raent
anezo troiou-gar, troiou-brec’h, troiou-gouzoug ha
kurunennou pe kabellou-penn (2). Beza a-walc’h
o dije graet gant kregin da vouneiz-eskemm : da
vihana, dizolôet ez eus bet e keo Cavaillon eur
guziadell, enni war-dro eiz mil krogen-mor bihan
ha n’edo toullet nemed eun dekvedennad anezo
d’ober troiou-brec’h pe troiou-gouzoug. Engravet
e veze alïes an dent leoned, arzed pe girvi a yae
d’ober troiou-gouzoug pe c’hourizou. A-wechou e
lived e ruz-flamm dent ha kregin an troiou-gouzoug
hag ar gourizou (3).
Diouz ar skeudennou-tud a gaver stankoc’h eged
e lec’h all war mogeriou toullou-roc’h ha mouge-
viou Reter ar Spagn, e heller kaout eun alberz eus
gwiskamant ha kinkladuriou-korf Magdaleniz ar
jiz, gwelout C. DE CORDEMOY, Au Chili, 1899, p. 7 (skeudenn) ;
Dr Otto NORDENSKIOELD, La Terre de Feu, troet diwar ar svedeg
e galleg gant Ch. RABOT, war Tour du Monde, 1902, p. 33 (dane-
vell ha skeudenn), p. 43 (sk.). A-zivout Tibetiz hag o c’haleted
souezus ouz ar riou, gwelout Dr OLLONE, Les Derniers Barbares,
1911, p. 264, 309-10 (sk.).
(1) Ar C’heviad douaret e Brünn (Moravia) a oa en e
gerc’henn eun dro-c’houzoug pe petral, enni c’houec’h-kant
tamm diwar Dentalium badense, eun doare krogen kentvedel
a vez kavet stank eun nebeut kilometradou diouz al lec’h-se.
(2) DÉCHELETTE, pp. 207-12, 284-301.
(3) Aostraliz, hag i oc’h ober gant kregin d’en em ginkla, a
liv ivez e ruz o zroiou-gouzoug.<noinclude><references/></noinclude>
odcxqzjwdm6mv9oeef3gswzoe7eunmf
210333
210229
2026-10-22T11:30:14Z
Aveldro
601
210333
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 65 —|}}</noinclude>kregin a oa gand an daou geviad yaouank douaret
e Keo ar Vugale, e Grimaldi, ez eus bet dezvarnet
edo ganto peb a varlennwisk (pe vrozig verr) e ler.
7. ''An emginkla''. — Oadvezidi ar C’haro-erc’h o
deus graet gant kregin ha dent-loened d’en em
ginkla. Golôet e oa alïes o gwiskamant a gregin
diwar gouennou beo pe gentvedel <ref>Ar C’heviad douaret e Brünn (Moravia) a oa en e gerc’henn eun dro-c’houzoug pe ''petral'', enni c’houec’h-kant tamm diwar ''Dentalium badense'', eun doare krogen kentvedel a vez kavet stank eun nebeut kilometradou diouz al lec’h-se.</ref> hag e raent
anezo troiou-gar, troiou-brec’h, troiou-gouzoug ha
kurunennou pe kabellou-penn <ref>{{sc|Déchelette}}, pp. 207-12, 284-301.</ref>. Beza a-walc’h
o dije graet gant kregin da vouneiz-eskemm : da
vihana, dizolôet ez eus bet e keo Cavaillon eur
guziadell, enni war-dro eiz mil krogen-mor bihan
ha n’edo toullet nemed eun dekvedennad anezo
d’ober troiou-brec’h pe troiou-gouzoug. Engravet
e veze alïes an dent leoned, arzed pe girvi a yae
d’ober troiou-gouzoug pe c’hourizou. A-wechou e
lived e ruz-flamm dent ha kregin an troiou-gouzoug
hag ar gourizou <ref>Aostraliz, hag i oc’h ober gant kregin d’en em ginkla, a liv ivez e ruz o zroiou-gouzoug.</ref>.
Diouz ar skeudennou-tud a gaver stankoc’h eged
e lec’h all war mogeriou toullou-roc’h ha mougeviou
Reter ar Spagn, e heller kaout eun alberz eus
gwiskamant ha kinkladuriou-korf Magdaleniz ar
jiz, gwelout C. {{sc|de Cordemoy}}, Au Chili, 1899, p. 7 (skeudenn) ; D<sup><small>r</small></sup> Otto {{sc|Nordenskioeld}}, ''La Terre de Feu'', troet diwar ar svedeg e galleg gant Ch. {{sc|Rabot}}, war ''Tour du Monde'', 1902, p. 33 (danevell ha skeudenn), p. 43 (sk.). A-zivout Tibetiz hag o c’haleted
souezus ouz ar riou, gwelout Dr {{sc|d’Ollone}}, ''Les Derniers Barbares'', 1911, p. 264, 309-10 (sk.).<noinclude><references/></noinclude>
p6eepk2334ukvij7cabyga5y8vh0yrn
210334
210333
2026-10-22T11:30:36Z
Aveldro
601
210334
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 65 —|}}</noinclude>kregin a oa gand an daou geviad yaouank douaret
e Keo ar Vugale, e Grimaldi, ez eus bet dezvarnet
edo ganto peb a varlennwisk (pe vrozig verr) e ler.
7. ''An emginkla''. — Oadvezidi ar C’haro-erc’h o
deus graet gant kregin ha dent-loened d’en em
ginkla. Golôet e oa alïes o gwiskamant a gregin
diwar gouennou beo pe gentvedel <ref>Ar C’heviad douaret e Brünn (Moravia) a oa en e gerc’henn eun dro-c’houzoug pe ''petral'', enni c’houec’h-kant tamm diwar ''Dentalium badense'', eun doare krogen kentvedel a vez kavet stank eun nebeut kilometradou diouz al lec’h-se.</ref> hag e raent
anezo troiou-gar, troiou-brec’h, troiou-gouzoug ha
kurunennou pe kabellou-penn <ref>{{sc|Déchelette}}, pp. 207-12, 284-301.</ref>. Beza a-walc’h
o dije graet gant kregin da vouneiz-eskemm : da
vihana, dizolôet ez eus bet e keo Cavaillon eur
guziadell, enni war-dro eiz mil krogen-mor bihan
ha n’edo toullet nemed eun dekvedennad anezo
d’ober troiou-brec’h pe troiou-gouzoug. Engravet
e veze alïes an dent leoned, arzed pe girvi a yae
d’ober troiou-gouzoug pe c’hourizou. A-wechou e
lived e ruz-flamm dent ha kregin an troiou-gouzoug
hag ar gourizou <ref>Aostraliz, hag i oc’h ober gant kregin d’en em ginkla, a liv ivez e ruz o zroiou-gouzoug.</ref>.
Diouz ar skeudennou-tud a gaver stankoc’h eged
e lec’h all war mogeriou toullou-roc’h ha mougeviou
Reter ar Spagn, e heller kaout eun alberz eus
gwiskamant ha kinkladuriou-korf Magdaleniz ar
jiz, gwelout C. {{sc|de Cordemoy}}, Au Chili, 1899, p. 7 (skeudenn) ; D<sup><small>r</small></sup> Otto {{sc|Nordenskioeld}}, ''La Terre de Feu'', troet diwar ar svedeg e galleg gant Ch. {{sc|Rabot}}, war ''Tour du Monde'', 1902, p. 33 (danevell ha skeudenn), p. 43 (sk.). A-zivout Tibetiz hag o c’haleted souezus ouz ar riou, gwelout Dr {{sc|d’Ollone}}, ''Les Derniers Barbares'', 1911, p. 264, 309-10 (sk.).<noinclude><references/></noinclude>
gc4jp7keeia1ryt0wfuw4zv0ig07mmn
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/76
102
67142
210230
2026-10-21T15:18:19Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "c’horn-bro-ze. Ar wazed skeudennet eno, gware- gourien anezo peurliesa o hemolc’hi kirvi, moc’h- gouez, kezeg, oc’hen ha kragvouched, a zo ganto alïes pluennou war o fenn (diou, teir pe beder fluenn). Re-all o deus bonedou tri-begek, pe bone- dou outo pluennou pe diskouarn-loened. Unan a zo war e benn eur re gerniel. Darn all a zo diskabell. Gourizou a zougont, lerennou a-zispilh outo a- wechou, troiou-brec’h gant peb a vouchad, troiou- gar gant leren...
210230
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 66 —|}}</noinclude>c’horn-bro-ze. Ar wazed skeudennet eno, gware-
gourien anezo peurliesa o hemolc’hi kirvi, moc’h-
gouez, kezeg, oc’hen ha kragvouched, a zo ganto
alïes pluennou war o fenn (diou, teir pe beder
fluenn). Re-all o deus bonedou tri-begek, pe bone-
dou outo pluennou pe diskouarn-loened. Unan a zo
war e benn eur re gerniel. Darn all a zo diskabell.
Gourizou a zougont, lerennou a-zispilh outo a-
wechou, troiou-brec’h gant peb a vouchad, troiou-
gar gant lerennou a-zispilh (1).
8. An emliva. — Emliva ar c’horf hag an dremm
a zo bet betek hon amzer eur boaz skignet ledan
e-mesk pobladou warlerc’hiet Aostralia, Okeania,
Afrika hag Amerika. Edo o ren ivez en Europ
e-touez Oadvezidi ar C’haro-erc’h. Danvezennou-
liva, ruz, melen, gell, du, a zo bet kavet stank e
oaledadou Magdaleniz (2). Klenket emaze alïes al
livaduriou-ze e korzennou, anezo peb a askourn-
gar karo-erc’h. War-bouez eur vilienn e vezent bre-
vet e kokennouïgou kleuzet en eur maen pe war
bladennou sklent, ha ledet war ar c’hroc’hen gant
spanellou. N’eo ket hepken an dud veo en em live
er c’hiz-se. Korfou ar re varo, kent beza douaret,
a veze livet e ruz gant pri (3).
(1) H. OBERMAIER ha P. WERNERT, les Peintures rupestres du
Barraco du Valltorta, Madrid, 1919 ; H. BREUIL, war Anthr.
1922, pp. 141-5.
(2) An danvezennou-ze a zo pri a bep seurt liou, mergladur
ha peurvergladur-houarn, mergladur-manganez.
(3) Ar pri ruz-se, goude peurvreinidigez ar c’horfou, a zo en
em staget ouz an eskern. Ruz e vez peurliesa relegou an dud
cus Oadvez ar C’haro-erc’h a zizouarer en hon amzer. Lenn
Cl. PEABODY, Red Paint, war Journal de la Société des Américanistes de Paris, 1927, pp. 207-44.<noinclude><references/></noinclude>
dm6w8xno6un17fz0ryo5d5jb2bxfjah
210335
210230
2026-10-22T11:31:01Z
Aveldro
601
210335
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 66 —|}}</noinclude>c’horn-bro-ze. Ar wazed skeudennet eno, gware-
gourien anezo peurliesa o hemolc’hi kirvi, moc’h-
gouez, kezeg, oc’hen ha kragvouched, a zo ganto
alïes pluennou war o fenn (diou, teir pe beder
fluenn). Re-all o deus bonedou tri-begek, pe bone-
dou outo pluennou pe diskouarn-loened. Unan a zo
war e benn eur re gerniel. Darn all a zo diskabell.
Gourizou a zougont, lerennou a-zispilh outo a-
wechou, troiou-brec’h gant peb a vouchad, troiou-
gar gant lerennou a-zispilh (1).
8. ''An emliva''. — Emliva ar c’horf hag an dremm
a zo bet betek hon amzer eur boaz skignet ledan
e-mesk pobladou warlerc’hiet Aostralia, Okeania,
Afrika hag Amerika. Edo o ren ivez en Europ
e-touez Oadvezidi ar C’haro-erc’h. Danvezennou-
liva, ruz, melen, gell, du, a zo bet kavet stank e
oaledadou Magdaleniz (2). Klenket emaze alïes al
livaduriou-ze e korzennou, anezo peb a askourn-
gar karo-erc’h. War-bouez eur vilienn e vezent bre-
vet e kokennouïgou kleuzet en eur maen pe war
bladennou sklent, ha ledet war ar c’hroc’hen gant
spanellou. N’eo ket hepken an dud veo en em live
er c’hiz-se. Korfou ar re varo, kent beza douaret,
a veze livet e ruz gant pri (3).
(1) H. OBERMAIER ha P. WERNERT, les Peintures rupestres du
Barraco du Valltorta, Madrid, 1919 ; H. BREUIL, war Anthr.
1922, pp. 141-5.
(2) An danvezennou-ze a zo pri a bep seurt liou, mergladur
ha peurvergladur-houarn, mergladur-manganez.
(3) Ar pri ruz-se, goude peurvreinidigez ar c’horfou, a zo en
em staget ouz an eskern. Ruz e vez peurliesa relegou an dud
cus Oadvez ar C’haro-erc’h a zizouarer en hon amzer. Lenn
Cl. PEABODY, Red Paint, war Journal de la Société des Américanistes de Paris, 1927, pp. 207-44.<noinclude><references/></noinclude>
n7ryt5q3d08gb4cok1xse3vugwybc1f
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/77
102
67143
210231
2026-10-21T15:18:52Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Tatoua, da lavarout eo brizella kroc’hen ar c’horf, an izili hag an dremm dre ar skeja pe dre ar brouda, a oa marteze eur boaz heuliet gand Europiz hen-varevez ar maen (1) evel ma ’z eo heuliet gand Okeaniz ha meur a boblad all goul- erc’hiet eus hon amzer. Kavet ez eus bet e oaledadou oadvez ar C’haro-erc’h laonennouïgou begek- moan e maen-tan a hellfe beza talvezet da nadoziou-tatoua. 9. An ijinou-kaer : kizellerez (pe skulterez), engraverez, liver...
210231
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 67 —|}}</noinclude>Tatoua, da lavarout eo brizella kroc’hen ar c’horf,
an izili hag an dremm dre ar skeja pe dre ar
brouda, a oa marteze eur boaz heuliet gand
Europiz hen-varevez ar maen (1) evel ma ’z eo
heuliet gand Okeaniz ha meur a boblad all goul-
erc’hiet eus hon amzer. Kavet ez eus bet e oaledadou
oadvez ar C’haro-erc’h laonennouïgou begek-
moan e maen-tan a hellfe beza talvezet da
nadoziou-tatoua.
9. An ijinou-kaer : kizellerez (pe skulterez),
engraverez, liverez, skeudennerez, linennerez. —
Diwar dourn Aorignakiz ha Solutreïz ez eus deuet
d’eomp skeudennouïgou merc’hed (2) kizellet
kleiz-soavon Brianson, en olifant, e korn karo-
erc’h ; diwar dourn Magdaleniz skeudennou-loened
dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, frikorn-
eged, hag all, kizellet pe engravet en hevelep
danveziou hag e maen ouspenn, pe stummet e pri,
pe c’hoaz engravet ha livet ouz mogeriou, leurenn
ha stel ar c’heviou. Ar pep brasa eus ar mougeviou
ma ’z eus skeudennou loened engravet pe livet
war o mogeriou en em gav e kornog Okitania, e
(1) An tatoua, pe da vihana an emliva-kroc’hen, a zo bet en
Europ betek derou an istorvez e-touez meur a boul : Thraked,
Illirianed, Pikted, hag all.
(2) Mandrogenned en noaz ha teo iskis peurliesa. Kuilha ma
veze ar vaouez, kaera e veze, hañval eo, da henoadvezidi ar
maen. Kalz poblou a ouenn wenn, e Kreisteiz an Europ, Han-
ternoz an Afrik ha Kornog an Azi, o deus dalc’het d’ar c’hiz-
prizout-se, J. V. ZELIZKO, Nachtrag zur Frage der Steatopygie
der paläolithischen Menschen, war Mitteilungen der Anthropo-
logischen Gesellschaft in Wien, 1926, pp. 12-5 ; Anthr. 1927,
pp. 191-2.<noinclude><references/></noinclude>
4rzyvolgdm77sxc3srwmt9xvdmjeqyg
210336
210231
2026-10-22T11:31:57Z
Aveldro
601
210336
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 67 —|}}</noinclude>Tatoua, da lavarout eo brizella kroc’hen ar c’horf,
an izili hag an dremm dre ar skeja pe dre ar
brouda, a oa marteze eur boaz heuliet gand
Europiz hen-varevez ar maen (1) evel ma ’z eo
heuliet gand Okeaniz ha meur a boblad all goulerc’hiet
eus hon amzer. Kavet ez eus bet e oaledadou
oadvez ar C’haro-erc’h laonennouïgou begek-moan
e maen-tan a hellfe beza talvezet da
nadoziou-tatoua.
9. ''An ijinou-kaer : kizellerez (pe skulterez)'',
''engraverez, liverez, skeudennerez, linennerez''. —
Diwar dourn Aorignakiz ha Solutreïz ez eus deuet
d’eomp skeudennouïgou merc’hed (2) kizellet
kleiz-soavon Brianson, en olifant, e korn karo-erc’h ;
diwar dourn Magdaleniz skeudennou-loened
dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, frikorneged,
hag all, kizellet pe engravet en hevelep
danveziou hag e maen ouspenn, pe stummet e pri,
pe c’hoaz engravet ha livet ouz mogeriou, leurenn
ha stel ar c’heviou. Ar pep brasa eus ar mougeviou
ma ’z eus skeudennou loened engravet pe livet
war o mogeriou en em gav e kornog Okitania, e
(1) An tatoua, pe da vihana an emliva-kroc’hen, a zo bet en
Europ betek derou an istorvez e-touez meur a boul : Thraked,
Illirianed, Pikted, hag all.
(2) Mandrogenned en noaz ha teo iskis peurliesa. Kuilha ma
veze ar vaouez, kaera e veze, hañval eo, da henoadvezidi ar
maen. Kalz poblou a ouenn wenn, e Kreisteiz an Europ, Han-
ternoz an Afrik ha Kornog an Azi, o deus dalc’het d’ar c’hiz-
prizout-se, J. V. ZELIZKO, Nachtrag zur Frage der Steatopygie
der paläolithischen Menschen, war Mitteilungen der Anthropo-
logischen Gesellschaft in Wien, 1926, pp. 12-5 ; Anthr. 1927,
pp. 191-2.<noinclude><references/></noinclude>
c807rc19xk6rwbi7qsv3gx20y0gspg5
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/78
102
67144
210232
2026-10-21T15:19:31Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "menez Pirene hag en hanternoz ar Spagn. Dibaot da Vagdaleniz skeudenni tud, ha, p’her greont, pell emañ ar skeudennou-ze diouz talvezout ar skeudennou-loened diwar o dourn (1). Ar skeu- dennou-plant, divoaz da skeudennerien ar pobladou hemolc’herien a vremañ, a zo hiniennou anezo e-touez skeudennaduriou Europiz hen-varevez ar maen. En eur gevret gand ar skeudenni, Magdaleniz o deus graet gand al linenni da gaeraat traezou-zo. Bez’ hon eus diwar o dou...
210232
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 68 —|}}</noinclude>menez Pirene hag en hanternoz ar Spagn. Dibaot
da Vagdaleniz skeudenni tud, ha, p’her greont,
pell emañ ar skeudennou-ze diouz talvezout ar
skeudennou-loened diwar o dourn (1). Ar skeu-
dennou-plant, divoaz da skeudennerien ar pobladou
hemolc’herien a vremañ, a zo hiniennou anezo
e-touez skeudennaduriou Europiz hen-varevez ar
maen.
En eur gevret gand ar skeudenni, Magdaleniz o
deus graet gand al linenni da gaeraat traezou-zo.
Bez’ hon eus diwar o dourn tammou korn karo-
erc’h engravet warno kaeraduriou eeunlinennek
ha kroummlinennek : gourgammou, karrezennou-
gwar kroazigellaouet pe gengreizennet, trôellennou,
hag all. Darn eus an danveziou-ornadur a ra ganto
Magdaleniz ne dint nemet skeudennou-buhezeged
linennekaet.
Boas e oa Magdaleniz da gaeraat o binviou dre
ar c’hizellerez hag ar skeudennerez. Korzennou en
askourn pe en olifant, lufrerou, broudennou
goafiou-bann ha treantou a zo kaeraet evel-se gand
engravaduriou. Ar bizier-banna e korn karo-erc’h,
a dalveze d’ezo da stlepel gant muioc’h a nerz o
goafiou-bann pe o zreantou-pesketa, a veze rôet
d’ezo dre eur c’hizella ijinek stumm eul loen,
(1) War al livaduriou e keviou reter ha gevred ar Spagn
emañ stankoc’h ar skeudennou-tud. Eno ez int bodet alïes e
doare da daolenna hemolc’hadennou hag emgannou, H. OBER-
MAIER, Das Paläolithikum und Epipaläolithikum Spaniens, war
Anthropos, 1919-1920, pp. 143-79 ; Paläolithicum und Steinzei-
tliche Felskunst in Spanien, war Prähistorische Zeitschrift,
1921-1922, pp. 177-99. Keñveria G. H. LUQUET, war Anthr. 1923,
pp. 563-8.<noinclude><references/></noinclude>
4isa8yg7cuntz34qjq6kbpfixb1q1zr
210337
210232
2026-10-22T11:32:32Z
Aveldro
601
210337
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 68 —|}}</noinclude>menez Pirene hag en hanternoz ar Spagn. Dibaot
da Vagdaleniz skeudenni tud, ha, p’her greont,
pell emañ ar skeudennou-ze diouz talvezout ar
skeudennou-loened diwar o dourn (1). Ar skeudennou-plant,
divoaz da skeudennerien ar pobladou
hemolc’herien a vremañ, a zo hiniennou anezo
e-touez skeudennaduriou Europiz hen-varevez ar
maen.
En eur gevret gand ar skeudenni, Magdaleniz o
deus graet gand al linenni da gaeraat traezou-zo.
Bez’ hon eus diwar o dourn tammou korn karo-erc’h
engravet warno kaeraduriou eeunlinennek
ha kroummlinennek : gourgammou, karrezennou-gwar
kroazigellaouet pe gengreizennet, trôellennou,
hag all. Darn eus an danveziou-ornadur a ra ganto
Magdaleniz ne dint nemet skeudennou-buhezeged
linennekaet.
Boas e oa Magdaleniz da gaeraat o binviou dre
ar c’hizellerez hag ar skeudennerez. Korzennou en
askourn pe en olifant, lufrerou, broudennou
goafiou-bann ha treantou a zo kaeraet evel-se gand
engravaduriou. Ar bizier-banna e korn karo-erc’h,
a dalveze d’ezo da stlepel gant muioc’h a nerz o
goafiou-bann pe o zreantou-pesketa, a veze rôet
d’ezo dre eur c’hizella ijinek stumm eul loen,
(1) War al livaduriou e keviou reter ha gevred ar Spagn
emañ stankoc’h ar skeudennou-tud. Eno ez int bodet alïes e
doare da daolenna hemolc’hadennou hag emgannou, H. OBER-
MAIER, Das Paläolithikum und Epipaläolithikum Spaniens, war
Anthropos, 1919-1920, pp. 143-79 ; Paläolithicum und Steinzeitliche Felskunst in Spanien, war Prähistorische Zeitschrift,
1921-1922, pp. 177-99. Keñveria G. H. LUQUET, war Anthr. 1923,
pp. 563-8.<noinclude><references/></noinclude>
tbxybji82vyzeohsgjtf3g0u8dnvbnw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/79
102
67145
210233
2026-10-21T15:20:23Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "marc’h, gavr pe ejen, gwelet a-dal. E kern penn al loen, ar reun pe ar bleo anezañ houpet ha degaset war-raok, gand an diouskouarn pe ar c’herniel en daou du, a ro furm ar c’hrogig pe an harzell ma veze harpet outi seul ar goaf. A-is ez eo kizellet ar brennid hag an divesker araok. Etre ar re-mañ en em gav ar c’haran a dalveze da lakaat fust ar goaf (1). An toullou a zo en hon anaoudegez eus henoad-vezidi ar maen. — A douez ar binviou, armou ha traez...
210233
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 69 —|}}</noinclude>marc’h, gavr pe ejen, gwelet a-dal. E kern penn al
loen, ar reun pe ar bleo anezañ houpet ha degaset
war-raok, gand an diouskouarn pe ar c’herniel en
daou du, a ro furm ar c’hrogig pe an harzell ma
veze harpet outi seul ar goaf. A-is ez eo kizellet ar
brennid hag an divesker araok. Etre ar re-mañ en
em gav ar c’haran a dalveze da lakaat fust ar
goaf (1).
An toullou a zo en hon anaoudegez eus henoad-vezidi
ar maen. — A douez ar binviou, armou ha traezou
all oberiet gand Europiz hen-varevez ar maen, n’eus
nemed ar re e maen, korn, askourn pe olifant a
gement a zo padet beteg ennomp. Aet da get kement
a oa e prenn, e rusk-gwez pe e ler. N’omp ket evit
gouzout, a-hend-all, penaos edo reizet ar gevredigez
en o zouez, petore yezou a oa ganto ha peseurt kredennou.
Da gredi eo e oa stummet ar gevredigez
ganto heñvel pe zamheñvel ouz ar pez m’emañ
gand ar meuriadou hemolc’herien, pesketaerien ha
kutuilherien eus hon amzer, Norz-Aziaded, Aostraliz
hag Amerindiz. Kemend-all a heller lavarout
eus o c’hredennou. Darn eus an dud skeudennet
gand Oadvezidi ar C’haro-erc’h a hañval beza o
korolli, gweennou (pe masklou) loened war o fenn :
(1) Diwar-benn levroniez an arz magdalenat, lenn DÉCHELETTE, Manuel, I, pp. 201-71 ; BOULE, Hommes fossiles, eil mouladur, pp. 249-62 ; S. REINACH, Répertoire de l’Art quaternaire, 1913.<noinclude><references/></noinclude>
al6igvzugqrqbl4ctlvvp7e2tcaih1e
210338
210233
2026-10-22T11:33:12Z
Aveldro
601
210338
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 69 —|}}</noinclude>marc’h, gavr pe ejen, gwelet a-dal. E kern penn al
loen, ar reun pe ar bleo anezañ houpet ha degaset
war-raok, gand an diouskouarn pe ar c’herniel en
daou du, a ro furm ar c’hrogig pe an harzell ma
veze harpet outi seul ar goaf. A-is ez eo kizellet ar
brennid hag an divesker araok. Etre ar re-mañ en
em gav ar c’haran a dalveze da lakaat fust ar
goaf (1).
{{Kreizañ|'''An toullou a zo en hon anaoudegez eus henoad-vezidi ar maen.'''}}
A douez ar binviou, armou ha traezou
all oberiet gand Europiz hen-varevez ar maen, n’eus
nemed ar re e maen, korn, askourn pe olifant a
gement a zo padet beteg ennomp. Aet da get kement
a oa e prenn, e rusk-gwez pe e ler. N’omp ket evit
gouzout, a-hend-all, penaos edo reizet ar gevredigez
en o zouez, petore yezou a oa ganto ha peseurt kredennou.
Da gredi eo e oa stummet ar gevredigez
ganto heñvel pe zamheñvel ouz ar pez m’emañ
gand ar meuriadou hemolc’herien, pesketaerien ha
kutuilherien eus hon amzer, Norz-Aziaded, Aostraliz
hag Amerindiz. Kemend-all a heller lavarout
eus o c’hredennou. Darn eus an dud skeudennet
gand Oadvezidi ar C’haro-erc’h a hañval beza o
korolli, gweennou (pe masklou) loened war o fenn :
(1) Diwar-benn levroniez an arz magdalenat, lenn DÉCHELETTE, Manuel, I, pp. 201-71 ; BOULE, Hommes fossiles, eil mouladur, pp. 249-62 ; S. REINACH, Répertoire de l’Art quaternaire, 1913.<noinclude><references/></noinclude>
kfzmfu2h788m77idap9fd4z0lz6r7u9
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/80
102
67146
210234
2026-10-21T15:21:01Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e-touez an Eskimoed, an Indianed ha poblou all diseven eus hon amzer, e vez gwisket ar seurd gweennou gand ar sorserien p’emaint o ren o c’horollou-hud. Ar skeudennou-loened stum- met e pri e doun ar mougeviou, engravet pe livet er c’horniou kuzeta ha teñvala, er ribouliou douna anezo, n’eo ket skeudennou loened fero, loened- tigred, bleizi, hag all, ez int, hogen loened dinoaz dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, evned ha pesked ma veve diwa...
210234
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 70 —|}}</noinclude>e-touez an Eskimoed, an Indianed ha poblou all
diseven eus hon amzer, e vez gwisket ar seurd
gweennou gand ar sorserien p’emaint o ren o
c’horollou-hud. Ar skeudennou-loened stum-
met e pri e doun ar mougeviou, engravet pe livet
er c’horniou kuzeta ha teñvala, er ribouliou douna
anezo, n’eo ket skeudennou loened fero, loened-
tigred, bleizi, hag all, ez int, hogen loened dinoaz
dreist-holl, kezeg, kirvi, ejened, olifanted, evned
ha pesked ma veve diwarno Europiz hen-varevez
ar maen. Dre skeudenna al loened-ze e krede d’ezo
moarvat e rojent lusk d’ar gouennou anezo da bao-
taat (1). Kredennou peurheñvel a gaver gand Aos-
traliz hag Amerindiz. Da evesaat eo e vez treset
a-wechou war gostez al loened skeudennet aroue-
ziou hag a hell beza sellet evel aroueziou-perc’henna
pe vestronia : an dourn, an dared gouzreinek
(treant pe saez), an antell (2), an to pe ar gledou-
renn (arouez tõennheñvel). Treuzet-didreuzet a
daoliou-goaf e oa bet an delwennou kezeg ha kizier-
meur e pri dizolôet nevez-zo e mougeo La Fountaou,
e-kichen Montespan (Okitania). Eun arz pri, en
hevelep keo, a oa dibenn, nemet war al leur en e
gichen en em gave penn aet en eskern eur gwir
arz a oa kouezet hep mar ebet diwar gouzoug an
delwenn : trebarzet e oa bet ar penn-ze ivez gand
(1) S. REINACH, l’Art et la Magie, war Anthr. 1903, p. 257.
(2) MAHOUDEAU, Sur un très ancien procédé de capture, war
Rev. mens de l’Ecole d’Anthr. 1909, p. 282. Keñveria H. OBER-
MAIER, Trampas cuaternarias para espiritus malignos, war
Boletin de la Real Sociedad Española de Historia Natural, 1918,
pp. 162-3 ; Anthr. 1921, p. 127.<noinclude><references/></noinclude>
ovmn6nyo1sjm1zge94sjo29kan4infg
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/81
102
67147
210235
2026-10-21T15:21:35Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "eun niver taoliou goaf-bann. Ar strobinelladur- gwalla anvet bugel-koar gand Europiz ar Grenn- amzer a zo diwar an hevelep andon (1). An hena profou da Zoue a zo bet kavet en Drac’henloc’h (Frankonia), an uhela eus holl mou- geviou hen-varevez ar maen (2.445 metrad a-us da c’horread ar mor). Diou eus saliou ar vougeo-ze a oa enno gweleadou rakmousterel hep mein-dourn : eur seurd ijinerez a zo kempred e Reter Europa gand an ijinerez chellezel er C’hor...
210235
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 71 —|}}</noinclude>eun niver taoliou goaf-bann. Ar strobinelladur-
gwalla anvet bugel-koar gand Europiz ar Grenn-
amzer a zo diwar an hevelep andon (1).
An hena profou da Zoue a zo bet kavet en
Drac’henloc’h (Frankonia), an uhela eus holl mou-
geviou hen-varevez ar maen (2.445 metrad a-us da
c’horread ar mor). Diou eus saliou ar vougeo-ze a
oa enno gweleadou rakmousterel hep mein-dourn :
eur seurd ijinerez a zo kempred e Reter Europa
gand an ijinerez chellezel er C’hornog. En diou
sal-ze e oa berniet ouz ar mogeriou hag e koufrou-
maen klopenou diwar arzed-meur ar c’heviou hag
eskern diwar peb a c’har anezo. Ar c’hlopenou-ze
a oa outo an diou vellenn gilpennel genta. Anat
diwar ze e oant bet degaset eno, neket eur wech
digiget, hogen kerkent ha trouc’het diouz al loen
nevez-lazet. Ar pennou hag ar paoiou-ze, anezo ar
pep talvoudusa eus korf al loened hemolc’het, a zo
bet, gwirheñvel, eur preveudi diwar an hemolc’ha-
denn profet gand an hemolc’herien (2).
Ijinerezou hen-varevez ar maen e-maez Europa. —
Broiou an Europ na gouezer ket enno gant rou-
dou eus ijinerezou hen-oadvez ar maen eo ar re
(1) DÉCHELETTE, I, pp. 268-71 ; Th. MAINAGE, les Religions de
la Préhistoire l’Age paléolithique, 1921 ; Anthr. 1923, p. 442.
Beo c’hoaz ar gredenn er bugel-koar gand Amerindiz, Afrikiz,
Aziiz, Indoneziz hag Aostraliz, J. G. FRAZER, Le Rameau d’Or,
I, Magie et Religion, les Tabous, troïdigez c’hallek gant R. Stié-
bel, 1903, pp. 5-14.
(2) Oswald MENGHIN, Der Nachweis des Opfers im Altpaläoli-
thikum, war Wiener prähistorische Zeitschrift, 1926, pp. 11-9 ;
Anthr. 1927, p. 394.<noinclude><references/></noinclude>
gmuap9fwq6olbi2g6znwpvkhtg9wluc
210339
210235
2026-10-22T11:34:37Z
Aveldro
601
210339
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 71 —|}}</noinclude>eun niver taoliou goaf-bann. Ar strobinelladur-gwalla
anvet ''bugel-koar'' gand Europiz ar Grenn-amzer
a zo diwar an hevelep andon (1).
An hena profou da Zoue a zo bet kavet en
Drac’henloc’h (Frankonia), an uhela eus holl mougeviou
hen-varevez ar maen (2.445 metrad a-us da
c’horread ar mor). Diou eus saliou ar vougeo-ze a
oa enno gweleadou rakmousterel hep mein-dourn :
eur seurd ijinerez a zo kempred e Reter Europa
gand an ijinerez chellezel er C’hornog. En diou
sal-ze e oa berniet ouz ar mogeriou hag e koufrou-maen
klopenou diwar arzed-meur ar c’heviou hag
eskern diwar peb a c’har anezo. Ar c’hlopenou-ze
a oa outo an diou vellenn gilpennel genta. Anat
diwar ze e oant bet degaset eno, neket eur wech
digiget, hogen kerkent ha trouc’het diouz al loen
nevez-lazet. Ar pennou hag ar paoiou-ze, anezo ar
pep talvoudusa eus korf al loened hemolc’het, a zo
bet, gwirheñvel, eur preveudi diwar an hemolc’hadenn
profet gand an hemolc’herien (2).
{{Kreizañ|'''Ijinerezou hen-varevez ar maen e-maez Europa.'''}}
Broiou an Europ na gouezer ket enno gant rou-
dou eus ijinerezou hen-oadvez ar maen eo ar re
(1) DÉCHELETTE, I, pp. 268-71 ; Th. MAINAGE, les Religions de
la Préhistoire l’Age paléolithique, 1921 ; Anthr. 1923, p. 442.
Beo c’hoaz ar gredenn er bugel-koar gand Amerindiz, Afrikiz,
Aziiz, Indoneziz hag Aostraliz, J. G. FRAZER, Le Rameau d’Or,
I, Magie et Religion, les Tabous, troïdigez c’hallek gant R. Stiébel, 1903, pp. 5-14.
(2) Oswald MENGHIN, Der Nachweis des Opfers im Altpaläoli-
thikum, war Wiener prähistorische Zeitschrift, 1926, pp. 11-9 ;
Anthr. 1927, p. 394.<noinclude><references/></noinclude>
rf7nbqf2ut2nk1vn2pjwgz3njh4syas
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/82
102
67148
210236
2026-10-21T15:22:07Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "a oa sebeliet dindan ar skournegi, da lavarout eo Iwerzon, hanternoz Breiz-Veur, Skandinavia, han- ternoz an Alamagn, hanternoz Rusia, Helvetia ha Tirol. Heñvel e c’hoarvez, er-maez eus an Europ, gand uhelenn-veur an Iran ha kevrennou hanternoz Norz-Amerika. Stank a-walc’h er broiou all eus ar bed an armou hag ar binviou maen, d’ezo ar stumm chellezel, acheulel, mousterel, aorignakel, solutreel ha magdalenel. Nemet gwall-deñval eo c’hoaz an amzeroniez...
210236
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 72 —|}}</noinclude>a oa sebeliet dindan ar skournegi, da lavarout eo
Iwerzon, hanternoz Breiz-Veur, Skandinavia, han-
ternoz an Alamagn, hanternoz Rusia, Helvetia ha
Tirol. Heñvel e c’hoarvez, er-maez eus an Europ,
gand uhelenn-veur an Iran ha kevrennou hanternoz
Norz-Amerika. Stank a-walc’h er broiou all eus ar
bed an armou hag ar binviou maen, d’ezo ar stumm
chellezel, acheulel, mousterel, aorignakel, solutreel
ha magdalenel. Nemet gwall-deñval eo c’hoaz an
amzeroniez anezo, ha n’eo ket bet anataet a-benn-
bremañ evid ar broiou m’o c’haver al lerc’h-ouz-
lerc’h eus an ijinerezou evel ma ’z eus bet graet
evid an Europ, dreist-holl evid Kornog an Europ :
Bro-C’hall hag Okitania.
En Afrik, binviou-maen benet a-skolpadou
heñvel ouz re Europa a zo bet kavet adal aodou
ar Mor Kreizdouarek en Hanternoz betek Treva-
denn ar C’hap er C’hreisteiz. Re an Ejipt a denn
hep mar ebet d’ar pleistoken ha kevoad ez int gant
re Europa (1). E Berberia (2), ez int bet dizolôet e
meur a lec’h a-ser gant relegou loened kollet ar
ouenn anezo, en o zouez eur ouenn-olifanted
(Elephas atlanticus), pe gant relegou diwar loened
na vevont ken bremañ nemed er c’hreisteiz d’ar
Sahara. Kosa ijinerez Berberia a zo peurheñvel ouz
ijinerezou kosa hen-varevez ar maen en Europ,
(1) C. G. SELIGMAN, The Older Palaeolithic Age in Egypt, war
Journal of the Royal Anthr. Institute, 1921, pp. 115-44 ; Anthr.
1923, pp. 229-30.
(2) Berberia a reer eus broiou hanternoz an Afrik a oa, e
derou an istorvez, e dalc’h ar Verbered : Tripolitana, Tunizia,
Algeria ha Maroko.<noinclude><references/></noinclude>
qz3o4farfw6zglyb6rl8ht6hcy035mg
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/83
102
67149
210237
2026-10-21T15:22:40Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "nemed en hevelep liveadou eo e kaver eno ar stum- mou chellezel, acheulel ha mousterel. Warlere’h an ijinerez koz-se, e teu an ijinerez kapsel (1) pe ijinerez an debrerien melc’houed-krogennek : heñvel-bras eo mein-tan benet an ijinerez aorigna- kel en Europ. An ijinerez kapsel a zo roudou diwar e zilerc’h beteg e kreisteiz an Afrik (2). An ijine- rezou a zeu war e lerc’h na dennont ken da hen- varevez ar maen : heñvel an traezou oberiet anezo war eun...
210237
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 73 —|}}</noinclude>nemed en hevelep liveadou eo e kaver eno ar stum-
mou chellezel, acheulel ha mousterel. Warlere’h
an ijinerez koz-se, e teu an ijinerez kapsel (1) pe
ijinerez an debrerien melc’houed-krogennek :
heñvel-bras eo mein-tan benet an ijinerez aorigna-
kel en Europ. An ijinerez kapsel a zo roudou diwar
e zilerc’h beteg e kreisteiz an Afrik (2). An ijine-
rezou a zeu war e lerc’h na dennont ken da hen-
varevez ar maen : heñvel an traezou oberiet anezo
war eun dro ouz re ijinerez tardenezel Europa hag
ouz re ijinerez nevez-varevez ar maen en Ejipt :
binviou-maen lufret ha podou pri a zo en o zouez.
Stank-souezus ar roudou diwar ijinerezou ar
maen er Sahara, dreist-holl a-hed naoziou ar
stêriou aet a-benn-bremañ da hesk. Binviou stumm
chellezel a gaver eno, hag ivez binviou stumm
mousterel, aorignakel, kapsel. Ijinerezou ar maen
er Sahara a zo heñvel-meurbet ouz re Verberia hag
an Ejipt.
Er Soudan, er C’hongo, e Bro-Somal, en Abisinia
hag er broiou diouz kreisteiz an Afrik, e kejer, pe
war varr an douar pe ebarz an dichaladuriou koz,
ouz binviou, d’ezo ar stummm chellezel, acheulel,
mousterel, aorignakel, solutreel ha magdalenel (3).
(1) Eus Kapsa, ano hen-amzerel ar gêr anvet bremañ Gafsa,
e Tunizia.
(2) A. J. H. GOODWIN, Capsian affinities of South African
later Stone Age, war South African Journal of Science, miz Du
1925, pp. 428-36 ; Anthr. 1927, pp. 169-70.
(3) L. PERINGUEY, The Stone Ages of South Africa, war Annals
of the South African Museum, 1911 ; A. J. H. GOODWIN, A
Handbook to the collections of Stone implements, embannet
gand ar South African Museum, 1927 ; Anthr. 1928, pp. 160-1.<noinclude><references/></noinclude>
bsn6oa343552m8hpm9pdfl4hkqwajy8
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/84
102
67150
210238
2026-10-21T15:23:27Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> Eun tammig dre-holl en Afrik, eus Berberia da Drevadenn ar C’hap, e tegouezer gant skeudennou engravet pe livet war rec’hell, taolennet enno loened hag hemolc’herien. Kevoadek n’int ket avat. Skeu- dennou war rec’hell Afrik an Hanternoz, ar re a zo taolennet enno loened aet diwar ar vro (olifan- ted, frikorneged, jirafed) pe aet diwar ar bed (hen- vual, Bubalus antiquus) a zo koz-koz, hep ma heller lavarout koulskoude e tennont da hen-...
210238
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 74 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Eun tammig dre-holl en Afrik, eus Berberia da
Drevadenn ar C’hap, e tegouezer gant skeudennou
engravet pe livet war rec’hell, taolennet enno loened
hag hemolc’herien. Kevoadek n’int ket avat. Skeu-
dennou war rec’hell Afrik an Hanternoz, ar re a
zo taolennet enno loened aet diwar ar vro (olifan-
ted, frikorneged, jirafed) pe aet diwar ar bed (hen-
vual, Bubalus antiquus) a zo koz-koz, hep ma heller
lavarout koulskoude e tennont da hen-varevez ar
maen (1). Er c’hontrol, darn eus engravaduriou ha
livaduriou war rec’hell Kreisteiz an Afrik a zo
diwar dourn ar Vochimaned a veve er vro d’ar
mare ma tegouezas Europiz (2).
E Siria hag e Palestina, e kaver an holl zoareou
binviou europat eus hen-varevez ar maen a-douez
gant relegou diwar gouennou-loened, darn anezo
aet diwar ar bed, darn all diwar ar vro. Anataet
eo dre-se e tenn, e Kornog an Azi, ar binviou-maen
benet a-skolp d’ar pleistoken.
E Siberia, binviou-maen stumm chellezel pe
vousterel a zo bet dizouaret, a-gevret gant traezou
askourn, olifant, korn karo-erc’h en Aphontova-
Gora, e-kichen kêr Krasnoïarsk, diouz an han-
ternoz da venez Altaï. Relegou diwar olifanted
kreoñennek, frikorneged hirvlevek, en eun douez
(1) G. B. M. FLAMAND, les Pierres écrites : Gravures et Ins-
criptions rupestres du Nord-Africain, 1921. Keñveria Anthr.
1923, pp. 399-401.
(2) L. PERINGUEY, On rock-engravings of animals and the
human figure, war Transactions of the South African Philoso-
phical Society, 1906, 1909 ; F. CHRISTOL, Au Sud de l’Afrique,
eil mouladur, 1900, pp. VII-XIV, 141-58.<noinclude><references/></noinclude>
nodo8rei9xei0z2fdglfyrh1fqx8y62
210340
210238
2026-10-22T11:35:40Z
Aveldro
601
210340
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 74 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Eun tammig dre-holl en Afrik, eus Berberia da
Drevadenn ar C’hap, e tegouezer gant skeudennou
engravet pe livet war rec’hell, taolennet enno loened
hag hemolc’herien. Kevoadek n’int ket avat. Skeudennou
war rec’hell Afrik an Hanternoz, ar re a
zo taolennet enno loened aet diwar ar vro (olifanted,
frikorneged, jirafed) pe aet diwar ar bed (hen-vual,
''Bubalus antiquus'') a zo koz-koz, hep ma heller
lavarout koulskoude e tennont da hen-varevez ar
maen (1). Er c’hontrol, darn eus engravaduriou ha
livaduriou war rec’hell Kreisteiz an Afrik a zo
diwar dourn ar Vochimaned a veve er vro d’ar
mare ma tegouezas Europiz (2).
E Siria hag e Palestina, e kaver an holl zoareou
binviou europat eus hen-varevez ar maen a-douez
gant relegou diwar gouennou-loened, darn anezo
aet diwar ar bed, darn all diwar ar vro. Anataet
eo dre-se e tenn, e Kornog an Azi, ar binviou-maen
benet a-skolp d’ar pleistoken.
E Siberia, binviou-maen stumm chellezel pe
vousterel a zo bet dizouaret, a-gevret gant traezou
askourn, olifant, korn karo-erc’h en Aphontova-Gora,
e-kichen kêr Krasnoïarsk, diouz an hanternoz
da venez Altaï. Relegou diwar olifanted
kreoñennek, frikorneged hirvlevek, en eun douez
(1) G. B. M. FLAMAND, les Pierres écrites : Gravures et Ins-
criptions rupestres du Nord-Africain, 1921. Keñveria Anthr.
1923, pp. 399-401.
(2) L. PERINGUEY, On rock-engravings of animals and the
human figure, war Transactions of the South African Philoso-
phical Society, 1906, 1909 ; F. CHRISTOL, Au Sud de l’Afrique,
eil mouladur, 1900, pp. VII-XIV, 141-58.<noinclude><references/></noinclude>
92v7fmlha6jjirtbcl1vwydiwt0h1zf
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/85
102
67151
210239
2026-10-21T15:24:14Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gand an hendraezou-ze, a laka anat kevoadegez ehanlec’h Aphontova-Gora gand ehanlec’hiou hen- varevez ar maen bet studiet en Europ. Spisaet eo e Bro-Sina hender bras ar binviou- maen benet a-skolpadou dre al lec’hiou m’o c’ha- ver : izela gwiskadou al leus (1), douna gweleadou traez, grouan ha lec’hid eus ar rannhoalad pleis- token. En eun douez ganto ez eus relegou loened aet pell-zo diwar ar bed pe diwar ar vro : olifan- ted kreoñennek, frikorneged...
210239
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 75 —|}}</noinclude>gand an hendraezou-ze, a laka anat kevoadegez
ehanlec’h Aphontova-Gora gand ehanlec’hiou hen-
varevez ar maen bet studiet en Europ.
Spisaet eo e Bro-Sina hender bras ar binviou-
maen benet a-skolpadou dre al lec’hiou m’o c’ha-
ver : izela gwiskadou al leus (1), douna gweleadou
traez, grouan ha lec’hid eus ar rannhoalad pleis-
token. En eun douez ganto ez eus relegou loened
aet pell-zo diwar ar bed pe diwar ar vro : olifan-
ted kreoñennek, frikorneged hirvlevek, oc’hen-
moueek, bleizbroc’hed, struskañvaled, hag all (2).
En Indez, hogos dre-holl, e tegouezer gant bin-
viou-maen heñvel ouz binviou europat hen-varevez
ar maen, pe skignet war ar barr pe zouaret ebarz
an hen-zichaladuriou ledet gand ar stêriou.
A-gevret ganto eskern loened aet da get, marc’h-
kantreer (Equus nomadicus), dourvarc’h hen-
indezat (Hippopotamus palaeindicus), pe aet bre-
mañ da arall-vro, evel an ejen hen-indezat (Bos
palaeindicus). En Indez evel en Europ, ez eus
keviou, skeudennou engravet ha livet war o moge-
riou : ar skeudennou-ze a zo taolennet ganto hemol-
c’hadennou, korollou renet gant tud masklet o
dremm. War unan eus al livaduriou-ze e veler
skeudennet kangouroued na gaver bremañ ken ar
ouenn anezo nemed en Aostralia (3).
(1) Leus a raer eus lec’hid an uhelennou o tont eus an
daskrignadur gand an doureier gouez hag eus dispennidigez
rec’hell ar gorre dre an ensila hag ar skourna-diskourna. An
avel, dre zastum poultrennou, he deus bet ivez he ferz e furmidigez al leus.
(2) Anthr. 1923, pp. 630-1.
(3) P. T. SRINIVASA AYYANGAR, The Stone Age in India, emban-
net gant Skol-Veur Madras, 1926 ; Anthr. 1928, pp. 159-60 ;<noinclude><references/></noinclude>
od1kirwzfgwycn7be9fwcv6znfpp0vf
210341
210239
2026-10-22T11:36:31Z
Aveldro
601
210341
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 75 —|}}</noinclude>gand an hendraezou-ze, a laka anat kevoadegez
ehanlec’h Aphontova-Gora gand ehanlec’hiou hen-
varevez ar maen bet studiet en Europ.
Spisaet eo e Bro-Sina hender bras ar binviou-
maen benet a-skolpadou dre al lec’hiou m’o c’ha-
ver : izela gwiskadou al leus (1), douna gweleadou
traez, grouan ha lec’hid eus ar rannhoalad pleis-
token. En eun douez ganto ez eus relegou loened
aet pell-zo diwar ar bed pe diwar ar vro : olifan-
ted kreoñennek, frikorneged hirvlevek, oc’hen-
moueek, bleizbroc’hed, struskañvaled, hag all (2).
En Indez, hogos dre-holl, e tegouezer gant bin-
viou-maen heñvel ouz binviou europat hen-varevez
ar maen, pe skignet war ar barr pe zouaret ebarz
an hen-zichaladuriou ledet gand ar stêriou.
A-gevret ganto eskern loened aet da get, marc’h-kantreer
(''Equus nomadicus''), dourvarc’h hen-indezat
(''Hippopotamus palaeindicus''), pe aet bremañ
da arall-vro, evel an ejen hen-indezat (''Bos''
''palaeindicus''). En Indez evel en Europ, ez eus
keviou, skeudennou engravet ha livet war o moge-
riou : ar skeudennou-ze a zo taolennet ganto hemol-
c’hadennou, korollou renet gant tud masklet o
dremm. War unan eus al livaduriou-ze e veler
skeudennet kangouroued na gaver bremañ ken ar
ouenn anezo nemed en Aostralia (3).
(1) Leus a raer eus lec’hid an uhelennou o tont eus an
daskrignadur gand an doureier gouez hag eus dispennidigez
rec’hell ar gorre dre an ensila hag ar skourna-diskourna. An
avel, dre zastum poultrennou, he deus bet ivez he ferz e furmidigez al leus.
(2) Anthr. 1923, pp. 630-1.
(3) P. T. SRINIVASA AYYANGAR, The Stone Age in India, emban-
net gant Skol-Veur Madras, 1926 ; Anthr. 1928, pp. 159-60 ;<noinclude><references/></noinclude>
nv92yk243t2g9ehn7wgbjmyjjf7hd6w
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/86
102
67152
210240
2026-10-21T15:25:05Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> Mougeviou enez Sumatra hag enez Selebez a zo bet dizolôet enno binviou-maen heñvel ouz re mougeviou magdalenel Europa. En Aostralia, e kejer ouz holl ijinerezou europat hen-varevez ar maen a-gevret gant bouc’hili kaer e maen lufret. Kempred e vije bet an holl zoareou binviou-ze, war a lavarer, pa ’z edo Aostraliz oc’h ober ganto c’hoaz da vare donedigez Europiz en o bro (1). N’eus netra bete-vremañ o testenia en eun doare anat ha dia...
210240
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 76 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Mougeviou enez Sumatra hag enez Selebez a zo
bet dizolôet enno binviou-maen heñvel ouz re
mougeviou magdalenel Europa.
En Aostralia, e kejer ouz holl ijinerezou europat
hen-varevez ar maen a-gevret gant bouc’hili kaer
e maen lufret. Kempred e vije bet an holl zoareou
binviou-ze, war a lavarer, pa ’z edo Aostraliz oc’h
ober ganto c’hoaz da vare donedigez Europiz en
o bro (1).
N’eus netra bete-vremañ o testenia en eun doare
anat ha diarvar e vije bet en Amerika kenoad-
vezidi da Chelleziz, Acheuliz, Mousteriz, Aorigna-
kiz, Solutreïz ha Magdaleniz. Ar mougeviou o deus
degaset ker stank en Europ traezou oberiet diwar
hen-ijinerezou an dud-ze a-gevret gant relegou
diouto, n’eus bet kavet enno en Amerik tra ebet,
nemet daskoret o deus eskern diwar tud a oa
heñvel-kenañ ouz an Indianed o veva bremañ er
vro ha traezou peurheñvel ouz ar re a oberient e
mare donedigez Europiz. Stank a-walc’h e vez
koulskoude ar binviou-maen stumm chellezel,
acheulel, hag all, en Amerik, a-varr war an uhel-
ennou pe zouaret en dichaladuriou, nemet kevoad
e hañvalont beza peurliesa gant binviou devez-
PANCHANAN MITRA, Prehistoric Cultures and Races of India,
Kalkutta, 1920 ; Prehistoric Arts and Crafts of India, 1920 ;
Anthr. 1923, pp. 222-6.
(1) G. HORNE, Aboriginal Stone Implements of S. W. Victoria,
war Australasian Association for the Advancement of Science,
Genver 1921 ; Anthr. 1923, p. 231 ; Walter HOWCHIN, On the
Occurence of Aboriginal Stone Implements of unusual Types
in the Tablelands of Central Australia, war Transactions of
the Royal Soc. of South Australia, 1921, pp. 206-30 ; Anthr.
1923, pp. 547-8.<noinclude><references/></noinclude>
3wkfyebe2cpo4ws4z9fi73y7ovw41it
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/87
102
67153
210241
2026-10-21T15:26:27Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "varevez ar maen : divrasaduriou anezo ne vijent ken, hervez amparta hendraourien ar Stadou- Unanet (1). Er Stadou-Unanet evelato, Trenton (New- Jersey), dindan eur gwiskad douar du (black soil), stank ennañ ar bouc’hili maen lufret, ar podou pri ha traezou all diwar dourn an Indianed a zalc’he gwechall ar vro, e oa eur gwelead douar melen, lec’hidek ha traezek, ennañ binviou-maen benet a-skolpadou. Dindan ar gwelead-ze, en em astenne eur gwelead groz...
210241
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 77 —|}}</noinclude>varevez ar maen : divrasaduriou anezo ne vijent
ken, hervez amparta hendraourien ar Stadou-
Unanet (1).
Er Stadou-Unanet evelato, Trenton (New-
Jersey), dindan eur gwiskad douar du (black soil),
stank ennañ ar bouc’hili maen lufret, ar podou pri
ha traezou all diwar dourn an Indianed a zalc’he
gwechall ar vro, e oa eur gwelead douar melen,
lec’hidek ha traezek, ennañ binviou-maen benet
a-skolpadou. Dindan ar gwelead-ze, en em astenne
eur gwelead grozol, binviou-maen fraostoc’h c’hoaz
ennañ. Eus ar rannhoalad pleistoken e hallfe beza
ar gwiskad-grozol-ze.
Pell-bras diouz Trenton, er c’hompezennou ledet
etre stêr Visisipi hag ar Meneziou Rochellek, brou-
dennou-birou e maen-tan, disheñvel en o stumm
diouz ar re a rae ganto Indianed ar vro, a zo bet
kavet doun a-walc’h e-mesk dichaladuriou o tenna
(war a greder) d’ar pleistoken (2). Sanket e oant e
relegennou eun doare ejen aet diwar ar bed : an
ejen-moueek kornogel (Bison occidentalis). En
Teksas, a-gevret gand ar relegou diwar an ejen-
moueek kornogel, ez oa eskern diwar loened all
steuziet ivez ar ouenn anezo : eur chañval bras
(Camelops), diou ouenn hen-varc’h, unan ventet-
bras, eben mentet-bihan, daou zoare olifant {{Tired|hirv|levek}}
(1) W. H. HOLMES, Handbook of Aboriginal American Anti-
quities ; I. Introductory : The lithic Industries, embannet gand
ar Smithsonian Institution (Bureau of American Ethnology),
Washington, 1919 ; Anthr. 1923, pp. 412-4.
(2) Kavadennou graet e Nebraska, Kansas, Oklahoma, Teksas,
Meksik-Nevez, Anthr. 1928, pp. 23-49.<noinclude><references/></noinclude>
nl42dpoopnh6ygcl0hh2bezjzv7bzh7
210342
210241
2026-10-22T11:39:31Z
Aveldro
601
210342
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 77 —|}}</noinclude>varevez ar maen : divrasaduriou anezo ne vijent
ken, hervez amparta hendraourien ar Stadou-
Unanet <ref>W. H. {{sc|Holmes}}, ''Handbook of Aboriginal American Antiquities'' ; ''I. Introductory : The lithic Industries'', embannet gand ar ''Smithsonian Institution (Bureau of American Ethnology''), Washington, 1919 ; ''Anthr''. 1923, pp. 412-4.</ref>.
Er Stadou-Unanet evelato, Trenton (New-Jersey),
dindan eur gwiskad douar du (''black soil''),
stank ennañ ar bouc’hili maen lufret, ar podou pri
ha traezou all diwar dourn an Indianed a zalc’he
gwechall ar vro, e oa eur gwelead douar melen,
lec’hidek ha traezek, ennañ binviou-maen benet
a-skolpadou. Dindan ar gwelead-ze, en em astenne
eur gwelead grozol, binviou-maen fraostoc’h c’hoaz
ennañ. Eus ar rannhoalad pleistoken e hallfe beza
ar gwiskad-grozol-ze.
Pell-bras diouz Trenton, er c’hompezennou ledet
etre stêr Visisipi hag ar Meneziou Rochellek, broudennou-birou
e maen-tan, disheñvel en o stumm
diouz ar re a rae ganto Indianed ar vro, a zo bet
kavet doun a-walc’h e-mesk dichaladuriou o tenna
(war a greder) d’ar pleistoken <ref>Kavadennou graet e Nebraska, Kansas, Oklahoma, Teksas, Meksik-Nevez, ''Anthr''. 1928, pp. 23-49.</ref>. Sanket e oant e
relegennou eun doare ejen aet diwar ar bed : an
ejen-moueek kornogel (''Bison occidentalis''). En
Teksas, a-gevret gand ar relegou diwar an ejen-
moueek kornogel, ez oa eskern diwar loened all
steuziet ivez ar ouenn anezo : eur chañval bras
(''Camelops''), diou ouenn hen-varc’h, unan ventet-bras,
eben mentet-bihan, daou zoare olifant {{Tired|hirv|levek}}<noinclude><references/></noinclude>
hjuue9hlqjgkayootah0tp3yx0q67xy
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/88
102
67154
210242
2026-10-21T15:28:06Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|hirv|levek}}. En Oklahoma, a-us d’ar gweleadou bili, grouan ha traez e-lec’h m’eo bet kavet ar brou- dennou-saez, ez oa eur gwiskad pri ruz, eskern ennañ diwar olifant Kolomb (Elephas Columbi). En Amerik ar Chreisteiz, hini ebet eus ar binviou-maen dastumet bete-vremañ adal mor an Antilhez betek beg-douar Horn ne hañval beza kosoc’h eget derou ar rannhoalad holoken. Gant kavadennou da zonet e vezo degaset moar- vat sklerijenn war amzeroniez...
210242
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 78 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirv|levek}}. En Oklahoma, a-us d’ar gweleadou bili,
grouan ha traez e-lec’h m’eo bet kavet ar brou-
dennou-saez, ez oa eur gwiskad pri ruz, eskern
ennañ diwar olifant Kolomb (Elephas Columbi).
En Amerik ar Chreisteiz, hini ebet eus ar
binviou-maen dastumet bete-vremañ adal mor an
Antilhez betek beg-douar Horn ne hañval beza
kosoc’h eget derou ar rannhoalad holoken.
Gant kavadennou da zonet e vezo degaset moar-
vat sklerijenn war amzeroniez hag istor ijinerezou
hen-varevez ar maen e-maez Europa. A-walc’h eo
ar pez a c’houzomp a-benn-bremañ, d’eomp da
denna dioutañ an nebeut kenteliou-mañ, mat da
eñvori bep gwech ma pleustrer war studi hen-
draezou oadvez ar maen :
1° Binviou heñvel n’eo ket atao binviou kem-
pred ez int. Eur skouer amañ a-douez meur a hini :
edo en XIX kantved Indianed broustegi Brazil
oc’h ober c’hoaz gant bouc’hili maen lufret peur-
heñvel ouz ar re a oa boaziet gant Skandinaviz
nevez-varevez ar maen, 4.000 bloaz diouzomp (1).
2° Diwar heñvelderiou etre armou ha binviou,
n’eo ket reiz dastum ez int bet oberiet gant tud
heñvel-ouenn. Amañ e talv c’hoaz skouer Indianed
Brazil ha hen-Skandinaviz. Melengroc’heneien
verr-ventek, bleo ha daoulagad peurzu, a zo eus
Indianed Amerik ar C’hreisteiz. Gwenngroc’henek
eo Skandinaviz ha stank en o c’hremiz an dud {{Tired|hirven|tek}}
(1) J. DE MORGAN, le Monde oriental avant l’Histoire : l’Asie
antérieure et l’Egypte, war Anthr. 1924, pp. 18-9.<noinclude><references/></noinclude>
cksfz4hl8be995i62ch7496e2dfijk3
210343
210242
2026-10-22T11:41:41Z
Aveldro
601
210343
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 78 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirv|levek}}. En Oklahoma, a-us d’ar gweleadou bili,
grouan ha traez e-lec’h m’eo bet kavet ar brou-
dennou-saez, ez oa eur gwiskad pri ruz, eskern
ennañ diwar olifant Kolomb (''Elephas Columbi'').
En Amerik ar Chreisteiz, hini ebet eus ar
binviou-maen dastumet bete-vremañ adal mor an
Antilhez betek beg-douar Horn ne hañval beza
kosoc’h eget derou ar rannhoalad holoken.
Gant kavadennou da zonet e vezo degaset moar-
vat sklerijenn war amzeroniez hag istor ijinerezou
hen-varevez ar maen e-maez Europa. A-walc’h eo
ar pez a c’houzomp a-benn-bremañ, d’eomp da
denna dioutañ an nebeut kenteliou-mañ, mat da
eñvori bep gwech ma pleustrer war studi hen-
draezou oadvez ar maen :
1° ''Binviou heñvel n’eo ket atao binviou kempred''
''ez int''. Eur skouer amañ a-douez meur a hini :
edo en XIX{{vet}} kantved Indianed broustegi Brazil
oc’h ober c’hoaz gant bouc’hili maen lufret peur-heñvel
ouz ar re a oa boaziet gant Skandinaviz
nevez-varevez ar maen, 4.000 bloaz diouzomp <ref>J. {{sc|de Morgan}}, ''le Monde oriental avant l’Histoire : l’Asie antérieure et l’Egypte'', war ''Anthr''. 1924, pp. 18-9.</ref>.
2° ''Diwar heñvelderiou etre armou ha binviou,''
''n’eo ket reiz dastum ez int bet oberiet gant tud''
''heñvel-ouenn''. Amañ e talv c’hoaz skouer Indianed
Brazil ha hen-Skandinaviz. Melengroc’heneien
verr-ventek, bleo ha daoulagad peurzu, a zo eus
Indianed Amerik ar C’hreisteiz. Gwenngroc’henek
eo Skandinaviz ha stank en o c’hremiz an dud {{Tired|hirven|tek}}<noinclude><references/></noinclude>
emb7id35qu4n598i5mjrdgpo7qu6lm1
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/89
102
67155
210243
2026-10-21T15:29:34Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|hirven|tek}}, bleo melen ha daoulagad glas. Lies skouer all a hellfemp staga ouspenn. 3° An heñvelderiou etre sevenaduriou an traezou oberiet e-pad hen-oadvez ar maen a hell beza diskleriet, pa vez ano a vroiou amezek, dre an darempredou o deus bet an dud kenetrezo : ken- werz, divrôadegou, aloubadegou. Diarvar n’eo ket, evelato, ober dalc’hmat gand an diskleriadur-ze, dreist-holl pa vez kel a vroiou pell-pell an eil diouz eben. Gwell eo kao...
210243
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 79 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirven|tek}}, bleo melen ha daoulagad glas. Lies skouer all
a hellfemp staga ouspenn.
3° An heñvelderiou etre sevenaduriou an traezou
oberiet e-pad hen-oadvez ar maen a hell beza
diskleriet, pa vez ano a vroiou amezek, dre an
darempredou o deus bet an dud kenetrezo : ken-
werz, divrôadegou, aloubadegou. Diarvar n’eo ket,
evelato, ober dalc’hmat gand an diskleriadur-ze,
dreist-holl pa vez kel a vroiou pell-pell an eil diouz
eben. Gwell eo kaout koun n’eus ket kant doare da
vena ar maen-mañ-maen d’ober gantañ eun arm
pe eur benveg bennak. N’eus ket kant stumm da
rei d’ar maen-ze evid ober gantañ eur benveg mat
da flastra, da drouc’ha, da doulla. Gant-se, e meur
a lec’h war an Douar, o deus gallet rummadou-tud
kavout drezo o-unan, diwar arnodi stank, an nebeut
doareou ha stummou-ze, kuit a bep darempred
kenetrezo hag a bep amprest.
{{Kreizañ|'''Treuzvevaduriou diwar ijinerezou ha doare-beva<br>hen-oadvezidi ar maen en Amzer-vremañ.'''}}
War-dro ar bloaz 10.000 kent H. S. eo e teuas d’e
zibenn hen-varevez ar maen en Europ. Er-maez
eus an Europ, va-hont ha va-ze, e korniennou dis-
tro eus ar bed, e kaved c’hoaz, eun nebeut bloa-
veziou pe gantvedou ’zo rummadou-tud diwar
meur a ouenn hag o doa dalc’het da ijinerezou ha
da vuhezegez hen-oadvezidi ar maen.
Er XV{{vet}} kantvet goude H. S., pa zouaras ar
Veneziad Cadamosto en enezennou Kanaria, e<noinclude><references/></noinclude>
fmwdew1wg226bqjezins3w9chozypdj
210344
210243
2026-10-22T11:43:23Z
Aveldro
601
210344
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 79 —|}}</noinclude>{{Tired2|hirven|tek}}, bleo melen ha daoulagad glas. Lies skouer all
a hellfemp staga ouspenn.
3° An heñvelderiou etre sevenaduriou an traezou
oberiet e-pad hen-oadvez ar maen a hell beza
diskleriet, ''pa vez ano a vroiou amezek'', dre an
darempredou o deus bet an dud kenetrezo : ''kenwerz'',
''divrôadegou, aloubadegou''. Diarvar n’eo ket,
evelato, ober dalc’hmat gand an diskleriadur-ze,
dreist-holl ''pa vez kel a vroiou pell-pell an eil diouz''
''eben''. Gwell eo kaout koun ''n’eus ket kant doare'' da
vena ar maen-mañ-maen d’ober gantañ eun arm
pe eur benveg bennak. ''N’eus ket kant stumm'' da
rei d’ar maen-ze evid ober gantañ eur benveg mat
da flastra, da drouc’ha, da doulla. ''Gant-se, e meur''
''a lec’h war an Douar, o deus gallet rummadou-tud''
''kavout drezo o-unan, diwar arnodi stank, an nebeut''
''doareou ha stummou-ze, kuit a bep darempred''
''kenetrezo hag a bep amprest''.
{{Kreizañ|'''Treuzvevaduriou diwar ijinerezou ha doare-beva<br>hen-oadvezidi ar maen en Amzer-vremañ.'''}}
War-dro ar bloaz 10.000 kent H. S. eo e teuas d’e
zibenn hen-varevez ar maen en Europ. Er-maez
eus an Europ, va-hont ha va-ze, e korniennou distro
eus ar bed, e kaved c’hoaz, eun nebeut bloaveziou
pe gantvedou ’zo rummadou-tud diwar
meur a ouenn hag o doa dalc’het da ijinerezou ha
da vuhezegez hen-oadvezidi ar maen.
Er XV{{vet}} kantvet goude H. S., pa zouaras ar
Veneziad Cadamosto en enezennou Kanaria, e<noinclude><references/></noinclude>
sonrvzth1wktw03nynwf0726alghpcc
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/90
102
67156
210244
2026-10-21T15:29:56Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "kavas tud an enezennou-ze, Gouanched o ano, ganto bouc'hili, kontilli ha binviou all e maen benet a-skolpadou. Goafiou o doa, aet eun doare prenn kalet evel houarn d'ober ar fust anezo ha d'ober o broudenn eur c'horn lemm. Maen, prenn, askourn pe ler a yae ganto da zanvez o zraezou-tiegez. Drein-pesked a lakaent da nadoziou da wriat ha da higennou da besketa. Gant plantennou neu- dennek e raent gwiadou ha mantilli evid ar roueed hag an uhelidi. En noa...
210244
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 80 —|}}</noinclude>kavas tud an enezennou-ze, Gouanched o ano,
ganto bouc'hili, kontilli ha binviou all e maen benet
a-skolpadou. Goafiou o doa, aet eun doare prenn
kalet evel houarn d'ober ar fust anezo ha d'ober
o broudenn eur c'horn lemm. Maen, prenn, askourn
pe ler a yae ganto da zanvez o zraezou-tiegez.
Drein-pesked a lakaent da nadoziou da wriat ha
da higennou da besketa. Gant plantennou neu-
dennek e raent gwiadou ha mantilli evid ar roueed
hag an uhelidi. En noaz-glan ez ae tud ar werin,
nemet hiniennou a oa eur c'hroc'hen gavr en-dro d'o
c'horf. O annez a raent peurliesa er mougeviou a
zo stank-kenan war an enezennou tanveneziek-
-ze (1). Ar Ouanched koulskoude a oa gounideien-
douar (mell a hadent) ha mesaerien-loened (baga-
dou-gevr o devoa). Ouspenn-ze, e ouient stumma
podou-pri. En tri feur-ze e oant desketoc'h eged
Europiz hen-varevez ar maen. Fraost meurbet,
a-hend-all, e oa ar binviou-maen oberiet ganto,
fraostoc'h eget binviou hen-Europiz, o veza n'eus
en enezennou Kanaria doare-maen ebet aes da vena
(n'eus ket a vaen-tan eno). Ret e oa d'ar Ouanched
ober gant krag, lava, bazalt, garv-vaen (pe trachit),
gwer menez-tan (pe obsidian), anezo holl doareou-
maen hag a zo teuch da vena aketus (2). Hervez an
(1) Doktor R. VERNEAU, Habitations, sépultures et lieux sacrés
des anciens Canariens, 1889 (diwar Rev. d'Ethnographie, mouladur distag).
(2) R. VERNEAU, l'Industrie de la pierre chez les anciens
habitants de l'archipel canarien, war Rev. d'Ethnographie, 1887,
pp. 361-82.<noinclude><references/></noinclude>
hdr5xsnocgr81ys5l1jqhnzopt8o8ff
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/91
102
67157
210245
2026-10-21T15:30:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "istorour spagnat Viera y Clavijo, e rae ar Ouan- ched tabona eus an ulmennou gwer menez-tan a dalveze d'ezo da gontilli (1). Eur boblad-tud gwenn he c'hroc'hen, mentet- uhel ha neuziet-kaer a oa eus ar Ouanched-ze (2). O yez, aet da get abaoe ar XVII kantved, mouget gand ar spagnoleg, a oa geriou berberek enni ha berberek e oa ivez an nebeudig a anavezomp eus ar c'hramadeg anezi (3). Giziou mat ha lezennou reizus meurbet d'ar vuhezegez a oa gand enez...
210245
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 81 —|}}</noinclude>istorour spagnat Viera y Clavijo, e rae ar Ouan-
ched tabona eus an ulmennou gwer menez-tan a
dalveze d'ezo da gontilli (1).
Eur boblad-tud gwenn he c'hroc'hen, mentet-
uhel ha neuziet-kaer a oa eus ar Ouanched-ze (2).
O yez, aet da get abaoe ar XVII kantved, mouget
gand ar spagnoleg, a oa geriou berberek enni ha
berberek e oa ivez an nebeudig a anavezomp eus
ar c'hramadeg anezi (3). Giziou mat ha lezennou
reizus meurbet d'ar vuhezegez a oa gand eneziz-se.
N'anavezent ket ar sklavelez. Leun a zoujañs e oant
ouz obeleien hag a azaouez ouz ar gozidi. Kredi a
raent en eun doue diwelus o chom war menez Pika,
e enez Tenerifa. Ar pennou, eur pouellgor oc'h ober
ganto, a varne an dorfedourien. Ar maro a veze
kastiz an avoultrerien, al laeron, ar vugale o doa
kredet kunujenni o c'herent. Hevelep poan a veze
ouz an nep a zegouezje d'ezañ mont re nes d'al lec'h
ma kouronke ar Gwerc'hezed sakr. Eur vac'hidigez
siriz ha garo a zeue da gastiz d'ar gwaz a grede
(1) José de Viera y Clavijo, Noticias de la Historia general
de las Islas Canarias, I, p. 159 ; R. VERNEAU, Industrie, p. 369.
Hiniennou eus enezennou Kanaria a oa deuet da chom enno
en Hen-amzer eun nebeud enbroïdi eus Hanternoz an Afrik,
Berbered, Numided ha Semited, nemet, o veza n'eus eno gwe-
lead metal ebet, diskennidi an dud-ze, trouc'het pep darem-
pred etrezo ha bro c'henidik o zadou, o deus degemeret ijinere-
zou-maen ar Ouanched, R. VERNEAU, De la pluralité des races
anciennes de l'archipel canarien, war Bulletin de la Soc.
d'Anthr. 1878 ; les Sémites aux îles Canaries, 1881 ; Les anciens
habitants de la Isleta, 1881.
(2) Dr H. WEISGERBER, les Blancs d'Afrique, 1910, pp. 182-90.
(3) A. MEILLET ha M. COHEN, les Langues du Monde, p. 141.<noinclude><references/></noinclude>
3fv8mmlijhp7x7l2kz17n2lzaln4c6c
210345
210245
2026-10-22T11:47:41Z
Aveldro
601
210345
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 81 —|}}</noinclude>’
« »
—
istorour spagnat Viera y Clavijo, e rae ar Ouanched
''tabona'' eus an ulmennou gwer menez-tan a
dalveze d’ezo da gontilli (1).
Eur boblad-tud gwenn he c’hroc’hen, mentet-
uhel ha neuziet-kaer a oa eus ar Ouanched-ze <ref>D<sup><small>r</small></sup> H. {{sc|Weisgerber}}, ''les Blancs d’Afrique, 1910, pp. 182-90.</ref>.
O yez, aet da get abaoe ar XVII{{vet}} kantved, mouget
gand ar spagnoleg, a oa geriou berberek enni ha
berberek e oa ivez an nebeudig a anavezomp eus
ar c’hramadeg anezi <ref>A. {{sc|Meillet}} ha M. {{sc|Cohen}}, ''les Langues du Monde'', p. 141.</ref>. Giziou mat ha lezennou
reizus meurbet d’ar vuhezegez a oa gand eneziz-se.
N’anavezent ket ar sklavelez. Leun a zoujañs e oant
ouz obeleien hag a azaouez ouz ar gozidi. Kredi a
raent en eun doue diwelus o chom war menez Pika,
e enez Tenerifa. Ar pennou, eur pouellgor oc’h ober
ganto, a varne an dorfedourien. Ar maro a veze
kastiz an avoultrerien, al laeron, ar vugale o doa
kredet kunujenni o c’herent. Hevelep poan a veze
ouz an nep a zegouezje d’ezañ mont re nes d’al lec’h
ma kouronke ar Gwerc’hezed sakr. Eur vac’hidigez
siriz ha garo a zeue da gastiz d’ar gwaz a grede
(1) José de Viera y Clavijo, Noticias de la Historia general
de las Islas Canarias, I, p. 159 ; R. VERNEAU, Industrie, p. 369.
Hiniennou eus enezennou Kanaria a oa deuet da chom enno
en Hen-amzer eun nebeud enbroïdi eus Hanternoz an Afrik,
Berbered, Numided ha Semited, nemet, o veza n’eus eno gwelead
metal ebet, diskennidi an dud-ze, trouc’het pep darempred
etrezo ha bro c’henidik o zadou, o deus degemeret ijinerezou-maen
ar Ouanched, R. VERNEAU, De la pluralité des races
anciennes de l’archipel canarien, war Bulletin de la Soc.
d’Anthr. 1878 ; les Sémites aux îles Canaries, 1881 ; Les anciens
habitants de la Isleta, 1881.<noinclude><references/></noinclude>
9k6x7c7ulxw6iv57o5ercgdj23voa3v
210346
210345
2026-10-22T11:47:55Z
Aveldro
601
210346
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 81 —|}}</noinclude>istorour spagnat Viera y Clavijo, e rae ar Ouanched
''tabona'' eus an ulmennou gwer menez-tan a
dalveze d’ezo da gontilli (1).
Eur boblad-tud gwenn he c’hroc’hen, mentet-
uhel ha neuziet-kaer a oa eus ar Ouanched-ze <ref>D<sup><small>r</small></sup> H. {{sc|Weisgerber}}, ''les Blancs d’Afrique, 1910, pp. 182-90.</ref>.
O yez, aet da get abaoe ar XVII{{vet}} kantved, mouget
gand ar spagnoleg, a oa geriou berberek enni ha
berberek e oa ivez an nebeudig a anavezomp eus
ar c’hramadeg anezi <ref>A. {{sc|Meillet}} ha M. {{sc|Cohen}}, ''les Langues du Monde'', p. 141.</ref>. Giziou mat ha lezennou
reizus meurbet d’ar vuhezegez a oa gand eneziz-se.
N’anavezent ket ar sklavelez. Leun a zoujañs e oant
ouz obeleien hag a azaouez ouz ar gozidi. Kredi a
raent en eun doue diwelus o chom war menez Pika,
e enez Tenerifa. Ar pennou, eur pouellgor oc’h ober
ganto, a varne an dorfedourien. Ar maro a veze
kastiz an avoultrerien, al laeron, ar vugale o doa
kredet kunujenni o c’herent. Hevelep poan a veze
ouz an nep a zegouezje d’ezañ mont re nes d’al lec’h
ma kouronke ar Gwerc’hezed sakr. Eur vac’hidigez
siriz ha garo a zeue da gastiz d’ar gwaz a grede
(1) José de Viera y Clavijo, Noticias de la Historia general
de las Islas Canarias, I, p. 159 ; R. VERNEAU, Industrie, p. 369.
Hiniennou eus enezennou Kanaria a oa deuet da chom enno
en Hen-amzer eun nebeud enbroïdi eus Hanternoz an Afrik,
Berbered, Numided ha Semited, nemet, o veza n’eus eno gwelead
metal ebet, diskennidi an dud-ze, trouc’het pep darempred
etrezo ha bro c’henidik o zadou, o deus degemeret ijinerezou-maen
ar Ouanched, R. VERNEAU, De la pluralité des races
anciennes de l’archipel canarien, war Bulletin de la Soc.
d’Anthr. 1878 ; les Sémites aux îles Canaries, 1881 ; Les anciens
habitants de la Isleta, 1881.<noinclude><references/></noinclude>
sa8yqv5aoj88bkdx5npumh59zv5ujdl
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/92
102
67158
210246
2026-10-21T15:31:12Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "komz d’eur vaouez dianav d’ezañ, p’edo o vont chiou d’ezi war an hent (1). En XVIIIvet kantved, pa ’z eas an naturour ala- man Pallas, war gourc’hemenn gouarnamant Rusia, da weladenni ar poblou a veve war an douarou nevez-staget ouz impalaerded an Dsared, e kavas meur a hini anezo o ren an hevelep buhez ha hen- oadvezidi ar maen. Dindan eun oabl yen-meurbet (nao miz goañv), e oa kalz garvoc’h avat o doare eget hini ar Ouanched. E menez Oural, ar Vogo...
210246
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 82 —|}}</noinclude>komz d’eur vaouez dianav d’ezañ, p’edo o vont
chiou d’ezi war an hent (1).
En XVIIIvet kantved, pa ’z eas an naturour ala-
man Pallas, war gourc’hemenn gouarnamant Rusia,
da weladenni ar poblou a veve war an douarou
nevez-staget ouz impalaerded an Dsared, e kavas
meur a hini anezo o ren an hevelep buhez ha hen-
oadvezidi ar maen. Dindan eun oabl yen-meurbet
(nao miz goañv), e oa kalz garvoc’h avat o doare
eget hini ar Ouanched. E menez Oural, ar Vogou-
led, poblad finnek, a rae o annez er mougeviou.
Diwar hemolc’herez ha pesketaerez ne vevent ken.
N’anavezent tra eus ar c’hounidegez-douar. Pa veze
naonegez warno, e vruzunent eskern-loened da
denna diouto, dre o faredi, eur seurd bouilhoñs.
Gwaregou ha birou e oa o armou hag askourn a
yae ganto da zanvez o binviou. E rusk bezo e ouient
sevel a bep seurd traezou : seier, kerdin, boestou,
podou, kelern, hag all. Mein-toull a stagent da blou-
mennou-pouez ouz o rouedou. Tud sioul, onest ha
peoc’hus a oa anezo, a-hend-all. « En o zouez, eme
eur beajour, e hell an diavaeziad bale e pep suren-
tez : degemer mat a gav dre-holl ha ne gej nemed
ouz tud eeun. Dibrenn e van atao pep dor ha nepred
ne vez laeret tra. Er vro-ze, evel er Groenland hag
(1) M. G. VERSCHUUR, les Iles Canaries, war Tour du Monde,
1902, I, pp. 88-9 ; P. BARKER WEBB ha S. BERTHELOT, Histoire
naturelle des Iles Canaries : I. Ethnographie gant S. Berthelot ;
Dr R. VERNEAU, Rapport sur une mission scientifique dans
l’archipel canarien, war Archives des missions littéraires et
scientifiques, 1887 ; Cinq années de séjour aux îles Canaries,
levr loreet gant Breuriez-Veur ar Skiantou, 1891.<noinclude><references/></noinclude>
ixdq1u60lksyzactzrgl2g87hg5aa2j
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/93
102
67159
210247
2026-10-21T15:31:58Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e Laponía, ne vez a laeron nemed eus an dud o deus bet d’ober gand ar sevenidi » (1). E penn pella Siberia, diouz tu ar biz, e tegouezas Pallas gand an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled a glaske goudor, evel ar Vogouled, en toullou- roc’h hag er mougeviou ma stankent an digor anezo dre stegna outañ krec’hin kirvi-erc’h. N’oa ganto metal ebet. Maen lemmet e oa o c’hontilli hag askourn beget o minaouedou. Prenn pe ler e oa o listri. O armou e oa, ouspen...
210247
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 83 —|}}</noinclude>e Laponía, ne vez a laeron nemed eus an dud o
deus bet d’ober gand ar sevenidi » (1).
E penn pella Siberia, diouz tu ar biz, e tegouezas
Pallas gand an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled
a glaske goudor, evel ar Vogouled, en toullou-
roc’h hag er mougeviou ma stankent an digor
anezo dre stegna outañ krec’hin kirvi-erc’h. N’oa
ganto metal ebet. Maen lemmet e oa o c’hontilli hag
askourn beget o minaouedou. Prenn pe ler e oa o
listri. O armou e oa, ouspenn ar wareg hag ar bir,
ar goaf hag an dalm. Eskern pikmoan a yae d’ober
broudennou o birou hag o goafiou. War ar merc’hed
e oa aoza krec’hin al loened lazet gand ar wazed en
o hemolc’hadennou. O raka a raent d’o divlevi
gant rakerou maen-tan peurheñvel ouz re hen-
oadvezidi ar maen en Europ goude-ze, o zara-
vent gant druzoni ha had-pesked, hag o c’homma
a raent a-nerz vrec’h. D’o gwriat e raent da neud
gant nervennou pevarzroadeged, ha gand eskern
lemmvegek ha drein-pesked da nadoziou.
Nepell diouz an Dchouktchïed hag ar Gamtcha-
daled, edo o veva war enezennou bihan pobladou
goulerc’hietoc’h c’hoaz ma ra Pallas anezo « an
enezidi reteriat ». N’oa d’ezo loen-ti ebet, ki zoken.
Ganto gwaregou, saeziou ha goafiou, eskern begek
da vroudennou warno, e kasent o amzer o hemol-
c’hi, pa n’o doa ken preder nemet klask o bevañs.
(1) Ch. RABOT, Ethnologie de la Russie, war La Russie géographique, ethnologique, historique, administrative, économique, religieuse, littéraire, artistique, scientifique, etc…, embannadur
Larousse, trede mouladur, p. 59.<noinclude><references/></noinclude>
aetwj03dhs87x816kpw8cp1hgatp05e
210347
210247
2026-10-22T11:49:47Z
Aveldro
601
210347
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 83 —|}}</noinclude>e Laponía, ne vez a laeron nemed eus an dud o
deus bet d’ober gand ar sevenidi » <ref>Ch. {{sc|Rabot}}, ''Ethnologie de la Russie'', war ''La Russie géographique, ethnologique, historique, administrative, économique, religieuse, littéraire, artistique, scientifique, etc…'', embannadur Larousse, trede mouladur, p. 59.</ref>.
E penn pella Siberia, diouz tu ar biz, e tegouezas
Pallas gand an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled
a glaske goudor, evel ar Vogouled, en toullou-roc’h
hag er mougeviou ma stankent an digor
anezo dre stegna outañ krec’hin kirvi-erc’h. N’oa
ganto metal ebet. Maen lemmet e oa o c’hontilli hag
askourn beget o minaouedou. Prenn pe ler e oa o
listri. O armou e oa, ouspenn ar wareg hag ar bir,
ar goaf hag an dalm. Eskern pikmoan a yae d’ober
broudennou o birou hag o goafiou. War ar merc’hed
e oa aoza krec’hin al loened lazet gand ar wazed en
o hemolc’hadennou. O raka a raent d’o divlevi
gant rakerou maen-tan peurheñvel ouz re henoadvezidi
ar maen en Europ goude-ze, o zaravent
gant druzoni ha had-pesked, hag o c’homma
a raent a-nerz vrec’h. D’o gwriat e raent da neud
gant nervennou pevarzroadeged, ha gand eskern
lemmvegek ha drein-pesked da nadoziou.
Nepell diouz an Dchouktchïed hag ar Gamtchadaled,
edo o veva war enezennou bihan pobladou
goulerc’hietoc’h c’hoaz ma ra Pallas anezo « an
enezidi reteriat ». N’oa d’ezo loen-ti ebet, ki zoken.
Ganto gwaregou, saeziou ha goafiou, eskern begek
da vroudennou warno, e kasent o amzer o hemolc’hi,
pa n’o doa ken preder nemet klask o bevañs.<noinclude><references/></noinclude>
clvi2wtr7l97k287kc2k9ou4ildtsvk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/94
102
67160
210248
2026-10-21T15:32:32Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Da tiez gand ar re-ze e oa toullou kleuzet en douar anvet oullaa, kant metrad hed a-wechou war c’houec’h pe dek metrad led, kombodet o diabarz dre lazou. Unan pe veur a oaled a oa. Eno en em c’hrounne kant, daou-c’hant, ha, troi- ennou a oa, betek tri-c’hant a dud zoken, el lous- toni vezusa. Re all a rae o annez e mougeviou, e kledourennou-natur a beurgletaent gant kefiou gwez deuet d’an aod, gant krec’hin pe gant kloue- dennou (1). Ar pobladennou b...
210248
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 84 —|}}</noinclude>Da tiez gand ar re-ze e oa toullou kleuzet en
douar anvet oullaa, kant metrad hed a-wechou
war c’houec’h pe dek metrad led, kombodet o
diabarz dre lazou. Unan pe veur a oaled a oa.
Eno en em c’hrounne kant, daou-c’hant, ha, troi-
ennou a oa, betek tri-c’hant a dud zoken, el lous-
toni vezusa. Re all a rae o annez e mougeviou, e
kledourennou-natur a beurgletaent gant kefiou
gwez deuet d’an aod, gant krec’hin pe gant kloue-
dennou (1).
Ar pobladennou bet gweladennet gant Pallas e
korn pella bro-Siberia a zo anezo tud divarvek ha
kroc’hen melen o terc’hel da rummad ar poblou
hen-aziat, ganto yezou disheñvel diouz ar yezou
turkek, mongolek, toungouzek komzet en o ame-
zegiez. N’eo ket bet anataet c’hoaz, a-hend-all, e
vefe kerentiez kenetrezo na dre ar yez na zoken
dre ar ouenn (2).
(1) Description de toutes les nations de l’Empire de Russie,
où l’on expose leurs mœurs, religions, usages, habitations,
habillements et autres particularités remarquables, enklask
graet war gourchemenn gouarnamant Rusia, trôet diwar an
alamaneg e galleg, Sant-Petersburg, 1776 ; PALLAS, Voyage du
professeur Pallas dans plusieurs provinces de l’Empire de
Russie et dans l’Asie septentrionale, 7 levr, trôet diwar an
alamaneg e galleg gant G. Gauthier de la Peyronie, 1802 ;
WRANGEL, Exploration du Nord de la Sibérie par l’amiral
Wrangel et MM. Malsouchkine et Kosmine, officiers de marine
russe, troïdigez c’hallek gand ar prins Emmanuel Galitzin, 1828.
(2) Sed amañ roll ar pobladou hen-aziat : Youkagired (1.000
a dud), Tchouktchïed (8.000 a dud), Koriaked (2.000 a dud),
Kamtchadaled (4.250 a dud), Giliaked (5.000 a dud), Aïnoued
(18.500 a dud). Disheñvel meurbet co an Aïnoued diouz ar re
all, pa ’z eus anezo barveien, o c’hroc’hen o tenna war ar
gwenn hag o dremmou heñvel ouz dremmou Europiz. En arroll
eo bremañ an holl boblouïgou-ze, p’emaint o tiskregi diouz o
yezou da gemer yez ar poblou war o zro.<noinclude><references/></noinclude>
4qxhzfjbzwia0o379plc4syl0oi5zbh
210348
210248
2026-10-22T11:50:26Z
Aveldro
601
210348
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 84 —|}}</noinclude>Da tiez gand ar re-ze e oa toullou kleuzet en
douar anvet ''oullaa'', kant metrad hed a-wechou
war c’houec’h pe dek metrad led, kombodet o
diabarz dre lazou. Unan pe veur a oaled a oa.
Eno en em c’hrounne kant, daou-c’hant, ha, troiennou
a oa, betek tri-c’hant a dud zoken, el lous-
toni vezusa. Re all a rae o annez e mougeviou, e
kledourennou-natur a beurgletaent gant kefiou
gwez deuet d’an aod, gant krec’hin pe gant klouedennou (1).
Ar pobladennou bet gweladennet gant Pallas e
korn pella bro-Siberia a zo anezo tud divarvek ha
kroc’hen melen o terc’hel da rummad ar poblou
hen-aziat, ganto yezou disheñvel diouz ar yezou
turkek, mongolek, toungouzek komzet en o amezegiez.
N’eo ket bet anataet c’hoaz, a-hend-all, e
vefe kerentiez kenetrezo na dre ar yez na zoken
dre ar ouenn (2).
(1) Description de toutes les nations de l’Empire de Russie,
où l’on expose leurs mœurs, religions, usages, habitations,
habillements et autres particularités remarquables, enklask
graet war gourchemenn gouarnamant Rusia, trôet diwar an
alamaneg e galleg, Sant-Petersburg, 1776 ; PALLAS, Voyage du
professeur Pallas dans plusieurs provinces de l’Empire de
Russie et dans l’Asie septentrionale, 7 levr, trôet diwar an
alamaneg e galleg gant G. Gauthier de la Peyronie, 1802 ;
WRANGEL, Exploration du Nord de la Sibérie par l’amiral
Wrangel et MM. Malsouchkine et Kosmine, officiers de marine
russe, troïdigez c’hallek gand ar prins Emmanuel Galitzin, 1828.
(2) Sed amañ roll ar pobladou hen-aziat : Youkagired (1.000
a dud), Tchouktchïed (8.000 a dud), Koriaked (2.000 a dud),
Kamtchadaled (4.250 a dud), Giliaked (5.000 a dud), Aïnoued
(18.500 a dud). Disheñvel meurbet co an Aïnoued diouz ar re
all, pa ’z eus anezo barveien, o c’hroc’hen o tenna war ar
gwenn hag o dremmou heñvel ouz dremmou Europiz. En arroll
eo bremañ an holl boblouïgou-ze, p’emaint o tiskregi diouz o
yezou da gemer yez ar poblou war o zro.<noinclude><references/></noinclude>
qve8859htj34m6wf5200g7fg8ymeh5q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/95
102
67161
210249
2026-10-21T15:33:35Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Ar verdeïdi eus an Europ a zizolôas enezennou Okeania er XVIIvet kantved o deus kavet eno pobladou-tud arall-ouenn hag arall-yez a veve, int-i ivez, e-kreizig-kreiz oadvez ar maen, nemet aesoc’h hag eürusoc’h buhez a renent-i, dindan eun oabl tomm, e-kreiz eun natur binvidik o pour- vezi gant largentez d’o holl ezommou, hep kalz a drevell nag a vre eus o ferz. E koadadou bras divoulc’h Indez-Sina hag Amerika ar C’hreisteiz e oa tennoc’h d’ar ouezidi...."
210249
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 85 —|}}</noinclude>Ar verdeïdi eus an Europ a zizolôas enezennou
Okeania er XVIIvet kantved o deus kavet eno
pobladou-tud arall-ouenn hag arall-yez a veve,
int-i ivez, e-kreizig-kreiz oadvez ar maen, nemet
aesoc’h hag eürusoc’h buhez a renent-i, dindan
eun oabl tomm, e-kreiz eun natur binvidik o pour-
vezi gant largentez d’o holl ezommou, hep kalz a
drevell nag a vre eus o ferz. E koadadou bras
divoulc’h Indez-Sina hag Amerika ar C’hreisteiz
e oa tennoc’h d’ar ouezidi. Er bloaz 1884, J. de
Morgan en deus bevet e-pad meur a vizvez e-mesk
ar Grak-Vorianed (pe Negritoed) o chom e dia-
barz ledenez Valaka, pa n’oa deuet Europad ebet
c’hoaz en o zouez (1). An…<noinclude><references/></noinclude>
b3zex1uz9s27xadiv1q239esag0lon1
210349
210249
2026-10-22T11:54:59Z
Aveldro
601
210349
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 85 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Ar verdeïdi eus an Europ a zizolôas enezennou
Okeania er XVII{{vet}} kantved o deus kavet eno
pobladou-tud arall-ouenn hag arall-yez a veve,
int-i ivez, e-kreizig-kreiz oadvez ar maen, nemed
aesoc'h hag eürusoc'h buhez a renent-i, dindan
eun oabl tomm, e-kreiz eun natur binvidik o pourvezi
gant largentez d'o holl ezommou, hep kalz a
drevell nag a vre eus o ferz. E koadadou bras
divoulc'h Indez-Sina hag Amerika ar C'hreisteiz
e oa tennoc'h d'ar ouezidi. Er bloaz 1884, J. de
Morgan en deus bevet e-pad meur a vizvez e-mesk
ar Grak-Vorianed (pe ''Negritoed'') o chom e diabarz
ledenez Valaka, pa n'oa deuet Europad ebet
c'hoaz en o zouez (1). An dud-ze, rouez meurbet,
kevrennet etre goskoriadou o komz pep-hini he
yezig, o deus klasket bod e traoniennou ar sersa
meneziou, goude tec'hout rak Maleziz, alouberien
ar c'hompezennou. Eno, e doun-douna koadadou
bras divoulc'h, e savont tiez boutin, pemzek pe
ugent metrad hed d'ezo a-wechou, anezo hepken
eun dôenn deliou palmez. N'o deus ken gwiskamant
nemed eur barlennwisk rusk gwez bet blotaet
dre o frea. O armou eo ar wareg, ar sifoc'hell
hag ar goaf. Eur vambouzenn beget-lemm, spluiet
en eur c'hontamm eus ar marvusa, a reont da
vroudenn o saeziou hag o goafiou. Diwar hemolc'h<noinclude><references/></noinclude>
9c68huuwkrj7eio51oowf42198kp0wi
210350
210349
2026-10-22T11:58:11Z
Aveldro
601
210350
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 85 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Ar verdeïdi eus an Europ a zizolôas enezennou
Okeania er XVII{{vet}} kantved o deus kavet eno
pobladou-tud arall-ouenn hag arall-yez a veve,
int-i ivez, e-kreizig-kreiz oadvez ar maen, nemed
aesoc’h hag eürusoc’h buhez a renent-i, dindan
eun oabl tomm, e-kreiz eun natur binvidik o pourvezi
gant largentez d’o holl ezommou, hep kalz a
drevell nag a vre eus o ferz. E koadadou bras
divoulc’h Indez-Sina hag Amerika ar C’hreisteiz
e oa tennoc’h d’ar ouezidi. Er bloaz 1884, J. de
Morgan en deus bevet e-pad meur a vizvez e-mesk
ar Grak-Vorianed (pe ''Negritoed'') o chom e diabarz
ledenez Valaka, pa n’oa deuet Europad ebet
c’hoaz en o zouez <ref>J. {{sc|de Morgan}}, ''Mœurs, coutumes et langages des Négritos'', mouladur distag diwar ''L’Homme'', 1885. Lenn, e levraoueg Mirdi gall an hendraezou brôadel (Sant Jermen en Leda, e-kichen Paris), al levr niverenn 721 : ''Explorations dans la presqu’île malaise'', anezañ eun dastumad eus mouladuriou distag ar pennadou embannet gant J. de Morgan war veur a gelaouenn (S. {{sc|Reinach}}, war ''Rev. Archéol''. 1924, II, p. 205, n. 1).</ref>. An dud-ze, rouez meurbet,
kevrennet etre goskoriadou o komz pep-hini he
yezig, o deus klasket bod e traoniennou ar sersa
meneziou, goude tec’hout rak Maleziz, alouberien
ar c’hompezennou. Eno, e doun-douna koadadou
bras divoulc’h, e savont tiez boutin, pemzek pe
ugent metrad hed d’ezo a-wechou, anezo hepken
eun dôenn deliou palmez. N’o deus ken gwiskamant
nemed eur barlennwisk rusk gwez bet blotaet
dre o frea. O armou eo ar wareg, ar sifoc’hell
hag ar goaf. Eur vambouzenn beget-lemm, spluiet
en eur c’hontamm eus ar marvusa, a reont da
vroudenn o saeziou hag o goafiou. Diwar hemolc’h<noinclude><references/></noinclude>
31g7w6b3b6gafkorkpqfdark4fo0jsc
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/96
102
67162
210250
2026-10-21T15:34:12Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e vevont ha diwar gwriziennou-tolzennek magus a gavont er c’hoadou. Hiniennou anezo nemetken, ar re a vev nepell diouz kêriadennou Maleziz, a c’hounez maniog. N’o devez benveg metal ebet. Evel ma lavar De Morgan, pobladennou seurd-ze a yelo da get hep lezel roudenn ebet war o lerc’h o testenia ez eus bet anezo (1). Reiz ne ve ket evelato meiza penn-da-benn doare Europiz hen-varevez ar maen diouz doare ar po- bladennou eus an amzer-vremañ emaomp o pao...
210250
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 86 —|}}</noinclude>e vevont ha diwar gwriziennou-tolzennek magus
a gavont er c’hoadou. Hiniennou anezo nemetken,
ar re a vev nepell diouz kêriadennou Maleziz, a
c’hounez maniog. N’o devez benveg metal ebet.
Evel ma lavar De Morgan, pobladennou seurd-ze
a yelo da get hep lezel roudenn ebet war o lerc’h
o testenia ez eus bet anezo (1).
Reiz ne ve ket evelato meiza penn-da-benn doare
Europiz hen-varevez ar maen diouz doare ar po-
bladennou eus an amzer-vremañ emaomp o paouez
sellout outo pe diouz doare o c’henheñveled :
Aostraliz, Fuejiz, Bochimaned Kreisteiz Afrika,
Morianelled ar C’hongo, hag all. Ar pobladennou-
ze, peurvuia, a ziskouez beza diskennidi diwar
gouennou reuzeudik a vije bet harluet e-pad ar
ragistorvez, dre greskans gouennou galloudusoc’h,
diouz frouezusa tachennadou-douar-hemolc’h ar
bed m’eo frank ar beva enno. N’o deus gallet mirout
ijinerezou hen-varevez ar maen nemet dre veva e
korniou pella, digenvesa ha digevanezusa an Douar.
Keñveria ne heller e nep doare toundrennou
skournet hanternoz Siberia pe gouelec’hiou tomm-
poaz, dizour ha dic’hlasvez Aostralia ouz kom-
pezennou Kornog ha Kreisteiz an Europ. Kenne-
beut all, n’emañ ket an Europ-vremañ, peurzi-
fraostet, peuraret ha dreist-tudet abaoe hir-
gantvedou, gand an nebeudig gedon, konikled ha
klujiri a van enni da holl jiboes, evit skeudenna
d’eomp an Europ pleistokenel, anezi gouelec’hiou
(1) J. DE MORGAN, L’Humanité préhistorique, eil mouladur, pp. 30-1.<noinclude><references/></noinclude>
g3ij4gtepwsindu5vt7qslemzlt25kg
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/97
102
67163
210251
2026-10-21T15:34:43Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "strujus ha glasvezus, o neradi enno digabestr ha dishual ar vuhez loenel. Evel m’hen laka da evesaat J. de Morgan (1), Europiz-vremañ n’int ket evit empenna pebez mammenn founnus a vevans e hell beza an hemolc’hi hag ar pesketa er broiou gouez pa na vez ket eus ar re-mañ toundrennou skourn-holl pe ouelec’hiou kras. Ret eo d’eomp ems- keudenna Europa e-pad hen-varevez ar maen evel m’edo Afrika e-kreiz an XIXet kantved, ma n’oa ket deuet c’hoaz ar fuzu..."
210251
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 87 —|}}</noinclude>strujus ha glasvezus, o neradi enno digabestr ha
dishual ar vuhez loenel. Evel m’hen laka da evesaat
J. de Morgan (1), Europiz-vremañ n’int ket evit
empenna pebez mammenn founnus a vevans e
hell beza an hemolc’hi hag ar pesketa er broiou
gouez pa na vez ket eus ar re-mañ toundrennou
skourn-holl pe ouelec’hiou kras. Ret eo d’eomp ems-
keudenna Europa e-pad hen-varevez ar maen evel
m’edo Afrika e-kreiz an XIXet kantved, ma n’oa
ket deuet c’hoaz ar fuzuliou hir-denn ha tennataer
da gemer etre daouarn ar pep brasa eus ar Voria-
ned lec’h ar wareg hag ar goaf-bann. Diwar al
levriou skrivet gand ar veajourien vras o deus
ergerzet Afrika d’ar c’houlz-se, Burton, Speke,
Grant, Samuel W. Baker, David Livingstone,
H. M. Stanley, ec’h anavezomp pebez puilhentez
a loened gouez a vez er broiou tudet-rouez, stank
enno an dour hag ar peuri (2).
(1) Op. cit. p. 31.
(2) Lenn, da skouer, Doktor David LIVINGSTONE, Explorations
dans l’intérieur de l’Afrique australe et voyages à travers le
Continent de Saint-Paul de Loanda à l’embouchure du Zam-
bèze, de 1840 à 1856, trôet diwar ar saozneg e galleg gand an
itron H. LOREAU, mouladur nevez, 1881, pp. 74-6, 108, 156-7,
177, 215-6, 218, 228-9, 247, 256-60, 268, 495-6, 536-7, 540, 556,
566-7, 569, 571, 586, 609-10 ; David ha Charlez LIVINGSTONE,
Explorations du Zambèse et de ses affluents, et découverte
des lacs Chiroua et Nyassa (1858-1864), troïdigez c’hallek gand
an itron Loreau, 1866, pp. 92-5, 126, 166, 180, 183, 191, 193-8,
208, 225-9, 246, 250, 296, 301-3, 316-22, 341, 347-9, 360-1, 396 ;
D. LIVINGSTONE, Dernier Journal du Docteur David Livingstone
relatant ses explorations et découvertes de 1866 à 1873, suivi
du récit de ses derniers moments rédigé d’après le rapport de
ses fidèles serviteurs Chouma et Souzi par Horace Waller,
membre de la Société Générale de Géographie de Londres,
troïdigez c’hallek gand an itron LOREAU, 1876, I, pp. 172, 175-6,
183, 196-7, 199, 223, 255, 265, 283 ; II, 24, 98-100, 178, 196,
197-8, 279, 283, 347-8.<noinclude><references/></noinclude>
a3rk7gutfxlnheim23g7ufkdb5n7yra
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/98
102
67164
210252
2026-10-21T15:35:32Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Gouennou-tud an Europ e-doug hen-varevez ar maen. I. Gouennou ar pleistoken-izela. — Ne deus bet kavet betek-hen relegenn ebet en he fez eus an dud a oa o veva e-pad ar pleistoken-izela, Chelleziz hag Acheuliz, kempredidi d’an dourvarc’h-meur, d’an hen-olifant ha da Corbicula fluminalis. N’eus deuet d’eomp diouto nemet relegou rouez-meurbet, dar- naouet ha dister, a zo bet dizolôet dre zarvoud en dichaladuriou diwar stêriou an amzer-hont : eun nebeud...
210252
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 88 —|}}</noinclude>Gouennou-tud an Europ e-doug hen-varevez ar maen.
I. Gouennou ar pleistoken-izela. — Ne deus bet
kavet betek-hen relegenn ebet en he fez eus an dud
a oa o veva e-pad ar pleistoken-izela, Chelleziz hag
Acheuliz, kempredidi d’an dourvarc’h-meur, d’an
hen-olifant ha da Corbicula fluminalis. N’eus deuet
d’eomp diouto nemet relegou rouez-meurbet, dar-
naouet ha dister, a zo bet dizolôet dre zarvoud en
dichaladuriou diwar stêriou an amzer-hont : eun
nebeud karvanou dizouaret e Taubac’h hag e
Ehringsdorf, e-kichen Weimar, hag e Mauer, e-
kichen Heidelberg, Alamagn, eur garvan ha tam-
mou diwar eur glopen kavadennet e Piltdown, kon-
telez Sussex, Breiz-Veur. Teo, tolzennek, kreñv-
kenañ ha dielgez a-grenn eo ar c’harvanou-ze,
kement-se holl, an dielgezegez dreist pep tra, o
lakaat kalz a gemm etrezo ha karvanou an dud-
vremañ. Disheñvelderiou doun a-walc’h, a-hend-
all, a zo etre ar c’harvanou-ze, ken m’o deus lus-
ket an denoniourien, evit d’ar relegou a studient
beza gwall-zister, o lakaat war ziou ouenn-dud
disheñvel a zo bet anvet ganto « gouenn Heidelberg »
(Homo Heidelbergensis) ha « gouenn Dawson »
(Homo Dawsoni) pe « gouenn Piltdown » (1).
An darnou klopen kavet e Piltdown a zo, diarvar,
diwar eun den, ha diwar eun den ha n’oa ket
(1) An ano a Eoanthropus Dawsoni, rôet da genta da ouenn
Piltdown, ne zere ket. Lenn BOULE, Hommes fossiles, eil mouladur, pp. 174-6.<noinclude><references/></noinclude>
j2si1l3wz87d2ls3njmn3z4pdidzfbw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/99
102
67165
210253
2026-10-21T15:36:08Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gwall-zisheñvel diouz an dud-vremañ : da skouer, n’oa ket gantañ an diou-wareg-abrant balirek a gaver gant tud ar pleistoken-etre (Neanderthaliz). Heñvel-tre eo, en eneb, ar garvan kavet en o c’hi- chen ouz karvan ar chimpanzeed bremañ. Ma nac’h a-grenn kalz a zenoniourien degemer e vefe karvan ha klopen diwar an hevelep den (1). II. Gouenn ar pleistoken-etre : Neanderthaliz. — Mar deo dibaot ha disterik ar relegou diwar tud ar pleistoken-izela, stan...
210253
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 89 —|}}</noinclude>gwall-zisheñvel diouz an dud-vremañ : da skouer,
n’oa ket gantañ an diou-wareg-abrant balirek a
gaver gant tud ar pleistoken-etre (Neanderthaliz).
Heñvel-tre eo, en eneb, ar garvan kavet en o c’hi-
chen ouz karvan ar chimpanzeed bremañ. Ma
nac’h a-grenn kalz a zenoniourien degemer e vefe
karvan ha klopen diwar an hevelep den (1).
II. Gouenn ar pleistoken-etre : Neanderthaliz. —
Mar deo dibaot ha disterik ar relegou diwar tud
ar pleistoken-izela, stank a-walc’h eo, en eneb,
ar relegou-tud a zeu d’eomp eus ar pleistoken-
krenn (oadvez ar Vouster). Edo Mousteriz o veva
e-kerz Amzer ar Skourn-Bras. Kledour ouz ar riou
a glaskent en toullou-roc’h hag er mougeviou, ma
’z eus bet kavet enno peurliesa o relegou. Abaoe
ar bloaz 1856 beteg ar mare m’emaomp bremañ,
furchadennou graet gand evez er mougeviou-ze (2)
o deus degaset d’ar goulou eleiz a eskern, klopenou,
karvanou ha relegennou en o fez diwar oadvezidi
ar Vouster. An holl relegou-ze, o tont alïes eus
korniou an Europ pell-pell an eil diouz egile, a zo
diwar eur ouenn nemetken a raer anezi « gouenn
(1) BOULE, op. cit. pp. 158-76 ; M. RAMSTRÖM, Der Piltdown-
Fund, war Bull. of the Geolog. Institute of Upsala, 1919, pp.
261-304 ; Anthr. 1922, p. 132 ; A. HRDLICKA, The Piltdown Jaw,
war American Journal of Physical Anthropology, 1922, pp.
337-47 ; Anthr. 1924, pp. 416-7.
(2) Mougeviou Neanderthal (Rhenania), Arcy-sur-Cure (Bro-
C’hall), Forbes Quarry (Jibraltar), La Naulette (Belgia), Brux
(Bohema), Spy (Belgia), Bagnolas (Katalonia), Malarnaud (Oki-
tania), Krapina (Kroatia), Grimaldi, La Chapelle-aux-Saints,
Le Moustier, La Ferrassie, La Quina (Okitania).<noinclude><references/></noinclude>
8ccmsspd17ptm7dphxqyrdloif0lm9b
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/100
102
67166
210254
2026-10-21T15:36:38Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Neanderthal » (Homo Neanderthalensis). Sed amañ, berr-ha-berr, an aroueziadur anezi : Dremm vras, hiroc’h ha ledanoc’h eget dremm an dud-vremañ. Klopen hirbennek, kilpennek, kern plaen, hogos didal. Bras ha teo-espar an diou- wareg-abrant, stag an eil ouz eben, oc’h ober a- zioc’h d’an daoulagad evel eur bourled war-raok pe eun doare baled heñvel ouz ar balirad-eskern a zo gant gouennou marmouzien bras eus hon amzer (1). Kelc’hiek eo poullou an daoula...
210254
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 90 —|}}</noinclude>Neanderthal » (Homo Neanderthalensis). Sed
amañ, berr-ha-berr, an aroueziadur anezi :
Dremm vras, hiroc’h ha ledanoc’h eget dremm
an dud-vremañ. Klopen hirbennek, kilpennek, kern
plaen, hogos didal. Bras ha teo-espar an diou-
wareg-abrant, stag an eil ouz eben, oc’h ober a-
zioc’h d’an daoulagad evel eur bourled war-raok
pe eun doare baled heñvel ouz ar balirad-eskern
a zo gant gouennou marmouzien bras eus hon
amzer (1). Kelc’hiek eo poullou an daoulagad ha
brasoc’h kalz eget gand an dud-vremañ. Ledan ha
tougn eo ar fri, evel ma vez gant gouennou-tud
kroc’henet-du a vremañ ; penn gwalenn ar fri a zo
(1) Marmouz-meur (Gorilla gina pe Troglodytes gorilla) ha
chimpanze (Troglodytes niger). N’eo ket da lavarout e vefe
dre-ze kerentiet gouenn-dud Neanderthal ouz ar gouennou
marmouzien-ze. N’eo moarvat an heñvelder-mañ etrezo nemed
eun degouezadenn a genheñvelaat o tont eus eur vividigez
heñvel. Lies skouer a ze a gavomp el Loenelez : an anata eo
an heñvelder a stumm a zo bet gwisket gand ar bronneged, ar
stlejviled hag an tousegeged aet da veva er mor gand ar
pesked. Da evesaat co na vez ket kavet an diou wareg-abrant
bolirek, e-touez ar marmouzien-meur hag ar chimpanzeed,
nemed gand ar re anezo a zo deuet d’o ment. O re vihan n’o
deus ket anezo. Gant bugale Neanderthaliz, er c’hontrol, e oa
diou-wareg-abrant ker balirek ha re o c’herent, ha kement-se
a ziskouez e oa a bell-zo ar stummad-ze er ouenn. An emzis-
plega bras eus an diou-wareg-abrant a zo bet diskleriet dre
eun emveva a c’houlenne eur chaokerez eus ar starta. Da rei
da gigennou ar garvan-draon eun harp postek, ha da startaat
war eun dro frammad-eskern an dremm, e vije aet war vrasaat
ha war devaat an diou-wareg abrant, C. TOLDT, Brauenwulste,
Tori supraorbitales, und Brauenbögen, Arcus superciliares, und
ihre mechanische Bedeutung, war Mitteil. der Anthr. Gesellsc.
in Wien, 1914 ; Anthr. 1921, p. 122 ; E. DUBOIS, On the cranial
form of Homo Neanderthalensis and of Pithecanthropus erec-
tus determined by mechanical factors, war Proceedings Aka-
demia kêr Amsterdam, Levr. XXIV, niverennou 6 ha 7 ; Anthr.
1923, pp. 203-6.<noinclude><references/></noinclude>
ceu7eu5pfr1i4syz8rj09sjwkyl40s0
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/101
102
67167
210255
2026-10-21T15:37:14Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "sanket doun en eur gleuzenn dindan an tal, evel m’eo gand Aostraliz (1). War-ziaraok eo an diou- garvan e doare eur vuzell-loen. Dielgez eo peur- liesa ar garvan-draon (karvanou-zo, koulskoude, a zo eun damelgez outo). An dent, heñvel ouz dent an dud-vremañ, dreist-holl ouz dent ar ouezidi, a zo start ha teo evel an diougarvan end-eeun a dalv d’ezo da ziazez ; stummet ez int diouz braea kent- oc’h eget diouz trouc’ha : diskouez a reont debre- rien-c’h...
210255
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 91 —|}}</noinclude>sanket doun en eur gleuzenn dindan an tal, evel
m’eo gand Aostraliz (1). War-ziaraok eo an diou-
garvan e doare eur vuzell-loen. Dielgez eo peur-
liesa ar garvan-draon (karvanou-zo, koulskoude, a
zo eun damelgez outo). An dent, heñvel ouz dent
an dud-vremañ, dreist-holl ouz dent ar ouezidi, a
zo start ha teo evel an diougarvan end-eeun a dalv
d’ezo da ziazez ; stummet ez int diouz braea kent-
oc’h eget diouz trouc’ha : diskouez a reont debre-
rien-c’hlasvez kentoc’h eget debrerien-gig. Uzadur
bras an dent er relegou diwar tud aet war an oad
a ziskouez grosder ar boued a veze rôet d’an dent-ze
da chaokat.
Berr ha teo eo peurliesa eskern ar c’horf hag
an izili. Anat diwar enlouc’hadur doun penn ar
c’higennou ez oa paotred kreñv meurbet eus Nean-
derthaliz. Berr a-walc’h eo eskern an divesker e-
keñver re an diouvorzed, berroc’h eget gand ar
gouennou-bremañ. Berroc’h eo ivez eskern an
arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h. E gwerzidou an
diouvorzed, ez eus roudou o tiskouez e veze boas
Neanderthaliz d’en em zerc’hel en o c’hluch pa
n’edont ket war vale. Etre 1 metrad 54 hag
1 metrad 60 e oa ment ar baotred. Bihanoc’h e oa
ar merc’hed : 1 metrad 45 e oa ment ar plac’h a zo
bet dizouaret e toull-roc’h La Ferrassie (Okitania).
E berre-gomziou, Neanderthaliz a oa tud
pennet-teo, dremmet bras ha hir, mentet-bihan pe
ventet-etre, korfet-berr ha tolzennek, iziliet berr
(1) Enep-marmouzel a-grenn eo an holl zoareou-ze eus fri
Neanderthaliz, evel ma evesa BOULE, op. cit. p. 205.<noinclude><references/></noinclude>
8209prgag8z9zkckzyr5mxprgg21fwu
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/102
102
67168
210256
2026-10-21T15:38:06Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ha kreñv. Dalc’had o c’hlopen, muzuliet war ar glopen divoulc’h degaset d’ar goulou e La Chapelle- aux-Saints (Okitania), a zo war-dro 1.600 santi- metrad-diñs, da lavarout eo kevatal da zalc’had klopenel kalz a dud a vremañ hag int da veza lakaet e-touez tud speredeka hon amzer (1). Arabat ankounac’haat, evelato, n’eo ket gallou- doziou ar spered diouz braster an empenn (2), hogen diouz stankder, moander ha rouestl ar c’hil- drõennou warnañ. Hoge..."
210256
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 92 —|}}</noinclude>ha kreñv. Dalc’had o c’hlopen, muzuliet war ar
glopen divoulc’h degaset d’ar goulou e La Chapelle-
aux-Saints (Okitania), a zo war-dro 1.600 santi-
metrad-diñs, da lavarout eo kevatal da zalc’had
klopenel kalz a dud a vremañ hag int da veza
lakaet e-touez tud speredeka hon amzer (1).
Arabat ankounac’haat, evelato, n’eo ket gallou-
doziou ar spered diouz braster an empenn (2),
hogen diouz stankder, moander ha rouestl ar c’hil-
drõennou warnañ. Hogen, ar mouladur tennet e
plastr eus gorread-diabarz klopen La Chapelle-
aux-Saints a ziskouez e oa distank ha garv meur-
bet kildrõennadou an empenn bras-se. Mouladuriou
diwar klopenou neanderthalat all a gouez a-unvan
penn-da-benn gant hemañ. Izeloc’h speredet e oa
Neanderthaliz eged an izela gouezidi eus hon amzer.
(1) An naturour amerikan brudet Cope, da skouer, a oa
gantañ neket hepken damdost an hevelep dalc’had klopenel ha
Neanderthaliz, hogen an hevelep furm-glopen ganto zoken,
Gwelout BOULE, op. cit. p. 196, skeudenn 120.
(2) Sed amañ, hervez BOULE, eun niverenn bennak o rei da
anaout dalc’had-klopen darn eus gouennou-tud hon amzer
lakaet e-keñver dalc’had-klopen marmouzien ar rummad
uhela :
Marmouzien denheñvel (d’ar muia)… 621 santimetrad-diñs
Gouenn-dud Piltdown (diwar varteze) 1.300
Veddaniz 1.300
Aostraliz 1.340
Merianed Afrika 1.477
Parizianed 1.550
Arverniz 1.585
Eskimoed 1.646
Ez dibaot, klopenou-zo diwar tud yac’h a c’hell sevel an
dalc’had anezo kalz en tu-hont d’an niverennou-ze : Dante
1.700 s.-d. ; klopen ragistorek Boskop (Kreisteiz Afrika) 1.830
s.-d. ; Bismarck 1.900 s.-d.<noinclude><references/></noinclude>
nfz661kgeutu5a7gf38483pl4icv73u
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/103
102
67169
210257
2026-10-21T15:38:34Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "an denoniourien da sellout Neanderthaliz evel eur ouenn-dud koz-koz ha warlerc’hiet, disheñvel a- grenn diouz ar gwir zen kentvedel (Homo sapiens fossilis). Hemañ eo a zo tad-koz d’an Den-bremañ (Homo sapiens) ha meur a ouenn dioutañ a ana- vezomp dre relegou bet kavet e annezlec’hiou ar pleistoken-uhela. Gouzout a reomp o deus ar gouennou-ze kenvevet en Europ gant dilerc’hiadou gouenn Neanderthal. N’hellont ket gant-se beza sellet evel o tont diouz a...
210257
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 93 —|}}</noinclude>an denoniourien da sellout Neanderthaliz evel eur
ouenn-dud koz-koz ha warlerc’hiet, disheñvel a-
grenn diouz ar gwir zen kentvedel (Homo sapiens
fossilis). Hemañ eo a zo tad-koz d’an Den-bremañ
(Homo sapiens) ha meur a ouenn dioutañ a ana-
vezomp dre relegou bet kavet e annezlec’hiou ar
pleistoken-uhela. Gouzout a reomp o deus ar
gouennou-ze kenvevet en Europ gant dilerc’hiadou
gouenn Neanderthal. N’hellont ket gant-se beza
sellet evel o tont diouz ar ouenn-ze. Re zisheñvel
ez int diouti, a-hend-all, evit ma hellfe beza mabe-
rez etrezo. Kalz a zenoniourien hizio a gred ez eo
aet da get gouenn Neanderthal hep lezel a zisken-
nidi e-mesk ar gouennou-tud deuet war he
lerc’h (1). Re-all a gav d’ezo ez eus bet kemmes-
kaduriou etre gouenn Neanderthal hag ar gouen-
nou diwar an Homo sapiens fossilis, ha, dre an
hirhererez o tont eus ar c’hemmeskaduriou-ze, e
tiskleriont ar stummadou neanderthalheñvel
(dreist-holl ar glopen kern-plat ha kilpennek, an
diou-wareg abrant balirek) a zo bet kavet gant
kalz a Europiz o deus bevet e-pad nevez-varevez
ar maen, oadvez ar metalou, ar Grenn-amzer hag
an Amzer-vremañ zoken. Robert Bruce, ar Skosad
kalonek-ze a zieubas e vro diouz yeo ar Saozon er
XIV kantved, hag an Iwerzonad sant Mansuy,
eskob Toul, e Bro-C’hall, a oa ganto klopenou
neanderthalheñvel (2).
(1) BOULE, op. cit. pp. 244-8. Lenn koulskoude eveziadennou
Fritz Sarasin, war Anthr. 1924, pp. 222-7.
(2) A. DE QUATREFAGES, Hommes fossiles et hommes sau-
vages, études d’anthropologie, 1884, pp. 13 (notenn 2), 62-5 ;
DE QUATREFAGES hag E. HAMY, Crania Ethnica, 1882, skeudenn<noinclude><references/></noinclude>
0hvbj0w129aglh4gxwqn7ry9rhs3s33
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/104
102
67170
210258
2026-10-21T15:39:11Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "III. Gouennou ar pleistoken-uhela. — O ana- vezout mat a-walc’h a reomp dre eun niver a gava- dennou graet amañ hag ahont dre an Europ a-bez (1). Ar gouennou-ze holl a denn d’an Homo sapiens fossilis, da lavarout eo d’eun doare den, disheñvel a-grenn diouz Den Neanderthal, hag a seller evel tad-koz an Den-bremañ (Homo sapiens). Korfet bravoc’h ha sounnoc’h eget Neanderthaliz eo tud ar pleistoken-uhela, neuziet-kaer eo o fenn, eun tal ledan o deus, elg...
210258
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 94 —|}}</noinclude>III. Gouennou ar pleistoken-uhela. — O ana-
vezout mat a-walc’h a reomp dre eun niver a gava-
dennou graet amañ hag ahont dre an Europ
a-bez (1). Ar gouennou-ze holl a denn d’an Homo
sapiens fossilis, da lavarout eo d’eun doare den,
disheñvel a-grenn diouz Den Neanderthal, hag a
seller evel tad-koz an Den-bremañ (Homo sapiens).
Korfet bravoc’h ha sounnoc’h eget Neanderthaliz
eo tud ar pleistoken-uhela, neuziet-kaer eo o fenn,
eun tal ledan o deus, elgezek eo o c’harvan-draon,
hag, evit pez a sell galloudeziou ar spered, lïester
ha kempennder o binviou hag o armou, ar skeu-
dennou engravet, kizellet pe livet a zo deuet
d’eomp diwar o dourn, meur a dra all c’hoaz (2) a
ziskouez e oant trec’h a-bell da Neanderthaliz.
Meur a ouenn a oa anezo :
1° Gouenn vorianheñvel Grimaldi. — Kavet da
genta eo bet relegou ar ouenn-ze en unan eus mou-
28 et sequitur. E-maez Europa, e kaver klopenou neander-
thalheñvel gant tud diwar meur a boblad : Melaneziz-zo,
Koranaed Kreisteiz Afrika, darn eus Indianed ar Pradennou-
meur er Stadou-Unanet, Eskimoed-zo. Diwar-benn stumma-
dou neanderthalheñvel Nevez-Kaledoniz, lenn Fritz SARASIN,
Sur les relations des Néo-Calédoniens avec le groupe de
l’Homo Neanderthalensis, war Anthr. 1924, pp. 193-227.
(1) Kavadennou graet adal ar bloaz 1823 betek hon Amzer
e Paviland (Kembre), Solutré (Bro-C’hall), Cro-Magnon, Lauge-
rie-Basse, Duruthy, Grimaldi, Chancelade (Okitania), Brünn,
Predmost (Moravia), Les Hoteaux (Bro-C’hall), Barma-Grande,
Combe Capelle (Okitania), Oberkassel (Alamagn), La Genière-
sur-Ain (Bro-C’hall), hag all.
(2) N’oa ket anezo pennou-chatal trôet nemetken gant preder
o bevañs. Pled a daolent, en o ergerzadennou hemolc’hi ha
pesketa da eleiz a draou, hag alïes e tegasent endro d’o mou-
geviou traezou didalvoudus d’ezo da veva, gant m’o c’havent<noinclude><references/></noinclude>
lcnlz71k0ljzvd3mln9b13p1nlrnrcc
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/105
102
67171
210259
2026-10-21T15:39:37Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "geviou Grimaldi, Mougeo ar Vugale, war-hed 8 metrad 50 dounder diouz gorre al leurenn, en eur gwelead o tenna da oadvez ar Vouster. Kem- pred gand ar gwelead-ze n’edo ket koulskoude ar c’horfou, gourvezet ma oant en eur poull-bez 0 metrad 75 kleuz a oa bet toullet ennañ gant tud ar gwelead war-laez, hemañ o vevenna lein ar bez. Aorignakiz a oa eus tud ar gwelead-ze, da zezvarn diouz stumm ar binviou hag an armou lezet eno ganto. Ar relegennou sebeliet...
210259
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 95 —|}}</noinclude>geviou Grimaldi, Mougeo ar Vugale, war-hed
8 metrad 50 dounder diouz gorre al leurenn, en
eur gwelead o tenna da oadvez ar Vouster. Kem-
pred gand ar gwelead-ze n’edo ket koulskoude ar
c’horfou, gourvezet ma oant en eur poull-bez
0 metrad 75 kleuz a oa bet toullet ennañ gant tud
ar gwelead war-laez, hemañ o vevenna lein ar bez.
Aorignakiz a oa eus tud ar gwelead-ze, da zezvarn
diouz stumm ar binviou hag an armou lezet eno
ganto. Ar relegennou sebeliet er poull-bez a oa
diwar daou zen : eur vaouez koz hag eur paotr
pemzek pe seitek vloaz. An dud-ze a zo d’ezo pen-
nou teo, klopenou hirbennek-meurbet (arouezia-
dur-penn : 68 ha 69), kern-uhel ha tal-kaer (an
dalc’had-klopen a zo 1.580 santimetrad-diñs evid
ar paotr yaouank, 1.375 evid ar vaouez koz), drem-
mou ledan ha berr, friou ledan-meurbet gant rou-
fennou-diabarz (stummad morianel). An diou-
wareg abrant a zo nebeut a valir d’ezo, an diou-
garvan war-raok beteg ar rakkarvanegez evel ma
vez bremañ gant gouennou Morianed a zo. Eskern
an izili ivez, dre o furm hag o c’henvuzuliou, a
gej gant re ar Vorianed : hir-meurbet eo eskern
ar c’har e-keñver askourn ar vrec’h ; hir-hir eo an
divesker e-skoaz an divrec’h. Ar vent a zo etre bras
kaer pe souezus : mein-strink treuzwelus pe livet, standilhonou
diwar rec’hell, fosilennou. Eun trilobit a oa e mougeo Arcy-
sur-Eure (Bro-C’hall), hag e mougeo Goyet (Belgia), e oa kre-
gin, dent ha mellennou-kein morchas, ha relegou all diwar
loened kentvedel karrekaet, anezañ eur gwir virdi bihan a
henloenoniez » evel ma lavar DÉCHELETTE, Manuel, I, p. 210,
n. 3.<noinclude><references/></noinclude>
p4zl6rwwrddzxtthtiziy0ffffytjq0
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/106
102
67172
210260
2026-10-21T15:40:19Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ha bihan : 1 metrad 56 evid ar paotr, 1 metrad 60 evid ar vaouez koz (1). Abaoe, eur relegenn all diwar gouenn Grimaldi (hini eur bugel seiz pe eiz vloaz) a zo bet kavet e toull-roc’h La Genière-sur-Ain (Bro-C’hall) bet annezet e dibenn an oadvez magdalenel gant pesketaerien baour (2). Skignetoc’h edo moarvat gouenn Grimaldi en Europ eget na vefe reiz das- tum diouz an diou gavadenn-ze, rak relegou diwar tud vorianheñvel o tenna d’ezi a zo bet kavet...
210260
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 96 —|}}</noinclude>ha bihan : 1 metrad 56 evid ar paotr, 1 metrad
60 evid ar vaouez koz (1).
Abaoe, eur relegenn all diwar gouenn Grimaldi
(hini eur bugel seiz pe eiz vloaz) a zo bet kavet e
toull-roc’h La Genière-sur-Ain (Bro-C’hall) bet
annezet e dibenn an oadvez magdalenel gant
pesketaerien baour (2). Skignetoc’h edo moarvat
gouenn Grimaldi en Europ eget na vefe reiz das-
tum diouz an diou gavadenn-ze, rak relegou diwar
tud vorianheñvel o tenna d’ezi a zo bet kavet alïes
e beredou nevez-varevez ar maen hag oadvez ar
metalou, en Arvorig (3), Helvetia, Illiria, ledenez
ar Balkanou hag hanternoz Italia. Beteg e-touez
Europiz an Amzer-vremañ, stummadou morian-
heñvel a weler oc’h addont dre hir-hererez amañ
hag ahont, dreist-holl e-touez poblañs traonienn
ar Rhône, Piemont, Lombardia, Emilia, Toskana.
2° Gouenn Kro-Magnon. — Kaera gouenn ar
pleistoken-uhela eo houmañ. Ar glopen a zo hir-
bennek (aroueziadur : 73,7), bras (dalc’had :
1.590 santimetrad-diñs) ha stummet-kaer ; uhel eo
ar volz klopenel, uhel ha ledan an tal, nebeut a
valir gand an diou-wareg abrant. Hogos pevar-
c’hornek eo poullou an daoulagad. Berr ha ledan
an dremm (4). Hir, striz ha moan ar fri. Eun tam-
(1) BOULE, op. cit. pp. 274-83.
(2) C. GAILLARD, J. PISSOT ha C. COTE, L’abri préhistorique de
la Genière, à Serrières-sur-Ain, war Anthr. 1927, pp. 1-47.
(3) Kongel.
(4) Er gouennou-tud digemmesk, e klot penn-da-benn furm
ar glopenn gant furm an dremm, da lavarout eo ez eus gand
an hirbenneien dremmou hir ha striz, ha gand ar grennben-<noinclude><references/></noinclude>
t150albm6v7za3ka4hlu3d5tmgp5jr8
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/107
102
67173
210261
2026-10-21T15:41:07Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "mig rakkarvanek eo ar garvan-grec’h. Ar garvan- draon a zo outi eun elgez triangular, bras ha teo. Ment ar c’horf a zo uhel-meurbet : etre 1 metrad 75 hag 1 metrad 95 peurliesa (1) ; bras ha kreñv an eskern anezañ, doun enno enlouc’hadur ar c’hi- gennou. Teo e-giz eur golonenn eo linenn c’harv ar werzid-vorzed. Pladet e doare laonenn eur sabrenn ar werzid-c’har ha garanet an eilwerzid (2). Hir eo eskern an arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h hag eskern a..."
210261
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 97 —|}}</noinclude>mig rakkarvanek eo ar garvan-grec’h. Ar garvan-
draon a zo outi eun elgez triangular, bras ha teo.
Ment ar c’horf a zo uhel-meurbet : etre 1 metrad 75
hag 1 metrad 95 peurliesa (1) ; bras ha kreñv an
eskern anezañ, doun enno enlouc’hadur ar c’hi-
gennou. Teo e-giz eur golonenn eo linenn c’harv
ar werzid-vorzed. Pladet e doare laonenn eur
sabrenn ar werzid-c’har ha garanet an eilwerzid (2).
Hir eo eskern an arvrec’h e-skoaz hini ar vrec’h
hag eskern ar c’har e-skoaz hini ar vorzed. Ar
brennid, da geñver an diouskoaz, a zo ledan-
meurbet, ledanoc’h eget gand Europiz-vremañ, kel
ledan ha gand ar Vorianed. Eskern ar gouriz-lez,
en eneb, a zo heñvel ouz re Europiz.
Niverek ha skignet-ledan dre an Europ a-bez,
a-hed ar pleistoken-uhela, e tiskouez beza bet
gouenn Kro-Magnon. E broiou ar C’hornog, Okita-
nia dreist-holl, ec’h hañval beza bet koulskoude
Kro-Magnoniz stankoc’h hag unvanoc’h-neuziet
neien dremmou berr ha ledan. Pa dro evel-se, e vez lavaret
eman heglot ar pennou. Diheglot a reer eus ar pennou enno
klopenou hir o kenframma gant dremmou berr (evel ma oa
gant Kro-Magnoniz) pe klopenou berr ha krenn gant dremmou
hir (evel ma c’hoarvez gant rummadou all a dude). Dont a ra
peurliesa an diheglotter er pennou-tud eus an hironerez, eus
kemmeskidigez eur ouenn hirbennek gand eur ouenn grennben-
nek. N’omp ket evit lavarout hag evel-se e tegouezas gant Kro-Magnoniz.
(1) Setu amañ ment eun nebeud Kro-Magnoniz. Gwazed mou-
geviou Grimaldi : 1 metrad 90, 1 metrad 79, 1 metrad 91,
2 vetrad, 1 metrad 80. Toull-roc’h Kro-Magnon, ar c’hoziad :
1 metrad 82 ; ar vaouez : 1 metrad 66.
(2) Diwar-benn orin gwirheñvel ar stummadou-ze hag o
zalvoudegez-spisaat-gouenn, lenn Doktor Mark ROMIEU, Considérations sur le péroné cannelé des races préhistoriques, Montpellier, 1919 ; Anthr. 1921, pp. 367-8.<noinclude><references/></noinclude>
mlzu9o1oq2m7bmhze7k801lxb8rjsvb
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/108
102
67174
210262
2026-10-21T15:41:40Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "eged er broiou all. Pell goude dibenn ar pleistoken- uhela, e nevez-varevez ar maen, edo rummadou Kro-Magnoniz a wad digemmesk o chom c’hoaz en Arvorig (1) ha war aradennad menez Keven (2). Klopenou diwar ar ouenn-ze a gaver alïezik er c’heviou-bezia hag en taoliou-maen. E-pad oadve- ziou ar c’houevr hag an arem, edo Kro-Magnoniz o veva e meur a lec’h e Bro-Spagn hag er Portugal. Klopenou kro-magnonat a zo bet kejet outo, amañ hag ahont, dre an Europ...
210262
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 98 —|}}</noinclude>eged er broiou all. Pell goude dibenn ar pleistoken-
uhela, e nevez-varevez ar maen, edo rummadou
Kro-Magnoniz a wad digemmesk o chom c’hoaz
en Arvorig (1) ha war aradennad menez Keven (2).
Klopenou diwar ar ouenn-ze a gaver alïezik er
c’heviou-bezia hag en taoliou-maen. E-pad oadve-
ziou ar c’houevr hag an arem, edo Kro-Magnoniz
o veva e meur a lec’h e Bro-Spagn hag er Portugal.
Klopenou kro-magnonat a zo bet kejet outo, amañ
hag ahont, dre an Europ a-bez, e beredou ar Grenn-
amzer. Hizio c’hoaz, neuz-gouenn Kro-Magnon pe
ar stummad-mañ-stummad diouti a weler oc’h
addont dre hir-hererez, alïes a-walc’h en Hanternoz,
Kornog ha Mervent Europa, dreist-holl e Dalekar-
lia (Sued), Turingia (Alamagn), e Dordogn (Okita-
nia) hag er Spagn. Er-maez eus an Europ eo, avat,
e ranker mont da gavout paot a-walc’h diskennidi
diwar ar ouenn-ze. Emañ stank en Afrik an Han-
ternoz neuz-gouenn Kro-Magnon pe stummadou
diwar an neuz-gouenn-ze e-mesk Berbered menez
Atlas. En enezennou Kanaria, an darn-vuia eus ar
Ouanched, ar re anezo dreist-holl a veve war enez
(1) Relegennou en o fez kavet e beredou ragistorek Sant-
Urnel ha Roz an Tremen, war an tevenn, etre Pennmarc’h ha
Beg ar Raz. Gand ar relegennou-ze e oa an holl stummadou
oc’h arouezenna gouenn Kro-Magnon, ar vent uhel da skouer :
2 vetrad, 1 metrad 81, hag all. Kendalc’het o deus Kro-Magno-
niz da veva eno beteg oadvez an houarn, Favret ha Bénard,
les Nécropoles du Finistère : fouilles du Groupe finistérien
d’Etudes préhistoriques, war Rev. archéol. 1924, I, pp. 179-94.
(2) Cévennes e galleg, eus an hen-geltieg kebenna, aet da
cefn e kembraeg, kein e brezoneg.<noinclude><references/></noinclude>
qq0hekosopxdckzggdx4yb9ky4tk51h
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/109
102
67175
210263
2026-10-21T15:42:16Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Tenerifa (1) a oa Kro-Magnoniz rik. An Doktor R. Verneau, bevet gantañ pemp bloaz e-touez o dis- kennidi spagnolekaet, en deus kavet e boaz gand ar re-mañ betek traezou-tiegez boaziet gant Kro- Magnoniz Europa e-kerz an oadvez magdalenel (2). Tud korfet-brao, dremmet-kaer ha mentet-dreist a oa eus ar Ouanched (3). Ar wazed a oa 1 metrad 70 da vihana. E peb enezenn, en deus an Doktor Ver- neau kavet kalz a wazed, d’ezo en tu-hont da 1 metrad 80. Hinien...
210263
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 99 —|}}</noinclude>Tenerifa (1) a oa Kro-Magnoniz rik. An Doktor
R. Verneau, bevet gantañ pemp bloaz e-touez o dis-
kennidi spagnolekaet, en deus kavet e boaz gand
ar re-mañ betek traezou-tiegez boaziet gant Kro-
Magnoniz Europa e-kerz an oadvez magdalenel (2).
Tud korfet-brao, dremmet-kaer ha mentet-dreist
a oa eus ar Ouanched (3). Ar wazed a oa 1 metrad 70
da vihana. E peb enezenn, en deus an Doktor Ver-
neau kavet kalz a wazed, d’ezo en tu-hont da
1 metrad 80. Hiniennou a dize 2 vetrad. E Fuerte-
venturia, e tiraeze ment ar baotred 1 metrad 84
well-waz, eur vent hounnez n’eo tizet moarvat gant
poblad all ebet dre ar bed a-bez. Ar merc’hed a oa
bihanoc’h : ugent santimetrad kemm a oa etre ment
ar baotred ha ment ar merc’hed.
(1) Strollad Kanaria a zo seiz enezenn ennan : Lanzarote
ha Fuerteventura, ar reterela hag ar re dosta d’an Afrik
(100 kilometrad mor etrezo hag aod an douar-bras), Tenerifa
ha Kanaria-Vras e kreiz ar strollad, Palma, Gomera ha Hierro
er C’hornog. Ar seiz enezenn-ze o deus etrezo-holl 7.273 kilo-
metrad-karrez a c’horread. Etre Hierro, er Mervent-kornog, ha
Lanzarote, er Biz-reter, ez eus 600 kilometrad-tost-da-vat.
Douarouriez an enezennou Kanaria a spis anat e oant e strad
ar mor e-doug an trihoalad, ha kemend-all evit Madera hag an
Asoriou. Arabat eta gwelout en enezennou-ze dilere’hiadou eus
an douar-bras Atlantis a zo ano anezañ e mojennou Gresianed
an Hen-amzer.
(2) A. DE QUATREFAGES, Hommes fossiles et hommes sauvages,
p. 71 ; Dr R. VERNEAU, La race de Cro-Magnon, ses migrations,
ses descendants, 1886.
(3) Aroueziadur-penn : 76,3 well-waz. Dalc’had-klopenn
Gouanched enez Tenerifa, Paotred : 1.672 santimetrad-diñs
well-waz ; d’ar muia 1.900 s.-d. ; d’an nebeuta 1.410 s.-d.
Merc’hed : 1.432 s.-d well-waz ; d’ar muia 1.600 s.-d. ; d’an
nebeuta 1.315 s.-d., Weisgerber, les Blancs d’Afrique, pp. 186-7.
Ar peb all eus stummadou-korf ar Ouanched vik a oa heñvel,
damheñvel pe beurheñvel ouz re Kro-Magnoniz.<noinclude><references/></noinclude>
oeb90u8qbot94opx3j8sl2bg9qluz52
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/110
102
67176
210264
2026-10-21T15:43:28Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Gwenn a-walc’h e oa kroc’hen ar Ouanched, peur- wenn a-wechou zoken. Dasil, merc’h da Venkomo, diweza roue gouanch enez Tenerifa, a oa gwenn meurbet he c’hroc’hen ha brizennet he dremm (1). Brudet e oa kened ar Gouanchezed e-touez an Normaned hag ar Spagnoled a veze o tarempredi an enezennou er \(XIV^{vet}-XV^{ret}\) kantved (2). Kreñv-dispar ha ouesk eur souez e oa an enezourien. War-bouez eur vaz skañv hepken e tiskennent gant tor ar sersa meneziou,...
210264
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 100 —|}}</noinclude>Gwenn a-walc’h e oa kroc’hen ar Ouanched, peur-
wenn a-wechou zoken. Dasil, merc’h da Venkomo,
diweza roue gouanch enez Tenerifa, a oa gwenn
meurbet he c’hroc’hen ha brizennet he dremm (1).
Brudet e oa kened ar Gouanchezed e-touez an Normaned
hag ar Spagnoled a veze o tarempredi an
enezennou er \(XIV^{vet}-XV^{ret}\) kantved (2).
Kreñv-dispar ha ouesk eur souez e oa an enezourien.
War-bouez eur vaz skañv hepken e tiskennent
gant tor ar sersa meneziou, o lammat eus
an eil beg karreg d’egile. Lakaet e veze ganto o
bugale da bleustri a-vihanik war bep seurt c’hoa-
riou-kreñvaat ha troiou ouesk, e sell da greski nerz
ha oueskter o c’horf ha d’o ampartaat war an taga
hag emzifenn. Gourenadegou a veze alïes, gand
aotre ar pennou hag ar beleg-meur, ma kemere perz
enno ar baotred deuet d’o ment hag ar wazed.
Ouspenn gourenadegou, e veze, er goueliou-ze,
gwir dournamantou, d’ar vrezelidi da ziskouez
enno o c’halon, o foell hag o ampartiz en embregerez
an armou (3). Dalc’het e veze ar seurd goue-
(1) Bugale ha tud deuet d’o ment, ganto bleo melen ha daou-
lagad glas, a zo bet kavet gand an Doktor VERNEAU e-touez
Kanariz-vremañ. Kalz stankoc’h en o zouez, avat, ar bleo hag
an daoulagad du. E Berberia ha war douar-bras Europa, an
tudennou ma weler o tont endro enno dre bell-hererez neuz-
gouenn Kro-Magnon a zo du ivez o lagad hag o bleo peurliesa,
A. C. HADDON, les Races humaines et leur répartition géogra-
phique, troïdigez c’hallek gand A. VAN GENNEP, 1927, pp. 145-6.
(2) Keñveria ar pez a lavar G. VERSCHUUR, Les iles Canaries
(beaj graet er bloaz 1901), war Tour du Monde, 1902, I, p. 95 ;
J. VERNE, Histoire des grands voyages et des grands voyageurs :
I, la Découverte de la Terre, les premiers explorateurs, 1887,
pp. 93, 100, 108.
(3) A-zivout doare an tournamantou-ze, lenn R. VERNEAU,
Cinq années de séjour aux iles Canaries, p. 31.<noinclude><references/></noinclude>
ci25cv4wg1ch15hymwj8c5rrfkjp6v0
210266
210264
2026-10-21T15:45:30Z
Aveldro
601
210266
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 100 —|}}</noinclude>Gwenn a-walc’h e oa kroc’hen ar Ouanched, peur-
wenn a-wechou zoken. Dasil, merc’h da Venkomo,
diweza roue gouanch enez Tenerifa, a oa gwenn
meurbet he c’hroc’hen ha brizennet he dremm (1).
Brudet e oa kened ar Gouanchezed e-touez an Normaned
hag ar Spagnoled a veze o tarempredi an
enezennou er \(XIV^{vet}-XV^{ret}\) kantved (2).
Kreñv-dispar ha ouesk eur souez e oa an enezourien.
War-bouez eur vaz skañv hepken e tiskennent
gant tor ar sersa meneziou, o lammat eus
an eil beg karreg d’egile. Lakaet e veze ganto o
bugale da bleustri a-vihanik war bep seurt c’hoa-
riou-kreñvaat ha troiou ouesk, e sell da greski nerz
ha oueskter o c’horf ha d’o ampartaat war an taga
hag emzifenn. Gourenadegou a veze alïes, gand
aotre ar pennou hag ar beleg-meur, ma kemere perz
enno ar baotred deuet d’o ment hag ar wazed.
Ouspenn gourenadegou, e veze, er goueliou-ze,
gwir dournamantou, d’ar vrezelidi da ziskouez
enno o c’halon, o foell hag o ampartiz en embregerez
an armou (3). Dalc’het e veze ar seurd {{Tired|goue|liou}}
(1) Bugale ha tud deuet d’o ment, ganto bleo melen ha daou-
lagad glas, a zo bet kavet gand an Doktor VERNEAU e-touez
Kanariz-vremañ. Kalz stankoc’h en o zouez, avat, ar bleo hag
an daoulagad du. E Berberia ha war douar-bras Europa, an
tudennou ma weler o tont endro enno dre bell-hererez neuz-
gouenn Kro-Magnon a zo du ivez o lagad hag o bleo peurliesa,
A. C. HADDON, les Races humaines et leur répartition géogra-
phique, troïdigez c’hallek gand A. VAN GENNEP, 1927, pp. 145-6.
(2) Keñveria ar pez a lavar G. VERSCHUUR, Les iles Canaries
(beaj graet er bloaz 1901), war Tour du Monde, 1902, I, p. 95 ;
J. VERNE, Histoire des grands voyages et des grands voyageurs :
I, la Découverte de la Terre, les premiers explorateurs, 1887,
pp. 93, 100, 108.
(3) A-zivout doare an tournamantou-ze, lenn R. VERNEAU,
Cinq années de séjour aux iles Canaries, p. 31.<noinclude><references/></noinclude>
iyasup9ywpekrzy9jzedshwru5ro68a
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/111
102
67177
210265
2026-10-21T15:45:17Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|goue|liou}} war an Tagaror, anezañ eun dachenn gelc’hiek pe bevarc’hornek-reiz a dalveze da vodadlec’h d’ar meuriadou. Troet meurbet e oa ar bobl a-bez war ar seurd arvestou hag e terede daveto engroeziou bras a dud. Kanennou a oa gand ar Ouanched, meulet enno kuriou o zadou ha kadarnded o brezelidi (1). Eur boblad-tud oberiant, dispont ha brezelgar a oa anezo, e gwirionez, hag hep fallgaloni o deus stour- met pell-amzer ouz Europiz kent bez...
210265
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 101 —|}}</noinclude>{{Tired2|goue|liou}} war an Tagaror, anezañ eun dachenn gelc’hiek
pe bevarc’hornek-reiz a dalveze da vodadlec’h d’ar
meuriadou. Troet meurbet e oa ar bobl a-bez war
ar seurd arvestou hag e terede daveto engroeziou
bras a dud.
Kanennou a oa gand ar Ouanched, meulet enno
kuriou o zadou ha kadarnded o brezelidi (1). Eur
boblad-tud oberiant, dispont ha brezelgar a oa
anezo, e gwirionez, hag hep fallgaloni o deus stour-
met pell-amzer ouz Europiz kent beza bazycoet
ganto.
3° Gouenn Chanslad. — Deuet eo d’ezi hec’h ano
eus al lec’h m’eo bet kavet en he fez ar genta rele-
genn diwarni : toull-roc’h Reymonden, war zouar
kumunenn Chancelade, e-kichen Périgueux, Okitania.
Klopen hirbennek (aroueziadur : 72), uhel (dalc’had : 1.710 santimetrad-diñs), tal ledan ha bolzek ;
stumm eun ojivenn a zo gant bolz ar glopen. Hir
ha ledan war eun dro an dremm ; hogos kelc’hiek
poullou an daoulagad ; hir ha striz ar fri ; n’eus
rakkarvanegez ebet gand an diougarvan ; ar garvan-draon a zo outi eun elgez valirek ha ledan. Teo
ha kreñv eo eskern ar c’horf hag an izili, warno
roudennadur doun diwar kigennou nerzus. Hir eo
an divrec’h, hiroc’h eget re Europiz-vreman, hiroc’h
(1) VERNEAU, op. cit. p. 34. Eun dra souezus gand ar Ouanched e oa ar yez chouibonet (ar yeza dre c’houibanerez). Diwar
c’houibanat e oant gonest da zercl’hel kaozeadennou hir war
bep seurt traou eus eur menez d’egile. Lenn VERNEAU, Le langage sifflé, war Anthr. 1923, pp. 161-8.<noinclude><references/></noinclude>
3g6lgq5yl9d5ixs7av32lxrbjpblrs7
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/112
102
67178
210267
2026-10-21T15:46:23Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "eget re ar Vorianed zoken. Bras eo an daoudroad, eun tammig pellaet enno ar biz-meud diouz an eil biz, ma helle moarvat ober gant hemañ e-giz eur vrec’h-biñsetez da gregi en traou, evel ma oar ober gouezidi hon Amzer. Bihan eo ar vent : war-dro 1 metrad 55. Ne ziskouez ket gouenn Chanslad beza bet ker skignet en Europ hag ar gouennou all. Gwall-vihan niver ar relegennou diwarni, hag an darn-vuia eus ar relegennou-ze a hañval beza re hironed, tud vriz...
210267
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 102 —|}}</noinclude>eget re ar Vorianed zoken. Bras eo an daoudroad,
eun tammig pellaet enno ar biz-meud diouz an eil
biz, ma helle moarvat ober gant hemañ e-giz eur
vrec’h-biñsetez da gregi en traou, evel ma oar ober
gouezidi hon Amzer. Bihan eo ar vent : war-dro
1 metrad 55.
Ne ziskouez ket gouenn Chanslad beza bet ker
skignet en Europ hag ar gouennou all. Gwall-vihan
niver ar relegennou diwarni, hag an darn-vuia eus
ar relegennou-ze a hañval beza re hironed, tud
vriz-ouenn, anezo eur c’hhemmeskadur eus Chans-
ladiz ha Kro-Magnoniz.
Darn eus stummadou korf-eskern gouenn Chans-
lad a vez kavet stank e-touez an Eskimoed, ar
rummadou anezo o chom bremañ war aodou al
Labrador hag ar Groenland (1). Dre stummadou
(1) An Eskimoed (360.000 anezo, tost-da-vat) a zo dalc’het
ganto an 800.000 kilometrad aod en em astenn eus aber Stêr
ar C’honevr, e Kornog an Alaska, betek Bis ar Groenland. Neb
lec’h, war an hir riblennad-ze a zouar, ne deont dounoc’h er
vro eget hanter-kant kilometrad diouz glann ar mor. Er Groen-
land, n’eo ket gwall-goz donedigez an Eskimoed. Pa voe kavet
ar Groenland gant Skandinaviz, e dibenn an \(X^{vet}\) kantved goude
H. S., e oa didud c’hoaz aodou ar vro skournet-ze. Damc’houde
eo e teuas er Groenland an Eskimoed, oc’h ober o hent dre an
enezennou a zo etrezañ hag Amerik an Hanternoz. An Eskimoed
a zo anezo melengroc’heneien hirbennek ha berr-ventek. Eun
heñvelder bennak a zo etre o neuz ha neuz poblou hen-aziat
Biz Siberia. An Aleouted, o chom war al ledenez hag an enezen-
nou aleoutat, e mervent an Alaska, a gomz eur rannyez eskimoek. Krennbennek avat co o fennou, ha dre-ze ez int disheñvel-ouenn diouz an Eskimoed. Kerentiet a-bell e vije yez an
Eskimoed ouz ar yezou finn-ougriek hag ouz yez ar Samoieded.
An tri rummad-yezou-ze a vije deveret diouz eur yez koz, an
ouraleg, a zo bet evito ar pez m’eo bet ar c’henindezemereg
d’ar yezou indezeuropek, P. RIVET, war Les Langues du Monde
gant Meillet ha Cohen, pp. 607, 611.<noinclude><references/></noinclude>
fvaw86q1hx192nteyjow5kn7p7bh6fb
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/113
102
67179
210268
2026-10-21T15:47:00Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "all, gwir eo, ez eo disheñvel Chansladiz diouz an Eskimoed. Ma vefe re lakaat ez eus kerentiez pe vaberez etre an daou rummad-tud-ze (1). 4° Gouenn Predmost (2). — Bez’ e tenne d’ezi darn eus an hemolc’herien olifanted hirvlevek a oa o chom en Europ-kreiz e dibenn an oadvez aori- gnakel hag e derou an oadvez solutreel. Arouezen- net eo dre vraster ha teoder iskis an diou-wareg- abrant. Hir-meurbet eo ar vent : 1 metrad 80. An denoniour gall Boule a se...
210268
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 103 —|}}</noinclude>all, gwir eo, ez eo disheñvel Chansladiz diouz an
Eskimoed. Ma vefe re lakaat ez eus kerentiez pe
vaberez etre an daou rummad-tud-ze (1).
4° Gouenn Predmost (2). — Bez’ e tenne d’ezi darn
eus an hemolc’herien olifanted hirvlevek a oa o
chom en Europ-kreiz e dibenn an oadvez aori-
gnakel hag e derou an oadvez solutreel. Arouezen-
net eo dre vraster ha teoder iskis an diou-wareg-
abrant. Hir-meurbet eo ar vent : 1 metrad 80. An
denoniour gall Boule a sell gouenn Predmost evel
eun eilouenn nemetken diwar gouenn Kro-
Magnon (3). Ar ouizieien tchec’hoslovakat Absolon,
Matiegka ha Hrdlicka a gred d’ezo ez eo diwanet
diouz kemmesk gouenn Neanderthal gant gouen-
nou aorignakat Kornog an Europ (4). N’eus netra
koulskoude a gement a vije neanderthalheñvel
enni nemet teoder an diou-wareg-abrant. Ar stum-
mad-ze end-eeun n’eo ket peuranataus, o veza ma
vez kavet e meur a ouenn, enno evel en houmañ
kuit a bep stummad neanderthalat all : da skouer,
gouenn kourganou Rusia e nevez-varevez ar maen
(1) BOULE, op. cit. pp. 298-300 ; W. E. LE GROS CLARK, On a
Series of Ancient Eskimo Skulls from Greenland, war Journal
of the Anthr. Institute of Great Britain, 1920 ; Anthr. 1921,
pp. 567-8 ; G. M. MORANT, Studies of Palaeolithic Man :
I, The Chancelade Skull, war Annals of Eugenics, 1926, pp. 257-76 ;
Anthr. 1927, pp. 390-1.
(2) Gouenn Brux a vez lavaret anezi gant denoniourien-zo ;
J. SZOMBATHY, Die Menschenrassen im oberen Paläolithikum
insbesondere die Brüx-Rasse, war Mitteilungen der Anthropo-
logischen Gesellschaft in Wien, Levr. 56, pp. 202-19 ; Anthr.
1927, p. 393.
(3) BOULE, op. cit. pp. 291-2.
(4) BREUIL, war Anthr. 1924, pp. 518-20.<noinclude><references/></noinclude>
tr54ssv1urdfl2k4m9l0kwtvjbz52yk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/114
102
67180
210269
2026-10-21T15:47:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "hag e oadvez ar metalou (1), Aostraliz-vremañ, Koranaed Kreisteiz Afrika, hag, a-wechou, an Eskimoed, Fuejiz, hag all (2). 5° Tud vriz-ouenn pe hironed (3). — Hiniennou eus ar c’hhorfou aet en eskern deuet d’eomp diwar hen-varevez ar maen a zo anezo relegou hironed ganet diwar kemmesk ar gouennou a anavezomp, ha, marteze ivez, gouennou all dizanav c’hoaz d’eomp. An Aorignakad a zo bet dizolôet e eskern e Combe-Capelle, Okitania, anezañ eur C’hro- Mag...
210269
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 104 —|}}</noinclude>hag e oadvez ar metalou (1), Aostraliz-vremañ,
Koranaed Kreisteiz Afrika, hag, a-wechou, an
Eskimoed, Fuejiz, hag all (2).
5° Tud vriz-ouenn pe hironed (3). — Hiniennou
eus ar c’hhorfou aet en eskern deuet d’eomp diwar
hen-varevez ar maen a zo anezo relegou hironed
ganet diwar kemmesk ar gouennou a anavezomp,
ha, marteze ivez, gouennou all dizanav c’hoaz
d’eomp. An Aorignakad a zo bet dizolôet e eskern
e Combe-Capelle, Okitania, anezañ eur C’hro-
Magnonad dre meur a stummad eus e askournadur,
a zo d’ezañ stummadou all disheñvel a-grenn diouz
re ar ouenn gro-magnonat rik : efri tougn ha
ledan, e rakkarvanegez vras, hirder dreist e glopen
a laka nested etrezañ ha gouennou kroc’hen-du
Reter Afrika (4).
Daou eus Aorignakiz douaret e Solutré, Bro-C’hall,
a oa, evel Kro-Magnoniz, tud kreñv, mentet-
uhel (1 metrad 75 hag 1 metrad 83), askournet-teo,
dremmet berr ha ledan, friet hir ha striz, pevar-
c’hornek-reiz poullou o daoulagad, nemet pennet-
(1) Kourganou a vez lavaret eus ar c’hrugellou-bez e Rusia.
(2) BREUIL, eod. loc.
(3) A-zivout an hironerez, lenn Profesor Otto SCHLAGINHAUFEN,
Bastardierung und Qualitätsänderung, war Natur und Mensch,
miz gwengolo 1920 ; Anthr. 1921, pp. 376-7.
(4) GIUFFRIDA-RUGGERI, Quatro crani preistorici dell’ Italia
meridionale e l’origine dei Mediterranei, war Archivio per
l’Anthr. e la Ethnol., XLV, 1916. Diwar-benn al leda dre an
Europ eus an neuz-gouenn afrikanheñvel pe neuz-gouenn eura-
frikat (Homo eurafricanus gant SERGI), lenn H. J. FLEURE,
Some Early Neanthropic Types in Europe and their Modern
Representatives, war Journ. of the Anthr. Institute of Great
Britain, 1920 ; Anthr. 1921, pp. 552-3.<noinclude><references/></noinclude>
o895pktqmkox6jgkhy48o6sod5ic300
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/115
102
67181
210270
2026-10-21T15:48:14Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "etre e oant (aroueziadur : 79,2) (1) ha disheñvel a-grenn e oa eskern o izili diouz re Gro-Magnoniz : n’oa ket, da skouer, pladet o gwerzid-c’har e doare laonenn eur sabrenn. Anat diwar kement-mañ e oa an hemolc’herien-gezeg-ze diwar gouenn Kro- Magnon kemmesket (2). Eun drede skouer a dud vriz-ouenn a zo degaset d’eomp gand ar gavadenn graet en Oberkassel, e-kichen Bonn, Rhenania. Dizouaret ez eus bet eno, eus eur bez graet gant diri ledan a vaen- b...
210270
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 105 —|}}</noinclude>etre e oant (aroueziadur : 79,2) (1) ha disheñvel
a-grenn e oa eskern o izili diouz re Gro-Magnoniz :
n’oa ket, da skouer, pladet o gwerzid-c’har e doare
laonenn eur sabrenn. Anat diwar kement-mañ e oa
an hemolc’herien-gezeg-ze diwar gouenn Kro-
Magnon kemmesket (2).
Eun drede skouer a dud vriz-ouenn a zo degaset
d’eomp gand ar gavadenn graet en Oberkassel,
e-kichen Bonn, Rhenania. Dizouaret ez eus bet
eno, eus eur bez graet gant diri ledan a vaen-
bazalt, korfou aet en eskern diwar daou zen, eur
paotr hag eur plac’h, o tenna da zerou an oadvez
magdalenel, hervez an traezou-oberiet a oa bet
sebeliet ganto. Diouz e relegou, e oa ar paotr eun
den etre 40 ha 50 vloaz, mentet-etre (1 metrad 60)
ha kreñv-dispar. Hirbennek eo e glopen (arouezia-
dur : 74) ; gwariet-reiz ar volz anezi (dalc’had-
klopenn : 1.500 s.-d.), uhel ha bolzet e dal, berr ha
ledan e zremm, pevarc’hornek poullou e zaoulagad,
bras, teo ha balirek-kenañ e ziou-wareg abrant
oc’h ober eun doare bourled a-zioc’h d’an daoula-
gad. Bez’ ez eus eur bourled askournek all o kregi
e-kreiz e dal hag o vont war ledanaat betek kern e
glopen. Kreñv ha start-kenañ eo e garvan-draon,
outi eun elgez tric’hornek ha balirek (3).
Ar relegou all a oa a-ziwar-lerc’h eur plac’h
(1) Dalc’had-klopenn : 1.600 ha 1.690 s.-d. Ar vaouez sebeliet
nepell diouto a oa 77,7 hec’h aroueziadur-penn.
(2) Anthr. 1923, pp. 628-30.
(3) Kollet en doa an den-ze, hag hen beo, an darn-vuia eus
dent e garvan-grec’h ha hiniennou eus dent e garvan-draon.
Peuruzet a-grenn e oa an dent a vane gantañ.<noinclude><references/></noinclude>
hxv31uqm39sjapwnfg3zwzkpsdjyanl
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/116
102
67182
210271
2026-10-21T15:48:46Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ugent vloaz, 1 metrad 55 he ment. Hirbennek eo ivez he c’hlopen (aroueziadur : 70), uhel ha bolzet he zal evel hini ar paotr ; moanoc’h dremmet eo egetañ avat. A-hent-all, dre zarn eus e stumma- dou, ar penn-maouez-se a zo nesteriou etrezañ ha penn etiopiatheñvel Combe-Capelle. Re ouenn Chanslad eo ar stummadou all. Ar paotr heñ ivez a zo gouenn Chanslad darn eus stummadou e glo- pen, nemet e tenn stummadou all da ouenn Kro- Magnon, ha re all c’hoaz d...
210271
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 106 —|}}</noinclude>ugent vloaz, 1 metrad 55 he ment. Hirbennek eo
ivez he c’hlopen (aroueziadur : 70), uhel ha bolzet
he zal evel hini ar paotr ; moanoc’h dremmet eo
egetañ avat. A-hent-all, dre zarn eus e stumma-
dou, ar penn-maouez-se a zo nesteriou etrezañ ha
penn etiopiatheñvel Combe-Capelle. Re ouenn
Chanslad eo ar stummadou all. Ar paotr heñ ivez
a zo gouenn Chanslad darn eus stummadou e glo-
pen, nemet e tenn stummadou all da ouenn Kro-
Magnon, ha re all c’hoaz da ouenn Predmost (1).
A-walc’h eo gand an teir skouer-mañ a hironerez.
Kavadennou da zonet a ziguzo d’eomp marteze
gouennou all o veva en hen-varevez ar maen. Evit
bremañ, gouennou hirbennek eo an holl ouennou
eus ar pleistoken a anavezomp. Bez’ ez eus kouls-
koude amañ hag ahont eun nebeut klopenou hag
a denn war ar grennbennegez : da skouer, e Kornog
an Europ, klopen vagdalenat ar Placard, e-kichen
Vilhonneur, departamant ar Charente, Bro-C’hall (2),
ha darn eus klopenou aorignakat-solutreat an
Europ-kreiz (3).
(1) M. VERWORN, R. BONNET ha G. STEINMAN, Diluviale Mens-
chenfunde in Oberkassel bei Bonn, war Die Naturwissenschaf-
ten, 30 a viz Gouere 1914, pp. 645-50 ; Anthr. 1921, pp. 533-6.
(2) Ar vro aet d’ober departamantou gall ar Charente a oa
lodenn d’an Okitania dre he yez er Grenn-amzer. Peurc’halle-
kaet eo bet abaoe, A. DAUZAT, Les noms de lieux, origine et
évolution, 1926, pp. 77-8 ; la Philosophie du Langage, 1912,
pp. 257-8.
(3) Orin an hirbennegez hag ar grennbennegez a zo bet klas-
ket hen diskleria pe dre natur ar boued, diaes pe ziaesoc’h da
chaokat, pe dre abegou all c’hoaz. Nikun eus an diskleriadu-
riou-ze n’eo kendrec’hus. Bepret e vez sellet furm hir pe verr
ar glopen evel unan eus ar stummadou gwella da spisaat ar
gouennou.<noinclude><references/></noinclude>
8woffqiw4fa4esthbb836379tvrsc0e
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/117
102
67183
210272
2026-10-21T15:50:10Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> {{Kreizañ|'''Gouennou-tud ar pleistoken e-maez Europa.'''}} Netra c’hoaz ne c’houzomp a-benn-bremañ pe hogos netra a-zivout ar gouennou-tud o deus bevet e-maez Europa e-pad ar pleistoken. Sed amañ, berr-ha-berr, doare hon anaoudegeziou. 1° Afrika. — E Berberia, e meur a lec’h eus Aljeria, Tunizia ha Marok, ez eus bet dizouaret klopenou morianheñvel eus ehanlec’hiou o tenna d’ar pleistoken. Eur glopen gro-magnonat a zo bet degaset..."
210272
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 107 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
{{Kreizañ|'''Gouennou-tud ar pleistoken e-maez Europa.'''}}
Netra c’hoaz ne c’houzomp a-benn-bremañ pe
hogos netra a-zivout ar gouennou-tud o deus bevet
e-maez Europa e-pad ar pleistoken. Sed amañ,
berr-ha-berr, doare hon anaoudegeziou.
1° Afrika. — E Berberia, e meur a lec’h eus
Aljeria, Tunizia ha Marok, ez eus bet dizouaret
klopenou morianheñvel eus ehanlec’hiou o tenna
d’ar pleistoken. Eur glopen gro-magnonat a zo bet
degaset d’ar goulou en eur vougeo, e-kichen Bougie,
Aljeria, ha klopenou neanderthalheñvel a zo bet
dizolôet e Tunizia hag er Sahara.
Beredou ragistorek an Ejipt o deus daskoret
relegou diwar meur a ouenn a oa c’hoaz anezo
diwezatoc’h e-mesk Ejiptiz hag Etiopiz an istorvez.
Unan eus an neuziou-gouenn-ze, berr-ventek ha
hirbennek, a zo nesteriou bras etrezi hag ar ouenn
greizdouaregat (Homo mediterraneus) a oa ledet,
e derou nevez-varevez ar maen, dre holl greisteiz
ha Kornog Europa, betek Breiz-Veur hag an Ala-
magn en Hanternoz. Hini ebet, avat, eus ar bere-
dou ejiptat ragistorek-ze ne sav d’ar pleistoken.
E kanienn Oldaway, e-harz steppenn Seregenti,
Reter Afrika, ez eus bet dizolôet, en eur gwelead
maen-tuf tanveneziek, war-hed 3 metrad diouz ar
gorre, eur glopen hirbennek ha morianheñvel.
Diwar olifanted, frikorneged, dourvarc’hed, gour-
glazarded, pesked, edo an eskern gand ar glopen-
den. Diskuilha a reont eur vro goadek hag eun<noinclude><references/></noinclude>
cdg9jx11mtqzvdy8wbvtet5p1qpxi7d
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/118
102
67184
210273
2026-10-21T21:06:01Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "temz-amzer gleborek (digoad ha kras emañ ar vro bremañ), kempred marteze gand Amzer ar Skourn- Bras en Europ (1). Ker koz-se n’eo ket ar c’hlopenou kavet e Nakuru hag e Elmenteita, Trevadenn Menez-Kenia. Klopenou Nakuru, diou anezo, a oa war-hed 8 pe 12 troatad diouz ar barr, e-ser gant binviou-maen ha podou-pri. Disheñvel ez int diouz klopenou ar Vorianed o veva bremañ er vro. Evit gwir, nemed o hirbennegez-dreist, n’eus netra a gement a ve morianhe...
210273
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 108 —|}}</noinclude>temz-amzer gleborek (digoad ha kras emañ ar vro
bremañ), kempred marteze gand Amzer ar Skourn-
Bras en Europ (1).
Ker koz-se n’eo ket ar c’hlopenou kavet e
Nakuru hag e Elmenteita, Trevadenn Menez-Kenia.
Klopenou Nakuru, diou anezo, a oa war-hed 8 pe
12 troatad diouz ar barr, e-ser gant binviou-maen
ha podou-pri. Disheñvel ez int diouz klopenou ar
Vorianed o veva bremañ er vro. Evit gwir, nemed
o hirbennegez-dreist, n’eus netra a gement a ve
morianheñvel enno. Eun dremm hir ha striz o deus,
ha striz a-walc’h eo o fri. Friet hir ha striz eo ivez
ar 26 a dud a zo bet dizouaret o relegou e Elmen-
teita, nemet morianheñvel ez int dre zarn eus
stummadou o askournadur, ar re-mañ da skouer :
roufennou-diabarz ar froennou hag ar rakkarva-
negez dindan-friel (2).
Ar penn eskern aet e darnou eus Boskop, Trans-
vaal (3), a zo kro-magnonat dre hiniennou eus
stummadou e glopen, morianheñvel dre stumma-
dou all, neanderthalheñvel dre re all c’hoaz. Eun
dam-elgez a zo ouz e garvan-draoñ. Penn Broken-
Hill (4), en eneb, a zo disheñvel a-grenn diouz ar
pennou Morianed ha neanderthalat dre an holi
(1) BOULE, op. cit. pp. 397-400.
(2) Anthr. 1927, pp. 602-4.
(3) Kavet en eur gleuza eur ganouc’hell a-dreuz d’eur park,
4 zroatad ha 6 meudad diouz ar barr.
(4) Rhodezia. Dizolôet eo bet e deun eur vougeo, en donen-
nad oc’h ober gorre al leur, a-gevret gant binviou-maen heñvel
a-walc’h ouz ar re e boaz gand ar Vochimaned. An eskern-
loened, en donennad-ze, a oa diwar gouennou o veva bremañ
c’hoaz er vro.<noinclude><references/></noinclude>
tecefc2ft2rsl4qrh7b3m9twcf4ppsc
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/119
102
67185
210274
2026-10-21T21:06:57Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "stummadou anezañ : didalegez, kern plaen, kil- pennegez, balir bras ha teoder iskis an diou-wareg abrant, braster poullou an daoulagad, balir an dremm e doare eur vuzell loen, hag all. Er poent- mañ nemetken e oa disheñvel Den Rhodezia (Homo Rhodesiensis) diouz Den Neanderthal : al lec’h m’emañ e strad e glopen an toull kilpennel a zis- kouez splann en em zalc’he an den-ze sounn en e sav. O vont d’ezañ dre eskern ar c’horf e tegouezer en hevelep pal....
210274
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 109 —|}}</noinclude>stummadou anezañ : didalegez, kern plaen, kil-
pennegez, balir bras ha teoder iskis an diou-wareg
abrant, braster poullou an daoulagad, balir an
dremm e doare eur vuzell loen, hag all. Er poent-
mañ nemetken e oa disheñvel Den Rhodezia (Homo
Rhodesiensis) diouz Den Neanderthal : al lec’h
m’emañ e strad e glopen an toull kilpennel a zis-
kouez splann en em zalc’he an den-ze sounn en e
sav. O vont d’ezañ dre eskern ar c’horf e tegouezer
en hevelep pal.
Penn peurgarrekaet Boskop a zeu marteze eus
ar pleistoken. Ker koz-se n’hell ket beza penn nann-
karrekaet Broken-Hill. Bez’ emañ diwar eun den
maro n’eus ket gwall-bell. Anat he deus gouenn
Neanderthal, aet da get en Europ goude Amzer ar
Skourn-Bras, padet da veva e Kreisteiz Afrika
beteg eur marevez nes a-walc’h d’hon hini (1).
2° ''Azia''. — Eur glopen a ouenn Neanderthal a zo
bet kavadennet e mougeo Mugharet-el-Zuttiyeh, e
stankenn Ouadi-el-Amud, e-harz kompezenn Jenezareth,
Galilea. Klenk edo en eur gwelead douar
priellek ruz o tenna d’ar pleistoken. A-gevret ganti
edo mein-dourn, rakerou ha traezou all, warno
neuz-oberia an ijinerez mousterel. An eskern-loened
e-ser ganti en he gwelead a zeue eus gouennou o
veva bremañ c’hoaz er vro, nemet eun hiniennou
bennak, e-touez ar re-mañ an dourvarc’h a zo aet
(1) War-dro 75 eo aroueziadur klopen Voskop hag he dalc’had
a vije 1.830 santimetrad-diñs. 1.280 s.-d. eo dalc’had klopen
Broken-Hill. Da glevout hiroc’h diwar-benn an daou benn-ze,
lenn BOULE, op. cit. pp. 401-8.<noinclude><references/></noinclude>
spa4b2wa4qfa5uawjyc098314bzoxw0
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/120
102
67186
210275
2026-10-21T21:08:36Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "da get e Kornog an Azi evel en Indez pell-pell kent derou an istorvez. Da evesaat eo n’eus ket bet kavet er gwelead-ze al loened stummet diouz ar yenion a vez bepred oc’h ambroug an ijinerez mousterel en Europ (1). Darn eus ar c’hlopenou degaset gand an Tad Zumhoffen eus eur vougeo a Phenikia a hell tenna d’an oadvez aorignakel. Ar peb-all avat eus ar relegou-tud dizolôet betek-hen en annezlec’hiou ragistorek dre Azia a-bez ne hañvalont ket beza koso...
210275
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 110 —|}}</noinclude>da get e Kornog an Azi evel en Indez pell-pell kent
derou an istorvez. Da evesaat eo n’eus ket bet kavet
er gwelead-ze al loened stummet diouz ar yenion
a vez bepred oc’h ambroug an ijinerez mousterel
en Europ (1).
Darn eus ar c’hlopenou degaset gand an Tad
Zumhoffen eus eur vougeo a Phenikia a hell tenna
d’an oadvez aorignakel. Ar peb-all avat eus ar
relegou-tud dizolôet betek-hen en annezlec’hiou
ragistorek dre Azia a-bez ne hañvalont ket beza
kosoc’h eged ar rannhoalad holoken. Testenia a
reont he deus Azia gouzañvet ker bras kemma-
dennou en he gouennou-tud hag Europa, kalz eus
ar relegou-ze o tiskuilha gouennou disheñvel
a-grenn diouz ar re a ra bremañ o annez er vro.
E Treuzvaïkalia, da skouer, diou glopen hirbennek
eus ar c’hourganou a zo heñvel ouz klopenou kour-
ganou Rusia, ha beza och ober bremañ poblañs ar
vro krennbenneien vongolheñvel. Kourganou Sibe-
ria, dre ma tennont da veur a oadvez, a zo enno
klopenou a veur a stumm. Klopenou heñvel ouz re
ar Vongoled hag an Ostiaked a gaver enno, hag
ivez klopenou hirbennek heñvel ouz klopenou
kourganou Rusia (2). Ouspenn-ze, darn eus kourga-
nou Siberia, Mongolia ha Tibet o deus daskoret
relegou diwar tud heñvel-tre ouz Indianed an
Amerik (3).
(1) A. KEITH, A Report on the Galilee Skull, war Researches
in prehistoric Galilee gant F. TURVILLE-PETRE, embannet gand
ar British School of Archaeology in Jerusalem, London, 1927 ;
Anthr. 1927, pp. 532-6.
(2) ZABOROWSKI, Bulletin de la Soc. d’Anthr. de Paris, 1898.
(3) A. HRDLICKA, Congrès international d’Anthr. et d’Archéol.
Genava, 1912.<noinclude><references/></noinclude>
rf9xno9wkdoc1xhxny3as1tsgttq5ko
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/121
102
67187
210276
2026-10-21T21:09:40Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> E Bro-Sina, ez eus roudou stank eus gouennou- tud morianheñvel e-touez ar boblañs-vremañ e meur a gorn eus ar vro (1). Er Japan, ar relegou-tud tennet eus dilerc’hiadou- kegin nevez-varevez ar maen a zo heñvel a-walc’h ouz re an Aïnoued-vremañ, ha heñveloc’h c’hoaz ouz relegou gouennou europat-zo eus ar pleistoken- uhela hag eus nevez-varevez ar maen (2). Roudou a-ziwar-lerc’h eur ouenn vorianheñvel a zo anat ivez e poblañs-vremañ..."
210276
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude><nowiki/>
<br>
E Bro-Sina, ez eus roudou stank eus gouennou-
tud morianheñvel e-touez ar boblañs-vremañ e
meur a gorn eus ar vro (1).
Er Japan, ar relegou-tud tennet eus dilerc’hiadou-
kegin nevez-varevez ar maen a zo heñvel a-walc’h
ouz re an Aïnoued-vremañ, ha heñveloc’h c’hoaz
ouz relegou gouennou europat-zo eus ar pleistoken-
uhela hag eus nevez-varevez ar maen (2). Roudou
a-ziwar-lerc’h eur ouenn vorianheñvel a zo anat
ivez e poblañs-vremañ ar vro (3).
Tri fenn aet en eskern dizouaret en eur vougeo
eus an Tonkin, a-douez eur gwelead o tenna da
nevez-varevez ar maen, a zo diheglot evel pennou
Kro-Magnoniz Europa, kenframmet enno eur glo-
pen hirbennek hag eun dremm verr ha ledan. Heñ-
veloc’h ez int dre o stumm ouz klopenou gwenngro-
c’heneien eget ouz klopenou melengroc’heneien.
Pennou all, o tont ivez eus mougeviou nevez-varevez
ar maen en hevelep bro, a zo ganto en ench stum-
madou o keja gant re ar ouenn groc’henet-du a vev
bremañ en enezennou Melanezia (4).
3° ''Malezia''. — Eur glopen ragistorek dizouaret
a-zindan kêr Vanila (enezennou Filipina) a zo
(1) Doktor A. F. LEGENDRE, le Far-West chinois : Deux
années au Setchouen, 1906, pp. 297, 305, 324, 476, 478 ; Kien-
tekang et Lolotie, 1910, pp. 109, 138, 160-1, 202, 210, 228, 265,
ha passim ; Au Yunnan dans le massif du Kin-Ho, 1913,
p. 29 ha pass.
(2) H. MATSUMOTO, Notes on the Stone Age People of Japan,
war American Anthropologist, 1921 ; Anthr. 1923, pp. 227-9.
(3) Anthr. 1927, pp. 337-8.
(4) MANSUY, COLANI, Mém. du Serv. géol. de l’Indo-Chine,
Levr. XII, feskennad 3.<noinclude><references/></noinclude>
qag14bt9q1jkoide5y3gyywix148yas
210289
210276
2026-10-21T21:17:23Z
Aveldro
601
210289
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 111 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
E Bro-Sina, ez eus roudou stank eus gouennou-
tud morianheñvel e-touez ar boblañs-vremañ e
meur a gorn eus ar vro (1).
Er Japan, ar relegou-tud tennet eus dilerc’hiadou-
kegin nevez-varevez ar maen a zo heñvel a-walc’h
ouz re an Aïnoued-vremañ, ha heñveloc’h c’hoaz
ouz relegou gouennou europat-zo eus ar pleistoken-
uhela hag eus nevez-varevez ar maen (2). Roudou
a-ziwar-lerc’h eur ouenn vorianheñvel a zo anat
ivez e poblañs-vremañ ar vro (3).
Tri fenn aet en eskern dizouaret en eur vougeo
eus an Tonkin, a-douez eur gwelead o tenna da
nevez-varevez ar maen, a zo diheglot evel pennou
Kro-Magnoniz Europa, kenframmet enno eur glo-
pen hirbennek hag eun dremm verr ha ledan. Heñ-
veloc’h ez int dre o stumm ouz klopenou gwenngro-
c’heneien eget ouz klopenou melengroc’heneien.
Pennou all, o tont ivez eus mougeviou nevez-varevez
ar maen en hevelep bro, a zo ganto en ench stum-
madou o keja gant re ar ouenn groc’henet-du a vev
bremañ en enezennou Melanezia (4).
3° ''Malezia''. — Eur glopen ragistorek dizouaret
a-zindan kêr Vanila (enezennou Filipina) a zo
(1) Doktor A. F. LEGENDRE, le Far-West chinois : Deux
années au Setchouen, 1906, pp. 297, 305, 324, 476, 478 ; Kien-
tekang et Lolotie, 1910, pp. 109, 138, 160-1, 202, 210, 228, 265,
ha passim ; Au Yunnan dans le massif du Kin-Ho, 1913,
p. 29 ha pass.
(2) H. MATSUMOTO, Notes on the Stone Age People of Japan,
war American Anthropologist, 1921 ; Anthr. 1923, pp. 227-9.
(3) Anthr. 1927, pp. 337-8.
(4) MANSUY, COLANI, Mém. du Serv. géol. de l’Indo-Chine,
Levr. XII, feskennad 3.<noinclude><references/></noinclude>
rzgzlcmh7wjdfjbqzddmdtuy64t6rdp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/122
102
67188
210277
2026-10-21T21:10:12Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "d’ezi stummadou o tegouezout gant gouenn ar Grak-Vorianed (pe Negritoed) (1). Kalz a draou a ro lusk da gredi e oa tudet gwechall-goz gand ar Grak-Vorianed-ze, neket hepken enezennou Male- zia, hogen beteg enez Selan ha darn eus an Indez hag Indez-Sina (2). E Wadjak, enez Java, ez eus bet kavet diou glo- pen garrekaet o tenna moarvat d’ar pleistoken, ha disheñvel-bras diouz klopenou eneziz-vremañ, Maleziz anezo. Aostraliat, pe, da gomz strisoc’h, hen...
210277
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>d’ezi stummadou o tegouezout gant gouenn ar
Grak-Vorianed (pe Negritoed) (1). Kalz a draou a
ro lusk da gredi e oa tudet gwechall-goz gand ar
Grak-Vorianed-ze, neket hepken enezennou Male-
zia, hogen beteg enez Selan ha darn eus an Indez
hag Indez-Sina (2).
E Wadjak, enez Java, ez eus bet kavet diou glo-
pen garrekaet o tenna moarvat d’ar pleistoken, ha
disheñvel-bras diouz klopenou eneziz-vremañ,
Maleziz anezo. Aostraliat, pe, da gomz strisoc’h, hen-
aostraliat ez int dre o stummadou (3).
E Trinil, en hevelep enezenn, ez eus bet kavet er
bloaziou 1891-1892, gand ar medisin-arme hollan-
dat E. Dubois, relegou all hag o deus lakaet safar
bras da sevel. Nepell diouz ar menez-tan Lawou-
Koukousan, doun a-walc’h dindan gweleadou pri,
traez, ludu ha maen-tuf tanvenezel a zo o vriella
eno ribl stêr Solo, e voe dizolôet, en eur gwelead
meinigou tanvenezel, eun dant da genta, da c’houde,
war-hed eur metrad diouz an dant, eur glopen,
d’an trede, pemzek metrad diouz ar glopen, eur
(1) D. SANCHEZ Y SANCHEZ, Un craneo humano prehistorico
de Manila, war Boletin de la Real Sociedad Española de Histo-
ria Natural, 1921. A-zivout Krak-Vorianed ledenez Valaka hag
an enezennou Filipina, lenn Dr F. MONTANO, Voyage aux Phi-
lippines et en Malaisie, 1886, pp. 13-24, 60-72 ; Rapport sur une
mission aux Philippines, trede pennad, war Archives des Mis-
sions scientifiques, Trede Rummad, Levr. XI ; A. MARCHE,
Voyage aux Philippines, 1887, pp. 27-33, 319-31.
(2) DE QUATREFAGES, Hommes fossiles et hommes sauvages,
pp. 170-221.
(3) E. DUBOIS, The Proto-Australian fossil Man of Wadjak,
Java, war Proceedings Akademia kêr Amsterdam, Levr. XXIII,
1921 ; BOULE, op. cit. pp. 367-9.<noinclude><references/></noinclude>
ek2q9webxt6s3lhhcxbkm1dmltrksil
210288
210277
2026-10-21T21:17:12Z
Aveldro
601
210288
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 112 —|}}</noinclude>d’ezi stummadou o tegouezout gant gouenn ar
Grak-Vorianed (pe Negritoed) (1). Kalz a draou a
ro lusk da gredi e oa tudet gwechall-goz gand ar
Grak-Vorianed-ze, neket hepken enezennou Male-
zia, hogen beteg enez Selan ha darn eus an Indez
hag Indez-Sina (2).
E Wadjak, enez Java, ez eus bet kavet diou glo-
pen garrekaet o tenna moarvat d’ar pleistoken, ha
disheñvel-bras diouz klopenou eneziz-vremañ,
Maleziz anezo. Aostraliat, pe, da gomz strisoc’h, hen-
aostraliat ez int dre o stummadou (3).
E Trinil, en hevelep enezenn, ez eus bet kavet er
bloaziou 1891-1892, gand ar medisin-arme hollan-
dat E. Dubois, relegou all hag o deus lakaet safar
bras da sevel. Nepell diouz ar menez-tan Lawou-
Koukousan, doun a-walc’h dindan gweleadou pri,
traez, ludu ha maen-tuf tanvenezel a zo o vriella
eno ribl stêr Solo, e voe dizolôet, en eur gwelead
meinigou tanvenezel, eun dant da genta, da c’houde,
war-hed eur metrad diouz an dant, eur glopen,
d’an trede, pemzek metrad diouz ar glopen, eur
(1) D. SANCHEZ Y SANCHEZ, Un craneo humano prehistorico
de Manila, war Boletin de la Real Sociedad Española de Histo-
ria Natural, 1921. A-zivout Krak-Vorianed ledenez Valaka hag
an enezennou Filipina, lenn Dr F. MONTANO, Voyage aux Phi-
lippines et en Malaisie, 1886, pp. 13-24, 60-72 ; Rapport sur une
mission aux Philippines, trede pennad, war Archives des Mis-
sions scientifiques, Trede Rummad, Levr. XI ; A. MARCHE,
Voyage aux Philippines, 1887, pp. 27-33, 319-31.
(2) DE QUATREFAGES, Hommes fossiles et hommes sauvages,
pp. 170-221.
(3) E. DUBOIS, The Proto-Australian fossil Man of Wadjak,
Java, war Proceedings Akademia kêr Amsterdam, Levr. XXIII,
1921 ; BOULE, op. cit. pp. 367-9.<noinclude><references/></noinclude>
k131vkwdeno1oa8hz0zyphffmtkwmty
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/123
102
67189
210278
2026-10-21T21:10:50Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "werzid-vorzed, ha da ziweza, war-hed tri metrad diouz ar glopen, eun eil dant. Evito da veza a-skign, e voe sellet ar relegou-ze gand ar c’havadenner evel o tont holl eus an hevelep krouadur ma reas anezañ Pithecanthropus erectus « an Den-marmouz sounn- ’n-e-sav » (1). A-gevret ganto, e oa er gweleadou e-leiz a eskern-loened, an darn-vuia anezo o tis- kuilha gouennou aet bremañ diwar ar bed pe diwar ar vro : olifanted (diou pe deir eilouenn anezo o tr...
210278
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>werzid-vorzed, ha da ziweza, war-hed tri metrad
diouz ar glopen, eun eil dant. Evito da veza a-skign,
e voe sellet ar relegou-ze gand ar c’havadenner evel
o tont holl eus an hevelep krouadur ma reas anezañ
Pithecanthropus erectus « an Den-marmouz sounn-
’n-e-sav » (1). A-gevret ganto, e oa er gweleadou
e-leiz a eskern-loened, an darn-vuia anezo o tis-
kuilha gouennou aet bremañ diwar ar bed pe diwar
ar vro : olifanted (diou pe deir eilouenn anezo o
trei d’an doare koz-koz Stegodon), frikorneged,
tapired, dourvarc’hed, hag all. An nesteriou bras a
zo etre al loened-ze ha re an Indez a laka anat e oa
douarou o staga enez Java ouz douar-bras Azia
d’ar mare m’edo loened Trinil o veva. Diouz meno
an amparta douarourien, e vije en em furmet gwe-
leadou Trinil e-doug ar plioken-uhela pe e-kerz
ar pleistoken-izela (oadvez an olifant kreisteizel en
Europ). Hirbennek, didal ha kern-plaen eo klopen
Trinil ; he aroueziadur a zo 70 ; he dalc’had 850 san-
timetrad-diñs, muioc’h eged an uhela marmouz
(600 s.-d.), nebeutoc’h eged an izela den (1.000 s.-d.)
Balirek ha teo eo an diou-wareg abrant evel ma
vezont bremañ gand ar marmouzien hirvrec’hiek
hag ar chimpanzeed. An dent ivez a zo heñveloc’h
ouz dent ar marmouzien (dreist-holl ouz dent an
orang-outan pe ouz dent ar marmouz kentvedel
Dryopithecus) eged ouz den-tud. Ar werzid-vorzed,
en eneb, a zo heñvel-tre ouz gwerzid-vorzed eun
den ; spis-anat eo diouti e oa boas ar c’hrouadur
(1) E. DUBOIS, Pithecanthropus erectus, eine Menschenaehnliche Uebergangsform aus Java, Batavia, 1894.<noinclude><references/></noinclude>
sejcs8hyip3928tkje3mknt18twl1oi
210287
210278
2026-10-21T21:17:01Z
Aveldro
601
210287
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 113 —|}}</noinclude>werzid-vorzed, ha da ziweza, war-hed tri metrad
diouz ar glopen, eun eil dant. Evito da veza a-skign,
e voe sellet ar relegou-ze gand ar c’havadenner evel
o tont holl eus an hevelep krouadur ma reas anezañ
Pithecanthropus erectus « an Den-marmouz sounn-
’n-e-sav » (1). A-gevret ganto, e oa er gweleadou
e-leiz a eskern-loened, an darn-vuia anezo o tis-
kuilha gouennou aet bremañ diwar ar bed pe diwar
ar vro : olifanted (diou pe deir eilouenn anezo o
trei d’an doare koz-koz Stegodon), frikorneged,
tapired, dourvarc’hed, hag all. An nesteriou bras a
zo etre al loened-ze ha re an Indez a laka anat e oa
douarou o staga enez Java ouz douar-bras Azia
d’ar mare m’edo loened Trinil o veva. Diouz meno
an amparta douarourien, e vije en em furmet gwe-
leadou Trinil e-doug ar plioken-uhela pe e-kerz
ar pleistoken-izela (oadvez an olifant kreisteizel en
Europ). Hirbennek, didal ha kern-plaen eo klopen
Trinil ; he aroueziadur a zo 70 ; he dalc’had 850 san-
timetrad-diñs, muioc’h eged an uhela marmouz
(600 s.-d.), nebeutoc’h eged an izela den (1.000 s.-d.)
Balirek ha teo eo an diou-wareg abrant evel ma
vezont bremañ gand ar marmouzien hirvrec’hiek
hag ar chimpanzeed. An dent ivez a zo heñveloc’h
ouz dent ar marmouzien (dreist-holl ouz dent an
orang-outan pe ouz dent ar marmouz kentvedel
Dryopithecus) eged ouz den-tud. Ar werzid-vorzed,
en eneb, a zo heñvel-tre ouz gwerzid-vorzed eun
den ; spis-anat eo diouti e oa boas ar c’hrouadur
(1) E. DUBOIS, Pithecanthropus erectus, eine Menschenaehnliche Uebergangsform aus Java, Batavia, 1894.<noinclude><references/></noinclude>
7fiiznnnj1lmvdjkkefzp5cdup6ag7q
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/124
102
67190
210279
2026-10-21T21:11:37Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "a oa d’ezañ ar werzid-vorzed-ze da vale en e sav. Dizunvan eo ar ouizieien a-zivout gouenn perc’henn ar relegou-ze. Kalz anezo, da heul ar c’havadenner E. Dubois, a sell anezañ evel eur furm-dremen etre ar Marmouz hag an Den. Re all a ziskred start e vefe ar werzid-vorzed diwar an hevelep hini hag ar glopen. Darn c’hoaz, o kemerout da ziazez o mar- tezead an heñvelderiou a zo etre relegou ar Pithe- canthropus erectus ha relegou ar marmouzien hir- vrec...
210279
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" /></noinclude>a oa d’ezañ ar werzid-vorzed-ze da vale en e sav.
Dizunvan eo ar ouizieien a-zivout gouenn perc’henn
ar relegou-ze. Kalz anezo, da heul ar c’havadenner
E. Dubois, a sell anezañ evel eur furm-dremen etre
ar Marmouz hag an Den. Re all a ziskred start e vefe
ar werzid-vorzed diwar an hevelep hini hag ar
glopen. Darn c’hoaz, o kemerout da ziazez o mar-
tezead an heñvelderiou a zo etre relegou ar Pithe-
canthropus erectus ha relegou ar marmouzien hir-
vrec’hiek a vremañ (Hylobates), a lusk da gredi
n’oa anezañ nemed eur marmouz bras-kenañ o tui
d’ar rummad-ze. Hag evit gwir, lïes skouer a gaver,
dre ar bed holl, e-pad ar plioken hag ar pleistoken,
a furmou mentet-bras pe ramzel zoken o tenna da
ouennou-loened a zo bremañ kalz bihanoc’h o
ment : Megatherium ha Glyptodon en Amerika ar
C’hreisteiz, anezo fallzenteged ramzel, Diprotodon
en Aostralia, anezañ eur godelleg bras-bras, pikolou
evned-kerzer Madagaskar hag ar Zeland-Nevez,
Trogontherium pe avank-meur Europa, ar mar-
mouz hirventek anvet Dryopithecus giganteus en
Indez, Megaladapis, Archaeolemur hag Hadropi-
thecus, anezo fals-varmouzien kalz brasoc’h eged
ar fals-varmouzien bremañ (1).
4° ''Aostralia''. — Eur penn aet en eskern ha karre-
kaet a zo bet degaset d’ar goulou e Talgai, en Dar-
ling Downs, Queensland (2), eus a greiz eur gwelead
(1) BOULE, op. cit. pp. 108-9. Diwar-benn ar Pithecanthropus
erectus, lenn en hevelep levr ar pp. 93-110.
(2) War-hed 2 vetrad 50 diouz ar barr, e-tal eur waz.
Dalrymple Creek an ano anezi.<noinclude><references/></noinclude>
pp5juo2m8shi9kyisjisegldz4vvbk9
210286
210279
2026-10-21T21:16:50Z
Aveldro
601
210286
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 114 —|}}</noinclude>a oa d’ezañ ar werzid-vorzed-ze da vale en e sav.
Dizunvan eo ar ouizieien a-zivout gouenn perc’henn
ar relegou-ze. Kalz anezo, da heul ar c’havadenner
E. Dubois, a sell anezañ evel eur furm-dremen etre
ar Marmouz hag an Den. Re all a ziskred start e vefe
ar werzid-vorzed diwar an hevelep hini hag ar
glopen. Darn c’hoaz, o kemerout da ziazez o mar-
tezead an heñvelderiou a zo etre relegou ar Pithe-
canthropus erectus ha relegou ar marmouzien hir-
vrec’hiek a vremañ (Hylobates), a lusk da gredi
n’oa anezañ nemed eur marmouz bras-kenañ o tui
d’ar rummad-ze. Hag evit gwir, lïes skouer a gaver,
dre ar bed holl, e-pad ar plioken hag ar pleistoken,
a furmou mentet-bras pe ramzel zoken o tenna da
ouennou-loened a zo bremañ kalz bihanoc’h o
ment : Megatherium ha Glyptodon en Amerika ar
C’hreisteiz, anezo fallzenteged ramzel, Diprotodon
en Aostralia, anezañ eur godelleg bras-bras, pikolou
evned-kerzer Madagaskar hag ar Zeland-Nevez,
Trogontherium pe avank-meur Europa, ar mar-
mouz hirventek anvet Dryopithecus giganteus en
Indez, Megaladapis, Archaeolemur hag Hadropi-
thecus, anezo fals-varmouzien kalz brasoc’h eged
ar fals-varmouzien bremañ (1).
4° ''Aostralia''. — Eur penn aet en eskern ha karre-
kaet a zo bet degaset d’ar goulou e Talgai, en Dar-
ling Downs, Queensland (2), eus a greiz eur gwelead
(1) BOULE, op. cit. pp. 108-9. Diwar-benn ar Pithecanthropus
erectus, lenn en hevelep levr ar pp. 93-110.
(2) War-hed 2 vetrad 50 diouz ar barr, e-tal eur waz.
Dalrymple Creek an ano anezi.<noinclude><references/></noinclude>
14oafi2iemmamthtcvdt8ssdsyvuh34
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/125
102
67191
210280
2026-10-21T21:12:41Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "pri gell-ruz ma kaver ennañ peurliesa eskern diwar loened steuziet a-benn-bremañ ar ouenn anezo (Diprotodon, Nototherium, hag all). Peuraostraliat eo ar glopen ; aostraliat ivez, pe, pa lavarfen gwell, hen-aostraliat eo an dremm, d’ezi stummadou na vezont nepred kavet ken holl a-gevret en eun heve- lep dremm gand Aostraliz-vremañ : braster iskis ar rakkarvanegez, braster an dent-lagad, hag all (1). 5° ''Amerika''. — Heñvel eo bet doare Amerik an Hant...
210280
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 115 —|}}</noinclude>pri gell-ruz ma kaver ennañ peurliesa eskern diwar
loened steuziet a-benn-bremañ ar ouenn anezo
(Diprotodon, Nototherium, hag all). Peuraostraliat
eo ar glopen ; aostraliat ivez, pe, pa lavarfen gwell,
hen-aostraliat eo an dremm, d’ezi stummadou na
vezont nepred kavet ken holl a-gevret en eun heve-
lep dremm gand Aostraliz-vremañ : braster iskis
ar rakkarvanegez, braster an dent-lagad, hag
all (1).
5° ''Amerika''. — Heñvel eo bet doare Amerik an
Hanternoz e-doug ar pleistoken ouz doare an
Europ. Teir c’hreizenn-skigna d’ar skournreden-
nou-meur a oa enni : al Labrador, ar vro er c’hor-
nog da vae Hudson, ar Meneziou Roc’hellek adal
an Alaska en Hanternoz beteg ar Montana diouz ar
c’hreisteiz. Dre en em unani kenetrezo, ar skourn-
redennou tarzet diouz an teir andon-ze o deus
golôet kevrenn hanternoz Norz-Amerika gand eur
gwiskad-skourn, d’ezañ etre 1.200 ha 3.000 metrad
teoder (2). Ar Meneziou Roc’hellek er c’hreisteiz
d’ar Montana, Meneziou al Lammdoureier, ar
Sierra Nevada a oa d’ezo skournredennou diouto
o-unan a vounte o meinegennou-tal betek gwri-
menn ar c’hompezennou, evel ma rae en Europ
(1) S. A. SMITH, The fossil human skull found at Talgai, war
Philosophical Transactions of the Royal Society, Rummad B.
Levr. 208, London, 1918.
(2) BOULE, op. cit. pp. 410-1. Teurel pled evelato da evezia-
dennou Stanislas MEUNIER, la Géologie générale, pp. 258-75
(eus an eil mouladur, 1909) ; Dr J. ÉHIK, The glacial theories
in the light of biological investigation, war Annales Musei
nationalis Hungarici, 1921 ; Anthr. 1924, pp. 308-9.<noinclude><references/></noinclude>
5q1urx85rwbvp8lw9ji0d7pp0sicpdq
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/126
102
67192
210281
2026-10-21T21:13:28Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "skournredennou an Alpou hag ar Pireneou. E meur a lec’h eus an Norz-Amerik, e kaver a bep eil gwe- leadou douar skournredel ha gweleadou eun douar all, fosilennou ennañ. Kement-se o tiskouez ez eus bet, e Norz-Amerika evel en Europa, argila hag araokaat bep eil tro gand ar skournredennou. Mar deo bet, a-hed ar pleistoken, heñvel-bras doare an Norz-Amerik ouz doare an Europ, diaes eo evelato degouezout gant kempredelez an dar- voudou-natur c’hoarvezet...
210281
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 116 —|}}</noinclude>skournredennou an Alpou hag ar Pireneou. E meur
a lec’h eus an Norz-Amerik, e kaver a bep eil gwe-
leadou douar skournredel ha gweleadou eun douar
all, fosilennou ennañ. Kement-se o tiskouez ez eus
bet, e Norz-Amerika evel en Europa, argila hag
araokaat bep eil tro gand ar skournredennou.
Mar deo bet, a-hed ar pleistoken, heñvel-bras
doare an Norz-Amerik ouz doare an Europ, diaes
eo evelato degouezout gant kempredelez an dar-
voudou-natur c’hoarvezet en daou zouar-bras-se,
disheñvel ma ’z eo e meur a geñver al loened a veve
enno. En Norz-Amerik, e kaver gouennou n’oa ket
anezo en Europ : fallzenteged deuet eus Amerik ar
C’hreisteiz evel ar Megatherium, Megalonyx, Mylo-
don, hag olifanted mann-europat evel an olifant
dent-torosennek hag olifant Kolomb (1). Ouspenn-
ze, n’oar ket kouezet bete-vremañ en Norz-Amerik
gant relegou-tud hag a hellje beza lakaet diarvar
a-grenn war ar pleistoken. An darn-vuia eus ar
relegou bet degaset d’ar goulou eno, dre ma ’z int
peurheñvel ouz relegou an Indianed a zalc’he ar
vro da vare donedigez Europiz, a hañval beza
digempred gant furmidigez an douaregi m’int bet
kavet. Beza a-walc’h ez int bet beziet enno en eun
amzervez war-lerc’h, pe ez int bet koundounet
diwezatoc’h da heul finvadennou eus an douarou :
(1) Bez’ ez eus henouennoniourien hag a gred d’ezo en deus
padet da veva an olifant dent-torosennek en Amerik beteg ar
rannhoalad holoken (nevez-varevez ar maen), BOULE, op. cit.
p. 142, danevell ha notenn 2.<noinclude><references/></noinclude>
k6yf4vfo3mityjpyltbbklno4fqrup8
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/127
102
67193
210282
2026-10-21T21:14:16Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "koazaduriou, dizac’haduriou, rikladuriou, hag all (1). Diarvarusoc’h eo marteze hended ar garvan- draon kavet e enez Kuba, strollad an Antillez, e mougeo Sancti-Spiritu, dindan eur gwelead maen hinkinou-leur. Dielgez a-grenn eo hag anvet eo bet Homo Cubensis doare-den ar seurt karvan. Disrannet evel m’edo diouz douarou-bras all ar bed damc’houde derou an trihoalad, Amerik ar C’hreisteiz a zo en em zispleget enni, e-pad an tri- hoalad hag ar pevarhoa...
210282
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 117 —|}}</noinclude>koazaduriou, dizac’haduriou, rikladuriou, hag
all (1).
Diarvarusoc’h eo marteze hended ar garvan-
draon kavet e enez Kuba, strollad an Antillez, e
mougeo Sancti-Spiritu, dindan eur gwelead maen
hinkinou-leur. Dielgez a-grenn eo hag anvet eo bet
Homo Cubensis doare-den ar seurt karvan.
Disrannet evel m’edo diouz douarou-bras all ar
bed damc’houde derou an trihoalad, Amerik ar
C’hreisteiz a zo en em zispleget enni, e-pad an tri-
hoalad hag ar pevarhoalad, gouennou-loened dis-
heñvel-meurbet diouz re an Europ. Diaes gant-se
sevel kempredadur an darvoudou-natur c’hoar-
vezet war an douar-bras-hont ha re an Europ, re
Amerik an Hanternoz zoken. E-kerz ar plioken hag
ar pleistoken douarou o tivori o deus staget Amerik
ar C’hreisteiz ouz Amerik an Hanternoz, ha, dre an
douarou-ze, o deus gallet gouennou-loened-zo tre-
men eus an eil douar-meur d’egile. Olifanted dent-
torosennek, tapired, kezeg, kirvi, kizier-meur a zo
deuet evel-se eus Amerik an Hanternoz da veva en
Amerik ar C’hreisteiz. Amzer ar Skourn-Bras n’eus
ket bet anezi en Amerik ar C’hreisteiz. Biskoaz
n’eo bet sebeliet ar vro gand ar skournegi. Biskoaz
n’eo en em astennet skournredennou an Andou war
he c’hompezennou (2).
(1) Lenn A. HRDLICKA, Skeletal Remains suggesting or attri-
buted to Early Man in North-America, embannet gand ar
Smithsonian Institution, Bureau of American Ethnology,
Washington, 1907 ; Recent Discoveries attributed to Early Man
in America, Washington, 1918 ; BOULE, op. cit. pp. 417-24.
(2) BOULE, op. cit. pp. 424-6.<noinclude><references/></noinclude>
0u9orftgtn9rr3exut493kdps8hrgkp
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/128
102
67194
210283
2026-10-21T21:15:17Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> Bez’ ez eus, en Amerik ar C’hreisteiz, gweleadou bras a zouar lec’hid heñvel ouz lec’hid pe leus an Europ. Pampaek a vez graet eus douar ar pam- paou pe kompezennou bras geotek ar Republik Arc’hantel. Ledet e voent war gwiskadou miokenel hag oligokenel ar bluskenn-vaen e-pad ar rann- hoaladou pliokenel ha pleistokenel beteg an Amzer- vremañ. Stank enno an eskern-loened, dreist-holl relegou ar fallzenteged bras, nemed aezetaet n’eo ket...
210283
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 118 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Bez’ ez eus, en Amerik ar C’hreisteiz, gweleadou
bras a zouar lec’hid heñvel ouz lec’hid pe leus an
Europ. Pampaek a vez graet eus douar ar pam-
paou pe kompezennou bras geotek ar Republik
Arc’hantel. Ledet e voent war gwiskadou miokenel
hag oligokenel ar bluskenn-vaen e-pad ar rann-
hoaladou pliokenel ha pleistokenel beteg an Amzer-
vremañ. Stank enno an eskern-loened, dreist-holl
relegou ar fallzenteged bras, nemed aezetaet n’eo
ket gand ar re-mañ an diazeza-kempredaduriou, o
veza ma hañval ar gouennou-ze beza padet da veva
er vro beteg eur marevez ha n’eo ket gwall-bell
diouz hon hini. Gand an douarou pampaek ha gant
mougeviou Brazil eo ez eus bet daskoret betek-hen
ar pep-brasa eus ar relegou-tud a heller lakaat war
gouennou kenta ar vro. Koz eo hiniennou eus ar
relegou-ze, da skouer ar re a zo bet kavet gand
an Danad Lund e mougeo lenn Sumidoro, e-kichen
Lagoa-Santa, Brazil. Hini ebet anezo, avat, n’oufe
sevel d’ar pleistoken (1).
{{Kreizañ|'''Kavell mab-den hag orin ar gouennou-meur a dud.'''}}
Betek-hen, n’eo ket stank ha dreist-holl hollvedel
a-walc’h ar c’havadennou a relegou-tud kentvedel
evit teurel sklerijenn war orin mab-den, ar vro eus
an douar a dalvezas d’ezañ da gavell, furmidigez
ar gouennou-meur ha tudidigez ar bed ganto e-kerz
(1) A. HRDLICKA, Early Man in South-America, embannet
gond ar Smithsonian Institution, Bureau of American Ethno-
logy, Washington, 1912 ; BOULE, op. cit. pp. 437-47.<noinclude><references/></noinclude>
qsfoorcdhjbmclf1igvyoe0risq9r1d
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/129
102
67195
210284
2026-10-21T21:15:56Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "amzeriou kosa ar ragistorvez (1). Eun dra splann eo da vihana ne hell ket mab-den beza genidik eus eur c’hornad-bed ma oa goañvou ennañ, dre n’eo ket a-grenn evit beva en eur vro yen heb ar gwarez a zeu d’ezañ eus an tan, eus an emwiska hag eus an emgledouri. Kent deski enaoui-tan, kent gou- zout ober gant krec’hin-loened tammou dilhad da virout ouz ar riou da dreanti e gorf, kent beza barrek da sevel gant douar, prenn ha geot fouken- nou pe logellou...
210284
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 119 —|}}</noinclude>amzeriou kosa ar ragistorvez (1). Eun dra splann
eo da vihana ne hell ket mab-den beza genidik eus
eur c’hornad-bed ma oa goañvou ennañ, dre n’eo
ket a-grenn evit beva en eur vro yen heb ar gwarez
a zeu d’ezañ eus an tan, eus an emwiska hag eus
an emgledouri. Kent deski enaoui-tan, kent gou-
zout ober gant krec’hin-loened tammou dilhad da
virout ouz ar riou da dreanti e gorf, kent beza
barrek da sevel gant douar, prenn ha geot fouken-
nou pe logellou kletaus ouz an erc’h hag ar skourn,
n’oa ket an den evit chom hed ar bloaz-pad e
kevrennou goañvek ar bed. Ouspenn-zo, frank n’eo
ket an emveva er broiou-ze nemet da dud anezo
hemolc’herien, da lavarout eo en o c’herz binviou
da laza ar pevarzroadeged bras, oc’hen, kezeg,
kirvi, hag all. Hogen, ar rummadou-tud kenta o
deus bevet war an Douar n’oa ganto benveg ebet.
N’oant ket evit laza pe baka miled. Debrerien-
c’hlasvez a oa anezo dreist-holl. Beva a raent, evel
ar marmouzien bremañ, diwar frouez, hadennou,
(1) Diwar-benn ar c’hudennou-ze hag an dirouestlou a zo
bet klasket d’ezo gant gouizieien hon Amzer, lenn : A. DE QUA-
TREFAGES, Introduction à l’étude des races humaines, s. a. ;
Histoire générale des Races humaines, 1887 ; G. DE SAPORTA,
Un essai de synthèse paléoethnique, war Rev. des Deux-Mondes,
1ᵃ a viz Mae 1883 ; Charlez HILL-TOUT, The Phylogeny of Man
from a new angle, war Transactions of the Royal Society of
Canada, Rummad nevez, Levr. XV, 1921 (keñveria Anthr. 1924,
pp. 304-5) ; Gerrit S. MILLER, Conflicting Views on the problem
of Man’s Ancestry, war American Journal of physical Anthro-
pology, 1920 (Anthr. 1922, pp. 284-5) ; GIUFFRIDA-RUGGERI, Sur
l’origine dell’ Homo Nuove teorie e documenti, Bologna, 1921
(Anthr. 1923, pp. 390-2) ; H. SANIELEVICI, la Vie des Mammi-
fères et des Hommes fossiles, Bucarest, 1926 (Anthr. 1927,
pp. 155-8) ; A. C. HADDON, les Races humaines et leur réparti-
tion géographique, troïdigez c’hallek gand A. VAN GENNEP, 1927.<noinclude><references/></noinclude>
bkjarbu35ru622j12z2fy11uu919dfo
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/130
102
67196
210285
2026-10-21T21:16:26Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "broustou ha plantennouïgou tener, gwriziennou, pe c’hoaz diwar loenedigou munut a heller paka heb arm ebet evel razed, logod, melc’houed-krogenek, gleskered, preñved-gwenn, kirvi-raden, kregin- mor (1). Arabat klask ar rannved dic’hoañv a voe kavell da vab-den en Amerika pe e Polunezia, pa na hañ- val ket beza gwall-goz tudidigez ar broiou-ze. Kreisteiz ha Kreizenn Afrika, Aostralia, Tasmania, korniou pella ha reterela Azia n’int ket kennebeut kreize...
210285
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 120 —|}}</noinclude>broustou ha plantennouïgou tener, gwriziennou, pe
c’hoaz diwar loenedigou munut a heller paka heb
arm ebet evel razed, logod, melc’houed-krogenek,
gleskered, preñved-gwenn, kirvi-raden, kregin-
mor (1).
Arabat klask ar rannved dic’hoañv a voe kavell
da vab-den en Amerika pe e Polunezia, pa na hañ-
val ket beza gwall-goz tudidigez ar broiou-ze.
Kreisteiz ha Kreizenn Afrika, Aostralia, Tasmania,
korniou pella ha reterela Azia n’int ket kennebeut
kreizennou gwirheñvel da hil mab-den d’en em
skigna (2). En doare-derez m’emañ bremañ hon
anaoudegeziou diwar-benn an traou-ze, emañ an
holl selledou o tenna da lakaat ar greizenn-skigna
er gordenad-ved en em astenn eus ar broiou oc’h
ober Mervent Europa ha Kornog Norz-Afrika
(Okitania, Iberia, Marok) beteg an Indez. War
boent pe boent eus harzou an hir riblennad-ze eo
e teu da geja, aba ez eus koun, an teir gouennad-
veur a dud m’eo rannet etrezo an Denelez : gwenn-
groc’heneien, melengroc’heneien, dugroc’heneien.
Er rann gornok anezi, edo o veva, kerkent hag ar
pleistoken-uhela, doareou-tud hag a heller da
sellout evel rakfurmou pe pennou-lignez d’ar
gouennou-meur a vremañ : Kro-Magnoniz, Kent-
(1) An holl loenedou-ze a ya da voued bremañ c’hoaz gant
tudou-zo, en Europa zoken.
(2) Hil « had, gouenn » e brezoneg koz (LOTH, Chresto. bret.
p. 137), e kembraeg hil, en iwerzoneg sil. En holl yezou nevez-
keltiek ar Grenn-amzer, « hil Adam », hil Addav, sil Adaim
eo an doare-lavar boaziet gand ar ouizieien hag ar varzed da
lavarout « gouenn Adam, diskennidi pe vugale Adam ».<noinclude><references/></noinclude>
elzsobh8k7p7qrrkqrbkqruvrjj0m1f
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/131
102
67197
210290
2026-10-21T21:19:39Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "europiz anezo kouls lavarout, evel e diougan enno ar ouenn wenn europat a ziwezatoc’h ; Grimaldiz, anezo Kentafrikaned, pe da gomz strisoc’h Kent- vorianed ; Chansladiz, ar re-mañ Kentaziaded, ma kemerer da wir n’eo ket ar stummadou heñvel a gaver etrezo hag Eskimoed-zo aroueziou touellus diwar gendoareaduriou-korf o tont eus heñvel- levezoniou a ziavaez, hogen aroueziou doun ha gwirion o testenia kerentiez ha maberez (1). Ma lakaer e oa tud diwar ha...
210290
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 121 —|}}</noinclude>europiz anezo kouls lavarout, evel e diougan enno
ar ouenn wenn europat a ziwezatoc’h ; Grimaldiz,
anezo Kentafrikaned, pe da gomz strisoc’h Kent-
vorianed ; Chansladiz, ar re-mañ Kentaziaded, ma
kemerer da wir n’eo ket ar stummadou heñvel a
gaver etrezo hag Eskimoed-zo aroueziou touellus
diwar gendoareaduriou-korf o tont eus heñvel-
levezoniou a ziavaez, hogen aroueziou doun ha
gwirion o testenia kerentiez ha maberez (1).
Ma lakaer e oa tud diwar had an Homo sapiens
o veva war an Douar e-pad ar rannhoalad mioken,
e heller dont da ziskleria, en eun doare gwirheñvel
a-walc’h ha bastus d’ar spered, kreskañs an Dene-
lez kosa, ha, war eun dro, an emstummidigez enni
dre hir-amzer eus ar rummadou-meur disheñve!
dre o liou-ken, natur o bleo ha linennadur o dremm.
E-kerz ar mioken eo e c’hoarvezas ar roufenna-
duriou eus ar bluskenn-vaen o deus lakaet da sevel
an aradennadou bras a veneziou euraziat (2) :
Himalaya, Tibet, Pamir, Iran, Kaokaz, Armenia,
Azia-Vihana, Balkanou, Karpatou, Alpou, Apenni-
(1) Keñveria J. BAYER, Europa, die Urheimat der Kultur, war
Sitzungsberichte der anthropologischen Gesellschaft in Wien,
1917-1918 Diwar-benn al labour-ze, lenn Anthr. 1924, pp. 133-4.
(2) Euraziat a zo ennañ kenta silabenn Europa hag Azia
stag-ouz-stag. Meneziou euraziat a raer eus meneziou Europa
hag Azia a zo bet lakaet da sevel en hevelep hoalad gand an
hevelep roufennaduriou eus ar bluskenn-vaen. Eurazia a vez
lavaret eus Europa hag Azia sellet evel eun douar-bras hepken
(hag evit gwir, a-wel d’an douaroniez, n’eo Europa nemed cur
mell ledenez stag ouz Kornog Azia). Euraziat a raer ivez eus
ar gouennou-tud a vev en Europa kerkouls hag en Azia, pe
eus an hironed diwar kemmesk Europiz hag Aziiz. Eurafrikat
hag Amerindat a zo geriou furmet en hevelep doare. Amerindat
a zo bet savet da envel henvroïz an Amerik evit tec’hout diouz<noinclude><references/></noinclude>
3qzn8ofsy14ikez24iaw8c8tkpr9l8p
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/132
102
67198
210291
2026-10-21T21:20:16Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "nou, Atlas. N’eo ket a-daol-trumm, hogen gorrek- meurbet eo en em savas an aradennadou-ze. Ar beurc’horroïdigez anezo a gemeras, da veza kaset da benn, oadveziou hir a vez graet anezo gand an douarourien akuitanek, burdigalek, helvetek, tor- tonek, sarmatek ha pontek. Keit ha ma padas ar c’horroïdigez-se, ez eas ivez war uhelaat strad ar mor Kreizdouarek ken na voe da hesk hogos en e bez. A-hed milvedou n’eus ken anezañ, eus ar Spagn d’an Indez (1) ne...
210291
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 122 —|}}</noinclude>nou, Atlas. N’eo ket a-daol-trumm, hogen gorrek-
meurbet eo en em savas an aradennadou-ze. Ar
beurc’horroïdigez anezo a gemeras, da veza kaset
da benn, oadveziou hir a vez graet anezo gand an
douarourien akuitanek, burdigalek, helvetek, tor-
tonek, sarmatek ha pontek. Keit ha ma padas ar
c’horroïdigez-se, ez eas ivez war uhelaat strad ar
mor Kreizdouarek ken na voe da hesk hogos en e
bez. A-hed milvedou n’eus ken anezañ, eus ar
Spagn d’an Indez (1) nemet kompezennadou hir
divent a zouar strujus-dreist, marellet a lennadou
dour peuzdisall, stêriet-stank ha golôet penn-da-
benn a goadeier hag a bradeier, o veva enno, e-mesk
eur c’hlasvez kehederel e gwirionez, loened rak-
furmus d’ar re a vev bremañ er broiou tomm :
antiloped, gazeled, jirafed, olifanted, frikorneged,
dourvarc’hed, kizier-meur, marmouzien ha strus-
kañvaled. Er rannved gwenvidik-ze, kuit a bep
hemolc’h, e helle mab-den beva er vrasa aezoni,
rak kavout a rae eno er bloaz-pad boued founnus
a lies seurd. Ar pep brasa eus ar gwez frouez, eus
an daou-ster rouestlus stag ouz ar ger Indian e yezou-zo
(saozneg, spagnoleg, galleg) a ra gantañ da envel war eun dro
broïz an Amerik (ar fals-Indez pe Indez ar C’huz-heol) ha broïz
an Indez (ar wir Indez pe Indez ar Savheol). An daousteriez-se
eus ar ger Indian n’eus ket anezi e brezoneg pa reomp Indianed
cus broïz an Amerik nemetken, ha pa lavaromp Indeziz eus
broïz an Indez. Dre-ze, n’eo ket ker ret ober gand ar ger
Amerindat en hor yez-ni ha ma ’z eo e saozneg da skouer.
(1) Kent savidigez ar meneziou euraziat, e-pad ar rannhoa-
lad eoken, oadvez lutetiaek, en em astenne ar Mor Kreizdoua-
rek war-du ar Reter kalz pelloc’h eget bremañ, pa ’z edo din-
danañ Azia-Vihana, Kaokaz, Armenia, Siria ha Persia. Gwe-
leut A. DE LAPPARENT, Traité de Géologie, 5vet mouladur, 1906,
pp. 1.526, 1.547, 1.616, 1.626, 1.633.<noinclude><references/></noinclude>
73yfg92afrkcs9lwm3m4fmuwb7x2n4n
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/133
102
67199
210292
2026-10-21T21:21:02Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "an edeier hag eus al louzeier-kegin bet gounezet diwezatoc’h gant mab-den a zo genidik eus ar rannved-ze en e bez, eus lec’h pe lec’h anezañ, pe kavet e vezont o kreski anezo o-unan war e harzou : palmez-datez, fiez, olivez, gwini, pin-bouedus (Pinus domestica), kistin, kraoñ, kraoñ-kelvez, bri- kez, pechez, irin, kerez, per, aval, mouar, spezad, flamboez, sivi, ognon, kignen, sivolez, kaol, pour, irvin, karotez, boetrabez, asperjez, kistin-dour, ed-d...
210292
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 123 —|}}</noinclude>an edeier hag eus al louzeier-kegin bet gounezet
diwezatoc’h gant mab-den a zo genidik eus ar
rannved-ze en e bez, eus lec’h pe lec’h anezañ, pe
kavet e vezont o kreski anezo o-unan war e harzou :
palmez-datez, fiez, olivez, gwini, pin-bouedus
(Pinus domestica), kistin, kraoñ, kraoñ-kelvez, bri-
kez, pechez, irin, kerez, per, aval, mouar, spezad,
flamboez, sivi, ognon, kignen, sivolez, kaol, pour,
irvin, karotez, boetrabez, asperjez, kistin-dour,
ed-du, piz, fao, fer, aval-sukrin, sitrouilhez, kokom-
brez (1).
E-pad ar rannhoalad war-lerc’h, ar plioken, ez
eas ar vro evurus-se war en em zarnaoui. Da heul
frailhaduriou ha koazaduriou bras er bluskenn-
douar, e teuas ar mor ervoaz d’en em astenn warni
adarre amañ hag ahont. Neuze eo en em gleuzas
koundouniou mor Oman (4.300 metrad), ar mor
Ruz (1.000 m.), ar mor Kreizdouarek (3.300 m.) hag
ar mor Du (2.240 m.). Ar glebor degaset gand an
aveliou kreisteizel a dròas en erc’h war lein hag
ouz tor an aradennadou-meneziou en o led en han-
ternoz, eus ar mor Atlantek betek kreiz an Azi, hag
en em garga a reas o zraoniennou a skournreden-
nou. Dre an erc’hegi hag ar skournegi-ze e voe
lakaet kael etre an dud aet da chom en hanternoz
d’ar meneziou, e kompezennou Reter Europa ha
Kornog Siberia, hag an dud a gendalc’he da veva
(1) A. DE CANDOLLE, L’origine des Plantes cultivées, eil mou-
ladur, 1896. Levriou all talvoudus da lenn diwar-benn ar
poent-se a vez kavet an anoiou anezo war La Terre et l’Evolu-
tion humaine gant FEBVRE ba BATAILLON, 1922, pp. 454-5.<noinclude><references/></noinclude>
hxb908dtky7d04n67bnmc32bwla8b8v
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/134
102
67200
210293
2026-10-21T21:21:55Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "war an douarou bet disrannet gand ar mor, diouz tu ar c’hreisteiz. En hanternoz, er broiou ma oa aet war yenaat an temz-amzer e-pad eun darn eus ar bloavez (hep ma vije aet koulskoude ar goañv yen- skourn enno evel m’emañ bremañ) e chome an dud a zo bet penn-lignez d’ar ouenn wenn. E broiou dic’hoañv ar c’hreisteiz, e paotaas an dud a voe penn-kef da ouennou m’edo o stankaat en o c’hro- c’hen greunennouïgou o livadur-ken bep ma ’z aent dounoc’..."
210293
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 124 —|}}</noinclude>war an douarou bet disrannet gand ar mor, diouz
tu ar c’hreisteiz. En hanternoz, er broiou ma oa aet
war yenaat an temz-amzer e-pad eun darn eus ar
bloavez (hep ma vije aet koulskoude ar goañv yen-
skourn enno evel m’emañ bremañ) e chome an dud
a zo bet penn-lignez d’ar ouenn wenn. E broiou
dic’hoañv ar c’hreisteiz, e paotaas an dud a voe
penn-kef da ouennou m’edo o stankaat en o c’hro-
c’hen greunennouïgou o livadur-ken bep ma ’z aent
dounoc’h-douna dindan oablou tomm-grizias ar
c’hreisteiz ; bez’ emañ anezo : hendadou Etiopiz
ha Dravidiz, nesa d’ar mor Kreizdouarek ; izeloc’h
war-du ar c’hreisteiz ha tostoc’h d’ar c’heheder,
hendadou Morianed Afrika, ha, pelloc’h e Gevred
Azia, hendadou Aostraliz ha Melaneziz. E Reter
Azia, en tu-hont da uhelennou-meur an Tibet, edo
o chom a-benn-neuze rummadou-tud o liou-ken o
tenna d’ar melen, nemet ha ganet e vije ar velen-
groc’heneien, evel ma kred da ouizieien-zo (1),
diwar eur c’hemmesk a dud kroc’hen-gwenn gant
tud kroc’hen-du : melen o c’hroc’hen eo ivez ar
vulzened en hon amzer (2).
An disheñvelderiou a zo bremañ e liou-ken an
tri skourr-meur eus an Denelez o deus goulennet
moarvat kantvilvedou da sevel ha d’en em gadar-
naat kent dont da veza herezel evel m’emaint bre-
mañ, da lavarout eo da dremen a dad da vugel dre
(1) Doktor A. F. LEGENDRE, da skouer.
(2) Mulzened a vez graet eus an dud vriz-ouenn ganet cus
unaniezou etre Eurafrikiz pe Enraziiz a ouenn wenn ha Morianed.<noinclude><references/></noinclude>
8inot5v9pcjj6uevm6183dz5fa8mvpn
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/135
102
67201
210294
2026-10-21T21:22:45Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ar gwad, kuit eus al levezoniou-natur o deus o lakaet da ziwan er penn-kenta. N’omp ket aotreet da gredi e oa en derou ker bras an disheñvelderiou- ze ha bremañ. Emañ meur a dra zoken, hizio c’hoaz, o tiskouez n’oant ket. Bugale nevez-c’hanet ar Galmouked, re Sinaïz, Maleziz, Amerindiz, hag all, n’int ket ker melen hag o c’herent. Bugale Morianed Afrika a zo liou chokollat o tenna war ar ruz pe liou kannell o c’hroc’hen da vare o gane- digez, hag e..."
210294
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 125 —|}}</noinclude>ar gwad, kuit eus al levezoniou-natur o deus o
lakaet da ziwan er penn-kenta. N’omp ket aotreet
da gredi e oa en derou ker bras an disheñvelderiou-
ze ha bremañ. Emañ meur a dra zoken, hizio
c’hoaz, o tiskouez n’oant ket. Bugale nevez-c’hanet
ar Galmouked, re Sinaïz, Maleziz, Amerindiz, hag
all, n’int ket ker melen hag o c’herent. Bugale
Morianed Afrika a zo liou chokollat o tenna war
ar ruz pe liou kannell o c’hroc’hen da vare o gane-
digez, hag eun nebeud deiziou goude eo ez a war
zuaat. Kement-se o tiskouez n’eo ket liou peurzu
pe beurvelen ar c’hen eur stummad eus ar c’hosa
er gouennou-ze. Kemend-all a heller lavarout eus
gloanegez ar bleo gant Morianed Afrika ha Mela-
neziz, pa ’z eo gwir n’eus gant bugale nevez-c’hanet
ar gouennou-ze nemet bleo gwagennek pe rodellek.
Er stumm-ze e pad pell a-walc’h o bleo gant bugale
Melaneziz. Gant bugale Morianed Afrika, en eneb,
ez eont buan war c’hloanekaat, ha diwar-ze e heller
dastum ez eo kosoc’h stumm gloanek ar bleo er
ouenn vorianat eged er ouenn velaneziat (1).
Ar stummadou all, ma sav diwar ar c’henfram-
madur anezo en eun hevelep dremm an neuz-ouenn
vorianat (ar fri tougn gant fronellou-podez hag an
diweuz teo war astenn) e-touez Afrikiz krochenet-
du, hag an neuz-ouenn vongolheñvel (dremm ledan
ha plaen, daoulagad a-veskell) e-mesk Reter-
Pellaïz hag Amerindiz, ne dint ket marteze, int-i
ivez, ker koz e-metou ar broadou-ze ha ma vijed
(1) Fritz SARASIN, war Anthr. 1924, p. 224 ; HADDON-VAN
GENNEP, pp. 10-1.<noinclude><references/></noinclude>
3uqt9fzpfkus7zp3dzz3vjfamkpzye5
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/136
102
67202
210295
2026-10-21T21:23:59Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "tuet da gredi diwar ar c’henta sell. Pell ez int, da vihana, a veza skignet ker stank ha ma vez kreded peurvuia en Europ. Kalz a Vorianed n’o deus na fronellou podez na diweuz teo war astenn : ker kaer dremmet hag Europiz ez int. E-metou melen- groc’hencien ar Reter-Pella hag an Amerik e tegouezer alies ivez gant dremmou europat- heñvel (1). Kredi a raer peurvuia ez eus eur galloud gware- zus el liou du, azdu pe c’hell diwanet er c’hroc’hen gand an h...
210295
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 126 —|}}</noinclude>tuet da gredi diwar ar c’henta sell. Pell ez int, da
vihana, a veza skignet ker stank ha ma vez kreded
peurvuia en Europ. Kalz a Vorianed n’o deus na
fronellou podez na diweuz teo war astenn : ker
kaer dremmet hag Europiz ez int. E-metou melen-
groc’hencien ar Reter-Pella hag an Amerik e
tegouezer alies ivez gant dremmou europat-
heñvel (1).
Kredi a raer peurvuia ez eus eur galloud gware-
zus el liou du, azdu pe c’hell diwanet er c’hroc’hen
gand an heol. Liou du o c’hen a zifennfe ar Voria-
ned diouz nerz bannoberius an heol. En heñvel
doare e vefe liou gwenn o c’hroc’hen eur gwarez
evid ar wenngroc’heneien, nemet ouz ar riou e vefe
ar gwarez-se, pa ’z eo ar gwenn ar gwella liou da
viroul tommder ar c’horf (2).
Bez’ e heller lakaat heb aon da fazia ez eo bet
gounezet gand ar gouennou-meur a vremañ liou
herezel o c’hen e-doug eun hoalad eus an Douar
kent an hini m’emaomp ennañ. Sed amañ perak :
1° Pep tra a denn da wiria ez eus eus Morianed
Afrika eur ouenn-dud hag a zo bet o chom a-viskoaz
(1) Diwar gement-se holl, e heller dastum a-walc’h ez oa
gand an hena diskennidi diwar an Homo sapiens eur c’hroc’hen
gwenn-gell ha bleo gwagennek pe hir-rodellek, ruz o liou mar-
teze (keñveria P. DIFFLOTU, la Beauté s’en va, pp. 194-5 :
« Eva a oa bleo ruz d’ezi ha n’eo ket bleo melen-aour evel
ma lavar ar barz Milton »). Gouennou kroc’henet gell pe zu,
indoneziat hag aziat eus ar Gevred, evel Andamaniz, ar Seman-
ged, ar Sakaïed, hag all, a zo d’ezo bleo du, eun adliou arruz
warna. Ar ruzegez, da lavarout co an distrei a hiniennou da
liou ruz ar bleo, a zo anezi e-mesk holl ouennou ar bed,
nemed ar Vorianed.
(2) HADDON-VAN GENNEP, р. 14.<noinclude><references/></noinclude>
b83qn2prjhznrpwpgb3kupo8tvs10fs
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/137
102
67203
210296
2026-10-21T21:25:15Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "e kevrennou tomma hag heolieka an Afrik : Soudan ha lodennou kevannezus ar Sahara. Diouz o zu, Morianed Tasmania hag Aostralia, kent chom er broiou m’o c’haver hizio, o deus annezet, a-gevret gant Melaneziz, kevrennou trovanel Azia (Indez hag Indez-Sina) e-lec’h ma kaver bremañ c’hoaz diler- c’hiadou eus gouennou-tud kar-nes d’ezo, dreist- holl e-mesk Dravidiz an Indez. O liou du, deuet d’ezo ha stabilaet dre hir amzer, a viront pa dre- menont dindan...
210296
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 127 —|}}</noinclude>e kevrennou tomma hag heolieka an Afrik : Soudan
ha lodennou kevannezus ar Sahara. Diouz o
zu, Morianed Tasmania hag Aostralia, kent chom
er broiou m’o c’haver hizio, o deus annezet, a-gevret
gant Melaneziz, kevrennou trovanel Azia (Indez hag
Indez-Sina) e-lec’h ma kaver bremañ c’hoaz diler-
c’hiadou eus gouennou-tud kar-nes d’ezo, dreist-
holl e-mesk Dravidiz an Indez. O liou du, deuet
d’ezo ha stabilaet dre hir amzer, a viront pa dre-
menont dindan oablou klouaroc’h. Ar Vorianed aet
da chom e Kreisteiz Afrika a zo ken du hag ar re
vanet dindan ar c’heheder ; al liou du-ze o digemm
diwar eur gwel diouz henvroïz ar vro, Bochimaned
hag Hottentoted a zo melen o c’hroc’hen. Tasmaniz
hag Aostraliz Kreisteiz Aostralia, evito da chom
abaoe diwez ar pleistoken e broiou ha n’int ket
tommoc’h eget Kreisteiz Europa, a zo ken du ha
Melaneziz o deus savet o annez en enezennou din-
dan ar c’heheder. En diwez, ar Vorianed degaset,
eun nebeut kantvedou a zo, dre ar sklaverez, er
C’hanada hag e lodenn hanternoz ar Stadou-
Unanet e-lec’h ma vez yen-skourn ar goañv, o deus
miret o liou-ken, ken du ha liou-ken ar Vorianed
degaset en Antilhou (1).
2° Ar poblou kroc’henet-melen o deus kemeret
lec’h Melaneziz en Indonezia, e-kerz ar rannhoalad
holoken, n’int ket aet war zuaat. Pounaned {{Tired|dia|barz}}
(1) A. CORRE, De l’acclimatement dans la race noire afri-
coine, war Rev. d’Anthr., Rummad 2, V, pp. 31-97 ; F. L.
HOFFMANN, Race, traits and tendencies of the American Negro,
war Pub. American Economic. Ass., XI, 1896, pp. 1-329.<noinclude><references/></noinclude>
d0gfqrcp7l1e68vury32omdf9npvqs2
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/138
102
67204
210297
2026-10-21T21:26:13Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|dia|barz}} Borneo, da skouer, evito da chom en eur vro ken tomm hag ar Soudan pe ar C’hongo, a zo bepret melen-gwenn o c’hroc’hen. E kevrennou kehederel Afrika ar poblou hamitek, aet da veva darn anezo kerkent ha diwez ar pleistoken e-touez ar Voria- ned, o deus miret o liou gell-ruz pe c’hell-melen. En Amerik ivez, an Indianed o deus tudet e-pad ar rannhoalad holoken kevrennou kehederel ar vro (Yukatan, Kreiz-Amerik, Antilhou, Venezuela, Gwi...
210297
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 128 —|}}</noinclude>{{Tired2|dia|barz}} Borneo, da skouer, evito da chom en eur vro
ken tomm hag ar Soudan pe ar C’hongo, a zo bepret
melen-gwenn o c’hroc’hen. E kevrennou kehederel
Afrika ar poblou hamitek, aet da veva darn anezo
kerkent ha diwez ar pleistoken e-touez ar Voria-
ned, o deus miret o liou gell-ruz pe c’hell-melen.
En Amerik ivez, an Indianed o deus tudet e-pad ar
rannhoalad holoken kevrennou kehederel ar vro
(Yukatan, Kreiz-Amerik, Antilhou, Venezuela,
Gwiana, Amazonia, hag all) a zo manet melen-
groc’henek evel an Indianed o deus graet o annez e
kevrennou yen ar vro, Kanada ha Patagonia (1).
3° Mar deo manet digemm o liou-ken gand ar
gouennou aet da chom e kevrennou tomm-grizias
ar bed abaoe diwez ar pleistoken ha derou an holoken,
aesoc’h meiza ez eo manet digemm o liou gand
ar re a zo bet divrôet davet ar c’heheder abaoe
derou an istorvez. Ar pobladou gwenngen ha bleo
melen, graet Tahennou ha Tamehou anezo gand
Ejiptiz, hag o deus argadet an Ejipt diouz tu ar
c’huzheol e-tro an XIII kantved kent H. S., o deus
lezet war o lerc’h e poblañs Berberia diskennidi
a zo hizio ker gwenn o c’hroc’hen ha ker melen
o bleo ha m’edo o c’henttadou gwelet gwechall
gand Ejiptiz. An Arianed aloubet an Indez ganto
war-dro an hevelep koulz, ar Verbered o deus
diberc’hennet e-pad ar c’hantvedou kenta eus an
amzervez kristen ar Vorianed diouz lodennou
(1) An Indianed velena a zo alies ar re o chom ar pella diouz
ar c’heheder.<noinclude><references/></noinclude>
hryddo2oqm65ctm377juhnufh31u5nh
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/139
102
67205
210298
2026-10-21T21:27:40Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "kevannezus ar Sahara, ar Yuzevien aet d’ober o annez e Kochin (Indez) goude dismantridigez Jeruzalem gant Titus (1), ar rummadou Arabed aet da chom diwezatoc’h er Soudan reterel (2), an holl boblou-ze a zo manet gwenngen. N’eus bet gwelet, kennebeut, kemm ebet o sevel e liou-kroc’hen diskennidi Europiz a zo o chom abaoe eun nebeud kantvedou e kevrennou kehederel Amerika, e Kreisteiz Afrika, en Indonezia, e Polunezia (3). Hogen mont re bell e vefe das...
210298
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 129 —|}}</noinclude>kevannezus ar Sahara, ar Yuzevien aet d’ober o
annez e Kochin (Indez) goude dismantridigez Jeruzalem
gant Titus (1), ar rummadou Arabed aet da
chom diwezatoc’h er Soudan reterel (2), an holl
boblou-ze a zo manet gwenngen. N’eus bet gwelet,
kennebeut, kemm ebet o sevel e liou-kroc’hen diskennidi
Europiz a zo o chom abaoe eun nebeud
kantvedou e kevrennou kehederel Amerika, e
Kreisteiz Afrika, en Indonezia, e Polunezia (3).
Hogen mont re bell e vefe dastum diwar kement-se
holl en em gav stabilaet da viken liou-kroc’hen
ar gouennou-meur a vremañ, pa ’z eo gwir n’eus
ket a stabilded e-lec’h ez eus buhez. Kement-mañ
hepken a zo da lavarout : re verr eo an istorvez,
re verr zoken ar rannhoalad holoken en e bez d’al
levezoniou-natur da zegas kemmaduriou en eur
stummad en deus goulennet kantvilvedou evit
diwan ha stabilaat, hag a zo deuet da veza herezel
er gouennou abaoe derou ar pleistoken da
vihana (4).
(1) « Yuzevien wenn » a raer anezo er vro, d’o digemma
diouz ar « Yuzevien du », ar re-mañ Tamouled anezo troet
d’ar judaadegez. War an daou rummad Yuzevien-ze, lenn
eveziadennou Deniker, Races et Peuples de la Terre, kenta
mouladur, p. 136, notenn 3. Keñveria P. LOTI, L’Inde sans les
Anglais, 46vet mouladur, pp. 119-26.
(2) Diwar-benn neuz-ouenn Arabed ar Bornou, lenn E. GENTIL, La chute de l’empire de Rabah (la mission Gentil du Congo au lac Tchad), war Tour du Monde, 1901, II, p. 614.
(3) J. NOVICOW, Les luttes entre sociétés humaines et leurs phases successives, 1893 ; l’Avenir de la Race blanche, 1897 ; A. C. HADDON, the Wanderings of Peoples, Cambridge, 1911 ; Roland B. DIXON, the Racial History of Man, New-York, 1923.
(4) E. G. CONKLIN, The Direction of Human Evolution, 1921.<noinclude><references/></noinclude>
f2qivsy8fh1yympakkiu1d6bgib143f
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/151
102
67206
210300
2026-10-21T21:31:16Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> Rummadou all a besketaerien hag a hemolc’h- erien groc’hen-du a dreizas en enezennou Mela- nezia (Nevez-Gwinea, Amiraliez, Salaun, Nevez- Hebridez, Nevez-Kaledonia) hag en em skignas beteg ar Zeland-Nevez. Darn eus ar rummadou-ze, evel an hini a zo bet penn-lignez da Nevez- Kaledoniz, a zo dibar dre an niver a stummadou neanderthalheñvel en askournadur o c’horf hag o fenn. Ma heller lavarout n’eus gouenn ebet bremañ war ar bed a gement...
210300
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 141 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Rummadou all a besketaerien hag a hemolc’h-
erien groc’hen-du a dreizas en enezennou Mela-
nezia (Nevez-Gwinea, Amiraliez, Salaun, Nevez-
Hebridez, Nevez-Kaledonia) hag en em skignas
beteg ar Zeland-Nevez. Darn eus ar rummadou-ze,
evel an hini a zo bet penn-lignez da Nevez-
Kaledoniz, a zo dibar dre an niver a stummadou
neanderthalheñvel en askournadur o c’horf hag o
fenn. Ma heller lavarout n’eus gouenn ebet bremañ
war ar bed a gement a ve heñveloc’h ouz Neander-
thaliz eget gouenn Nevez-Kaledoniz. Disheñvel
a-grenn ez int avat diouz Neanderthaliz dre uhel-
der bolz o c’hlopen, dre poullou pevarc’hornek
o daoulagad, hirder bras o arvrec’h hag o gar
e-keñver hini o brec’h hag o morzed, dre stum-
madou all c’hoaz, evel sounnder o c’horf, o laka
diarvar ebet e-touez diskennidi an Homo
sapiens (1). An hevelep heñvelderiou ha disheñvel-
deriou a zo etre Aostraliz ha Neanderthaliz.
E-kerz ar rannhoalad holoken, e voe adtudet
hogos en o fez enezennou kuzheol Okeania gant
pobladou a ouenn gemmesket, kroc’hen gwenn-
gell, gell-splann, arvelen pe velen o tont eus Indez-
Sina. Kevrennadur-bremañ ar gouennou hag ar
yezou en Indonezia a sav da nevez-varevez ar
maen (2).
(1) Diskleriet e vefe an heñvelderiou-ze etre Nevez-Kaledoniz
ha Neanderthaliz ma lakafed ez eus bet er penn-kenta cur
ouenn-dud gentneanderthalat e vije deuet diwezatoc’h
gouenn Neanderthal ha gouenn an Homo sapiens, Fritz SARA-
SIN, Sur les relations des Néo-Calédoniens avec le groupe de
l’Homo neanderthalensis, war Anthr. 1924, pp. 193-227.
(2) R. HEINE GELDERN, Die Steinzeit Sudostasiens, war Mittei-
lungen der Anthropologischen Gesellschaft in Wien (Sitzunbe-<noinclude><references/></noinclude>
fdqvazubo8b1sk1i73ehq0s544yz7ls
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/152
102
67207
210301
2026-10-21T21:32:23Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> Evit Polunezia, an dudidigez anezi a zo bet kaset da benn e-doug an daou vilved diweza eus an istorvez gant tud kroc’hen melen pe c’hell o tont eus Indonezia. A-walc’h a zo eus unvanded ar yez komzet dre holl enezennou Polunezia da ziskouez n’eo ket koz poblidigez an enezennou-ze (1). 4° ''Amerika''. — E touez an holl relegou-tud o tenna d’ar ragistorvez bet kavadennet en Amerika, n’eus askourn ebet betek-hen a gement a hellfe beza la...
210301
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 142 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
Evit Polunezia, an dudidigez anezi a zo bet
kaset da benn e-doug an daou vilved diweza eus
an istorvez gant tud kroc’hen melen pe c’hell o
tont eus Indonezia. A-walc’h a zo eus unvanded
ar yez komzet dre holl enezennou Polunezia da
ziskouez n’eo ket koz poblidigez an enezennou-ze (1).
4° ''Amerika''. — E touez an holl relegou-tud
o tenna d’ar ragistorvez bet kavadennet en
Amerika, n’eus askourn ebet betek-hen a gement
a hellfe beza lakaet diarvar war Amzer ar Skourn-
Bras. Douaroniez ar vro kerkouls ha neuziou-
gouenn an Indianed o-unon a laka anat n’eo bet
an den evit dont en Amerika nemed eus Azia dre
striz-mor Behring (2). Tudidigez Amerika n’oufe
ket beza bet boulc’het nemed eur wech ma ’z eo
bet tudet kevrennou pella ha reterela Azia.
A-hend-all, ar rummadou-tud kevannezet ganto
Amerika a zo aet kuit eus Azia pell kent ar mare
m’eo diwanet enni broadeleziou ha sevenaduriou
richte, Levrenn 57, 1927, pp. 47-54 ; Anthr. 1927, pp. 536-8 ;
J. B. KLEIWEG DE ZWAAN, De Rassen van den Indischen Archipel,
Amsterdam, 1925 ; Anthr. 1927, pp. 202-3.
(1) A. DE QUATREFAGES, les Polynésiens et leurs migrations,
1866 ; Hommes fossiles et hommes sauvages, 1884, pp. 401-94 ;
Doktor P. A. LESSON, les Polynésiens, leur origine, leurs migra-
tions, leur langage, 4 levrenn ; E. CAILLOT, Histoire de la Poly-
nésie orientale, Les Polynésiens orientaux au contact de la
Civilisation.
(2) Tud neuziet-heñvel ouz Indianed Amerika a gaver bre-
mañ c’hoaz amañ hag ahont e-touez poblañs Siberia, Japan,
Korea, Mongolia, Tibet, Sina, Indez-Sina, Malezia ha Polunezia,
A. HRDLICKA, passim.<noinclude><references/></noinclude>
m92juelojh69mdvljtcdc62ykf2hwk1
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/153
102
67208
210302
2026-10-21T21:33:10Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "bras ar Reter-Pella (1). Pe da lavarout gwell, d’ar mare n’edo c’hoaz eus pobladou ar Reter-Pella nemet rummadouigou hemolc’herien, pesketa- erien ha kutuilherien eo en em zisrannas diouto ar bagadou aet d’en em skigna dre Amerika. Kement-se holl a denn da lakaat ar c’henta divro- adegou o deus tudet an Douarou-Nevez war-dro diwez hen-varevez ar maen ha derou nevez- varevez ar maen, da lavarout eo war-dro 15.000 bloaz diouzomp, hervez amzeroniez ragis...
210302
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 143 —|}}</noinclude>bras ar Reter-Pella (1). Pe da lavarout gwell, d’ar
mare n’edo c’hoaz eus pobladou ar Reter-Pella
nemet rummadouigou hemolc’herien, pesketa-
erien ha kutuilherien eo en em zisrannas diouto
ar bagadou aet d’en em skigna dre Amerika.
Kement-se holl a denn da lakaat ar c’henta divro-
adegou o deus tudet an Douarou-Nevez war-dro
diwez hen-varevez ar maen ha derou nevez-
varevez ar maen, da lavarout eo war-dro
15.000 bloaz diouzomp, hervez amzeroniez ragis-
torvez Europa.
Kement gouenn-dud a oa neuze o chom er
Reter-Pella he deus kaset moarvat divroerien
daved Amerika ; ac’hano penn-orin an disheñvel-
deriou a zo bremañ c’hoaz o tiforc’ha an Indianed
entre meur a ouenn (2). Bez’ e kouez an disheñvel-
deriou-ze war furm ar glopen, linennadur an
dremm, ar vent hag al liou-ken. Melen-gell eo
kroc’hen an Indianed dre vras. Koulskoude meu-
riadou anezo evel Perikueed Hen-Galifornia ha
(1) Ar sevenaduriou a ziwanas diwezatoc’h e-touez Indianed
Amerika (sevenaduriou ar Meksik, sevenadur Inkaed ar Perou,
Hag all) a zo amerikan-rik. Bez’ ez int ar frouez eus labour-
dourn ha spered an Indianed, ermaez a bep levezon estren,
Kuit a beb amprest digand ar sevenaduriou a oa o vleunia e
kevrennou all ar bed. Kemend-all a zo da lavarout eus al
labour-douar hag ar maga-loened. Ar plant a zeuas da veza
gounezet gand an Indianed, al loened a voe diouezet ha maget
ganto a zo anezo holl plant ha loened ar vro ha n’eo ket plant
Ha loened degaset eus Azia. Keñveria H. BEUCHAT, Manuel
d’Archéologie américaine, Amérique préhistorique, civilisations
disparues, 1912, pp. 732-5.
(2) Mont en tu all d’ar wirionez eo lavarout war-lerc’h ar
genta Spagnoled o deus ergerzet ar vro : « Neb en deus gwelet
eun Indian, en deus o gwelet holl ».<noinclude><references/></noinclude>
ryph5aufql44kvz3vz3rca8w0q75ssf
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/154
102
67209
210303
2026-10-21T21:34:05Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "Charruaed an Uruguay a oa ken du ha Moria- ned (1). Meuriadou all, evel hiniennou eus ar re a zo o chom er Chako (Amerika ar C’hreisteiz) a zo en eneb gell-splann o liou (2). Disheñvel-bras ivez linennadur an dremm diouz ar meuriadou. Mar deo mongolheñvel en o stumm kalz a India- ned, n’o deus eleiz a re all nested ebet ouz gouenn vongoliat Kreiz-Azia. E stummadou-korf an Indianed, ez eus daou hag a zo skignet-ledan en o zouez hag a bouez bras dre ar...
210303
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 144 —|}}</noinclude>Charruaed an Uruguay a oa ken du ha Moria-
ned (1). Meuriadou all, evel hiniennou eus ar re
a zo o chom er Chako (Amerika ar C’hreisteiz) a
zo en eneb gell-splann o liou (2). Disheñvel-bras
ivez linennadur an dremm diouz ar meuriadou.
Mar deo mongolheñvel en o stumm kalz a India-
ned, n’o deus eleiz a re all nested ebet ouz gouenn
vongoliat Kreiz-Azia.
E stummadou-korf an Indianed, ez eus daou
hag a zo skignet-ledan en o zouez hag a bouez
bras dre ar sklerijenn a ziskouezont teurel war
o orin : 1° ar rakkarvanegez gand an Indianed a
zo hanter-hent etre dremmadur an Den gwenn ha
dremmadur ar Morian ; 2° ar c’heñveriad etre
hed an arvrec’h ha hed ar vrec’h, hed ar c’har ha
hed ar vorzed a zo ivez ganto hanter-hent etre re
an Den gwenn ha re ar Morian.
En doare-derez m’emañ bremañ hon ana-
oudegeziou war ar poent-se, e heller lakaat ez eus
bet e tudidigez Amerika pemp enbroadeg lerc’h-ouz-lerc’h :
(1) Aet da get eo bremañ an daou veuriad-ze. « Kaliforniz,
eme ar merdead gall La Pérouse, a zo dre o liou heñvel ouz
Morianed na vefe ket gloanek o bleo. Da sellout liou
c’hroc’hen nemetken, e kredfe d’an den beza en o zouez evel
en eur blantadeg eus enez San-Domingo ». Ar Charruaed,
a lavar Pritchard, a zo da renka, en abeg d’o liou-ken, e-touez
ar gouennou kroc’hen-du ». Meneget diouz Topinard, L’Anthro-
pologie, mouladur nevez, s. a. pp. 496-7.
(2) « N’eo ket gelloc’h o liou-ken eget liou-ken eur mulzen.
N’int ket gelloc’h eget miliadou a Spagnoled hag a Bortugaliz
o chom war harzou an trevadennou ha lorc’h enno da veza
gwenngroc’heneien », MAYNE-REID, les Peuples étranges, troïdi-
gez c’hallek gand an itron H. LOREAU, 7vet mouladur, 1884,
p. 131.<noinclude><references/></noinclude>
dt3hda8fazwkvz0nufngku9cyo9uof0
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/155
102
67210
210304
2026-10-21T21:35:34Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> 1° Hirbenneien kroc’henet gell-du pe zu, hen- dadou da ouenn Lagoa-Santa, Charruaed an Uruguay, Perikueed Hen-Galifornia, hag all. Dre Amerika a-bez e kaver roudou eus ar ouenn-ze. Heñvel eo ouz Melaneziz dre veur a stummad eus hec’h askournadur ha deuet eo moarvat eus Reter pe eus Gevred Azia d’ar mare m’edo c’hoaz ar vro-ze e dalc’h hendadou Melaneziz. Ho pet koun o deus darn eus mougeviou an Tonkin daskoret, a-gevret gant binviou ne...
210304
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 145 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
1° Hirbenneien kroc’henet gell-du pe zu, hen-
dadou da ouenn Lagoa-Santa, Charruaed an
Uruguay, Perikueed Hen-Galifornia, hag all. Dre
Amerika a-bez e kaver roudou eus ar ouenn-ze.
Heñvel eo ouz Melaneziz dre veur a stummad eus
hec’h askournadur ha deuet eo moarvat eus Reter
pe eus Gevred Azia d’ar mare m’edo c’hoaz ar
vro-ze e dalc’h hendadou Melaneziz. Ho pet koun
o deus darn eus mougeviou an Tonkin daskoret,
a-gevret gant binviou nevez-varevez ar maen ha
binviou acheulel mesk-mesk, klopenou melaneziat (1).
2° Hirbenneien, hendadou d’ar pep brasa eus an
dud aet d’ober meuriadou an Algonkianed,
Irokizien, Sioued, Chochoned, Pimaed, Azteked,
hag all. Dremmou europatheñvel a gaver alies
a-walc’h e-touez ar re-ze.
3° Krennbenneien, eus an neuz-ouenn anvet
toltek, skignet ivez evel ar re veneget uheloc’h en
teir Amerika.
4° Krennbenneien eus rummad an Athapasked,
stankoc’h ha rikoc’h en o metou an dremm {{Tired|vongol-|heñvel}}
(1) Dr P. RIVET, La race de Lagoa-Santa chez les populations
précolombiennes de l’Equateur, war Bull. et Mém. de la Soc.
d’Anthr. de Paris, 5vet Rummad, Levrenn IX, 1909, pp. 209-73 ;
Recherches anthropologiques sur la Basse-Californie, war
Journ. de la Soc. des Américanistes de Paris, Rummad nevez,
Levrenn VI, 1909, pp. 146-253 ; Dr R. VERNEAU, Les anciens
Patagons, 1903 ; Crânes d’Indiens de la Colombie : l’élément
papoua en Amérique, war Anthr. 1924, pp. 353-86 ; E. WINSLOW
GIFFORD, Californian Anthropometry (University of California
Publications in American Archaeology and Ethnology), Berke-
ley, 1926 ; Anthr. 1927, pp. 556-7.<noinclude><references/></noinclude>
gump12yw1vnzghbzb75djznhepmxie4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/156
102
67211
210305
2026-10-21T21:37:03Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|vongol-|heñvel}}. Eus ar re-ze, an Apached eo ar re a zo aet al larka daved ar c’hreisteiz. 5° An Eskimoed (1). ''Da evesaat'' : En daou bennad emeur o paouez lenn a-zivout kavell mab-den, orin ar gouennou-meur ha tudidigez ar bed, hon eus lakaet ar pep gwirheñvela a-douez an dirouestlou bet klasket d’ar c’hudennou-ze gant skianteka ha poelleka gouizieien hon amzer. Arabat d’al lenner ankounac’haat avat ez eus amañ martezeadou ha goulakadur...
210305
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 146 —|}}</noinclude>{{Tired2|vongol-|heñvel}}. Eus ar re-ze, an Apached eo ar re a zo
aet al larka daved ar c’hreisteiz.
5° An Eskimoed (1).
''Da evesaat'' : En daou bennad emeur o paouez
lenn a-zivout kavell mab-den, orin ar gouennou-meur
ha tudidigez ar bed, hon eus lakaet ar pep
gwirheñvela a-douez an dirouestlou bet klasket
d’ar c’hudennou-ze gant skianteka ha poelleka
gouizieien hon amzer. Arabat d’al lenner ankounac’haat
avat ez eus amañ martezeadou ha goulakaduriou
eleiz. O c’hortoz ar c’havadennou da
zont d’o gwiria pe d’o diskar, e vezo mat ober
ganto evel da stern-labour ha da gael da virout
ouz ar glaskerien da goll o amzer e huñvreadennou
diboell.
Ar goulakadur-meur a dalv da ziazez d’ar
pajennadou uheloc’h eo ma ’z eo diskennet an
holl ouennou-tud eus eur penn-kef nemetken. War
ar goulakadur-ze ez eus bet savet kelennadurez
an unc’heneliadegez m’eo bet ar brudeta dalc’hiad
anezi, e dibenn ar c’hantved diweza, an denoniour
(1) A. HRDLICKA, The origin and antiquity of the American
Indian, war Annual Report of the Smithsonian Institution,
1925, pp. 481-94 ; Anthr. 1927, pp. 409-11 ; Catalogue of human
crania in the United States National Museum, war Proceedings
of the… Museum, Levrenn 69, Washington, 1927, pp. 1-127 ;
Anthr. 1927, pp. 554-6 ; H. VIGNAUD, Le problème du peuple-
ment initial de l’Amérique et de l’origine ethnique de sa popu-
lation indigène, war Journ. de la Soc. des Américanistes de
Paris, 1922, pp. 1-63 (keñveria Anthr. 1923, pp. 415-8 : evezia-
dennou gand an Doktor R. VERNEAU) ; Dr Ch. ANDRÉ, Comment
s’est peuplée l’Amérique, war La Presse Médicale, miz gwengolo 1926 ; Anthr. 1927, p. 423.<noinclude><references/></noinclude>
09o7vr3fexg6asaw93rujl42rybbkkw
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/157
102
67212
210306
2026-10-21T21:37:53Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "gall A. de Quatrefages (1). Unc’heneliez mab-den eo ivez kelennadur ar Gredenn gristen. N’eo ket evelato diwar abegou a gredenn hon eus hen dege- meret, pa ’z eo gwir e vennomp el levr-mañ chom striz war dachenn ar ouiziegez (2). Degemeret eo bet ganeomp dre ma ’z eo d’hor meno ar gwir- heñvela eus an holl c’houlakaduriou a zo bet savet diwar-benn orin mab-den, ha dre ma kouez a-unvan a-hend-all gant traou bet diskuilhet d’eomp dre imbourc’hiou-studi..."
210306
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 147 —|}}</noinclude>gall A. de Quatrefages (1). Unc’heneliez mab-den
eo ivez kelennadur ar Gredenn gristen. N’eo ket
evelato diwar abegou a gredenn hon eus hen dege-
meret, pa ’z eo gwir e vennomp el levr-mañ chom
striz war dachenn ar ouiziegez (2). Degemeret eo
bet ganeomp dre ma ’z eo d’hor meno ar gwir-
heñvela eus an holl c’houlakaduriou a zo bet savet
diwar-benn orin mab-den, ha dre ma kouez
a-unvan a-hend-all gant traou bet diskuilhet
d’eomp dre imbourc’hiou-studia eus hon amzer,
evel kemmusted an neuziou-buhezeged, dre hir-
amzer pe a-daol-trumm, e plegennou ha dindan
levezoniou a zo, e-keñver doare-beva magadurez,
gounidegez-douar (evid ar plant), doñvadurez hag
embregerez (evid al loened), sevenadurez (evid an
dud). N’emañ ket al lec’h amañ da vont hiroc’h
d’ar studi-ze, ken hoalus bennak d’ar spered ha
ma ’z eo. Lakaomp a-wel ar skouer-mañ hepken,
(1) Ganet e 1810, marvet e 1892. Penna levriou : De l’unité
de l’espèce humaine, 1869 ; Rapport sur les progrès de l’anthro-
pologie, 1867 ; Leçons professées au Muséum, war Rev. des
cours scientifiques, 1864-1865 ha bloaveziou da heul. Hag all.
(2) Gouiziegez ha Kredenn a respont da ezommou disheñvel
a-grenn eus mab-den, ha disheñvel eo ivez ar pal ma tennont
d’ezañ. Ar fura, d’hor meno, eo d’ar Gredenn ha d’ar Ouiziegez
tremen heb en em gemmeska dre chom pep-hini klos en he
zachenn. Speurenn didreuzus etrezo ! Meur a skouer a hellfed
degas eus ar strafuilh hag eus ar rouest deuet diwar kem-
meska dievez an eil gand eben. N’eo ket aet war-raok a-walc’h
ar Ouiziegez betek-hen da veza eun harp divrall d’ar Gredenn
(evit gwir, houmañ n’he deus ezomm a harp ebet). E-keñver
ar Ouiziegez, gwirionez-dec’h (da vihana, ar pez a greded e pep
lealded beza ar wirionez) n’eo ket gwirionez-hizio, ha gwirio-
nez-hizio ne vezo ket gwirionez-warc’hoaz. Ar gwella d’ober,
gant-se, d’an dud a gredenn ha d’an doub a ouiziegez co labou-
rat pep rummad eus e wella war e dachenn, kuit a dabut hag
a rendael. An emgleo a vezo labour an oadveziou da zont, hen
esperout ha hen heti a reomp, da vihana.<noinclude><references/></noinclude>
a2uuxmnsjzvrhf50beha4frxappnte4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/158
102
67213
210307
2026-10-22T09:40:47Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "108 sc0lnczus a-walc'h, a urnmnidigez hag a steuzidigez CUT 0u6nn cn cur Ober eun nebeud Kantvedou : ar relegennoù Kezeg hrezcl ha tournamant (che- Ddu de lance) eus nr XV Kantved goude H. 5. Kavadennet dn heul Turchadennouù graet en Italia, 0 deus isluilhet cur ouenn n'oa Ket anezi Kent ar LFGIn-0mZ6P, 8 Z0 16L da get abaoc, hag 9 ZO neu rhenñnvel a-hend-all ouz ar skeudennou deuct d'eomp diwar dourn an doelwennerien Kempred un (11. RVvido...
210307
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 148 —|}}</noinclude>108
sc0lnczus a-walc'h, a urnmnidigez hag a steuzidigez
CUT 0u6nn cn cur Ober eun nebeud Kantvedou :
ar relegennoù Kezeg hrezcl ha tournamant (che-
Ddu de lance) eus nr XV Kantved goude H. 5.
Kavadennet dn heul Turchadennouù graet en Italia,
0 deus isluilhet cur ouenn n'oa Ket anezi Kent ar
LFGIn-0mZ6P, 8 Z0 16L da get abaoc, hag 9 ZO
neu rhenñnvel a-hend-all ouz ar skeudennou deuct
d'eomp diwar dourn an doelwennerien Kempred
un (11.
RVvidomn dn zorc'hol da unc'heneliez mab-den,
6 HGeonnn ober mnmcnceg cus daou c'houlakadur all
1 Z0 hct grnet cr c'hcenyver-zo ha n'heller ket (re-
mon helh 0 1nn0out- al lhesc'heneliadegez hag an
hollc'hcenelindegcz. Hervez al bhesc'henclhadegez.
c vco les pnenn-ket da oucnn mab-den, Hervez an
hollc'henelindegez, e vete ganct tud en hevclep
Ire (lre holl c'horrend nar boed 21.
(11 Xlcncgoet c0 1 skKoucer-mnn dionz XMloris Maindron, Dans
Dinde u RSnd : L. le Caronnnidel, pempet mouladur, 19007.
p. 211. Treusfurinadeiez a reer cus nr golcnnndurez diaZ0zoL
WAP RCmmusted r buhezeged. reis rnmusted cus ar Remmus-
Lcd -Zzce diouti hec'h-unan : LreusTurnndegez Darwin, Lreustfur-
1muxLGd r buhezevced.- Saverien +0 drceusTurmadoegoez c0 ar Gall
J.B. A, Lamarck (1711-1820) hag nar Breiz-Veurand Ch. Darwin,
An hint lenta + skrivas Ln DPhiiosonhie zoolodtanue, 1800. An
cL a nkrivas 0n lhe 0rimin aj Snectes bn Means of Natural
SR0leclinn, or lhe Prencrpgitton 0 Pannoured Rares tin Lhe SLrig-
06 flor Life. London, 1950. War al lodenn-wirionez a Zo cl
lnnnrlndcegez hng on darwinndoevrez. lcnn eveziadennou E. Pgn-
nE, la Terre nant 'Histaotre. 1021, n. 388. A-ZIYout Koemnmus-
Led zr huhezcevred, lcnn Ch. Drenprznrr, les Transformations d
JMGnde animal, 1009: L. 15. lBGAnINonRE, les Transfarnmat
rons
DruSsugiics des Eires pinnnis, 7Yet miliad, 1920. Hag all.
(21 A-ZIYOouL an hollechenclindetez (hollc'heneliez maz-dcn1),
lcnn Doltor G. XoNTANnpox, L'0I00dntsme (0lonencse hunmainen,
WP Ken, Jonie. ln n viz c'houevrer 190217: Anthr. 19217.
pn, BL7-0.<noinclude><references/></noinclude>
spzbfn92lr2gwupbyc3js3any9ug2wm
210308
210307
2026-10-22T09:50:56Z
Aveldro
601
/* Adlennet */
210308
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="3" user="Aveldro" />{{Niv||— 148 —|}}</noinclude>sebezus a-walc’h, a furmidigez hag a steuzidigez
eur ouenn en eur ober eun nebeud kantvedou :
ar relegennou kezeg brezel ha tournamant (''chevaux de lance'')
eus ar XV{{vet}} kantved goude H. S.,
kavadennet da heul furchadennou graet en Italia,
o deus diskuilhet eur ouenn n’oa ket anezi kent ar
Grenn-amzer, a zo aet da get abaoe, hag a zo
peurheñvel a-hend-all ouz ar skeudennou deuet
d’eomp diwar dourn an delwennerien kempred
ganti <ref>Meneget eo ar skouer-mañ diouz Moris Maindron, ''Dans l’Inde du Sud : I, le Coromandel'', pempet mouladur, 1907, p. 211. ''Treusfurmadegez'' a reer eus ar gelennadurez diazezet war gemmusted ar buhezeged, treusfurmusted eus ar gemmusted-ze diouti hec’h-unan : treusfurmadegez Darwin, treusfurmusted ar buhezeged. Saverien an dreusfurmadegez eo ar Gall J. B. A. Lamarck (1744-1829) hag ar Breiz-Veurad Ch. Darwin. An hini kenta a skrivas ''La Philosophie zoologique'', 1809. An eil a skrivas ''On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life'', London, 1859. War al lodenn-wirionez a zo el lamarkadegez hag en darwinadegez. lenn eveziadennou {{sc|E. Perrier}}, ''la Terre avant l’Histoire'', 1921, p. 388. A-zivout kemmusted ar buhezeged, lenn Ch. {{sc|Depéret}}, ''les Transformations du Monde animal'', 1908 ; L. B. {{sc|Blaringhem}}, ''les Transformations brusques des Êtres vivants'', 7{{vet}} miliad, 1920, Hag all.</ref>.
Evidomp da zerc’hel da unc’heneliez mab-den,
e tleomp ober meneg eus daou c’houlakadur all
a zo bet graet er c’heñver-ze ha n’heller ket tremen
heb o anaout, al lïesc’heneliadegez hag an
hollc’heneliadegez. Hervez al lïesc’heneliadegez,
e vefe lïes penn-kef da ouenn mab-den. Hervez an
hollc’heneliadegez, e vefe ganet tud en hevelep
pred dre holl c’horread ar bed <ref>A-zivout an hollc’heneliadegez (hollc’heneliez maz-den), lenn Doktor G. {{sc|Montandon}}, ''L’Ologénisme'' (''ologenèse humaine''), war ''Rev. Mondiale'', 1<sup><small>a</small></sup> a viz c’houevrer 1927 ; ''Anthr''. 1927, pp. 547-9.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
4k6gbtb30s8zjlryqpfhmwknduby8j9
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/141
102
67214
210309
2026-10-22T10:11:14Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "vro a dalv d’ezo da dachenn-hemolc’h, e teu alios d’en em sila e korn pe gorn anezi rummadou hemolc’herien diwar gouennou dishenvel o font a-bell-vro. A-wechou en em gav kemmet en holl d’an holl e berr-amzer pobla~ns ar vro, eur rummad kadarnoc’h pe c’halloudusoc’h o tiberc’henna ar rummad kent pe dre e beurlaza pe dre e argas. O veza n’o devez ket ezomm an hemolc’herien a sklaved, ar beurlazidigez eo tonkadur an drec’hidi pa na vezont ket evit..."
210309
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 131 —|}}</noinclude>vro a dalv d’ezo da dachenn-hemolc’h, e teu alios d’en em sila e korn pe gorn anezi rummadou hemolc’herien diwar gouennou dishenvel o font a-bell-vro. A-wechou en em gav kemmet en holl d’an holl e berr-amzer pobla~ns ar vro, eur rummad kadarnoc’h pe c’halloudusoc’h o tiberc’henna ar rummad kent pe dre e beurlaza pe dre e argas. O veza n’o devez ket ezomm an hemolc’herien a sklaved, ar beurlazidigez eo tonkadur an drec’hidi pa na vezont ket evit tec’hel. Troiennou-zo kouls-koude e vez espernet ar maouezed yaouank, ha drezo en em sil e gouenn an drec’herien eul lom-madig eus gwad an drec’hidi (1).
Hena skeudenn a anavezomp eus an daolenn-ze, bet gwelet nouspet gwech gand ar bed, eo Europa e-pad ar pleistoken-uhela gant he gouennou-tud skignet-ledan drezi ha kemmesket war eun dro, Kro-Magnoniz europatheñvel, da skouer, o veva tu-ha-tu gant Grimaldiz vorianheñvel.
1° ''Afrika hag Eurafrika''. — An hena eus an holl zouarou-bras a vremah eo Afrika, o veza m’eo manet diveuz diouz ar mor ar pep brasa anezi
(1) Arabat koulskoude poueza re war an dro denval-ze e buhez ar ouezidi. N’eo ket stankoc’h ha didruesoc’h ar breze-liou en o zouez eged e-mesk ar sevenidi. Gant poblou « seve-net » eo e voe graet brasa ha skrijusa lazadegou an istor. E-metou Indianed Amerik an Hanternoz, n’eo denel da veza stank ar brezeliou etre ar meuriadon nemet goude donedigez Europiz en o bro, pa ’z eo en em gavet diberc’hennet inenria-dou-zo diouz o douarou-hemolc’h gand an drevadennerien a ouenn wenn, ha ret d’ezo klask douarou nevez dre vont da argadi douar meuriadon pelloc’h. Kent an amzer-ze, e veve peoc’h a-walc’h ar meuriadon Indianed, pep-hini war e gornad. F. S. Dellenbaugh, The North-Amej b ans of Yesterday, pp. 6-8.<noinclude><references/></noinclude>
iwsfluy73ig5luyxdyo0cixks7rzu4h
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/142
102
67215
210310
2026-10-22T10:12:46Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "abaoe an eil-hoalad <ref>A. {{sc|de Lapparent}}, ''Leçons de Géogr. phys''., trivet mouladur, 1907, pp. 567-8.</ref>. Dalc’husa en e stumm eus holl zouarou-bras ar bed eo ivez, p’he deus miret an temz-amzer tomm a oa o ren war ar C’hentved ha gouennou loened ha plant kar d’ar re a veve e-pad ar plioken. Gouennou koz-koz eo ivez gouennou Morianed Afrika, gounezet ganto o liou-ken ha darn eus o stummadou-korf all dre veva, e-doug oadveziou hir ar plioke...
210310
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 132 —|}}</noinclude>abaoe an eil-hoalad <ref>A. {{sc|de Lapparent}}, ''Leçons de Géogr. phys''., trivet mouladur, 1907, pp. 567-8.</ref>. Dalc’husa en e stumm eus holl zouarou-bras ar bed eo ivez, p’he deus miret an temz-amzer tomm a oa o ren war ar C’hentved ha gouennou loened ha plant kar d’ar re a veve e-pad ar plioken. Gouennou koz-koz eo ivez gouennou Morianed Afrika, gounezet ganto o liou-ken ha darn eus o stummadou-korf all dre veva, e-doug oadveziou hir ar plioken hag ar pleistoken-izela, e lodennou tomma hag heolieka an douar-bras-se. Klopenou morianhenvel Oldoway, Refer Afrika, ha Boskop, Kreisteiz Afrika (mar dint e gwirionez eus ar pleistoken), a ziskouez e oa Morianed, pe gentoc’h Kentvorianed, o veva a-benn neuze el lec’hiou-ze eus an Afrik. Anatausoc’h c’hoaz da bender ar gouennou Morianed eo klopenou morian-henvel Berberia ha Kreisteiz Europa, pa ’z int bet kavet e gweleadou-douar o tenna diarvar d’ar pleistoken.
Dianavezusoc’h eo orin ar pobladou kroc’henet-melen o chom e kevrennou kornok Kreisteiz Afrika: Bochimaned, Hottentoted, Koranaed. Ar Goranaed a zo d’ezo diou wareg-abrant teo ha balirek-meurbet ; ouz o gwelout e teu raktal war ar spered ar glopen neanderthalhenvel kavet e Broken-Hill, Rhodezia. Gouenn Vroken-Hill eo moarvat unan eus an danveziou-gouenn m’eo deuet diwarno ar Goranaed ; a-hend-all lion o c’hroc’hen o tenna alies d’an du a desteni ez int en em gemmesket gant Morianed. Eus ar broiou lec’hiet en hanternoz<noinclude><references/></noinclude>
5a1e5lnj08k6rwx6c2utl0z78mdvqj2
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/143
102
67216
210311
2026-10-22T10:15:51Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "d’ar c’heheder ez eo deuet hep mar ebet an teir foblad-ze, nemet n’eur ket evit lavarout, zoken dre vras, pe da vare ez int en em skignet e Kreisteiz Afrika. Eun dra hepken a zo diarvar : diara-oget eo bet ganto ar Vorianed er c’hornad-ze eus an douar-bras <ref>R. {{sc|Broom}}, ''A contribution to the craniology of the yellowskinned races of South-Africa'', war ''Journal of the Royal Anthropological Institute'', 1922 ; ''Anthr''. 1924, pp. 579-81...
210311
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 133 —|}}</noinclude>d’ar c’heheder ez eo deuet hep mar ebet an teir foblad-ze, nemet n’eur ket evit lavarout, zoken dre vras, pe da vare ez int en em skignet e Kreisteiz Afrika. Eun dra hepken a zo diarvar : diara-oget eo bet ganto ar Vorianed er c’hornad-ze eus an douar-bras <ref>R. {{sc|Broom}}, ''A contribution to the craniology of the yellowskinned races of South-Africa'', war ''Journal of the Royal Anthropological Institute'', 1922 ; ''Anthr''. 1924, pp. 579-81.</ref>.
Melen pe arvelen eo ivez peurliesa kroc’hen ar Vorianelled (anvet ivez Pugmeïdi, Korred, Korr-henveled, Korrafrikaned) a zo skignet ariian hag ahont e koadou bras kehederel Afrika <ref>Dreist-holl er vro douret gand ar C’hongo hag an adstêriou anezañ.</ref>, ma vevont enno diwar hemolc’hi nemetken. Sellout a raer anezo peurliesa evel eur furm mibiliet diwar eur ouenn-dud kentvedel m’eo deuet diwarni ar Vochimaned, an Hottentoted hag ar Goranaed.
E Reter Afrika, klopenou Nakurru a laka spis e teuas abred-kaer er rannhoalad holoken tud diwar ar ouenn etiopat da veva er vro.
Ar Sahara n’eo ket bet a-viskoaz evel m’eman breman eur gouelec’h dizour ha dic’hlasvez oc’h ober kael etre kevrenn hanternoz Afrika tudet gant Morianed. E-pad m’edo Amzer ar Skourn-Bras o ren war Europa, edo gleborek a-walc’h an temz-amzer war eun darn vat eus ar Sahara ha stankoc’h ar glaveier war ar meneziou anezañ. Tachennadou hir a oa dindan steppennou glas-vezus anchet-stank gant dourredennou (3). Ar
A-hed glann ar stêriou-ze, e save eus an douar gwez ma kaver breman an treujennou kailhastraet anezo. Ar studi a zo bet graet betek-hen eus an douaregi oc’h ober ar Sahara he<noinclude><references/></noinclude>
o1x8vpcq1sd3upco8dtscio98vodhof
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/144
102
67217
210312
2026-10-22T10:19:19Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "rouedad stêriou m’edo douret ganto ar Sahara d’ar c’houlz-se a oa d’ezo teir c’hreizenn-skigna, anezo teir menezeg o sevel e-kreizig-kreiz ar gouelec’h : an Hoggar (pe Ahaggar), an Air hag an Tibesti. Eus an Hoggar, e tevere davet peder avel an dremmwel stêriou hir aet da hesk hizio. An teir brasa anezo e oa an Igharghar a rede etrezek an hanternoz, an Tainanrasset a rede etrezek ar c’hornog, an Tafassasset a rede etrezek ar c’hreisteiz. Diou vammen..."
210312
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 134 —|}}</noinclude>rouedad stêriou m’edo douret ganto ar Sahara d’ar c’houlz-se a oa d’ezo teir c’hreizenn-skigna, anezo teir menezeg o sevel e-kreizig-kreiz ar gouelec’h : an Hoggar (pe Ahaggar), an Air hag an Tibesti. Eus an Hoggar, e tevere davet peder avel an dremmwel stêriou hir aet da hesk hizio. An teir brasa anezo e oa an Igharghar a rede etrezek an hanternoz, an Tainanrasset a rede etrezek ar c’hornog, an Tafassasset a rede etrezek ar c’hreisteiz.
Diou vammenn all a oa da stêriou pleistokenel ar Sahara : an Atlas en hanternoz, ar Fouta-Djallon er c’hreisteiz. Eus an Atlas marokat e tevere stêr Saoura. Eus ar Fouta-Djallon e teue an Nijer-Uhela pe Djoliba.
An darn-vuia eus stêriou ar Sahara n’o doa ket nerz a-walc’h da ziraez ar mor. Dibenna a raent e lennou bras, kemm-digemm riblennad o aodou evel m’eman breman c’hoaz lenn Tchad. En doare-ze, stêr Saoura a zinaoue e-lec’h m’eman breman izelennou ar Gourara hag an Touat, an Igharghar e-lec’h m’eman ar chotou-meur <ref>''Chot'' a vez graet gand an Arabed eus lennadou dour-sall aet hogos da hesk a gaver e Kreisteiz Aljeria.</ref>, en tu kreisteiz da gêr Viskra, ouz troad an Atlas tuniziat ; an Djoliba en em astenne betek Taraza ha Taoudeni en hanternoz da Dombouktou. An Tamanrasset a zeue ivez da lenna e Taoudeni. An Tafassasset {{Tired|nemet|ken}}
deus spisaet ez eus bet gant heman, a-dal ar rannhoalad silurek, beb eil tro doare eur gouelec’h kras ha dic’hlasvez ha doare steppennou. Da glevout hiroc’h war an traou-ze, lenn E. F. {{sc|Gautier}}, mestr-kelenner e Skol-Veur Aljer, ''Le Sahara'', 1923, pp. 46-86 ; A. {{sc|de Lapparent}}, ''Leçons de Géogr. phys''., pp. 568-74.<noinclude><references/></noinclude>
j186tqcwdxlujt88ogxpqy2cxw65t74
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/145
102
67218
210313
2026-10-22T10:22:48Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "{{Tired2|nemet|ken}} a dize da ziraez ar mor war aod pleg-mor Gwinea, pa heulier an naoz aet da hesk anezan beteg an Nijer-Izela. Da gredi eo n’eo eus heman, graet Kouarra anezan gand ar c’hlannidi, nemet red izela an Tafassasset pleistokenel <ref>Da c’houzout hiroc’h war an traou-ze, lenn {{sc|Gautier}}, ''op. cit''. pp. 56-8, 64-75 ; {{sc|de Lapparent}}, ''op. cit''. pp. 575-6. An Nijer-bremañ (4.500 kilometrad red) a zo ouz e ober e gwirionez...
210313
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 135 —|}}</noinclude>{{Tired2|nemet|ken}} a dize da ziraez ar mor war aod pleg-mor Gwinea, pa heulier an naoz aet da hesk anezan beteg an Nijer-Izela. Da gredi eo n’eo eus heman, graet Kouarra anezan gand ar c’hlannidi, nemet red izela an Tafassasset pleistokenel <ref>Da c’houzout hiroc’h war an traou-ze, lenn {{sc|Gautier}}, ''op. cit''. pp. 56-8, 64-75 ; {{sc|de Lapparent}}, ''op. cit''. pp. 575-6. An Nijer-bremañ (4.500 kilometrad red) a zo ouz e ober e gwirionez teir stêr dishenvel dre stuz o doureier ha stumm o zraonienn evel ma ’z int dishenvel dre o orin hag o istor : an Nijer-Uhela pe ''Djoliba'', eus Kouroussa betek Diafarabe ; an Nijer-Krenn pe ''Issa-Ber'', eus Diafarabe beteg Ilo ; an Nijer-Izela pe ''Kouarra'', eus Ilo beteg ar mor. Lenn an taolennadur eus an teir stêr-ze gant {{sc|Lenfant}}, ''Le Niger'', war ''Tour du Monde'', 1903, I, pp. 1-96. A-zivout an naozlaerez (''phénomène de capture'' e galleg) e istor an dourredennou, lenn {{sc|de Lapparent}}, ''op. cit''., pp. 77-9, 199-209.</ref>.
Kevannezusted ar Sahara e-doug ar pleistoken a laka splann d’eomp ar perag eus an dra souezus-man : puilhder iskis ar binviou maen benet a-skolp-adou hag ar binviou maen lufret a gaver a-skign dre ar gouelec’h-ze a-bez, el lec’hiou krasa, dizar-empredusa ha marvusa anezan zoken. Hol lakaat a ra da intent ouspenn penaos ha dre be hent o deus gallet Neanderthaliz tizout Kreisteiz Afrika, hag ivez penaos ha dre be hent ez eo deuet e Norz-Afrika hag e Kreisteiz Europa ar ouenn-dud vorianhenvel a zo bet kavet he relegou e gweleadou douar pleistokenel ar broiou-ze. Bez’e teuas ivez e Berberia, eus ar Beter, moarvat dre heulia aod ar mor Kreizdouarek, Etiopiz kroc’henet-gell. Diwezat-oc’h, hemolc’herien ha pesketaerien a ouenn wenn eus Europa a savas o annez war aodou Marok, Aljeria ha Tunizia. An Atlas, uheloc’h<noinclude><references/></noinclude>
q748o6pt8m3sh0zboq9s9glgglyydq4
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/146
102
67219
210314
2026-10-22T10:27:48Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "marteze d’ar c’houlz-se eget m’eman breman yenoc’h a-dra-sur eget na deo hizio, a vanas pell didud <ref>{{sc|Vaufrey}}, ''Observations de paléontologie humaine en Sicile, Tunisie et Italie méridionale'', war ''Anthr''. 1927, pp. 151-4.</ref>. Ne voe nemet diwezatoc’h, pa voe klouaraet an temz-amzer war ar meneziou-ze, e teuas hendadou ar Verbered d’en em Ieda dre o zraoniennou ha war an uhelennou en em astenn etre Atlas an Hanternoz hag Atlas ar C’hre...
210314
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 136 —|}}</noinclude>marteze d’ar c’houlz-se eget m’eman breman yenoc’h a-dra-sur eget na deo hizio, a vanas pell didud <ref>{{sc|Vaufrey}}, ''Observations de paléontologie humaine en Sicile, Tunisie et Italie méridionale'', war ''Anthr''. 1927, pp. 151-4.</ref>. Ne voe nemet diwezatoc’h, pa voe klouaraet an temz-amzer war ar meneziou-ze, e teuas hendadou ar Verbered d’en em Ieda dre o zraoniennou ha war an uhelennou en em astenn etre Atlas an Hanternoz hag Atlas ar C’hreisteiz. Lodennou kevannezus ar Sahara aval a chômas e dalc’h ar Vorianed beteg e-kreiz an istorvez. Da vare an impalaerded roman edo c’hoaz ar Sahara en e bez, beteg ouz troad Atlas ar C’hreisteiz, domani gouennou afrikat kroc’henet-du hag a hanval beza bet kerentiet dre ar gwad ha dre ar yez d’ar pobladou bras a zalc’h breman ar Soudan : Bambaraed, Haoussaed, Kanourïed, Bornouiz. Aloubidigez ar Sahara gand ar ouenn wenn a zo bet kaset da benn, e-kerz an daou vilved diweza eus an istorvez, da genta ha dreist-holl gand ar Verbered, ha diwezatoc’h gand an Arabed <ref>Stevan {{sc|Gsell}}, ''Histoire ancienne de l’Afrique du Nord'', levrenn I<sup><small>a</small></sup> ha levrennou da heul, ''passim'' ; {{sc|Gautier}}, ''op. cit.'', pp. 100-68.</ref>.
2° ''Eurazia hag Azia''. — An dazkemmadennou a c’hoarvezas e temz-amzer Europa e-doug ar pleistoken o deus pouezet hep mar ebet war ar skignidigez drezi eus ar gouennou-tud evel m’o deus pouezet war skignidigez ar gouennou-loened <ref>L. {{sc|Germain}}, ''Les climats des temps quaternaires d’après les mollusques terrestres et fluviatiles'', war ''Anthr''. 1923, pp. 301-22.</ref>. E-pad an oadvez mousterel e veze kavet<noinclude><references/></noinclude>
m6ypakkxm76srvt5pvtkg6l9o3yog9y
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/147
102
67220
210315
2026-10-22T10:33:05Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "ar c’haro-erc’h hag an olifant hirvlevek e tra-onienn ar Po. En hevelep koulz, e oa loened doareet diouz an tommder o veva en tu all da venez Apennin, e Grimaldi, hag e Kreisteiz Italia. E-kerz ar pleistoken-uhela, e tiraez loened ar steppennou hanternozel betek Tir Otranta : relegou diwar an olifant hirvlevek, ar frikorneg kreonennek hag ar pingouin-meur a zo bet kavadennet e mougeviou ar rannvro-ze <ref>{{sc|Blanc}}, ''Grotta Romanelli'', Firen...
210315
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 137 —|}}</noinclude>ar c’haro-erc’h hag an olifant hirvlevek e tra-onienn ar Po. En hevelep koulz, e oa loened doareet diouz an tommder o veva en tu all da venez Apennin, e Grimaldi, hag e Kreisteiz Italia. E-kerz ar pleistoken-uhela, e tiraez loened ar steppennou hanternozel betek Tir Otranta : relegou diwar an olifant hirvlevek, ar frikorneg kreonennek hag ar pingouin-meur a zo bet kavadennet e mougeviou ar rannvro-ze <ref>{{sc|Blanc}}, ''Grotta Romanelli'', Firenze, 1921 ; {{Reizh|''Rafaello Battaglia''|Rafaello {{sc|Battaglia}}}}, ''L’industrie e la faune pleistoceniche d’Italia'', war ''Rivista di Antropologia'', 1917-1918 ; ''Anthr''. 1922, pp. 146-7 R. {{sc|Fabiani}}, ''Mammiferi quaternari della regione venela'', war ''Memoria dell Instituto geologico della R. Universita di Padova'', 1917-1918 ; ''Anthr''. 1924, pp. 122-4, 312-23 ; 1927, pp. 151-4.</ref>.
Gwirheñvel eo o deus ar gouennou-tud heuliet en o divroadegou al loened ma vezent boas da hemolc’hi. Ma kemerer da wir ez eo bet Reter Europa ha Kornog Siberia hena kevannezlec’h ar wenngroc’heneien, e teuer da gredi e vefe e-pad an oadvez mousterel ez eo bet krog hiniennou anezo d’en em sila en Europa da heul an olifant hirvlevek hag ar frikorneg kreonennek, diou ouenn-loened genidik eus kevrennou hanternoz Eurazia <ref>Keñveria S. {{sc|Reinach}}, war ''Anthr''. 1924, p. 349.</ref>. D’an oadvez-se koulskoude ne hanval beza bet en Europ nemet Neanderthaliz. E-kerz ar pleistoken-uhela hepken, d’ar mare m’edo o foun-naat en hon douar-bras loened eus ar steppennou hanternozel, eo m’e welomp poblet gant tud hag a hell beza sellet, an darn-vuia anezo, evel kos.u pennou-lignez Europiz-vremañ.<noinclude><references/></noinclude>
8udha7xeafe6mjrf546ktd1r9n5u899
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/148
102
67221
210316
2026-10-22T11:00:11Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "<nowiki/> <br> E-tro an amzer-ze, ez eas moarvat war-du Reter Azia bagadouïgou gwenngroc’heneien all. Eus divroadeg ar re-man e hellfe dont diskleriadur d’ar vezans a glopenou europathenvel e darn eus mougeviou hen-varevez ar maen er Reter-Pella, da hiniennou eus ar stummadou-korf a zo o tont breman dre bell-hererez e-touez poblouigou hen-aziat Biz Siberia, ha, dreist-holl, da vezans anataet-mat e kornadou pella Azia a dud kroc’henet gwenn pe azgwenn...
210316
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 138 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
E-tro an amzer-ze, ez eas moarvat war-du Reter Azia bagadouïgou gwenngroc’heneien all. Eus divroadeg ar re-man e hellfe dont diskleriadur d’ar vezans a glopenou europathenvel e darn eus mougeviou hen-varevez ar maen er Reter-Pella, da hiniennou eus ar stummadou-korf a zo o tont breman dre bell-hererez e-touez poblouigou hen-aziat Biz Siberia, ha, dreist-holl, da vezans anataet-mat e kornadou pella Azia a dud kroc’henet gwenn pe azgwenn ha dremmet henvel ouz Europiz, evel Aïnoued enezennou Yezo ha Sakhalin <ref>E-touez an Aïnoued, gand ar wazed dreist-holl eo e kaver an dremmou europatheñvel. Ar merc’hed o devez alies stummadou mongolheñvel en o dremm, ha gant darn anezo ez eus stunmadou morianheñvel. Kement-se a dennfe da harpa ez oa nebeut a verc’hed eus o gouenn gant hendadou an Aïnoued hag o doa kemeret danvez o gwragez a-douez pobladou disheñvel-ouenn ar broiou treuzet ganto, {{sc|G. Montandon}}, ''Aïnou, Japonais, Bouriates'', war ''Anthr''. 1927, pp. 97-124, 328-54, ha levrenn-stag, anezi 48 taolenn hed-pajenn, luc’hengravet enno an neu-ziou-gouenn aïnouat.</ref>, Koreïz-zo, Loloed Kornog Bro-Sina <ref>A-zivout neuz-ouenn al Loloed, lenn levriou an Doktor {{sc|Legendre}} meneget uheloc’h, p. 275, n. 2.</ref>, Loutseed ha Kioutseed hanter-ouez traoniennou stêr Salouen ha stêr Tourong <ref>Gwelout ar Gioutseed luc’hskeudennet gand E. {{sc|Roux}}, ''Aux sources de l’Irraouaddi : d’Hanoï à Calcutta par terre'', war ''Tour du Monde'', 1897, I, pp. 253, 256, 257.</ref>, Tibetiz reteriat <ref>Diwar-benn an heñvelder etre Tibetiz o chom e kevrennou reterel ar vro hag Europiz, lenn G. {{sc|Bonvalot}}, ''l’Asie inconnue'', s. a. pp. 280-1, 283 ; {{sc|d’Ollone}}, ''les Derniers Barbares'', 1911, pp. 264, 268 (skeudenn), 271, 276.</ref> hag eur rummad Mongoled bennak (5). Bete gouzout, e
(5) Ar meuriad Tatseu, da skouer (gweladennet gant {{sc|d’Ollone}}, ''op. cit''. pp. 309-10), o chom etre Pan-Yu ha Labrang, er Gevred da lenn Goukou-Nor. E-doug ar c’henta milved kent H. S., pobladou marc’hegerien ha mesaerien-chatal deuet eus ar<noinclude><references/></noinclude>
axxj7stgrbyy7ben9mw0xvm4fuz9a2u
210318
210316
2026-10-22T11:02:50Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */
210318
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 138 —|}}</noinclude><nowiki/>
<br>
E-tro an amzer-ze, ez eas moarvat war-du Reter Azia bagadouïgou gwenngroc’heneien all. Eus divroadeg ar re-man e hellfe dont diskleriadur d’ar vezans a glopenou europathenvel e darn eus mougeviou hen-varevez ar maen er Reter-Pella, da hiniennou eus ar stummadou-korf a zo o tont breman dre bell-hererez e-touez poblouigou hen-aziat Biz Siberia, ha, dreist-holl, da vezans anataet-mat e kornadou pella Azia a dud kroc’henet gwenn pe azgwenn ha dremmet henvel ouz Europiz, evel Aïnoued enezennou Yezo ha Sakhalin <ref>E-touez an Aïnoued, gand ar wazed dreist-holl eo e kaver an dremmou europatheñvel. Ar merc’hed o devez alies stummadou mongolheñvel en o dremm, ha gant darn anezo ez eus stunmadou morianheñvel. Kement-se a dennfe da harpa ez oa nebeut a verc’hed eus o gouenn gant hendadou an Aïnoued hag o doa kemeret danvez o gwragez a-douez pobladou disheñvel-ouenn ar broiou treuzet ganto, {{sc|G. Montandon}}, ''Aïnou, Japonais, Bouriates'', war ''Anthr''. 1927, pp. 97-124, 328-54, ha levrenn-stag, anezi 48 taolenn hed-pajenn, luc’hengravet enno an neu-ziou-gouenn aïnouat.</ref>, Koreïz-zo, Loloed Kornog Bro-Sina <ref>A-zivout neuz-ouenn al Loloed, lenn levriou an Doktor {{sc|Legendre}} meneget uheloc’h, p. 275, n. 2.</ref>, Loutseed ha Kioutseed hanter-ouez traoniennou stêr Salouen ha stêr Tourong <ref>Gwelout ar Gioutseed luc’hskeudennet gand E. {{sc|Roux}}, ''Aux sources de l’Irraouaddi : d’Hanoï à Calcutta par terre'', war ''Tour du Monde'', 1897, I, pp. 253, 256, 257.</ref>, Tibetiz reteriat <ref>Diwar-benn an heñvelder etre Tibetiz o chom e kevrennou reterel ar vro hag Europiz, lenn G. {{sc|Bonvalot}}, ''l’Asie inconnue'', s. a. pp. 280-1, 283 ; {{sc|d’Ollone}}, ''les Derniers Barbares'', 1911, pp. 264, 268 (skeudenn), 271, 276.</ref> hag eur rummad Mongoled bennak <ref>Ar meuriad Tatseu, da skouer (gweladennet gant {{sc|d’Ollone}}, ''op. cit''. pp. 309-10), o chom etre Pan-Yu ha Labrang, er Gevred da lenn Goukou-Nor. E-doug ar c’henta milved kent H. S., pobladou marc’hegerien ha mesaerien-chatal deuet eus ar Chornog hag o komz yezou indezeuropek, Skuthed, Saked, Tokhariz, a zo en em skignet, en hanternoz da uhelennou an Tibet, dre Greiz-Azia betek Mandchouria ; warno e tleer lakaat orin darn eus an dremmou europatheñvel a gaver e poblañs-vremañ ar broiou-ze. Diwezatoc’h ez eo deuet kenwerzerien irdeziranat, siriat, hag all. An argadadegou istorek-ze graet gant Kornogiz a zo da zigemma diouz an ensiladou hemolc’herien ha pesketaerien c’hoarvezet e-pad ar ragistorvez.</ref>. Bete gouzout, e<noinclude><references/></noinclude>
mvjpzvxkge734r0qrqat3u1ssp1rwl6
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/149
102
67222
210317
2026-10-22T11:01:37Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "heller, a-unan gant hor c’henvrôad, an Doktor A. F. Legendre, sellout gouennou kroc’henet-melen ar Reter-Pella evel diwanet eus kemmes-kadur gwenngroc’heneien deuet eus ar C’hornog gand an dugroc’heneien a zalc’he da genta ar gevrenn-ze eus ar bed. Gwenngroc’heneien all o deus lusket abred-kaer, marteze e-pad ar pleistoken-uhela, daved ar c’hreisteiz, hag en em ledet e Mervent Azia (Azia-Vihana, Armenia). Kerner a rejont tamm-ha-tamm lec’h ar gouen..."
210317
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 139 —|}}</noinclude>heller, a-unan gant hor c’henvrôad, an Doktor A. F. Legendre, sellout gouennou kroc’henet-melen ar Reter-Pella evel diwanet eus kemmes-kadur gwenngroc’heneien deuet eus ar C’hornog gand an dugroc’heneien a zalc’he da genta ar gevrenn-ze eus ar bed.
Gwenngroc’heneien all o deus lusket abred-kaer, marteze e-pad ar pleistoken-uhela, daved ar c’hreisteiz, hag en em ledet e Mervent Azia (Azia-Vihana, Armenia). Kerner a rejont tamm-ha-tamm lec’h ar gouennou kroc’henet-gell a zalc’he da genta ar c’hompezennou treuzet gand an Tigr hag an Eufrat, hag en em fenna war Siria hag Arabia. Loenedus a-walc’h e oa neuze ar gevrennad-douar-ze. Olifanted, ejened-meur hag oc’hen-moueek a gaved el lodennou frouezusa hag hanternosa anezi. Dourvarc’hed a oa en he stêriou ha struskanvaled war harzou ar gouelec’hiou kras.
Arabia, dreist-holl Kreisteiz Arabia, oadou kreis-teizel Persia hag ar Beloutchistan a zo bet moarvat kavell an diou ouenn-veur etiopat ha dravidat. Anat ar gerentiez a zo etre an diou ouenn-ze. O liou-ken a ya eus ar gell-splann beteg ar gell-ruz hag ar gell-du O-diou o deus dremmou linennet moan ha kaer, bleo du gwagennek, rodellek pe azrodellek. Eun nester bennak a zo, a-hend-all,<noinclude><references/></noinclude>
t82jsdwvhw1ggxw8sdowbkdj3zq1ppk
Pajenn:Mordiern - Istor ar bed 2, 1930.djvu/150
102
67223
210319
2026-10-22T11:07:21Z
Aveldro
601
/* Nann adlennet */ Pajenn krouet gant : "etrezo diouz eun tu, hag ar ouenn groc’henet gwenn pe wenn-gell anvet gouenn greizdouaregat (''Homo mediterraneus'') diouz an tu all. Eus Arabia, ar ouenn etiopat a zo en em zinaouet war Afrika, dreist-holl war ar c’hevrennou reterel anezi. Eus aodou Persia hag eus ar Beloutchistan, ar ouenn dravidat a zo en em fennet war an Indez. Kosa broïz ar vro-man eo ar gouennou kroc’henet-du hag alies morianhenvel dre linennadur o dremm ma ’z eo deuet diouto he...
210319
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="1" user="Aveldro" />{{Niv||— 140 —|}}</noinclude>etrezo diouz eun tu, hag ar ouenn groc’henet gwenn pe wenn-gell anvet gouenn greizdouaregat (''Homo mediterraneus'') diouz an tu all. Eus Arabia, ar ouenn etiopat a zo en em zinaouet war Afrika, dreist-holl war ar c’hevrennou reterel anezi. Eus aodou Persia hag eus ar Beloutchistan, ar ouenn dravidat a zo en em fennet war an Indez. Kosa broïz ar vro-man eo ar gouennou kroc’henet-du hag alies morianhenvel dre linennadur o dremm ma ’z eo deuet diouto hendadou Tasmaniz, Aos-traliz, Melaneziz hag ar Grakvorianed <ref>A. {{sc|Hrdlicka}}, ''The peopling of Asia'', war ''Proceedings of the American Philosophical Society'', Levrenn LX, 1921, pp. 535-45 ; ''Anthr''. 1924, pp. 307-8 ; Davidson {{sc|Black}}, ''Asia and the dispersal of Primates'', war ''Bull. of Geological Society of China'', 1925 ; ''Anthr''. 1928, pp. 148-50.</ref>.
3° ''Okeania''. — Kosa kevannezerien enezennou kuzheol Okeania (Sumatra, Java, Sumbava, Florez, Timor, Borneo, Filipina, Selebez, Molukez) a zo ar gouennou du a veve en Indez kent donedigez Dravidiz, en Indez-Sina hag e Sina kent ar furmi-digez er broiou-ze a bobladennou kroc’hen-melen. Peuranataus er c’heiiver-ze eo ar c’hlopenou hen-aostraliat kavet e Wadjak (Java). Rummadou kenta an hemolc’herien hag ar besketaerien groc’hen-du a dreizas en Aostralia e voe ar re a zo bet penn-kef da ouenn Tasmaniz. En o goude, e teuas Aostraliz, ar re-man o tegas ganto ar c’hi dingo a denn, n’eo ket da ouenn an aourgi <ref>''Canis aureus''. « chakal » gand an Durked.</ref>, hogen da ouenn bleizi an Hanternoz <ref>F. {{sc|Wood-Jones}}, ''The status of the Dingo'', war ''Transactions and Proceedings of the Royal Society of South-Australia''. Levrenn XLV, Adelaïd, 1921, pp. 254-63 ; ''Anthr''. 1922, pp. 546-7.</ref>.<noinclude><references/></noinclude>
t2fu5ebzp13j076xdf8u8mtflj2j7w3